id
stringlengths
2
6
url
stringlengths
31
243
title
stringlengths
1
148
text
stringlengths
6
119k
28
https://br.wikipedia.org/wiki/Istor
Istor
Studiañ, liammañ ha kompren an darvoudoù a zo c'hoarvezet hag an traoù a zo bet graet gant Mab-Den eo an Istor (gant ur bennlizherenn). N'eus ket anezhañ ur skiant-rik e doare ar jedoniezh pe ar vevoniezh da skouer, rak ken bras eo perzh an istorour evel den hag e berzh evel skiantour pa vez o studiañ an Istor. Gerdarzh Eus Ἱστορίαι Historiai en henc'hresianeg gant Herodotos e teu ar ger Istor, met Thoukydides eo an hini en deus lakaet an doareoù spis kentañ da dalvezout, a-fed liammañ an danvezioù difer kenetreze peurgetket. Diwar Ἱστορίαι e teuas ar ger gallek histoire, a zo testeniekaet e 1360. Pevar stumm brezhonek a zeuas dre ar galleg : estoar er C'hatolicon (1464) ha hystor e deroù ar estoaer e 1464 ivez, ha histoer e 1633 Eus ar gerioù-se e voe deveret hystorier e deroù ar gant ar ster "saver istorioù" ; historian e 1632 evit istorour ; istorel hag istorour e 1927 ; istorvez (evit istorwezh), ragistor ha ragistoroure 1931 ; ragistorel hag istorelezh e 1992. Labour an istorourien eo sevel Istor ar ger Istor goude bezañ e studiet. Redioù an istorourien Petra zo talvoudus da vezañ studiet en Istor ? Penaos e studiañ ? Dre peseurt doare embann ar studiadennoù ? Setu amañ un nebeud goulennoù a zo ret sevel da bep istorour gantañ e-unan a-raok kregiñ gant ar studiañ. Pa glask an den bezañ ur skiantour war an Istor ez eo ret dezhañ chom hep derc'hel soñj eus piv eo-eñ, eus peseurt doare soñjal eo ar reol en e vro, eus e gredennoù, hag all. Adal ma c'hall en ober emañ war an hent da vezañ un istorour. Goude kement-mañ ez eo ret dezhañ derc'hel soñj ez eus gwir romantourien eus an istorourien : evit displegañ ur brezel e chomo darvoudoù dianav d'an istorour a zo o studiañ hiziv an deiz, ret eo dezhañ neuze klask petra a vije ar gwirañ evit stankañ an toulloù en e "gontadenn". Studiañ an Istor Meur a zoare zo da sevel Istor Mab-Den, ken kemplezhek m'eo e oberoù – rak kontadenn heuliadoù oberoù Mab-Den eo e Istor, goude pep tra. Tachennoù ledan pe ledanoc'h zo bet termenet neuze, pep unan anezho o wiskañ war ar re all. Dre an amzer Unan eus an doareoù da gontañ Istor Mab-Den eo kemer skor war an amzer a dremenas adalek ma voe eus an dud betek hiziv an deiz. Dre gendiviz ez eo bet merket deroù Istor Mab-Den adalek an testenioù skrivet kentañ ; ar ragistor eo neuze ar pezh a zo c'hoarvezet en amzerioù kent. Evel m'eo bet rannet Istor an Douar gant an douaroniourien e ranner Istor Mab-Den dre amzervezhioù a vez bonnet gant darvoudoù meur, an Henamzer, ar Grennamzer, an Azginivelezh o vezañ lod anezho en Istor Europa, pe Marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù ha Marevezh ar Stadoù Brezelour en hini Sina. Dre al lec'hioù Petra bennak ma'z eus ur spesad hepken eus Mab-Den e c'heller rannañ Istor an dud etre al lec'hioù o deus annezet war an Douar a-feur ma'z ae an horolaj war-raok. P'emaoc'h o lenn kement-mañ ez eus un den a zo sklêrijennet e zremm gant skleur skramm un urzhiataer pa'z eus, en hevelep koulz, un den all sklêrijennet gant an tantadig en deus graet en ur janglenn evel ma rae e hendadoù en Nevezoadvezh