text
stringlengths
6
400
“Gouzout a ra piv on-me !”, a soñjas ar ministr.
“Gouzout a reomp e vez prenet 80 % eus an alkool gwerzhet gant 20 % eus ar re a ev anezhañ, da lavaret eo gant ar re a ev kalz, gant ar re a zo adikt. Al lobioù o deus ezhomm-bras anezho.” a lavare Michel Reynaud, adiktologour, e 2020.
“Gouzout a reomp eo bet sellet pizh an devezh-mañ gant servijoù parizian ministrerezh ar Justis. Lâret hon doa dija d'ar pennoù bras e Pariz e oa youl gant ar Gorsiz da zirouestlañ an dalc'h-mañ.”
“Graet he doa berzh d'ar mare-se a-drugarez an destenn fromus war hor sevenadur hag hor yezh, hag ar stil sonerezh poblek”, emezañ.
“Greenwashing” a vez graet deus se, da lâret eo livañ e glaz, liv an natur, raktresoù arvarus evit an endro da dapout plas traoù zo deuet da vezañ diaes da zifenn.
“Gwelet hon eus an traoù en un doare disheñvel hep redek gant an dour-tan hag an amzer”, eme Neven ar Penneg.
“Gwelloc'h brammat e-kreiz an dud eget mervel e-unan”.
“Gwelout a reomp hor c'hleuzioù distrujet hep na vefe taolet evezh”, eme ar vanifesterien.
“Gwerzhañ a reomp 100-200 pezh dilhad bemdez d'an 50-100 pratik a zeu amañ bemdez, dlihad evit merc'hed, paotred ha zoken gwazed, kinniget ma vezont brav ganeomp war dougerioù e koad, un dikedenn war bep pezh. Ne werzhomp ket botoù na bitrakoù da vont da heul…” a resisa Sandy Lang
“Gwir soavoñs Marsilha a brenomp, o tont eus Marsilha ha n'eo ket eus un tu bennak all ar bed.” a embann Tangi Daniel.
“Ha c'hoazh… D'ar skolioù eo da brientiñ al lec'h. Tud eus ma familh am eus eno evit ober rentaoù-kont deomp, evit evezhiañ p'en em gav ar c'hontener…” emezi.
“Ha petra rit gant tout an hañvouez ?” a c'houlennas va zad-kozh.
“Ha sur eo ne gendalc'ho james an dizingalderioù etre an dud ? Marteze ne'm eus ket c'hoant ober seurt traoù. Gallout a ran bevañ hep sellout ouzh ar gudenn ?”
“Hag ar c'hafe a vo digor war ar c'harter”, a gendalc'h Julia.
“Hag ar “wok” milliget he deus an aer da anaout ivez, ya klev !” a ribote Paolig etre e gasketenn vartolod hag e vourig.
“Harpañ implij ar yezh gant ar skolidi” ?
“Hengounel”, “istorel”, “Voynet”…
“Hep kemer lec'h ar studiadennoù klinikel ken nebeut”, an enklaskerez a soñj dezhi eo holl bouezus an enklaskoù war ar metaloù evit dont a-benn da adkavout ar c'hudennoù liammet gant an ensteud.
“Hep menegiñ an dour” emezañ c'hoazh.
“Hi 'ni eo Molière” a vo kinniget gant Nolwenn Korbell.
“Hir ha diaes e oa ar stourm… Ha ma serromp levr ar rann-se eus hon istor hiziv, àrc'hoazh e teraouimp da skrivañ ur penn nevez.”
“Hopala, dimezell ! Dudius out !” Emaon o vale e straedoù ur gêr bennak, o soñjal ouzh traoù pouezus, pe o huñvreal, ha klevout a ran ur frazenn e-giz-se a-greiz-tout.
“Implijout a reomp danvezioù ekologel evel ar c'hoad, ar gloan-koad, ar c'hanab, an ouat kelluloz… Ha deus un tu all e vo adimplijet ganeomp ar pezh a c'hallomp evel ar gouleier hag ar parkedoù hon eus kavet en ti pe roadennoù diwar restachoù chanterioù all evit al livaj, al lambrusk pe karrelloù”.
“Implijout a rin al levrioù. Kinnig a rin testennoù, un digarez e vo evit skolidi dre lakaat ar gaoz an tem dibabet. Atalieroù hiroc'h, war meur a brantad a ginnigin ivez, gant ar pal krouiñ (un danevell, pe ur garta evit ar skol da skouer)”.
“Istor ar vro eo ivez, da lavaret eo, micherioù a oa en arvor war ar pesketaerezh, war ar bezhin, ha martoloded kalz anezho”, emezañ.
“Kalz a rae evit ma trofe Ludo-Bougou.” a anzav ar verc'h.
