BR - Traduction (propre)
Collection
22 items • Updated
br stringlengths 4 424 | fr stringlengths 4 482 |
|---|---|
Goulennet em boa digant ar re a oa soñj ganto dont da rannañ gwastell ar Roueed d'ar Sul zo 'tont (11 a viz Genver) lârout din a-raok ar Gwener 9 (war-dro 4e pe 5e g.m.) din-me da urzhiañ ar gwestell. | J'avais demandé à ceux qui avaient l'intention de venir "tirer les rois" dimanche prochain (11 Janvier) de me le dire avant vendredi 9 (vers 16 ou 17h), pour que je commande les galettes. |
E gwirionez, an ti-bara a c'houlenn e vo graet an urzhioù a-benn diriaou 8 goude merenn… | En fait, la boulangerie demande que les commandes soient faites pour jeudi 8 après-midi... |
Neuze… lakait ac'hanon da c'houzout a-raok an deiz-se hag eñ emaoc'h o soñj dont. | Donc... faites moi savoir si vous avez l'intention de venir. |
Trugarez🙂. | Merci 🙂. |
Ra zegaso ar bloaz nevez-mañ kalz a droioù deomp da vont gant ar brezhoneg ha ra zegaso da bep hini levenez, sederoni ha berzh e kement tra embreget ganti pe gantañ... | Que cette nouvelle année nous apporte beaucoup d'occasions de parler breton, et qu'elle apporte à chacun joie, sérénité et succès dans tout ce qu'elle ou il entreprend... |
Ha kement ha kregiñ gant ur bloavezh nevez, hejomp un tamm ar boazioù : kinnig a ran deoc'h en emgavout d'ar Sul 11 a viz Genver, da 4e g.m. evit : | Et tant qu'à commencer une nouvelle année, secouons un peu les habitudes : je propose que l'on se retrouve dimanche 11 Janvier, à 16h pour : |
- flapañ hag eskemm mennozhioù diwar-benn ar pezh a blijfe da bep hini ober e-pad hon abadennoù "kontañ kaoz" | - bavarder et échanger des idées sur ce qu'il plairait à chacun de faire durant nos séances "kontañ kaoz" |
- pakañ ur banne kafe (pe un dra all) ha rannañ Gwastell ar Roueed | - prendre un café (ou autre chose) et "tirer les rois" |
E sal an Neved e vo, e Oaled Kumun Plogoneg, evel boaz. | Salle Neved, au Foyer Communal, comme d'habitude. |
Dre ma vo dav din gouzout pet gwestell prenañ e c'hellit rein din da c'houzout, lâromp d'ar Gwener 9, war-dro 4e pe 5e g.m. d'an diwezhatañ, hag eñ emaoc'h o soñj dont ? | Comme il me faudra savoir combien de gâteaux acheter, pouvez-vous me dire, disons pour le vendredi 9, vers 16 ou 17h au plus tard, si vous avez l'intention de venir ? |
Evit goleiñ ar mizoù e vo lakaet ur voestig da zastum ho skodenn, 2 pe 3 €... | Pour couvrir les frais, on mettra une "boite" pour collecter votre participation, 2 ou 3 €... |
Degasit moneiz 🙂! | Apportez de la monnaie 🙂! |
Treuzkas a ran deoc'h titouroù resevet er mintin-mañ. | Je vous transfère des informations reçues ce matin. |
"Un ciel de légendes" a zo ur film deuet er-maez warlene (2024) e miz Mae hag a zo bet kinniget evit ar wech gentañ er Cinéville e Kemper. | "Un ciel de légendes" est un film sorti l'an dernier (2024) et présenté en avant-première au Cinéville à Quimper. |
Kontañ a ra "imram" un erer penn gwenn, tec'het kuit eus AquaShow Gwaien ha ne gav ket ken hent an distro d'e annez. | Il raconte le périple d'un aigle à tête blanche, échappé de l'AquaShow d'Audierne et qui ne retrouve plus le chemin du retour au bercail. |
Ha setu-eñ da gantreal e-touez ar c'houmoul a-dreuz oabl Breizh… | Et le voilà à divaguer au milieu des nuages à travers le ciel de Bretagne... |
Ouzhpenn an istor-mañ e kinnig ivez ar film penaos eo bet labouret gant an aktourien hag an deknikourien... : "make of" ar film staget d'an istor kontet ennañ… | En plus de cette histoire, le film présente aussi le travail des des acteurs et des techniciens... : le "make of" du film associé à l'histoire qu'il raconte… |
