id
stringlengths
2
6
url
stringlengths
31
243
title
stringlengths
1
148
text
stringlengths
6
119k
2943
https://br.wikipedia.org/wiki/Fa%C3%B1ch%20Elies%20Abeozen
Fañch Elies Abeozen
Ur skrivagner brezhonek eo Fañch Elies (Jean-François-Marie Éliès), anavezetoc'h dre e anv-barzh Abeozen. Ganet eo bet en Dre Nevez d'an 22 a viz C'hwevrer 1896 ha marvet er Baol-Skoubleg d'an 3 a viz Mezheven 1963. Ur yezhoniour hag ul lennegour brezhonek eo bet, met sevel a reas ouzhpenn un nebeud oberennoù lennegel (ur pezh-c'hoari, barzhonegoù, danevelloù ha romantoù), yezhadur ar brezhoneg krenn, istor al lennegezh vrezhonek, dastumadoù ha labourat a reas ivez war ar c'hembraeg. Troet en deus ar Mabinogion (ar Mabinogi e brezhoneg). Buhez Mont a reas da skol ar Frered da Landivizio e-lec'h m'edo Klaoda ar Prad o kelenn hag hemañ eo a reas ur broadelour anezhañ. Pa oa en e soñj mont da veleg ez eas da gloerdi Kemper eus 1907 da 1914. Kaset da soudard e voe gloazet gant ar gazoù ha tapañ a reas ur yec'hed fall diwarno. Goude ar brezel ez eas da Bariz evit tapout un aotreegezh. Kelenner e voe e Dinan ha Sant-Brieg a-raok mont da Roazhon da gelenn el lise ha da studiañ d'ar skol-veur war ar memes tro. Levrlennadur Faltazi Marvailhoù loened, Skridoù Breizh, 1943. Kontadennoù. Hervelina Geraouell. Skridoù Breizh, 1943. Ademb. Mouladurioù Hor Yezh, 1988. Romant Argantael. Al Liamm, 1989. Romant; Ademb. An Alarc'h, 2011. Bisousig, kazh an tevenn. Al Liamm, 1954. Ademb. An Here-Al Liamm, 1987. Dremm an Ankou, Skridoù Breizh, 1942 ; Ademb. Al Liamm, 2014. Pirc'hirin Kala-Goañv, danevelloù, Al Liamm, 1969. Ademb 1986; troid. c'hallek (gant Mikael Madeg Le Pèlerin de la Toussaint An Alarc'h, 2011) Kan ar spered hag ar galon, barzhonegoù ha kanaouennoù. Mouladurioù Hor Yezh, 1983. Studiadennoù Ar Mabinogion, Preder. Damskeud eus hol lennegezh kozh, Al Liamm. Istor lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ, Al Liamm, 1957 Barzhaz (dibab barzhonegoù skrivagnerien rakwalarnek) En ur lenn Barzhaz Breizh, Preder. Yezhoniezh Yezadur ar brezoneg krenn Skridou brezonek krenn Geriadurig brezoneg krenn Alc'houez berr ar c'hembraeg, 1942, eil moulladur. Troidigezhioù Marvailhoù ar Vengleuz (e kembraeg : Storiau , 1932), 1992, Hor Yezh Ganedigezhioù 1896 Marvioù 1963 Skrivagnerien vrezhonek an XXvet kantved Troourien vrezhonek‎ Yezhadurourien vrezhonek Geriadurourien vrezhonek Abeozen Izili ar C'hoursez
2945
https://br.wikipedia.org/wiki/Jos-P%C3%AAr%20ar%20Braz
Jos-Pêr ar Braz
Jos-Pêr ar Braz (anv ofisiel : Joseph-Pierre Le Bras), lesanvet Dirlem, ha Yann Brezal e anv-pluenn, a oa bet unan eus ar stourmerien bolitikel gentañ o deus graet gant ar brezhoneg evit displegañ o mennozhioù politikel. Ganet e oa bet e Kerdevez, en Drev-Nevez e Bro-Leon, d'an 8 a viz Du 1889, ha lazhet e oa bet d'an 8 a viz Gwengolo 1915 e-kerzh Brezel 1914-1918 e Vienne-le-Château, e-kichen Bar-le-Duc (Marne)<ref>[http://www.memoiredeshommes.sga.defense.gouv.fr/fr/arkotheque/visionneuse/visionneuse.php?arko=YToxMDp7czoxMDoidHlwZV9mb25kcyI7czoxMzoic3BlY2lmX2NsaWVudCI7czoxMDoic3BlY2lmX2ZjdCI7czoyMzoiQXJrTURIVmlzaW9ubmV1c2VJbWFnZXMiO3M6MTg6InNwZWNpZl9uYXZfcGFyX2xvdCI7czoyMjoiQXJrTURITmF2aWdhdGlvblBhckxvdCI7czoxMzoibWRoX2ZvbmRzX2NsZSI7aToxO3M6NDoicmVmMiI7czo2OiI3NTM3MTIiO3M6MTI6ImlkX2Fya19maWNoZSI7czo2OiI3NTM3MTIiO3M6OToicHlyYW1pZGFsIjtiOjA7czoxMjoiaW1hZ2VfZGVwYXJ0IjtpOjA7czoxNjoidmlzaW9ubmV1c2VfaHRtbCI7YjoxO3M6MjE6InZpc2lvbm5ldXNlX2h0bWxfbW9kZSI7czo0OiJwcm9kIjt9#uielem_move=247%2C-358&uielem_islocked=0&uielem_zoom=70&uielem_brightness=0&uielem_contrast=0&uielem_isinverted=0&uielem_rotate=F 09/2016 Mémoires des hommes].</ref>. Degaset e voe Jos-Pêr ar Braz d'an Emsav gant Klaoda ar Prad, skolaer e Landivizio, skrivagner ha brogarour. Evel skolaer en ur skol gristen e Landivizio e c'hounezas e vara adalek 1906. Dastum a reas sonioù ha gwerzioù e tolead Logeginer-Plouziri ken e voe loreet e kenstrivadeg ar Bleun-Brug e Kastell-Kêryann e 1907. E 1914 e voe anvet diwar e c'houlenn da vestr-skol publik e Plougin. Ar C'hentañ Brezel-bed Enskrivet e Brest e 1914, en 48 rejimant troadegiezh, kaset e voe d'ar brezel diouzhtu hag e voe lazhet e-kichen Bar-le-Duc d'an 8 a viz Gwengolo 1915. Tizhet en doa ar renk a gaporal. Bez' ez eus ur blakenn-goun vrezhonek e Maissin (Belgia) gant Jos-Pêr ar Braz. Lenn a reer warni : Ar broadelour Jos-Pêr ar Braz a gemeras perzh e savidigezh Strollad Broadelour Breiz ; skrivañ a reas ivez e-barzh kelaouenn ar Strollad, Breiz Dishual, dindan an anv-pluenn Yann Brezal. E-barzh kelaouennoù all ez embannas pennadoù brogar all, e Kroaz ar Vretoned dindan an anv-pluenn Dirlem hag e Brug dindan al lesanv Bruger. Komz plaen Jos-Pêr ar Braz 1910 : Dizro !..., L'Écho du Finistère 1910 : Kousk, babig !, L'Écho du Finistère 1910 : Hunvre eur Bugel, L'Écho du Finistère 1910 : Itanvez ar mortolod, L'Écho du Finistère 1910 : Moustrerig, L'Écho du Finistère 1910 : Da Bariz !, L'Écho du Finistère 1910 : Ar rozen falc'het, L'Écho du Finistère 1910 : Eun nosvez nedeleg, L'Écho du Finistère 1910 : Karantez divarvel, L'Écho du FinistèreYan Brezal 1910 : Eur rendael en tiegez, L'Écho du Finistère 1910 : Nedeleg Jobig, L'Écho du Finistère 1910 : Al lonkad diveza, L'Écho du Finistère 1911 : Traou ha traou all, L'Écho du Finistère Levrlennadur Raoul, Lukian. Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek. Al Liamm, 1992.Imbourc'h'', 1970 p. 74 Notennoù ha daveennoù Marvioù 1915 Ganedigezhioù 1889 Skrivagnerien vrezhonek Emsaverien Breizh Politikourien Breizh
2946
https://br.wikipedia.org/wiki/Brug%20%28kelaouenn%29
Brug (kelaouenn)
Ar gelaouenn "Brug" a oa renet gant Emil Masson, ur brogarour sokialour, pe kentoc'h hanter werinelour, hanter anarkour, un "Tolstoiat', mar karer, hag a gemeras perzh e labour ar Strollad Broadelour kentañ. Skrivañ a rae e-barzh Breiz Dishual dindan al lesanv Ewan Gwesnou. Gant ar gelaouenn divyezhek viziek Brug e felle da Emil Masson tizhout kouerien Kornôg Breizh hag o zreiñ a-du gant mennozhioù an araokaat, ar c'henobererezh. Brug a zo bet embannet eus miz Genver 1913 da viz Gouere 1914. Echuet he deus gant an niverenn 19. An 20vet niverenn zo chomet diembann abalamour d'ar brezel, bet diskleriet d'ar c'houlz-se. Jean-Julien Lemordant eo en deus treset ar pep brasañ eus goloioù ar gelaouenn. "Bruger" – lesanv Jos-Per Ar Bras er gelaouenn – a vroude ar gouerien, ar "verourien" da zifenn o gwirioù a-enep d'ar berc'henned dre en em strollañ kenetrezo ha sevel c'hweluniadoù. Mammennoù Imbourc'h 1970 p. 74 Fañch Broudig, Eun dra bennag a zo da jeñch er bed. Emile Masson ha "Brug", 1913-1914, Brest : Brud Nevez, 2003, 330 p. Emsav Breizh Kelaouennoù Breizh
2949
https://br.wikipedia.org/wiki/Loeiz%20ar%20Chalotez
Loeiz ar Chalotez
Louis-René de Caradeuc de la Chalotais (pe Loeiz ar Chalotez e brezhoneg), ganet e Roazhon d'ar 6 a viz Meurzh 1701 ha marvet eno ivez d'an 12 a viz Gouere 1785, a oa un den a lezenn a oa prokulor e Breujoù Breizh. Kemer a reas penn an eneberezh da benngomandant Breizh, an dug d'Aiguillon. P'en devoa nac'het plegañ dirak ar Roue e oa bet toullbac'het hag abalamour da se eo gwelet gant lod evel ar c'hentañ emsaver politikel brezhon. E diegezh Diaes eo lavarout eo bet ar Chalotez ur brogarour pa oa e bennobererezh stourm evit ma chomje bev "dreist-wirioù" e ensavadur a-eneb ar "galloud kreiz". Pennpatrom an "nagennour lealour", - evit implijout ur c'herienn ijinet gant Iwan an Diberder e deroù an - eo bet marteze. Biskoazh n'en deus ar Chalotez burutellet reizhwiriegezh ar "galloud kreiz"-se nag arvaret diwar e benn ; war un dro e oa anezhañ un ezel eus an intelligentsia c'hall a neuze, mirelour ha "filozof" war un dro (re aes e tisoñjer ne oa ket Voltaire un dispac'her : un adreizhour, ur c'hempennour ne oa ken), savet gantañ levrioù - unan anezho diwar-benn an desavadurezh (Essai de l'Éducation nationale, 1765), o tagañ ar Jezuisted - ha na c'heller kompren nemet er meizframm gall a neuze. Toullbac'het e oa bet ar Chalotez e Pariz, e Kastell an Tarv hag e Sant-Maloù hag e oa deuet ar Breudoù a-benn da lakaat ar gouarnamant gall d'e zivac'hañ (da vezañ kendalc'het) Daveoù Istor Breizh en XVIIIvet kantved Ganedigezhioù 1701 Marvioù 1785 Gwiraourien Breizh
2954
https://br.wikipedia.org/wiki/Iron%20Maiden
Iron Maiden
Ur strollad sonerezh brudet-kenañ eo Iron Maiden. Heavy metal a zo kaset gant ar strollad saoz-mañ ha kement-se abaoe 1975. Gant ar soner gitar-boud Steve Harris eo bet savet. Gant ar strolladoù Saxon, Judas Priest, Def Leppard, Tygers of Pantang int bet e-touez ar re gentañ eus al luskad NWOBHM (new wave of british heavy metal)... Black Sabbath ha Motörhead a oa skeudenn ur rummad koshoc'h. Ar strollad metal en deus graet ar muiañ a werzh eo Iron Maiden : muioc'h eget 100 milion a bladennoù zo bet gwerzhet ganto. Izili ar strollad Bruce Dickinson – kan (1981-1993, 1999-2006) Dave Murray – kitar (1976, 1977-2006) Janick Gers – kitar (1990-2006) Adrian Smith – kitar (1980-1990, 1999-2006) Steve Harris – kitar-bout (1975-2006) Nicko McBrain – taboulinoù (1983-2006) Roll pladennoù * The Soundhouse Tapes, 1979 EP * Iron Maiden (1980) ; strollad : Paul Di'Anno o kanañ, Dennis Stratton ha Dave Murray ouzh ar gitar, Steve Harris ouzh ar gitar-bout, Clive Burr ouzh an taboulin o Running Free, 1980 Single o Sanctuary, 1980 Single o Women in uniform, 1980 Single * Killers (1981), Adrian Smith a gemer plas Denis Stratton o Twilight Zone, 1981 Single o Purgatory, 1981 Single * The Number Of The Beast (1982), Bruce Dickinson a gemer lec'h Paul Di'Anno. o Run To The Hills, 1982 Single o Children Of The Damned, 1982 Single * Piece Of Mind (1983), Nicko McBrain a dap plas Clive Burr o The Trooper, 1983 Single o Flight Of Icarus, 1983 Single o Where Eagles Dare, 1983 Single * Powerslave (1984) o Aces High, 1984 Single o 2 Minutes To Midnight, 1985 Single * Somewhere In Time (1986) o Heaven Can't Wait, 1986 Single o Wasted Years, 1986 Single o Stranger In A Strange Land, 1987 Single * Seventh Son Of A Seventh Son (1988) o Can I Play With Madness, 1988 Single o The Evil Thing That Men Do, 1988 Single * No Prayer For The Dying (1990), Janick Gers e-lec'h Adrian Smith (aet da sevel e strollad ASAP, Adrian Smith and Project) o Bring Your Daughter...To The Slaughter, 1990 Single o Tailgunner, 1990 Single o Holy Smoke, 1991 Single * Fear Of The Dark (1992) o Be Quick Or Be Dead, 1992 Single o Wasting Love, 1992 Single o Fear Of The Dark, 1993 Single o From Here To Eternity, 1993 Single o Chains Of Misery, 1994 Single * The X Factor (1995), Blaze Bayley (Wolfsbane) a gemer plas Bruce Dickinson au chant o Man On The Edge, 1995 Single o The Edge Of Darkness, 1995 Single o The Aftermath, 1996 Single o Fortunes Of War, 1996 Single o Lord Of The Flies, 1997 Single * Virtual XI (1998) o When Two Worlds Collide, 1998 Single o Futureal, 1998 Single o The Angel And Gambler, 1999 Single o Lightning Strikes Twice, 1999 Single * Brave New World (2000), distro Bruce Dickinson hag Adrian Smith (tri c'hitarour a vo diwar neuze) o Out Of The Silent Planet, 2000 Single o The Wicker Man, 2000 Single o Brave New World, 2001 Single * Dance of Death (2003) o Wildest Dreams, 2003 Single o Rainmaker, 2004 Single o No more lies 2004 * A Matter of Life and Death (2006) * The Final Frontier (2010) * The Book of Souls (2015) * Senjutsu (2021) Da glevet "Phantom of the Opera" – From the debut album, featuring Paul Di'Anno on vocals. "Run to the Hills" – A top ten hit in the UK, and vocalist Bruce Dickinson's debut. "Caught Somewhere in Time" – This clip showcases the band's trademark twin guitar harmonization/"galloping" bass. "Sign of the Cross" – The band's third recording vocalist Blaze Bayley, singing on the opening track from The X Factor album. "Brave New World" – Bruce Dickinson and Adrian Smith return in 2000 to critical acclaim. Bet izili Paul Day – vocals (1975 - 1976) Dennis Wilcock – vocals (1976-1977) Paul Di'Anno – vocals (1978-1981) Blaze Bayley – vocals (1993-1999) Dave Sullivan – guitar (1975) Terry Rance – guitar (1975 - 1976) Bob Sawyer– guitar (1976) Terry Wapram– guitar (1977) Paul Cairns– guitar (1979) Paul Todd– guitar (1979) Dave Mac– guitar (1979) Tony Parsons– guitar (1979) Dennis Stratton – guitar (1980) Ron Matthews – drums (1975 - 1977) Thunderstick– drums (1977) Doug Sampson– drums (1977 - 1980) Clive Burr – drums (1980-1983) Tony Moore– keyboards (1977) Liammoù diavaez Official Homepage Bruce Dickinson website Blaze Bayley(former vocalist) website Paul D'ianno(former vocalist) website Maiden Bootlegs: Iron Maiden's unofficial discography Strolladoù sonerezh breizhveuriat Strolladoù sonerezh ar bloavezhioù 1980 Strolladoù sonerezh ar bloavezhioù 1990 Strolladoù sonerezh Heavy metal
2955
https://br.wikipedia.org/wiki/Judas%20Priest
Judas Priest
Ur strollad heavy metal eus Bro-Saoz eo Judas Priest. E 1970 e oa bet savet gant ar gitarour K.K. Downing hag ar gitarour-boud Ian Hill. Eus ar ganaouenn « The ballad of Frankie Lee and Judas Priest » savet gant Bob Dylan eo tennet anv ar strollad. E 1991 e oa aet kuit o c'haner Rob Halford (lesanvet « The Metal God ») evit sevel e strollad dezhañ. Tim Owens en doa tapet e blas war ar bladenn Jugulator. E miz Gouere 2003 e oa distroet Halford er strollad. Roll pladennoù Rocka Rolla (1974) Sad Wings of Destiny (1976) Sin After Sin (1977) Stained Class (1978) Killing Machine (UK) / Hell Bent for Leather (US) (1978) British Steel (1980) Point of Entry (1981) Screaming for Vengeance (1982) Defenders of the Faith (1984) Turbo (1986) Ram It Down (1988) Painkiller (1990) Jugulator (1997) Demolition (2001) Angel of Retribution (2005) Nostradamus (2008) Redeemer of Souls (2014) Firepower (2018) Invincible Shield (2024) Strolladoù sonerezh breizhveuriat Strolladoù sonerezh Heavy metal
2960
https://br.wikipedia.org/wiki/T%C3%ADr%20na%20n%C3%93g
Tír na nÓg
Tír na nÓg (distaget [tʲiːɾˠ n̪ˠə ˈn̪ˠoːɡ]) a dalvez, en iwerzhoneg, « Douar ar re yaouank». Bez' ez eo « ur bed all », ur bed mojennel a zo anv anezhañ e gwengelouriezh Iwerzhon. Un enezenn eo Tír na nÓg, pell er c'hornôg. Hir ha kalet eo ar veaj da vont di, pa ne vezer ket pedet gant ur bansidhe, kannadez an doueed. Tír na nÓg n'eo ket ul lec'h evit ar vrezelourien pe an harozed lazhet en emgann, met kentoc'h un doare paradoz war an douar, annezet gant boudoù dreistnatur, ha ma c'hoarvezas gant moraerien pe venec'h en em gavout eno dre eurvad e-pad o beajoù. Er Grennamzer e konter ez eas di meur a vanac'h. Er « bed all »-se e chomer yaouank, kreñv ha brav, da viken, n'eus na marv na kleñved, ha ne dremen ket an amzer. Ne vez na naon na sec'hed gant an nen, ha laouen e vez an holl, o vevañ e-kreiz ar sonerezh hag ar plijadurioù all. Meur a vanac'h a zegouezhas eno e kontadennoù an echtrae (avantur) pe an immram (an treizh), brudet er Grennamzer. Kaoz a vez eus Tír na nÓg e meur a vojenn : eno e reas ar bobl anvet Tuatha Dé Danann hec'h annez, goude m'he doa ranket kuitaat Iwerzhon. Eno e vevas, ur pennad, an haroz Oisín a oa bet kaset di gant Niamh he Blev Aour. Goude ur pennad amzer e fellas da Oisín distreiñ d'ar gêr, met nouspet bloavezh warn-ugent a oa tremenet abaoe m'en doa kuitaet Iwerzhon. Ne c'halle ket kuitaat Tír na nÓg, anez mervel. Gant Niamh e voe profet dezhañ ur marc'h hud. Gantañ e c'halle Oisín kuitaat ar « bed all », met rankout a rae chom war e varc'h atav : ma tiskennje diwar e varc'h e varvje. Oisín ne selaouas ket kuzul Niamh avat ha mont a reas e poultrenn kerkent ha diskennet diwar e varc'h war zouar Iwerzhon. Hervez ar vojenn en doa bet amzer da gontañ e istor da sant Padrig ha da gofesaat (ha kaout an absolvenn evel-just) a-raok mervel, en Ail Finn, e kontelezh Ros Comáin. Kontadennoù all par d'ar vojenn a gaver dre ar bed, evel hini Urashima Tarō El lennegezh vrezhonek Sed amañ da-heul Tristan oc'h ober meneg eus Tír na nÓg, dindan bluenn Langleiz, e-barzh Tristan hag Izold (Al Liamm, 1972, pajennoù 74 ha 191) :« [...]... Bro eurus Ar-Re-Vev, sklerijennet gant un heol n'eo ket eus ar bed-mañ : Tir-Na-N-Og, douar ar yaouankiz peurbadus... » — [...].Tostaat a ra diwezh hon trubuilhoù ha n'hon eus mui pell-amzer da c'hortoz an droiad hir-se hon degaso a-gevret da Dir Na N'Og ; Tir Na N'og, Douar Ar Re Yaouank !... Gwelet ivez Mag Mell Valhalla Levrioù Irish Myths and Legends, Lady Gregory, London, 1999 Early Irish myths and sagas, London 1981 Liammoù diavaez Tír na nÓg (saozneg) James MacKillop, Dictionary of Celtic Mythology, Oxford University Press (1998) Gwengelouriezh Iwerzhon Lec'hioù mojennel
2962
https://br.wikipedia.org/wiki/Gitar-boud
Gitar-boud
Ur benveg-seniñ eo ar gitar-boud. Disheñvel eo eus ar gitar boas p'en deus kerdin tevoc'h ha ur son izeloc'h. Ur benveg seniñ eus ar re bouezusañ eo bet evit diorroadur ar sonerezh rock. Ur gitar gant peder c'hordenn ha bout ar son anezho, eo ar gitar-boud. selou gitarourien-boud a-bouez Aston Francis Barrett Rex Brown Jack Bruce Alain Caron Stanley Clarke Flea James Jamerson Alphonso Johnson Mark King Abraham Laboriel Paul McCartney Marcus Miller Jaco Pastorius Robbie Shakespeare Janig Top Victor Wooten Listenn gitarourien-boud er sonerezh breizhek Alain Genty (barzhaz trio, gwerz, den) Stéphane De Vito (Ar Re Yaouank, Pat o'May) Tangi an Dore (Diaouled ar Menez) Jean-Pierre Le Cam (sonerien du) Robert Le Gall (Gwendal) Jean-Luc Chevalier (Tri Yann) BajoElectrico.Com - El Club del Bajista. Binvioù-seniñ dre gerdin
2963
https://br.wikipedia.org/wiki/Sonerezh%20rock
Sonerezh rock
Ul luskad pouezus en istor ar sonerezh a-vremañ eo ar sonerezh rock. Hervez an istorourien, ur ganaouenn skrivet ha kanet war ur skingomz e Memphis (SUA) e 1955 gant Elvis Presley eo bet an hini gentañ savet er mod-mañ.Pe hini ? Implij a ra ar vouezh (mouezhioù heson alies); ar gitar tredan hag an toserezh (taboulinoù hag ivez binvioù kerdin evel ar gitar-boud). Meur a venveg seniñ all a vez implijet evel ar saksofon. Ur fenomen sevenadurel gant ur pouez kevredigezhel divent eo ar sonerezh rock p'en deus tizhet an darn vrasañ eus ar pobloù er bed. Lod o deus gwelet anezhañ evel ur moaien evit lakaat ar brezelioù war echuiñ pe ar peoc'h da gendelc'her pe da embann an doujañs. Meur a stil a zo bet diorroet goude an degad kentañ pa veze implijet an dro-lavar rock and roll kentoc'h (distaget rock 'n roll). Ken lies eo ar sonerezh rock m'eo diaes termeniñ an harzoù. Hervez lod, n'eo ket rock-rik al luskadoù evel an heavy metal hag ar soul. Perzhioù Savet eo son hengounel ar rock tro-dro d'ar gitar tredan amplaet, a oa bet klevet muioc'h-muiañ adalek ar bloavezhioù 1950 gant ganedigezh ar rock 'n' roll ha levezonet gant sonioù ar blues Harpet e vez alies son ar gitar-tredan gant ar gitar-boud, arnodet gant ar jazz, ha taoserezh produet gant un toumperezh, ur c'henstrollad taboulinoù ha simbal Klokaet e vez alies an triad-se gant binvioù all evel ar piano, an orglez Hammond peotramant ar sintetizor. Ar sonaozañ diazez eo bet tapet diwar sonaozañ ar blues (ur gitar-rener, ur benveg all evit an akordoù, gitar-boud ha toumperezh). Ur strollad sonerien a son rock a vez anvet ur strollad rock, ha peurliesañ a vez etre tri ha pemp ezel dre strollad. Ar stumm klasel avat eo ur pevarad sonerien, ur perzh pe vuioc'h da bep hini, etre ar mouezhioù, ar gitar-rener, ar gitar-ritm, ar gitar-boud hag an toumperezh, gant unan bennak er c'hlavieroù ouzhpenn a-wezhioù.. Da gustum eo savet ar sonerezh rock war ritmoù nann-sinkopek en ur metr , gant un amzer greñv adc'hraet gant an taboulin war an eil hag ar pevare amzer. Tennet e vez an tonioù a-boz diwar modoù kozh evel ar mod Dorian peotramant ar miksolidian, ouzhpenn d'ar mod major hag ar mod minor. Heson a glever gant triadoù boaz betek ar Pevare peurvat pe ar pempvet hag a wezhioù hesonoù diheson. Adalek fin ar bloavezhioù 1950 betek dreist-holl ar bloavezhioù 1960 e implijer ur stumm pozioù-diskan tapet diwar ar blues hag ar sonerezh folk, met cheñch-dicheñch eo bet ar patrom-se a-hed an amzer Pouez zo bet lakaet war liesseurted ar sonerezh rock Abalamour d'e istor luziet ha d'e dech da amprestiñ digant sonerezhioù all e lavarer ne c'heller ket "renkañ ar rock en un dermenadenn sonerezh strizh.". A-hed e istor, ha kontrol da zoareoù sonerezh all, en deus pleget ar rock gant meur a dem disheñvel, karantez, seks, dispac'h a-enep ar gevredigezh, goulennoù sokial ha doareoù bevañ. Hêrezh leun a vammennoù disheñvel eo an temoù-se, diwar ar sonerezh pop, ar folk hag ar rythm and blues da skouer Taolennet eo pozioù ar c'hanaouennoù rock gant Christgau evel a cool medium (ur media diouzh ar c'hiz), distaget eeun hag adlavaret : hervezañ, kefridi pennañ ar rock eo ar sonerezh, pe, simploc'h, an trouz Notennet eo bet pouez ar sonerien gwenn o c'hroc'hen, a renkadoù-etre, paotred anezho, er sonerezh rock ha gwelet eo bet ar sonerezh evel un adperc'henn gant tud gwenn ha yaouank eus stummoù sonerezh ganet e-touez tud du. Soñjoù ha kudennoù an dud yaouank gwenn zo treuzkaset gant ar sonerezh-se neuze dre ar stil hag ar pozioù. E 1972 e oa bet skrivet gant Christgau e chome ar rock, war-bouez un nebeud nemedennoù, arouez "sekselezh ha tagañ ar baotred.". Abaoe ma reer gant ar ger "rock" kentoc'h eget "rock 'n' roll" abaoe ar bloavezhioù 1960 e eneber alies ar sonerezh-se ouzh ar pop, goude ma rannont ur bern perzhioù dibar, dre ma laka ar rock pouez war anien ar sonerezh, ar sonerezh graet war al lec'h er sonadegoù, ur sell war temoù sirius hag araogour asambles gant ur preder war gwirionez ar sonerezh az a asambles gant koustiañs isor an doare-sonerezh. Hervez Simon Frith eo ar rock "un dra bennak muioc'h eget ar pop, un dra bennak muioc'h eget ar pop" hag "ar sonerien rock a laka pouez war ar barregezh hag an teknik asambles gant mennozh romantel un ezteuler arzel gwirion ha dibar". Gant ar milved nevez eo bet implijet ar ger rock da gaozeal diwar-benn leun a zoareoù sonerezh all, eus ar pop betek ar reggae, ar soul hag ar sonerezh hip hop zoken, o doa bet levezonoù ken etrezo daoust ma'z int bet enebet alies. Fin bloavezhioù 1940 - bloavezhioù 1960 Rock and roll Diazez ar sonerezh rock eo ar rock and roll, krouet tamm-ha-tamm er Stadoù-Unanet adalek fin ar bloavezhioù 1940, a-raok strewiñ buan dre ar bed a-bezh. E orin zo e-barzh meskañ sonerezh afrikan-amerikan ar mare, en o zouez ar rythm and blues, ar sonerezh gospel gant ar sonerezh country ha western E 1951 e komañsas an disc-jokey Alan Freed da seniñ sonerezh rythm and blues e-barzh e Cleveland, Ohio, evit ur publik a bep seurt liv. Hemañ en dije implijet ar ger rock and roll evit ar wezh kentañ. Tabut zo diwar-benn piv en doa kanet ar ganaouenn rock 'n' roll kentañ, ha peur. Kaozeal a reer alies diwar-benn Wynonie Harris hag e ganaouenn Good Rocking Tonight (1948), Goree Carter ha Rock Awhile (1949), Jimmy Preston ha Rock the Joint (1949), adkanet da c'houde gant Bill Haley & His Comets e 1952 ha Jackie Brenston and his Delta Cats ha Rocket 88 (kanet evit gwir gant Ike Turner hag e strollad King of Rythm), enrollet gant Sam Phillips evit Sun Records e 1951 Pevar bloaz goude e teuas kanaouenn Bill Haley Rock around the Clock (1955) ar sonenn rock 'n' roll kentañ e penn gwerzhioù ar gelaouenn Billboard, ar pezh a zigoras an nor evit ur wagenn sevenadur bobl nevez. Alies eo bet lakaet ar biz war single kentañ Elvis Presley That's All Right (Mama) (1954), enrollet e-barzh e Memphis gant Sun Records, evel ar ganaouenn rock 'n' roll kentañ met d'ar memes mare e oa kanaouenn Big Joe Turner Shake, Rattle & Roll e penn rolloù Billboard dija. Arzourien all o doa enrollet kanaouennoù-rock abred, evel Chuck Berry, Bo Diddley, Fats Domino, Little Richard, Jerry Lee Lewis pe Gene Vincent Buan e oa aet an arzourien rock 'n' roll d'ober ar brasañ eus ar gwerzhioù ha da gemer ar plasoù pennañ er rolloù, o lakaat ar grounerien, evel Eddie Fisher, Perry Como pe Patti Page da gaout poan da vont e-barzh ar rolloù. Kerkent hag en deroù e oa bet lañset gant ar rock 'n' roll is-doareoù sonerezh all, evel da skouer ar rockabilly, ur meskaj rock ha sonerezh country mod hillbilly sonet hag enrollet da gustum e-kreiz ar bloavezhioù 1950 gant arzourien gwenn evel Carl Perkins, Jerry Lee Lewis, Buddy Holly ha, gant ar berzh brasañ, Elvis Presley. Er memes koulz e save ul luskad rock latino e mervent ar Stadoù-Unanet, da skouer gant ar soner Ritchie Valens evit mont er-maez eus an is-doare-se zoken evel gant Al Hurricane gant e vreudeur, o veskañ ar rock 'n' roll gant country-western ha sonerezh hengounel New Mexico. Stiloù all, evel an doo wop a lakae pouez war kanoù heson ha pozioù harpañ (alese e anv) ha nebeud a vinvioù-sonerezh, diwar skouer strolladoù kanerien afrikan-amerikan eus ar bloavezhioù 1930 ha 1940. Kanaouennoù brudet-kenañ a oa bet graet gant strolladoù evel The Crows, The Penguins, The El Dorados peotramant The Turbans, met ar strolladoù The Platters gant o c'hanaouenn The Great Pretender (1955) ha The Coasters gant o c'hanaouenn-fet Yakety Yak (1958) o doa bet ar muiañ a verzh. Er mare-se e oa bet graet muioc'h-mui a verzh gant ar gitar tredan ha diorroet e oa bet un doare rock 'n' roll diazezet war seurt benveg-sonerezh gant arzourien evel Chuck Berry, Link Wray ha Scotty Moore Implij an distres komañset gant arzourien blues-tredan evel Guitar Slim, Willie Johnson ha Pat Hare e deroù ar bloavezhioù 1950, zo bet brudet gant Chuck Berry e-kreiz ar bloavezhioù 1950 Implij ar power chord, komañset gant Willie Johnson ha Pat Hare, zo bet brudet gant Link Wray e fin ar bloavezhioù 1950.. Er Rouantelezh-Unanet e oa bet kemeret ar pleg gant arzourien trad jazz ha folk da bediñ arzourien blues Ar ganaouenn Rock Island Line kanet gant Lonnie Donegan e 1955 he doa graet berzh eno hag a oa bet ul levezon bras o lakaat strolladoù sonerezh skiffle dre ar vro a-bezh, evel The Quarrymen, strollad John Lennon e Liverpool, da dremen d'ar rock 'n' roll. Lakaat a reer diskar ar rock 'n' roll e fin ar bloavezhioù 1950 ha deroù ar bloavezhioù 1960 da gustum. A-raok 1959, marv Buddy Hollie, The Big Bopper ha Ritchie Valens en ur gwallzarvoud karr-nij, koñje Elvis Presley en arme, leve Little Richard da vont da bastor, prosezioù a-enep Jerry Lee Lewis ha Chuck Berry ouzhpenn d'ar skandal payola (o lakaat war-wel anvioù brudet evel Alan Freed en aferioù goubrenerezh da lakaat kanaouennoù muioc'h war-wel) o doa roet ar sañtimant e oa echu gant mare ar rock 'n' roll evel ma veze anavezet betek-henn. Pop rock ha rock-binvioù Abaoe deroù an e implijer er saozneg hag e yezhoù-all ar ger pop da gaozeal diwar-benn sonerezhioù a ra berzh, met adalek ar bloavezhioù 1950 e oa bet implijet muioc'h-muiañ evit un doare-sonerezh nevez, graet evit ar yaouankizoù, ha kinniget alies evel ur choaz dousoc'h e-keñver ar rock 'n' roll. Adalek 1967 e oa bet implijet muioc'h en enebiezh d'ar sonerezh rock, da gaozeal diwar-benn ur sonerezh graet evit ar marc'had, ne oa ket ken padus met digor d'an holl. Er c'hontrol e veze gwelet ar sonerezh rock evel unan a lakae pouez war labourioù astennet, albomoù dreist-holl, e-lamm ouzh is-sevenadurioù, evel eneb-sevenadur ar bloavezhioù 1960, o lakaat pouez war an talvoudegezh arzel ha gwirionez ar sonerezh, ar sonadegoù dirak ar publik, barregezh gant ar vouezh hag ar binvioù-sonerezh, o kas araokadurioù kentoc'h eget heuliañ gizioù hepken. Evelato eo bet atav heñvel ar pop ouzh ar rock e-keñver son, binvioù ha temoù ar c'hanaouennoù zoken. Ar mare e fin ar bloavezhioù 1950 ha deroù ar bloavezhioù 1960 a zo bet gwelet alies evel ur hiatus evit ar rock 'n' roll. Lakaet eo bet war-wel koulskoude gizioù ha nevezenti ganet er mare-se o doa graet posupl d'an doare-sonerezh da emdreiñ da c'houde. Tra ma veze graet berzh er roc'k 'n' roll kentañ, dreist-holl gant ar rockabilly, gant arzourien gourel ha gwenn e oa deuet ar merc'hed hag ar re zu da gemer muioc'h a bouez d'ar mare-se. Ne oa ket aet ar rock 'n' roll diwar-wel neuze ha lod eus e energiezh a c'helled santet en dañs twist e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960, gant skouer Chubby Checker. Gant Cliff Richard e oa bet graet ar berzh breizhveuriat kentañ er rock 'n' roll gant ar ganaouenn Move It, o tiorren son ar British rock da zont E deroù ar bloavezhioù 1960 e oa e strollad-harpañ The Shadows an hini a rae ar muiañ a verzh e-touez ar re a sone rock binvioù Tra m'edo ar rock 'n' roll o vont da bop skañv ha balladoù e komañse strolladoù rock breizhveuriat da seniñ e kluboù, levezonet kalz gant sonerien gentañ ar blues-pop evel Alexis Korner, o kas ur sonerezh nerzhusoc'h eget ar pezh a gleved gant ar ganerien wenn amerikan.. Pouezus e oa bet ivez donedigezh ar sonerezh soul er c'henwerzh, diorret diwar ar rythm and blues gant traoù adtapet diwar ar gospel hag ar pop, kaset gant arzourien evel Ray Charles ha Sam Cooke adalek kreiz ar bloavezhioù 1950 hag adalek ar bloavezhioù 1960 gant Marvin Gaye, James Brown, Aretha Franklin, Curtis Mayfield pe Stevie Wonder o doa komañset da gaout ur berzh ledanoc'h. Lakaet ez eus bet pouez war araokadurioù teknik c'hoarvezet d'ar mare-se, evel al labour elektronel a raed war ar son (gant John Meek da skouer) ha doareoù-produiñ kemples evel Wall of Sound Phil Spector. Sonerezh surf Rock binvioù arzourien evel Duane Eddy, Link Wray ha The Ventures a voe kaset pelloc'h gant Dick Dale, a lakaas ouzhpenn ur reverb "gleb" heverk, ur picking fonnus a bep eil ha levezonoù eus ar Reter Nesañ ha eus a Vec'hiko. Produet en doa ar verzh rannvroel Let's Go Trippin' e 1961 o lañsal giz ar sonerezh surf, heuliet gant kanaouennoù mestal Misirlou (1962). Par da zDale hag e zDel-Tones e oa deuet ar brasañ eus ar strolladoù sonerezh surf kentañ eus a Galifornia ar Su, evel The Bel-Airs, The Challengers hag Eddie & The Showmen. E-touez an dekvet kanaouenn gwerzhetañ e oa erruet kanaouenn The Chantays Pipeline e 1963 tra m'en doa graet Wipe Out gant Surfaris (1963) berzh e roll 1965 ar Billboard. Berzh brasañ ar sonerezh surf a oa deuet gant sonerezh mouezhiet ar strollad The Beach Boys, bodet e 1961 e Kalifornia ar Su. En o albomoù kentañ e oa sonennoù binvioù (lod anezho adkemeret diwar labour Dick Dale) ha kanaouennoù mouezhiet a denne muioc'h d'ar rock 'n' roll ha d'an doo wop pe heson tost strolladoù-mouezh evel Four Freshmen. Berzh kentañ the Beach Boys a voe Surfin' e 1962. Evelato e lavarer e oa echu gant giz ar sonerezh surf ha red-vicher ar strolladoù-se pa oa deuet amzer an Aloubadeg Breizhveuriat e 1964 : hogozik an holl verzhioù surf a oa bet enrollet hag embannet etre 1961 ha 1965. Ar Beach Boys hepken a zeuas a-benn da zelc'her berzh da c'houde, oc'h embann albomoù ha singloù gouest da geveziñ gant reoù The Beatles, evel an albom Pet Sounds e 1966. Kreiz bloavezhioù 1960 - fin bloavezhioù 1980 An Aloubadeg Vreizhveurat A-raok fin ar bloaz 1962 e oa lañset leurenn ar rock breizhveuriat gant strolladoù beat evel The Beatles, Gerry & The Pacemakers ha The Searchers eus a Liverpool ha Freddie and the Dreamers, Herman's Hermits ha The Hollies eus a vManchester. Stummet e oant bet holl gant levezonoù ledan ar sonerezh amerikan, evel rock 'n' roll, soul, rythm and blues ha sonerezh surf ar bloavezhioù 1950-60, hag o komañs o kanañ tonioù standard amerikan sonet evit dañserien. Strolladoù evel The Animals eus a Newcastle upon Tyne, Them eus a vBelfast, ha dreist-holl reoù eus a Londrez evel The Rolling Stones pe The Yardbirds a oa bet levezonet kalz gant ar rythm and blues ha ar sonerezh blues Buan e oa deuet ar strolladoù-se da sevel o c'hanaouennoù-dezho, o veskañ tout al levezonoù amerikan o doa bet asambles gant kalz a nerzh. Strolladoù Beat a oa aet war-zu tonioù nerzhus, dañsus hag a-boz tra ma tue ar strolladoù blues breizhveuriat war-zu kanaouennoù ne oant ket ken inosant ha se e-keñver ar sekselezh ha traoù tagusoc'h a-enep an establishment. Pontoù a-vil vern a oa bet etre an daou stil-se avat e penn-kentañ, dreist-holl e penn-kentañ. E 1963, kaset gant The Beatles, e teuas ar strolladoù-Beat da gaout berzh war al leurenn breizhveuriat, heuliet a-dost gant ar strolladoù tostoc'h d'ar rythm and blues. I Want To Hold Your Hand a voe berzh kentañ The Beatles er Billboard, o tremen seizh sizhunvezh e penn ha pemzek war ar roll en holl. O donedigezh en abadenn The Ed Sullivan Show d'an a oa bet heuliet gant 73 milion a Amerikaned, ur rekord d'ar mare-se, ha gwelet eo evel ur bazenn a-bouez en istor sevenadur pop ar Stadoù-Unanet. E-kerzh sizhun ar e oa bet kemeret gant ar Beatles daouzek plas e roll ar Billboard, ar pempvet kentañ en o zouez. Ar strollad rock en doa gwerzhet ar muiañ a albomoù e oa deuet ar Beatles da vezañ hag heuliet e oant bet er rolloù gant meur a strollad hag arzour rock breizhveuriat evel Peter and Gordon, The Animals, Manfred Mann, Petula Clark, Freddie and the Dreamers, Wayne Fontana and the Mindblenders, Herman's Hermits, The Rolling Stones, The Troggs, Donovan, The Kinks pe The Dave Clark Five. An Aloubadeg Vreizhveuriat he deus sikouret ar rock da vont war-zu an etrevroadelañ, o tigeriñ an nor evit strolladoù all eus Breizh-Veur, peotramant eus Iwerzhon, da gaout berzh er bed a-bezh. Er Stadoù-Unanet avat he doa roet un termen d'ar sonerezh surf, d'ar pevaradoù-merc'hed ha d'an idoloù ar yaouankiz (evit ur pennadig d'an nebeutañ) a oa chomet e penn ar rolloù amerikan e fin ar bloavezhioù 1950 ha deroù ar bloavezhioù 1960 Poan he doa graet da red-vicher arzourien rythm and blues ivez, evel Fats Domino ha Chubby Checker, ha d'an arzourien a oa chomet eus mare ar rock and roll, betek Elvis Presley zoken Bras e voe perzh an Aloubadeg Breizhveuriat da sevel doareoù-rock nevez kenkoulz ha skornañ trec'h ar strollad-rock, diazezet war ar gitaroù hag an toumperezh, a skriv e ganaouennoù. Diwar skouer albom The Beatles Rubber Soul (1965) e oa bet savet albomoù gant ar strolladoù-rock breizhveuriat savet evel un oberenn-arzel e 1966, evel Aftermath gant The Rolling Stones, Revolver gant The Beatles adarre, A Quick One gant The Who ha gant arzourien amerikan ivez evel Pet Sounds gant The Beach Boys ha Blonde on Blonde gant Bob Dylan.. Rock ar c'harrdioù Ar Garage Rock (rock ar c'harrdioù) a oa ur sonerezh rust a gleved kalz en Amerika an Norzh e-kreiz ar bloavezhioù 1960, anvet e-giz kar e seblante bezañ graet ha pleustret e karrdioù familhoù ar bannlevioù. Kanaouennoù garage rock a veze alies diwar-benn kudennoù al lise, diwar-benn ar "merc'hed a live gevier" ha direizhded an darempredoù sokial. Ar pozioù hag an doare da ganañ a veze alies tagusoc'h eget ar pezh a vezed kustum da