ar Maen. Diforc'hañ a c'heller neuze etre Istor Europa hag Istor Afrika, Amerika, Azia, Okeania, p'he deus pep poblad o chom eno heuliet he flanedenn. Dre ar sevenadurioù Disheñvel diouzh hini Japaniz eo Istor sevenadur an Amerindianed ; dre sevenadur pep poblad ez eo bet stummet hec'h Istor, ha gant he sevenadur ez eo bet stummet Istor pep poblad. Dre an darvoudoù Lod istorourien o deus dibabet ensellout darvoudoù an Istor evit e sevel. Ar brezelioù hag o heuliadoù. Darvoudoù naturel, evel ar c'henoù-douar pe menezioù-tan o tarzhañ o deus degaset kemmo bras en Istor lod pobladoù. Dre geñverioù all Istor an dilhad, an armoù, an tiez hag all a c'haller sevel, hag evel-just e vezont levezonet gant denesadurioù all. Notennoù Istor Skiantoù an Den
34
https://br.wikipedia.org/wiki/Brezhoneg
Brezhoneg
Ur yezh keltiek a orin eus Enez Vreizh (Breizh-Veur/Preden) hag eus skourr ar yezhoù predenek eo ar brezhoneg. Deuet e vije diwar ur voutinded yezh a vije bet etre Enez Vreizh ha Breizh Vihan (Arvorig) e-tro dibenn an Henamzer. A-gozh e vez komzet ha skrivet e Breizh. Biskoazh ne voe komzet en darn vuiañ eus Breizh-Uhel (Bro-Naoned ha Bro-Roazhon), buan e yeas da get e Bro-Zol hag e Bro-Sant-Maloù levezeonet-don e voe gant ar romaneg e bro Wennrann hag e Bro-Wened Tamm-ha-tamm ez eas ar brezhonegva war-gil ; hiziv ne vez komzet nemet e Breizh-Izel, er c’hornôg d’ul linenn hag a dreser dre vras eus Plouha da Wened). Istor diavaez ar brezhoneg Bet eo komzet ar brezhoneg gant pennoù bras Stad Breizh betek an a-raok bezañ dilezet ganto. Deuet eo tamm-ha-tamm da vezañ yezh Goueled Breizh hag ar bobl vunut p'eo bet dilezet d'e dro gant an noblañs hag ar vourc'hizien, a zo aet war ar galleg. Al latin e oa yezh skrivet duged Breizh, hag ar galleg adalek ar . Chomet ez eus gerioù prizius diwar ar brezhoneg kozh a vez implijet hiziv an deiz da sevel gerioù brezhonek nevez war tachennoù evel ar brederouriezh ha skiantoù mab-den, da skouer. Kar-tost eo ar brezhoneg d'ar c'hembraeg ha, marteze, un tammig d’ar galianeg hag a zo aet da goll da vat war-dro kreiz ar , met n'eus tamm prouenn ebet e vefe bet levezonet ar brezhoneg gant ar galianeg peogwir n'ouzer ket nemeur a dra a-zivout stad ar galianeg en amzer donedigezh Brezhoned an Inizi da Vreizh-Vihan ha n'ouzer ket kalz hiroc'h diwar-benn brezhoneg an amzer-se kennebeut. Anavezet eo ar brezhoneg gant Aozadur ar Broadoù Unanet evel ur yezh evel a re all. Brezhoneg ha Dispac'h gall N'he deus ket ar vonarkiezh graet netra a-enep ar yezhoù disheñvel diouzh ar galleg, met adal an Dispac'h gall eo bet cheñchet an traoù. Kroget ez eus bet da gelenn galleg d'an holl dud ha da waskañ war un dro an holl yezhoù all a veze graet patois anezho en un doare dismegañsus, e Breizh peurgetket a-drugarez da zoareoù kriz da lakaat mezh war bugale er skolioù Stad pe gatolik. Dalc'het e voe d'ar politikerezh-se da lazhañ ar brezhoneg betek ar bloavezhioù 1960, da lavaret eo betek ar mare ma voe echuet well-wazh gant ar skolioù da zegemer bugale dic'hallek desavet e brezhoneg gant o zud. Hiziv an deiz, ha pa gendalc'hfe ar politikerezh gall da lakaat galleg dre holl abalamour m'eo yezh ar republik, e vez komzet brezhoneg gant e-tro da 300 000 a