text
stringlengths
6
400
“Barrek eo ar gumuniezh skate evit derc'hel ouzh reolennoù ar gevredigezh ha barrek e oa ivez o zud-kozh da gaozeal e brezhoneg memes ma oa difennet, dre guzh”, eme Nolwenn Ferry.
“Bep Sul vintin on boas da zegemer tudennoù ma danevelloù... Hag alies e c'hoarvez ganin en em gavout e kompagnunezh fall,” setu ar pezh a anzav Pirandello e-unan.
“Bep bloaz e c'hellan reiñ ur prof d'an hini a soñj din en deus labouret ar gwellañ e-pad ar bloavezh, setu amañ emañ : un droed da brenañ pemp kant kevrann eus ar stal evit ar priz a zo ganto hiziv. A-benn tri bloaz e c'helli gwerzhañ anezho pa gari evit ar priz-se ha mard eo uheloc'h o zalvoudegezh e vo an diforc'h evidout”.
“Bep bloaz e veze adnevezet va aotre chom hep kudenn”, emezi.
“Bep miz e c'hellfe bezañ aozet unan gant ar skolioù Diwan, an hentennoù Div Yezh… met n'eus ket kalz a salioù marc'had-mat hag aes da verañ”, eme Hoel Mevel, e karg eus ar c'hehentiñ hag eus aozañ an darvoudoù e-pad e servij keodedel e Sked.
“Bet on da welet rener Biocoop ar c'hornad – 4 stal en deus – ha ne sav kudenn ebet eus an tu-se.” emezi c'hoazh.
“Bio penn-da-benn eo hor produoù – gwerzhet int e pakadurioù mat da roteliñ – ha labourat a reomp en arnodva gant dilhad gwalc'hus – manegoù, charlotennoù… Loc'h zo ennomp menegiñ e vez skarzhet 3 kg a lastez hepken bep sizhun. O c'houzout e vez fardet 2000 “affinés” bep miz, n'eo ket fall !” a gloz-hi.
“Bitellat ha gwriat a blij din”, eme Ewen.
“Born in the USA” a zo ur ganaouenn a seblant bezañ brogarour pa ne selaouer nemet an diskan.
“Bountet o deus ac'hanomp er-maez eus ar studiadenn penn-da-benn, a gont Sidonie. Betek ar c'hevredigezhioù gouzañvezerezed a zo bet lezet er-maez eus ar protokol.” Aet e oa Splann !
“Bremañ e teu labourerien-douar da c'houlenn sikour diganeomp”, emezi.
“Brezhoneg beleg tout, ken dillo !” a gav deoc'h ?
“Brezhoneg ha plijadur !”
“Brudañ ar yezhoù rannvro zo enskrivet e bonreizh ar Republik”, en deus respontet krenn dezhañ Florian Le Teuff.
“Brudet eo hemañ da vezañ ur mezvier hag un urupailh”.
“Bugale a zo rakenskrivet ha dastumet e oa bet 15 000 € gant ur prantad arc'hantaouiñ, ar pezh a ziskouez ez eus ur youl” eme izili ar C'huzul.
“Bugale” – Klip Madelyn Ann.
“C'hoant 'moa cheñch va emzalc'h ha da gentañ em eus paouezet gant ar seier plastek. Prenet 'm eus seier nevez e kotoñs biologel met ne 'z ae ket din. Hervezon ez eus trawalc'h a zanvez er bed, n'hon eus ket ezhomm da eostiñ kement a gotoñs zoken ma 'z eo biologel” eme Laure Berton.
“C'hoant 'peus sikour ac'hanon da zigreskiñ ma lastez ?” Pe “Naon 'peus ?”
“C'hoant am eus da lakaat war wel reprezantadurioù, bedoù ha na gaver ket e lec'h all. Pa oan krennardez ne oa tudenn ebet el lennegezh ha ne vefe ket gwenn, sisjener, arallreviad ha deus ar C'hornôg. Arallreviat-tre eo al lennegezh hiziv-an-deiz c'hoazh, met aesoc'h eo kavout romantoù LGDT + pe gant tudennoù disheñvel. Fellout a ra din reiñ da anavezout skouerioù pozitivel a awenfe an dud”.
“C'hoant hon eus e vefe ul lec'h an ebarzhusañ posupl hag e vefe diwallet ouzh an droukziforc'hioù, ur preder benelour a zo ganeomp”.