glevet d'ar mare-se, pozioù soroc'het pe huchet disolvet e yudadennoù distumm. Klevet a raed kanaouennoù un akord kriz evel reoù The Seeds peotramant ur sonerezh par da reoù ar studioioù, evel The Knickerbockers, The Remains pe The Fifth Estate. Cheñchamantoù a gleved a-hed ar vro, e pep lec'h e oa leurennoù buhezek, dreist-holl e Kalifornia hag e Texas. Gant lod e kaver e oa ur sonerezh dibar e stadoù ar Washington hag Oregon. Diorroet e oa ar stil-se diwar leurennoù rannvroel ken abred a 1958. Tall Cool One (1959) gant The Wailers ha Louie Louie (1963) gant The Kingsmen zo skouerioù brudet eus an doare-sonerezh-se pa oa oc'h en em stummañ c'hoazh Adalek 1963 e oa komañset strolladoù zo da vezañ gwelet er rolloù, gant Paul Rever and the Raiders da skouer, The Trashmen eus Minneapolis ha The Rivieras, eus Indiana. Strolladoù-karrdi all, evel The Sonic eus Tacoma, Washington, o doa bet ul levezon bras hep dont a-benn da erruet er rolloù.. Levezonet bras e oa bet ar strolladoù-karrdi gant an Aloubadeg Vreizhveuriat, o tigeriñ hent ur publik broadel hag o lakaat anezho da cheñch stil (tra ma oant strolladoù-surf pe hot rod alies) da gemer ur stil breizhveuriat, hag o lakaat ur bern strolladoù da vezañ savet. Miliadoù a strolladoù-karrdi a oa oberiant en SUA hag e Kanada d'ar mare-se o produiñ kantadoù a ganaouennoù o doa graet berzh war ul live rannvroel. Goude ma oa bet sinet leun a strolladoù gant labeloù bras pe rannvroel e voe ur c'hwitadenn evit ar brasañ anezho. Brasañ berzh ar garage rock a voe er bloavezh 1966 hervez kont. E 1968 e oa aet ar stil-se diwar-wel er rolloù-pennañ tra ma oa aet ar brasañ eus ar strolladoù nann-vicherel d'ober studioù, d'an arme pe da labourat. Doareoù-sonerezh nevez a oa ganet da erlec'hiañ ar stil-se. Un astenn d'ar stil-se a gleved e Detroit e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970, gant ar strollad The Stooge (hag Iggy Pop) da skouer, met staget eo bet ar strolladoù-se ouzh ragistor ar sonerezh punk kentoc'h. Blues rock Goude ma oa deuet gwagenn gentañ an Aloubadeg Vreizhveuriat dre arzourien beat pe rythm and blues e oa heuliet gant un eil gwagenn a strolladoù o kemer skouer kentoc'h diwar ar blues, evel The Rolling Stones pe The Yardbirds Sonerien blues breizhveuriat fin ar bloavezhioù 1950 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 1960 a oa bet levezonet gant seniñ akoustik tudennoù evel Lead Belly, en doa bet ul levezon bras war al luskad skiffle, ha Robert Johnson Tamm ha tamm e oa bet adoptet ganto ur son amplaet trouzusoc'h, diazezet war ar gitar tredan, diwar ar Chicago blues, dreist-holl goude troiad breizhveuriat Muddy Waters e 1958 en doa lusket Cyril Davies hag ar gitarour Alexis Korner da vodañ ar strollad Blues Incorporated.. Levezoniñ a reas ar strollad leun a arzourien deuet da heul, ar brasañ anezho o labourat gantañ, evel izili zo eus ar Rolling Stones ha Cream, o veskañ standardoù blues ha binvioù ha pouez ar rock. Unan eus tudennoù pennañ al luskad blues rock a oa John Mayall. En e strollad The Bluesbreakers e kleved Eric Clapton (goude ma oa aet kuit eus The Yardbirds) ha Peter Green da c'houde. A-bouez e oa bet an albom Blues Breakers with Eric Clapton (Beano) e 1966 gwelet evel unan eus albomoù mammenn evit son arzourien breizhveuriat hag amerikan er peurrest eus an degad. Da c'houde ez eas Eric Clapton da vodañ dreist-strolladoù evel Cream, Blind Faith ha Derek and the Dominos, heuliet gant ur red-vicher solo he doa sikouret ar blues rock da vezañ brudetoc'h, en ur sevel pontoù ouzh ar sonerezh pop dre e vignoniezh gant George Harrison. E fin ar bloavezhioù 1960 e oa bet kaset ar blues rock war-zu an heavy rock (rock ponner) gant Jeff Beck, un ezel bet d'ar Yardbirds, hag e strollad The Jeff Beck Group. Gitarour ar Yardbirds diwezhañ, Jimmy Page, az eas da vodañ ar strollad The New Yardbirds a zeuas da vezañ Led Zeppelin buan. Ar brasañ eus kanaouennoù o zri albom kentañ, med lod all diwezhatoc'h ivez, a oa astennadennoù eus kanaouennoù blues hengounel. En Amerika e oa bet komañset ar blues rock e deroù ar bloavezhioù 1960 gant ar gitarour Lonnie Mack hag an doare-sonerezh a gomañsas da vezañ brudetoc'h e-kreiz ar bloavezhioù 1960 pa dapas ur son heñvel ouzh hini ar blues rock breizhveuriat. Arzourien bennañ al luskad-se a oa Paul Butterfield (e strollad en doa bet ul levezon par da hini The Bluesbreakers o lañsal leun a arzourien donezonet), Canned Heat, bloavezhioù kentañ Jefferson Airplane, Janis Joplin, Johnny Winter, The J. Geils Band ha Jimi Hendrix hag e bpower trios, The Jimmy Hendrix Experience (daou ezel breizhveuriat ennañ, ha bodet e Breizh-Veur) ha Band of Gypsys, e varregezh gant ar gitar hag e zoare da vezañ war al leurenn dezrevellet ar muiañ en degad-se. Strolladoù blues rock eus Su ar Stadoù-Unanet evel an Allman Brothers Band, Lynyrd Skynyrd ha ZZ Top o doa lakaet un tamm sonerezh country en o stil d'ober un doare-sonerezh dibar anvet Southern rock. Ar strolladoù blues rock kentañ a zezrevelle alies ar jazz, o seniñ alies tammoù hir war ar prim a voe elfennoù pennañ ar rock araogour. War-dro 1967 e oa aet strolladoù evel Cream pe The Jimmy Hendrix Experience diouzh ur sonerezh blues rock glann da vont war-zu ar psikedelia. Er bloavezhioù 1970 e oa deuet ponneroc'h ar blues rock, diazezet war riffoù a glever e labour Led Zeppelin pe Deep Purple, ha start e voe ober un diforc'h etre blues orck hag hard rock. Gant arzourien evel George Thorogood pe Pat Travers e oa kendalc'het ar blues rock, met war al leurenn breizhveuriat dreist-holl e oa aet an arzourien war-zu an heavy metal hag echu e oa gant brud ar blues rock. Folk rock Adalek ar bloavezhioù 1960 e oa kresket al luskad diorroet diouzh dihun ar sonerezh folk amerikan d'ur berzh brasoc'h, oc'h implijet sonerezh hengounel ha kanaouennoù nevez graet mod-kozh, gant binvioù akoustik. Pennoù kentañ an doare-sonerezh-se en SUA, liammet kreñv ouzh politikerezhioù araogour ha micherour, a voe Woody Gunthrie ha Pete Seeger. Tud all evel Joan Baez ha Bob Dylan a oa deuet e penn al luskad-se evel skrivagnerien-aozerien. Dylan a oa komañset da vezañ brudet gant kanaouennoù evel Blowin' in the Wind (1963) ha Masters of War (1963) a sachas evezh ar publik diwar-benn ar c'hanaouennoù-stourm, met chom a rae ar sonerezh folk hag ar sonerezh rock estren an eil d'egile, goude ma oa levezonoù etrezo, gant daou bublik disheñvel. Klaskoù abred da veskañ elfennoù folk ha rock a oa deuet gant The Animals hag ar ganaouenn House of the Rising Sun (1964), a oa bet ar sonenn folk kentañ sonaozet er mod rock he doa graet berzh, ha kanaouenn The Beatles I'm a Loser (1964), moarvat ar ganaouenn gentañ levezonet gant Dylan bet savet gant ar Beatles. Al luskad folk rock a lavarer e oa komañset da greskiñ kalz pa voe añrejistret kanaouenn Dylan Mr. Tambourine Man gant The Byrds hga aet anezhi e penn ar rolloù e 1965. Lod eus izili the Byrds a oa bet perzh eus leurenn kafeoù-folk Los Angeles met adoptet e oa bet gant ar strollad binvioù-sonerezh rock, gant toumperezh ha gitaroù 12 kordenn Rickenbacker a zeuas da vezañ elfennoù a-bouez en doare-sonerezh-se. Diwezhatoc'h ar bloaz-mañ e oa bet implijet binvioù-tredan gant Dylan, daoust da reuz difennerien ur folk glann, hag e ganaouenn Like a Rolling Stone o kemer penn ar rolloù er Stadoù-Unanet. Hervez Richie Unterberger en doa levezonet Dylan strolladoù rock evel The Beatles, a-raok implijet binvioù-tredan zoken, o tiskouez dezho ha da remziad ar rock e c'helle un albom bezañ un oberenn e-unan hep lakaat pouez war ar singloù, evel e-barzh The Freewheelin' Bob Dylan e 1963. Berzh a reas ar folk rock e Kalifornia dreist-holl, o kas arzourien evel The Mamas & the Papas ha Crosby, Stills, and Nash da dremen d'ar binvioù-tredan, hag e New York e lec'h ma tiwanas arzourien evel The Lovin' Spoonful ha Simon and Garfunkel, ar re ziwezhañ oc'h adenrollañ ar ganaouenn akoustik The Sounds of Silence (1965) gant binvioù modern d'ober an hini kentañ eus ur bern berzhioù. Ar strolladoù-se o doa bet ul levezon eeun war strolladoù breizhveuriat evel Donovan pe Fairport Convention. E 1969 e tilezas hemañ diwezhañ o c'hanaouennoù amerikan pe awenet gant Dylan evit kanañ folk saoz hengounel gant binvioù tredan Ar folk-rock breizhveuriat-se a oa bet kendalc'het gant Pentangle, Steeleye Span ha The Albion Band o reiñ skouer da strolladoù iwerzhonat evel Horslips, pe skosat evel JSD Band, Spencer's Feat ha da c'houde Five Hand Reel, d'ober kement all ha krouiñ ur rock keltiek e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970,. ul luskad deuet betek Breizh gant arzourien evel Alan Stivell, Dan ar Braz, Tri Yann hag ar strollad brezhonek Storlok. Ar folk-rock a voe en e vrudetañ e 1967-68 a-raok ma'z eas leun a arzourien war-zu doareoù all, evel Dylan ha The Byrds a ziorroas ar sonerezh country rock Evelato, ar meskaj etre folk ha rock a oa bet ul levezon bras da gas ar sonerezh rock pelloc'h, o tennañ elfennoù eus al luskad psikedelek ivez, ha da lakaat war-wel mennozh ar skriver-kanaouennoù, ar c'hanaouennoù-stourm ha meiziad ar "gwirionded".. Rock psikedelek Ar sonerezh psikedelek, awenet gant an dramm nevez LSD, a oa diwanet war al leurenn folk. Ar strollad kentañ oc'h embann e oant o seniñ rock psikedelek a oa The 13th Floor Elevator e Texas. Ar Beatles avat o doa lakaet ar publik da anavezout elfennoù pennañ ar rock psikedelek evel distro ar gitar, ar sitar, ur benveg sonerezh indian, hag ar backmasking. Kresket e voe kalz ar rock psikedelek war leurenn Kalifornia pa heulias strolladoù zo treuzfurmadur The Byrds eus ar folk d'ar folk rock e 1965. Ar mod da vevañ doare psikedelek, a droe tro-dro d'an drammoù pennsaoutiñ, a oa diwanet mat e-barzh e San Francisco hag eno e oa lañset strolladoù a-bouez evel Big Brother and the Holding Company, The Grateful Dead pe Jefferson Airplane. Gitarour pennañ The Jimi Hendrix Experience, Jimi Hendrix a oa kustum da seniñ prantadoù hir leun a zistroioù a voe un elfenn arouez d'ar psikedelia. War e uhelañ e voe an doare-sonerezh-se e fin ar bloavezhioù 1960. E 1967 e voe enrollet gant The Beatles o embann psikedelek Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band, gant ar ganaouenn Lucy In the Sky with Diamonds ma savas tabut diwar-benn he liamm ouzh an LSD, ha respont The Rolling Stones a oa deuet ar bloaz da c'houde gant Their Satanic Majesties Request, ar memes bloaz ma oa embannet gant Pink Floyd o albom kentañ The Piper at the Gates of Dawn. Albom Jefferson Airplane Surrealistic Pillow, gant ar ganaouenn White Rabbit hag hini The Doors Strange Days a voe albomoù-pennañ eus ar mare ivez. En e varr e voe ar sonerezh-se e gouel Woodstock e 1969, e-lec'h ma sonas an arzourien psikedelek pennañ eus ar mare. Da c'houde e voe sellet ouzh Sgt. Pepper evel gwellañ albom istor ar sonerezh, hag ur bazenn all e voe da vont war-zu mare an albomoù e-lec'h ma veze savet an albomoù evito o-unan ha pas evel un dastumad singloù ha ma teujont a-benn da vezañ gwelet reizh e-keñver ar sevendadur mainstream En ul luskad kaset gant ar Beatles adalek kreiz ar bloavezhioù 1960,. e voe kaset gant an arzourien rock an LP (Long Play pe albom) evel doare-pennañ da ezteuler ha koñsomiñ sonerezh enrollet, ar pezh zo chomet gwir e-pad degadoù da heul tra ma oa deuet ar stumm-se, kaset gant ar rock a-raok bezañ stantard e greanterezh ar sonerezh, an hini implijetañ. Progressive rock Progressive rock (pe rock araogour), un termen a c'heller implijet kement hag art rock, zo bet kaset gant an arzourien en tu all d'an doareoù rannet mat a vezed kustum da glevet en ur lakaat binvioù disheñvel da seniñ e-barzh kanaouennoù disheñvel o stumm. Adalek kreiz ar bloavezhioù 1960, The Left Banke, The Beatles, The Rolling Stones ha The Beach Boys a oa ar re gentañ o seniñ klavier, binvioù koad ha kerdin en o c'hanaouennoù d'ober ur seurt rock barok a glever ar gwellañ er single A Whiter Shade of Pale gant Procol Harum (1967), e zigoradur awenet gant Bach Ur laz-seniñ a-bezh a oa bet implijet gant The Moddy Blues en oc'h album Days of Future Passed (1967) ha krouet o doa sonioù laz-seniñ gant sintetizoroù da c'houde. Sonaozañ klasel, klavieroù ha sintetizoroù a oa bet implijet stank da c'houde ouzhpenn d'ar stumm hengounel gant gitar, gitar-boud ha toumperezh gant ar strolladoù rock araougour. Sonennoù divouezh, pe nebeut a vouezh, e glever alies er jañr-se, tra ma vez difetis, meizadel ar pozioù, peotramant int diazezet war skiant-faltazi pe fantasy SF Sorrow, gant The Pretty Things (1968), hag Arthur (Or the Decline and Fall of the British Empire) gant The Kinks (1969), o doa lañset doare an opera rock hag an albomoù-meiziad en ur gontañ un istor epik pe ober war-dro temoù bras. Albom kentañ Kim Crimson, In the Court of the Crimson KIng (1969), a veske riffoù gitar trouzus ha mellotron gant jazz ha sonerezh simfonek, a vez gwelet evel un albom-pazenn evit ar progressive rock alies, o kas meur a strollad blues rock pe psikedelek da adoptiñ ar stil-se e-penn kentañ ar bloavezhioù 1970, kenkoulz ha strolladoù nevez. Leurenn Canterbury he doa gwelet arzourien evel Caravan, Hatfield and the North pe National Health oc'h heuliañ Soft Machine pelloc'h diouzh ar psikedelia, levezonet gant ar jazz, war-zu ur rock taer. Gant Pink Floyd e voe ar muiañ a verzh, az eas kuit diouzh luskad ar psikedelia goude ma oa aet Syd Barrett diouzh ar strollad e 1968, gant an albom The Dark Side of the Moon (1973), a oa bet meulet evel ur bennoberenn en doare-sonerezh-mañ ha deuet da unan eus albomoù gwellañ gwerzhet en istor ar sonerezh Pouez a veze lakaet war ar varregezh da seniñ, gant Yes o kontañ war mailhoni ar gitarour Steve Howe hag ar c'hlavierour Rick Wakeman, tra ma oa Emerson, Lake & Palmer ur super-strollad en doa produet unan eus oberennoù kempleshañ a-fet teknik er jañr-se. Jethro Tull ha Genesis o doa roet daou zoare disheñvel, met saoz penn-kil-ha-troad o daou, da seniñ. Renaissance, savet gant izili-bet eus Yardbirds, Jim McCarty ha Keith Relf e 1969, a oa emdroet en ur strollad meiziad-uhel gant mouezh tri oktav Annie Haslam. Ar brasañ eus ar strolladoù breizhveuriat a oa e dalc'h azeulerien ne oant ket gwall niverus, met un nebeud, evel Pink Floyd, Jethro Tull pe Genesis a zeuas a-benn da gaout singloù en 10 plas uhelañ ha kaout berzh war ar marc'had amerikan Skourr amerikan ar rock araogour a oa disheñvel-kenañ etre sonerezh liesseurt ha nevezus Franck Zappa, Captai Beefheart pe Blood, Sweat & Tears. ha strolladoù troet war-zu ar pop rock evel Boston, Foreigner, Kansas, Journey ha Styx. Ar re-mañ, ouzhpenn d'ar strolladoù breizhveuriat Supertramp hag ELO, a gonte e-touez an arzourien o doa ar muiañ a verzh er bloavezhioù 1970, o tegas ivez mare ar pomp rock pe arena rock gant sonadegoù bras divent, leun a efedoù-gouloù ha c'hoariva, en doa padet betek ma voe re gaer da aozañ seurt arvestoù, erlec'hiet gant ar sonedadegoù e gouelioù-rock adalek ar bloavezhioù 1990. Skourr binvioù an doare-sonerezh-se en doa roet Tubular Bells (1973) gant Mike Oldfield, albom kentañ Virgin Records hag ur berzh bedel a zeuas da batrom ar jañr. En Europa kevandirel e kleved ar muiañ eus ar sonerezh-se, gant strolladoù evel Kraftwerk, Tangerine Dream, Can pe Faust a zeuas a-benn da vont dreist harzoù ar yezh a-drugarez d'an dra-se Ar rock-arnodiñ alaman Krautrock, leun a sintetizoroù, asambles gant oberenn Brian Eno (a oa bet klavierour Roxy Music), a voe ul levezon bras war ganedigezh ar sonerezh electronic rock. Gant ar cheñchamantoù teknologiezh ha donedigezh ar punk e fin ar bloavezhioù 1970 e oa bet muioc'h-mui ar santimant e oa ar rock araogour ur sonerezh fougaser Leun a strolladoù a zivodas, met lod, evel Genisis, ELP, Yes ha Pink Floyd a gendalc'has da gaout berzh gant o albomoù hag o zroiadoù dre ar bed a-bezh. Strolladoù zo a ziwanas goude ar wagenn punk, evel Siouxsie and the Banshees, Ultravox pe Simple Minds, a ziskouezas bezañ levezonet gant ar prog rock ouzhpenn bezañ awenet gant ar punk, ar pezh a veze anatoc'h.. Jazz rock E fin ar bloavezhioù 1960 e oa deuet ar jazz rock war-wel evel un is-doare disheñvel diwar al leurennoù blues rock, rock psikedelek ha rock araogour, o veskañ kreñvder ar rock gant sonerezh kemplez ha sonet ar ar prim mestal d'ar jazz. War lec'hienn AllMusic ez eus bet skrivet e oa ar jazz rock un termen a c'hell ober anv eus "strolladoù teuziñ trouzusañ, gouesañ, tredanetañ diwar tu ar jazz, met alies mat e ra anv eus arzourien deuet diwar tu rock an ekwasion. "Jazz-rock" ... zo diwanet dre vras diwar an is-doareoù rock o doa ar muiañ a imor a-fet arz e fin ar bloavezhioù 1960 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 1970, en o zouez luskad ar skriverien-kanaouennoù." Leun a arzourien eus deroù ar rock 'n' roll er Stadoù-Unanet o doa komañset e strolladoù jazz ha degaset e oa bet elfennoù eus an doare-se en o doare nevez da seniñ. E Breizh-Veur e oa diwanet ar blues rock, ha kalz eus e arzourien bennañ evel Ginger Baker ha Jack Bruce eus strollad Eric Clapton Cream, diwar leurenn ar British jazz. Alies e vez lakaet albom nemetañ ur strollad chomet dianav a-walc'h, The Free Spirits, eus a New York City, anvet Out of Sight and Sound (1966], da enrolladenn jazz rock gwir kentañ. Ar strolladoù kentañ o doa implijet al liketenn-se da vat a oa strolladoù tud gwenn eus ar rythm and blues a sone lodennoù jazzy gant kernioù, evel Electric Flag, Blood, Sweat & Tears ha Chicago, o kaout berzh e fin ar bloavezhioù 1960 ha deroù ar bloavezhioù 1970. D'ar memes mare e oa deuet arzourien breizhveuriat war-wel hag a implije tu seniñ war ar prim ha modoù ar jazz en o sonerezh, evel Nucleus, Graham Bond ha strollad John Mayall Colosseum. Diwar ar rock psikedelek ha leurenn Canterbury e oa deuet Soft Machine, a zo bet gwelet evel ar strollad en doa produet ar sonerezh a veske ar gwellañ daou du ar sonerezh. Lod all a lavar e teu ar sonerezh meulet ar muiañ eus tu al leurenn jazz, gant Miles Davies, levezonet kalz gant oberenn Jimi Hendrix da veskañ binvioù rock en e albom Bitches Brew (1970). Ul levezon bras e oa bet war arzourien jazz awenet gant ar rock, evel Herbie Hancock, Chick Corea ha Weather Report. Diwar-wel ez eas an doare-sonerezh-mañ e fin ar bloavezhioù 1970 tra ma rae berzh ur stumm blotoc'h da deuziñ an daou met arzourien zo evel Steely Dan, Franck Zappa ha Joni Mitchell o doa enrollet alboù jazz rock a-bouez d'ar mare-se, ha kendelc'her a reas da gaout ul levezon bras war ar sonerezh rock. Roots rock Roots rock, pe "rock ar gwriziennoù", eo an anv a roer bremañ d'ul luskad en doa klasket pellaat diouzh re-veur ar psikedelia en ur zistreiñ d'ur rock 'n' roll diazez ha distreiñ war e levezonoù kentañ, dreist-holl ar c'hountry hag ar sonerezh folk, o doa ganet ar c'hountry rock hag ar Southern rock Da Nashville ez eas Bob Dylan da enrollañ e albom Blonde on Blonde e 1966. An dra-se, asambles gant albomoù levezonetoc'h gant ar c'hountry c'hoazh, a oa bet gwelet evel deroù doare ar sonerezh country folk, un hent heuliet gant leun a sonerien folk akoustik. Arzourien all a heulias giz an distro d'an diazez, evel ar strollad kanadien The Band pe ar strollad kalifornat Creedence Clearwater Revival, an daou anezho a veske rock eeun gant folk, country ha blues, hag e-touez ar strolladoù o doa bet ar muiañ a verzh e fin ar bloavezhioù 1960 e oant D'ar memes mare e komañsas arzourien solo eus Kalifornia da enrollañ o oberenn, evel Ry Cooder, Bonnie Raitt ha Lowell George, o levezoniñ oberenn arzourien koshoc'h evel The Rolling Stones gant o albom Beggar's Banquet (1968) ha The Beatles gant Let it Be (1970). En ur soñjal e-barzh ar c'hiz-se e oa bet skrivet gant Crhistgau e 1970 en e bennad-stur e-barzh e Consumer's Guide e oa bet dilezet gant ar reizhkredouriez nevez ar seniñ war ar prim ha klinkladurioù ar studio da lakaat pouez war ur sonazoañ gant nebeut a vinvioù ha kalite ar skrivañ-kanaouennoù, o kemer rock, country ha rythm and blues ar bloavezhioù 1950 da batrom. Ar skouer pennañ a oa The Band hervezañ.. E 1968 e voe enrollet gant Gram Parsons an albom Safe at Home asambles gant International Submarine Band, moarvat ar bladenn country rock gwir kentañ. Diwezhatoc'h e-pad ar bloaz e sonas gant The Byrds evit Sweetheart of the Rodeo (1968), a vez gwelet evel unan eus ar pladennoù o doa bet al levezon kreñvañ war an doare-sonerezh-se. Kendelc'her a reas The Byrds gant ar memes doare-sonerezh, met mont a reas kuit Parsons dioutañ asambles gant un ezel all eus ar strollad, Chris Hillman da vodañ The Flying Burrito Brothers en doa sikouret ar jañr da gaout muioc'h a zoujañs kenkoulz hag e stummañ. Parsons a oa aet da seniñ e-unan da c'houde. Strolladoù eus Kalifornia o doa adoptet ar sonerezh-se, evel Hearts and Flowers, Poco, New Riders of the Purple Sage, Beau Brummels ha The Nitty Gritty Dirt Band Berzh brasañ an doare-sonerezh-se a oa deuet er bloavezhioù 1970, gant Doobie Brothers, Emmylou Harris, Lindia Ronstadt peotramant Eagles, bodet gant izili bet eus Burritos, Poco ha Stone Canyon Band, a oa deuet da vezañ strollad brudetañ al luskad gant o albom Hotel California (1976). Alies mat e lavarer eo saverien ar Southern rock izili Allman Brothers Band, o doa krouet ur son dibar, diwar ar blues rock dre vras, met o veskañ ennañ ar sonerezh boogie, ar soul ha country deroù ar bloavezhioù 1970. Ar strollad en doa bet ar muiañ a verzh gant seurt sonerezh a voe Lynyrd Skynyrd en doa diazezet skeudenn Good ol' boy an doare sonerezh-se ha stumm hollek ar guitar rock er bloavezhioù 1970. E-touez o diskennidi e kaver ar strollad teuziñ/araogour Dixie Dregs, Outlaws, levezonetoc'h gant ar c'hountry, Wet Willie, a droe muioc'h war-zu ar funk ha rythm and blues, ha The Ozark Mountain Daredevils. Diouzh ar c'hiz e oa aet al luskad-se e fin ar bloavezhioù 1970, ur wezh paouezet izili kentañ Allman ha Lynyrd Skynyrd da seniñ, met kendalc'het e voe er bloavezhioù 1980 memestra gant arzourien evel .38 Special, Molly Hatchet ha The Marshall Tucker Band. Luskadoù ar sonerezh rock Rock 'n' roll Heavy metal Punk rock Folk rock Notennoù ha daveoù Arroudennoù Daveoù Sonerezh rock
2965
https://br.wikipedia.org/wiki/K%C3%AAr-Is
Kêr-Is
Kêr-Is, Kêr-Iz, ar Gêr a Iz zo ur gêr vojennel e Kernev hag a vije bet koñfontet gant ar meurvor er da heul dibalamour ar briñsez Dahud, merc'h ar roue Gradlon. C'hwec'hvet kan Barzhaz Breizh Théodore Hersart de la Villemarqué eo Liñvadenn Gêr Is. Hervez ar skrid koshañ (1636) e vije bet kêr Is e pleg-mor Douarnenez ; meur a lec'h all zo bet kinniget abaoe a-feur ma voe brudet ar vojenn, an darn vuiañ anezho er-maez eus Kernev war-bouez Beg ar Raz ha pleg-mor Gwaien – unan anezho eo Ar Yeoded, en abeg d'an anv moarvat, ha da zismantroù un oppidum a zo bet kavet eno. Istor « Liñvadenn gêr Is » Is e oa kêr-benn rouantelezh Kernev pa oa Gradlon Meur o ren. Gant ur puñs divent e veze diwallet diouzh an aloubadegoù hag ar reverzhioù bras. Un nor guzh a oa d'ar puñs-se, a veze digoret pe brennet diouzh ma troe an traoù ; gant ar roue e veze an alc'hwez aour-se bepred. Sant Gwenole, kuzulier Gradlon, en deveze poan o kendrec'hiñ ar roue da lakaat termen da emzalc'h diroll ha dizoue ar briñsez Dahud ; diouganañ a reas e vije liñvet Is en abeg dezhi. D'un noz end-eeun e teuas Dahud da laerezh alc'hwez ar puñs p'edo he zad o kousket, kement-se evit difinañ war un dirolladeg he devoa kaset en enor d'he c'haredig. Pa voe digoret ar skluz ez eas ar mor tre e kêr. O tec'hel war varc'h e oa Gradlon, e verc'h gantañ war an talier, pa c'hourc'hemennas Gwenole dezhañ divarc'hañ Dahud abalamour ma oa re garget ar jav : « Diabenn an droukspered hag a zo a-dreñv dit ! » Sentiñ a reas ar roue, ha lonket gant an donn e voe ar briñsez. Abaoe al liñvadenn e vez klevet kleier-galv Is o vrallañ ha Dahud o c'hlac'hariñ pa vez ar reverzhioù brasañ. Gwrizioù ar vojenn Keltiek eo orin mojenn kêr Is, pa vez kanet e Breizh, e Kembre hag en Iwerzhon, pep hengoun o lec'hiañ Is en e vro. Pa gan Breizhiz a-zivout ur puñs ez eo feunteunioù a liñv kêr er broioù all. Bepred e vez lakaet bugel ar roue – priñs pe briñsez – da atebek war ar reuz, ha bewech e vez kastizet gant an doue kristen, dre veuziñ pe dre dreiñ d'ur vorganez – ar pezh a zo pagan. Ar vojenn skrivet Kanet e veze mojenn liñvadenn gêr Is a rumm da rumm betek ma voe lakaet war baper e 1636 gant ar Montroulezad Albert Le Grand. 1839 en he c'haver e kentañ embannadur Barzhaz Breizh, heuliet e 1844 gant Émile Souvestre. War-dro 1850 e voe savet Gwerz Kêr Is gant Olier Souetr. Guy de Maupassant a skrivas un doare e 1882 evit ar gazetenn Le Gaulois. Bloaz diwezatoc'h, e 1883, e teuas dindan pluenn Paul Sébillot Gant Anatole Le Braz e voe kontet ivez e 1893. En , e 1926, e voe adkontet mojenn kêr Is gant Charles Guyot. E 1935, en deus Roparz Hemon skrivet Santez Dahud, un istor disheñvel e-lec'h m'emañ Dahud ur Santez. Adembannet eo bet betek ar pevare embannadur e 1998. Hêrezh Lennegezh En doare bet skrivet gant Charles Guyot e 1926 e ra dave an darn vuiañ eus an dud pa vez meneg eus mojenn kêr Is. Henri Quéffelec (1962), Tempête sur la ville d'Ys (ASIN : B003X85AGU) Michel Le Bris (1985), Ys, dans la rumeur des vagues (ASIN : B0014JVX1G) Poul & Karen Anderson (1986-1988), The King of Ys Roma Mater • Gallicenae • Dahut Roma Mater Françoise Gange (1992), La ville plus basse que la mer Martial Caroff (2007), Les cinq saisons d'Ys Michel Brosseau (2011), Folie d'Ys Istorioù evit ar vugale Régine Joséphine & Virginie Grosos (2008), Au pays d'Ys Fanny Cheval (2015), La ville d'Ys – Une légende de Douarnenez Bannoù-treset Claude Auclair & Alain Deschamps (1981), Bran Ruz Raquel Alzate & Rodolphe (2013), La ville d'Ys La folie Gradlon Morgane la Rouge C'hoariva Strollad ar Vro Bagan (1987), Ys la maudite Levrlennadur Théodore Hersart de La Villemarqué, Le Barzhaz Breizh, meur a embannadur : • Librairie académique Perrin, (1867) 1963, • Mouladurioù Hor Yezh, 1988 • Coop Breizh, 1999 Emmanuel Salmon-Legagneur, Les noms qui ont fait l’Histoire de Bretagne, Coop Breizh/Institut Culturel de Bretagne, 1997 & Charles Guyot, La Légende de la ville d’Ys, Coop Breizh, Spézet, 1998, Anatole Le Braz, Magies de la Bretagne (tome 1), Robert Laffont, 1994 Abeozenn, « Mojenn Gêr-Iz », Al Liamm, niverenn 194, 1979, pp. 205-213. Ur studiadenn e brezhoneg war ar mojenn. Françoise Le Roux & Christian-Joseph Guyonvarc'h, La Légende de la ville d’Is, Ouest-France, 2000 Thierry Jigourel, Merlin, Tristan, Is et autres contes brittoniques, Jean Picollec, 2005, Notennoù Kêr vojennel Mojennoù Breizh Lec'hioù gwengelouriezh Preden Bae Douarnenez
2967
https://br.wikipedia.org/wiki/Meurvor%20Arktika
Meurvor Arktika
Meurvor Arktika (pe Meurvor skornek Arktika) en em led war 14 000 km². Emañ etre ar Pol Norzh ha Kelc'h Arktika. Goloet eo an darnvuiañ anezhañ gant ar vorskorneg, dezhi ur gorread o kreskiñ-digreskiñ hervez ar c'houlzioù-amzer. N'eus harz ebet etre Meurvor Arktika hag ar Meurvor Atlantel na gant ar morioù a-hed Norvegia, Rusia hag Alaska : Mor Lincoln, Mor Barents, Mor Kara, Mor al Lapteved, Mor Retersibiria ha Mor an Dchouchked) hag ivez Mor Beaufort a-hed Tiriadoù ar Gwalarn e Kanada. Emañ un nebeud enezegoù a kreiz ar meurvor : Novaya Zemlya (Rusia), inizi Svalbard (Norvegia), Douar Franz-Josef, Inizi Sibiria-Nevez hag an Enezeg kanadian. A-hed an aodoù n'eus ket kalz a dud o chom nemet e Norvegia hag e Gwalarn Rusia (Ledenez Kola gant Arc'hangelsk). E Siberia n'eus nemet geunioù ken ez eo kazi digenvez an aodoù. Pa oa ar Brezel yen e oa an takad dindan an urzh vilourel pa oa meur a ziaz-lu kostez an URSS koulz ha kostez Norvegia. Listri-spluj soviedel ha stadunanat a rae o ged-tro er meurvor a-bezh. E 1958 e reas un taol-kaer al lestr-spluj atomel stadunanat Nautilus pa dreizhas ar meurvor en ur splujañ dindan ar vorskorneg tev a zo dindan ar Pol Norzh. E Gouere 2007 e kasas gouarnamant Rusia ul lestr-spluj evit plantañ banniel Rusia e foñs ar meurvor, 4 000 m donder eno. Evit pouezañ war al lodenniñ pinvidigezhioù kuzhet an islonk da zont eo bet graet an dra-se p'eo ar vorskorneg o tigreskiñ dre efed tommadur hinad ar bed. Pep bro staliet war aodoù ar meurvor a reklemm e lodenn. Ar Stadoù-Unanet o deus embannet e tlefe Tremen ar Gwalarn bezañ un tremen etrebroadel, met n'emañ ket a-du Kanada ha gouarnamant ar riez-se en deus embannet e stalio un diaz-lu nevez dindan un nebeud bloazioù evit e gontrolliñ just goude splujadenn ar Rusianed. Sell ivez Meurvor Notennoù Arktika
2971
https://br.wikipedia.org/wiki/Hent-houarn
Hent-houarn
An hent-houarn a zo ur sistem treuzdougen div lodenn ennañ : an isframm, graet gant an hent-houarn, div steudad linennoù-houarn pe roudennoù lakaet war an treuzadelloù, ar re-se lakaet war un hentad mein (ar ballast) an aveadur ruilh, hemañ o tremen dindan stumm un tren, (anvet strobad ivez) da lavaret eo ur steudad gweturioù stlejet gant ur stlejerez peurliesañ. Bez' ez eus ivez trenioù emlusk enno unan pe daou pe dri strobad gweturioù hep stlejerez. Evel-se e cheller staliañ ar c'hefluskerioù e meur a lec'h (unan pe daou e pep strobad). Dre astenn, ar ger hent-houarn a vez implijet evit an embregerezhioù-korvoiñ, da lavaret eo ar re a laka an hentoù-houarn da vont en-dro. An dro-lavar hent-houarn a zeu eus ar galleg, hemañ un droidigezh rik eus ar saozneg. Ez-ofisiel eo bet lakaet war wel en ordrenañs roueel embannet d'ar 26vet a viz C'hwevrer 1823 p'eo bet aotreet e vefe savet al linenn hent-houarn kentañ e Bro-C'hall evit ur vengleuz c'hlaou e Sant-Steven (Loire). Hent-houarn Treuzdougen
2974
https://br.wikipedia.org/wiki/Porzh-houarn
Porzh-houarn
Er c'hêrioù e reer porzh-houarn eus an hollad savadurioù ha staliadurioù ma c'haller implijout trenioù an hent-houarn evit bezañ treuzdouget (beajourien) pe evit lakaat marc'hadourezhioù da vezañ treuzdouget ha resevet. Evit ar c'hêrioù bihan hag ar c'hêriadennoù e vez graet "ti-gar" (pe "gar" hepmuiken) eus al lec'hioù-se. Hent-houarn
2978
https://br.wikipedia.org/wiki/Baarle
Baarle
Anv ur vourc’h eus ar Brabant eo Baarle, war an harzoù etre an Izelvroioù ha Belgia. Rannet eo etre kumunioù : Baarle-Hertog (Belgia) Baarle-Nassau (Izelvroioù) Rannet eo ar gêr-se gant harzoù an div stad en un doare kemplezh ha tortiset-kenañ, gant meur a sankenn zo tachennoù douar prevez anezho alies. Anv ur vourc’h all e Drongen nepell diouzh Gent eo Baarle ivez Liammoù diavaez Baarle (gant kartennoù) (e saozneg)
2979
https://br.wikipedia.org/wiki/Baarle-Hertog
Baarle-Hertog
Ur gumun e proviñs Antwerpen e Belgia eo Baarle-Hertog. Er gumun emañ kêr Baarle-Hertog a save an niver ag annezidi enni da 2 276 den d'ar 1 a viz Genver 2005. 7,48 km² eo ar gorread hollek ha stankder ar boblañs 304,44 annezad dre km². Harzoù korvigellek zo etre Baarle-Hertog ha Baarle-Nassau en Izelvroioù. En holl ez eus 24 rann douar distag disheñvel. Ouzhpenn an tamm brasañ (anvet Zondereigen) lec’hiet e hanternoz kêr velgiat Merksplas, ez eus 20 sankenn belgiat diavaez en Izelvroioù ha 3 all war an harzoù etre an Izelvroioù ha Belgia. Seizh sankenn diavaez nederlandat zo ivez e-diabarzh sankennoù diavaez Belgia. C’hwec’h anezho zo en hini vrasañ hag ar seizhvet en eil vrasañ. Un eizhvet sankenn diavaez nederlandat a gaver e Zondereigen ivez. Ken luziet eo an harzoù ma z'eus tiez zo savet a-ramp etre an div vro. Poent zo bet e oa dav d'ar pretioù a oa en tu nederlandat d'an harzoù serriñ abred abalamour da lezennoù ar vro. Er pretioù a oa war an harzoù e oa dav d'an arvalien cheñch taol evit kenderc’hel gant o fred eus tu Belgia. Liammoù diavaez Lec'hienn ofisiel (e nederlandeg) Baarle-Nassau / Baarle-Hertog (gant kartennoù) Lec’hienn diwar-benn Baarle Kumunioù Flandrez Kumunioù Belgia
2980
https://br.wikipedia.org/wiki/Baarle-Nassau
Baarle-Nassau
Ur gumun hag ur gêr e su an Izelvroioù eo Baarle-Nassau. Harzoù korvigellek zo etre Baarle-Hertog ha Baarle-Nassau en Izelvroioù. En holl ez eus 24 rann douar distag disheñvel. Ouzhpenn an tamm brasañ (anvet Zondereigen) lec’hiet e hanternoz kêr velgat Merksplas, ez eus 20 sankenn belgiat diavaez en Izelvroioù ha 3 all war an harzoù etre an Izelvroioù ha Belgia. Seizh sankenn diavaez nederlandat zo ivez e-diabarzh sankennoù diavaez Belgia. C’hwec’h anezho zo en hini vrasañ hag ar seizhvet en eil vrasañ. Un eizhvet sankenn diavaez nederlandat a gaver e Zondereigen ivez. Karterioù Baarle-Nassau Castelré Ulicoten Liammoù diavaez Lec’hienn ofisiel (e nederlandeg) Baarle-Nassau / Baarle-Hertog (gant kartennoù) Luc’hskeudennoù eus Baarle-Nassau/Hertog Kumunioù Noord-Brabant
2999
https://br.wikipedia.org/wiki/Sankenn
Sankenn
Sankenn a vez graet war dachenn an douaroniezh eus ur bastell-vro distag eus he bro orin ha gennet penn-da-benn, pe evit darn, en un tiriad all. Diforc’hañ a reer ar sankennoù diavaez pe ezklozadurioù diouzh ar sankennoù diabarzh anvet ivez enklozadurioù. Implijet e vez ar gêr ivez evit an tiriadoù bet miret gant al lu alaman e 1944-1945 e mizioù diwezhañ an Eil brezel-bed. Gwelet ivez Sankenn Brest Sankenn an Oriant Sankenn Sant-Nazer Douaroniezh Politikerezh
3000
https://br.wikipedia.org/wiki/Ezklozadur
Ezklozadur