“Kalz gwelloc'h eo bet aozet an traoù gant servijoù an akademiezh” a zisklêr Paol Molac, frealzet gant distro-skol 2010.
“Kalz zo d'ober”, eme Anne Gallo, besprezidantez er Rannvro, e-karg eus an touristerezh, ar glad hag ar c'hanolioù.
“Kambr tonton Yves”, evel ma vez lavaret gantañ, a oa ur gambr e ti e dud e Tremenac'h-Vihan, ur gêriadenn vihan war an aod e Plougerne : “Ar gambr zo chomet atav kambr tonton Youn, pe kambr tonton Yves. Da c'houde, ma breur ha me a veze o c'hoari e-barzh.” Ur breur d'e vamm e oa, an hini nemetañ, un den sioul ha kompez “ganet just e penn-kentañ ar bloavezh 1914”.
“Kanaouennoù zo skrivet met evit poent emaomp gant ar bladenn-mañ”, eme ar c'haner.
“Kelennerien divyezehek a oa e pep klas kerkent hag en deiz kentañ. 21 c'helenner zo bet tutaet. Evit ar wezh kentañ eo bet asantet ha digoret gant an Deskadurezh stad kement raktres a oa bugale a-walc'h ennañ.”
“Kement a draoù zo heñvel”, eme Enora Molac.
“Kenavo, va muiañ-karet,” pe “Bez fur, Jarlig, ha desk !” N'ouzon ket !
“Kendal Breizh” (ur pseudo an hini eo) zo er mare-mañ e Siria o stourm skoaz-ouzh-skoaz gant ar Gurded e-barzh ar YPG (Unvezioù Gwareziñ ar Bobl) a zo e-barzh Nerzhioù Demokratel Siria.
“Kendalc'het e vo ar pezh 'zo bet lañset ma vezomp dilennet”, en deus respontet Bernard Trubuilt dre bostel.
“Kendalc'het e vo da lakaat gwask warno evit ma vo cheñchet an traoù”, eme Laurent ar Berr.
“Kendalc'het e vo e-giz-se rak ur goulenn zo digant izili Sked.” Kaout muioc'h a festoù-noz e Brest a fell da strolladoù muzik ha dañserien ar vro ivez.
“Ket !” Nac'het e voe outañ.
“Kinnig a reomp deskiñ kanaouennoù gant bugale er skolioù ha lakaat a reomp ar publik da zañsal.” Deskiñ muioc'h war sevenadur Breizh, setu pal ar gontadenn a vo c'hoariet er gouel Belbiachoù da 6 eur da noz d'ar 26 a viz Gouere 2023, e ti-feurm pedagogel Koed ar Barzh.
“Klask a ran sevel ar goulenn : petra eo bevañ diwar ar mor, al liammoù sevenadurel hag istorel…”
“Klask a reomp lakaat war wel perzhioù mat an holl skridoù evit kalonekaat an dud da vont larkoc'h war hent ar brezhoneg. Taolet e vez evezh ouzh an ijin evel-just, met ivez ouzh kalite ar yezh a ra ar berzhidi ganti.” eme Herve Gouedard, ezel ar juri.
“Klask a zo war ur skoazellerez-vamm vrezhonegerez, pe ur vagouri e lec'h ma vez komzet brezhoneg d'ar vugale, etre Plouha ha Sant Brieg, evit ur babig eus Staol a zeuio a-benn nebeut.”
“Klañv e oa ar maouezed-mañ”, a zispleg an enklaskerez.
“Klevet eo bet hor galv gant pobl ha gouarnamant Kuba ha respontet o deus”, en doa displeget ministr ar yec'hed Christopher Tufton.
“Klichedoù war Breizh” sellet ouzhpenn 30 000 gwech !
“Kompren a reomp ne c'hall ket ar Redadeg skoazellañ an holl. Klask a raimp en-dro ar wech a zeu !” eme Katell Leon, diazezourez ar raktres.
“Komzet e vo eus al liammoù ouzh stourmoù all evel ar venelouriezh hag an ekologiezh, evit kemer harp warno”, a zispleg Morgan Lincy Fercot.
“Kozh eo lod eus ar gizellerien ha prederiet int gant ar stummañ yaouankizoù war o micher”.
“Krediñ stourm, krediñ trec'hiñ” a oa lugan Skol an Emsav ar strollad bet savet ganeomp pa oan 20 vloaz, da lavaret eo 50 vloaz zo.
“Kreizennet betek re ar mont en-dro, ha dibosupl eskemm da vat”, hervezo.
“Krennarded o kejañ gant tud kozh a vefe dispar, da skouer.” C'hoant o deus ivez kaout yourtoù, teltennoù, evit gellout aozañ chanterioù-perzhiañ.
“Kroget e vo evel-se, ha m'eo dav cheñch doare e raimp.” emezi.