Hag an daou film kemmesket-mañ a zo ivez kinniget en ul levr deuet er-maez n'eus ket pell 'zo, hag a vo dediet gant Ariel Aro, ar filmaozourez, e Super U Plogoneg d'an 21 a viz-mañ (Kerzu 2025) etre 9e ha 12e15. | Et ces deux films associés sont également présentés dans un livre paru il y a peu, et qui sera dédicacé par Ariel Aro, la réalisatrice, au Super u de Plogoneg le 21 de ce mois (Décembre 2025) entre 9h et 12h15. |
Staget d'an e-mail-mañ, skritell an abadenn dedi, ha titouroù a bep seurt diwar-benn ar film. | En pièces jointes à cet e-mail, l'affiche de la séance de dédicace, et diverses informations à propos du film. |
Na zisoñjit ket : warc'hoazh hon eus un emgav gant Bernard Leon a zeuio da ginnig deomp ar gevredigezh "Oligocyte"ha da eskemm ganeomp diwar-benn an traoù bet kaset da benn dija, ar re a chom da seveniñ, hag ar spi degaset gant an enklaskoù mezegel. | N'oubliez pas : demain nous avons rendez-vous avec Bernard Leon qui viendra nous présenter l'association "Oligogyte" |
Evel ma ouzit, an abadennoù "Kontañ kaoz" a zo unan eus obererezhioù ar C'huzul Gevellañ Plogoneg/Llandysul. | Comme vous le savez, les séances "Kontañ kaoz" sont l'une des activtés du Comité de Jumelage Plogoneg/Llandysul. |
Bep bloaz e vez graet ganeomp un Emvod meur. | Nous tenons chaque année une Assemblée Générale. |
D'an 20 a viz Kerzu, da 10e30 e Sal an Neved e Oaled Kumun Plogoneg, e vo graet er bloaz-mañ. | Cette année, elle aura lieu le 20 Décembre, Salle Neved du Foyer Communal de Plogoneg. |
An dro 'vo da gejañ, sevel bilañs ar bloavezh paseet ha rakwelout an obererezhioù ar bloavezh zo 'tont. | Ce sera l'occasion de se rencontrer, de dresser le bilan de l'année écoulée et de planifier les activités de l'année à venir. |
Ha pa vefec'h ezel pe get dan deiz a hiziv, deuet mat e viot evit kemer perzh er prederioù hag eskemmoù, ha pakañ ur banne war-lerc'h al labourioù. | Que vous soyez membre ou pas à ce jour, vous êtes les bienvenus pour participer aux réflexions et aux échanges, et prendre un verre après les travaux. |
D’an 12 a viz Kerzu e kejimp gant Bernard Leon. | Le 12 Décembre nous rencontrerons Bernard Leon. |
Krouet en deus e 2015, asambles gant e wreg Joëlle, ar gevredigezh ‘’Oligocyte’’, dezhi anv ar c’hleñved a gemeras diganto o merc’h Anne-Lise pa oa hi tri bloaz war'n ugent. | Avec son épouse Joëlle, il a créé en 2015 l'association "Olygocyte", du nom de la maladie qui a emporté leur fille Anne-Lise lorsqu'elle avait vingt-trois ans. |
En eil renk e-touez an holl c’hrign-bev a dag an dud yaouank dindan pemp bloaz ha tregont (al leukemiezh o vezañ an hini gentañ) emañ ar yoc’henn-empenn-mañ. | Cette tumeur du cerveau se situe au second rang de tous les cancers qui touchent les jeunes de moins de trente-cinq ans (après la leucémie). |
Pal ar gevredigezh a zo kelaouiñ diwar-benn ar c’hleñved-se, frealziñ ha harpañ ar re glañv hag ar re nes dezho, hag arc’hantaouiñ enklaskoù ar vezegiezh. | Le but de l'association est d'informer sur cette maladie, réconforter et soutenir les malades et leurs proches, et financer la recherche médicale. |
Titouroù a c’hellimp goulenn digant Bernard diwar-benn an doareoù liesseurt da zastum arc’hant a zo gantañ ha tud a-youl vat ar gevredigezh : abadennoù sevenadur pe sport a bep seurt, en o zouez ar ’’Randoligo’’, un dro-vale war droad pe MTB a vez aozet bep eil Sul a viz Here e korn-bro Kemper, hag a ra berzh. | Bernard pourra nous renseigner sur les différents modes de collectes mis en oeuvre par ses soins et les bénévoles de l'association : manifestations culturelles ou sportives de toutes sortes, dont la "Randoligo" , une randonnée à pied où à VTT organisée, avec succès, le second dimanche d'Octobre dans la région de Quimpe... |