Graet e vez ezklozadur eus un tiriad a aparchant d'ur framm politikel hep bezañ stag outañ dre zouar (inizi er-maez) hag a zo gronnet gant frammoù politikel all. Ur skouer vat eus se eo ar c’horn-bro en-dro da gêr rusian Kaliningrad. Da Gevread Rusia eo met dispartiet eo diouzh ar peurrest eus ar vro gant douaroù stag ouzh Lituania ha Polonia. Daoust pegen kar eo an daou dermen, un ezklozadur n'eo ket un enklozadur dre ret. Gronnet eo Oblast Kaliningrad gant div vro : Lituania ha Polonia hag harzoù he deus ivez gant ar mor Baltel. Eus an tu all, ezklozadur katalan Llívia zo enklozet e Frañs. Troet eo an ezklozadurioù da soñjal mui pe vui er frankiz politikel, dreist-holl pa vez pell an ezklozadur eus ar vammvro. Skouerioù a-vremañ Kumun Sant-Yann-Drolimon er vro-Vigoudenn zo ezklozet darn eus he ziriad. Lod eus he douaroù zo gennet etre douaroù kumunioù Ploneour-Lanwern ha Tregeneg. Memes tra a weler evit kumun Brieg he deus un ezklozadur e-barzh kumun Edern. Baarle-Hertog, un ezklozadur belgat e-barzh an Izelvroioù e proviñs Brabant an Hanternoz. Kêrioù Ceuta ha Melilla, ezklozadurioù spagnol war norzh arvor Maroko en Afrika. Kabinda, un ezklozadur hag ur broviñs angolat etre Republik Demokratel Kongo (anvet Zaïre gwechall) ha Republik Kongo. Rannvro Dubrovnik e Kroatia. Nakhchivan, un ezklozadur eus Azerbaidjan. Oecussi-Ambeno, un ezklozadur eus Timor ar Reter gronnet gant douaroù indonezian. Alaska, un ezklozadur eus ar Stadoù-Unanet. (Ne gonter ket Hawaii rak mont a ra inizi d'e ober.) Point Roberts (Washington) zo un ezklozadur amerikan all stag ouzh gourenez kanadian British Columbia. E Massachusetts, n'eo ket stok penn-da-benn kontelezh Norfolk; kêrioù Brookline ha Cohasset zo lodek eus kontelezh Norfolk met gronnet a bep tu gant kontelezhioù all. E Colorado, kontelezh Arapahoe he deus daou ezklozadur gronnet gant kontelezh Denver. E Kalifornia, kêr ha kontelezh San Francisco o deus un ezklozadur war enez Alameda e bae San Francisco sko ouzh kontelezh Alameda. An tamm douar-mañ zo bet kaoz anezhañ pa'z eus bet ezhomm da gaout tachennoù etre an div gontelezh evit sevel Bon Aervorel Alameda, serret bremañ. N'haller mont d'an tamm douarig digor-mañ nemet dre dreuziñ pont ar Bae o tremen a-dreuz Oakland hag Alameda. Stag eo gorre gourenez Michigan ouzh ar Wisconsin dre zouar. Gallout a reer mont di dre goueled ar c'hourenez a-hed 8 km Pont Mackinac. Korn gwalarn ar Minnesota zo stag dre zouar ouzh proviñsoù kanadian Manitoba hag Ontario; n'haller mont war-hent d'ar Stadoù-Unanet nemet dre Manitoba. Korn-bro Madha eus Oman war strizh-mor Ormoz zo e-barzh an Emirelezhioù Arab Unanet (EAU). Hag un ezklozadur eus an EAU anvet Nahwa zo e diabarzh Madha; dindan aotrouniezh Emirelezh Sharjah emañ. Setu aze ur skouer eus un tamm douarn ezklozet en un ezklozadur all, ha war un dro en enklozet en un enklozadur ! Temburong zo un distrig eus Brunei distag diouzh rann gornôg vrasañ ar vro, met un ezklozadur eus Brunei eo memes tra. An distrig, evel ar vro hec’h-unan, zo un enklozadur arvorel eus Malaysia. Kokkina zo un ezklozadur bihan-tout eus an emanvet Republik Turk Kiprenez an Norzh. Skouerioù istorel Prusia ar Reter, un ezklozadur alaman e-pad Republik Weimar: dispartiet eo bet diouzh Alamagn goude ar brezel bed 1, pa'z eus bet roet harzoù war ar mor da Bolonia en-dro. Diwezhatoc’h eo bet rannet Prusia ar Reter etre Polonia ha Rusia (sellet ouzh Kaliningrad a-us). E-touez ar skouerioù eus ezklozadurioù d'ul live isvroadel e c’haller menegiñ kontelezhioù hengounel Flintshire e Kembre ha Cromartyshire e Skos. Ezklozadurioù Dol; brudet e oa arc’heskopti Dol dre e ezklozadurioù niverus. Gwelet ivez Enklozadur Sankenn Liammoù diavaez (e saozneg) Enklozadurioù ar bed Lec’hienn douaroniel Jan S. Krogh exclave.info Douaroniezh Ezklozadur Politikerezh es:Exclave
3004
https://br.wikipedia.org/wiki/Angstr%C3%B6m
Angström
An ångström pe angström (simbol Å) zo un unanenn hirder n'eo ket e-barzh ar sistem etrebroadel (SI). 1 ångström = 10−10 metr = 0,1 nanometr = 100 pikometr. Anvet e voe an ångström evel se en enor d'ar fizikour svedat Anders Jonas Ångström, unan eus ar re o deus ijinet ar spektrokopiezh. Graet e vez a-wezhioù gant an unanenn-mañ evit muzuliañ ment atomoù a zo o radius (skin) etre 0,25 ha 3 Å. An ångström kozh (a zo Å* e simbol evit lakaat kemm etre eñ hag an ångström nevez) a veze termenet diwar hirder gwagenn linenn K-α-1 an tungsten ; hennezh a veze dre dermenadur kevatal rik da 0,209 010 0 Å*. Setu 1 Å* = 1,000 015 01×10-10 ± 90×10-18 m. Unanennoù hirder
3005
https://br.wikipedia.org/wiki/Sa%C3%B1skriteg
Sañskriteg
Ar sañskriteg, pe sanskriteg (संस्कृता वाक् saṃskṛtā vāk) a zo ur yezh indez-europek klasel eus India. Ar ger saṃskṛta- a dalvez "glan, santelezet, sakr". An anv saṃskṛtā vāk pe "yezh c'hlan" a roer d'ar sañskriteg a ra dave d'ur 'yezh uhel' implijet evit lidoù relijiel. Ar yezhadur koshañ eo an Ạṣtādhyāyī bet savet gant Panini (Pāṇini पाणिनि ) er . Damheñvel eo statud ar sañskriteg evit sevenadur India ouzh hini al latin evit Europa, dre ma'z eo hounnezh ar yezh a voe implijet evit skrivañ ar vedaoù o tennañ d'an hindouegezh. Ur yezh varv eo ar sañskriteg ivez, dres evel al latin, dre ma n'eus kumuniezh ebet hag a ra gantañ. Diouzh an tu all avat, e vez desket ar sañskriteg evel eil yezh alies ha 6 000 brahmin bennak a lâr ez eo ar sañskriteg o yezh kentañ ha tud zo a glask lakaat ar sañskriteg da vezañ ur yezh vev en-dro. Implijet e vez ar sañskriteg peurliesañ evel ur yezh relijiel evit al lidoù hindouek. Ar sañskriteg rakklasel pe vedel a zo unan eus ar yezhoù indez-europek koshañ a gaver roudoù skrivet diouto. Amañ e vo kaoz kentoc'h eus ar sañskritek klasek evel ma voe bet deskrivet e yezhadur gant Panini tro-dro da 500 a-raok Jezuz. Fonologiezh ha doare-skrivañ 48 fonem ez eus en holl er sañskriteg klasel (49 ez eus er sañskriteg vedek). Deskrivet e vez ar sonennoù hervez an urzh hengounel, da lâret eo: vogalennoù, kensonennoù tarzh, kensonennoù dre fri, kensonennoù linkr ha kensonennoù c'hwezh. Vogalennoù eeun Vogalennoù eo ṛ, ṝ, and ḷ. A-wezhoù e vez menneget ॡ ḹ evel un ḷ hir met ne vez ket implijet ar son-mañ e sañskriteg ha war a seblant e vije bet ijinet al lizherenn-mañ dre genveriañ gant ar c'hensonennoù all. Diftongennoù Friet a c'hell bezañ an holl vogalennoù. Kensonennoù E sañskriteg ez kensonennoù tarzh divouezh, mouezhiet c'hwezhet pe dic'hwezh el pep lec'h distagañ da heul: Bez ez eus peder hanter-vogalenn ivez: y य, r र, l ल, v व. Kensonennoù c'hwezh tro-gil, toenn ar genoù ha kildent ez eus: ś (z) श, ṣ (S) ष, and s स. Evit achuiñ ez eus ivez un h mouezhiet ह hag un h divouezh ḥ ः anvet visarga hag ul lizherenn anvet anusvāraa(ṃ) dalvez da diswel e vez distaget dre fri ar vogalenn araozi. Sandhi Luziet a-walc'h eo reolennoù ar sandhi e sañskriteg. Kavet e vez alies ar sandhi e hogozik n'eus forzh peseurt yezh pa gemm ar sonennoù pa vezont kostez-ha-kostez e diwezh ur ger hag e dibenn ur ger all dre gomz dreist-holl. E sañskriteg avat ez eo ret o anavezout hag o skrivañ ivez. Skritur E gwirionez n'eus skritur ebet liammet gant an sañskriteg hag implijet ez eus bet meur a skritur disheñvel evit e skrivañ o kemm a vare da vare hag a lec'h da lec'h, d.s. ar skritur brahmiek hag ar skritur kharosthiek da gentañ ha war-lerc'h (kantvedoù 4-8 goude Jezuz) e voe implijet ar skritur guptaek. Adalek an 8vet kantvet e voe implijet ar skritur charada diorroet diwar ar skritr gupataek ha neuze, war-dro an 12vet kantvet, e voe implijet ar skritur devanagari. Skrivet eo bet a-hend-all gant ar skritur kannadek e Su ar vro in the South, hag ar skritur bengalek e Norzh ar vro dreist-holl. Peurliesañ ez eo bet implijet an devanagari evit skrivañ ar sañskritek abaoe ar grennamzer betek hiziv. Yezhadur Renkadur ar verboù Dek renkad disheñvel ez eus en holl e sañskriteg a c'hell bezañ isrannet etre verboù o deus ur wrizienn resis hag ar re n'o deus ket. Displegadur ar verboù Renket e vez ar verboù e pevar strollad. Setu penaos e vez implijet ha dispartiet ar pevar "amzer" pe "rumm"-se: A-vremañ: a-vremañ, tremenet ledan, gourc'hemenn, gallus Dazont: dazont, divizout Aorist Tremened strizh Displegadur an anvioù Ur yezh enteuzel eo ar sañskriteg, gantañ tri jener (gourel, benel, nebreizh) ha tri niver (unander, liester, daouder). Eizh kas ez eus: nominativel, vokativel, akuzativel, benvegel, dativel, ablative, genitivel, lokativel. Gwriziennoù gant a Gourel ha Nebreizh Gwriziennoù gant i hag u Gwriziennoù gant vogalennoù hir Gwriziennoù gant r Anvioù-gwan personel Gerioù kevrennek Stank-tre eo ar gerioù kenvrennek e sañskriteg hag hir spontus e c'hell bezañ seurt anvioù kevrennek enne betek ouzhpenn 10 anv-kadarn. Isrannet e vez ar gerioù-kevrennek hervez o struktur evel hen: 1. Dvandva (kenurzhiañ) Div wrizienn liammet gant ha, d.s. matara-pitara 'mamm-tad' = 'kerent; tud'. 2. Bahuvrihi (perc'hennañ) Ur ger kevrennek hep penn ebet hag oc'h ober dave d'un dra disheñvel diouzh pep termen er ger kevrennel, d.s. "penn-skañv" n'eo ket un doare penn. 3. Tatpurusha (spishaat) Ul liamm a zo etre pep termen er ger kevrennek, d.s. ur voest-bost a zo ur vouest evit lakaat lizhiri enni. 4. Karmadharaya (deskrivañ) An eil termen a dalvez da deskrivañ egile, d.s. uluka-yatu 'kaouenn + aerouant ' = un aerouant gantañ tres ur gaouenn. 5. Amredita (adlâret) Dre adlâret ur ger e vez diskwelet e vez kaset un ober da benn meur a wezh, d.s. dive-dive 'deiz-deiz' = 'bemdez'. Kevreadur Digor eo urzh ar frazenn, met peurliesañ e vez kavet kentoc'h an urzh Rener - Renadenn - Verb (SOV). Sañskriteg yezh vev Klasket ez eus bet - hag e vez c'hoazh - lakaat ar sañskriteg da vezañ ur yezh vev adarre, hag e skolioù zo en India e vez kelennet ar sañskriteg evel trede yezh dre ret. Aozadurioù evel ar Samskrta Bharati a gas da benn ivez stajoù evit ma vefe gouest an dud da gaozeal e sañskriteg hag hiziv ez eus pevar milion a dud a lâr gallout kaozeal e sañskriteg. Gwelet ivez: Devanagari Lizherenneg etrebroadel evit treuzskrivañ ar sañskriteg Wikipedia e sañskriteg Liammoù diavaez: Geriadur sañskriteg en linenn Geriadur Monier-Williams Savadur Amerikan evit ar sañskriteg Sañskriteg yezh vev Notennoù ha daveennoù Meneger yezhoù ar bed Henyezhoù Sañskriteg
3011
https://br.wikipedia.org/wiki/Lizherenneg%20fonetek%20etrebroadel
Lizherenneg fonetek etrebroadel
Al Lizherenneg fonetek etrebroadel (LFE, e saozneg : IPA) zo ul lizherenneg 118 lizherenn diazez enni hag a dalvez da dreuzskrivañ ar sonioù kavet an aliesañ e yezhoù ar bed. Lizherennoù latin pe c'hresianek treuzfeurmet pe get eo an darn vrasañ anezho, evel ɾ, ɽ, ɺ, ɹ diwar r ha ɘ, ǝ diwar e. Arouezennoù arbennik all a c'hell bezañ implijet a-gevret gant al lizherennoù diazez evit sonioù all ha na vezont ket kavet gwall alies e yezhoù ar bed pe c'hoazh evit diskwel diforc'hioù fonetek bihan. Bez' ez eus 76 sin a seurt-se, evel β̞ e lec'h [β]. Arouezennoù all zo ivez evit diskwel an tonennoù ha lec'h an taol-mouezh ( ' ) pe ur gensonenn silabennek ( ̩ ). Kromelloù a implijer en treuzskrivadennoù fonetek evit o diforc'hañ diouzh an treuzskrivadennoù fonologel. Istor an LFE Gant kelennerion war ar saozneg ha war ar galleg e voe boulc'het, dindan ren Paul Passy (1859-1940) a laboure e framm ar Gevredigezh fonetek etrebroadel bet krouet e Pariz e 1886 gant an anv Dhi Fonètik Tîcerz' Asóciécon. E 1888 e voe embannet an LFE gentañ awenet gant al lizherenneg romek ijinet gant Henry Sweet (1845-1912), diorroet war he zro diwar diazezoù al lizherenneg fonotipikel krouet gant Isaac Pitman (1813-1897) hag Alexander John Ellis (1814-1890). Meur a wezh e voe adwelet an LFE : e 1900, e 1932, e 1947, e 1951 e 1989, 1993, 1996 hag e 2005. Al lizherenneg Vogalennoù Rannoù Lizherennoù zo el LFE evit ar vogalennoù pennañ distaget dre ar genoù (da lavarout eo hep friadur). Renket e vez ar vogalennoù hervez ar perzhioù-mañ da heul : an digoradur : digor, peuzdigor, damzigor, etre, damserr, peuzserr, serr ; o lec'h distagañ : a-raok, tost a-raok, kreiz, tost a-dreñv, a-dreñv ; diouzh ma vezont rontaet pe get. Hirder ar vogalennoù Diskwelet e vez ez eo hir ur vogalenn gant un arouezenn arbennik anvet kronenn ( ː ). Peurliesañ avat e vez implijet an daou bik en e blas, da skouer [a:] e-lec'h [aː]. Kensonennoù Rannoù Renket e vez ar c'hensonennoù hervez ar perzhioù-mañ da heul : an doare fonadur ; al lec'h distagañ ; diouzh ma vezont mouezhiet pe divouezh. Hirder ar c'hensonennoù Diskwelet e vez ar c'hensonennoù hir er memes mod hag ar vogalennoù : treuzskrivet e vefe ar magyareg mit mondott? ('petra ac'h eus lâret?') [mɪt̪ mo̟n̪d̪o̟t̪ː] pe ez-fonologel /mit mondotː/. Ar silabennoù Implijet e vez ur varrennig uhel ( ˈ ) a-raok ur silabenn evit diskwel lec'h an taol-mouezh pennañ. Evit an taol-mouezhioù a eil renk e vez implijet ur varrennig izel ( ˌ ). Talvezout a ra ar pik ( .). Da skouer, setu penaos e vez treuzskrivet ar ger alamanek Rindfleischetikettierungsüberwachungsaufgabenübertragungsgesetz [ˌʁɪnd̥.flaɪʃ.ʔe.tɪ.ke.ˌtiː.ʁʊŋs.ʔyˑ.bɐ.va.χʊŋs.ʔaʊf.ˌgɑː.bn̩.ʔyˑ.bɐ.ˌtʁ̥ɑː.gʊŋs.gə.ˈzɛt͡s]. Gwelet ivez Fonologiezh Kensonenn Vogalenn Doare fonadur Lec'h distagañ Treuzskrivadur SAMPA X-SAMPA Liammoù diabarzh Lizherenneg fonetik etrebroadel evit ar brezhoneg Lizherenneg fonetik etrebroadel evit an alamaneg Lizherenneg fonetik etrebroadel evit an italianeg Lizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saozneg Liammoù diavaez Lec'hienn ofisiel Lizherennegoù LFE Fonetik ha fonologiezh Treuzskrivadur
3012
https://br.wikipedia.org/wiki/Saonenn
Saonenn
Un draoñienn pe traonienn pe saon pe saonenn zo un dachennad douar izel etre menezioù pe torgennoù. Gallout a ra bezañ bras pe bihan. Deveret eo eus traoñ. Douarouriezh Diouzh meur a brosesus douaroniel e c'hell bezañ stummet an traoñiennoù : traoñiennoù skorneglec'h dezho ur stumm un U (e-lec'h ar stumm boas e V) hag a zo bet krouet, miliadoù a vloazioù 'zo diwar galloud krignat divent ar skornegi. Kavet e vezont e menezioù hir evel an Alpoù, hag e broioù kompesoc'h evel Takad al Lennoù e Bro-Saoz hag er C'hanada a-bezh. e traoñienn ar Rift en Afrika e weler disoc'hoù flastradurioù etre plakennoù tektonikel. e Bro-Elzas-Bro-Vaden e weler disoc'h palaradeg un dailhenn venez diwar frailhoù kenstur. Anvet e vez an draoñienn-mañ ur foz tektonikel. an abeg pennañ evit krouidigezh an traoñiennoù a zo peurliesañ disoc'h ar grignerezh a ra an dourioù o redek, dindan stumm an dourredennoù. Traoñiennoù heverk Traoñienn an Indus, e Kornôg iskevandir Indez Grand Canyon, en Arizona Traoñienn ar Marv, e Kalifornia Traoñienn al Liger, e Bro-C'hall ha Breizh Traoñienn Napa, e Kalifornia Traoñienn ar RonPetra eo? Traoñienn ar Roueed, en Egipt Traoñienn ar Rift bras, en Afrika ar Reter Traoñiennnoù treoabl Bez e c'heller kavout stummoù nes d'an traoñiennoù war ar planedennoù hag al loaroù. Marteze eo bet krouet traoñiennoù al Loar diwar un regennad toulloù-diskarg dre stekiñ. Traoniennoù bihan a c'hell dont eus flodoù al lavaoù pe eus bihannadur lederezhioù al lavaoù p'edont o yenaat. Bez ez eus un draoñienn hir-kenañ war ar blanedenn Meurzh, Valles Marineris hec'h anv ha 4000 km e hed. Traoñiennoù er sevenadur Na glas e oa ma zraoñienn, ur romant saoznek gant ar skrivagner kembreat Richard Llewellyn Traoñienn ar Sent, e Karnoed Sell ivez canyon kanienn flondrenn fjord, a zo un draoñienn aloubet gant ar mor geomormorfologiezh Notennoù Torosennadur
3013
https://br.wikipedia.org/wiki/Kan
Kan
Kan a reer eus : Arzoù Ar pezh a vez graet pa ganer, gwelit kanañ. Lec'hioù Kan, ur stêr e Rusia Kan, ur bastell-vro en Iran Kan, ur gêriadenn e rannvro Batken e Kirgizstan Mentoù Kan 貫, un unanenn japanat kevatal da 3,75 kg Kan 간, un unanenn gorean kevatal da 1,818 m Skiantoù ha teknologiezh ur staliadur da gas liñvennou, gwelit kan (benveg treuzkas) ur ganol pe un dourredenn naoz an dourredenn kan, berradur anv an antibiotik kanamycin A (C18H36N4O11) Tud Daniel Kan, ur matematikour izelvroat Kan Shimozawa, ur skrivagner japanat Kan (soner), a zo anv-leurenn ar soner japanat Kimura Kan
3016
https://br.wikipedia.org/wiki/Elfenn%20gimiek
Elfenn gimiek
Graet e vez elfenn gimiek (pe simploc'h c'hoazh elfenn) eus teskad an atomoù a zo dezho un niver roet a brotonoù en o nukleüs. An niver-se a vez graet anezhañ niver atomek an elfenn. Evel se eo 6 niver atomek ar c'harbon, hag atomoù karbon eo an holl atomoù a zo 6 proton dezho. Evel se ivez ez eus 92 proton d'an holl atomoù uraniom. Evit gwir eo an niver a brotonoù, pe hini an elektronoù kentoc'h, a ro o ferzhioù kimiek d'an atomoù. Taolenn beriodek an elfennoù eo an doare boasañ hag aesañ da ginnig an elfennoù kimiek a bep seurt. Graet e vez izotopoù eus an atomoù a zo dezho ar memes niver a brotonoù met un niver disheñvel a neutronoù. Nukleonoù, partikulennoù an nukleüs, a vez graet en un doare hollek eus ar protonoù hag an neutronoù. Graet e vez niver mas eus an niver hollek a nukleonoù a zo en nukleüs. Pa vez pledet gant un izotop e vez anvet anv an elfenn-niver mas. Da skouer eo ar c'harbon-14 izotop ar c'harbon, dezhañ an niver mas 14. Gant ar pep brasañ eus an elfennoù ez eus un izotop kalz stankoc'h eget ar re all en natur. Evel se e vez kavet 98,9% eus ar c'harbon dindan stumm an izotop 12, 1,1% dindan stumm an izotop 13, ha n'eus nemet roudoù eus ar c'harbon-14. Dre veur a zoare e c'hell elfenoù kimiek (an atomoù) kombinañ. Dindan ur stumm pur e c'hellont bezañ atomoù en o unan, molekulennoù dezho meur a atom eus ar memes elfenn, soludoù kristalek pe amorfek. Dindan stumm kompozadoù molekulel e vez strollet an atomoù e-barzh molekulennoù gant un niver hag un aozadur resis eus atomoù eus meur a elfenn. Gallout a ra ivez an atomoù bezañ kediet dindan stumm kompozadoù kimiek n'int ket aozet ken resis, e-giz kendeuzadoù metalek. Cheñch a ra anvioù an elfennoù kimiek hervez ar yezhoù, ha kalz anezho a zo bet roet a-raok ma vefent bet lakaet da elfenn gant ar skiant (en enep da gompozadoù a ya meur a elfenn d'ober anezho). Peurvuiañ e tennont o anvioù diouzh tachennoù liesseurt, da skouer : ar vitologiezh (tantalom, merkur, uraniom, neptuniom); al livioù (krom, rubidiom, ruteniom); an douaroniezh (poloniom, germaniom, frañsiom, europiom); anv o dizoloer pe anv ur skiantour brudet. Anvet e vet an elefennoù nevez, anezho elfennoù pounner, distabil hag artifisiel atav, gant Unaniezh etrevroadel kimiezh pur hag implijet diwar anv o dizoloer peurvuiañ, gant ar lostger -ium (-iom). Met ur simbol hepken o deus an holl elfennoù, anezhañ ul lizhenn vras, hag a-wezhioù ul lizherenn vihan. Ar c'harbon da skouer a vez notet C, hag ar sodiom (natriom) Na. An niver mas a c'hell bezañ notet en nec'h hag a-gleiz d'ar simbol, da skouer 14C evit ar c'harbon-14. An niver atomek ivez a c'hell bezañ notet en traoñ hag a-gleiz d'ar simbol, met ne ro ket muioc'h a ditouroù eget ar simbol. Da skouer e c'heller skrivañ 6C evit ar c'harbon, met didalvez eo p'emañ ar simbol C o tiskouez c'hoazh eo 6 an niver atomek. An niver en traoñ hag a-zehoù a ziskouez kementad an elfenn e-barzh ur volekulenn. Da skouer H2O a zo evit ur volekulenn dour, enni daou atom hidrogen (simbol H, hag an niver 2 a ziskouez pet ez eus anezho), hag un atom oksigen (simbol O, ne vez ket notet an 1 a zo empleg). En nec'h hag a-zehoù e vez notet ar garg elektrek douget gant an ionoù, anezhañ un atom pe ur c'hompozad molekulel en deus gounezet pe kollet un nebeud elektron. Da skouer a zo evit an ion sulfat, ennañ un atom sulfur (S), 4 atom oksigen (O4), pep tra gant daou elektron ouzhpenn (2-), gant ur sin nemet peogwir eo negativel karg an elektron. An ion oksoniom (pe hidroniom), dezhañ ur garg pozitivel, a vez notet H3O+, amañ c'hoazh eo empleg an 1 dirak ar sin mui. Pennad kar Roll an elfennoù kimiek Roll an elfennoù hervez o simboloù Roll an elfennoù hervez o anvioù Roll an elfennoù hervez o niverennoù Taolenn beriodek an elfennoù Kimiezh
3017
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20an%20elfenno%C3%B9%20hervez%20o%20arouezio%C3%B9
Roll an elfennoù hervez o arouezioù
Setu amañ ur roll eus an elfennoù kimiek renket hervez o arouezioù, ennañ an arouezioù boas implijet evit envel an elfennoù kimiek hag anavezet gant Unaniezh Etrevroadel ar Gimiezh Pur hag Arveret. Evit pep elfenn e vez roet ivez e niver atomek, e vas atomek (pe niver mas e izotop stabilañ), niveroù e strollad hag e beriodenn en daolenn beriodek hag orin an arouez ma n'eo ket anat diwar anv boas an elfenn. Arouezioù boas Notennoù N'eus izotop stabil ebet d'an elfenn, hag un talvoud etre krochedoù, d.s. [209], a verk niver mas an izotop a zo dezhañ ar vuhez hirañ. Teir elfenn avat, an toriom, ar protaktiniom hag an uraniom, o deus ur c'hompozadur izotopel naturel karakteristikel, ha dre se eo kevatal o mas atomek d'an hini roet. Variañ a ra kompozadur izotopel an elfenn-mañ e-barzh standilhonoù geologel 'zo ha gallout a ra ar variadur mont en tu-hont d'an diasurter lakaet en daolenn. Gallout a ra kompozadur izotopel an elfenn variañ e-barzh danvezioù-koñvers 'zo, ha dre se e c'hell ar mas atomek variañ en ur mod heverk diouzh an talvoud roet. Variañ a ra ar c'hompozadur izotopel en danvezioù a vez kavet war an Douar, ken n'heller ket reiñ ur mas atomek resisoc'h. Gallout a ra mas atomek al Litiom-koñvers variañ etre 6,939 ha 6,996—ret eo analizañ (dielfennañ) an danvez studiet evit kavout un talvoud resisoc'h. Daveoù Gerdarzh anvioù an elfennoù. (15 Gouere 2005) (Saozneg). Atomic Weights of the Elements 2001 (Masoù Atomek an Elfennoù 2001), Pure Appl. Chem. 75(8), 1107-1122, 2003. Dastumet d'an 30 a viz Mezheven 2005. Dont a ra masoù atomek an elfennoù dezho niveroù atomek etre 1 ha 109 eus ar vammenn-se. WebElements Periodic Table. Dastumet d'an 30 a viz Mezheven 2005. Dont a ra masoù atomek an elfennoù dezho niveroù atomek etre 110 ha 116 eus ar vammenn-se. Liammoù diavaez Anvioù brezhonek an elfennoù Elfennoù hervez o arouezioù
3018
https://br.wikipedia.org/wiki/Arouez%20kimiek
Arouez kimiek
Berradurioù eus anvioù an elfennoù kimiek eo an arouezioù kimiek. An holl elfennoù naturel o deus pep a arouez, anezhañ ul lizherenn pe ziv. Bras eo al lizherenn gentañ ha bihan ar re all, da skouer : "H" evit an elfenn hidrogen, "O" evit an oksigen, "Ti" evit an titaniom. Renket eo an arouezioù kimiek en daolenn beriodek ha graet e vez ganto er c'hevatalennoù kimiek, da skouer : . Dre ma vez deveret alies an arouezioù kimiek diouzh anvioù latin pe c'hresianek e c'hell arouezioù an elfennoù bezañ disheñvel-mat diouzh an anvioù brezhonek boas, da skouer : "Fe" evit houarn (latin ferum) hag "Hg" evit bevargant (gresianeg hydrargyrum). Lod elfennoù zo aroueziet dre deir lizherenn : n'int ket bet dizoloet pe fardet gant mab-den c'hoazh ; anvet hag aroueziet dre ziv lizherenn e vint pa vo anezho da vat. Da skouer : e 2009 e voe dizoloet an elfenn "Uuq" (ununkwadiom), a voe anvet fleroviom hag arouziet dre "Fl" adal neuze. E Sina e vez roet un arouezlun evel arouez da bep elfenn gimiek (gwelet). Ar pep brasañ anezho zo bet krouet a-ratozh, evel 鈦 tài evit an titaniom — distagadur saoznek an arouez "Ti" eo tài<ref>Trugarez da Siubhán McGunn evit ar sinaeg.</ref>. Evit gwelet roll klok an elfennoù kimiek hag o arouezioù, sellit ouzh : Roll an elfennoù hervez o arouezioù Roll an elfennoù hervez o anvioù Roll an elfennoù hervez o niverennoù Taolenn beriodek an elfennoù Notennoù Daveennoù AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2 Geriadur brezhonek'' An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0 Elfennoù kimiek
3020
https://br.wikipedia.org/wiki/Tadjikistan
Tadjikistan
Republik Tadjikistan (e tadjikeg Тоҷикистон), bet anavezet a-raok evel Republik Sokialour Soviedel Tadjikistan, a zo ur vro e Kreiz Azia. Bevennoù en deus Tadjikistan gant Afganistan, Sina, Kirgizstan hag Ouzbekistan. Istor Bez ez eus bet tud o vevañ en douaroù a reer Tadjikistan oute hiziv abaoe 4.000 a-raok Jezuz. Dindan beli meur a impalaeriezh eo bet ar vro a-hed an amzer, met dreist-holl dindan galloud Persia. Degaset e oa bet an islam da Dadjikistan gant an Arabed er 7vet kantved. War-lerc'h an Arabed e teuas ar Samanided, hag a oa trec'h warne ivez da heul an Durked. Ar Vongoled eo en em ziazezas er vro er fin ha dont a reas Tadjikistan ul lodenn eus emirelezh Buc'hara. En 19vet kantved ez eas Impalaeriezh Rusia war ledanaat e Kreiz Azia ha kouezhañ a reas Tadjikistan dindan he beli. Goude ma oa bet skarzhet an Tsar e 1917, e stourmas an Dadjiked en aner a-enep ar Volcheviked o klask menel ur vro dieub. Da gentañ penn e voe lakaet Tadjikistan asambles gant Ouzbekistan e Republik Sokialour Soviedel Emren Tadjikistan en Unaniezh Soviedel, met war-lerc'h e teuas da vezañ ur Republik Emren da vat e-unan-penn. Er bloavezhioù 1970 e stourmas strolladoù islamour kuzh a-enep an Unaniezh Soviedel met ne grogas ket ar stourm-se da vat a-raok 1990. E 1991 e voe echu gant an Unaniezh Soviedel ha Tadjikistan a zisklêrias e oa anezhañ ur vro dishual. Diouzhtu war-lerc'h e tarzhas ur brezel diabarzh. Dilennet e voe Emomali Rac'hmonov e penn ar vro hag hemañ an hini eo a gendalc'h er post-se hiziv c'hoazh. Dalc'het e oa bet ur vouezhiadeg e 1999 met ar strollad a gollas a zisklêrias e oa fall an disoc'hoù pa voe addilennet Rac'hmonov kazi a-unvouezh. Politikerezh Ur brezel diabarzh a grogas kazi diouzhtu ma oa bet tapet gant Tadjikistan e zishualded diouzh an ez-Unaniezh Soviedel. En holl, diouzh ar 400.000 a Rused a oa o vevañ er vro d'ar c'houlz-se, 25.000 a dec'has kuit da Rusia. Aet e oa bet an traoù war sioulaat da geñver 1997 pa grogas ur gouarnamant kreiz da zont war wel. Ur Republik eo Tadjikistan ha dalc'het e vez mouezhiadegoù eno evit dilenn ar prezidant hag ar breujoù. Trubulhoù a vez gwall alies etre ar strollad a zo gantañ ar galloud hag ar strolladoù all met menel stabil a-walc'h a ra an traoù memestra. Rannvroioù Teir rannvro (unander: viloyat, liester: viloyatho) ez eus e Tadjikistan (gant he c'hêr-benn da heul): C'hatlon (Qurghonteppa) Sughd (C'hujant) Karotegin (Kofarnihon) Bez ez eus ur rannvro emren (viloyati mukhtor): Rannvro Emren Gorno-Badac'hs Viloyati Mukhtori Kuhistoni Badakhshon (C'horugh). Douaroniezh Ar riez vihanañ e Kreiz Azia eo Tadjikistan hag ouzhpenn-se n'en deus tamm arvor ebet. Treuziñ ar vro a ra ar menezioù Pamir ha tremen an hanter eus ar vro a zo uheloc'h evit 3.000m a-us da live ar mor. Talvezout a ra ar stêrioù Amu-Darya ha Pyanj da verkañ ar bevennoù gant Afganistan. Tost da 1% eus gorread ar vro a zo goloet gant lennoù: Kuli Sarez Obanbori Norak Qarokul Shorkul Yashilkul Zorkul En norzh emañ merket ar vevenn gant ar menezioù Treuz-Alay hag er Su gant ar menezioù Karakoram. Armerzh A-ziwar an holl vroioù eus an ez-Unvaniezh Soviedel ez eo Tadjikistan an hini baourañ hag ouzhpenn-se emañ renket e-touez broioù paourañ ar bed-holl ivez. N'eo ket gwall stabil armerzh Tadjikistan rak ne vez gwerzhet gantañ nemet kotoñs hag [aluminiom]]. Ur barrad sec'hor kriz a oa bet hag e 2001 e tisklêrias ar Groaz Ruz e oa poblañs Tadjikistan en arvar da vervel gant an naon. Poblañs 7.011.556 a dud a zo e Tadjikistan (2004). En o zouez ez eo an darn vrasañ dioute Tadjiked, met kalz a Ouzbeked ez eus ivez hag un niver bihan a Rused. Mont a ra war izelaat an niver a Rused eno avat dre ma tistroont muic'h-mui da Rusia. Sevenadur Tadjikeg eo yezh ofisiel Tadjikistan met implijet e vez c'hoazh ivez ar [[[rusianeg]] dresit-holl evit ar c'henwerzh. Klasket eo bet ivez glanaat ar yezh dre implijout muic'h-mui a c'herioù a-orin persek hag en ur skarzhañ reoù all o tont eus an arabeg. Daoust ma'z eo ur vro baour anezhi, e oar hogozik an holl dud (98%) lenn ha skrivañ. Brudet e veze Tadjikistan da vare an Unaniezh Soviedel evit e c'hoariva hag evit e skrivagnerion. Muzulmiz eo an darn vrasañ eus an Dadjiked hag aet eo an islamouriezh war gresk er bloavezhioù diwezhañ. Sunnied eo an lodenn vrasañ, met kalz a Chiited ez eus ivez. Liammoù ez eus bet a-gozh etre Tadjikistan hag ar sevenadur persat hag anavezet ha brudet eo er vro ar skrivagnerion a Bersia evel Ibn Sina, Firdausi, Rudaki pe c'hoazh Omar C'hayyam. Tud dibar Farouk Amonatov, mestrc'hoarier echedoù tadjik. Liammoù diavaez Lec'hien diwar-benn Tadjikistan Ajañs keleier Stadoù ar Bed Tadjikistan
3026
https://br.wikipedia.org/wiki/Unanenn%20vas%20atomek
Unanenn vas atomek
An unanenn vas atomek unanet (simbol: u , daoust ma vez graet gant uma a-wezhioù) zo un unanenn vuzuliañ standart a vez graet ganti evit muzuliañ mas an atomoù. Un unanenn er-maez eus ar sistem etrebroadel (SI) eo, implijet e vez asambles gantañ met diwar arnodiñ e vez kavet he zalvoud. Klotañ a ra 1 u gant 1/12 eus mas un nukleid 12C (karbon-12), nann ereet, dilusk, hag en e stad diazez. Talvezout a ra war-dro 1,66056 × 10-27kg. War dachenn ar viokimiezh e vez graet anezhi dalton (simbol Da) c'hoazh. Unanennoù tolz
3027
https://br.wikipedia.org/wiki/Kanienn
Kanienn
Ur ganienn zo un draonienn enk ha serzh etre div uhelenn, hir a-walc'h alies. Devoudet eo gant krignadur goustad ar c'harregadoù gouelezennek, un anadenn graet gant dour ur stêr. Kaniennoù heverk Kalz anezho a gaver war an Douar, da skouer : Kanienn ar Stangala war an Oded e-kichen Kemper Kaniennoù al Liger Kaniennoù an Tarn Kaniennoù ar Verdon Kanienn Veur ar C'holorado Kanienn Cheddar, e Somerset, e Bro-Saoz Kaniennoù ar Yangzi Jiang pe "an Teir C'hanienn" e Sina ...ha Valles Marineris war ar blanedenn Meurzh zoken. Dourredennoù Stumm douarel
3028
https://br.wikipedia.org/wiki/Kana%C3%B1
Kanañ
Kanañ, evel komz, a dalv implij ar vouezh, unan eus perzhioù gouenn an dud eo eta. Nemet ne vez ket implijet heñvel en daou zegouezh. An hini a gomz a glask lavarout traoù ha bezañ komprenet gant an hini a selaou; an hini a gan a glask kanañ brav ha plijout d'an hini a selaou. Un arz eo ar c'han, evel al livañ, pa'z eus ennañ ampartiz hag ijin war un dro. Kan al loened Loened zo a gan ivez: laboused dreist-holl, hag ivez skrilhed, balumed. Met ne dalv ket ar c'han-se nemet da ziskouez ezhommoù, ha n'eo ket da grouiñ. Koulskoude n'eus ket par d'an dud da lakaat en o c'han traoù disheñvel a bep seurt, evel sonioù pinvidik ha gwevn, ijin, santimantoù. Binvioù ar c'haner Ar genoù ha kerdin ar vouezh eo binvioù ar c'haner. ganto eo gouest eo da ober sonioù kemmus hervez e ijin hag e faltazi. Mennad ar c'han A-bouez eo ar c'han en istor kevredigezhioù an dud. Kanañ a ra an dud evit o flijadur, evit ankounac'haat ar boan pa vezont o labourat (o labourat a-gevret alies) evit seveniñ lidoù o relijion a-wechoù, met ober gant ar c'han a zo bet ivez un arz priziet-tre a-hed ar c'hantvedoù. Brud ar ganerien N'eo ket heñvel brud ar ganerien hiziv ouzh hini dec'h. A-raok ar skingomz ne vezent anavezet nemet gant ar re a selaoue anezho e tier tud pinvidik, pe e tier arbennik: c'hoariva, opera, pe ilizoù ha chapelioù a-wechoù. Brud o deus ar ganerien a vicher hiziv dre ar skingomz, ar skinwel, ar pladennoù a werzhont, hag ar c'helaouennoù a bep seurt a ziskuilh gant piv e kouskont pe petra a soñjont eus ar politikerezh. Deskiñ Treuzkaset e vez arz ar c'han dre an drevezerezh peurliesañ, met desket e vez ivez e skolioù-sonerezh. Kan ha barzhoniezh Implijet e vez alies ar ger kanañ evit ober anv eus dibunañ barzhonegoù, hag ar ger kan e-lec'h barzhoniezh. Kanerien zo o deus kemeret barzhonegoù tud all da ganañ ( Alan Stivell e brezhoneg Paco Ibáñez e spagnoleg, Brassens, ha Ferré e galleg) Gerioù deveret diwar ar wrizienn "kan" Kan Kan-bale Kan ha diskan Kan-iliz kan-plaen Kanadeg Kanadenn laz-kanañ Kanaouenn Kanaouenn-santel, pe kantik Kanaouenner Kanenn kanenn-veur kaner, ha kiniad kanerezh kaniri kanmeuliñ, gwelout meulgan Gant ur rakger beuregan c'hoarigan diskan klemmgan kengan lazkan lugan skeulgan meulgan meurgan mouskan nozkan telenngan tenergan Gerioù kar dre ar ster gwerz son (mouezh) sonerezh skol-sonerezh ton Tonioù Kan ha diskan Kan Mouezh
3029
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20an%20ergerzherien%20war%20ar%20mor
Roll an ergerzherien war ar mor
An ergerzherien war ar mor o deus graet ergerzhadegoù peurliesañ nemet Roald Amundsen a oa bet a-wechoù ar moraer nemetañ war e vag. Roald Amundsen Willem Barentz Vitus Bering Jakez Karter James Cook Francis Drake Erik ar Ruz Leifr Eiríksson Vasco da Gama Kristol Goulm Yves de Kerguélen La Pérouse Fernan Magalhaes Piteaz Louis de Saint-Allouarn Ergerzherien Ergerzherien Ergerzherezh
3030
https://br.wikipedia.org/wiki/Fern%C3%A3o%20de%20Magalh%C3%A3es
Fernão de Magalhães
Fernão de Magalhães (hervez e anv portugalek), pe Ferdinand Magellan (diwar e anv latin Ferdinandus Magellanus), a oa ur moraer portugalat ganet e 1480 ha marvet d'ar 27 a viz Ebrel 1521 hag a oa e servij ar roue Carlos Iañ Spagn. An den kentañ o vont war vor eus Europa da Azia en ur ober an dro da Afrika, an Europad kentañ o verdeiñ war ar Meurvor Habask. Daoust ma kred da lod eo bet an hini kentañ en deus bet graet tro ar bed e varvas er Filipinez. Triwec'h moraer eus e skipailh, war ul lestr leviet gant Juan Sebastián Elkano, o devoa tizhet Spagn e 1522 hag int ar re gentañ oc'h ober tro ar Voul-Douar. E anv Magellan a vez graet anezhañ e meur a yezh diwar latinekadur e anv, Magellanus. Ganedigezh ha bloavezhioù kentañ Ganet eo bet Magellan e hanternoz Portugal, pe e Sabrosa (tost ouzh Vila Real, e proviñs Trás-dos-Montes) pe e Porto. Mab e oa da maer Sabrosa, Pedro Rui de Magalhaes, ha da Alda de Mesquita. Da zaouzek vloaz, pa oa deuet da vezañ emzivad, ez eas da floc'h da lez ar roue João II, da Lisboa, e-lec'h ma oa e vreur abaoe daou vloaz dija. Daveoù Laurence Bergreen, Over the Edge of the World: Magellan's Terrifying Circumnavigation of the Globe, HarperCollins Publishers, 2003, hardcover 480 pages, ISBN 0-06-621173-5 Sell ivez ouzh Istor ar Filipinez Impalaeriezh trevadennel Spagn Liammoù diavaez Tud ar vagad Anv ar re a zistroas da Europa Diwar-benn ar veaj Ergerzherien bortugalat Istor Filipinez Ergerzherien ar Meurvor Habask Istor Portugal er XVIvet kantved Ganedigezhioù 1480 Marvioù 1521
3032
https://br.wikipedia.org/wiki/Tadjikeg
Tadjikeg
An tadjikeg (Тоҷикӣ, Tojikí, تاجیکی) a zo ur yezh persek komzet e Kreiz Azia. Komzet e vez dreist-holl e Tadjikistan, Ouzbekistan, Afganistan, Bro-Sina (e kornôg Xinjiang) hag e kornôg Pakistan. Yezh ofisiel Tadjikistan eo an tadjikeg. Tost-tre eo ouzh ar perseg hag evit lod ez eus anezhañ ur rannyezh dioutañ kentoc'h eget ur yezh da vat. Deuet eo da vezañ ur yezh en hec'h-unan da vare an Unaniezh Soviedel. Implijet e veze al lizherenneg latinek evit skrivañ an tadjikeg adalek 1928 met war-lerc'h e veze implijet al lizherenneg kirillek. En Afganistan avat e kendalc'h an dajdikegerion da skrivañ o yezh oc'h implijout al lizherenneg arabek. Daoust ha ma'z eo deuet da vezañ disheñvel a-walc'h an tadjikeg komzet e Tadjikistan diouzh an hini komzet en Afganistan hag Iran, dreist-holl abalamour d'ar bevennoù politikel ha da levezon ar rusianeg, e c'hell an holl dadjikegerion dont a-benn d'en em gompren en o yezh. An div gêr bennañ e-lec'h ma vez komzet an tadjikeg a zo hiziv e-barzh Ouzbekistan, da lâret eo Samarkand ha Buc'hara. E kornôg Pakistan ivez ez eus etre 500.000 hag ur milion a dud a ra gant an tadjikeg ouzhpenn an holl zivroidi deuet eus lec'hioù all ma vez komzet tadjikeg. Gwelet ivez Yezhoù persek Tadjikistan Ouzbekistan Afganistan Liammoù diavaez Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ Meneger yezhoù ar bed Yezhoù iranek Yezhoù Tadjikistan Yezhoù Afganistan Yezhoù Iran Yezhoù Kirgizstan Yezhoù Ouzbekistan Yezhoù Pakistan
3035
https://br.wikipedia.org/wiki/Ouzbekeg
Ouzbekeg
