text
stringlengths
6
400
“N'eus ket kalz a abadennoù e brezhoneg, plas zo evitkinnig traoù nevez evit ar yezh.” Ha setu Polig, ur paotrig bihan, “o vevañ en ur gêriadennig gant e dad-kozh”.
“N'ez a ket buan a-walc'h ar c'hresk. Ezhomm hon eus eus ur prantad bruderezh evit broudañ an dud da lakaat o bugale en hentennoù divyezhek. Pegoulz e vo tizhet an 20 000 bugel avat ?”
“N'omp ket bet selaouet”, emezo.
“Na pebezh plijadur ! Sellit 'ta ouzh ar gweledva !”, eme ur beajour krog da vageal ouzhpenn 30 vloaz zo.
“Na rin ket,” eme Vaodez.
“Ne c'hellen ket kompren perak n'hor lezed ket da gaozeal hor yezh-ni. Neuze n'em eus ger ebet da ziskrivañ dont amañ hiziv en ur c'houzout e vo votet ul lezenn da reiñ an aotre deomp,” eme Uncle Widdy, ezel ur boblañs vroel.
“Ne glote ket atav ar wirionez gant ar pezh am boa soñjet. Savet em boa ma frogramm hep gouzout netra war live ar vugale, war o diaesterioù. Ranket 'm eus ober diouto, buan.” emezi.
“Ne gomprenan ket ar Stad” emezañ.
“Ne oa ket diaes treiñ ar gerioù, lavaret “ki” evit “dog” da skouer. Met unan eus perzhioù ar gerioù keltiek a zo ar c'hemmadurioù. Setu hon eus enrollet bep a c'her teir gwech, gant al liester ouzhpenn : ki/ar c'hi/chas”.
“Ne oan ket en gortoz eus un dregantad ken uhel”, emezañ.
“Ne oant ket en gortoz tamm ebet, an emvod kentañ a oa bet dre guzh koulz lâret… Deuet e oamp tre dre un nor en a-dreñv, hep roud ebet eus hon gweladenn er marilh…”, he deus soñj Isabelle Ellis.
“Ne reomp nemet gant produoù zo ezhomm outo evit kempenn, 3 elfenn eno d'ar muiañ. Dav eo d'ar produoù-se bezañ simpl, hep eoul palmez, gliserin hag elfennoù a-seurt-se, ha deomp da vezañ treuzwelus.” eme Tangi Daniel a-raok resisaat “Gant danvez “agave” e vez graet blev ar broust, gant koad faou an troad pa vez ar spouenn gant bruzun koad ha kregin frouezh.”
“Ne soñj ket din e vo diskaret ma zi gant un tangwall padal e kendalc'han da baeañ un asurañs e kenkaz e c'hoarvezfe” emezañ.
“Ne vezont ket lazhet. Ne glaskomp ket gounit diwar o c'hig.” emezañ.
“Ne vo ket lavaret pep tra hiziv !”, eme Neven ar Penneg en ur vousc'hoarzhin.
“Ne'm eus ket aon razo, ne vo ket gwelet an dud-se en droiad”, eme Riwana Baudu.
“Neuze pa 'm eus gwelet e veze plantet gwez eo aet izel va c'halon.” Kant hektar a zo bet lakaet dindan gwez-sapr gant Greencap.
“Normalamant eo echu al labour skrivañ pa vez kaset din, ha morse ne vez graet al labour tresañ er memes koulz, eme Anna Duval-Guennoc. Diouzhtu 'm eus gellet reiñ va ali diwar-benn an istor, tresañ a raen an tudennoù ha Loeiza 'doa mennozhioù nevez en ur welet ma zresadennoù !”
“Noz vat bugaligoù” pe kentoc'h “Marv laouen tudoù”
“O tont eus Turkia em eus gwelet eno, met estreget eno ivez, e pep lec'h dre ar Reter-Kreiz pe ar Balkanioù pegen fall eo ar vroadelouriezh peogwir em eus gwelet traoù skrijus, penaos e c'hell distrujañ, pegen feuls e c'hell bezañ ha dreist-holl an disrann etre ar pobloù a ya da heul betek lakaat anezho da chom hep bevañ asambles.”
“Open the Border” : un teulfilm kaer ha fromus.
“P'am boa klevet komz eus ar Redadeg, bloaz zo bremañ, em boa soñjet e vefe un dra vat da Gembreiz diskouez seurt spered rik ha rik ha yac'hus zo ganeomp ivez e-keñver hor yezh, ha c'hoant zo ganeomp sevel un dra bennak heñvel e Kembre” eme Siôn Jobbins a zo penn an dileuridi.
“P'o deus komprenet an dud ne vije ket bet diskouezet un istor gwir eo bet aesoc'h”, eme ar c'homedian Eric Simonin.