“Kroget hon eus da zegemer kizhier dilezet e straedoù Roazhon ha buan-tre eo deuet ar soñj deomp dilojañ ha krouiñ ur repu evit loened all.” Erruet int e Herzieg-Mez e 2018.
“Krouet hon doa Skol Boest an Diaoul Mintin Atao pevarzek vloaz zo”, eme Florence Pinvidig, a zo o chom war al lec'h.
“Krouiñ kenweturañ e-lec'h ez eus kalz tremen, gant blenierien o-unan en o c'hirri-tan eo ar pal.” eme Justine Granjon, e karg eus ar raktres,
“Labourer-douar ez on betek mel va eskern” emezañ.
“Labouret em eus evit ar gevredigezh Difenn, kinnig a raen atalieroù kizidikaat d'ar re yaouank [war ar stereotipoù jener, ar c'henasantiñ pe c'hoazh ar feulsterioù seksist ha seksel ; ngas.]”, emezi.
“Labouret hon eus kalz evit adreiñ lañs d'ar raktres gant ar pal sevel ur gevelouri. 5 emvod hon eus aozet e Breizh e fin 2021 gant an aktourien (breserien, dasparzherien) hag, evel-just, gant ar geodederien.” eme Marie Clapier, kargadez a zarempredoù.
“Lakaat muioc'h a dud deuet da zeskiñ ar yezh” ?
“Lakaet e vez ar c'halc'h er walenn, sachet e vez ar c'hroc'hen hag adsavet e vez ar bouloù outañ”, a zispleg Lomig Danteg en ur ziskouez ur walenn silikon hag ur bragoù-bihan ennañ ur walenn d'an 9 den deuet da bermanañs pol yec'hed Brest.
“Lakaet e vo ivez un nebeud referañsoù evit ar re a fellfe dezho deskiñ ar yezh”, a ouzhpenn Bernez Rouz.
“Lakaomp ez ea ur strollad gant an oto da Vontroulez, da Bariz ha da c'houde da Roazhon. N'eus lojik ebet gant an hent, met ober ar reont ar pezh o deus ezhomm evit kaout arc'hant.” Anat e oa dibab anv an daouad neuze : Endro.
“Laouen e vefemp ma vefe kendalc'het al labour gant ar bodad hag an dilennidi. Un den e-karg eus ar brezhoneg a vo er c'huzul. Mat e vefe sinañ ar garta Ya d'ar brezhoneg.” N'en deus ket respontet Jean-Yves Jégo da c'houlennoù Ya !
“Laouen int o tont en-dro ha tamm-ha-tamm ez eus muioc'h a dud sachet gant Deus 'ta”, eme Bierre-Yves ar Menn.
“Ledanaet eo bet an hent un tammig”, eme maer ar Forest-Fouenant, Daniel Goyat.
“Levezonet omp gant tout ar pezh hon eus selaouet en a-raok hag ar pezh a veze selaouet gant hon tud ivez”, eme Vael Guégo.
“Liammañ an dud dre ar sevenadur hengounel” eo ar pal.
“M'hen tou da c'houren gant lealded/Hep trubarderez na taol fall ebet/Evit ma enor ha hini ma bro”.
“Ma c'hoarvez 'mije c'hoant da ginnig dezho lenn al levr rak an darn vrasañ eus outo ne gomprenont ket ar pezh a c'hoarvez dezho evit gwir.”
“Ma fal eo degas c'hoant d'an dud d'ober kement a c'hallont evit kas o raktresoù betek penn en ur zoujañ an Douar hag ar morioù.”
“Ma gouiziegezh ha ma c'hontilli am eus hepken !”, a c'hoarzh Ophélie.
“Ma ne daolont ket engalv dirak ar justis” emezañ, rak neuze e c'hellfe bezañ daleet meur a vloavezh c'hoazh.
“Ma sellit ouzh pep kastell e Bro-Skos, gwelout a reot banniel ar Rouantelezh-Unanet warno – se zo ur mesaj politikel hep mar.” En desped d'an nac'hadenn, mont a reas an ambrougadeg betek tachenn Holyrood, lec'h ma oa bet savet ul leurenn e prezeged hag e soned warni.
“Ma vez kontammet ar c'hoarierien foot gant ar viruz, n'o do ket kalz a riskl da vervel peogwir int sportourien” emezañ.
“Ma vezont tommoc'h e chom a-sav ar produiñ. Dav eo gwiskañ an hilastaler termek e-pad 15 eurvezh well-wazh bemdez ha kontrollañ an niver a spergelligoù tri miz goude. Ma'z eus nebeutoc'h eget ur milion anezho e talv out steril.” Koulskoude ne sinifi ket eo efedus penn-da-benn.
“Mantrus eo. Hon glad int.”