An ouzbekeg (O'zbek tili pe Ўзбек) a zo ur is a yezh turkek komzet gant an Ouzbeked kement e Ouzbekistan hag e lec'hioù all eus Kreiz Azia. Tost a-walc'h eo yezhadur ha geriaoueg an ouzbekeg ouzh re an Uigoureg. Levezonet-don eo bet ar yezh ivez gant ar perseg hag ar rusianeg. Meur a c'her a-orin arabek a vez kavet en ouzbekeg ivez, deuet ennañ dre ar perseg. Yezh ofisiel Ouzbekistan eo an ouzbekeg ha tro-dro da 18,5 milion a dud a ra gantañ evel yezh-vamm. Doare-skrivañ ha distagadur Betek 1928 e veze implijet al lizherenneg arabek (anvet yana imla) evit skrivañ an ouzbekeg. Etre 1928 ha 1940 e oa bet kaset da-benn ur program evit ledanaat deskadurezh an Ouzbeked, hag e framm ar program-se e oa bet lakaet e pleustr al lizherenneg latin (anvet Yanalif;. E 1940 e oa bet lakaet da ofisiel al lizherenneg kirillek ha kenderc’hel a raed da skrivañ an ouzbekeg gant al lizherenneg-se betek 1992 ma oa bet adlakaet da ofisiel adarre al lizherenneg latin ma teuas Ouzbekistan da vezañ distag diouzh an Unvaniezh Soviedel. Hiziv c’hoazh, avat, e kaver an ouzbekeg skrivet gant al lizherennek kirillek. Diouzh an tu all, e Proviñs Xinjiang (Sina) n’eus doare-skrivañ ofisiel ebet avit an ouzbekeg, skrivet gant al lizherenneg kirillek pe c’hoazh gant lizhereneg arabek an ouigoureg. Yezhadur Perzhioù hollek Evel en holl yezhoù turkek: Yezh daspegel, reizh-tre he yezhadur Jener yezhadurel ebet Ger-mell ebet, daoust ha ma c’heller implijour an niverenn ‘’bir’’ (‘unan’) evit merkañ an unander amstrizh Digemm eo an anv-gwan, lakaet dirak an anv Implijet lerc’hennoù, d.s.: Ali bilan ('gant Ali') Hesonerezh vogalennek Disheñvel eo an ouzbekeg diouzh an darn vrasañ eus ar yezhoù turkek all rak kollet eo bet gantañ an hesonerezh vogalennek dre vras ha ne vez ket merket gwezh ebet dre skrid er yezh unvan, daoust ha ma kaver roudoù outi er yezh komzet a-wezhoù. An anv An troadoù C’hwezh troad ec’h implijer en ouzbekeg: Nominativel: merk ebet, d.s.: uy (‘ti’, ‘un ti’, ‘an ti’) ota (‘tad’, ‘un tad’, ‘an tad’) Genitivel: merket gant al lostger -ning, d.s.: otaning kitobi (‘levr an tad’) Akuzativel: merket gant al lostger -ni, d.s.: Xatni yozayapti (‘ o skrivañ ul lizher emañ’) Dativel: merket gant al lostger -ga, d.s.: chapga (‘d’an tu-kleiz’) menga (‘din’, d.l.e ‘me-da’) Lokativel: merket gant al lostger -da, d.s.: Yerda (‘amañ’) Toshkentda (‘e Tochkent’) soat uchda (‘da deir eur’) ablativel: merket gant al lostger -dan, d.s.: O’zbekistandan (‘eus Ouzbekistan’) Al liester Implijet al lostger -lar atav evit merkañ liester un anv, da skouer: uy (‘ti’) > uylar (‘tiez’’) ko’z (‘lagad’) > ko’zlar (‘daoulagad’’) ot (‘marc’h) > otlar (‘kezeg’) A-wezhoù ec’h implijer stumm al liester torr evit gerioù tennet eus an arabeg, da skouer: taraf (‘tu’) > taraflar pe atrof (‘tuioù’) Evel e brezhoneg ec’h implijet an unander da heul un niverenn, da skouer: iki daraxt (‘div wezenn’) Ar verb Anv-verb Al lostger –moq eo merk an anv-verb, da skouer: burmoq (‘mont’) bermoq (‘reiñ’) Ar raganvioù Me Men Te Sen Eñ /Hi U Ni Biz C'hwi Siz Int Ular Dibennoù personel boas - man (kentañ gour unander) -san (eil gour unander) -di/-ti (trede gour unander, hervez m’eo mouezhiet pe get lizherenn diwezhañ ar wrizienn) -miz (kentañ gour liester) -siz (eil gour liester) -dilar (trede gour liester) Amzerioù ar verb Amzer-vremañ pad Al lostger –yap eo merk an amzer/arvez-mañ, da skouer: Men yozayapman (‘O skrivañ emaon’) Stumm nac’h, merket gant an enger –ma-, da skouer: Men yozmadim (‘N’emaon ket o skrivan’) Stumm goulennata, merket gant al lostger –mi, da skouer: Yozamanmi? (‘O skrivañ emaon?’) Amzer-vremañ/Amzer-da-zont Al lostger –a eo merk an amzer-mañ, da skouer: San yozasan (‘skrivez/skrivi’) Stumm nac’h, merket gant an enger –ma-, da skouer: San yozamasan (‘Ne skrivez/skrivi ket’) Stumm goulennata, merket gant al lostger –mi, da skouer: San yozasanmi (‘Skrivañ a rez/ri?) Amzer-da-zont Al lostger –(y)ajak eo merk an amzer-mañ, da skouer: Biz borajakmiz (‘Mont a rimp’) Stumm nac’h, merket gant an enger –ma-, da skouer: Biz borajakmamiz (‘N’imp ket) Stumm goulennata, merket gant al lostger –mi, da skouer: Biz borajakmizmi (‘Ha mont a rimp? ) Amzer-dremenet Al lostger –(y)di eo merk an amzer-mañ, da skouer: Disheñvel eo an dibennoù personel evita n amzer-mañ: - m (kentañ gour unander) -ng (eil gour unander) -i (trede gour unander, hervez m’eo mouezhiet pe get lizherenn diwezhañ ar wrizienn) -k (kentañ gour liester) -ngiz (eil gour liester) -lar (trede gour liester) Da skouer: Biz berdik (‘Reiñ hon eus graet/Roet hon eus’) Stumm nac’h, merket gant an enger –ma-, da skouer: Biz bermadim (‘Ne roimp ket’) Stumm goulennata, merket gant al lostger –mi, da skouer: Biz berdikmi (‘Ha reiñ a rimp?) Keñveriadenn gant ar yezhoù turkek all Un tañva eus ar yezh Frazennoù talvoudus Demat Assalom / Xayrli kun Mont a ra?Ahvollar qalay? Noz vat Xayrli tun Mar plij Marhamat / Iltmos Kenavo Ya Ha Nann Yo’q Mat eo Albatta Trugarez Rahmat / Tashakkur Petra eo hoc'h anv? Ismingiz nima? … eo ma anv Ismim… Goulennoù Piv? Kim? Petra? Nima? Pelec'h? Qayerga? / Qayerda? Penaos?Qanday? Pegoulz? Qachon? Pegement? Qancha? / Necha? Pe(hini)? Qaysi? / Nechanchi? Devezhioù ar sizhun Dilun Dushanba Dimeurzh Seshanba Dimerc'her Chorshanba Diriaou Payshanba Digwener Juma Disadorn Shanba Disul Yakshanba Ar mizioù Miz Genver Yanvar Miz C'wevrer Fevral Miz Meurzh Mart Miz Ebrel Aprel Miz Mae May Miz Mezheven Iyun Miz Gouere Iyul Mizt Eost Avgust Miz Gwengolo Sentabr Miz Here Oktabr Miz Du Noyabr Miz Kerzu Dekabr An niveroù Unan Bir Daou Ikki Tri Uch Pevar To’rt Pemp Besh C'hwec'h Olti Seizh Yetti Eizh Sakkiz Nav To’qqiz Dek O’n Unnek O’n bir Daouzek O’n ikki Trizek O’n uch Pevarzek O’n to’rt Pempzek O’n besh C'hwezhek O’n olti Seitek O’n yetti Tric'hwec'h O’n sakkiz Naontek O’n to’qqiz Ugent Yigirma Unan-warn'n-ugent Yigirma bir Tregont O’ttiz Daou-ha-tregont O’ttiz ikki Daou-ugent Qirq Tri-ha-daou-ugent Qirq uch Hanterkant Ellik Tri-ugent Oltmish Dek-ha-tri-ugent Etmish Pevar-ugent Sakson Dek-ha-pevar-ugent To’qson Kant Yuz Mil Ming Kentañ Birinchi Eil Ikkinchi Trede Uchinchi Pevare To’rtinchi Pempvet Beshinchi C'hwec'hvet Oltinchi Seizhvet Ettinchi Eizhvet Sakkizinchi Naovet To’qqizinchi Dekvet O’ninchi Disklêriadur gwirioù mab-den Mellad 1: Barcha odamlar erkin, qadr-qimmat va huquqlarda teng bo'lib tug'iladilar. Ular aql va vijdon sohibidirlar va bir-birlari ila birodarlarcha muomala qilishlari zarur. Gwelet ivez: Ouzbekistan Yezhoù turkek Liammoù diavaez Kentelioù ouzbekeg diazez Meneger yezhoù ar bed Yezhoù turkek ar reter Yezhoù Ouzbekistan
3040
https://br.wikipedia.org/wiki/Bhoutan
Bhoutan
Bhoutan 'zo ur vro vihan sko ouzh an Himalaya, dindan 47 000 km2 pe war-dro, ur stumm hirgarrezek dezhañ. En norzh hag er gwalarn dezhi emañ Tibet (e dalc'h Sina), hag a-hend-all India (su ha mervent). E su ar vro e kaver plaenennoù ha traoñiennoù, mat evit al labour-douar (riz ha frouezh trovanel). E kreiz ar vro hag en norzh ez eus menezioù uhel-tre, un darn eus an Himalaya. Menez uhelañ: Khula Kangri I (7 553 m). En tu-hont da div drederenn eus an douaroù a zo dindan goad ha savet e vez loened war un dekvedenn bennak eus douaroù ar vro. Hin : istrovanel er su, kerreizh e kreiz ar vro, ha hin-venez evit ar peurrest. 2 232 291 a dud a zo o vevañ enni. Thimphu eo he c'hêr-benn. Relijionoù : boudaegezh Yezhoù: Bhoutaneg (dzongkha), rannyezhoù nepalek ha tibetek. Pobloù: Bhotiaed, Nepaled Doare gouarnamant : monarkiezh diharz Ekonomiezh : labour-douar, labour ar c'hoad. Stadoù ar Bed Bhoutan
3045
https://br.wikipedia.org/wiki/Stumm%20douarel
Stumm douarel
Ur stumm douarel zo un dra unvan e stumm a weler war an douar diwar oberezh an elfennoù naturel. Ar meurvorioù hag ar c'hevandirioù a zo e renk uhelañ a c'heller kavout. Ne seblant ket ar stumm douarel (saozneg : landform) bezañ kevatal d'ar ger brezhonek torosennadur ha d'ar ger gallek . Roll ar stummoù douarel Argompezenn • Kevandir • Kompezenn • Lapiez • Pladenn • Uhelgompezenn Stummoù douarel war-naou Aradennad • Cuesta • Derez • Ev • Menez • Tarros • Torgenn • Tornaod • Traoñienn Stummoù morel Aber • Abisoù • Aod • Aradennad danvor • Atoll • Bae • Delta (stêr) • Enez • Enezeg • Fjord • Foz danvorel • Kab • Kanol-vor • Karregenn goural • Keinenn veurvorel • Lagon • Ledenez • Ouf • Lenn-vor • Meurvor • Mor • Plateiz kevandirel • Pleg-mor • Ravent • Ria • Stankenn • Tevenn • Tombolo • Tornaod • Traezhenn Stummoù stêrel Aber • Delta • Diazad • Dour-sav • Foz • Froud • Geun • Kanienn • Kember • Kev • Kildroenn • Lamm-dour • Lenn • Palud• Plaenenn dic'hlannus • Stank • Stêr Stummoù meneziel ha skornel Atredoù skornel • Faout • Komb • Kon an atredoù • Menez • Menez-tan • sirk • Skorneg • Traoñienn a-istribilh • Traoñienn skorneglec'h Stummoù tanveneziek Bolz lava • Caldera • Froud lava • Geyser • Kon tanveneziek Gwelout ivez Douaroniezh Douarouriezh Geomorfologiezh Topografiezh Geomorfologiezh
3048
https://br.wikipedia.org/wiki/Taolenn%20beriodek%20an%20elfenno%C3%B9
Taolenn beriodek an elfennoù
Taolenn beriodek an elfennoù pe Taolenn Mendeleyev. An daolenn Keleier Abaoe 2003 e oant o klask war he lerc'h : deuet eo skiantourien RIKEN Nishina Center a-benn da genaozañ tri atom eus an elfenn 113 (strollad 13, dindan an talliom 81Tl, ha trovezh 7, war-lerc'h ar C'hopernikiom 112Cn). Ur mell nukleus zo dezhi, gant 113 proton ha 165 neutron. eo neuze evit ar mare, pa n'eus bet roet anv ebet dezhi c'hoazh Skipailh RIKEN a ginnigo un anv ; « Japoniom » a c'hellfe bezañ. 30 a viz Kerzu 2015 (23:50) : kemenn a ra an aozadur International Union of Pure an Applied Chemistry/IUPAC gwiriekadur bezañs an elfennoù 113Uut gant RIKEN Nishina Center e Japan, 115Uup, 117Uus ha 118Uuo gant Joint Institute dor Nuclear Research/JINR Dubna e Rusia, Lawrence Livermore National Laboratory/LLNL e Kalifornia hag Oak Ridge National Laboratory/ORNL e Tennessee. 30 a viz Du 2016 : kemenn a ra an aozadur International Union of Pure an Applied Chemistry/IUPAC ez eo bet anvet an elfennoù 113, 115, 117 ha 118, evel-henn : evit Nihonium/Nihoniom, evit Moscovium/Moskoviom, evit Tennessine/Tenness ha evit Oganesson/Oganesson. Notennoù Levrlennadur SCERRI Eric R., The Periodic Table — Its Story and Its Significance, Oxford University Press, SUA, 2006. ISBN 978-0-19-530573-9 Rolloù a denn d'ar gimiezh
3049
https://br.wikipedia.org/wiki/Lituania
Lituania
Lituania (Lietuva e lituaneg) a zo ur vro eus biz Europa. Riblet eo gant ar Mor Baltel er gwalarn, Latvia en norzh, Polonia er mervent, Rusia (ezklozadur Kaliningrad) er c'hornôg, ha Belarus er su hag er reter. Unan eus an teir bro balt eo. Melestradur Tri live a velestradur he deus Lituania abaoe 2000. Disrannet eo ar vro e 10 kontelezh, 60 keoded ha muioc'h eget 500 seniūnijaoù. Melestret ez eo ar c'hontelezhioù gant gouarnerien-kontelezh anvet gant ar gouarnamant kreizel. Demografiezh Lituania he-deus 3.3662 milion ag annezidi. 84.6% anezho a zo Lituaniz, a gomz lituaneg, yezh ofisiel ar vro. Bez' ez eus meur a vinorelezh, avat : Poloniz (6.3%), Rused, (5.1%) ha Belarused, (1.1%) Ar Boloniz a ya d'ober ar vinorelezh vrasañ. Kavet e vezont e gevred ar vro dreist-holl. Liammoù Db JL Melenchon ha Lituania : http://www.liberation.fr/debats/2017/10/24/melenchon-cesar-et-neron_1605325 Daveoù Lituania
3050
https://br.wikipedia.org/wiki/Ergerzh
Ergerzh
An ergerzh eo an obererezh klask pe beajiñ en un tachad dianav pe diaes da dizhout (war an douar, er mor, pe en egor) a-benn dizoleiñ titouroù, danvezioù pe madoù. Gallout a ra cheñch ar sell diwar-benn an ergerzh hervez an dud zo kaoz anezhe. Daoust ha gwelet e oa Kristol Goulm evel un ergerzher gant annezidi Amerika ar Su? Ha daoust ha graet e veze ergerzherien eus ar c'hentañ Afrikaned, Arabed pe Indianed a erruas en Europa gant hec'h annezidi? En istor an denelezh ez eus bet hevelep ergerzhadegoù pe ergerzhadennoù abaoe an deroù hag en holl sevenadurioù. Peurliesañ e vez anv dreist-holl eus an ergerzhadegoù renet gant Europaiz e prantad an Dizoloadennoù bras, eus ar betek ar kantved, hag a lakaas Europa da anavout ar peurrest eus ar bed, hag eus an ergerzhadegoù bras evit ergerzh skiantel ar bed. Kavout a reer ergerzherien e sevenadurioù hag e mareoù all avat. Implijet e vez ivez ar ger ergerzh evit komz eus argadegoù kaset da benn a-enep pobloù pe strolladoù, pe broioù all hag a denn kentoc'h d'ar brezel, d'ar preizherezh, pe d'ur gest, evit d'an dizoloadennoù. Gallout a reer menegiñ e-touez an ergerzhadegoù anavezetañ c'hoarvezet en Henamzer : Ergerzhadeg an Argonaoted er vitologiezh c'hresian, Ergerzhadeg Aleksandr Veur en Henamzer, pe ergerzhadeg Mao en kantved. Anv a vo amañ da-heul eus an ergerzh er c'hentañ ster. Sell berr war an ergerzhadegoù Sellet ouzh roll an ergerzherien Setu amañ un nebeud ergerzherien eus ar bed a-bezh Etre 1550 ha 300 a-raok J.-K. Ar Fenikianed (Etre 1550 ha 300 a-raok J.-K.), a rae koñvers er Mor Kreizdouar hag en Azia-Vihanañ, ha kalz eus o hentoù zo dianav c'hoazh hiziv an deiz. Sevel a rejont Kartada e norzh Afrika ha renerien ar geoded-se a gasas bigi en-dro da Afrika a-hervez. Bet e vijent bet betek Preden marteze zoken abalamour da gaout staen. Skiantourien a zo a soñj e vijent bet en Amerika ar Su zoken met n'eo ket prouet. IV kantved kent J.-K. Piteas (380 – war-dro 310 kent J.-K.) a oa un ergerzher gresian a oa ar c'hentañ a verdeas en-dro da Enez-Preden ha da ergerzhet aodoù Germania. Tizhout a reas ur vro anvet Thule, an inizi Shetland pe Island war a soñjer. III kantved kent J.-K. Xu Fu (ganet e 255 kent J.-K.) a oa ur sorser eus Sina a reas div veaj e morioù ar reter e 219 kent J.-K. hag e 210 kent J.-K. Eil kantved kent J.-K. Zhang Qian a oa ur c'hannad eus Impalaeriezh Sina kaset da Greizazia hag a sikouras sevel Hent ar seiz. kantved Brendan ar merdeer (war-dro 484 – 577) a oa ur manac'h eus Iwerzhon en dije dizoloet Island hag Amerika er kantved. kantved Dicuil a oa ur manac'h hag un douaroniour eus Iwerzhon en deus savet "De mensura Orbis terrae". Ar venec'h a orin eus IWerzhon a oa o vevañ en Island en kantved, a-raok ar Vikinged. kantved Ahmad ibn Fadlan a oa un ergerzher a orin eus ar vro zo anvet Irak hiziv. Erik ruz (950–1003) a oa un ergerzher viking eus Norvegia. Goude bezañ bet harluet eus Island, ez eas da vevañ d'ar Greunland. Leif Ericson (980–1020) a oa un ergerzher viking eus Island. Krediñ a reer e vefe ar c'hentañ den eus Europa a zouaras e Norzhamerika. kantved Marco Polo a oa un ergerzher eus Venezia a dreuzas Azia betek impalaeriezh Sina. kantved Zheng He (1371–1433) a oa un amiral hag un ergerzher a reas seizh beaj, da Arabia, India, Indonezia, Tailand ha Kenya. An dizoloadennoù bras Eus ar XVvet kantved betek an XVIIIvet kantved e voe amzer an "dizoloadennoù bras". Mont a reas Italianed, Portugaled, Gallaoued ha Spagnoled kaset gant ar Stadoù bras da zizoleiñ peurrest ar bed, Azia ar Gevred koulz hag Amerika (dizoloet gant Kristol Goulm da skouer). Savet e oa evel se darempredoù war-eeun gant Afrika, Azia, Okeania hag Amerika. Ur Breizhad eus Sant-Maloù, Jakez Karter a voe unan eus an ergerzherien kaset gant Fransez Iañ da welet ma c'hallje dizoleiñ un hent trema Azia pe pinvidigezhioù hag a zizoloas Kebeg. An ergerzhadegoù goude amzer an dizoloadennoù bras Kenderc'hel a reas an ergerzhadegoù renet gant an Europeaned goude an Dizoloadennoù bras. E deroù an kantved e oa savet mat a-walc'h al listri hag ar verdeerien a oa barrek a-walc'h da vont da forzh peseurt lec'h war ar blanedenn war vor. Bro-Saoz ha Bro-C'hall a gasas moraerien, evel James Cook, Henry Hudson, Yves de Kerguélen, Louis de Saint-Allouarn ha Jean-François de La Pérouse da verdeiñ war an holl vorioù. Moraerien eus an Izelvroioù evel Willem Jansz hag Abel Tasman a ergerzhas aodoù Aostralia. Ergerzhadegoù renet gant Spagnoled ha loc'het diouzh ar Perou a ergerzhas Kreisteiz ar Meurvor Habask hag a zizoloas enezegoù evel ar Vanuatu hag an Inizi Pitcairn. Luis Vaez de Torres a savas kartennoù eus aodoù Ginea Nevez ha re eus an inizi Salomon, hag a zizoloas ar strizh-mor a zoug e anv. Savet e oa kartennoù eus aodoù kornôg ha norzh Aostralia, met ret e voe gortoz ar c'hantved goude da sevel hini ar reter. En kantved James Cook a savas kartennoù eus ar pep brasañ eus Polinezia hag a veajas betek Alaska. E diwezh an kantved e oa ergerzhet ar Meurvor Habask a-nevez, gant ergerzhadegoù spagnol betek norzh Kanada hag Alaska, hag Europaiz an Norzh a ergerzhas toleadoù dianav en aod kornôg Norzhamerika. Tizhet e oa kreiz Amerika e-kreiz ar kantved, daoust ma chomas tachadoù dianav betek an hag an kantved. Diabarzh Aostralia hag Afrika avat ne oant ket ergerzhet gant Europaiz kent kreiz pe diwezh an pe deroù an kantved. Dleet eo d'an dister ma oa ar c'henwerzh a c'halled ober eno ha da gudennoù bras abalamour da gleñvedoù trovanel pegus. En kantved a talc'has an ergerzherien da veajiñ e-kreiz ar c'hevandirioù (en Afrika dreist-holl). En kantved e voe tizhet ar pennoù-ahel (Roald Amundsen, Robert Peary), kreiz Azia (Sven Heding) hag an egor adalek 1961 goude an nijadenn gentañ er spas graet gant ar Rusian Youri Gagarin en anv an URSS. Ergerzhioù a bep seurt Ergerzh ar gouelec'hioù Ergerzh ar pennoù-ahel Ergerzh ar spas Ergerzh ar morioù Roll ergerzherien Liammoù diavaez National Geographic Explorer Program NOAA Ocean Explorer - pourchas a ra titouroù diwar-benn raktresoù ergerzhadennoù skiantel ha skoliañ hag obererezh eus an NOAA er morioù NOAA Office of Ocean Exploration and Research - Ofis ergerzherezh ar morioù hag enklask Ergerzherezh
3051
https://br.wikipedia.org/wiki/Unaniezh%20Etrevroadel%20ar%20Gimiezh%20Pur%20hag%20Arveret
Unaniezh Etrevroadel ar Gimiezh Pur hag Arveret
An Unaniezh Etrevroadel ar Gimiezh Pur hag Arveret (IUPAC, diwar an anv saoznek : International Union of Pure and Applied Chemistry) a zo anezhi un aozadur nann-gouarnamantel a pled gant araokadennoù ar gimiezh. Kevredigezhioù broadel war ar gimiezh a ya d'ober hec'h izili. Hi eo ar pennadurezh anavezet evit diorrenn reolennoù da envel an elfennoù kimiek nevez hag o deveradoù dre he Foellgor Etrevroadel war an Anvadurezh hag ar Simboloù (Anvadurezh IUPAC). Ezel eo eus ar C'huzul Etrevroadel evit ar Skiant (ICSU, diwar an anv saoznek International Council for Science). Gwelet ivez Elfenn gimiek Strollad eus an daolenn beriodek Liammoù diavaez Lec'hienn ofisiel Kimiezh
3053
https://br.wikipedia.org/wiki/Mas%20atomek
Mas atomek
Mas atomek an izotopoù Mas atomek un izotop bennak eo mas relativel un atom eus an izotop-se e-keñver ar c'harbon 12 a zo 12 e vas atomek dre dermenadur. Un niver hep ment eo. Tost a-walc'h eo ar mas atomek ouzh an niver a nukleonoù a zo e nukleüs an atom. N'eus nemet ar c'harbon-12 a zo kevatal e vas atomek d'e niver mas. Mas atomek an elfennoù Mas atomek un elfenn gimiek bennak eo mas atomek keidennek holl izotopoù an elfenn-se. Pouezet e vez ar geidenn-se gant frekañsoù an izotopoù a vez kavet en un endro bennak. Peurvuiañ e vez roet ar masoù atomek en daolenn beriodek diouzh kreunenn hag aergelc'h an Douar. Evit an elfennoù artifisiel e vez roet niver mas an izotop stabilañ etre krochedoù. An daveoù mas a-hed an istor 1805 : John Dalton a laka mas atomek an hidrogen kevatal da 1. 1865 : Jean Stas a laka mas atomek an oksigen 16 kevatal da 16. 1961 : Unaniezh Etrevroadel ar Gimiezh Pur hag Arveret a ro dre ziviz termenadur a-vremañ ar mas atomek. Gwelet ivez Unanenn mas atomek Izotop Mas molekulel Liammoù diavaez Tolz atomek an holl izotopoù Perzh kimiek Fizik
3060
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20predenek
Yezhoù predenek
Graet e vez predeneg eus ar yezh pe yezhoù keltiek peuzdianavezet a veze komzet en Enez Vreizh (pe Preden) hag e Manav ivez moarvat, betek ar . Diwar ar yezh-se e teu ar brezhoneg, ar c’hembraeg, hag ar c’herneveureg. Arguzenn Un nevezc'her e oa predeneg pa voe implijet gant Arzel Even e 1962 da dreiñ an anv saoznek Brythonic, a zo brythoneg e kembraeg, brittonique e galleg, hag a zo « brezhoneg », ha netra ken. Savet eo bet evit ober ar c'hemm istorel etre « brezhoneg » kozh Enez Vreizh ha brezhoneg Breizh, evel ma c'hallfed ijinañ un anv da ober ar c'hemm etre galleg ar Grennamzer hag ar galleg abaoe an Azginivelezh, a zo gerioù ijinet gant an istorourien ivez. Savet eo diwar ar ger Preden, deuet eus an anv kembraek Prydain, evel pa vije bet ur yezh hepken e Preden, ha Brezhoned hepken. Estreget Brezhoned a oa e Preden : Pikted, Skoted (Dál Riata) ha Saozon aodoù ar reter. Skourr predenek Ur skourr eo eta eus ar yezhoù keltiek ; unan eus ar skourroù all e oa ar gouezeleg, komzet en Iwerzhon, en deus roet an iwerzhoneg, ar manaveg, ha gouezeleg Bro-Skos. Preden, amprestet digant Prydain e kembraeg deuet eus Priten e hengembraeg, a zo ur stumm nes-kar d'ar ger *Pritan- « Breizh-Veur, Enez Vreizh », treuzskrivet Prettanikē pe Brettaniai gant ar C'hresianed ha Britannia gant ar Romaned. Ar c’hemm brasañ a zo etre ar yezhoù gouezelek hag ar yezhoù predenek eo ar c'h-/q/ keltiek a zo emdroet e /p/ e predeneg hag e /k/ e gouezeleg, diwar-se da skouer mab e predeneg ha mac e gouezeleg. Adalek aloubidigezh ar Romaned ez eus bet amprestet bernioù gerioù digant al latin hag eus an amzer-se e teu gerioù brezhonek evel brec'h, skol, pont pe anvioù deizioù ar sizhun... Pikteg Ar pikteg, komzet el lodenn uhelañ eus an enezenn (e (norzh Skos hiziv) a oa ur yezh predenek ivez moarvat, daoust ma n’eo ket bet ken latinekaet, dre ma n’eo ket bet aloubet ar Bikted gant ar Romaned. Darn a lavar o doa kaozeet ar Bikted ur yezh all a-raok ha n’eo ket indezeuropek, met n’eo ket ali an holl yezhourien war ar poent-se. Aet eo ar pikteg da get hag ivez predeneg an Hanternoz (komzet e su Skos hag e gwalarn Bro-Saoz: Cumbria) da heul lanv ar saozneg hag ar gouezeleg. Predeneg ar c’hornaoueg a zo deuet da vezañ ar c’hembraeg, ha hini ar mervent ar c’herneveureg. Ar brezhoneg a zo bet degaset en tu-mañ d’ar mor gant tud eus Enez Vreizh deuet da ziazezañ el ledenez a zo deuet da vezañ Breizh-Vihan pe Breizh hepmuiken. N'ouzer ket re vat pegoulz eo bet diforc'het ar yezhoù predenek diouzh ar yezhoù gouezelek. Levrlennadur Kenneth Jackson, Language and History in Early Britain Arzel Even, Istor ar yezhoù keltiek, Hor Yezh. Notennoù ha daveoù Predenek Predenek
3061
https://br.wikipedia.org/wiki/Bae
Bae
Ul ledennad vor dezhi ur stumm kamm o sankañ en douar eo ar bae. E-touez ar seurt stummoù douarel a ro d'un aod un tres kromm-digromm eo, ha digor a-walc'h eo peurliesañ. Ar c'hontrol eus ar c'hourenez eo. Ur gorread bihanoc'h eget hini ar pleg-mor en deus, ha brasoc'h eget hini ar vorlenn. Koulskoude e komzer eus Bae Hudson ha Bae Bengal daoust da vezañ bras-bras. Aber ur stêr a c'hall bezañ ur bae, evel Bae Chesapeake er Stadoù-Unanet. Baeoù zo el lennoù bras ivez. Alies e vez digresket nerzh an avel ha sac'het ar gwagennoù gantañ. Traezhennoù zo a-wechoù. Dibabet eo bet alies e istor an den evit en em staliañ peogwir eo ur goudor mat evit krapañ an eor, pesketa, sevel ur porzh hag ober kenwerzh. Baeoù brudet Bae an Anaon Bae Konk-Kerne Bae Douarnenez Bae Gwaien Bae Menez-Mikael-ar-Mor Bae Sant-Brieg En Azia Pleg-mor Bengal Bae Ha Long Bae Manila En Europa Bae Gdańsk er Mor Baltel Bae Cádiz, en Andalouzia Bae Napoli Pleg-mor Taranto En Amerika Bae Hudson, ur pleg-mor e norzh Kanada Bae Rio de Janeiro, anv kozh Bae Guanabara Bae San Diego Pennadoù kar ar mor ar fjord an ouf, a zo ur bae bihanig Stumm douarel
3063
https://br.wikipedia.org/wiki/Sach-fun
Sach-fun
Sach-fun pe c’hoari sachañ war ar fun, zo ur sport ma kevez daou skipailh war un dro an eil ouzh egile, war-bouez nerzh o divrec’h. Evit c’hoari e tap krog daou skipailh eizh den pep hini e penn ur fun (e-tro 10 cm a drohed dezhi). N'hall ket pouez hollek ar skipailhoù bezañ uheloc’h eget ur pouez bennak lakaet en a-raok evit termeniñ rummad ar skipailhoù. Merket eo ar fun gant ul linenn greiz ha daou verk all da bevar metr a bep tu d'al linenn greiz. Kregiñ a ra ar skipailhoù gant linenn greiz ar fun dres a-us d'ul linenn merket war al leur. Ur wech lañset ar c’hrogad e sach pep skipailh eus e du evit lakaat merk pevar metr ar skipailh all da dreuziñ al linenn war al leur. Gounenet e vez an dro pa vez bet treuzet al linenn pe pa vez bet graet ur fazi gant unan eus an daou skipailh (da skouer pa azez pe pa gouezh ezel ur skipailh bennak). Kluboù sach-fun zo e kalz broioù. Merc’hed ha paotred a c’hall kemer perzh. Er C'hoarioù Olimpek eo bet ar sport-mañ eus 1900 betek 1920, met dilezet eo bet abaoe. C’hoariet e vez sach-fun e-pad ar C'hoarioù Etrebroadel. Aozañ a ra Kevread Etrebroadel ar Sach-fun (KES) pe an Tug of War International Federation (TWIF) Kampionad ar Bed dre vroadoù bep daou vloaz. C’hoariet e vez er-maez met ivez e salioù. Ur genstrivadeg all zo dre skipailhoù klub ivez. Sach-fun zo bet implijet en un doare skeudennek evit aroueziñ ar brezel etre daou gamp dre ziskouez e nerzh hag e youl hep kaout ezhomm d'en em gannañ. Alies e lakaer un trede skipailh ouzh al linenn greiz da c’hoari an tredeog. Mat da c’houzout Ar gordenn implijet evit c’hoari sach-fun e Uiryeong Keunjulttaenggigi (15 a viz Genver en deiziataer sinaat) zo 251 metr hir ha 4,5 metr a drohed dezhi. 54,5 tonenn pouez zo enni. Ar gordenn implijet evit c’hoari sach-fun e Naha Oōtsunahiki (10 a viz Gwengolo) zo 200 metr hir hag enni ez eus ouzhpenn 40 tonenn pouez. Liammoù diavaez TWIF (pe amañ kuit da gaout ur bevadur flash hir) Sach-fun evit ar vugale Sportoù a-stroll Sportoù hengounel Breizh Sportoù Olimpek Gwechall C'hoarioù
3064
https://br.wikipedia.org/wiki/Enklozadur
Enklozadur
E yezh an douaroniezh e vez graet enklozadur pe sankenn diabarzh eus un tamm douar zo gronnet penn-da-benn gant un tiriad diavaez all. Ma vez an aotrouniezh war an douar-se gant un vro all e vez lavaret ez eo un ezklozadur pe ur sankenn diavaez eus ar vro-se ivez. Diwezhat a-walc’h eo deuet keal an enklozadur d'ober e dreuz e luc’haj an diplomategezh. Ne vez ket kavet e saozneg a-raok 1868. Amprestet eo bet ar ger enclave gant ar yezh-se digant ar galleg a oa yezh an diplomategezh, al lingua franca, d'an ampoent. Ster ar ger er yezhoù-se a zeu eus al latin diwezhañ inclavatus a dalvez prennet, alc’hwezet (eus al latin diwezhañ clavis, alc’hwez). E brezhoneg eo bet savet ar ger diwar ar rakger en (diabarzh) ha klozañ (serriñ). Kavet e vez ken abred ha geriadur Vallée e 1931. Keal an ezklozadur, diwar ar rakger ez (diavaez), zo en em zispaket e bed an diplomategezh e-tro 30 vloaz war-lerc’h hini an enklozadur. Meur a abeg zo da diriadoù zo da vezañ enklozet. Abegoù istorel, politikel pe douaroniel. Takadoù zo, da skouer, zo deuet da vezañ enklozadurioù traken peogwir e oa bet cheñchet naoz gant ur stêr. Diaezamantoù fraezh a sav diwar bevañ en un enklozadur. Emglevioù liesseurt zo da vezañ kavet etre meur a vro evit ar chomlec’hioù, an tredan pe ar gwirioù tremenerezh. Setu perak eur tuet da glask en em zizober anezho ha kalz enklozadurioù a oa en amzer dremenet zo bet diverket bremañ. E diabarzh ur vro zoken e oa niverus an enklozadurioù relijiel er Grennamzer. E Breizh eo brudet parrezioù enklozet eskopti Dol dreist-holl. E Bro-Saoz e veze graet peculiars eus ar parrezioù enklozet. Stadoù enklozet Stadoù zo zo enklozet o ziriad penn-da-benn en ur Stad all. Setu n'int ket ezklozadurioù. 3 Stad zo evel-se : Republik San Marino, enklozet en Italia Keoded ar Vatikan, e kêr Roma, en Italia Rouantelezh Lesotho e diabarzh Suafrika Gwelet ivez Roll ar broioù dezho harzoù gant ur vro all hepken. Stadoù arvorel Stadoù zo a c’hall bezañ enklozet e Stadoù all, war-bouez ul lodennig arvorel bennak eus ar vro a c’hallont drezi en em zigeriñ war-du ar mor bras. Un tamm trepasig n'eo ken koulskoude. Ar Stad heverkañ evel-se eo Gambia a vije enklozet klok e-barzh ar Senegal paneve ur vandennig 50 km a-hed aod ar meurvor atlantel. Sultanelezh Brunei e diabarzh Malaysia. Brunei a ya div lodenn arvorel distag d'hec’h ober. Gallout a reer sellet ouzh distrig bihan Temburong evel un ezklozadur eus Brunei pe evel un enklozadur e Malaysia. Amañ koulskoude ez eo astennet gorread ar vro gras d'ar 'vandenn arvorel'. Priñselezh Monaco e Frañs. Ha pa vefe stok Portugal, Korea hag Iwerzhon ouzh ur Stad all hepken, ez eo bras a-walc’h an digor anezho war an doureier etrebroadel evit na vefe ket sellet outo evel ouzh damenklozadurioù. Kemend-all a c’haller lavaret diwar-benn Breizh e-keñver Frañs. Troc’hadoù arvorel Tiriadoù zo n'haller mont dezho nemet dre dreuziñ an doureier etrebroadel. Graet e vez troc’hadoù eus ar vammvro anezho kentoc’h eget enklozadurioù rak n'int ket enklozet a bep tu gant tiriadoù estren. Da skouer : Kêrioù spagnol Ceuta ha Melilla war aod hanternoz Maroko. Trevadenn vreizhveuriat Gibraltar war aod su Spagn. Troc’had Oecussi-Ambeno eus Timor ar Reter e diabarzh lodenn indonezian Timor (Timor ar C’hornôg) a c’haller diraez dre vor. Cabinda, un tamm douar e norzh e vammvro Angola gennet etre Republik Demokratel Kongo ha Republik Kongo. Tiriad rusian Kaliningrad etre Polonia ha Lituania a yae d'ober hanterenn norzh proviñs c’herman Prusia ar Reter a-raok an eil brezel bed ha bet un ezklozadur anezhi goude ar brezel bed kentañ. Kalz broioù zo dezho troc’hadoù arvorel n'hallont ket bezañ tizhet war-eeun adal ar c’hevandir nemet dre vor pe dre aer. Skouer splannañ an degouezh-mañ eo Alaska distag eus ar peurrest eus ar Stadoù-Unanet dre Kanada. Div lodennig vihan all eus SUA da nebeutañ n'hallont bezañ tizhet nemet dre Kanada : Point Roberts e gwalarn Washington hag an Northwest Angle e Minnesota, ur c’hourenez a hed al Lake of the Woods. E lodenn su pellañ Kroatia eo rannet darn eus kontelezh Dubrovnik-Neretva eus ar peurrest eus ar vro dre un trepasig moan e Bosnia ha Herzegovina. Gwelet ivez: Roll an enklozadurioù etrebroadel hag ar roll er pennad Ezklozadur. Enklozadurioù gwirion Graet e vez enklozadurioù gwirion eus an tiriadoù zo beli ur Stad warno met n'haller ket mont eno hep treuziñ ur Stad all. Skouer vrudetañ an degouezh-mañ a oa Berlin ar C’hornôg a-raok adunanidigezh Alamagn a oa, er fedoù, un ezklozadur eus Alamagn ar C’hornôg e Alamagn ar Reter ha, dre se, un enklozadur e Alamagn ar Reter. Ouzhpenn, tammoù douaroù bihan eus kornôg Berlin a oa distag eus an tamm brasañ, lod anezho war-bouez un nebeud metroù traken. Hervez lezenn e oa meret Berlin penn-da-benn gant ar pevar galloud kevreet, ar pezh a dalveze n'halle ket Berliniz ar C’hornôg kas danvez kannaded d'ar parlamant e Bonn ha n'o doa ket keodedourien Berlin d'ober o c’hoñje. E-touez an enklozadurioù niverus zo bet en Europa ur mare zo bet, ne chom mui nemet ar re-mañ : Kêr Baarle e su an Izelvroioù a ya d'hec’h ober kumun Baarle-Hertog, ur strobad 22 enklozadur belgat en Izelvroioù ; ha kumun izelvroat Baarle-Nassau dezhi 3 enklozadur e Belgia, en o mesk unan e diabarzh un enklozadur belgat. Büsingen en Alamagn zo un ezklozadur e kanton Schaffhausen e norzh ar Suis. Ur stroll 5 enklozadur bet krouet gant un hent-houarn zo ivez en Alamagn etre kêrioù Roetgen ha Monschau (e su Aachen). Dindan beli Belgia emaint. Kêr Campione, en Italia zo enklozet e kanton Ticino e Suis, ha pa vefe meret, war ar pemdez, e-giz ul lodenn eus Suis. Heuliañ a ra reolennoù maltoutel Suis, implijout a ra al Lur Suis hag an annezidi anezhi ne baeont tamm tailh ebet da Italia. Dindan beli Italia emañ koulskoude. Kêr gatalan Llívia, zo un ezklozadur e su Frañs, un nebeud kilometradoù diouzh Priñselezh Andorra. E reter Belarus, ez a div vourc’h d'ober ezklozadur rusian San'kovo-Medvezh'e. Kêriadennoù Ormidhia ha Xylotimbou e Kiprenez gronnet gant Bon emren Dhekelia dindan beli Breizh-Veur. E diabarzh ar bon eo stag kreizenn dredan Dhekelia ouzh Kiprenez ha pa vefe gronnet gant douaroù breizhveuriat ha divlodennet ouzhpenn gant un hent breizhveuriad. En Armenia ez eus tri ezklozadur eus Azerbaidjan. Daou anezho zo bourc’hioù e biz Armenia. An trede anezho zo lec’hiet e norzh korn-bro Nakhchivan (a zo un troc’had eus Azerbaidjan gennet etre Armenia, Iran ha Turkia). Diouzh an tu all ez eus ivez un ezklozadur armenian e gwalarn Azerbaidjan. Er-maez Europa e kaver enklozadurioù en Azia : Madha zo un tamm douar eus Oman enklozet en Emirelezhioù Arab Unanet (EAU). Enni emañ tiriad bihan Nahwa, un enklozadur eus an EAU e diabarzh Madha. War harzoù India ha Bangladesh e distrig indiat Cooch-Behar ez eus 92 ezklozadur eus Bangladesh. Heñveldra, 106 ezklozadur indiat zo e diabarzh Bangladesh. Enframmet ez eus 21 eus an ezklozadurioù bangladeshat en ezklozadurioù indiat. 