“C'hoant zo ganeomp da vroudañ d'an eskemm dre ar c'hoari. Klask a reomp krouiñ c'hoarioù e liamm gant hon tiriad.” eme Alice Pennors, kenurzhierez ar gevredigezh.
“C'hoarvezet zo bet din mont war al lec'h, evel warlene e Bro-Japon, pe neuze en Arc'hantina evit boulc'hañ ma c'henwerzh mate, ur evaj kazi broadel eno.” a astenn Thomas Aubepart.
“Charles Kergaravat, eus Breizh Amerika, a oa e darempred gant Living Tongues abaoe pell. Soñjet hor boa, daou pe tri bloaz zo, mont d'ar Stadoù-Unanet evit enrollañ hag ober un darvoud evit Gouel Breizh eno, kement hag ober. Met n'hon eus ket gallet mont abalamour d'ar C'hovid, setu em eus soñjet ne oamp ket o vont da c'hortoz ken pa oa posupl enrollañ amañ !”, emezañ.
“D'ar mare-se e oa troet ar gevredigezh gant an hilastaliñ evit ar merc'hed rak posupl e oa dezho ober war-dro o frouezhusted, met kudennoù zo bet gant ar pilulennoù”, eme Eleonore Abadie.
“D'ar poent-se, hon doa plantet kalz gwez ha girzhier, Flo Glorion ha me. Savet hon doa tiez-prenn bihan, evit degemer stajidi-akordeonisted a liveoù disheñvel (eus deraouidi betek tud hag a son abaoe pell… Setu ret eo dispartiañanezho e lec'hioù disheñvel evit ul labour efedus !)” Ur c'hlaoustre bras e oa bet, moarvat, sevel ur skol akordeoñs war ar maez, en ur barrez vihan (Kerniliz).
“Da gentañ ez evezhian ouzh an neuerien a zo aet pell er mor” eme Lisa.
“Da heul e c'hell ar c'hoarierien eskemm gant ar re all, dre ar rouedadoù sokial, Twitch hag all, diwarbenn o disoc'hoù.” emezañ.
“Damañ din va faotr bihan,” eme ar glañvourez dare da vervel, “ma pokin dezhañ c'hoazh ur wech !”
“Daou efed zo bet : lakaat a ra ar gaoz war an dra-se rak al lodenn vrasañ eus ar skipailh ne ouie ket e oa poanius an amzerioù ha cheñch a ra spered ar skipailh”, emezi.
“Daou vloaz zo 'moa soñjet e oa poent mont war va leve”, eme Frédéric Vasseur, perc'henn abaoe 15 vloaz, a-dreñv ar c'hef.
“Dare eo koan, va mamm”, emezi, “hag edon o kemer an aer vat.” “An aer vat, an aer vat ?” eme ar vamm, rust outi, “Kas an hunvreoù didalvoud eus da benn, a lavaran dit, ha kerzh da dorchañ frioù ar re vihan en ti ! Ne vezi ket gwelloc'h evit pakañ glav evel ma rez !” “Disglavet on, va mamm, gant an apoueilh a zo dioc'h an nor,” eme Oliv en un huanadenn.
“Darwin” gant André Gil, 19vet kantved
“Degemer a ra Gouarnamant Skosat an danevell-se evel ur skodenn dalvoudus e dael dazont an energiezh e Bro-Skos” emezañ.
“Degemer a raio al lec'h-mañ ur c'hafe en traoñ, div sal coworking, ur sal emvodoù, ur sal ehan evit an dud a labouro amañ, un “human fablab” ha burevioù kevredigezhioù”, a listenn-hi.
“Deomp-ni da genderc'hel bremañ”
“Devezh laouen deoc'h merc'hed” a oa bet lavaret deomp ur wech gant ur c'helenner evit kregiñ ur gentel, mousc'hoarzhus holl.
“Dibabet em eus reiñ ur plas bras d'al levrioù faltazi – ar romantoù, ar romantoù grafek pe ar bannoù-treset – kentoc'h eget d'ar skridoù-arnod teorikel. Met bez' e vo dioute ivez” a zispleg Clotilde.
“Dibar eo ar soñj da reiñ ur bersonelezh lezennel d'ur stêr. Bez en do Te Awa Tupua hec'h identelezh lezennel dezhi hec'h-unan gant pep gwir dereat, dleadoù ha kiriegezh a vez gant un den lezennel.”
“Dibunañ a rae ar sindikadoù em burev” emezañ.