1600 den o deus kemeret perzh e Lokorn e miz Here ar bloaz-mañ. | 1600 personnes y ont pris part à Locronan en Octobre de cette année. |
Gallout a raio ivez hor c’helaouiñ diwar-benn araokadennoù an enklask hag ar spi diazezet war an imunoterapiez. | Il pourra aussi nous informer sur les avancées de la recherche et sur les espoirs fondés sur l'immunothérapie. |
An dro da deurel ur sell war unan eus an oberoù kenskoazell-se a vez kaset a-leizh da benn evit stourm a-enep kleñvedoù n’eo ket c’hoazh mestroniet o fareañ gant ar medisinerezh. | L'occasion de porter le regard sur l'une de ces nombreuses actions de solidarité menées dans le but de lutter contre des maladies dont la médecine ne maitrise pas encore le traitement. |
D'an 12 'zo 'tont. | Au 12 prochain. |
Sul 9 a viz Du : un deiziad da virout en ho teiziataer. | Dimanche 9 Novembre : une date à retenir sur votre agenda. |
Dont a raio Rozenn milin da ginnig deomp al lec'hienn internet war Istor Breizh, nevez krouet ganti hag ur skipailh arbennigourien bodet tro-dro dezhi. | Rozenn Milin viendra nous présenter le site internet sur l'Histoire de bretagne qu'elle et une équipe de spécialistes viennent de créer. |
Er sal sosiosevenadurel (Arpège) 'vo. | Ce sera à la Salle socioculturelle (Arpège). |
Troet e vo e galleg war ar prim. | Elle sera instantanément traduite en français. |
Neuze, pedit 'ta hep aon ho mignoned na ouzont ket brezhoneg. | Alors, n'hésitez pas à inviter vos amis qui ne connaissent pas le breton. |
Kement a draoù a zo da zeskiñ war un dachenn ken dianav ! | Il y a tant à apprendre sur un domaine si méconnu ! |
D'ar re na ouzont brezhoneg e vo dav dezho goulenn en a-raok un tokarn-selaou (02 98 96 89 72). | Pour les non-brittophones il faudra réserver à l'avance un casque écouteur (02 98 96 89 72). |
Digoust. | Gratuit. |
Skrivañ a rin hiroc'h deoc'h evit reiñ muioc'h a ditouroù... | J'écrirai plus longuement pour davantage de précisions... |
Marteze ne ouzoc'h ket : aozet 'vez an abadennoù "kontañ kaoz" gant Kuzul Gevellañ Plogoneg/Llandysul. | Vous ne le savez peur-être pas : les séances "kontañ kaoz" sont organisées par le Comité de Jumelage Plogoneg/Llandysul. |
Evit derc'hel da vont gant hon obererezhioù e aozomp darvoudoù evit gounit arc'hant... | Pour continuer nos activités, nous organisons des événements pour gagner de l'argent... |
D'ar Sul 26 a viz Here e vo ur Foar al Laou aozet ganeomp. | Dimanche 26 Octobre nous organisons un vide-grenier. |
Er sal sosiosevenadurel (Arpège) 'vo. | Cela se passera à la salle socioculturelle (Arpège). |
Digor 'vo d'an dud da 9e mintin. | Ce sera ouvert au public à 9h. |
1€50 evit mont e-barzh. | Prix d'entrée : 1€50. |
Ma 'z eus ganeoc'h un hanter eurvezh pe un eurvezh dibres d'an deiz-se, deuit 'ta d'ober un dro, pa ne vefe nemet evit evañ ur banne kafe ! | Si vous avez une demi-heure ou une heure de disponble ce jour-là, venez donc faire un tour, ne serait-ce que pour boire un café ! |
Sikour a raio ac'hanomp 🙂. | Cela nous aidera 🙂. |
Gounidoù ar bar, ar c’hrampouezh hag an tombola a yelo war ur gont ispisial evit arc’hantaouin an eskemmoù etre yaouankizoù Llandysul a 'r Fro ha re Blogoneg ha tro-war-droioù. | Les bénéfices du bar, des crêpes et de la tombola seront versés sur un compte à part pour financer les échanges entre les jeunes de Llandysul a 'r fro et ceux de Plogoneg et alentours. |
Ha marteze ho peus traoù na servijont ket ken deoc'h hag e vefec'h plijet d'o dilezel ? | Et peut-être avez-vous des choses qui ne vous servent plus et dont vous aimeriez vous défaire ? |
Un nebeud plasoù-gwerzhañ a chom. | Il reste quelques places d'exposants. |