dud c'hoazh (e-skoaz 1 300 000 er bloaz 1930). Evit diskouez pegen kriz eo bet an traoù a-enep ar brezhoneg ez eus ur frazenn anavezet mat hag aa lavar splann an traoù : « Il est interdit de cracher par terre et de parler breton ». E penn-kentañ an ne ouie an hanter eus an dud nemet brezhoneg hag an hanter all a ouie an div yezh. Er bloaz 1950 ne chome mui nemet 100 000 a dud na ouient nemet brezhoneg. Hiziv an deiz ez eo ar brezhoneg ar yezh keltiek nemeti hep statud ofisiel ebet. Ne fell ket d'ar gouarnamant lakaat cheñch mellad 2 ar vonreizh bet degemeret er bloaz 1994 hag a embann La langue de la République est le français. Ingal en em vod dekmiliadoù a dud e Frañs evit goulenn ma vefe kemmet al lezenn-se : en Europa ne vez kavet ul lezenn evel-se nemet e Frañs. Nevez zo eo bet ar skolioù Diwan o klemm dirak Lez europat gwirioù mab-den evit ma vefe doujet da wirioù ar Vretoned e-keñver o yezh. Brezhoneg a vez komzet ivez en estrenvro hag e Bro-C'hall, er c'hêrioù bras dreist-holl. Marevezhioù ar brezhoneg Boas eur da rannañ istor ar brezhoneg e meur a varevezh. Betek an VIIvet kantved ne oa bet kemm bras ebet etre ar predeneg komzet e Breizh-Vihan hag an hini komzet e Breizh-Veur. An henvrezhoneg, eus ar betek an . N’anavezomp yezh ar mare-se nemet dre dammoù frazennoù berr-berr, gerioù (spisc'herioù), anvioù tud hag anvioù lec’h. Ar c’hrennvrezhoneg, eus an betek ar . Eus an amzer-se ec’h anavezomp dreist-holl pezhioù-c’hoari, hir-mat alies a-walc’h. Ar brezhoneg raknevez eus ar betek penn kentañ an . Ar brezhoneg kempred betek bremañ. An deskadurezh Er bloaz 1977 e voe krouet ar rouedad skolioù Diwan. Er skolioù-se e vez desket dre ar brezhoneg (4 337 skoliad da vare an distro-skol e 2018). Klasoù divyezhek zo ivez e skolioù Stad Div Yezh (8 563 skoliad) hag e skolioù katolik prevez Dihun (5 437 skoliad)). Miliadoù a dud yaouank (18 337 en holl e 2018) a ya da skolioù seurt-se adal ar skol-vamm betek fin al lise. Pell emañ ar sifroù-se diouzh goulenn an dud c'hoazh, hervez disoc'hoù sontadeg TMO/Kuzul-rannvro Breizh 2018. Geriadurouriezh Gwelit : geriadurouriezh ar brezhoneg. Rannyezhoù ar brezhoneg Gwelit : rannyezhouriezh ar brezhoneg.Petra zo dibar d'ar brezhoneg ? Tres ar verb : ober / bezañ oc'h ober Evel en iwerzhoneg ez eus daou stumm da bep amzer verb e brezhoneg. Kemm zo etrezo hervez m'eo boas an ober pe n'eo ket. Kavet e vez traoù evel-se e saozneg ivez. Kavout a reer en amzer-vremañ ur stumm boas hag ur stumm war ober :Me zo o komz gant ma amezeg (bremañ pa lavaran)Me a gomz gant ma amezeg (bep mintin) Er verb bout (bezañ) hag er verb kaout avat ez eus daou stumm disheñvel hep stumm war ober ebet (gant ar « verb bezañ + o + anv-verb ») :Skuizh on hizivSkuizh e vezan da WenerNaon am eus heno(a)zhNaon am bo fenozNaon am bez bemnozAraogennoù displeget Evel er yezhoù keltiek all a-vremañ e vez displeget an araogennoù e brezhoneg hervez ar gour, da lavaret eo ez a ar raganvioù-gour d'ober ur ger hepken gant an araogenn zo araozo. Keñveriañ gerioù En daolenn amañ dindan e kavor perzhioù boutin d'ar brezhoneg (hini Gwened ha KLT) hag ar c'herneveureg ; ar gerioù gallaouek ha gallek zo roet ivez. Gellout a reer gwelet traoùigoù heñvel e brezhoneg ha