3 eus an ezklozadurioù indiat zo enframmet en ezklozadurioù bangladeshat. En ezklozadur indiat brasañ Balapara Khagrabari ez eus un ezklozadur bangladeshat Upanchowki Bhajni zo enni ivez un ezklozadur indiat anvet Dahala Khagrabari. Traoñienn Fergana, un takad ma kej Kyrgyzstan, Tadjikistan hag Ouzbekistan, zo enklozadurioù niverus enni. Gronnet eo Barak, ur vourc’hig Kyrgyz gant Ouzbekistan. Kêr tadjik Sarvan zo e-barzh douaroù Ouzbek ha bourc’h tadjik Vorukh a-gevret gant un tamm douar bihan e-kichen Kairagach zo enklozet e douaroù Kyrgyz. Kêrioù Ouzbek Sokh ha Shakhimardan evel an daou diriadig ouzbek bihan zo eus Qalacha ha Khalmion e norzh Sokh zo gronnet holl gant douaroù Kyrgyz. Tri strollad enezennoù gronnet gant doureier tiriadel ur Stad all a c’haller kaout ivez : Inizi Malawiat Chizumulu ha Likoma zo e-barzh doureier tiriadel Mozambik war Lenn Nyasa. Enez Martin Garcia eus Arc’hantina zo gronnet gant doureier tiriadel Uruguay ar Río de la Plata. Strollegezh tramor Frañs Sant-Pêr ha Mikelon zo gronnet gant doureier tiriadel Kanada. Takad Frañs a ya 24 milmor (44 km) tro d'e ober. Gras d'ur ganol a 10,5 milmor (19 km) hed e c’haller tizhout an doureier etrebroadel. An aezamant bevañ e seurt tiriadoù a c’hall cheñch kalz hervez al lec’hioù. Dre vras en Europa a-vremañ eo termenet pizh an traoù ha dieub eo an dud da fiñval eus an eil bro d'eben. En Azia avat eo tennoc’h an traoù p'eo bet savet an enklozadurioù diwar dizemglevioù war ar bevennoù termenet er feuremglevioù alies. Se zo kaoz da annezidi seurt enklozadurioù bezañ kondaonet da vevañ bac’het, d'ar gwashañ pe, da nebeutañ, da welet skoilhoù diniver oc’h en em zispakañ dirazo en o buhez pemdez. Enklozadurioù "er fedoù" Tiriadoù zo, hag int stag ouzh o mammvro a c’hall bezañ tizhet aesoc’h dre vont tre en ur vro estren abalamour ma'z int lec’hiet en un takad meneziek pe peogwir e tremen an hent nemetañ a ya di dre ur vro estren a-raok distreiñ war douaroù ar vammvro. Gallout a reer ober enklozadurioù er fedoù pe damenklozadurioù eus seurt douaroù. Kavet e vezont a-hed kalz a harzoù, dreist-holl ar re n'int ket difennet start. Stag int ouzh ar vammvro dre un tamm douar strizh hepken peurlisesañ. Setu aze skouerioù : Kumun aostrian Jungholz zo gronnet a bep tu gant tiriadoù alaman war-bouez ul lec’h : kribenn ur menez. Kleines Walsertal, un draoñienn eus Vorarlberg en Aostria n'hall bezañ tizhet nemet dre an hent a dremen dre Oberstdorf e Bavaria. Kêriadenn Suis Samnaun n'halle bezañ tizhet e-pad pell nemet dre an hent a zeue eus Aostria. Diwar-se e voe laket ar gêriadenn er-maez eus tiriad maltoutel Suis e 1892. Ha dalc’het e voe d'an dra-se ha pa vije bet savet un hent dre draoñienn Engadine e 1907-1912. Evit abegoù heñvel eo bet lakaet traoñienn italian Livigno, nepell eus an harzoù suis, er-maez eus takad TGO an UE. Kêriadennoù zo e reter Estonia n'hallont bezañ tizhet nemet dre hentoù a sank e-barzh douaroù Rusia. Bleinañ a c’haller war an hentoù-se hep tamm viza ebet met difennet eo chom a-sav a-raok distreiñ da Estonia. Meur a feurm war an harzoù etre Danmark hag Alamagn. Rann gornôg pellañ Kontelezh Monaghan en Iwerzhon zo enni un damenklozadur a sank e-barzh Kontelezh Fermanagh e Norzhiwerzhon. Bourc’h Macahel e biz Turkia n'haller mont di nemet dre hent Batumi e Jorjia ha stanket eo an hent e-pad ar goañv gant an erc’h. Point Roberts (Washington) zo e penn ur c’hourenez a sank er su e British Columbia a-dreuz an 49vet ledredenn. N'haller mont di dre hent eus ar SUA nemet dre Kanada. Enklozadurioù isvroadel A-wechoù, abalamour d'an istor pe d'an aezamant bevañ ez eus bet savet rannoù melestradurel e diabarzh ur vro, ha dre se ez eus douaroù stag en ur c’heñver melestradurel ouzh lodennoù all. Skouerioù diniver zo. Setu a-is darn anezho : E Breizh Kumun ar Genkiz-Yuzhael a zo enklozet-mik e-barzh hini Plouvalae. Kêr Karaez a oa enklozet e-barzh kumun Plougêr war-bouez al lodennig strizh he dispartie eus Plonevell dre ar Stêr-Iêr. Unanet eo bet an div gumun e 1956 evit mont d'ober kumun Karaez-Plougêr. Eskoptioù Breizh a oa enno parrezioù enklozet niverus eus eskopti Dol. Gwelet Roll ezklozadurioù Eskopti Dol. En Aostralia, ez a Tiriad Kêr-benn Aostralia (Australian Capital Territory (ACT)) d'ober un enklozadur eus Kembre Nevez ar Su. Merañ a ra an ACT enklozadur arvorel distag Jervis Bay war aod Kembre Nevez ar Su ivez. Resisaat a ra bonreizh Aostralia (bet skrivet kent savidigezh an ACT) e rank al lec’h dibabet evit bezañ kêr-benn vroadel Aostralia bezañ enklozet penn-da-benn e-barzh Kembre Nevez ar Su. En Aostria ez eo Vienna un enklozadur e Goueled Aostria. Dedennus eo notenniñ eo bet Vienna kêr-benn Goueled Aostria betek 1986 ivez. E Belgia ez eo Rannvro Kêr-benn Brusel un enklozadur eus Flandrez. Souezhus eo gwelet ez eo ivez kêr-benn Flandrez. Flandrez he deus un ezklozadur, kumun Voeren, tra ma'z eus ivez un ezklozadur gant Wallonia : kumun Comines-Warneton. Tiriad kumuniezh alamanegerien Belgia a ya div lodenn zistag d'e ober. Rannet eo gant ur gumuniezh c’hallegerien. E Bosnia ha Herzegovina ez eo daou enklozadur Orašje ha Odžak lodek eus ar C’hevread. Enklozet int etre Republika Srpska ha Kroatia ha distag diouzh ar C’hevread dre bandennoù tanav anvet Posavski koridor zo d'ar Republika Srpska. E-doug ar brezel e Bosnia e oa ivez meur a enklozadur kontrollet gant Bosnia ha Herzegovina a oa gronnet gant an arme serb. Sarajevo a oa ar brudetañ anezho. E-mesk an enklozadurioù all dindan seziz e oa Goražde, Srebrenica, Maglaj, Bihać hag Orašje (a oa stok ouzh tiriad Kroatia). E Brazil ez eo an Distrig Kevredadel (Distrito Federal) un enklozadur eus Stad Goiás. Pa voe krouet Brasília, kêr-benn ar vro ha rannvro velestradurel bennañ an Distrito Federal, (nemet e vije bet rakviret abaoe 1891), e voe kemeret e-tro 6,000 km² eus Goiás evit sevel an Distrito Federal er bloavezhioù 1950 ha diazezañ Brasília krouet neuze e 1960. E Sina, kontelezh Xianghe, kêr Sanhe ha kontelezh Dachang Hui eus proviñs emren Hebei a ya d'ober un ezklozadur lojet etre kumunioù Beijing ha Tianjin. E Kolombia, Bogotá, kêr-benn ar vro, zo un enklozadur e departamant Cundinamarca ha bez' eo ivez kêr-benn an departamant. E Frañs ez eus un ezklozadur ec’hon a-walc’h eus departamant ar Vaucluse en-dro da kêr Valréas e-barzh an Drôme. Perzh e oa Valréas eus perc’henniezhioù ar Pab e Frañs e-kichen Avignon. Holl int bet staget ouzh ar Vaucluse p'eo bet krouet an departamantoù. Kanton Lanventie e departamant ar Pas-de-Calais a zo enklozet e departamant an Nord ivez. En Alamagn ez eo Bremerhaven un ezklozadur eus Stad Bremen. En India; Dadra, ezklozadur eus Dadra ha Nagar Haveli, un tiriad eus an Unaniezh (Union Territory) zo un enklozadur gwirion eus Stad ar Gujarat Daman zo un tiriad all eus an Unaniezh zo un enklozadur arvorel eus Stad ar Gujarat. Pondichéry zo un tiriad eus an Unaniezh a ya kêr Pondicherry ha Karaikal (enklozadurioù arvorel Tamil Nadu), Yanam (enklozadur arvorel Andhra Pradesh) ha Mahe (enklozadur Kerala) d'e ober. En Indonezia, ez eo proviñs Yogyakarta un enklozadur arvorel eus proviñs Java Greiz a zigor war meurvor Indez er su. En Italia, Comune di San Colombano, anvet diwar anv ar misioner iwerzhonat Sant Koulmkell zo un enklozadur eus Milano etre proviñsoù Lodi ha Pavia. E Japan, ez eo lec’hiet kêriadennoù Kitayama hag enklozadur kêr Kumanogawa eus prefeti Wakayama war an harzoù etre prefetioù Mie ha Nara. E Malaysia, tiriadoù kevreadel Kuala Lumpur ha Putrajaya zo enklozadurioù eus Stad Selangor. E Spagn Kontelezh Trebiñu zo un enklozadur e proviñs Araba, e Kumuniezh Emren Euskadi, ha hi stag ouzh proviñs Burgos e Castilla y Leon. Valencia he deus un ezklozadur anvet Rincón de Ademuz etre proviñsoù Teruel en Aragon ha Cuenca e Castilla-La Mancha. E Suis ez eus enklozet daou ganton Appenzell e Kanton St. Gallen. Kanton Fribourg eus e du zo troc’hadoù anezhañ e diabarzh kanton amezek Vaud. E Stadoù-Unanet Amerika : Kêr Glendale (Colorado) e kontelezh Arapahoe zo un enklozadur eus kêr ha kontelezh Denver. Kêr Brookline (Massachusetts), just er c’hornôg da Boston zo un ezklozadur eus kontelezh Norfolk. Nevez zo he deus votet kuzul-kêr kêr Killington (Vermont), d'an 2 a viz Meurzh, 2004 an disparti diouzh Stad Vermont evit mont gant Stad New Hampshire zo ar bevennoù anezhi 40 kilometr pelloc’h. Adkaset eo bet ar vot-se adarre e-pad un emvod eus ar c’huzul e Meurzh 2005 goude d'ur strollad annezidi bezañ savet ar goulenn votiñ war an divoud en-dro. Emañ Stad New Hampshire o studiañ an disrann, Stad Vermont avat a nac’h komz a-zivout ar c’hraf-mañ ha ne studio ket ar goulenn disrannañ. Kêr Carter Lake (Iowa), bet e penn-kentañ er reter d'ar Stêr Missouri zo deuet da vezañ stag ouzh Nebraska e 1877 da-heul disc’hlann ar stêr he deus lammet er-maez eus he naoz hag he deus laosket lenn oxbow er reter eus kêr. Ur prosez hir ha padus a savas da-heul; a-benn ar fin e tivizas Lez-varn Uhelañ ar Stadoù-Unanet (Supreme Court of the United States) ne oa ket bet cheñchet an harzoù orin gant kemm trumm red ar stêr hag e oa c’hoazh Carter Lake ul lodenn eus Iowa. (Nebraska v. Iowa, 143 U.S. 359 (1892)). Un dekred klozañ a voe embannet gant al lez-varn evit leuskel Nebraska hag Iowa da sevel un emglev etrezo a zoujfe d'ar setañs, ar pezh a voe graet. (145 U.S. 519 (1892)). Enez Humarock, stag ent melestradurel ouzh Scituate (Massachusetts) zo bet dispartiet diouzh ar peurrest eus kêr gant barr Blizzard 1898 ma voe diheñchet genoù an North River. N'haller mont d'an enez nemet dre ur pont liammet ouzh Marshfield, Massachusetts. Lodenn gornôgañ kontelezh Fulton e Kentucky a ya d'ober un tamm douar anvet Madrid Bend. Lec’hiet eo e-barzh ur pleg eus Stêr Mississippi, distag eus he mammstad. Neb a dreuzfe ar stêr adal Madrid Bend en em gavfe er Missouri; Hent nemetañ ar vro a ya penn er su betek an Tennessee. E 1895 pa voe savet an Harlem River Ship Canal en em gavas Marble Hill ur rann vihan eus norzh Manhattan en digenvez. Diwezhatoc’h e voe staget ouzh ar Bronx pa voe leuniet ouf Spuyten Duyvil. Ent melestradurel ez eo c’hoazh lodek eus Manhattan m'eo stag outañ dre pont Broadway. Enez Riker kreizenn vac’hañ New York a seller outañ evel ouzh ur c’harter eus ar Bronx met n'haller mont di nemet dre pont Enez Riker a echu e karter ar Queens. Liberty Island e New York, al lec’h m'emañ Delwenn ar Frankiz zo un tamm eus kêr New York daoust m'emañ eus tu bevennoù Stad New Jersey lakaet e-kreiz Stêr Hudson. Meur a sez kontelezh eus Stad Virginia zo enklozet e kontelezhioù servijet ganto hep na vijent lodek enno. Ouzhpenn, ez eus ivez un nebeud kêrioù enklozet e kontelezhioù. Kement-se n'hall bezañ nemet abalamour da lezenn Virginia a embann ez eo emren an holl gumunioù dezho ar statud kêrioù eus nep kontelezh. E-pad ar brezel diabarzh (American Civil War) e nac’has Winn Parish e Louisiana en em zisrannañ eus an Unaniezh. Dont a reas evel-se da vezañ un enklozadur eus an Unaniezh e-touez Stadoù Kengevreet Amerika. Ouzhpenn d'an holl draoù-se eo bet bruzhunet an douaroù e diabarzh kalz mirvaoù indian etre perc’henniezhioù prevez mesket gant aotrouniezhioù ar meuriadoù, kontelezhioù, kêrioù, Stadoù hag aotrouniezhioù kevreadel en un heuliad urzhazoù melestradurel diboell-rik. Enklozadurioù etnek Graet e vez enklozadurioù etnek eus kumuniezhioù ur strollad etnek e diabarzh un takad ma vez ar muianiver gant ur strollad etnek all. Skouerioù eus se zo evel ar getoioù yuzevien ha shtetloù, barrioioù ha Chinatown. Ur yezh, ur sevenadur, ur reizhiad armerzhel disheñvel a c’haller da gaout en takadoù-se. Un enklozadur etnek Hungarat zo e Transilvania e Roumania. Bez' ez eus bet un drevadenn Yuzev e Kaifeng e China; testeniekaet eo adal an . Goude an eil brezel bed koulskoude ne chome ket nemeur a roudoù eus ar sevenadur-se. Ma c’hall Mirvaoù indian SUA ober o mad eus un damaotrouniezh war o zachenn, peurliesañ e vezont enklozet penn-da-benn e diabarzh ur Stad amerikan. Eztiriadelezh Kalz a vroioù a sell ouzh tachenn kannati ar broioù estren evel ouzh un tamm eus tiriad ar vro eo stag ar c’hannati outi kentoc’h eget ouzh un tamm eus o bro; ne sell ket lezennoù ar vro m'emañ staliet ar c’hannati ouzh tachenn ar c’hannati hec’h-unan. Meur a dachenn evel-se zo d'ar Broadoù Unanet (ABU), peurgetket e New York er Stadoù-Unanet. En un doare pleustrek, an dachenn-se n'eo ket lodek eus SUA ken rak roet eo bet ar gwirioù klok warni d'an ABU. Gallout a reer sellet ouzh se kentoc’h evel skouerioù a eztiriadelezh ha neket evel enklozadurioù. 13 savadur bennak zo da kêr-Stad ar Vatikan e kêr Roma ivez, er-maez enklozadur ar Vatikan, e-lec’h ma talvez an eztiriadelezh. Da SUA eo an tamm douar dindan ar monumant e koun John F. Kennedy e Runnymede er Rouantelezh Unanet. Gallout a reer sellet outañ evel ur skouer a eztiriadelezh kentoc’h eget ouzh un enklozadur/ezklozadur gwirion. Gwelet ivez Sankenn Roll ar broioù dezho harzoù gant ur vro all hepken Roll enklozadurioù eskopti Dol Enklozadurioù istorel Liammoù diavaez (e saozneg) Enklozadurioù ar bed Lec’hienn douaroniel Jan S. Krogh exclave.info Douaroniezh Enklozadur Politikerezh en:Enclave and exclave#True enclaves
3088
https://br.wikipedia.org/wiki/Kirgizeg
Kirgizeg
Ar c'hirgizeg, (кыргыз тили, قىرعىز تىلى), a zo ur yezh a-orin turkek komzet e Kreiz Azia. Gant ar rusianeg ez eo ar c'hirgizeg unan eus div yezh kenofisiel Kirgizstan. Komzet e vez ar c'hirgizeg gant tro-dro da 3 milion a dud e Kirgizstan, Sina, Afganistan, Kazac'hstan, Tadjikistan, Turkia hag Ouzbekistan. Doare-skrivañ ha distagadur Implijet e veze al lizherenneg arabek evit skrivañ ar c’hirgizeg betek ma oa bet krouet ar gentañ lizherenneg latin e 1927. Er bloavezhioù 1930 e oa bet lakaet da ofisiel al lizherenneg turkek unvan en Unvaniezh Soviedel, bet kemeret e lerc’h gant al lizherenneg kirillekda c’houde. Hiziv e implijer div lizherenneg pennañ evit skrivañ ar c’hirgizeg hervez al lec’h: Al lizherenneg kirillek, implijet ez-ofisiel e Republik Kirgizstan; Al lizherenneg arabek, implijet ez-ofisiel e Sina e Prefeddi Emren Kizilsu hag e Prefeddi Emren Ili (Rannbarzh Emren Uigour Xinjiang). Fonologiezh Vogalennoù Kensonennoù Yezhadur Perzhioù hollek Evel en holl yezhoù turkek: Yezh daspegel, reizh-tre he yezhadur Jener yezhadurel ebet Ger-mell ebet, daoust ha ma c’heller implijour an niverenn ‘’bir’’ (‘unan’) evit merkañ an unander amstrizh Digemm eo an anv gwan, lakaet dirak an anv, d.s. жаңы китап (‘levr nevez’, d.l.e ‘nevez levr’) kv. жаңы китаптар (‘levrioù nevez’) Implijet lerc’hennoù, d.s. сиз менен ('ganeoc'h', d.l.e. 'c'hwi gant') An anv An troadoù Kemmañ a ra pep stumm hervez reolennoù an hesonerezh vogalennek hag an hesonerezh kensonennel/sandhi Merk ar genitivel/akuzativel н-: goude ur gensonenn mouzhiet, м, н, ң, р, л, з, й: н- > д-, d.s.: сөз (‘ger’) + нү > сөздү goude ur gensonenn divouezh: н- > т-, d.s.: куш (‘evn’) + нун > куштун Merk al lokativel/ablativel д-: goude ur gensonenn divouezh: д- > т-, d.s.: китеп (‘levr’) + де > китепте Merk al lokativel/ablativel г-: goude ur gensonenn divouezh: г- > к-, d.s.: өтүк (‘botez’) + гө > өтүккө Al liester Al lostger –lV4r eo merk al liester. Kemmañ a ra e stumm resis hervez reolennoù an hesonerezh vogalennek hag an hesonerezh kensonennel/sandhi Achuet gant ur vogalenn, /r/ pe /y/: -lV4r, d.s.: уя (‘neizh’) > уялар сиңди (‘c’hoar henañ’) > сиңдилер шайлоо (‘dilennadeg’) > шайлоолор төө (‘kañval’) > төөлөр анжир (‘fiezenn’) > анжирлер кыргый (‘sparfell’) > кыргыйлөр Achuet gant ur gensonenn mouezhiet, /l/, /n/, /m/, /ŋ/: -dV4r, d.s.: көз (‘lagad’) > көзлөр жил (‘bloaz’) > жилдер жол (‘hent’) > жолдор сөөл (‘morailh’) > сөөлдөр түн (‘noz’) > түндөр Achuet gant ur gensonenn divouezh: -tV4r, d.s. бак (‘liorzh’) > бактар кесек (‘moudenn’) > кесектер топ (’boulenn’) > топтор бөбөк (‘babig’) > бөбөктөр Ar verb Raganvioù Dibennoù personel boas Un tañva eus ar yezh Frazennoù talvoudus Demat Кутмандуу күнүңз менен Mont a ra? Кандайсыз? Noz vat Түнүңуз бейпил болсун Mar plij Ѳтүнѳ, суранам Kenavo Кош калын! Ya Ооба Nann Жок Mat eo Макул Trugarez Рахмат Petra eo hoc'h anv? Атыңыз ким? … eo ma anv Менин атым… Goulennoù Piv? ким? Petra? на?/не? Pelec'h? кайда? / кана? Penaos? кандай? Pegoulz? качан? Pegement? нече? Pe(hini)? кайсы? Devezhioù ar sizhun Dilun Дүйшүмбү Dimeurzh Шейшенби Dimerc'her Чаршенби Diriaou Бейшенби Digwener Жума Disadorn Ишенби Disul Жек шенби Ar mizioù Miz Genver Үчтүн айы Miz C'wevrer Бирдин айы Miz Meurzh Жалган Куран Miz Ebrel Чин Куран Miz Mae Бугу Miz Mezheven Кулжа Miz Gouere Теке Miz Eost Баш ѳна Miz Gwengolo Айак ѳна Miz Here Тогуздун ѳна Miz Du Жетинин айы Miz Kerzu Бештин айы An niveroù Unan бир Daou эк(к)и Tri үч Pevar төрт Pemp беш C'hwec'h алты Seizh жети Eizh сегиз Nav тогуз Dek он Unnek он бир Daouzek он еки Trizek он үч Pevarzek он төрт Pempzek он беш C'hwezhek он алты Seitek он жети Tric'hwec'h он сегиз Naontek он тогуз Ugent жыйырма Unan-warn'n-ugent жыйырма бир Tregont отуз Daou-ha-tregont отуз эк(к)и Daou-ugent кырк Tri-ha-daou-ugent кырк үч Hanterkant элүү Tri-ugent алтымыш Dek-ha-tri-ugent жетимиш Pevar-ugent сексен Dek-ha-pevar-ugent токсон Kant жүз Mil миң Kentañ биринчи Eil экинчи Trede үчүнчү Dekvet онунчу Disklêriadur gwirioù mab-den Mellad 1: Бардык адамдар өз беделинде жана укуктарында эркин жана тең укуктуу болуп жаралат. Алардын аң‐сезими менен абийири бар жана бири‐бирине бир туугандык мамилекылууга тийиш. Keñveriadenn gant ar yezhoù turkek all Gwelet ivez Kirgizstan Yezhoù turkek Levrlennadur Dor, R. (2004) Parlons kirghiz, Manuel de langue, orature et littérature kirghizes, Pariz: L'Harmattan (ISBN 2-7475-6460-6) Aksu, N. & Işık, A. 1997. Türkiye türkçösü-Kırgız türkçösü Sözdügü [Geriadur turkeg Turkia-turkeg Kirgizek]. Istanbul: Millî Eğitim Basımevi Ardakoç, N. (2005) Modern Türk Dilleri Seyahat ve Kunuşma Kılavuzu, Istanbul: Geçit Liammoù diavaez Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ Frazennoù talvoudus Meneger yezhoù ar bed Yezhoù turkek Yezhoù Kirgizstan Yezhoù Sina Yezhoù Afganistan Yezhoù Kazakstan Yezhoù Tadjikistan Yezhoù Turkia Yezhoù Ouzbekistan
3091
https://br.wikipedia.org/wiki/Islam
Islam
Marteze ar relijion dezhi ar muiañ a feizidi eo an Islam. Desket eo bet er VIIvet kantved gant Mahomed e Mekka hag e Medina e Arabia (Arabia Saoudat hiziv). Profed ar relijion nevez a ginnige ur gredenn uheloc'h he fal, met ne nac'he ket profeded an div relijion a oa bet prezegennet er Bibl. Koulskoude e lavare e oa bet diskuliet e zeskadurezh gant an arc'hael Jibril (Gabriel). Diwar-se eo bet dastumet ha skrivet e arabeg ar C'horan, levr sakr ar Vuzulmiz pa reer muzulmiz (ar re suj) eus feizidi an Islam. Istor ar profed Mohammed Ganet e oa bet Mohammed e Mekka e 570. Ur wech e welas an ael Gabriel hag a reas dioutañ ar profed. Skarzhet voe diouzh Mekka e 622 hag e zeas da Yatrib : Hidjra a vez graet eus ar veaj-se. Cheñch a reas anv Yatrib e Medina. E 630 e zeas Medina da dagañ Mekka. Trec'h voe Medina. E 632 e varvas Mahommed. Pemp reolenn diazez an Islam Gouestladur ar feiz (chahada) : Ur feizad a dle anzav eo Allah (anv arabek Doue) an doue nemetañ hag eo Mohammed e brofed. Pediñ pemp gwech bemdez : Pediñ a ra an darn-vuiañ eus ar Vuzulmaned en ur dreiñ o dremmoù etrezek Mekka; pemp gwech bemdez ma c'hellont. Mont da Vekka da birc'hirinañ (an Hadj) : Ar vuzulmaned a dle klask mont da Vekka ur wech en o buhez evit ober ur pirc'hirinaj e-lec'h ma veve Mohammed. Reiñ an aluzen (ar zakat): Ret eo d'ar feizad reiñ ingal an aluzen evit ma vo sikouret ar re baour. Yun rik ur miz-pad : E-pad an 9vet miz loarel, miz ar Ramadan, e tle pep feizad yuniñ etre sav-heol ha kuzh-heol. Pennadoù kar Islam sunnit Islam Chiit Mohammed Liammoù diavaez cennet - Islam Liammoù http://www.islamhouse.com
3092
https://br.wikipedia.org/wiki/Tonenn
Tonenn
Tonenn : kroc'hen ar moc'h. Tonenn (sonerezh) a zo un esaouenn etre notennoù 'zo (etre Do ha Re da skouer). Tonenn (mas) a zo un unanenn vas kevatal gant 1000 kg. Tonenn (yezhoniezh) a denn da uhelded ar vogalennoù e yezhoù 'zo. zh:噸
3093
https://br.wikipedia.org/wiki/Kirgizstan
Kirgizstan
Kyrgyzstan, ivez Kirgizstan (kirgizeg : Кыргызстан, treuzlizherennet Kyrgyzstan), ent-ofisiel ar Republik Kyrgyz (pe Republik Kirgiz'''), bet anavezet a-raok evel « Republik Soviedel Kirgizia », zo ur Stad en Azia ar C'hreiz. Bichkek eo anv ar gêr-benn. Ur vro zieub distag diouzh an ez-Unaniezh Soviedel eo Kyrgyzstan abaoe 1991. Kudennoù diabarzh bras zo bet er vro goude "Dispac'h an Tulipez" hag a zegasas dilezar prezidant Akayev d'ar 4 a viz Ebrel 2005. Istor Kregiñ a ra istor Kyrgyzstan tro-dro da 200 kent JK. ||Turkia[Turked]]-Mongoled e oa hendadoù kirgiziz. Degaset e oa bet an islamouriezh d'ar rannvro-se en hag e teuas hounnezh da vezañ relijion bennañ an dud a veve eno. E 1876, Impalaeriezh Rusia a ac'hubas an takad a reer Kyrgyzstan anezhañ hiziv. D'ar c'houlz-se evoe kalz tud o tec'hel kuit a-zirak an alouberion hag o klask bod e Pamir hag en Afghanistan. Abalamour d'ar vac'homerezh kaset da benn gant Rar usianed dre Azia ar C'hreiz e 1916 e tec'has kalz a Girgized betek Sina ivez. Dindan beli an Unaniezh Soviedel e voe krouet e 1924 Rannvro Emren (oblast) Kirgizia hag e 1926 e teuas da vezañ Republik Sokialour Soviedel Emren Kirgizia. E 1936 e troas d'ur Republik Sokialour Soviedel. En ur boblvouezhiadeg bet dalc'het e miz Meurzh 1991 e tisklêrias 88,7% eus an dud e oant a-du da chom e-barzh an Unaniezh Soviedel, met pemp miz war-lerc'h koulskoude e voe disklêriet e oa dishual Kyrgyzstan diouzh an URSS. E 1991 e voe Askar Akayevitch Akayev an den nemetañ war ar renk ha vezañ dilennet da brezidant Kirgistan dizalc'h, ha 95 % eus ar mouezhioù a yeas gantañ. Addilennet e voe e 1995 evit pemp bloaz c'hoazh, bet tapet 75 % eus ar mouezhioù gantañ ar wech-se ; kalz war e lerc'h e oa an daou zanvez prezidant all. Div wech e oa bet dalc'het mouezhiadegoù evit Parlamant ar vro e 2000, met gant an Aozadur evit ar surentez hag ar c'henober en Europa e oa bet diklêriet e oa null an disoc'hoù rak ne oant ket bet dalc'het en un doare reizh. Politikerezh Hervez ar Vonreizh (1993) ez eo Kyrgyzstan ur republik demokratel, gant ur prezidant hag ur c'hentañ ministr en he fenn. E miz Meurzh 2002, pemp den a varvas e kêr Ak-Suu e rannvro Chui e norzh ar vro pa voe bet tennet warne gant ar polis ha neuze e voe reuz er vro a-bezh. Rankout a reas ar prezidant Akayev lakaat kemmoù politikel e pleustr hag e 2003 e voe kaset da benn ur boblvouezhiadeg. A-benn ar fin ar c'hemmoù-se a roas muioc'h a c'halloud d'ar prezidant, avat. Rannvroioù Seizh rannvro (oblast, liester : oblastlar'') zo e Kyrgyzstan. Douaroniezh Ur vro e Kreiz Azia eo Kyrgyzstan, etre al ledredoù 39° ha 44° en Norzh, hag an hedredoù 69° ha 81° er Reter. N'eus tamm arvor ebet eno tamm ; ar Stad pellañ eus ar mor eo er bed. Bevennoù boutin he deus Kyrgyzstan gant Kazac'hstan en norzh, Sina er reter, Tadjikistan er su hag Ouzbekistan er c'hornôg. Menezioù zo a-leizh dre ar vro a-bezh, dreist-holl tro-dro da aradennad Tian Shan. E gwalarn Tian Shan emañ al lenn Ysyk-Köl, an hini vrasañ e Kyrgyzstan. Kavet e vez aour, glaou, eoul-maen ha gaz naturel e douaroù Kyrgyzstan. Armerzh Ur gwall daol e oa bet evit armerzh Kyrgyzstan pa'c'h eas da get an Unaniezh Soviedel rak dezhi e veze ezporzhiet 98% eus ar produioù e 1990. Izel-tre eo deuet da vezañ live armerzh ar vro dieub neuze ha n'emañ ket pell dirak live Armenia, Azerbaidjan ha Tadjikistan. Pouezus-tre eo al labourerezh-douar, rak e 2002 e teue 35,6% eus holl c'hounidoù ar vro diwar ar gennad-se. Poblañs Da 6 018 789 a dud e save poblañs Kyrgyzstan e miz Gouere 2021. An darn vrasañ eus an dud a vev war ar maez, gant un drederenn hepken anezho e kêrioù bras ar vro. Kyrgyzed eo an darn vrasañ eus an dud a vev e Kyrgyzstan (73,3%), met bez' ez eus ivez tud a orin rusian (5,5%) o chom dreist-holl e norzh ar vro, hag Ouzbeked (14,7%) er su. A-hend-all ez eus ivez Ouigoured (1,1%), Tadjiked (1,1 %), Kazac'hed (0,7 %), Dounganed (1,1 %), Ukrainiz (0,5%) hag minorelezhioù bihanoc'h ; tremen 80 poblad a vev e Kyrgyzstan. Sevenadur Ar c'hyrgyzeg eo yezh ofisiel Kyrgyzstan abaoe an dizalc'hiezh diouzh URSS. Abaoe 2001 ec'h eo ar rusianeg kenofisiel er vro. Mont kalz war-raok a reas Kyrgyzstan a-hed ar bloavezhioù 1920 e pep keñver sevenadurel. Kalz e kreskas an niver a dud a ouie lenn ha skrivañ, a-drugarez dreist-holl d'ar yezh unvan bet kelennet d'ar c'houlz soviedel-se. Muzulmaned zo eus 75% eus poblañs Kyrgyzstan ha kristenion reizhkredennourien eo hogozik an holl re all. Liammoù diavaez Atlas Kyrgyzstan e Wikimedia Commons Visit Kyrgyzstan Notennoù ha daveennoù Kirgizstan
3096
https://br.wikipedia.org/wiki/Kazakstan
Kazakstan
Republik Kazakstan pe, ent-berr Kazakstan (kazakeg : Қазақстан, Qazaqstan, [] ; rusianeg : Казахстан, []), a zo ur vro vras-ec'hon eus Azia ar C'hreiz, un darnig vihan a zo en Europa avat, er c'hornaoueg d'ar stêr Oural. Dre he gorread eo an navet brasañ bro eus ar bed, met didud a-walc'h eo, gant 6 den dre km², abalamour d'ar stepennoù dezherzhek. Un tammig en tu-hont da 15 milion a dud a oa o chom enni e 2005. Bevennoù he deus gant Kevread Rusia, Republik Pobl Sina, Kyrgyzstan, Ouzbekistan ha Turkmenistan. Hediñ a ra ivez Mor Kaspia. Kazakstan a oa ur republik eus an ez-Unaniezh Soviedel. Bremañ eo ezel eus Kenglad ar Stadoù Dizalc'h. Istor Politikerezh Ur Republik ur Prezidant en e benn eo Kazakstan. Nursultan Nazarbayev a oa bet addilennet evit 7 bloavezh e 1999 goude dilennadegoù Prezidant ha ne oant ket bet kavet reizh gant an Aozadur evit ar Surentez hag ar C'henlabour en Europa. Abaoe eo bet addilennet bep tro. E miz C'hwevrer 2014 en devoa Nursultan Nazarbayev kinniget ma vije kemmet anv ar Stad : Kazakh Eli "Tir ar Gazaked" e vije an anv nevez. Rannvroioù 14 oblys (proviñs) a zo, ha 3 c'hêr (qala*) : Almaty, Almaty*, Aqmola (Astana), Aqtobe, Astana*, Atyrau, Batys Qazaqstan (Oral), Bayqongyr*, Mangghystau (Aqtau), Ongtustik Qazaqstan (Shymkent), Pavlodar, Qaraghandy, Qostanay, Qyzylorda, Shyghys Qazaqstan (Oskemen), Soltustik Qazaqstan (Petropavl), Zhambyl (Taraz). Douaroniezh 2,7 milion km² a zo d'ur vro, ken bras ha kornôg Europa. Nursultan eo ar gêr-benn abaoe miz Mezheven 1998, e-lec'h Almaty. Armerzh Poblañs Liammoù diavaez Lec'hienn ar Prezidant Degemer mat e Kazakstan Suhbat.com Gouarnamant Kazakstan Bank broadel Kazakstan Kartenn al lec'hioù kontammet (e ruz) Notennoù Stadoù Azia Kazakstan
3097
https://br.wikipedia.org/wiki/Kazakeg
Kazakeg
Ur yezh turkek eo ar c'hazakeg (anvet қазақ тілі, qazaq tilî) komzet e Kreiz Azia. Yezh ofisiel Kazakstan ec'h eo ha komzet gant tro-dro da 8,5 milion a dud en holl e Kazakstan hag ivez e Afganistan, Sina, Iran, Kirgizstan, Mongolia, Rusia, Tadjikistan, Turkia, Turkmenistan, Ukraina, hag Ouzbekistan. Skrivet e vez pe gant al lizherenneg latinek (Turkia) pe gant al lizherenneg kirillek (Sina, Iran, Afganistan). Implijet e vez nav lizherenn ispisial evit sonioù na vezont ket kavet er rusianeg: Ә, Ғ, Қ, Ң, Ө, Ұ, Ү, Һ, İ Un tañva eus ar yezh Frazennoù talvoudus Demat Қайырлы таң Mont a ra? Налыңыз қалай? Noz vat Қайырлы түң Mar plij Өтінем Kenavo Сау болыңыз Ya Иә Nann Жоқ Mat eo Болады Trugarez Рахмет Petra eo hoc'h anv? Атыныз зім? … eo ma anv Менің ңтым… Ar raganvioù Me мен Te сен (unander), сендер (liester) Eñ /Hi ол Ni біз C'hwi сіз (unander), сіздер (liester) Int олар Goulennoù Piv? кім? Petra? не? Pelec'h? қайда? Penaos? қалай? Pegoulz? қашан? Pegement? неше? Pe(hini)? қай? Devezhioù ar sizhun Dilun Дүйсенбі Dimeurzh Сейсенбі Dimerc'her Сәрсенбі Diriaou Бейсенбі Digwener Жұма Disadorn Сенбі Disul Жексенбі Ar mizioù Miz Genver Қаңтар Miz C'wevrer Ақпан Miz Meurzh Наурыз Miz Ebrel Сәуір Miz Mae Мамыр Miz Mezheven Маусым Miz Gouere Шілде Miz Eost Тамыз Miz Gwengolo Қыркүйек Miz Here Қазан Miz Du Қараша Miz Kerzu Желтоқсан An niveroù Unan бір Daou екі Tri үш Pevar төрт Pemp бес C'hwec'h алты Seizh жеті Eizh сегіз Nav тоғыз Dek он екі Unnek он бір Daouzek он Trizek он үш Pevarzek он төрт Pempzek он бес C'hwezhek он алты Seitek он жеті Tric'hwec'h он сегіз Naontek он тоғыз Ugent жиырма Unan-warn'n-ugent жиырма бір Tregont отыз Daou-ha-tregont отыз екі Daou-ugent қырық Tri-ha-daou-ugent қырық үш Hanterkant елу Tri-ugent алныс Dek-ha-tri-ugent жетніс Pevar-ugent сексен Dek-ha-pevar-ugent тоқсан Kant жүз Mil мың Kentañ бірінші Eil екінші Trede үшінші Pevare төртінші Pempvet бесінші C'hwec'hvet адтыншы Seizhvet жетінші Eizhvet сегізінші Naovet тщғызыншы Dekvet оныншы Disklêriadur gwirioù mab-den Mellad 1: Барлық адамдар тумысынан азат және қадір‐қасиеті мен кұқықтары тең болып дүниеге келеді. Адамдарға ақыл‐парасат, ар‐ождан берілген, сондықтан олар бір‐бірімен туыстық, бауырмалдық қарым‐қатынас жасаулары тиіс. Keñveriadenn gant ar yezhoù turkek all Tost a-walc'h eo stumm ar gerioù a orin turkek rik implijet gant an eil yezh turkeg hag eben alies, da skouer: Gwelet ivez: Yezhoù turkek Kazakstan Levrioù Hengirmen, M. (?) Türkçe Tilaşar. Kazakça Konuşma Kılavuzu, Ankara: Engin. (skrivet ar c'hazakeg hervez reolennoù reizhskrivañ an turkeg) Ardakoç, N. (2005) Modern Türk Dilleri Seyahat ve Kunuşma Kılavuzu, Istanbul: Geçit Öztopçu, K. (1994) Colloquial Kazakh. A Mini Course, Madison: Audio-Forum Liammoù diavaez: Omniglot Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ (e saozneg) Kentelioù kazac'heg (US Peace Corps) Listenn Swadesh evit keñveriañ ar yezhoù tukek Meneger yezhoù ar bed Yezhoù turkek Yezhoù Kazakstan Yezhoù Afganistan Yezhoù Sina Yezhoù Iran Yezhoù Kirgizstan Yezhoù Mongolia Yezhoù Rusia Yezhoù Tadjikistan Yezhoù Turkia Yezhoù Turkmenistan Yezhoù Ukraina Yezhoù Ouzbekistan
3098
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20turkek
Yezhoù turkek
Ur skourr eus ar yezhoù altaek eo ar yezhoù turkek (saozneg: Turkic languages) komzet gant pobloù disheñvel o chom war un takad-douar ledan-tre o vont eus Reter Europa betek Siberia ha kornôg Sina. Evit yezhonourion zo emañ ar yezhoù turkek da vezañ renket e-touez yezhoù ar familh altaek. Turkeg Turkia eo ar yezh turkek komzet ar muiañ e-keñver an niver a dud a ra gantañ. Daspegel eo ar yezhoù turkek ha boutin a-walc'h kenetreze ivez eo ar c'hensonnelezh vogalennek. Diaes-tre eo renkañ ar yezhoù turkek en un doare resis, met mui-pe-vui e reer evel-henn dre vras: Yezhoù bolgarek Yezhoù turkek ar reter Yezhoù turkek an norzh Yezhoù turkek ar su Yezhoù turkek ar c'hornôg Keñveriadenn a yezh da yezh Levrlennadur Johanson, L. & E. Csató () The Turkic Languages, Londrez: Routledge Liammoù diavaez Ethnologue Ar yezhoù turkek war linenn Dmoz.org/../Languages/Altaic/Turkic/ Yezhoù turkek Yezhoù Azia
3100
https://br.wikipedia.org/wiki/Hesonerezh%20vogalennek
Hesonerezh vogalennek
Er yezhoniezh e vez implijet an termen hesonerezh vogalennek (saoz.: vowel harmony) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus un doare heñveladur a-bell ma vez levezonet gantañ vogalennoù hervez patromoù resis en ur yezh bennak e degouezhioù yezhadurel resis. Da lâret eo e berr gomzoù e rank an holl vogalennoù e diabarzh un hevelep ger dont eus an hevelep rummad vogalennoù ha rankout a ra klotaat vogalennoù ar c'hengerioù gant ar rummad vogalennoù implijet er c'helf pe er wrizienn. Kavet e vez hesonerezh vogalennek e meur a yezh dre ar bed, da skouer : ar yezhoù altaek (d.s. ar japaneg hag ar c'horeaneg), meur a yezh turkek (d.s. an turkeg), ar yezhoù mongolek (d.s. ar mongoleg), ar yezhoù finnek-ougrek( d.s. ar finneg hag an hungareg) hag ivez ar yezhoù akanek, yezhoù bantouek 'zo, (d.s. al lingaleg), rannyezhoù katalanek, yezhoù salichek, yezhoù kousek, yezhoù maidouek, yezhoù manchouek, yezhoù nilotek, an sumereg, an takelmeg, an telougoueg, ar yezhoù outiek. E meur a yezh, evel ar yezhoù altaek e talvez an hesonerezh vogalennek da elfenn yezhadurel, keit ha ma c'hell talvezout da berzh distagañ hiniennel pe rannyezhel e yezhoù all zo evel ar brezhoneg. E rannyezhoù brezhonek 'zo, da skouer al leoneg, e kaver un doare hesonerezh vogalennek ma kemm vogalennoù gwrizienn pe kelf verboù zo evit klotaat gant vogalennoù tematek an dibennoù, da skouer: "lavarit" > "livirit" "karez" > "kerez "gallit" > "gellit" Peurliesañ avat e kemm ar vogalennoù e c'hengerioù evit dont da vezañ heñvel ouzh ar vogalennoù en nominativ (d.l.e. ar stumm-meneg), da skouer e hungareg: {| cellspacing="5" ! Nominativ ! Dativ ! Ster |- | város | város-nak | "kêr" |- | öröm | öröm-nek | "levenez" |} Amañ e implijer dibennoù disheñvel hervez ma kaver en nominativ ur vogalenn a-raok (dibenn: -nek, dre m'eo araokoc'h "e" evit "a") pe ur vogalenn a-dreñv (dibenn: -nak, dre m'eo a-drekoc'h "a" evit "e"). Dre ma tenn an hensonerezh da berzh ar c'hengerioù e c'hell an hesonerezh bezañ a-gleiz da zehoù, dre vras er yezhoù implijet gante lostgerioù dreist-holl pe nemetken, pe a-zehoù da gleiz, dre vras er yezhoù implijet gante rakgerioù dreist-holl pe nemetken. Er yezhoù implijet gante koulz rakgerioù ha lostgerioù e kaver ivez hensonerezh a-gleiz da zehoù hag a-zehoù da gleiz. Mont-en-dro an hesonerezh vogalennek Kemmañ ra mont-en-dro resis an hesonerezh vogalennek a yezh da yezh. E-touez ar perzhioù pennañ a c'hell bezañ levezonet ganti emañ ar re-mañ: Serrder: pa ranker dibab etre ur vogalenn serr hag ur vogalenn digor; Araokder: pa ranker dibab etre ur vogalenn a-raok hag ur vogalenn a-dreñv; Rontder: pa ranker dibab etre ur vogalenn ront hag ur vogalenn nann-ront; Lec'h gwrizienn an teod: pa ranker dibab etre ur sonenn distaget gant gwrizienn an teod lakaet a-raok pe a-dreñv; Friadur: pa ranker dibab etre ur vogalenn genoù hag ur vogalenn fri o klotaat gant ur sonenn dre fri/nann-dre fri all, peurliesañ ur gensonenn. E yezhoù zo e vez rummataet an holl vogalennoù hervez reolennoù an hensonerezh vogalennek, da skouer pa gaver ur vogalenn eus ar rummad X (lakaomp an holl vogalennoù a-raok: [i, y, e, ø, ɛ, œ, æ, a, ɶ]) e ranker implijout dibennoù enne vogalennoù eus an hevelep rummad pe un isrummad strishoc'h e diabarzh ar rummad-se (da skouer [i] pe [e] nemetken). Bez e c'hell talvezout meur a berzh war un-dro pa ranker dibab etre vogalenn resis un dibenn evit klotaat gant vogalenn bennañ ar wrizienn hervez reolennoù resis pep yezh, da skouer allies a-walc'h e ranker derc'hel kont eus ar fed m'emañ ar vogalenn bennañ er wrizienn a-raok/a-dreñv hag ivez ront/nann-ront. E meur a yezh gante hesonerezh vogalennek e kaver ivez vogalennoù neptu, da lâret eo vogalennoù, peurliesañ vogalennoù kreiz, hag a c'hell bezañ implijet gante kengerioù hep derc'hel kont eus reolennoù boas an hesonerezh vogalennek. Pa vez degemeret gant ur yezh ganti hesonerezh vogalennek gerioù eus yezhoù all hep hesonerezh vogalennek ne rankont ket plegañ dre ret atav da reolennoù boas hesonerezh vogalennek ar yezh ma vezont degemeret enni. Skouerioù An hensonerezh vogalennek e finneg Setu ur skouer tennet diwar ar finneg evit diskwel dre ar munud penaos ec'h a en-dro an hensonerezh vogalennek en ur yezh resis: E finneg ez eus tri rummad vogalennoù : vogalennoù a-raok, vogalennoù neptu ha vogalennoù a-dreñv: En darn vrasañ eus an dibennoù yezhadurel staget ouzh ar gwriziennoù emañ ur arc'hfonem vogalennek ma vez kavet A ha/pe U ha/pe O diouzh un tu pe Ä ha/pe Y ha/pe Ö diouzh an tu all e diabarzh ur ger, da lâret eo e kaver vogalennoù eus an hevelep ruummad atav e diabarzh pep ger diazez. Pa stager kengerioù ouzh ur wrizienn e tibaber pe vogalenn resis implijout hervez rummad ar vogalennoù implijet e diabarzh ar wrizienn-se, da skouer kaura kregiñ a ra gant ur vogalenn a-dreñv → kauralla kuori kregiñ a ra gant ur vogalenn a-dreñv → kuorella sieni kregiñ a ra hep ur vogalenn a-dreñv → sienellä (kentoc'h evit *sienella) käyrä kregiñ a ra hep ur vogalenn a-dreñv → käyrällä tuote kregiñ a ra hep vogalennoù a-dreñv → tuotteeseensa kerä kregiñ a ra hep ur vogalenn neptu → kerällä kera kregiñ a ra hep ur vogalenn neptu gant ur vogalenn a-dreñv war-lerc'h → keralla An hensonerezh vogalennek e turkeg E turkeg e tenn kont reolennoù an hesonerezh vogalennoù eus araokder ar vogalennoù hag ivez eus rontder ar vogalennoù war un dro. Daou rummad vogalennoù pennañ ez eus e turkeg: vogalennoù a-raok ha vogalennoù a-dreñv ha n'haller ket implijout en un hevelep ger vogalennoù eus rummadoù disheñvel, da skouer: Türkiye'de ("e Turkia") kapıda ("ouzh (="e") an nor"). Ouzhpenn eo techet da vezañ rontaet "i" hag "ı" > "ü" hag "u" hervez ma vez ront pe get ar vogalenn bennañ, da skouer: Türkiye'dir ("Turkia eo") kapıdır ("an nor eo") gündür ("deiz eo") paltodur ("ar chupenn eo") Gwelit ivez: Heñveladur (yezhoniezh) Metafoniezh Hesonerezh kensonennel Fonetik ha fonologiezh Vogalennoù
3105
https://br.wikipedia.org/wiki/Enez
Enez
Enez a c'hall bezañ: anv brezhonek un dachennad douar gronnet a zour, sellout ouzh enezenn, un evnez, ur yar yaouank n'he deus ket dozvet c'hoazh, sellout ouzh yar (evn), ur gêr eus kornôg Turkia, Enez (Turkia).