“Pa 'n eus den ebet/'Vez poent c'hoari patati/Dihun ar bili.”
“Pa grogjomp e raktres Frozen 2 ez eas hor skipailh d'ur veaj enklask betek Enez-ar-Skorn, an Norvej ha Bro-Finn. Fromet e oamp gant kalz lec'hioù hor boa bizitet hag an dud hor boa kejet ganto, en o zouez ar Samied.” Kenlabouret en deus Disney gant dileuridi ar Samied da sevel ar film, az ebarzhio elfennoù eus kultur o fobl.
“Pa oan yaouankoc'h, 'oa ket. Evit ar re eo diaes dezho eo un araokadenn.” Hervez Morgane Bramoulle ne cheñcho ket an traoù hervez lezenn evit poent met “seul vuioc'h a dud a lako ar c'hoñje-se e plas seul vuioc'h a dud a vo dedennet gant an dra-se.”
“Pa vez touzet al leton ez a an dour d'ober 80 % eus ar geot. Dre se, pa vez kaset geot d'al lastezerezhioù e vez sammet dour dreist-holl. Kalz gwelloc'h e vefe derc'hel ar geot el liorzhoù.” Meur a zoare zo da dennañ gounid anezho hervezañ.
“Pep departamant, 5 anezho, evel-just, a ginnigo o skipailh. Unan diwezhañ a vo savet gant mignoned Breizh.” emezañ.
“Pep hini a ro mennozhioù, a zispleg ar gelennerez war an delennerez e skol sonerezh Brest. A-daol-trumm e vez kavet un dra o c'hwitellat pe o seniñ. A-wechoù e ra ar gitar an ton. Cheñch ar pozioù eo ar pal. An delenn a ra ar boudoù hag ar gitar a heuilh ar benveg all.” Ouzhpennañ a ra Neven ar Penneg : “Ul lusk nerzhus a-walc'h zo gant an delenn c'hoariet gant Klervi e-keñver telennourien all.”
“Pep ton a gonto ar veaj etre ar porzhioù, eme Glervi Rouyer. Daou viz hanter a oa padet etre fin miz Even ha fin miz Eost 2022.” 12 ton a vo war bladenn gentañ an daouad brestiz rak e 12 porzh e Breizh eo bet Klervi Rouyer ha Neven ar Penneg war vag etre Pempoull hag ar Gerveur.
“Piv a c'hell krediñ ez eo a-benn 15 bloaz, pa deuio er-maez disoc'hoù ar studiadenn-se, e talvezo ar boan c'hoazh ?”, eme prezidantez ar gevredigezh vreton gant fulor.
“Piv out-te ?”
“Plijet e oant bet holl, pa oant bihan, gant talvoudegezh ha braventez an oberenn.” a ziskleir an embanner.
“Plijet on gant ar pezh oc'h eus graet evidomp” emezañ.
“Poent eo ober harz-labour !” Meur a wech eo skrivet ar frazenn-se e rouedadoù sokial Nous Toutes 35, ur strollad benelour staliet en Il-ha-Gwilen.
“Pokoù” eo anv hec'h embregerezh…
“Pouezus eo d'an dud gwelout al legumaj o kreskiñ, ha n'eo ket debriñ anezho hepken. Plijout a ra deomp an darempredoù sokial”, emezo.
“Pourmenadenn ur B. Vreizhad·ez en e·he unan” eo danvez ar genstrivadeg 2022.
“Pourmenadenn ur B. Vreizhad·ez en e·he unan” eo danvez ar genstrivadeg ar bloaz-mañ.
“Prest eo koan ?” emezañ rok ha taer.
“Pêr Gwilhoù en deus daou benn rak soner binioù ha soner bombard e oa”, en deus displeget Yann-Glaod Taleg, prezidant Krommlec'h.
“Rak an taouarc'h a zo bet ur gwir rekour evit tud ar vro, goût a rez, tommet en deus rummad goude rummad a Veneziz a-hed ar c'hantvedoù. Hag ouzhpenn-se e veze kignet an douar, uheloc'h, 'tu ar menez, evit kaout taouarc'h skañvoc'h, mouded-kign 'veze graet deus an dra-se. Ar re-mañ a dalveze da boazhañ boued evit ar moc'h. Divogediñ spontus a raent, me 'lâr dit, ne oa ket brav chom er c'hraoù !”
“Ral a-walc'h eo 'vije kondaonet ur paotr evit se”, eme Lena C., tres skuizh warni.
“Ranket hon eus yac'haat an ti : skarzhañ ar solieroù a oa leun a zour, an difuiñ a oa brein…”, eme Julia Laot.