gallaoueg, da skouer an doare da lavaret « gwiñver », kazh-koad neuze e brezhoneg ha chat-de-boéz savet o-daou war an hevelep patrom, met war harzoù ar brezhoneg hepken e vez kavet an doare-se (Sant-Yann-Brevele), hag e Gwernenez, e Breizh-Uhel e kaver dre vras chat d'étchuiré, chat d'écureuil, evel en ul lodenn vras eus ar yezhoù oil. Stourmoù evit ar yezh Kalz anezho zo bet ; difeuls alies ha dic'hortoz eo ar re nevesañ. Ur strollad nevez anvet Ai'ta! (deomp dezhi, e brezhoneg Treger ; gwelit ) a stourm evit ar yezh er vuhez foran gant fent ha preder. Ur stourm all zo anezhañ eo ar stourm livadureg, da heul Stourm ar Brezhoneg. Kement hini hag a stourm evit ar yezh zo pedet neuze da ginklañ ur blog gant e wellañ livadurioù (gwelit ). Politikerezh evit ar yezh En deskadurezh A-benn talañ ouzh an diouer a gelennerien stummet war an deskadurezh vrezhoneg ez eus bet krouet yalc'hadoù "Skoazell & Desk" gant ar rannvroioù hag ar c'huzul bro. Priziadeg 2018 E miz Meurzh/Ebrel 2018 e voe goulennet gant ar gelennerien vrezhoneg lakaat da dremen arnodennoù live evit ar c'hlasadoù trede e Diwan, en deskadurezh katolik hag an deskadurezh foran, da welet live gwirion ar skolajidi e fin ar c'helc'hiad pevar (sañset B2 ar CECRL). Er vuhez foran Er vuhez foran e kaver brezhoneg dindan daou stumm : ur c'hoant da vrudañ ar yezh ha da ziskouez ez eus politikerien a-du ganti, pe un implij gant brezhonegerien war ar pemdez. Aliesoc'h-aliesañ e kaver ar brezhoneg er bed ekonomikel, ma vez degaset gant tud kar-o-yezh bet desket enni ha deuet da vezañ aktourien er bed-se. An abeg a genwerzh zo ivez dre emdroadur spered an dud a fell dezho adkavout un aergelc'h gwirion ha gwriziennet donoc'h en o endro sevenadurel. Diouer a stourm evit ar yezh E miz Kerzu 2006 e oa bet Marc ar Fur, kannad UMP (tu dehoù gall) Loudieg o kinnig e parlamant Pariz ur mennad savet evit anavezout ar yezhoù rannvro er Vonreizh c'hall : kannad ebet eus ar PS gall e Breizh (na Jean-Yves an Drian, a zo ivez prezidant Kuzul Rannvro Breizh) n'en doa mouezhiet gant kinnig ar Fur. Skort eo implij ar brezhoneg war an dachenn boltikel e-maez an Emsav. Implijet e vez dreist-holl evit desachañ mouezioù war-du ur strollad pe un den politikel. Ral eo ar c'hoant gwirion da harpañ ar yezh. An niver a vrezhonegerien Hervez un enklask kaset gant Fañch Broudig ha TMO, paeet gant Kuzul Rannvro Breizh, ne vije nemet 207 000 brezhoneger ken e 2007. Hervez enklask an INSEE, kempoelloc'h hervez Hervé Abalain, graet e 1999, e vefe 295 000. Hervez Efficience 3 (2001) e vefe 300 000. Ur 100 000 a dud bennak pe ouzhpenn a gompren mat ar yezh hep he c'homz. Brezhonegerien zo e New York ; ar re-se oa degadoù bennaket anezho e 2012, hervez BZH New York, kevredigezh ar Vretoned eno. N'eo ket gouiet hag ar re-se a gomz ar yezh a-wechoù pe bemdez, pe ar seurt rannyezh komzet ganto enni kennebeut. Hervez ur studiadenn bet embannet e 2018 ez eus muioc'h evit 207 000 brezhoneger er vro. Krennlavaroù diwar-benn ar brezhoneg Ar Brezhoneg hag ar Feiz A zo breur ha c'hoar e Breizh. Hep brezhoneg Breizh ebet Liammoù diavez Jouitteau, M. (2009-bremañ) ARBRES, wikiyezhadur ar brezhoneg, IKER, CNRS. (yezhadur wiki ar brezhoneg (skrivet e galleg), gant