3106
https://br.wikipedia.org/wiki/Azeri
Azeri
An azeri, , pe azerbaidjaneg, pe azerieg (azeri : Azərbaycan dili, Азәрбајҹан дили; distagadur (LFE): /azærbajʤan dili/), a zo ur yezh turkek a vez komzet e Kreiz Azia gant tro-dro da 35 milion a dud. An darn vrasañ eus ar gomzerion, ne vevont ket en Azerbaidjan (9.2 milion a gomzerion) e-lec'h m'emañ ar yezh ofisiel, met kentoc'h en Iran. Komzet e vez ivez e Dagestan, Jorjia, norzh Irak ha reter Turkia. Rannyezhoù Div rannyezh pennañ ez eus: azeri an norzh (yezh ofisiel Azerbaidjan), komzet en Azerbaidjan ha su Dagestan dreist-holl hag ivez gant ezvroidi en Armenia, Estonia, Jorjia, Kazakstan, Kirgizstan, Rusia, Turkmenistan hag Ouzbekistan; azeri ar su komzet en Iran ma vez graet türki eus ar yezh. Komzet e vez ivez e lec'hioù 'zo eus Azerbaidjan, Irak, Siria ha Turkia. Doare-skrivañ ha distagadur Betek 1929 e veze implijet al lizherenneg arabek evit skrivañ an azeri, implijet c’hoazh en Iran evit skrivañ azeri ar su. Etre 1929 ha 1938 e veze implijet al lizherenneg latin evit azeri an norzh, disheñvel he stumm diouzh al lizhereenneg latin a-vremañ avat. Etre 1938 ha 1991 e oa bet lakaet da ofisiel al lizherenneg kirillek. E 1991 e oa bet lakaet da ofisiel adarre al lizherenneg latin adstummet. Yezhadur Perzhioù hollek Evel en holl yezhoù turkek: Yezh daspegel, reizh-tre he yezhadur Jener yezhadurel ebet Ger-mell ebet, daoust ha ma c’heller implijour an niverenn bir (‘unan’) evit merkañ an unander amstrizh Digemm eo an anv gwan, lakaet dirak an anv, d.s.: çətin dərs ('ur/ar gentel diaes', d.l.e 'diaes kentel') kv. çətin dərslər ('kentelioù diaes') Implijet lerc’hennoù, d.s.: Əli ilə ('gant Ali') Hesonerezh Hesonerezh vogalennek Daou doare ez eus evel e turkeg hervez pep lostger resis: V2: diforc’h a-dreñv/a-raok nemetken: Achuet ar wrizienn gant a, o, u, ı > a d.s.: at (‘marc’h) > atlar (‘kezeg’) Achuet ar wrizienn gant e, ö, ü, i > ǝ d.s.: çǝkic (‘morzhol’) > çǝkiclǝr (‘morzholioù’) V4: diforc’h a-dreñv/a-raok ha ront/plaen: Achuet ar wrizienn gant ı, a > ı d.s.: qandır (‘gwad eo’) Achuet ar wrizienn gant i, e, ǝ > i d.s.: yenidir (‘nevez eo’) Achuet ar wrizienn gant u, o > u d.s.: dostdur (‘ur/ar mignon eo’) Achuet ar wrizienn gant ü, ö > ü d.s.: düyüdür (‘riz eo’) Hesonerezh kensonennel Kemmañ a c’hell kensonennoù ‘zo ivez, dreist-holl ‘k’ e dibenn ul lostger, hervez ar vogalenn a zeu diouzhtu a-raok en ur silabenn serr (achuet gant ur vogalenn) pe dirak ur vogalenn (silabenn digor), da skouer: (Notenn: Evit an diforc’h etre vogalennoù sklaer ha teñvel s.o. ar rann 'Hesonerezh vogalennek') Al lostger evit merkañ an amzer-da-zont (gw. pelloc’h) : Silabenn serr achuet gant ur vogalenn sklaer: -(y)V2cV2k, d.s.: gǝlmǝk (‘dont’) > gǝlǝcǝkdir (‘mont a raio’) Silabenn ser achuet gant ur vogalenn deñvel: -(y)V2cV2q, d.s.: oxumaq (‘lenn’) > oxuyacaqsan (‘lenn a ri’) Silabenn digor achuet gant ur vogalenn deñvel: -(y)V2cV2ǧ, d.s. yazmaq (‘skrivañ’) > yazacağıq (‘skrivañ a raimp’) Silabenn digor achuet gant ur vogalenn sklaer: -(y)V2cV2y, d.s.: gülmǝk (‘c’hoarzhin’) > gülǝcǝyǝm (‘c’hoarzhin a rin’) An anv An troadoù C’hwezh troad ec’h implijer en ouzbekeg: Nominativel: merk ebet, d.s.: ana (‘mamm, ur vamm, ar vamm’) at (‘marc’h, ur marc’h, ar marc’h’) Genitivel: merket gant al lostger -nV4n, d.s.: Evin kapısi (‘dor an ti’) Onun atası (‘he zad/e dad’) Akuzativel: merket gant al lostger -(n)V4, d.s.: pǝncǝrǝni (< pǝncǝrǝ, ‘prenestr’) çiçǝki (< çiçǝk, ‘bleunienn’) günü (< gün, ‘deiz’) Dativel: merket gant al lostger -a/-ǝ (V2), d.s.: evǝ (‘d’an ti/d’un ti’) Ermǝnistana (‘da Armenia’) Lokativel: merket gant al lostger -dV2, d.s.: Bakıda (‘e Bakou’) Turkiyyǝdǝ (‘e Turkia’) ablativel: merket gant al lostger -dV2n, d.s.: Azərbaycandan (‘eus Azerbaidjan’) Saat ikidǝ (‘da div eur’) Al liester Implijet al lostger ‘-lV2r’ evit merkañ liester un anv, da skouer: gözlǝr (< göz, ‘lagad’) ilanlar ( < ilan ‘naer’) Evel e brezhoneg ec’h implijet an unander da heul un niverenn, da skouer: dörd aǧac (‘peder wezenn’) Ar verb Anv-verb Al lostger –maq/-mǝk (V2) eo merk an anv-verb, da skouer: yatmaq (‘kousk’) etmǝk (‘ober’) Ar raganvioù Me Mǝn Te Sǝn Eñ/Hi O Ni Biz C'hwi Siz Int Onlar Dibennoù personel boas - (y)V2m (kentañ gour unander: ‘y’ goude ur vogalenn), d.s.: mǝn müǝllimǝn (< müǝllim, ‘kelenner/ez’) mǝn işçiyim (< işçi, ‘labourer/ez’) mǝn qardaşam (< qardaş, ‘breur’) mǝn satıcıyam (< satıcı, ‘gwerzhour/ez’) -sV2n (eil gour unander), d.s.: sǝn atasan (< ata, ‘tad’) sǝn sǝfirsǝn (< sǝfir, ‘kannadour/ez’) -dV4r (trede gour unander), d.s.: o, anadır (< ana, ‘mamm’) o, hǝkimdir ( < hakim, ‘mezeg/ez’) o, dostdur (< dost, ‘mignon/ez’) o, Türkdür (< Túrk, ‘Turk/ez’) -(y)V4q (kentañ gour liester: ‘y’ goude ur vogalenn), d.s.: qocayıq (< qoca, ‘kozh) Ərǝbiq (< Ərǝb, ‘Arab’) dostuq (< dost, ‘mignon/ez’) ölüyüq (< ölü, ‘marv’) körüq (< kör, ‘dall’) -sV4(nV4)z (eil gour liester: -sV4nV4z dre skrid / -sV4z dre gomz), d.s.:' tǝrcümǝçisiniz = tǝrcümǝçisiz (< tǝrcümǝçi, ‘troour/ez’) oǧlansı(nı)z (< oǧlan, ‘paotr’) oǧulsu(un)z (< oǧul, ‘mab’) körsü(nü)z (< kör, ‘dall’) -dV4rlV2r (trede gour liester), d.s.: onlar hazırdırlar (< hazı ‘prest’) onlar mühasibdirlǝr (< mühasib, ‘kontour/ez’) onlar casusdurlar (< casus, ‘spier/ez) onlar güzgüdürlǝr (< güzgü, ‘melezour’) Amzerioù ar verb Stumm goulennata Peurliesañ e vez merket gant an tonvouezh nemetken kentoc'h evit gant ar rannig-nac'hañ (enger: –mV4-) evel e turkeg, da skouer: gǝlir (‘mont a ra’) > gelir? pe gǝlirmi? (‘Ha mont a ra?’) Amzer-vremañ Al lostger –(y)V4r eo merk an amzer/-mañ (y goude ur vogalenn), da skouer: gülmǝk (‘c’hoarzhin’) > gülürǝm (‘c’hoarzhin a ran’) oxumaq (‘lenn’) > oxuyursan (‘lenn a rez’) gǝlmǝk (‘dont’) > gǝlir (‘mont a ra’) yazmaq (‘skrivañ’) > yazırıq (‘skrivañ a reomp’) danışmaq (‘komz’) > danışırsınız/danışırsız (‘komz a reoc’h’) görmǝk (‘gwelout’) > görürülǝr (‘gwelout a reont’) Stumm nac’h, merket gant an enger –mV4-, da skouer: (Notenn: Ret eo gwrirekaat ar rann-mañ) gülürǝm (‘c’hoarzhin a ran’) > gülmürǝm (‘ne c’hoarzhan ket’) oxuyursan (‘lenn a rez’) > oxumursan(‘ne lennez ket’) gǝlir (‘mont a ra’) > gǝlmir (‘n’ a ket’) yazırıq (‘skrivañ a reomp’) > yazmırıq (‘ne skrivomp ket’) danışırsınız/danışırsız (‘komz a reoc’h’) > danışmırsınız/danışmırsınız (‘ne gomzit ket’) görürülǝr (‘gwelout a reont’) > görmürlǝr (ne welont ket’) Amzer-dremenet Al lostger -dV4 eo merk an amzer-mañ, da skouer: (Notenn: Disheñvel eo loden eus an dibennoù personel diouzh ar re voas) gülmǝk (‘c’hoarzhin’) > güldüm (‘c’hoarzhin a ris’) oxumaq (‘lenn’) > oxudun (‘lenn a rejout’) gǝlmǝk (‘dont’) > gǝldi (‘mont a reas’) yazmaq (‘skrivañ’) > yazdıq (‘skrivañ a rejomp’) danışmaq (‘komz’) > danışdı(nı)z (‘komz a rejoc'h’) görmǝk (‘gwelout’) > gördülǝr (‘gwelout a rejont’) Amzer-da-zont Al lostger –(y)V2cV2k/q/y/ǧ + vogalenn) eo merk an amzer-mañ, da skouer: (Notenn: s.o. ar rann Hesonerezh kensonennel evit an diforc'h etre an dibennoù -k/q/y/ǧ) gülmǝk (‘c’hoarzhin’) > gülǝcǝyǝm (‘c’hoarzhin a rin’) oxumaq (‘lenn’) > oxuyacaqsan (‘lenn a ri’) gǝlmǝk (‘dont’) > gǝlǝcǝkdir (‘mont a raio’) yazmaq (‘skrivañ’) > yazacağıq (‘skrivañ a raimp’) danışmaq (‘komz’) > danışacaqs(ın)ız (‘komz a reot’) görmǝk (‘gwelout’) > görəcəklər (‘gwelout a raint’) Stumm nac’h, merket gant an enger –mV4(y)-, da skouer: gülǝcǝyǝm (‘c’hoarzhin a rin’) > gülməyǝcǝyǝm oxuyacaqsan (‘lenn a ri’) > oxumayacaqsan gǝlǝcǝkdir (‘mont a raio’) > gǝlməyǝcǝkdir yazacağıq (‘skrivañ a raimp’) > yazmayaacağıq danışacaqs(ın)ız (‘komz a reot’) > danışmayacaqs(ın)ız görəcəklər (‘gwelout a raint’) > görməyəcəklər Un tañva eus ar yezh Frazennoù talvoudus Demat Sabahınız xeyir Mont a ra? Necǝsiniz? Noz vat Gecǝniz xeyrǝ qalsın Mar plij Zǝhmǝt olmasa / Lütfǝn Kenavo Sağ ol Ya Bǝli Nann Yox / Xeyr Mat eo Oldu Trugarez Tǝşǝkkür edirǝm / Sağ ol Petra eo hoc'h anv?Sizin adınız nǝdir? … eo ma anv Adım… Goulennoù Piv? Kim? Petra? Nǝ? Pelec'h? Hara? Penaos? Necǝ? Pegoulz? Nǝ vaxt? Pegement? Neçǝ? Pe(hini)? Hansı? Devezhioù ar sizhun Dilun Bazar ertəsi Dimeurzh Çǝrşǝnbǝ axşamı Dimerc'her Çǝrşǝnbǝ Diriaou Cümǝ axşamı Digwener Cümǝ Disadorn Șǝnbǝ Disul Bazar Ar mizioù Miz Genver Yanvar Miz C'wevrer Fevral Miz Meurzh Mart Miz Ebrel Aprel Miz Mae May Miz Mezheven İyun Miz Gouere İyul Mizt Eost Avqust Miz Gwengolo Sentyabr Miz Here Oktyabr Miz Du Noyabr Miz Kerzu Dekabr An niveroù Unan Bir Daou İki Tri Üç Pevar Dörd Pemp Beş C'hwec'h Altı Seizh Yeddi Eizh Sǝkkiz Nav Doqquz Dek On Unnek On bir Daouzek On iki Trizek On üç Pevarzek On dörd Pempzek On beş C'hwezhek On altı Seitek On yeddi Tric'hwec'h On sǝkkiz Naontek On doqquz Ugent İyirmi Unan-warn'n-ugent İyirmi bir Tregont Otuz Daou-ha-tregont Otuz iki Daou-ugent Qırx Tri-ha-daou-ugent Qırx üç Hanterkant Əlli Tri-ugent Altmış Dek-ha-tri-ugent Yetmiş Pevar-ugent Sǝksǝn / Hǝştad Dek-ha-pevar-ugent Doxsan Kant Yüz Mil Min Kentañ Birinci Eil İkinci Trede Üçüncu Pevare Dördüncü Pempvet Beşinci C'hwec'hvet Altıncı Seizhvet Yeddinci Eizhvet Sǝkkizinci Naovet Doqquzuncu Dekvet Onuncu Disklêriadur gwirioù mab-den Mellad 1: Latin Bütün insanlar ləyaqət və hüquqlarına görə azad bərabər doğulurlar. Onarın şüuralrı və vicdanları var və bir-birlərinə mübasibətdə qardaşlıq runhunda davranmalıdırlar. Kirillek Бүтүн инсанлар ләјагәт вә һүгугларына ҝөрә азад бәрабәр доғулурлар. Онларын шүурлары вә виҹданлары вар вә бир-бирләринә мүнасибәтдә гардашлыг руһунда давранмалыдырлар. Arabek بوتون اينسانلار حيثييت و حاقلار باخيميندان دنك (برابر) و اركين (آزاد) دوغولارلار. اوس (عقل) و اويات (ويجدان) ييهﺳﻴﺪيرلر و بير بيرلرينه قارشى قارداشليق روحو ايله داوراماليدرلار. Keñveriadenn gant ar yezhoù turkek all Gwelet ivez: Yezhoù turkek Notennoù Levrlennadur Abdoulla, K. & M. Malherbe (2008) Parlons azerbaïdjanais, Paris: L'Harmattan Ardakç, N. (2005) Modern Türk Dilleri Seyahat ve Konuşma Kılavuzu, Istanbul: Geçit Awde, N. & Ismailov, F. (1999) Azerbaijani-English / English-Azerbaijani Dictionary & Phrasbook, New York: Hippocrene(kenskritur) Liammoù diavaez Omniglot Ul lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ azeri.org Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Azerbaidjan Yezhoù Rusia Yezhoù Iran Yezhoù Turkia Yezhoù Jorjia Yezhoù Irak Yezhoù azerbaidjanek
3107
https://br.wikipedia.org/wiki/Turkmeneg
Turkmeneg
Yezh vroadel Turkmenistan eo an turkmeneg (turkmeneg: Туркмен, Türkmen dili). Ur yezh turkek ez eo, komzet gant tro-dro da 3.4 milion a dud e Turkmenistan end-eeun ha gant 3 milion a dud all e Iran (2,000,000), Afghanistan (500,000) ha Turkia (1,000). Tost-tre eo an turkmeneg d'an turkeg krimeek ha d'ar salareg ha pelloc'h un tammig diouzh an turkeg hag an azeri. Skrivet e vez an turkmeneg gant al lizherenneg kirillek pe c'hoazh gant al lizherenneg arabek. Nevez 'zo avat e oa bet disklêriet gant ar Prezidant Saparmurat Niyazov e oa bet lakaet al lizherenneg latinek da zoare-skrivañ ofisiel Turkmenistan. Lizherenneg Bremañ e vez skrivet turmeneg gant al lizherenneg latinek, met graet e vez c'hoazh amplik gant ar sistem "soviedel" kozh diazezet war al lizherenneg kirillek. Sed amañ un daolenn a ro urzh al lizherenneg hag ar c'hevatalderioù: A, B, Ç, D, E, Ä, F, G, H, I, J, Ž, K, L, M, N, Ň, O, Ö, P, R, S, Ş, T, U, Ü, W, Y, Ý, Z A-raok 1929 e veze skrivet gant al lizherenneg arabek cheñchet un tamm bihan. Etre 1929-1938 e oa bet graet gant al lizherenneg latinek, ha gant al lizherenneg kirillek etre 1938 ha 1991. Un tañva eus ar yezh Frazennoù talvoudus Demat Salowmaleýkim Mont a ra? Ýagdaýlar nähili? Noz vat Sag-aman ýatyp turyň Mar plij Haýyş Kenavo Sag boluň Ya Howwa Nann Ýok Mat eo Elbetde Trugarez Sag boluň / Taňgry ýalkasyn Petra eo hoc'h anv? Adýň näme? … eo ma anv Adym… Ar raganvioù Me Men Te Sen Eñ/Hi O(l) Ni Biz C'hwi Siz Int Olar Goulennoù Piv? Kim? Petra? Näme? Pelec'h? Nirede? Penaos? Nähili? Pegoulz? Haçan? Pegement? Näçe? Pe(hini)? Haýsy? Devezhioù ar sizhun Etre kromelloù ar stummoù bet krouet gant Saparmyrat Nyýazow hag implijet ez-ofisiel etre an 10 a viz Eost hag mis Gouhere 2008 Dilun Duşenbe (Başgün, ‘Penndeiz’) Dimeurzh Sişenbe (Ýaşgün, ‘Deiz nevez’) Dimerc'her Çarşenbe (Hoşgün, ‘Deiz mat’) Diriaou Penşenbe (Sogapgün, ‘Deiz reizh’) Digwener Anna (Annagün, diwar ar henstumm savet diwar ar peseg mui ‘’gün’’, ‘deiz’) Disadorn Şenbe (Ruhgün, ‘Deiz an ene’) Disul Ýekşenbe (Dynçgün, ‘Deiz diskuizh’) Ar mizioù Etre kromelloù ar stummoù bet krouet gant Saparmyrat Nyýazow hag implijet ez-ofisiel etre an 10 a viz Eost hag mis Gouhere 2008 m’eo bet lakaet da ofisiel en-dro ar stummoù bet awenet gant ar ruseg. Miz Genver Ýanwar (Türkmenbaşy, lesanv Nyýazow) Miz C'wevrer Fewral (Baýdak, ‘Banniel’) Miz Meurzh Mart (Nowruz, anv gouel persek/turkek deroù ar bloaz) Miz Ebrel Aprel (Gurbansoltan, diwar anv mamm Nyýazow, Gurbansoltan Eje) Miz Mae Maý (Magtymguly, diwar anv ar bazrh broadel Magtymguly Pyragy) Miz Mezheven Iýun (Oguz, diwar haroz an Durkemened Oguz Khan) Miz Gouere Iýul (Gorkut, anv unan eus harozed al lennegezh turkmenek) Miz Eost Awgust (Alp Arslan, anv diazezer Impalaeriezh ar Seljoudek) Miz Gwengolo Sentýabr (Ruhnama, anv levr kentañ Nyýazow) Miz Here Oktýabr (Garaşsyzlyk, ‘Dishualded’) Miz Du Noýabr (Sanjar, anv diwezhañ Impalaer ar Seljouked) Miz Kerzu Dekabr (Bitaraplyk, ‘Neptuegezh’) An niveroù Unan Bir Daou İki Tri Üç Pevar Dört Pemp Bäş C'hwec'h Alty Seizh Ýedi Eizh Sekiz Nav Dokuz Dek On Unnek On bir Daouzek On iki Trizek On üç Pevarzek On dört Pempzek On bäş C'hwezhek On alty Seitek On ýedi Tric'hwec'h On sekiz Naontek On dokuz Ugent Ýigrimi Unan-warn'n-ugent Ýigrimi on Tregont Otuz Daou-ha-tregont Otuz iki Daou-ugent Kyrk Tri-ha-daou-ugent Kyrk üç Hanterkant Elli Tri-ugent Altmyş Dek-ha-tri-ugent Ýetmiş Pevar-ugent Segsen Dek-ha-pevar-ugent Togsan Kant Ýüz Mil Müň Kentañ Birinji Eil Ikinji Trede Üçünji Pevare Dördünji Pempvet Bäşynji C'hwec'hvet Altynji Seizhvet Ýedinji Eizhvet Sekizinji Naovet Dokuzunji Dekvet Onunjy Disklêriadur gwirioù mab-den Mellad 1: Adamlaryň hemmesi azat dogulýarlar we öz mertebesi hem‐de hukuklary boýunça ilkibaşdan deňdirler. Olara ozal‐başdan aň, ynsap berlendir we biri‐birine özara doganlyk ruhunda çemeleşmek olaryň ýaraşygydyr. Keñveriadenn gant ar yezhoù turkek all Gwelet ivez: Yezhoù turkek Turkmenistan Levrlennadur Ardakoç, N. (2005) Modern Türk Dilleri Seyahat ve Kunuşma Kılavuzu, Istanbul: Geçit Awde, N. et alii (2005) Turkmen Dictionary & Phrasebook, New York: Hippocrene Blacher, Ph.-S. (2002) Parlons turkmène, Pariz: L'Harmattan (ISBN 2-7475-2683-6) Hanser, O. (2003) Türkmence Elkitabı, Istanbul: (implijet al lizherenneg kirillek evit skrivañ an turkmeneg met gant an distagadur) Liammoù diavaez Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ (e saozneg) Geriadur turkmeneg-saozneg Geriadur turkmeneg-saozneg Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù turkmenek Yezhoù Turkmenistan Yezhoù Afganistan Yezhoù Iran Yezhoù Turkia
3108
https://br.wikipedia.org/wiki/Karakalpakeg
Karakalpakeg
Ar c'harakalpak zo ur yezh turkek komzet dreist-holl e Karakalpakstan (Ouzbekistan). Un nebeudig tud a ra gant ar yezh-mañ e Afganistan (nebeutoc'h evit 2 000), Kazac'hstan, Kirgizstan ha Turkmenistan. Skrivet e veze ar c'harakalpak gant al lizherenneg arabek betek 1928. Etre 1928 ha 1940 e veze implijet al lizherenneg latin, ha hiziv e vez implijet peurliesañ al lizherenneg kirillek, met emeur o tistreiñ d'al lizherenneg latin abaoe ma oa bet disklêret e oa Ouzbekistan ur vro zieub ha distag diouzh an ez-Unaniezh Soviedel. Un tañva eus ar yezh An niveroù Keñveriadenn gant ar yezhoù turkek all Gwelet ivez: Yezhoù turkek Karakalpakstan Ouzbekistan Levrlennadur Doniyorova, s. (2003) Parlons karakalpak, Pariz: L'Harmattan Liammoù diavaez Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù turkek Yezhoù Ouzbekistan Yezhoù Afganistan Yezhoù Kazakstan Yezhoù Turkmenistan Yezhoù Kirgizstan
3118
https://br.wikipedia.org/wiki/Karakalpakstan
Karakalpakstan
Karakalpakstan (ouzbekeg: Qoraqalpog'iston Respublikasi pe Қорақалпоғистон Республикаси; Karakalpakeg: Қарақалпақстан Республикасы pe Qaraqalpaqstan Respublikası) a zo ur Republik emren en Ouzbekistan gant he c'hêrbenn e Nukus (Karakalpakeg: Nökis). Ar boblañs En holl ez eus 1.200.000 a dud o vevañ e Karakalpakstan. Nebeutoc'h evit an hanter a zo Karakalpaked (400.000) avat, gant kemend-all a ouzbeked hag ivez kazi kemend-all a gazac'hed (300.000). Yezh ha sevenadur Kalz tostoc'h eo ar c'harakalpakeg ouzh ar c'hazac'heg hag ouzh an turkeg evit ouzh an ouzbekeg. Evit lod zoken e vije bet "krouet" ar garakalpakidigezh gant ur yezh nevez (ar c'harakalpakeg) gant soviediz a-benn disrannañ ha gwanaat ar Gazac'hed. Armerzh Gwechall e veze a-bouez-tre dreist-holl ar pesketañ evit armerzh ar vro. Hiziv avat e vez gounezet ivez kotoñs, riz ha meloñs. Ur greizenn-dredan veur bet savet da vare ar goumunouriezh zo ivez war lez lennoù an Amu Darya. Gwelet ivez: Karakalpakeg Ouzbekistan Liammoù diavaez: http://karakalpak.homestead.com/ Ouzbekistan Karakalpakstan
3126
https://br.wikipedia.org/wiki/Tchouvacheg
Tchouvacheg
Ur yezh turkek hag a vez komzet gant tro-dro da 2 vilion a dud eo ar tchouvacheg (Чăваш чěлхи), yezh ofisiel Republik Tchouvachia e Rusia. Disheñvel-tre eo diouzh ar yezhoù turkek all. Skrivet e vez gant al lizherenneg kirillek gant peder lizherenn ispisial evit sonioù na vezont ket kavet e rusianeg: Ӑӑ, Ӗӗ, Ҫҫ, Ӳӳ. Div rannyezh pennañ ez eus: viryaleg (pe tchouvacheg uhel) hag anatreg (pe tchouvacheg izel). Ar rannyezh "izel" an hini eo a dalvez da yezh unvan. Levezonet eo bet ar tchouvacheg gant an tatareg hag ivez gant ar yezhoù finnek-ougarek, ouzhpenn ar gerioù o tont eus ar rusianeg, ar mongoleg an arabeg hag ar perseg. Keñveriadenn Gwelet ivez: Yezhoù turkek Liammoù diavaez Kentelioù tchouvacheg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Rusia Yezhoù bolgarek
3127
https://br.wikipedia.org/wiki/Pennglaou
Pennglaou
Ar pennglaou (Parus major) a zo ul labous eus urzhiad ar golvaneged hag eus kerentiad ar paridae. Doareoù pennañ Gant e uhelder a 14 cm eo ar pennglaou an hini brasañ eus familh ar pennglaoued hag an evned kar all eus ar genad. E benn a zo du hag e zivjod a zo gwenn. Heñvel-bras eo ar par hag ar barez. Glaou a dave da liv e benn. Sellet ivez ouzh Pennglaou teñval (Parus lugubris). Pennglaouig a c'hell talvezout da skañv-benn : Pennglaouig ma 'z out ! Boued Ar pennglaou a zebr amprevaned, biskoul, kraoñ hag hadoù. Annez Bevañ a ra ar pennglaou er c'hoadoù, liorzhoù ha girzhier. Ul labous arsezat eo en Europa. Neizhiañ a ra e miz Ebrel hag e miz Mae. Fardet eo an neizh gant kinvi, kolo, gloan, reun ha pluñv en un toull en ur wezenn pe ur voger. Dozvet eo gantañ etre 5 ha 12 vi. Sell ivez Rummad al laboused renket hervez o anv boutin Rummad al laboused renket hervez o anv skiantel Skeudennoù Notennoù Evned Breizh Evned Eurazia Paridae
3129
https://br.wikipedia.org/wiki/Tatareg
Tatareg
Ur yezh turkek eo an tatareg (Tatar tele, Tatarça, Татар теле, Татарча) komzet e lec'hioù zo eus Europa, Rusia, Siberia, Sina, Turkia, Polonia, Ukraina, Finland, Estonia ha Kreiz Azia. Yezh ofisial Republik Tatarstan an hini eo. Talvezout a ra ivez da yezh-vamm evit 400 000 a Vachkired a meur a vil a Variad hag talvezout a ra ivez da yezh voutin etre Tatared, Bachkired, Tchouvashed, Kazac'hed, Maried, Mordvined hag Oudmourted. Mont war diskenn a reas an niver a dud a rae gant ar yezh adal ar bloavezhioù 1930 hag er bloavezhioù 1980 ne veze ket kelennet e skolioù ar c'herioù bras. Implijet e veze er skolioù war ar maez, met dibosupl e veze evit an dataregerion mont d'ar skol-veur rak eno ne veze kelennet nemet e rusianeg. Daoust ha n'emañ ket en arvar ken ar yezh ez eo anezhi ur yezh izel he statud e-keñver hini uhel ar rusianeg. Teir rannyezh pennañ ez eus: hini ar c'hornôg (Mişär), hini ar c'hreiz hag hini ar reter (e Siberia). Rannyezh ar c'hreiz eo an hini a vez komzet ar muiañ ha warni emañ diazezet ar yezh lennegel. Bez ez eus tro-dro da 5 300 000 a gomz tatareg e Rusia, met nemet 4 500 000 anezhe a zo Tatared, o vezañ ar peurrest Bachkired (520 000), Rusianed (130 000), Tchouvashed (70 000), Maried (42 000), Udmurted ha Mordvined. Skrivet eo bet an tatareg e meur a doare disheñvel a-hed ar wech, o kregiñ gant ar skritur orc'hon a-raok 920, a leuskas e blas d'al lizherenneg arabek war-lerc'h. En ez-Unaniezh Soviedel e veze skrivet ar yezh gant ul lizherenneg latin anvet janalif etre 1927-1938. Implijet e veze al lizherenneg kirillek e Tatarstan betek ma voe staliet al lizherenneg latin en he flas en-dro e 2000. Nevez 'zo avat e voe kroget en-dro da implijout al lizherenneg kirillek a-drugarez d'ul lezenn nevez e Kevredad Rusia o lakaat anezhi da lizherenneg ofisiel nemeti evit an holl yezhoù komzet ennañ. Un tañva eus ar yezh Frazennoù talvoudus Demat Исәнме (‘te’) / Исәнмесез (‘c’hwi’) pe Сәлам Mont a ra? Эшләрең ничек? Mar plij зинһар Kenavo Сау бул (‘te’) / Сау булыгыз (‘c’hwi’) Ya Әйе Nann Юк Trugarez Рәхмәт Goulennoù Piv? кем? Petra? нәрсә? Pelec'h? кайда? Penaos? ничек? Pegoulz? Кайчан? Raganvioù Me мин Te син Eñ/Hi ул Ni без C’hwi Сез Int Алар Devezhioù ar sizhun Dilun Дүшәмбә Dimeurzh Сишәмбә Dimerc'her Чәршәмбә Diriaou Пәнҗәшәмбә Digwener Җома Disadorn Шимба Disul Якшәмбә Ar mizioù Etre kromelloù skrivet anv pep miz herevez reolennoù reizhskrivañ al lizherenneg latin nevez. Miz Genver Җинвар (Ğínwar) Miz C'wevrer Фебрәл (Febräl) Miz Meurzh Март (Mart) Miz Ebrel Әприл (Äpril) Miz Mae Май (May) Miz Mezheven Йүн (Yün) Miz Gouere Йүл (Yül) Miz Eost Август (August) Miz Gwengolo Сентәбер (Sentäber) Miz Here Өктәбер (Öktäber) Miz Du Нөйәбер (Nöyäber) Miz Kerzu Декәбер (Dekäber) An niveroù Unan бер Daou ике Tri өч Pevar дүрт Pemp биш C'hwec'h алты Seizh җиде Eizh сигез Nav тугыз Dek ун Unnek унбер Daouzek унике Trizek унөч Pevarzek ундүрт Pempzek унбиш C'hwezhek уналты Seitek унҗиде Tric'hwec'h унсигез Naontek унтугыз Ugent егерме Unan-warn'n-ugent егерме бер Tregont утыз Daou-ha-tregont утыз ике Daou-ugent кырык Tri-ha-daou-ugent кырык өч Hanterkant илле Tri-ugent алтмыш Dek-ha-tri-ugent җитмеш Pevar-ugent сиксән Dek-ha-pevar-ugent туксан Kant йөз Mil мең Kentañ беренче Eil икенче Trede өченче Pevare дүртенче Pempvet бишенче C'hwec'hvet алтынчы Seizhvet җиденче Eizhvet сигезенче Naovet тугызынчы Dekvet унынчы Disklêriadur gwirioù mab-den Mellad 1: Барлык кешеләр дә азат һәм үз абруйлары һәм хокуклары ягыннан тиң бупып туапар. Аларга акыл һәм вөҗдан бирелгән һәм бәр-бәрсенә карата туганнарча мөнасәбәттә булырга тиешләр. Keñveriadenn gant ar yezhoù turkek all Gwelet ivez: Yezhoù turkek Levrioù Awde, N. ha Valeeva, G. 2009. Tatar Phrasebook, Londrez: Bennet & Bloom Сабиров, Р.А. 2005 Татарский язык: изучить легко! Сабиров Р. А. 2006. Татарский язык - Базовый уровен- Аудиокурс Сафиуллина Ф.С. 1990. Татарский язык - Самоучитель Ф.С. Сафиуллина, К.С. Фатхуллова, А.Ш. Юсупова, Л.М. Ризванова. 1998. Татарский язык - Интенсивный курс Liamoù diavaez Ethnologue Dmoz.org: Liammoù diwar-benn an tatareg САМОУЧИТЕЛЬ ТАТАРСКОГО ЯЗЫКА (Yezhadur ha kentelioù) Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ Kentelioù tatareg Geriadur saozneg-tatareg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù ouralanek Yezhoù Rusia Yezhoù Sina Yezhoù Turkia Yezhoù Polonia Yezhoù Ukraina Yezhoù Finland Yezhoù Estonia
3130
https://br.wikipedia.org/wiki/Mongoleg
Mongoleg
Ar mongoleg (Монгол) eo yezh vrudetañ ar yezhoù mongolek. Yezh ofisiel Mongolia ec'h eo ma vez komzet gant an darn vrasañ eus an dud. Komzet e vez ivez e lec'hioù zo eus Sina hag e Rusia, dreist-holl e republik Bouryatia. C'halc'heg eo anv ar rannyezh uhelañ hag a dalvez da yezh unvan, melestradurel ha lennegel Mongolia. Komzet e vez ar rannyezh-se er gêrbenn Ulaanbaatar. Implijet ez eus bet meur a doare-skrivañ evit skrivañ ar mongoleg a-hed an amzerioù. Krouet e oa bet ar skritur ofisiel, al lizherenneg vongolek en hag implijet e veze e Mongolia betek 1943 pa gemeras he flas al lizherenneg kirillek. Klasket e vez lakaat an dud da adimplijout ar skritur hengounel, dreist-holl dre e gelenn er skolioù. Daoust ha ma oa bet ur raktres da skrivañ ar yezh gant al lizherenneg kirillek d'ar c'houlz m'en em gleve mat c'hoazh Sina gant an Unaniezh Soviedel, implijet ez eo bet an doare skrivañ hengounel a-hed an amzer betek bremañ e Mongolia ar Su (pe Mongolia an Diabarzh) (e Sina). Un tanva eus ar yezh Frazennoù talvoudus Demat Сайн байна уу? Mont a ra? Сайн байна уу? Kenavo Баяртай Ya Тийм Nann Үгүй Mat eo За Trugarez Баярлалаа Petra eo hoc'h anv? Таны нэр хэн бэ? … eo ma anv Намай … гэдэг Ar raganvioù MeБ и Te Чи Eñ /Hi Тэр Ni Биз C'hwi Та Int Тэд Goulennoù Piv? Хэн? Petra? Юу? Pelec'h? Ха? Penaos? Яаж? Pegoulz? Хэзэ? Pegement? Хэд? Pe(hini)? Аль? Devezhioù ar sizhun Dilun Даваа (гариг) Dimeurzh Мягмар (гариг) Dimerc'her Лхагва (гариг) Diriaou Пүрэв (гариг) Digwener Баасан (гариг) Disadorn Бямба (гариг) Disul Ням (гариг) Ar mizioù Miz Genver Нэгдүгээр сар Miz C'wevrer Хоёрдугаар сар Miz Meurzh Гурвдугаар сар Miz Ebrel Дѳрѳвдүгээр сар Miz Mae Тавдугаар сар Miz Mezheven Зургаадугаар сар Miz Gouere Долдугаар сар Miz Eost Наймдугаар сар Miz Gwengolo Есдүгээр сар Miz Here Аравдугаар сар Miz Du Арваннэгдүгээр сар Miz Kerzu Арванхоёрдугаар сар An niveroù Unan Нэг Daou Хоёр Tri Гурав Pevar Дѳрѳв Pemp Тав C'hwec'h Зургаа Seizh Долоо Eizh Найм Nav Ес Dek Арав Unnek Арван нэг Daouzek Арван хоёр Trizek Арван гурав Pevarzek Арван дѳрѳв Pempzek Арван тав C'hwezhek Арван зургаа Seitek Арван долоо Tric'hwec'h Арван найм Naontek Арван ес Ugent Хорь Unan-warn'n-ugent Хорин нэг Tregont Гуч Daou-ha-tregont Гучин хоёр Daou-ugent Дѳч Tri-ha-daou-ugent Дѳчин гурав Hanterkant Тавь (Тавин gant niveroù kevrennek) Tri-ugent Хар (Харан) Dek-ha-tri-ugent Дад (Дадан) Pevar-ugent Ная (Наян) Dek-ha-pevar-ugent Ер (Ерэн) Kant Зуу (Зуун) Mil Мянга (Мянган) Kentañ Нэгдэх Eil Хоёрдахь Trede Гуравдахь Pevare Дѳрѳвдэх Levrioù Grand-Clément, S. (?) ‘’Le mongol au vent des Steppes’’, (treuzskrivet gant al lizherenneg latin) Karaağaç, G. ha Kartallıoğlu, Y. (2009)‘’Moğolca-Türkçe Konuşma Kılavuzu ’’, Istanbul: Kitabevi (implijet al lizherenneg kirillek nemetken) Legrand, J. (1997) ‘’Parlons mongol’’, Pariz: L’Harmattan * Xenmedex, B. (1972) ‘’Guide de conversation franco-mongole’’, Pariz: Imprimerie Nationale (implijet koulz al lizherennek vongolek hengounel hag al lizherenneg kirillek) Sanders, A. & Bat-Ireedüi, J. (1999) ‘’Colloquial Mongolian’’, London: Routledge (implijet al lizherenneg kirillek dreistholl) Xenmedex, B. (1972) ‘’Guide de conversation franco-mongole’’, Pariz: Imprimerie Nationale (implijet al lizherenneg kirillek nemetken) Liammoù diavaez: Ethnologue Monumenta Altaica. Grammars, Texts, Dictionaries, Bibliographies of Mongolian and other Altaic languages Geriadur Mongoleg-Saozneg Mongoleg klasel Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ Skrivañ mongoleg gant Windows XP Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Mongolia Yezhoù Sina Yezhoù Rusia Yezhoù mongolek rik
3134
https://br.wikipedia.org/wiki/Bokm%C3%A5l
Bokmål
Unan eus an daou zoare-yezh ofisiel Norvegia eo ar bokmål (lit. "yezh al levrioù") ouzhpenn an nynorsk. Implijet e vez ar bokmål gant an darn vrasañ eus an norvegerion (tro-dro da 90%) ha hennezh eo an doare-yezh kelennet d'an estrañjourion peurliesañ pa fell dezhe deskiñ norvegeg. Kalz tostoc'h eo ar bokmål ouzh an daneg, dreist-holl dre skrid, eget an nynorsk. Disheñvel un tamm eo ar riksmål diouzh ar bokmål, rak heñvel-poch eo reizhskrivadur ar riksmål ouzh hini an daneg. Setu keñver-ouzh-keñver Mellad kentañ Disklêriadur Hollvededel Gwirioù mab-den e bokmål hag e Nynorsk: Bokmål: Alle mennesker er født frie og med samme menneskeverd og menneskerettigheter. De er utstyrt med fornuft og samvittighet og bør handle mot hverandre i brorskapets ånd. Nynorsk: Alle menneske er fødde til fridom og med same menneskeverd og menneskerettar. Dei har fått fornuft og samvit og skal leve med kvarandre som brør. Gwelet ivez: Norvegeg Nynorsk Meneger yezhoù ar bed Norvegeg Yezhoù Norvegia Yezhoù skandinavek
3135
https://br.wikipedia.org/wiki/Nynorsk
Nynorsk
Unan eus daou zoare-yezh ofisiel Norvegia eo an Nynorsk (da lavarout eo "norvegeg nevez") ouzhpenn ar Bokmål. Implijet e vez an nynork gant 10-15% eus an norvegegerion, ar re-mañ o chom war ar maez dreist-holl. N'eo ket an nynorsk ken tost ouzh an daneg hag ar bokmål. Savet e oa bet ar yezh unvan gant Ivar Aasen dre dastum elfennoù rannyezhel a-dreuz Norvegia o klask sevel ur gwir yezh norvegek c'hlan hep na vije levezonet betek re gant an daneg. Setu keñver-ouzh-keñver Mellad kentañ Disklêriadur Hollvedel Gwirioù mab-den e nynorsk hag e bokmål : Nynorsk: Alle menneske er fødde til fridom og med same menneskeverd og menneskerettar. Dei har fått fornuft og samvit og skal leve med kvarandre som brør. Bokmål: Alle mennesker er født frie og med samme menneskeverd og menneskerettigheter. De er utstyrt med fornuft og samvittighet og bør handle mot hverandre i brorskapets ånd. Gwelet ivez: Norvegeg Bokmål Liammoù diavaez Ivar Aasen-Tunet (e norvegeg, alamaneg, saozneg) Le norvégien, origines et standards (e galleg) Coexistence linguistique en Norvège (e galleg) Meneger yezhoù ar bed Norvegeg Yezhoù Norvegia Yezhoù skandinavek
3137
https://br.wikipedia.org/wiki/Logodenn
Logodenn