“Re bell on chomet en va-unan em c'hornig amañ, o kas va zamm buhezig din, diseblant ouzh ar pezh a dremene dirak va fri. Poent din mont e-mesk an dud, poent din lakaat va fenn da labourat un tamm, poent din 'n em zifenn, 'n em lakaat da stourm ivez, ha n'eo ket chom da c'hortoz bezañ touzet evel un dañvad hep ober netra”, emezañ, imor o sevel ennañ…
“Re luziet e vefe” emezi.
“Re verr amzer eo” a respont Gaëlle Nicolas, maer Kastellin.
“Reizh eo, noz Nedeleg eo !”, a soñjas Richard !
“Ret eo mont war-zu an doare-se da broduiñ tredan en amzerda-zont” emezo.
“Ret eo paouez da lavaret traoù da vont a-enep, kalz strivoù zo bet war an teknikoù, gwalc'hiñ an aer a ro an dro da zigreskiñ un dregantad bras a amoniak. N'eo ket ar gudenn vrasañ.”, emezañ.
“Ret eo poaniañ evit mirout ar yezh, mod-all e kollez ul lodenn vras eus piv out.”
“Roet e vo ur plas d'ar re a zo o teskiñ ober sonerezh e kreizenn an arzoù pobl”, eme Gristina Jegou.
“Roudoù eoul glas/Ar mor saotred gant stered/Ur brav a wallreuz.”
“Ruz pa guzh, melen 'pa sav, sur e vo amzer vrav !” Er mare-mañ gant ar glav puilh, leuniet, al lenneier, ar c'hleuzioù, 'm eus aon e vefe beuzet Enez-Sun !
“Selaouet e vez tud gant diaesterioù – tud oadet, kerent, krennarded – pe sikouret e vezont zoken, pe roet dezho alioù evit bezañ heñchet war-zu kevredigezhioù pe frammoù all” eme Sandrine Colin.
“Seul vuioc'h a vrezhonegerien a vefe er raktres, seul welloc'h e vefe !”
“Sevel ur raktres a-stroll a oa un diskoulm peogwir e vez serret tiez-kazetennoù, evel e Karaez pe e Kemper da skouer, pa vez klasket gwerzhañ ar stalioù.” Koustañ a ra ker-ruz prenañ unan ha ne vez ket gounezet kalz arc'hant goude se.
“Sianobakteri a gaver en holl dachennoù-dour, n'eo ket liammet dre ret gant al labour-douar, un hollad eo”, eme maer Plouvorn en ur bouezañ.
“Sikour a reont ar c'hevredigezhioù lec'hel, profet e vez mailhurennoù d'ar vugale pe kig-moc'h rostet, hag e vez kinniget gwelladenniñ an tiez-feurm. Simpa eo met setu ivez un doare da vezañ sur e vefe asantet al labour kaset da benn ganto”, eme un den o chom e Plouvorn.
“Simpl eo ar goulenn : perak o defe ar maouezed da baeañ evit o gwarezioù amzerioù ?” emezi.
“Skeudenn vuhezekañ ar bloaz evit hor c'hevredigezh an hini eo a glaskomp diskouez d'ar muiañ a dud” eme Bêr-Iff Pétillon, teñzorer nevez Dastum Bro Gerne.
“Sklaer e oa n'he doa ket prevenet e teufe, emezi. Souezhus-tre e oa, ken o doa bet ezhomm 10 munutenn distan ar berzhidi a-raok kregiñ gant an emvod da c'houde.” Prezidantez Alerte Contraception a grogas gant ober an dro d'an daol a-benn gwelet pegen desket e oant war an danvez, “ha ne anavezent ket kalz traoù…”, emezi dipitet.
“Skrivet eo e vez roet un devezh paeet ar miz d'an dud gopret ma'z eo re boanius o mizioù dezho”, eme Vorgane Bramoulle, e-karg eus ar programmoù e Radio Kerne, a zo staliet e Ploneiz, 10 kilometr diouzh Kemper.
“Soñjet em eus : ma tigoran va stal-besked e vo amañ ! Bezañ peskerez a rae diouer din ha n'eus ket kalz stalioù-pesked er vro”.
“Spi zo ganeomp e vo buan strolladoù lec'hel barrek a raio darvoudoù a-feson, e lec'h-mañ lec'h”.
“Sur e vo aozet er bloavezhioù a zeu. Raktresoù nevez zo evel embann testennoù al loreidi ha marteze krouiñ ur rummad evit an dud yaouank hag unan evit an dud gour a vez desket ar yezh ganto. Un doare da lakaat e pleustr o c'hoant sevel testennoù.”
“Tad-kozh ar spesad Colomb” e oa, o vevañ e Amerika an hanternoz.
“Talm ur galon”, o fladenn nevez a zeuio er-maez d'an 08 a viz Ebrel 2022.