skouerioù troet ger-ha-ger ha keñveriadennoù gant yezhoù all). L'Ouest en mémoire (Ina) - Petra eo ar Brezhoneg Ethnologue WikiTongues Levrlennadur Arzel Even : Istor ar yezhoù keltiek, levrenn 1, Hor Yezh, 1987 Steve Hewitt : The Degree of Acceptability of Modern Literary Breton to Native Speakers, Department of Linguistics, Cambridge, 1977 MADEG Mikael, Kentelioù distagadur brezhoneg Bro-Leon, Nadoz-Vor Embannadurioù, Brest, 2020. Steve Hewitt : The problem of neo-speakers in language revitalization: The example of Breton'', University College, London, 2020 Gwelet ivez Deskadurezh vrezhonek Lennegezh vrezhonek Skrivagnerien vrezhonek Lizherenneg fonetik etrebroadel evit ar brezhoneg Diwan Div Yezh Dihun Ofis ar Brezhoneg Lec'h ar brezhoneg er skolioù. Notennoù Brezhoneg Yezhoù predenek Yezhoù Frañs Pennadoù da neptuekaat Meneger yezhoù ar bed
38
https://br.wikipedia.org/wiki/Istor%20Breizh
Istor Breizh
Ur vro eo Breizh. Unan eus ar riezoù kentañ bet krouet en Europa eo ivez. Hir eo bet hec'h istor a c'haller lakaat da sevel ken abred hag ar . Goude eured Anna Breizh gant Loeiz XII e teu tamm-ha-tamm da vezañ ul lodenn eus damani ar rouaned, ha lakaet eo da broviñs c'hall, dezhi ur parlamant, Breujoù Breizh. Krouet e oa ar rannvro Breizh ez-ofisiel e 1943 gant gouarnamant Vichy, enni pevar departamant eus Breizh istorel hepken. Kontelezh Naoned hag a oa ul lodenn eus Proviñs Breizh a-raok an Dispac'h gall ha deuet abaoe da vezañ departamant al Liger-Atlantel a oa lakaet neuze e rannvro Broioù-al-Liger. Pa vez kaoz eus istor Breizh er Wikipedia e vez kaoz eus istor "Breizh istorel" ha neket eus "Rannvro Breizh", nemet e vefe resisaet ar c'hontrol. Ar ragistor Paleolitik Ar paleolitik zo oadvezh ar maen, betek 5000 kent J.-K. D’ar mare-se e oa rouez an dud, hag e chaseent mamouted, arzhed, tigred, kirvi ha loened all c’hoazh. Un nebeud lec'hiennoù arkeolokel zo bet kavet e Breizh. Lec'hienn Sant Maloù Fili e-kichen Lohieg) ; an hini goshañ e Breizh eo al lec'hienn-mañ (war-dro 700 000 bloaz kent Jezuz-Krist). Lec'hienn Menez Dregan e kumun Ploeneg), war-dro 450 000 bloaz kent J-K. Lec'hienn Sant Kolomban e-kichen Karnag), war-dro 400 000 bloaz kent J-K. Lec'hienn Grainfollet e-kichen Sant-Servan), war-dro 90 000 bloaz kent J-K. Lec'hienn Menez Dol e-kichen Dol,) war-dro 70 000 bloaz kent J-K. Mezolitik E-pad ar maread-se, etre 5 000 ha 3 500 kent J.-K., e klouaras an amzer ha resed ar mor da uhelaat kalz. Koadoù gwez-bezv, derv ha kelvez a greskas e-lec'h stepennoù ar paleolitik. En Enez Tevieg e-kichen Kiberen ez eus bet kavet roudoù eus an dud a veve enni e dibenn ar mezolitik. Chaseal a raent kirvi, yourc'hed ha lern. Pesketa ha kregina a raent ivez a-benn debriñ. Lakaet e veze korfoù ar re varv ba fozioù gant o binvioù. An dra-se a ro da soñjal e krede an dud en un dra bennaket, ur seurt relijion marteze. Neolitik Oadvezh ar maen levnet eo an neolitik, etre 3 500 ha 1 500 kent J-K. E-pad ar maread-se e teuas tud deus ar Mor Kreizdouar da vevañ el ledenez, ha krog an dud da vevañ skoachet un tamm. Ur relijion nevez ha doareoù beziañ nevez a zeuas gante. Stagañ a raent da c'hounit plant, ha da zoñvaat loened. Sevel lochennoù ha fardañ podoù-pri evit miret hag aozañ boued. Sevel traoù bras maen ivez : karnioù, alezioù-toet ha peulvanioù. Karnioù Ar c'harnioù a oa bezioù evit strolladoù tud, familhoù pe meuriadoù. Karn Barnenez e Plouezoc'h a zo unan eus ar re vrudetañ e Breizh. Savet eo bet adalek 4 600 bloaz kent J.