Evit en em enskrivañ, kit e darempred gant Sylviane ROSNARHO (jumelageplogonegllandysul@gmail.com) | Pour vous inscrire, contactez Sylviane ROSNARHO (jumelageplogonegllandysul@gmail.com) |
Mod all e c'hellit ivez profañ an traoù-se evit "pourvezañ" stand ar re yaouank (gounidoù atav evit arc’hantaouin an eskemmoù). | Autrement, vous pouvez aussi offrir ces objets pour garnir le stand des jeunes (bénéfices toujours pour financer les échanges). |
Staliet 'vo ar stand-se d'ar Sadorn 25 a viz Here adalek 4e g.m. | Ce stand sera installé le samedi 25 Octobre à partir de 16h. |
D'ar 26 a zeu.🙂? | Au 26 prochain 🙂? |
Goût a rit petra eo ur Frigribell vras (Rhinolophus ferumequinum) ? | Savez-vous ce qu’est un Grand rhinolophe (Rhinolophus ferumequinum)? |
Ur Skouarnegell rous (Plecotus auritus) ? | Un oreillard roux (Plecotus auritus) ? |
Ur serotin (Eptesicus serotinus) ? pe c’hoazh ur logodennig penn-toull (Pipistrellus pipistrellus) ? | Une sérotine (Eptesicus serotinus) ou encore une pipistrelle commune (Pipistrellus pipistrellus) ? |
Anvioù spesadoù eskell-kroc’hen pe logod-dall eo an anvioù iskis-se ! | Ces noms mystérieux sont ceux d'espèces de chauves-souris ! |
Ka’i sur n’oc’h ket boas da welet anezho a-dost ha matreze ho peus aon deuzhouto abalamour d’ar mojennoù a red da heul al loaned-se ? | Sans doute n’êtes-vous pas habitués-es à les voir de près et peut-être les craignez-vous à cause des légendes que l’on raconte à leur propos ? |
Ha koulskoude ez eus meur a hini o veviñ tro-dro deoc’h hag a-wechoù dekadoù pe… kantadoù zoken ! | Et pourtant il doit y en avoir quelques spécimens qui vivent dans votre entourage parfois par dizaines voire même par ...centaines ! |
Gwir eo int oberiant kentoc’h diouzh an noz pa vezec’h o kousket c’hwek hep soñjal e c’hellfe lod anezho dont da sunañ ho kwad ! | Il est vrai que ces animaux ont une activité plutôt nocturne au moment où vous dormez profondément sans penser qu’ils pourraient venir s’abreuver de votre sang ! |
Keloù 'm eus bet digant Fulup Kloareg. | J'ai eu des nouvelles de Fulup Kloareg. |
Dont a raio da gejañ ganeomp d'ar Gwener 4 a viz Gouere. | Il viendra nous rencontrer vendredi 4 Juillet. |
- Memes lec'h : Sal an Neved e Oaled ar Gumun, e bourc'h Plogoneg. | - Même endroit : Salle Neved au Foyer Communal, au bourg de Plogoneg. |
- An eur : evel boaz, d.l.e. 6e d'abardaez. | - L'heure : comme d'habitude, c. à d. 18h. |
Adlakaat a ran dindan an nebeud linennoù am boa dija kaset deoc'h evit kinnig tem an abadenn. | Je remets ci-dessous les quelques lignes que je vous ai déjà envoyées pour présenter le thème de la séance. |
Ur gudennig : Fulup n'eo ket dibrez ken d'ar Merc'her 18 ! | Un problème : Fulup n'est plus libre mercredi 18 ! |
Komzet en deus eus un deiziad all, a c'hellfe bezañ ar Gwener 4 a viz Gouere. | Il a parlé d'une autre date, qui pourrait être vendredi 4 Juillet. |
Netra sur evit ar mare. | Rien de sûr pour l'instant. |
Gortozomp ! | Attendons ! |
Evel-just e lârin deoc'h pa ouzin hiroc'h. | Quand j'en saurai plus je vous le dirai. |
Met, evit ar re a fello dezho, e kinnigan en em welout memestra peogwir eo dalc'het ar sal... | Mais, pour ceux qui le souhatent, je propose de se voir quand même puisque la salle est retenue... |
D'ober petra ? | Pour faire quoi? |
Flapañ, komz eus tra-mañ-tra, perak ket treiñ uf frazenn pe ziv eus al galleg d'ar brezhoneg, pe ar c'hontrol pe gerioù, troioù-lavar omp boas da implij e galleg... ha n'ouzomp ket re penaos lavarout ar memestra e brezhoneg... | Bavarder, parler de choses et autres, pourquoi pas traduire une phrase ou deux du français au breton, ou l'inverse ou des mots, des expression que nous avons l'habitude d'utiliser en français... et ne savons trop comment dire l'équivalent en français... |