“Talvezout a ra hor vot e kemeromp perzh er striv hollvedel da zifenn liesseurted ar sevenadurioù evel ur mad boutin d'an denelezh a-bezh. Diskouez a ra ez eus bet komzet brezhoneg e Naoned bepred, en un doare bihan-niver peurliesañ met bev-mat abaoe kantvedoù”, emezañ.
“Tan de'i”, al liamm etre skrivañ ha tresañ.
“Taol ac'hanon er mor,” emezañ.
“Taol ac'hanon er-maez, lâran dit, rak re vihan ac'h on c'hoazh da vezañ pesketaet ; kalz brasoc'h evidon a gavi aze er mor.”
“Tchernobyl zo e-barzh ho kof”
“Teknikoù a c'heller lakaat e pleustr evit ober labourioù ar seurt-se. Gouzout a raer ober. Servijout a ra ar pont d'ar valeerien ha d'ar c'hezeg-houarn. Penaos e raint evit tremen en amzer-da-zont ma n'eus ket mui eus ar pont ? Posupl e vefe krouiñ ur gwelva, ha sevel un ti-debriñ, ur greizenn-zisplegañ, hag ur mirdi Eugène Freyssinet” eme Patrick Guirraud, en anv ar c'hevredigezhioù.
“Tennañ a rae d'ur burzhud”, a gont-hi.
“Tonton Youn zo marv !”.
“Touristerezh kengret” e vez anvet.
“Toutouig lalla”.
“Tra, tra !” a hañvale lakaat…
“Treiñ e-kerzh ar goañv a dalvez fank, glav ha yenijenn : un aergelc'h a-feson evit an heuliad. N'em boa ket c'hoant kaout un oabl glas.”
“Tremen a ran eta hebiou an arsavioù bus. Ma vez unan bennak o c'hortoz e choman a-sav”.
“Treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz” a vo tem ur c'hendiviz e Brest.
“Treuzkas” eo an tem, heñvel ouzh hini ar Redadeg e 2024.
“Tri bugel am eus ha me 'garje kemer e karg an hilastaliñ em c'houblad e-pad ur mare”, eme Adrien.
“Tro-dro da gern an dosenn e vint lakaet, hervez ali ar bodad sevenadurel.” a resisa Sébastien Minguy, e-karg eus ar raktres.
“Tsef Zon (e)” eo an abadenn gentañ o deus savet asambles.
“Tuto” a vez skignet war ar rouedad ivez evit an neb a garfe deskiñ ober.
“Ul liamm hon eus gant Breizh ha soñjet hon eus e peseurt mod adperc'hennañ sevenadur Breizh dre ar c'horf hag al lusk”, eme an dañserez Pauline Sonnic.
“Un araokadenn eo” Muioc'h-mui e vez lakaet ar gaoz war ar sujed-se rak abaoe un nebeud bloavezhioù ez eus bet lakaet ur c'hoñje mizioù e plas e embregerezhioù, kevredigezhioù ha strollegezhioù publik zo en un doare anofisiel, hervez youl an implijer.
“Un aval e pal da zorn/ar bed etre da vizied/en un aval azv.” (Bernez Tangi)
“Un diskoulm mat eo ar c'hantreal evit digeriñ ur stal-levrioù e Menez Are rak pellik emañ ar bourc'hioù an eil re deus ar re all. N'eus stal-levr ebet en takad am eus dibabet, estreget en Uhelgoad, met kinnig a reont levrioù disheñvel-mat”.
“Un dizingalded eo rak pistrius eo, koustañ a ra ker-ruz hag ar merc'hed n'int ket paeet kement hag ar baotred”, emezi.
“Un doare dreist-ordinal da reiñ c'hoant da sellet ouzh an heuliad” eme Morgane Lincy-Fercot, e karg eus ar skignañ evit Tita Productions.
“Un dra bennak a zo a-dreñv !” a lavaren ouzhin va-unan.
“Un neudenn a dorr krenn, kant neudenn a ra kordenn.”
“Un oberenn lennegel o deus savet gant abegoù disheñvel”, eme ar sevener.
“Un ostilh eo an harz-labour, eme Val, stourmerez eus ar strollad Nous Toutes 35 abaoe 2021. Asambles e klaskomp cheñch ar sistem-mañ en un doare kengred ha laouen. Krouet eo bet ar sistem evel m'emañ evit ar baotred arallreizh dreist-holl.”
“Un test eo eus buhez al levrioù e Breizh, ganeomp abaoe an deroù” a ouzhpenn Yann Pelliet, kenurzhier an darvoud abaoe seizh vloaz.
“Ur c'hoari achap an hini eo”, eme kenurzhier ar gengevredigezh.
“Ur diaezamant e oa ar c'hleuzioù, dre ma veze kollet amzer ganto”, eme Caroline Sourisseau, kenurzhierez Breizh Bocage, an aozadur arc'hantaouet gant ar C'huzul-rannvro.