Al logod a zo bronneged krigner renket er genad Mus. Droukvesket e vezont gant ar razhed a-wechoù. Hollegezhioù Anavezet eo mat-tre al logod a gaver en tiez, ar Mus musculus. En holl vroioù pe dost e vevont. Implijet e vezont er vevoniezh evel patrom korfoù ar bronneged. Maget ha doñvaet e vezont gant lod tud ivez. E Stadoù-Unanet Amerika e kaver logod o zreid gwenn (Peromyscus leucopus) ha logod-yourc'h (Peromyscus maniculatus) a c'hell ober o annez en tiez ivez. "Kengouvidi mab-den" a reer eus ar spesadoù-se. Kemmesk Alies e vez graet « logod » eus krignerien vihan all ha n'int ket eus ar genad Mus (muenned, morzigelled hag all). Kemmesk a c'hall c'hoarvezout ivez gant loened bihan ha n'int ket krignerien zoken, evel an tunig, ar minelled pe ar minoc'hed. Yezh An anv-stroll eo "logod" ; "logodenn" eo an unanderenn. Ur ger karantezus eo logodenn, hag a vez lavaret d'ar vugale : Ma logodenn(ig) ! Bronneged Familhoù bronneged Krignerien
3139
https://br.wikipedia.org/wiki/Boc%27hruz
Boc'hruz
Ar boc'hruz, anvet boc'h-ruz ha boc'hig-ruz ivez, Erithacus rubecula an anv skiantel anezhañ, zo un evn golvaneg, ruz pe liv orañjez e grubuilh, ha boutin-tre en Europa. Anv Anavezet eo ivez dindan an anvioù rujodenn, boc'hig, boc'hruzig, kofig-ruz hag Alanig kof-ruz. E geriadur Martial Menard e kaver un toullad brav a anvioù disheñvel : boc'hruzig, bran-buzhug (liester : brini-buzhug), evnig-ruz, goûgig-ruz, labousig-ar-c'halvar, labousig-hor-Salver, polu, richodell, ruchodenn kement ha lesanv al labousig : Olierig. Doareoù pennañ Ar par hag ar barez a zo heñvel-tre. Gallout a reont bevañ war-dro trizek vloaz. Boued Amprevaned, kevnid, buzhug, bruzun, un nebeud hadennoù ha frouezh. Annez Bevañ a ra el liorzhoù, er c'hoadoù hag er girzhier. Ul labous arsezat eo en Europa ar C'hreisteiz, met hini Skandinavia pe Rusia a zivro d'ar C'hreisteiz e-pad ar goañv. Neizhiañ a ra adalek miz C'hwevrer betek miz Gouere en un neizh aozet gant reun ha pluñv. Mojenn Lavarout a ra ur vojenn en dije tapet an evnig liv ruz e grubuilh pa voe kroazstaget ar C'hrist. Gant e zivaskell e klaskas sec'hañ daeroù ar boureviad ha gant e bigos lemel spern ar gurunenn a c'hloaze e dal : kouezhañ a reas un dakenn wad war al labousig, just d'an ampoent. Gwelet ivez Rummad al laboused renket hervez o anv boutin Rummad al laboused renket hervez o anv skiantel Skeudennoù Notennoù ha daveennoù Muscicapidae Evned Breizh Evned Europa
3145
https://br.wikipedia.org/wiki/Bouryatia
Bouryatia
Republik Bouryatia (bouryateg: Буряад Улас; rusianeg Республика Бурятия) a zo anezhi ur republik e Kevread Rusia war glannoù al Lenn Baykal. Bevennoù etrebroadel he deus ar Republik gant Mongolia. Ouzhpenn 80% eus ar vro zo menezioù anezhi. Aour, tungsten, zink, uraniom hag all, a vez kavet e kondon Bouryatia. A-bouez-bras evit armerzh ar vro eo al labour-douar ivez pa vez gounezet gwinizh ha legumaj dreist-holl. A-hend-all e vez gounezet arc'hant dre chaseal ha pesketa. Bez' ez eus tud eus 100 broad ha gouenn disheñvel o vevañ e Bouryatia, en o zouez Rusianed (69,9%), Bouryated (24%), Ukrainaned (2,2%), Tatared (1%), ha Belarused (0,5%). Bouddhisted tibetek (lamaourion), chamanourion pe kristenion ortodoks eo an darn vrasañ eus ar Vouryated. Liammoù diavaez Lec'hienn ofisiel Republik Bouryatia Republikoù Rusia Bouryatia
3149
https://br.wikipedia.org/wiki/Keteg
Keteg
Ar c'heteg (anavazet gwechall ostyakeg Yenisei), a zo ur yezh komzet gant 2.000 den a-hed oglenn Yenisei e Siberia. Mont da get a reas an holl yezhoù kar e familh ar yezhoù yenisek ha neuze e vanas ar c'heteg evel ur yezh digenvez pa varvas ar yezh kar nemeti, ar yougeg (pe yugh). Klasket ez eus bet liammañ ar c'heteg ouzh ar bourouchaskeg pe c'hoazh ouzh ar yezhoù sinek-tibetek met n'eo ket gwall sklaer al liammoù-familh-se. Liammoù diavaez: Keted Keteg Yezhoù Rusia Yezhoù yenisek
3151
https://br.wikipedia.org/wiki/Korseg
Korseg
Ar c'horseg berr-ha-berr Ur yezh romanek eo ar c'horseg (Corsu pe Lingua Corsa) komzet en Enezenn Gorsika e-lec'h m'emañ ar galleg ar yezh ofisiel nemeti neoazh. Komzet e vez ivez un tammig e Gaddura ha Tattari e Sardinia (Italia). Tost a-walc'h eo ar c'horseg ouzh an italianeg dre vras, met tostoc'h c'hoazh ouzh an toskaneg. Daoust d'ar strivoù a zo bet graet er bloavezhioù tremenet a-benn gwareziñ ha saveteiñ ar yezh, emañ houmañ en arvar da vont da get da vat c'hoazh hervez an Unesco. Teir rannyezh pennañ ez eus: hini an hanternoz komzet tro-dro da vBastia ha da gCorti, hini ar c'hreisteiz tro-dro da Sartè ha da bPortivecchjiu hag ar rannyezh etre an div-se komzet e kreiz ar vro ha tro-dro da Aiacciu. Tostoc'h eo rannyezhoù Calvi ha Bunifaziu da rannyezh Genova (pe ligoureg). Evit mont pelloc’h ganti Ar c'horseg zo ur yezh romanek deuet diouzh al latin, evel an italianeg hag ar galleg. Meur a rannyezh a vez graet ganto e Korsika. An daou strollad rannyezhoù pennañ zo ar “cismontincu” (a vez anvet “cismontano” peurliesañ) - ur rannyezh tost a-walc’h d’an “toskaneg” - hag ar “pumuntincu” (a vez anvet “oltramontano” peurliesañ), zo elfennoù yezh boutin etrezañ hag ar rannyezhoù a vez graet ganto e kreisteiz Italia koulz ha gant ar sardeg, gant ar rannyezhoù a vez graet ganto e Sikilia zoken. Unvanet eo bet ar rannyezhoù korsek avat : reolennoù boutin zo evit skrivañ ar rannyezhoù-se hag e-se e vez aesoc'h tremen eus ur rannyezh d'eben. E Korsika e vez komzet ar c’horseg, evel-just, hag ivez e norzh Sardinia (evit a sell ouzh ar rannyezh “pumuntincu”, zo tost a-walc'h d'ar gallureg ha d’ar sasareg. N’eus ket pell e roer d'ar c’horseg ur statud a yezh. Er bloavezhioù mil nav c’hant tri-ugent e oad krog da reiñ seurt stadud dezhañ met kalz a yezhoniourien a gav abeg en dra-se. Diouzh o savboent ez eo bet roet ar stadud-se d'ar yezh evit bastañ d'ar goulennoù politikel hag evito n'eo ket un afer yezhoniezh tamm ebet. Renket eo bet ar c’horseg gant an UNESCO e-touez ar yezhoù en arvar da vont da get. Yezhouniourien all, er c’hontrol, a gav dezho ez eo ar c’horseg ur yezh dezhi hec’h-unan, o vezañ m’eo unvan ar rannyezhoù a vez gaet ganto war an enezenn. Tremen hep anavezout un hevelep statud d’ur yezh, hervezo, a dalvez reiñ nebeutoc’h a bouez d’ur yezh a c'hallfe mont da get. Anavezet eo ar c’horseg, e gwirionez, da yezh gant ur reolad etrebroadel ISO 639. An daou savboent-se a c'haller degemer, evit gwir : diouzh savboent ar strollad yezhoniourien kentañ e vez dalc’het kont eus an dipologiezh (renkadur ar yezhoù), diouzh ar strollad all e vez dalc’het kont eus ar skeudenniñ hag eus ar sevel. Un diskoulm zo bet kavet e sokioyezhoniezh evit termeniñ ur “yezh” gant Heinz Kloss (s.o. tipologiezh Heinz Kloss) : ur “yezh diwar danzen” pe yezh Ausbau (doare sevel distag diouzh an italianeg). Ar c'horseg hag an italianeg avat, gant o frammoù, zo div yezh Abstand, da lavaret eo yezhoù pell. Dasparzh ar rannyezhoù e Korsika Ar c'horseg zo anezhañ ur yezh romanek eus ar strollad yezhoù italianek ha romanek. E Korsika a-bezh e vez graet gantañ (an holl Gorsiz avat ne reont ket gantañ), nemet e Bonifacio hag e Calvi ma vez komzet ur rannyezh ligourek a orin eus Genova c’hoazh. Korsiz a-leizh a oa bet gwechall oc’h ober o annez en enez La Maddalena, en norzh da Sardinia hag e-se e veze komzet an hevelep korseg du-hont hag e Sartè. Ar gallureg (“gallurese” pe “gadduresu”) eo ar rannyezh a vez graet ganti e rannvro Gallura, en norzh da Sardinia, zo tost-tre d’ar rannyezhoù a vez graet ganto e Su Korsika (tostoc’h eo ar rannyezhoù-se an eil d’eben eget ar c’horsegoù all, s.o. R.A. Hall, Jr.), koulz hag ar sasareg a vez graet gantañ e Sassari hag en trowardroioù - tra m'eo ar sardeg ur yezh disheñvel-mik dezhañ (disheñvel-tre eo ar sardeg diouzh an italianeg ha diouzh ar rannyezhoù italianek). Da skouer, an holl rannyezhoù korsek hag ar rannyezhoù n'int ket "sardek" a vez graet ganto e Sardinia o deus ul liester en –i evel evel en italianeg, tra m’en deus ar sardeg ul liester en -s (evel e galleg pe e kastilhaneg). Ur yezh kar war un dro d’ar sardeg ha d'ar c'horseg a veze graet gantañ gwechall-gozh koulkoude dre ma oa an div enezenn e "Romania africana”. Elfennoù boutin a-leizh a chom neuze en div yezh, ar pezh a voe kreñvaet gant aloubidigezh an enezennoù gant an dud a-leizh a oa deuet eus Pisa pe eus Aragon. Ar son “kakuminal”zo voutin da ranvyezh Sartè ha d’an darn vrasañ eus ar rannnyezhoù sardek. An estlamadell [a'jo]!, anezhi ur ger a vez graet kalz gantañ war an div enezenn, zo kalz koshoc’h son ar gensonenn distaget enni (moarvat eus ar mare ma voe aloubet an div enezenn gang ar Fenikianed). Meur a yezh komzet a vez graet ganto e Korsika : ar sartèeg - en ur gontañ ar sasareg hag ar gallureg - an tavareg, ar c'horseg eus korn-bro Vico- Aiacciu, ar c’horseg a vez komzet e norzh an enezenn (Capicorsu ha Bastia) hag ar rannyezh a vez graet gantañ e Venaco. Dispartiet int bet e daou strollad : ar cismontano hag an oltramontano. Etre 79 ha 89 % eus ar gerioù zo damheñvel enno. Tostoc’h eo ar rannyezh eus Genova a vez komzet e Bonifacio d’ar rannyezh a vez komzet e Bastia eget ar rannyezhoù all. 78 % eus ar gerioù zo peuzheñvel en div rannyezh-se. Yezh ha sevenadur Abaoe deroù an XIXvet kantved e seller ar c’horseg hag italianeg evel daou stumm eus un hevelep yezh. Ar yezh komzet eo ar c'horseg, gant ar stummoù lec'hel anezhi, hag ar yezh skrivet eo an italianeg. 1852 a voe ur bloavezh a bouez ivez dre ma voe lakaaet ar galleg da yezh ofisiel ha ma voe difennet ober gant an italianeg e Korsika. Adalek an Eil Impalaeriezh ne voe ket mui an italianeg ar yezh velestradurel a veze graet ganti war an enezenn : un troc’h a oa etre an italianeg hag ar c’horseg. Kalz a dud a soñj dezho eo deuet ar c’horseg da vezañ ur yezh emren pa voe diorroet ul lennegezh korsek. Daou stroll kelennerien skol-veur enep zo hiziv an deiz. Ar re eus ar skol a soñj dezho eo deuet ar chorseg eus an toskaneg a-raok emdreiñ evel m'emañ bremañ (gant roudoù koshoc'h, a oa anezho a-raok Romania, evel ar son kakuminal, hag ar re a soñj e oa emdroet abretoc’h en un doare distag (diwar al latin izel) betek-henn goude bezañ bet levezonet a-hed an istor gant yezhoù “an alouberien”, en o zouez an toskaned hag ar c’hallaoued. N’eus nemet er c’hazetennoù “broadelour” e vez skivet eo tost-tre ar c'horseg d'an toskaneg. 90 % eus gerioù an div yezh-se zo peuzheñvel. Ne vez ket kavet abeg en dra-se gant ar re a lavar eo kar ar c'horseg d'an italianeg, daoust d'e berzhioù dibar ha d'e astummoù. N’en deus ket klasket emsav sevenadurel Korsika lakaat an holl Gorsiz d’ober gant ar c’horseg peurunvan. Lavarout a ra ar yezhoniourien gorsat ez eo ar c’horseg ur “yezh polynomik” ; diazezet eo kelenn ar c'horseg da gentañ war ar rannyezh a vez graet gantañ en takad-bro ha da c'houde e vez desket en un doare dizoberiant an holl rannvyezhoù a vez komzet en enezenn. Abaoe un nebeud bloavezhioù, koulskoude, eo krog al lenneien, ar grouerien, an dud a vicher a bled gant ar c’hehentiñ, d’ober gant ur c’horseg “savet”, da lavaret eo ez eo ur yezh unvan a-walc'h. Ar yezh-se a vez graet gantañ war un tiriad, ma’z eo gwan ar gwask poblañsel, ma'z eus bet c’hoant gant an dud kaozeal galleg (ar pezh a vez adkavet alies e lec'h all) evit bezañ “enframmet” gwelloc’h hag e-se e voe torret al liamm a yae etre ar remziadoù en eil hanterenn eus an XXvet kantved, ma vez graet gant ur yezh all estreget ar c'horseg e pep lec'h ha gant an holl dud hiziv (mediaoù, skol...), ma'z eo bet mesket kement an dud ma'z eus nebeutoc'h-nebeutañ a dud o treuzkas o yezh-vamm hiziv, ma ne zalc’h ket ar Stad c’hall kont eus ar yezhoù minorel evel ma tere, ma c’haller en em c’houlenn hag-eñ e chomo bev ar c’horseg. Deuet eo ar vroadelourien da gaout ur statud a “yezh” d’ar c’horseg, daoust ma n’eo ket ret deskiñ anezhi er skol kentañ derez. Biskoazh ne oa bet skrivet ar c’horseg da vare aloubidigezh an enezenn gant tud Pisa pe Genova. An darn vrasañ eus an anvioù-lec'h n'int ket skrivet e korseg met en italianeg. Er XVvet hag er XVI kantved o doa klasket un nebeud kartennourien c’hall lakaat anezho e galleg – ne chom nemet daou gallek hiziv an deiz : Île-Rousse ha Saint-Florent (en italeg emañ stummoù istorel an anvioù italianek pe gallek ne vezont ket implijet ken hiziv an deiz). Unan eus yezhoù "rannvroel" Frañs eo ar c’horseg, diouzh ar roll ofisiel zo bet embannet gant ar Stad c’hall (Ministrerezh ar Sevenadur/DGLF). N'eo ket ar c’horseg ur yezh ofisiel avat dre ma n'eus bet roet statud ofisiel ebet d'ar yezhoù bihanniver pe rannvroel eus Frañs betek-henn. Renket eo bet ar c’horseg gant an UNESCO e-touez ar yezhoù rannvroel eus Frañs en arvar da vont da get. Un nebeud gerioù korsek Kartennoù Liammoù diavaez Geriadur ha kentelioù korseg Kentelioù korseg war Wikibooks Kentelioù korseg / Corsu di lingua corsa a lingua corsa adatta à e nove tecnulugie Corsican proverbs/Krennlavarioù e korseg Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù romanek Yezhoù Italia Yezhoù Frañs Korsika Korseg
3152
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20mongolek
Yezhoù mongolek
Ur skourr eus ar yezhoù altaek eo ar yezhoù mongolek, ennañ 13 yezh komzet e Kreiz Azia. Yezh vrudetañ an holl yezhoù mongolek eo ar mongoleg (Монгол Хэл) komzet e Mongolia. Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù er skourr-mañ: Yezhoù mongolek ar reter Yezhoù mongolek ar c'hornôg Liammoù diavaez: Ethnologue Yezhoù mongolek Yezhoù Azia
3153
https://br.wikipedia.org/wiki/Gwaskoneg
Gwaskoneg
Ur rannyezh okitanek eo ar gwaskoneg komzet dreist-holl e Gwaskogn (Bro-C'hall) en departamantoù-mañ: Pireneoù-Atlantel, Pireneoù-Uhel, Landes, Gers, Gironde hag en ul lodenn eus Lot-et-Garonne, Haute-Garonne hag Ariège. Komzet e vez ivez e Val d'Aran e gwalarn Katalonia (Spagn) e-lec'h ma'z eo unan eus ar yezhoù kenofisiel. Meur a isrannyezh a zo: armagnakeg (armanhaqués) bearneg (bearnés) bigourdaneg (bigordan) kominjeg (comengés) lanneg (landés) lomagneg (lomanhòu) medokineg (medoquin) araneg (aranés) Perzhioù An f okitanek zo h e gwaskoneg e gerioù evel har / hèr / hèser / hèder, pa gaver far / faire a-hend-all (hag hilh, harinha ...) Gwelout ivez okitaneg araneg Liammoù diavaez: Geriadur gwaskoneg, bearnek, aranek An Ensavadur Okitan, diazezet e Bearn Escòla Gaston Febus Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Frañs Yezhoù Spagn Gwaskoneg Gwaskogn Okitaneg
3154
https://br.wikipedia.org/wiki/Mirandeg
Mirandeg
Ar mirandeg (mirandeg : lhéngua mirandesa pe astur-lhionés ; portugaleg : língua mirandesa pe mirandês) zo ur yezh romanek komzet e biz Portugal. Anavezet e oa bet ez-ofisiel evit ar wech kentañ gant Breujoù Portugal e miz Genver 1999. Disheñvel eo ar mirandeg diouzh ar portugaleg unvan e meur a geñver, rak diorroet e oa bet ar mirandeg diwar al leoneg a veze komzet e hanternoz Iberia. Kar eo d'an asturianeg neuze, met disheñvel eo an eil yezh diouzh eben abalamour ma'z eo bet levezonet ar mirandeg gant ar portugaleg tra m'eo bet levezonet an asturianeg gant ar spagnoleg. Komzet e vez hiziv gant nebeutoc'h evit 5 000 den evel yezh kentañ, e Miranda do Douro dreist-holl. Teir rannyezh zo : "mirandeg ar vevenn", "mirandeg ar c'hreiz" ha "mirandeg sendinek". An darn vrasañ eus an dud a gomz mirandeg a oar portugaleg ha lod all zo barrek war ar spagnoleg ivez. Gwelet ivez Asturianeg Leoneg Liammoù diavaez Ethnologue L Mirandés: Ũa Lhéngua Minoritaira an Pertual Wikipedia e mirandeg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Portugal Yezhoù romanek
3155
https://br.wikipedia.org/wiki/Gwernenezeg
Gwernenezeg
Ar gwernenezeg (dgèrnésiais pe Guernésiais) a zo ur yezh normanek komzet e Gwernenez. Ur yezh oïl an hini eo. E 2001 e c'helle 1.327 a dud, da lâret eo 2% eus poblañs an enezenn, komz ar yezh en un doare flour ha 3% he c'homprene mat. Ouzhpenn 70% eus ar gomzerion-se a zo en tu all da 64 vloaz avat. Etre ar re yaouank ne vez komzet nemet gant 0,1% eus an dud, met 14% a gompren ar yezh tamm pe damm. Dont a reont a-benn, tu pe du, ar wernenezegerion da gompren ar jerzenezeg ha gallout a reont ivez kompren normanded e Bro-C'hall. N'eo ket bet ken levezonet ar gwerenezeneg gant ar galleg ha m'eo bet ar jerzenezeg, met kreñvoc'h eo bet levezon ar saozneg war yezh Gwernenez. Labourat evit difenn ar yezh a ra L'Assembllaïe d'Guernesiais bet krouet e 1957. Kelennet e vez ar yezh er skolioù a-wechoù ivez evel ur yezh da dibab. Skwerioù Quaï temps qu’i fait? : (Penaos emañ an amzer?) I' fait caoud ogniet : (Tomm eo hiziv) Tchi qu’est vote naom? : (Pe anv oc'h?) Coume tchi que l’affaire va? : (Penaos 'mañ kont?) Quaï heure qu'il est? : (Pet eur eo?) À la perchoine : (Kenavo) Mercie bian : (Trugarez vras) Gwelet ivez: Jerzenezeg Liammoù diavaez: Petra eo ar gwenezeneg? (e saozneg) Guernsey French (e saozneg) Meneger yezhoù ar bed Gwernenez Normaneg Yezhoù an Inizi angl-ha-norman
3163
https://br.wikipedia.org/wiki/Griko
Griko
Ar griko pe grekaneg (saoz. Grecanic) a zo ur rannyezh c'hresianek komzet er rannvro Magna Graecia bet o'n em astenn e kreisteiz Italia ha Sikilia e-pad an Henamzer. Div gumuniezh zo en Italia ma vez komzet griko: unan e Kalabria hag eben e Puglia. En Italia e reer Griko (skrivet ivez Grico a-wezhoù) eus ar yezh-mañ, tra ma reer κατωιταλιώτικα (katoitaliótika; "su italianeg") anezhi e Gres peurliesañ. Diorren a reas ar griko diwar ar ar gresianeg dorek ha neuze ez eo diheñvel a-walc'h diouzh ar gresianeg a-vremañ komzet e Gres bet deveret diwar ar gresianeg hellenek. Met daoust da se e c'hell komzerion an div yezh dont a-benn d'en em gompren tamm pe damm. Anavezout a reas Breujoù Italia kumuniezh griko Salento dindan an anv "Minoranze linguistiche Grike dell'Etnia Griko-Salentina". Testenn skouer : Griko Εβώ πάντα σε σένα πενσέω, γιατί σένα φσυχή μου 'γαπώ, τσαι που πάω, που σύρνω, που στέω στην καρδιά μου πάντα σένα βαστώ. Ebow panta se sena pensèow, ghiatì sena phsikhèy mou gapòw, Tsai pou paow, pou syrnow, pou steow steyn kardià mou panta sena bastòw. Gresianeg a-vremañ Εγώ πάντα εσένα σκέφτομαι, γιατί εσένα ψυχή μου αγαπώ, και όπου πάω, όπου σέρνομαι, όπου στέκομαι, στην καρδιά μου πάντα εσένα βαστώ. Brezhoneg Soñjal ennout a ran atav rak da garout a ran, ma ene, ha n'eus forzh da belec'h ez afen, n'eus forzh pelec'h e chomfen a-sav, Em c'halon e vi-te atav. Gwelit ivez: Gresianeg Calabria Liammoù diavaez: Grika milume! Kumuniezh griko war-linenn Geriaoueg griko-saozneg en linenn Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Italia Gresianeg
3165
https://br.wikipedia.org/wiki/Jerzenezeg
Jerzenezeg
Ar jerzenezeg (Jèrriais) a zo ur yezh oïl a-orin normanek a vez komzet e Jerzenez. Kar eo d'ar gwernenezeg. Komzet e vez ur rannyezh jerzenezek e Serk (serkeg), bet kaset di eus Jernenez er . N'eo ket kevatal ar jerzenezeg, yezh hengounel an enez, d'ar galleg a vez implijet eno evit aferioù a denn d'ar velestradurezh. E 2001 e veze komzet ar yezh gant 3% eus an dud a vev en enez ha betek 15% a zo gouest d'he c'hompren. Mont war gresk a ra an niver a vugale barrek war ar yezh abaoe ma vez kelennet muioc'h-mui er skolioù. Klasket e vez gwareziñ ar yezh hag he c'has war-raok ivez dre hec'h implijout muic'h-mui er vuhez foran, da skouer war pannelloù-hent hag all. Gerioù brezhoneg e jerzenezeg ? Jerzenez a oa ul lodenn eus Breizh betek aloubadeg an Normaned. Hervez lod e vefe un dornadig gerioù a orin brezhonek e jerzenezeg : pihangne, ur c'hrank, a zeuje eus ar brezhoneg bihan ; quédaine a zeuje eus gadenn (< gad, liester gedon) ; baîni Gwelet ivez: Gwernenezeg Notennoù Liammoù diabarzh evit ar gerioù brezhoneg e jerzenezeg Liammoù diavaez Les Pages Jèrriaises La Société Jersiaise - La Section de la langue Jèrriaise BBC Radio Jersey - Jèrriais Meneger yezhoù ar bed Jerzenez Normaneg Yezhoù an Inizi angl-ha-norman
3167
https://br.wikipedia.org/wiki/Skritur%20ar%20c%27hozheuropeg
Skritur ar c'hozheuropeg
Meizad ar c'hultur heneuropat ha skritur an heneuropeg a zo bet embannet gant an arkeologourez Marija Gimbutas diwar-benn kavadennoù deiziatet eus 7000 betek 4000 kent Jezuz-Krist. E Serbia, Hungaria ha Kroatia ez int bet graet. War meur a dra (pladennoù, pouezioù-gwiad, delwennigoù-pri) ez eus bet gwelet arouezioù ul lizherenneg dianav. Lod eus an hendraourien o deus klasket liammañ anezhi d'an etruskeg pe d'ar fenikianeg. Skritur Vinča e vez graet ivez eus ar skritur-mañ p'eo bet kavet meur a skouer er gêr-se e-kichen Beograd. E kêriadenn Jela nepell diouzh Beograd eo bet graet meur a gavadenn gant enskrivadurioù ivez.Forzh penaos eo bet skritur Vinča kalz koshoc'h eget hini ar Sumeridi hag hini an Henegiptiz koshañ. Ur vartezeadenn nevez An arkeologour amerikan, Toby Griffen, hag en deus kelennet e Skol-Veur Su-Illinois a-raok mont war e leve, en deus embannet ur vartezeadenn leun a ijin, met ne vez ket degemeret gant an holl arbennigourien. Hervezañ e vije posupl disifrañ eur frazenn kavet war daou bouez-gwiad. Treiñ a ra teir arouezenn evel tresoù pe hieroglifoù. Unan a vefe tres un arzh, unan all hini ur c'hourzh (a dalveze evit un doueez) hag un trede hini ul labous. P'en deus kavet div wech an heuliad : arzh doueez labous doueez arzh doueez en deus soñjet e c'hellfe bezañ gwelet evel ar frazenn : an doueez-arzh hag an doueez-labous, (ar re-se) an doueez-arzh. Un doare da zispakañ eo an div zoueez un doueez hepken.Hervez Griffen ez eus kaoz amañ eus an doueez gresian Artemis he doa perzhioù liammet ouzh al laboused koulz hag ouzh an arzhed. Eus arktos (ger gresianeg evit arzh) e teu hec'h anv ha patrom ar vaouez-labous eo ivez. Daveoù Gimbutas, Marija. 1974. The Gods and Goddesses of Old Europe 7000 - 3500 BC, Mythos, Legends and Cult Images Griffen, Toby D., Deciphering the Vinca Script , 2007. Pešić, Radivoje, The Vincha Script (ISBN 86-7540-006-3) Pešić, Radivoje, "On the Scent of Slavic Autochthony in the Balkans," Macedonian Review 19, nos. 2-3 (1989), 115-116 Winn, Milton McChesney. 1973. The signs of the Vinča Culture : an internal analysis : their role, chronology and independence from Mesopotamia Winn, Shan M.M. 1981. Pre-writing in Southeastern Europe: the sign system of the Vinča culture, ca. 4000 BC Liammoù diavaez Vinca symbols at omniglot.com, including a font The Number System of the Old European Script - Eric Lewin Altschuler The Old European Script: Further evidence - Shan M. M. Winn Kozheuropek Kultur kozheuropat en:Vinča signs
3170
https://br.wikipedia.org/wiki/Kalvennig%20c%27hlas
Kalvennig c'hlas
Ar galvennig c'hlas (liester : kalvenniged glas) a zo ur spesad golvaneged bihan, Cyanistes caeruleus an anv skiantel anezhañ. Anvet e voe Parus caeruleus (kentanv) da gentañ-penn (e 1758) gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778). Doareoù pennañ Bihanoc'h eo eget ar pennglaou. Boued Debriñ a ra amprevaned e-pad an hañv ha had e-pad ar mareoù all. Annez hag isspesadoù Ar spesad a gaver an nav isspesad anezhañ : Cyanistes caeruleus balearicus, e Mallorca, C. c. caeruleus, (Linnaeus, 1758), eus hanternoz, kreiz ha reter Europa da gornôg ha hanternoz Azia Vihanañ, C. c. calamensis, e kreisteiz Gres, Kikladez, Kreta hag Enez Rodos, C. c. obscurus, en Inizi breizhveuriat, C. c. ogliastrae, el Ledenez iberek, Korsika ha Sardigna, C. c. orientalis, er gevred d'al lodenn europat eus Rusia, C. c. persicus, e mervent Iran, C. c. raddei, e hanternoz Iran, C. c. satunini, e Krimea, er C'haokaz, reter Turkia ha gwalarn Iran. Ober a ra e annez er c'hoadoù, el liorzhoù hag er girzhier. Liammoù diavaez Cyanistes caeruleus war al lec'hienn BirdLife International. Cyanistes caeruleus war lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN). Skeudennoù Sell ivez Rummad al laboused renket hervez o anv boutin Rummad al laboused renket hervez o anv skiantel Notennoù ha daveennoù Evned Breizh Evned Europa Evned kreizdouar Paridae
3171
https://br.wikipedia.org/wiki/Faeroeg
Faeroeg
Unan eus yezhoù skandinavek ar c'hornôg eo ar faeroeg komzet gant tro-dro da 80 000 den en Inizi Faero (48 000) hag e Danmark (25 000). Bez ez eus ivez 5 000 faeroeger en Island. Gant an norneg (yezh varv) hag an islandeg ec'h eo ar faeroeg unan eus an teir yezh skandinavek enezel diorroet diwar an norseg komzet da vare ar Vikinged. Ar yezh ofisiel en inizi a zo bet an daneg abaoe 1538. Ar faeroeg a chomas un trefoedach betek diwezh an XVIII-vet kantved. D'ar mare-se, un den anvet Svabo a zastumas kanaouennoù-pobl. E 1823 e voe moulet un droidigezh eus Aviel Sant Mazhe. E-kreiz an XIXvet kantved e teuas an den a reas ar muiañ evit yezhig e vro, Hammershaimb. Ar c'hanaouennoù dastumet gant Svabo a oa skrivet e rannyezhoù disheñvel (bez ez eus meur a rannyezh) evel ma oant distaget. Hammershaimb a ijinas un doare-skrivañ etimologek o tennañ da zoareoù-skrivañ ar yezhoù skandinavek all, hag a c'helle bezañ lennet dre holl en inizi, en ur ger : ur yezh unvan. An doare-skrivañ-se, gant un nebeud kemmoù hepken, a zo bet miret betek hiziv. Yezhadur Hammershaimb a voe embannet e. 1854. Skridoù a bep seurt en deus savet ivez. Ur gelaouenn a voe krouet e 1890. Diwar neuze e tarzhas ur stourm kalet ouzh gouarnamant Danmark evit ma vefe anavezet ar faeroeg evel yezh-Stad. Ne voe gounezet an trec'h nemet e 1948. Ar faeroeg a voe lakaet da "gentañ, yezh ofisiel", an daneg o vezañ aotreet evel "eil yezh". Âr faeroeg a vez implijet en iliz, er skol, er mererezh, er c'henwerzh. Kelaouennoù ha levrioù a vez moulet (troidigezh nevez ar Bibl, 1948). An darn vrasañ eus ar boblañs a oar lenn an div yezh, faeroeg ha daneg. Kalz a boan a zo bet kemeret evit harluañ ar gerioù hag an troioù-lavar danek, niverus-meurbet er yezh komzet, diouzh ar yezh skrivet. Darn eus ar gerioù faeroeg kozh a zo bet degemeret er yezh komzet zoken, dre levezon al lennegezh. Gerioù nevez a vez stummet, tennet eus geriaoueg, ar yezh, pe c'hoazh amprestet e vez gerioù diouzh an norvegeg hag an islandeg. An holl a skriv ar yezh unvan, hogen ar rannyezhoù a vez komzet atav. Den ebet ne skriv na ne glask zoken skrivañ en ur rannyezh. Pa gemerer ur ger en ur rannyezh e roer dezhañ ar furm a dle kaout hervez istor ar yezh hag an doare-skrivañ unvan. E 1937 e teuas ar faeroeg da vezañ yezh ofisiel an Inizi Faero e-lec'h an daneg. Liammoù diavaez: Geriadur faeroeg-saozneg Ethnologue Føroyskt, féroïen, taolennet gant Jógvan í Lon Jacobsen A 500-year-old fight to save a language Faeroeg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù skandinavek Yezhoù an Inizi Faero Inizi Faero
3174
https://br.wikipedia.org/wiki/Greunlandeg
Greunlandeg
Ur yezh eskimoek-aleutek eo ar greunlandeg komzet e Greunland gant 54.000 den. Teir rannyezh pennañ ez eus: hini an hanternoz, hini ar c'hornôg hag hini ar reter. E gwrionez e vez anvet greunlandeg rannyezh an c'hornôg, ar rannyezh muiañ komzet, tra ma reer inuktun eus rannyezh an hanternoz komzet tro-dro d'ar gêr Qaanaaq (Thule). Tostoc'h ouzh an inuktitut komzet e Kanada eo ar rannyezh-se. Skrivet e vez ar c'halaallisut gant al lizherenneg latinek kentoc'h evit gant ar silabenneg inuktitut . Gwelet ivez: Greunland Inuktitut Yezhoù eskimoek-aleutek Liammoù diavaez: Kuzul ar greunlandeg Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Greunland Yezhoù eskimoek
3175
https://br.wikipedia.org/wiki/Golvan%20tiez
Golvan tiez
Ar golvan tiez pe golvan-tiez, pe filip c'hoazh, zo un evn bihan, Passer domesticus an anv skiantel anezhañ. Doareoù pennañ Etre 10 ha 15 cm eo ment ar golvan (liester : golvaned pe gelvinier), gant ur mas war-dro 30 g. Gris eo kein ar par, ha du e c'houzoug. Gell eo penn ha gouzoug ar barez. Neizhiañ a ra etre miz C'hwevrer ha miz Mae. Ar barez a zozv etre 3 ha 5 vi, en un neizh savet dindan malvenn un doenn, pe en iliav. Digreskiñ a ra an niver a golvaned en Europa, n'ouzer ket perak. Boued Kemm-digemm e vez boued ar golvaned diouzh o annez : ed, hadennoù bihan, amprevaned, struj ha frouezh a ya ganto peurvuiañ. Annez Er c'hêrioù ha war ar maezioù. Gwelout ivez Rummad al laboused renket hervez o anv boutin Rummad al laboused renket hervez o anv skiantel Skeudennoù Evned Breizh Evned bedvroat
3176
https://br.wikipedia.org/wiki/Norneg
Norneg
An norneg a zo ur yezh norzh-germanek aet da get etre an hag an kantved. Komzet e veze en Inizi Shetland hag Orkney e Bro-Skos. Goude ma oa bet roet an inizi-se da Skos er kantved e poueze gouarnamant hag Iliz Bro-Skos war an dud da zilezel o yezh na neuze e voe kemeret he flas tamm-ha-tamm gant ar skoteg. Gwelet ivez: Faeroeg Islandeg Norseg Liammoù diavaez: Ethnologue Meneger yezhoù ar bed Yezhoù skandinavek Yezhoù Breizh-Veur Yezhoù aet da get
3177
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20eskimoek-aleutek
Yezhoù eskimoek-aleutek
Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù eskimoek-aleutek komzet e Kalaallit Nunaat(Greenland), Kanada, Alaska hag e lec'hioù zo eus Siberia. Er familh-se emañ diouzh an tu ar yezhoù eskimoek a reer inuktitut anezhe e norzh Alaska, Kanada ha Kalaallit Nunaat ha diouzh an tu all ar yupikeg e kornôg Alaska hag yuiteg hag an aleuteg e Siberia. Setu penaos e vez renket ar yezhoù eskimoek-aleutek: Yezhoù eskimoek-aleutek Yezhoù aleutek Aleuteg Rannyezhoù ar C'hreiz-Kornôg: Atkaneg, Attuaneg, Unanganeg, Beringeg (60-80 a gomzerion) Rannyezhoù ar Reter: Unalaskaneg, Pribilofeg (400 a gomzerion) Eskimoeg Yupikeg (10,000 a gomzerion) Alutiiq (pe Yupikeg Pleg-mor Habask) (400 a gomzerion) Yuiteg (pe Yupik Kreiz-siberek) (Inizi Chaplinon ha St Lawrence, 1400 a gomzerion) Naukaneg (70 a gomzerion) Sirenikeg (1 c'homzer) Inupik (pe inuiteg) (75,000 a gomzerion) Iñupiaq (northern Alaska, 3500 a gomzerion) Inuvialuktun (pe inuktuneg) (kornôg Kanada) Inuktitut (reter Kanada; gant inuktuneg, 24.000 a gomzerion) Kalaallisut (Kalaallit Nunaat, 47.000 a gomzerion) Daveoù Bernet, John W. An Anthology of Aleut, Eskimo, and Indian Literature of Alaska in English Translation. Fairbanks, Alaska: [s.n.], 1974. Conference on Eskimo Linguistics, and Eric P. Hamp. Papers on Eskimo and Aleut Linguistics. Chicago: Chicago Linguistic Society, 1976. Dumond, Don E. On Eskaleutian Linguistics, Archaeology, and Prehistory. [S.l: s.n, 1965. Fortescue, Michael D. Some Problems Concerning the Correlation and Reconstruction of Eskimo and Aleut Mood Markers. København: Institut for Eskimologi, Københavns Universitet, 1984. ISBN 87-87874-10-5 Fortescue, Michael D., Steven A. Jacobson, and Lawrence D. Kaplan. Comparative Eskimo Dictionary: With Aleut Cognates. Fairbanks, AK: Alaska Native Language Center, University of Alaska Fairbanks, 1994. ISBN 1-55500-051-7 Marsh, Gordon H. The Linguistic Divisions of the Eskimo-Aleut Stock. 1956. Swift, Mary D. Time in Child Inuktitut: A Developmental Study of an Eskimo-Aleut Language''. Studies on language acquisition, 24. Berlin: M. de Gruyter, 2004. ISBN 3-11-018120-7 Yezhoù eskimoek-aleutek