“Dindan un nebeut mizioù e c'hellen kerzhet en-dro. Aet e oa ar boan diwar wel”.
“Diskouez a ra n'eo ket bet ijinet an traoù gant ar c'hevredigezhioù diwar-benn orin ar saotradurioù”, eme Kristen Falc'hon, ur c'hazetenner hag en deus skrivet un enklask diwar-benn Avel-Vor embannet e Miz Gouere 2022 er media Splann !
“Diskouez eo ar pont bet savet gant Eugène Freyssinet un oberenn a dalvoudegezh en un doare arzel kement ha teknikel eo pal an devezh” o deus lavaret pennoù ar peder c'hevredigezh o devoa aozet an darvoud.
“Div, teir, peder, pemp/Bilienn o c'hoari las/War traezhennoù du.”
“Dizoleiñ al laboused” : Ur valeadenn e aer fresk penn-kentañ miz Meurzh, d'an termen ma krog an evned da ganiñ a-zevri.
“Dont a rin en-dro, emezañ, asambles gant va mignon Youenn Vras, ur Breizhad taer mard eus”.
“Dont a ris war an douar dres p'edo ma mamm-vro o vervel, tregont mil a C'hallaoued dislonket war hon aodoù, o veuziñ Tron an Dieubidigezh dindan tonnoù gwad, setu aze ar c'hentañ arvest a zeuas da skeiñ ma daoulagad. Yudadennoù an den o vervel, leñvadennoù an hini gwasket, daeroù an dispi a oa en-dro d'am c'hael, a-boan ma oan bet ganet….”
“Dre chañs” e oa : e 1911 e oa marvet he gwaz dija, setu perak ne oa ket posupl lakaat ar gouloù diwarnañ.
“E Breizh e vez pinvidik-kenañ ar c'heleier peogwir eo ur vro vuhezek, tud youlek o vevañ enni, intrudu a-bep-tu…”
“E Briançon emañ ma zud-kozh o chom. Eno omp en em gavet, un nebeud devezhioù a-raok mont. Ne felle ket deomp kaout Bro-C'hall da dreuziñ div wech.” eme Tugdual Le Nir.
“E Roazhon e oa e pep manifestadeg ur strollad benelour o lakaat dizingalded etre ar merc'hed hag ar baotred e-barzh ar jeu”, eme Val.
“E peseurt bro e varvin/pe e breton pe e gall/pe e greunennig un aval ?”
“E saozneg e komze an dud, ya. Evit ar vuhez bemdez e oa aes. Met diaes-mat mont pelloc'h, komz eus teknikoù pe doareoù ober.” a resisa Tugdual Le Nir.
“E servij an embannerien emaomp, evit ober plijadur d'al lennerien” a gloz Charlie Grall.
“E-giz un dienkrezer eo hervez ar gwel met un diwaskader eo.” Lod a lavar n'eo nemet ur c'hiz.
“E-pad daou zevezh ez eus bet ur gorventenn, mouch avel ebet a-wechoù. Met kalzik a avel hag heol hon eus bet”, a gendalc'h an delennerez, 22 vloaz anezhi.
“Efed Matilda” a lâr ar memes tra : “Ma zo paotred ha merc'hed o tizoleiñ un dra e vo lâret eo a-drugarez ar baotred”.
“El levr emañ ar goulenn : piv eo an hini sivilizet ha piv eo al loened ? Ar rener zo sañset bezañ paotr an dazont hag an ekonomiezh. Un dro-spered vantrus eo evidon”, emezi.
“En em ziorroet eo dreist-holl abaoe 10 vloaz. Ha gant ar c'henfinadur da vare ar C'hovid eo gwellaet c'hoazh skeudenn ar seurfiñ.” Setu ar pezh a lavar Didier Tirilly, prezidant kevre Breizh.
“En holl e vo un 350 arzour bennak o seniñ dre Naoned a-bezh, a-hed an deiz, er Jardin des Plantes, war blasenn Grallin, war marc'had Talensac…” eme ar c'huzulier-kêr.
“Endro a sinifi en-dro deomp, endro ar mor, endro an natur, an aergelc'h a awen ac'hanomp… Kalz doujañs hon eus ouzh an endro. Pep hini a wel ar pezh en deus c'hoant.”
“Enoret on gant ar fiziañs roet deomp gant an dud”, emezi.
“Er Senegal e oa raktreset, tra ken 'met evit ober plijadur da baeron ar gevredigezh, Herve Renard, dibaber broadel a-fet mell-droad.”