“Marc'hadmatoc'h e oa deomp eget paeañ frejoù mont-dont evit 100 den. A-raok em boa goulennet digant laz-seniñ Breizh ha dedennet e oant. Respont ebet eus o ferzh, abaoe 2018. Padal gant ar Vulgared e oa ur respont dindan 2 zevezh. Ha tud sirius int, boazet da labourat gant a bep seurt aozadurioù, Netflix hag all.” emezañ.
“Marvet eo pa oan-me yaouank-flamm ha c'hoant am eus bet da gontañ ur vuhez kontet gant meur a zen”, eme ar skrivagner.
“Mat e oa sevel un darvoud e anv Raok.”
“Mat eo ma ne wallez ket ar merc'hed, un den jentil out. Setu ur cookie evidout. Ne cheñchez netra evit ar reuzidi o lavarout seurt traoù.”
“Me 'moa kinniget diverradennoù d'an ti-embann Al Liamm ha goude bezañ bet dibabet ganto 'moa kaset anezho da Anna, emezi. Ne oa ket ar pal liammañ an istor ouzh an endro.” El levr ez eus kaoz eus ur gêr-uzin ma produer alumetez, anvet Tan De'i, en ur bed faltazius en XIXvet kantved.
“Me a fell din labourat pep tra gant an dorn, ar pezh a dalvez mont da welet ar besketaerien war-eeun pe ar c'hoc'hu pesked hag ober ma zanavennoù. Gallout a ran ivez azasaat ma labour ha troc'hañ diouzh ar goulenn. A bouez eo an doare da labourat ar pesked, dibab digant peseurt pesketaerien e prener ar pesked hag al lec'h hag an doare m'int bet pesketaet”, a zispleg ar plac'h 34 bloaz.
“Me a garfe ivez mirout ur penndevezh bep sizhun evit gwerzhañ pesked a di da di d'an dud a vez diaes dezho fiñval, evel an dud nammet pe ar mammoù o-unan”.
“Merzhet em eus e oan sot gant al lec'h-se ha gant ar fed da zeskiñ a-drugarez d'al lennegezh. Pa oan dilabour on kroget d'en em soñjal war ar pezh ar c'hallfen ober, betek ma tiwanfe raktres stal-levrioù red Les Guérillères”.
“Met ar wech-mañ eo loc'het fall” eme ar maer, o tegas da soñj ne fell ket dezhi dispign muioc'h eget ma ra ar c'hêrioù all evit degemer ar rederien.
“Met brasoc'h eo ar vaskodenn c'hall ha muioc'h a zanvez a ya d'ober anezhi” eme Alain Joly.
“Met daoust ha brezhoneg mat eo, zoken ?”… a soñje Paolig etre e roched hag e choug, douetañs “leun” en e greiz.
“Met n'eo ket ur redi ober gantañ nemetken. Raktresoù a zo, e Brest, Marsilha, Bourdel… ha posupl e vefe deomp reiñ skoazell d'an SPA, d'an dud lakaet diaes…”.
“Met petra c'hoarvez ganto holl ? Abaoe daou vil bloaz emaint o teurel o c'hrabanoù war hor bro, betek en em silañ dre ret, o vrezeliñ ouzhomp pe och en em staliañ betek ma vezint taolet e-maez” setu pezh a skrive n'eus ket pell amzer Jean Guy Talamoni, en e levr diwezhañ, Avanzà !
“Moaien e vefe da reiñ un nebeud hilastalerioù termek d'ar baotred dedennet hag ober un emvod reoliek”, eme Aorelian ar Gall, goprad ar gevredigezh Ardecom 29.
“Molière par elle-même” a zo bet troet e 6 yezh ha c'hoariet ouzhpenn 2000 gwech e 12 vro.
“Mont a raio kuit” a gont istor un den yaouank er bloavezhioù 1990, klañvet trumm diwar ar c'hleñved skizofreni pa oa 18 vloaz hag en em zistrujet seizh vloaz war-lerc'h.
“Mont a ran gant an hent-se en un doare reoliek” eme Bascal.
“Mulching” a vez graet pa vez laosket ar geot war an dachenn.
“N'eo ket a-benn 15 vloaz amañ e vo ret kinnig un dra bennak, bremañ an hini eo !”.
“N'eo ket abalamour ma vez implijet un doare hilastaliñ gant ar baotred eo dav d'ar merc'hed chom a-sav”, eme Aorelian ar Gall.
“N'eo ket dedennet ar Stad c'hoazh met dont a raio”, a gendalc'h en ur vousc'hoarzhin.
“N'eo ket dont a-benn ar pouezusañ” a lâre Ho Chi Min, “Padout nag eo”.
“N'eo ket posupl”, a soñje Richard.
“N'eus den ebet ken a besketa. A-raok e oa dreist, eoged a oa, dluzhed a oa, sili… Hiziv n'eus ket ken koulz lavaret. Santout a reer eo erru fin”, eme ur pesketour.