3178
https://br.wikipedia.org/wiki/Sirenikeg
Sirenikeg
Ur yezh yupikek eo ar sirenikeg. Aet eo da get ar yezh-mañ rak ne veze komzet en un doare flour nemet gant un den kozh e Chukotka (biz Rusia). Ar vaouez-mañ, Vyie (Valentina Wye) (ruseg: Выйе), a varvas e Genver 1997. Tro-dro da gêriadenn Sireniki (Сиреники) e veze komzet. Notennoù Gwelet ivez: Yezhoù eskimoek-aleutek Meneger yezhoù ar bed Yezherien ziwezhañ Yezhoù eskimoek
3180
https://br.wikipedia.org/wiki/Turzhunell%20durk
Turzhunell durk
An durzhunell durk a zo un evn eus rummad an turzhunelled. Hollegezhioù A-orin eus Europa ar su eo an durzhunell durk, Streptopelia decaocto diouzh hec'h anv skiantel. Erruet e oa e Bro-C'hall war-dro 1950. Kavet e oa bet e Bro-Saoz hag Iwerzhon e-pad ar bloavezhioù 1960 ha kaset da Amerika dre zegouezh er bloavezhioù 1980. Ar c'houblad kentañ bet gwelet e Breizh a zeuas e 1958 eno hag e vez kavet dre-holl bremañ. An hanter gelc'henn zu war he c'hilpenn eo merk an durzhunell-mañ. Muzuliañ a ra war-dro 27 cm gant ur pouez etre 125 ha 240 g. Boued Debriñ a ra had, kignez ha broñs Annez Ul labous eus ar c'hêrioù hag ar c'hêriadennoù kentoc'h eget eus an douaroù labour frank eo an durzhunell durk. Neizhiañ a ra etre miz Ebrel ha miz Gwengolo. Alies e vag pevar pe bemp neizhiad en ur bloavezh, dozviñ a ra daou vi bep gwech. Sellet ivez Rummad al laboused renket hervez o anv boutin Rummad al laboused renket hervez o anv skiantel Skeudennoù Columbidae Evned Breizh Evned Eurazia
3182
https://br.wikipedia.org/wiki/Gwennili
Gwennili
Ar wennili, pe gwennidell, eo anv an holl evned rummataet er c'herentiad Hirundinidae, termenet e 1815 gant ar skiantour stadunanat Constantine Samuel Rafinesque (1783-1840). Diouzh Doare 8.2 an IOC World Bird List ez a naontek genad golvaneged d'ober ar c'herentiad : Genadoù (renket diouzh an urzh filogenetek) Pseudochelidon - Hartlaub, 1861 (2 spesad), Psalidoprocne - Cabanis, 1850 (5 spesad), Pseudhirundo - Roberts, 1922 (1 spesad), Cheramoeca - Cabanis, 1850 (1 spesad), Phedina - Bonaparte, 1855 (2 spesad), Riparia - T. Forster, 1817 (6 spesad), Tachycineta - Cabanis, 1850 (9 spesad), Progne - Boie, 1826 (9 spesad), Notiochelidon - Baird, 1865 (4 spesad), Haplochelidon - Todd, 1929 (1 spesad), Atticora - Gould, 1842 (2 spesad), Neochelidon - P.L.Sclater, 1862 (1 spesad), Stelgidopteryx - Baird, 1858 (2 spesad), Alopochelidon - Ridgway, 1903 (1 spesad), Hirundo - Linnaeus, 1758 (15 spesad), Ptyonoprogne - Reichenbach, 1850 (4 spesad), Delichon - Moore, 1854 (3 spesad), Cecropis - Boie, 1826 (9 spesad), Petrochelidon - Cabanis, 1850 (11 spesad). Notennoù ha daveennoù Hirundinidae Kerentiadoù evned
3186
https://br.wikipedia.org/wiki/Drask%20sut
Drask sut
An drask sut (liester : driski sut) a zo ur spesad golvaneged, krennik e vent, Turdus philomelos an anv skiantel anezhañ. An anv Hec'h anv skiantel philomelos a zeu eus ar gresianeg a gar ar sonerezh rak kanañ a ra kalz laboused ar spesad-mañ. Kavet e vez ivez an anv brezhonek bouzevelleg (diwar borzevelleg). Doareoù pennañ Muzuliañ a ra an drask sut 22 cm. Kalz bihanoc'h eget an drask roueel hag an drask louet eo. Dougen a ra pluñv rous unvan war e gein ha gwenn brizhennet rous eo e krubuilh. Boued Bevañ a ra diwar zivellkeineged ha hugennoù.Boas eo da derriñ krogenn ur maligorn war ur maen. Annez hag isspesadoù Ar spesad a gaver ar pevar isspesad anezhañ : Turdus philomelos clarkei, e kornôg Europa, T. p. hebridensis, e Na h-Eileanan Siar, en Enez Sgitheanach, kornôg Bro-Skos ha kornôg Iwerzhon, T. p. nataliae, e kornôg ha kreiz Siberia, T. p. philomelos, en Europa (nemet er c'hornôg), hanternoz Turkia, ar C'haokaz ha hanternoz Iran. Plijout a ra brouskoadoù, girzhier, liorzhoù war-dro an tiez dezhañ. Sellet ivez Roll ar spesadoù laboused eus ar genad Turdus Rummad al laboused renket hervez o anv boutin Rummad al laboused renket hervez o anv skiantel Liammoù diavaez Turdus philomelos el lec'hienn BirdLife International. Turdus philomelos e lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN). Levrlennadur Claude Péridy, An drask-sut, e-barzh EVNED Breizh, Hor Yezh, 1995, pajennoù 110-111. Notennoù ha daveennoù Evned Breizh Evned Eurazia Turdidae
3188
https://br.wikipedia.org/wiki/8%20Gwengolo
8 Gwengolo
Gwengolo 08 Darvoudoù 1380 : Emgann Koulikovo etre ar Vongoled hag ar Rusianed. 1563 : kurunnet eo Masimilian II an Impalaeriezh Santel da roue Hungaria ha Kroatia e Pressburg. 1636 : savet Skol-veur Harvard. 1648 : sinet eo Feur-emglev Münster ; dizalc'h eo ar Proviñsoù-Unanet. 1793 : dibenn Emgann Hondschote : trec'h an arme gall. 1796 : trec'h eo luioù ar Republik C'hall war reoù Arc'hdugelezh Aostria en Emgann Bassano. 1855 : dibenn Brezel Krimea. 1909 : sinet eo Feur-emglev Rio de Janeiro (1909) etre Brazil ha Perou. 1923 : krouidigezh ar gevredigezh arzourien Unvaniezh ar Seizh Breur gant Jeanne Malivel ha Reun Kreston. 1936 : lakaet an tan en ur c'hamp soudarded saoz e Penyberth e hanternoz Kembre, gant tri broadelour Saunders Lewis, Lewis Valentine ha D. J. Williams. 1941 : deroù Seziz Leningrad. 1951 : sinet eo Feur-emglev San Francisco (1951). 1966 : skignet eo Star Trek war skrammoù skinwel amerikan evit ar wech kentañ. 1991 : Republik Makedonia dizalc'h diouzh Yougoslavia. Sportoù 1973 : loc'het eo kentañ doare ar redadeg war vor Whitbread Round the World Race diouzh Portsmouth (Bro-Saoz). Ganedigezhioù 1157 : Richarzh Iañ (Bro-Saoz) (Richarzh Kalon Leon e lesanv), Kont Anjev, Dug Akwitania ha roue Bro-Saoz. 1207 : Sancho II Portugal, 4 roue Portugal etre 1233 ha 1247. 1496 : Charlez (Bro-C'hall), pevare bugel Anna Vreizh ha Charlez VIII. 1780 : Yann-Vari de Lamennais, diazezour Urzh Breudeur Ploermael. 1783 : Nikolai Grundtvig, skrivagner ha prederour danat. 1830 : Frederic Mistral, barzh ha geriadurour gall okitanek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh e 1904. 1841 : Antonín Dvořák, sonaozer tchek. 1873 : Alfred Jarry, barzh, dramaour ha romantour gall. 1913 : Frits Van Seters, skrivagnour echedoù ha mestrc'hoarier echedoù izelvroat. 1947 : Yaacov Bleiman, mestrc’hoarier echedoù lituanian-israelian. Jean-Michel Larqué, melldroader ha kazetennour-sport gall. 1952 : Dave Stewart, gitarour, kaner ha pianoour saoz, bet ezel eus ar strollad Eurythmics gant ar ganerez Annie Lennox. 1960 : Aimee Mann. 1979 : Péter Lékó, mestrc'hoarier echedoù hungarian. Pink (Alecia Moore). Marvioù 1811 : Peter Simon Pallas, loenoniour ha louzawour alaman. 1907 : Eugène Pécher, mestrc'hoarier echedoù belgian. 1915 : Jos-Pêr ar Braz, emsaver ha skrivagner brezhonek. 1975 : Pierre Montazel, den a sinema gall. 1980 : Maurice Genevoix, romantour-barzh gallek. 1981 : Hideki Yukawa, fizikour japanat, tapet gantañ Priz Nobel ar Fizik e 1949. 1983 : Antonin Magne, marc'houarner, en Arcaishon. 2004 : Raymond Marcellin, politikour gall, bet maer Gwened ha prezidant Kuzul Rannvroel Breizh. 2009 : Aage Niels Bohr, fizikour dan, Priz Nobel ar Fizik e 1975. 2016 : Martial Ménard, embanner, troer ha geriadurour brezhonek. Lidoù Andorra : Devezh ar vro. Makedonia an Norzh : Devezh an dizalc'hiezh (1991). Iliz katolik roman: Gouel Ginivelezh ar Werc'hez Vari, pe Gouel Maria Gwengolo, sant Adrian, merzher (m. IIIvet kantved), Sant an deiz : Sant Karan. Gwengolo 08
3189
https://br.wikipedia.org/wiki/9%20Gwengolo
9 Gwengolo
Darvoudoù 1561 : pen-kentañ Kendiviz Poissy etre katoliked ha protestanted. 1656 : Emgann Cádiz etre morluioù Bro-Saoz ha Spagn. 1791 : an anv Washington D.C. a roer da gêr-benn Stadoù Unanet Amerika, en enor da George Washington. 1850 : deuet eo Kalifornia da vezañ ar 31 stad eus ar Stadoù Unanet. 1855 : dibenn Sez Sevastopol e-pad Brezel Krimea. 1892 : Amalthea, trede loarenn ar blanedenn Yaou, zo kavet gant Edward Emerson Barnard. 1899 : kondaonet eo Alfred Dreyfus evit an eil gwech, gant degouezhioù skañvaus. 1922 : dibenn ar Brezel etre Gres ha Turkia, gant trec'h an Durked e Smyrna (anvet İzmir bremañ), en arvor Mor Egea. 1923 : gant Mustafa Kemal Atatürk eo krouet ar Cumhuriyet Halk Partisi (CHP, Strollad Republikan ar Bobl). 1932 : e Madrid eo aprouet Statud Emrenerezh Katalonia gant parlamant Spagn. 1944 : tarzhadenn er c'houdorenn Sadi-Carnot e Brest, 900 den lazhet. 1948 : embann a ra Kim Il-sung eo savet Republik Poblel ha Demokratel Korea. 1969 : e Kanada eo lakaet al Lezenn evit ar Yezhoù Ofisiel da dalvezout, ha dont a ra ar galleg da vezañ ken ofisiel hag ar saozneg evit ar gouarnamant. 1975 : loc'het eo ar sonterez amerikan Viking 2 war-du Meurzh. 1991 : dizalc'hidigezh Tadjikistan. 2001 : muntret eo Ahmad Shah Massoud, rener emsavidi an hanternoz, en Afghanistan. Ganedigezhioù 1583 : Girolamo Frescobaldi, klavisimer, ograouer ha sonaozer italian. 1585 : Armand Jean du Plessis de Richelieu (Richelieu), kardinal gall. 1558 : Philippe Emmanuel Loren, Duk Mercoeur, marc'heg da vare Brezel ar C'hevre. 1789 : William Cranch Bond, steredoniour stadunanat. 1828 : Lev Tolstoy, skrivagner rusianek. 1842 : Elliott Coues, evnoniour, istorour ha medisin-arme stadunanat. 1856 : Vincenc Hrubý, mestrc’hoarier echedoù tchek. 1872 : Léon Blum, politikour ha den-Stad gall bet prezidant ar c'huzul. 1929 : Claude Nougaro, barzh ha kaner-sonaozer gall. 1941 : Otis Redding, kaner-sonaozer ha produour stadunanat. 1960 : Hugh Grant, aktor saoz. Marvioù 1000 : Olaf Tryggvason, roue Norvegia. 1087 : Gwilherm II (dug Normandi) pe Gwilherm an Alouber c'hoazh, dug Normandi ha roue Bro-Saoz. 1488 : Frañsez II, dug Breizh. 1569 : Pieter Brueghel gozh, livour flamank. 1891 : Jules Grévy, den-stad gall. 1898 : Stéphane Mallarmé, barzh gall. 1901 : Henri de Toulouse-Lautrec, livour ha maendresour gall. 1976 : Mao Zedong, politikour ha den-Stad sinaat. 2001 : Ahmad Shah Massoud, unan eus pennoù an harzherezh e-enep an dTalibaned en Afghanistan, lazhet en ur gwalldaol. 2023 : Max Simeoni, broadelour korsat. Lidoù Katoligiezh: Sant an deiz : Santez Ozvan. Tadjikistan : Deiz an Dizalc'hiezh. Gwengolo 09
3192
https://br.wikipedia.org/wiki/10%20Gwengolo
10 Gwengolo
Darvoudoù 1355 : sinet eo Feur-emglev Valognes etre Yann II (Bro-C'hall) ha Carlos II Navarra. 1468 : Feur-emglev Ankiniz etre Frañsez II, dug Breizh, ha Loeiz XI (Bro-C'hall). 1721 : sinet eo Feur-emglev Nystad o lakaat un termen da Vrezel Bras an Hanternoz. 1766 : diazezet eo Skol vroadel uhel an arzoù-kinklañ gant al livour gall Jean-Jacques Bachelier. 1905 : krouidigezh Gouel ar Rouedoù glas e Konk-Kerne. 1915 : diazezet eo Le Canard enchaîné gant Henri-Paul Deyvaux-Gassier, Jeanne Maréchal ha Maurice Maréchal. 1919 : sinet eo Feur-emglev Saint-Germain-en-Laye (1919) etre kevredidi ar Brezel-bed kentañ hag Aostria. 1926 : degemeret eo Alamagn e Kevredigezh ar Broadoù (KAB). 1939 : embannet eo ar brezel ouzh Alamagn gant Kanada. 1947 : echu eo kentañ festival Une semaine d'Art en Avignon. 1974 : dizalc'h eo Ginea-Bissau diouzh Portugal. 1977 : gwilhotinet eo Hamida Djandoubi e Marselha ; graet gant ar boan a varv e Bro-C'hall evit ar wech diwezhañ. 1981 : rentet eo taolenn Guernica (Picasso) da Spagn. 1993 : skignet eo an heuliad skiant-faltazi The X-Files evit ar wech kentañ war rouedad ar Fox Broadcasting Company. Ganedigezhioù 1659 : Henry Purcell, sonaozer saoz. 1809 : Thomas Campbell Eyton, naturour saoz. 1876 : Gregory Mathews, evnoniour aostralian. 1897 : Georges Bataille, skrivagner gall. 1933 : Karl Lagerfeld, stilour alaman. 1940 : Yann Bijer, konter ha skrivagner brezhonek. 1945 : José Feliciano, gitarour ha kaner-sonaozer stadunanat. Marvioù 954 : Loeiz IV, roue ar Franked (Loeiz Tramor e lesanv), roue adalek 936 betek e varv. 1384 : Janed Pentevr (pe Janed ar Gammez c'hoazh), dugez Breizh. 1797 : Mary Wollstonecraft, skrivagnerez saoz ha stourmerez evit gwirioù ar merc'hed. 1806 : Johann Christoph Adelung, geriadurour alamanek. 1898 : Elesbed Wittelsbach (Sissi he lesanv), impalaerez Aostria ha rouanez Hungaria. 1948 : Ferdinant Iañ Bulgaria, eil roue Bulgaria. 1958 : Jean-Marie Desgranges, beleg katolik ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed, e Lemojez. 1979 : Agostinho Neto, prezidant kentañ Angola. 1983 : John Vorster, 4e prezidant Suafrika. 2021 : Jorge Sampaio, politiker portugalat, bet prezidant e vro ha bet maer Lisbon. Lidoù Katoligiezh: Sant an deiz : Sant Konwal. Notennoù ha daveennoù Gwengolo 10
3200
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20kraek-daiek
Yezhoù kraek-daiek
Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù kraek-daiek (pe kadaiek hepmuiken) komzet e Gevred Azia hag e kreisteiz Sina. Gwechall e vezent renket e-touez ar yezhoù sinek-tibetek met hiziv ez eo sklaer ez eus dioute ur familh en hec'h-unan. Marteze a-walc'h ez eus ul liamm etre ar yezhoù-mañ hag ar yezhoù aostronezek. Diwanañ a reas ar yezhoù kraek-daiek e kreisteiz Sina e-lec'h ma vez komzet c'hoazh an darn vrasañ eus yezhoù ar familh-mañ. En em staliañ a reas komzerion ar yezhoù taiek e Gevred Azia war-lerc'h o krouiñ Tailand ha Laos. Yezhoù kraek-daiek Yezhoù hlaiek (2) Jiamaoeg (Sina) Hlaieg (Sina) Yezhoù kadaiek (9) Yezhoù bouek-rongek (1) Yerongeg (Sina) Yezhoù geek-tchiek (3) Gelaoeg (Viêt Nam) Latchieg (Viêt Nam) Latchieg gwenn (Viêt Nam) Yezhoù yangek-biaoek (5) Bouyangeg (Sina) Kuneg (Sina) Eneg (Viêt Nam) Lakwaeg (Viêt Nam) Lahaeg (Viêt Nam) Yezhoù kamek-taiek (59) Yezhoù beek-taiek (49) Yezhoù beek (1) Lingaoeg (Sina) Yezhoù taiek-sekek (48) Yezhoù sekek (1) Saekeg (Laos) Taieg (47) Yezhoù kame-suiek (9) Ai-tchamek (Sina) Cao Miaoeg (Sina) Dongeg an hanternoz (Sina) Dongeg ar c'hreisteiz (Sina) Makeg (Sina) Mulameg (Sina) Maonaneg (Sina) Suieg (Sina) Teneg (Sina) Yezhoù lakdjaek (1) Lakkiaeg (Sina) Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Azia Yezhoù Sina Yezhoù Laos
3201
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20dravidek
Yezhoù dravidek
Ar yezhoù dravidek a zo anezhe ur familh-yezhoù enni ur 26 yezh bennaket komzet gant tro-dro da 200 milion a dud e kreisteiz India ha Sri Lanka dreist-holl. Kavet e vez un nebeud re ivez e lec'hioù zo eus Pakistan (brahweg), Nepal ha reter ha kreiz India. N'eus war a seblant liamm ebet etre ar yezhoù dravidek ha n'eus forzh peseurt familh-yezhoù all. N'eo ket sklaer nag eus pelec'h e teu ar yezhoù dravidek na penaos int deuet da vezañ komzet el lec'hioù ma vezont kavet hiziv. Perzhioù boutin a vez kavet etreze hag ar yezhoù ouralek hag ar yezhoù altaek a c'hellfe dont diwar darempredoù etre ar yezhoù-se met n'eo ket ken sklaer e vefe ul liamm familh kenetreze. Ul levezon bras en deus bet ar sañskriteg war ar c'hannadeg, ar malayalameg hag an telougoueg dreist-holl. Tostoc'h eo an tamileg eus ar yezh dravidek orin (kent-dravideg) dre ma'z eo bet levezonet nebeutoc'h gant ar sañskriteg. Listenn ar yezhoù dravidek (e druz emañ ar yezhoù anavezet evel yezhoù broadel India): Yezhoù ar c'hreisteiz Tamileg Kannadeg Malayalameg Touloueg Todeg Koteg Korageg Badageg Kouroumbeg Ourajeg Kodaveg Yezhoù ar su-kreiz Telougoueg Gondeg Kondeg Mandeg Pengeg Kwieg Kouveg Yezhoù ar c'hreiz Kolameg Naikeg Pardjeg Gadabeg Yezhoù an hanternoz Brahweg (brahui) Kouroukeg (kurukh) Liammou diavaez: Geriadur dravidek etimologel. Ethnologue Yezhoù Azia Yezhoù India
3203
https://br.wikipedia.org/wiki/Brahweg
Brahweg
Ur yezh dravidek eo ar brahweg (pe brahui). Komzet e vez dreist-holl e Baloutchistan (Pakistan) (90%) hag ivez e lec'hioù zo eus Afganistan hag Iran gant 2 vilion a dud en holl. Daoust ha m'az eus ur yezh dravidek anezhañ ez eo bet levezonet kalz ar brahweg gant ar yezhoù eus familhoù all komzet tro-dro dezhañ betek m'eo dister an niver a c'herioù boutin etre ar brahweg hag ar yezhoù dravidek all komzet e kreisteiz India hag e Sri Lanka. Liammoù diavaez: Geriaoueg saozneg-brahweh Yezhoù dravidek Yezhoù India Yezhoù Afganistan
3208
https://br.wikipedia.org/wiki/Bourouchaskeg
Bourouchaskeg
Ur yezh digenvez eo ar bourouchaskeg (Burushaski, ) komzet gant tro-dro da 50 000-60 000 den e traoñiennoù Hounza, Nagir, Yasin ha Gilgit e hanternoz Pakistan. Teir rannyezh ez eus: hini Hunza, hini Nagar hag hini Yasin. Dre vras e kreder ez eo glanoc'h rannyezh Yasin, met implijet e vez rannyezh Hunza evit ober gant ar yezh dre skrid evel un doare yezh unvan. Daoust ma vez kavet er bourouchaskeg meur a c'her o tont eus an ourdoueg, ar khowareg hag ar chineg ez eo sklaer n'eus liamm familh ebet etreze. Gwechall e oa bet klasket diskwel e oa liammet ar bourouchaskeg ouzh ar sumereg, an euskareg, ar yezhoù kaokazek pe c'hoazh ar yezhoù dravidek met bremañ e ouzer n'eus ket a liammoù etre ar bourouchaskeg, yezh digenvez, ha familh-yezh ebet all. Gwelet ivez: Yezhoù digenvez Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Pakistan Yezhoù digenvez
3215
https://br.wikipedia.org/wiki/Deuteriom
Deuteriom
An deuteriom (simbol 2H pe D) zo un izotop eus an hidrogen. 1 proton hag 1 neutron en deus. Un izotop naturel eo. Kavet e vez (en dour mor da skouer, dindan stumm DHO pe D2O, an « dour pounner ») en natur gant ur feur a 0,015% e-keñver an hidrogen. (Dre se ez eus un atom deuteriom evit war-dro 6667 atom hidrogen). D'an temperadurioù boas ez eus ur gaz eus an deuteriom (HD pe D2). Dizoloet e voe an deuteriom e 1931 gant Harold Clayton Urey, anezhañ ur c'himiour eus Skol Veur Columbia, a resevas priz Nobel ar gimiezh evit se e 1934. Paotet e c'hell bezañ an dour pounner gant mab-den. Implijet e vez dreist-holl er reaktorioù nukleel tip Kanadian (reaktorioù tip « Candu »), e lec'h ma vez graet gantañ e-giz moderator neutronoù. Implijet e vo ivez an deuteriom er reaktorioù fuzion termonukleel kontrollet da zont, peogwir eo unan eus div elfenn bennañ danvez « loskus » ar fuzion, pa vez eben an tritiom. Fedoù Douester : 0,180 kg.m-3 er c'hondisionoù standart. mas atomek : 2,013 553 212. Steredoniezh Izotop Energiezh nukleel Fuzion nukleel
3221
https://br.wikipedia.org/wiki/11%20Gwengolo
11 Gwengolo
Darvoudoù 1297 : en Emgann Stirling eo faezhet ar Saozon gant ar Skosiz, bleinet gant William Wallace. 1541 : distrujet eo Santiago de Chile gant ar penn-brezel indian Michimalonko. 1609 : dilestrañ a ra Henry Hudson war enezenn Manhattan. 1683 : Emgann Vienna, etre an Impalaeriezh Otoman hag an Impalaeriezh Santel Roman. 1709 : Emgann Malpaquet, Aostria, Bro-Saoz hag an Izelvroioù a stourm ouzh Frañs. 1714 : rankout a ra Barcelona kodianañ gant armeoù Spagn ha Bro-C'hall. 1758 : trec'het eo ar Saozon en emgann Sant-Kast-ar-Gwildoù. 1914 : aloubet eo Preden-Nevez gant Aostralia. 1927 : krouet eo Strollad Emrenerien Vreiz da-geñver kentañ kendalc'h Breiz Atao e Rosporden. 1932 : Stad Roazhon a gemer perzh e kampionad mell-droad Frañs evit ar c'hoarierien a-vicher. 1967 : penn-kentañ filmañ Magical Mystery Tour gant ar filmaozer breizhveuriat Bernard Knowles hag izili ar strollad The Beatles evel aktourien. 1973 : taol-stad Augusto Pinochet a-enep da brezidant Chile Salvador Allende. 1997 : votadeg e Bro-Skos evit adsevel ur parlamant, goude 290 vloaz a unaniezh gant Bro-Saoz. 2001 : Gwalldaolioù ramzel e New-York hag e Washington dre dagañ daou skraber-oabl ha Departamant an Difenn gant tri c'harr-nij bras. Ganedigezhioù 1470 : Martin Waldseemüller, kartennaouer alaman. 1524 : Pierre de Ronsard, barzh gallek. 1700 : James Thomson, barzh ha dramaour skosat. 1856 : Edgar Alexander Mearns, evnoniour ha surjian an arme stadunanat. 1865 : Rainis, barzh ha dramaour eus Latvia. 1882 : Asta Nielsen, aktorez danat. 1885 : D.H. Lawrence, skrivagner saoznek. 1917 : Ferdinand Marcos, prezidant Filipinez. 1937 : Herri ar Borgn, skrivagner brezhonek. 1944 : Everaldo, melldroader etrebroadel brazilian. 1945 : Franz Beckenbauer, melldroader etrebroadel ha gourdoner alaman. Marvioù 1161 : Melisanda, rouanez Jeruzalem. 1733 : François Couperin, sonaozer gall. 1905 : Jules Arnous de Rivière, mestrc'hoarier ha kazetennour echedoù breizhat. 1917 : Georges Guynemer, nijer gall. 1948 : Muhammad Ali Jinnah, krouer Pakistan. 1963 : Victor Le Gorgeu, harzer ha brorener gall. 1971 : Nikita C'hrouchtchov, politiker rusian. 1973 : Salvador Allende, prezidant Chile. 1987 : Peter Tosh, kaner ha soner eus Jamaika. 2009 : Yann-Fañch Prigent, melldroader breizhat. Lidoù Devezh ar vro : Katalonia Deiz kentañ ar bloaz e deiziadur ar Gopted eus Etiopia hag Ejipt er Relijion gatolik : Sant Glen sant Gonvel, eskob-abad († VIvet kantved) sant Ozilar, eskob Naoned († 804) sant Marbod, eskob Roazhon († 1123) Gwengolo 11
3289
https://br.wikipedia.org/wiki/Tritiom
Tritiom
An tritiom (T pe 3H) zo un izotop eus an hidrogen. 1 proton ha 2 neutron a zo dezhañ. N'eo ket stabil. Setu ez eo radioaktivel. Embann a ra ur skinadur beta (ß-) tra m'en em dreuzfurm en heliom-3 (3He). E beriodenn pe hanter-vuhez zo kevatal da 12,3 vloaz. En temperadurioù boas ez eus ur gaz eus an tritiom (HT pe T2). E bezañs oksigen e produ dour tritiet (HTO) dioutañ e-unan. Bez' ez eus tritiom en natur. Fardet eo e-barzh an aergelc'h dre interaktadur ar skinadur kosmek gant nukleüsoù natriom, oksigen hag argon a zo anezho e gwiskadoù uhelañ an aergelc'h. En em gavout a ra war al leur gant an dourioù glav. Produet e vez an tritiom gant mab-den ivez : gant an arnodoù termonukleel ez eus bet lakaet ur c'hementad tritiom en aergelc'h 100 gwezh brasoc'h eget gant an aktivelezh naturel (mammenn : CRIIRAD). produet e vez tritiom gant reaktorioù atomek ar c'hreizennoù nukleel. En em gavout a ra en danvez loskus « uzet » ha dilaosket e vez al lodenn vrasañ anezhañ e-pad treterezh an danvez loskus-se. Arver Graet e vez gant an tritiom er bombezennoù nukleel, dre ober implij eus ar fuzion tritiom-tritiom pe tritiom-deuteriom. A-benn nebeut e vo graet gantañ er reaktor fuzion nukleel ITER da zont. Kudennoù Nebeut a skinadur beta a vez embannet gant an tritiom. Koulskoude eo anavezet e-giz kañserigenek. Intrañ a ra ar c'horf dre sunadur, dre euvradur a-dreuz ar c'hroc'hen pe dre lonkadur. Buan en em vesk an dour tritiet gant holl dour ar c'horf. Hervez ur studiadenn kaset gant an AIEA e vez kalz radiotoksekoc'h an dour tritiet (25 000 gwezh !) eget ar stumm gazus anezhañ. Gant an industriezh nukleel e vez sellet ouzh an tritiom evel nann dañjerus : uzin adtretiñ La Hague zo bet aotreet dileuskel 7 000 TBq (terabecquerel) bep bloaz er stumm dourennek ha 2 200 TBq bep bloaz er stumm gazus. Er bloaz 2002 he deus dilaosket a-getep 11 900 TBq ha 63,2 TBq (mammenn COGEMA). Kudennoù a vez degaset gant treterezh an tritiom. Diaes ha koustus eo dispartiañ an tritiom diouzh an aer. Ouzhpenn se eo diaes-kenañ da vagazennañ. An disterañ spluiuster a ro an tu dezhañ da zileuskel. Akomotoc'h eo gant an industriezh dileizhañ ha strewiañ anezhañ e-barzh dourioù Mor Breizh, er mod-se e vez feurioù izeloc'h a vecquerel dre litr sañset. E vas atomek zo 3,016. Kimiezh Lastez nukleel Fuzion nukleel Izotop
3290
https://br.wikipedia.org/wiki/Tera%20%28rakger%29
Tera (rakger)
Tera (aroueziet T) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 1012, da lavarout eo mil milmilion. Kadarnaet e voe gant 11 Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù (CGPM) e 1960. Dont a ra eus ar gresianeg τέρας a dalvez euzhvil. En urzhiataerezh e talv an Te (e saozneg, Tb, a-wezhioù TB, evit terabyte; e galleg To evit teraoctet) ent direizh 10244 eizhad ha n'eo ket mil miliard. Sellit ouzh ar pennad rakger binarel. Lieskement unanenn vuzuliañ
3291
https://br.wikipedia.org/wiki/Taolenn%20an%20izotopo%C3%B9%20%28rannet%29
Taolenn an izotopoù (rannet)
En taolennoù-mañ emañ holl izotopoù anavezet an elfennoù kimiek, renket hervez o niver atomek war gresk a gleiz da zehoù, ha gant un niver a neutronoù war gresk eus an nec'h d'an traoñ. Meneget eo an hanter-vuhez gant liv diadreñv log pep izotop (sellit ouzh an alc'hwez amañ a-zehoù). Bordoù livet a ziskouez hanter-vuhez stadoù an izomer nukleel stabilañ. Gallout a reer gwelet an holl daolennoù-mañ en un daolenn a-bezh er pennad Taolenn an izotopoù (klok). Dont a ra an titouroù en taolennoù eus ar Brookhaven National Laboratory (titouroù diwar-benn ~3000 nuclid a vo kavet eno). Izotopoù an elfennoù 1-15 Izotopoù an elfennoù 16-30 Izotopoù an elfennoù 31-45 Izotopoù an elfennoù 46-60 Izotopoù an elfennoù 61-75 Izotopoù an elfennoù 76-90 Izotopoù an elfennoù 91-105 Izotopoù an elfennoù 106-111 Fizik nukleel Rolloù a denn d'ar gimiezh
3292
https://br.wikipedia.org/wiki/12%20Gwengolo
12 Gwengolo
Darvoudoù 1905 : krouidigezh ar Bleun Brug, kevredigezh sevenadurel katolik. 1930 : digoridigezh Stankell dourdredan Gwerledan. Ganedigezhioù 1494 : Frañsez Iañ, roue Bro C'hall. 1803 : Aogust Brizeug, barzh brezhonek. 1897 : Irène Joliot-Curie, fizikourez, Priz Nobel ar Gimiezh (e 1897 ha 1956). 1901 : Wilhelm Meise, evnoniour alaman. 1913 : Jesse Owens, atletour stadunanat. 1919 : Jean Prouff, c'hoarier/gourdoner mojennel ar Stad Roazhon. 1921 : Stanisław Lem, skrivagner polonek. 1951 : Bertie Ahern, kentañ ministr Iwerzhon. Marvioù 1213 : Pêr II, roue Aragon. 1362 : Inosant VI, pab. 1491 : Jean Meschinot, barzh gallek, e lez Duged Breizh Frañsez II hag e verc'h Anna Vreizh. 1764 : Jean-Philippe Rameau, sonaozer gall. 1809 : Charles Cornic du Chesne, marc'hadour ha kourser breizhat. 1828 : Sven Ingemar Liungh, naturour svedat. 1874 : François Guizot, politikour gall. 1931 : Joseph Le Brix ha René Mesmin, nijerien. 1971 : Ferruccio Castiglioni, mestrc'hoarier echedoù italian. 1977 : Steve Biko, stourmer du eus Suafrika. 1980 : André Chéron, mestrc'hoarier echedoù gall. 1992 : Emilio Recoba, melldroader etrebroadel uruguayat. 2009 : Willy Ronis, luc'hskeudennour gall. 2010 : Claude Chabrol, aktour ha sevener gall. 2014 : Ian Paisley, politikour eus Hanternoz Iwerzhon. Lidoù Kab Glas : Devezh ar vro er Relijion gatolik : Santez Barba; Sant Maodan, eskob a Vro-Skos enoret e Breizh, († VIvet kantved); Sant Menou, eskob Kemper, († VIIvet kantved). Gwengolo 12
3293
https://br.wikipedia.org/wiki/Bronneged
Bronneged
Ar bronneged a zo un takson a renker er mellkeineged ha renket e vezont hervez ar boaz evel ur gevrennad abaoe Carl von Linné a rae Mammiferae (liester ar ger latin Mammifera) anezho. Unskourrennek eo an taxon-mañ a greder. Gourdadoù heñvel o deus bet ar bronneged ouzh re ar skrampviled ha re al laboused, an tri anezho o vezañ renket e takson an amnioted. Ar fosiloù koshañ a zo bet deiziataet war-dro 220 milion a vloavezhioù e-pad amzervezh an Trias. An diforc'h diouzh ar skrampviled eo an disparti a weler etre eskern ar skouarn diabarzh hag an iskarvan. An anv bronneged a zeu eus ar bronnoù o deus ar parezed evit magañ o mennoù gant o laezh. Gwagrennoù ar bronnoù a zeu eus kemmadur ul lodenn eus ar gwagrennoù-c'hweziñ. Ar bronneged o deus ur gwad tomm hag e-touez al loened heñvelgwrez e vezont renket. Peurliesañ e vez o gwrez diabarzh padus ha war-dro 36-39° Celsius. Kemmus eo gwrez ar mennoù hag hini ar monotremed, ar gsenartred hag ar re a ya da c'hoañvaat. Daoust dezho bezañ ganet war an douar hag azazaet d'ar vuhez warnañ da gentañ, e kaver meur a hini azazaet d'ar vuhez dourel pe vorel. War-dro 5400 spesad bronneged a zo, rummataet e 29 urzhiad, 153 c'herentiad ha 1200 genad. Deskrivadur Ar c'hlopenn Sinapsided eo ar bronneged. Gant div skodenn an askorn kilpenn eo koublet ar c'hlopenn ouzh an atlas, mell kentañ ar gouzoug. Bras a-walc'h eo volum ar c'hlopenn (ma keñverier anezhañ ouzh hini ar stlejviled da skouer) ha dre-se e c'hell degemer un empenn hag un ilpenn brasoc'h. Div lodenn a ya d'ober kavenn ar genoù : e krec'h, lodenn ar c'hwesha hag an analiñ, hag en traoñ, lodenn ar chaokat. Dispartiet eo an div lodenn-se gant ur framm askornek ha diwar-se e c'hell ar bronneged analiñ ha chaokat er memes koulz. Un askorn nemetañ a ya d'ober ar garvan draoñ, koublet ouzh askorn an ividig. Tri askorn bihan a ya d'ober ar skouarn grenn : ar stleug, ar morzhol hag an annev. An dent Lodenn galetañ ar skeledenn eo an dent ha dre-se n'anavezer bronneged karrekaet 'zo nemet diwar o dent. Azasaet int ouzh ar pezh a vez debret gant al loen (kig, plant...). Lod eus ar bronneged zo dizant (ar merienaerien, ar pangolined, al lezireged...). Peurrest eus ar skeledenn An darn vrasañ eus ar bronneged o deus seizh mell-gouzoug (c'hwec'h gant an ejened-mor hag an ounaoued ha nav gant lezireged ar genad Bradypus). Bez' o deus pevar ezel (pe aspadennoù anezhe d'an nebeutañ, evel gant ar morviled da skouer), ul livenn-gein, kostezennoù hag ul lienenn-gig. Gwiadoù war-c'horre Ar blev a servij da reoliñ gwrez korf ar bronneged. Diorroet int e stummoù ispisial gant loened 'zo (pikoù an hoc'hed-dreinek, plakennoù an tatoued...) Perzhioù heverk all Dispartiet eo kalon ar bronneged e daou gofig ha div skouarnig. An holl o deus gwagrennoù-laezh hag e vagont o re vihan gant al laezh produet gant ar parezed. An darn vrasañ o deus bronnoù, nemet loened an urzhiad Monotremata (an ornitorinked hag an ekidneed). Doareoù d'en em vagañ Meur a zoare d'en em vagañ a zo gant ar bronneged, lod anezho a zo hollzebrerien, reoù all kigdebrerien ha reoù all geotdebrerien. E-touez ar c'higdebrerien e kaver ar preizherien efedusañ hag ar pennoù-kizhier dreist-holl. Bronneged