Setu amañ un nebeud skouerioù tennet eus "Teurel blaz war ar yezh" savet gant Mark Kerrain. | Voici quelques exemples tirés de "Teurel blaz war ar yezh" écrit par Mark Kerrain. |
reiñ anaoudegezh eus un dra bennak da unan bennak | informer quelqu'un à propos de quelque chose |
skeiñ arc'hant er mor | jeter de l'argent par la fenêtre |
flutañ arc'hant hep o zañva | jeter de l'argent par la fenêtre |
reiñ peoc'h | la mettre en veilleuse |
serriñ e c'henoù | la mettre en veilleuse |
plegañ touchenn | la mettre en veilleuse |
bezañ tost da douzañ kein ul laouenn-dar | tondre un oeuf |
Etc. | Ha kement 'zo ! |
Ha kement 'zo ! | Etc. |
Gallout a rafemp treuzkas al levr eus an eil d'egile, da bep hini da zibab ur ger pe un dro-lavar, ha d'an holl ac'hanomp da ginnig penaos lavarout an dra-se e brezhoneg... | Nous pourrions faire passer le livre de l'un à l'autre, à chacun de choisir un mot ou une expression, et à nous tous de proposer comment le ou la dire en breton... |
'Benn ar merc'her 'zo 'tont 'ta. | Donc, à mercredi. |
Karget mat eo implij-amzer an dud er mareoù-mañ ! | Les emplois du temps sont bien chargés ces temps-ci ! |
Setu perak e vo cheñchamantoù bihan e mont en-dro hon obererezh. | C'est pourquoi il y aura quelques changements dans le déroulement de notre activité. |
Met n'eo ket ar wech kentañ ! | Mais ce n'est pas la première fois ! |
N'eo ket 'ta d'ur Gwener e vo an abadenn da zont, met d'ar Merc'her 18 a viz-mañ (Mezheven). | Ce n'est donc pas un vendredi qu'aura lieu la prochaine séance, mais mercredi 18 de ce mois (Juin). |
Mod all, memes lec'h : sal an Neved e Oaled ar Gumun, memes eur : adalek 6e d'abardaez. | Autrement, même endroit : salle Neved au Foyer Communal, même horaire : à partir de 18h. |
Gant piv e kejimp ? | Qui rencontrerons-nous ? |
Gant unan hon eus bet dija ar blijadur da eskemm gantañ : Fulup Kloareg, a zo deuet da gomz deomp eus ar Vro Vrazil, hag en deus heñchet ac'hanomp ur wech all a-dreuz straedoù Douarnenez d'ober anaoudegezh gant istor ar gêr. | Quelqu'un avec qui nous avons déjà eu le plaisir d'échanger : Fulup Kloareg, qui est venu nous parler du Brésil, et nous a guidés une autre fois à travers les rues de Douarnenez pour découvrir l'histoire de la ville. |
An taol-mañ e komzo deomp diwar-benn ar galleg iskis-se ("galleg saout" a lâr lod, "kreoleg" a embann tud all) a glever amañ hag ahont digant tud ar rummad-se o deus divizet, o buhez-pad, lakaat ur yezh dianav ganto da vezañ yezh o zi hag o bugale. | Cette fois il nous parlera de ce français étrange ("galleg saout" disent certains, "créole" annoncent d'autres) que l'on entend ici et là chez les gens de cette génération qui ont décidé, pendant toute leur vie, de faire d'une langue inconnue d'eux la langue de leur foyer et de leurs enfants. |
"Evel ma tivizfen ober, a-daol-trumm, eus ar saozneg yezh ma bugale er gêr. | "Comme si je décidais, du jour au lendemain, de faire de l'anglais la langue de mes enfants chez moi. |
Evel-se eo en em lakaas tud Douarnenez da gomz galleg. | C'est ainsi que les gens de Douarnenez se sont mis à parler français. |
Dataset origin: https://zenodo.org/records/18220727
Aligned corpus of Standard Breton and Standard French, coming from the mailing list of an associative structure, Kontañ-kaoz in Plogonnec in Finistère. Yann-Bêr Rivalin is the creator of the original bilingual material. Mélanie Jouitteau aligned both texts and very lightly edited inconsistencies and typos. The corpus is not anonymized, but the content is that of public announcements.
Rivalin, & Jouitteau, M. (2026). Kontan-kaoz [Data set]. Zenodo. https://doi.org/10.5281/zenodo.18220727