“Er bloavezh 1930, pa oa bet freuz-stal er bed a-bezh, o doa kuitaet ar vicher-se hag aet kalz da Vrest da labourat evel martoloded pe evel micherourien.”
“Er memes koulz, d'an 19 a viz Here, e oa bet graet harz-labour gant merc'hed Arc'hantina, abalamour ma oa bet benlazhet Lucia Perez, ur plac'h 16 vloaz”, a skriv Fanny Gallot.
“Er penn-kentañ eo evit abegoù ekonomikel hon eus soñjet aozañ ur gouel bihanoc'h”, eme Julien Marzin, kenbrezidant ar gevredigezh aozañ Wart.
“Eurüs on peogwir hon eus roet lañs d'ar raktres pell zo. Dont a ra da benn bremañ. Mat-tre eo”, eme Youenn Rosmorduc, unan eus ar re a ren ar raktres.
“Eus un tu e lavarer e ranker produiñ energiezh en un doare disaotr hag eus an tu all e vouezhier lezennoù hag a ro digarez da dud zo da vont a-enep.” Kentoc'h eget sevel ur rod-avel, mouezh aotreet Vent de Bout' war an enezenn a ginnige klask espern ha, dreist-holl, staliañ ur fun evit degas tredan eus an douar bras.
“Evel-just n'eo ket unan blastik a faote din” emezi.
“Evit an holl vaouezed eo an harz-labour benelour met ivez evit an holl a c'houzañv feulster ha droukziforc'hioù abalamour d'o jener”, emezi.
“Evit poent e labouromp en un atalier e Beuzeg met gortoz a reomp respontoù ar bankoù evit kaout hol labouradeg deomp-ni ha gellout reiñ lañs d'ur produiñ hanter-c'hreantel” eme Tanguy Blevin.
“Evit poent n'hon eus ket a lec'h amprouiñ – e 2023, marteze – evit degemer stajidi a c'hellfe amprouiñ eno o raktres, eskemm gant tud all.” emezi c'hoazh, emskiant ma 'z eo e ranker ober pep tra evit ma ne vefe ket ar staliañ ur c'hwitadenn.
“Evit tout an dud eo, ar re yaouank, ar re n'int ket ken yaouank”, eme Elen Rubin, renerez Daoulagad Breizh.
“Ezhomm a vo muioc'h-mui eus an Horn. Gant ar sec'hor ingaloc'h, ez eo un danvez ret”, a c'heller lenn e rentañ-kont diwezhañ emvod-meur sindikad kemmesk an Horn.
“Ezhomm o deus da vezañ gwelet hag anavezet gant an dud”, eme Yannig Jaouen.
“Ezhomm o doa, da skouer, da brenañ ur c'harr-samm. Ar bloavezh kentañ hon eus roet dezho 6300 €, an eil bloavezh 8000 €.” eme ar werzhourez.
“Fellout a ra da Living Tongues lakaat an dud da gompren ez afe 3000 yezh da get a-benn un nebeud bloavezhioù. Reiñ ur blaz deus ar yezhoù-se ha diskouez liesseurtegezh ar yezhoù a fell dezho ober, met n'eo ket un hentenn evit deskiñ yezhoù” a zispleg Bernez Rouz, ezel deus Breizh Amerika ha prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh.
“Fellout a ra deomp mont pelloc'h en ur ober ur sontadeg. Goulenn a reomp diganeoc'h sikour arc'hantaouiñ anezhi, evit dastum betek 4000 euro gant ho tonezonoù. Ar peurrest a vo paeet gant ar strollad.” Dastumet eo bet an arc'hant, ha setu graet ar sontadeg er pemp departamant.
“Fellout a ra deomp reiñ buhez d'ar c'harter en ur gaout darempredoù gant an annezidi. Kinnig a raimp prantadoù da lakaat anezho da anaout ar pezh a reomp, a vo graet, hag atalieroù pedagogel evit ar vugale. Ha perak ne vefe ket savet abadennoù arzel ?” Setu ar pezh a lavare Laura Guillemot pa oa erruet war al lec'h.
“Fellout a ra dezhi hiziv disoñjal ar mare-se, treiñ ur bajenn.” a ouzhpenn Goulwena.
“Filmet eo bet e Brest, ur gêr hag a blij din kalz” eme ar sevener a-raok ouzhpennañ eo bet filmet e-pad 20 devezh e miz Du 2020.
“Foranañ arc'hant hon taosoù eo, kement ha saotrañ ar gweledva. 95 % eus ar re a ya gant an HD 788 o deus kounnar ouzh ar raktres”, emezo.
“Forzh pegen amparfal eo ar film e meur a geñver”, eme Henri Langlois, istorour meur ar sinema, “e chomer bamet dirak an daou vezhinaer o c'hoari. Biskoazh c'hoazh, ken ha neuze, ne oa bet gwelet tud ha ne oant ket a-vicher o c'hoari ken brav o ferzh !” Anaout mat em eus bet graet an daou vezhinaer-se.
“Fourmaj” diwar plant.
“Frankiz, kevatalded, breudeuriezh”, setu ger-stur ar Republik.
“Frankiz, kevatalded, krizder”, setu get-stur prefed ar Morbihan bremañ…
“Frankiz”, Strollad ar Vro bagan, e brezhoneg hag e galleg
“Fromet-kenañ eo bet. Kavet he deus e tenne ar film outi. Laouen bras eo bet gant an disoc'h, o taremprediñ ur skipailh doujus-kenañ.” eme ar realizatourez.
“Galv an Tregont” a c'hallfemp ober dioutañ rak un tregont den bennak, brudet e Korsika, o deus kenskrivet ur galv, embannet d'ar Merc'her 25 a viz Gwengolo.
“Gant 20% hepken n'em boa ket amzer a-walc'h ha bremañ e c'hellan gouestlañ kalz muioc'h a amzer evit an holl vennozhioù am eus” emezi gant entan.
“Gant Jean-Michel Djian, kerkent hag ar Sadorn, e vo lakaet ar preder war dazont al levrioù, ur preder e-pad daou zeiz e gwirionez, ha gwelet e vo petra a ziwano” a gendalc'h Yann Pelliet.
“Gant ar pemp atant-se e toujomp istor ar c'harter”, eme Dhomas Quéro, eilmaer e karg eus ar c'hêraozañ padus, o soñjal en implij a veze eus an douaroù-se gwechall.
“Gant implijout va barregezhioù em eus merzet buan eo ar sport un doare dreist-ordinal da vont e darempred gant an dud o deus diaesterioù en o buhez. War an tu-se eo ar seurf ur gwir skor pedagogel. Gwiriet em eus meur a wech penaos e sikour evit distanañ ha bezañ en e aez.” eme ar seurfourez a zo bet kampionez Breizh e 2011 ha kampionez Il-ha-Gwilen eus 2009 betek 2015 hag e 2017 ha 2019.
“Gell, melen aour, ruz/O tañsal war ar roc'h gris/Mouk ha melen du.”
“Gellout a ra ar re a gomz arabeg, japaneg, pe c'hoazh zoulou deskiñ un tamm brezhoneg bremañ !” a resisa Talwyn Baudu.
“Goude ma oa bet tennet an ensteud e oa aet o stad war wellaat evito holl, kiriegezh an ensteudad n'hell ket bezañ sklaeroc'h.”, emezi c'hoazh.
“Goude ur mare em eus bet c'hoant da choma-sav. Ne oan ket a-du ken da werzhañ pesked maget en ur mod industriel evel chifretez eus Ecuador pe eoged eus Norvegia. Na da brenañ pesked digant mareourien kennebeut. Amzer prientiñ avez gounezet pa brener digant mareourien : didroc'het e vez ar pesked gante. Met ne blij ket din ar mod-se d'ober, kalz a voued a vez foranet”, emezi.
“Gouel grañj” a veze lavaret war ar maez gwechall, pa ne c'helled ket ken mont da labourat dindan an amzer, e-doug ar mizioù du ar peurliesañ : kavout fred d'e zaouarn pe d'e spered, kousto pe gousto, ha n'eo ket chom da lugudenniñ eo !
“Goulennet 'm eus da heul gant Bleuñvenn Konan sikour ac'hanon. Ne c'helle ket mont da Londrez ganin da enrollañ he mouezh. Neuze em eus goulennet gant Azenor Kallag. An troidigezhioù a zo bet graet adalek ar saozneg.” eme Talwyn Baudu.
“Goulennet ez eus bet diganti mont en-dro da Rusia met n'he deus na familh, na labour, na lojeiz ebet eno.” (s. o pennad Ya !) D'an 28 a viz Mae e vo skignet da 10 eur 10 vintin gant Frañs 3 Breizh ivez.