-K, hag e vent war-dro 70 metr hir, 15 hag 20 metr ledan hag 8 metr uhel. Karnioù all zo e Landeda, Gwitalmeze ha Karnag. Alezioù-toet Peulvanoù Ur peulvan zo ur maen en e sav, bet plantet e-barzh an douar da vare an istor a-gent pe ar proto-istor. Bez e vez peulvanioù distro. A-wechoù all e vezont plaset a-regennoù. Ral a wech e vezint war gelc’h ; neuze e vez graet « cromlech-ioù » anezhe, pe « krommlec’hioù » (ar ger a zeu deus ar c’hembraeg). An Henamzer Marevezh galian Ar Gelted ne implijent ket ar skritur da gustum. Anadiñ a reont eta e-doug ar c'hentistor, en oadvezh an arem. Poblet o doa da gentañ kreiz Europa (Vindelicia, Norica) etre an Alpoù hag ar C'hoad herkinian ha kroget oant da zivroañ war-dro -500 etrezek ar c'hornôg. Diaes eo bloaziañ deroù prantad ar C'halianed ha cheñch a ra hervez ar broioù. Soñjal a ra ar pep brasañ eus an arbennigourien e vleunias ar sevenadurezh keltiek e Galia da vare La Tène, da lâret eo e-pad eil Oadvezh an arem, adalek ar V kantved a-raok J.-K. War dro -330 e tremenas ar merdeer Piteas war an aodoù. Kyrtoma a ra eus al ledenez, hag envel a ra an douaroù a welas en tu all da Vor Breizh Prettanike pe Brettaniai zo deuet da vezañ Preden en hor yezh. Antreal a rae hor bro en istor. Dont a ra ar ger Arvorig, eus ur ger galianeg latinekaet en Aremorica pe Armorica. Roet e oa anv-se en Henamzer klasel d'ul lodenn eus Galia, etre kornad Pornizh e su genoù al Liger ha Dieppe. Poblet e oa hervez ar skrivagnerien eus diwezh ar Republik roman hag eus deroù an impalaeriezh gant meuriadoù Kelted bodet en ur c'hengevredad. Ne glot ket eta tolead Breizh gant hini an Arvorig, daoust d'ar pezh a vez kredet alies<ref>Holl geoded ar C'halianed e-tal ar mor a ro dezhe o-unan an anv a Arvorigiz (Aremorici) en o zouez ar Goriosolited, ar Redones, an Ambibarii, ar Galeti, an Osismi, ar Veneti, an Unelli, a ranke reiñ 6000 brezelour., Julius Kezar, De bello gallico, VII, p.35.</ref> Pemp poblad pe meuriad Galianed a oa e lodenn an Arvorig zo deuet da vezañ Breizh : an Osismied (kêr-benn : Karaez Vorgium e latin) ; ar Weneted (kêr-benn : Gwened Darioritum e latin) ; ar Goriosolited (kêrbenn : Kersaout Fanum Martis e latin) ; ar Riedoned (kêr-benn : Roazhon Condate e latin) ; an Namneted (kêr-benn : Naoned Condevicnum e latin). An douaroniourien Posidonios ha Strabon a lavar e teue Arvorigiz (Armoricani e latin) eus strollad ar C'halianed anvet Belged hag a vije bet rediet da zivroañ abalamour ma oant aloubet gant Germaned e Galia Belgica. Gant ar Romaned e voe aloubet an tiriad a vo graet Breizh anezhañ war-lerc’h, evel ma aloubas peurrest Arvorig da vare Brezelioù Kaezar e Galia. Ar Veneti an hini eo a roas lañs da emsavadeg Arvorigiz a-enep ar Romaned e 56 a-raok J.-K. Serriñ a rejont ar gomiserien roman kaset da zastum pourvezioù ha goulenn a rejont digant ar Romaned dieubiñ o gouestlidi en eskemm eus frankiz o frizonidi. Doujañ a rae ar Veneti levezon brasoc'h-bras ha kevezerezh ar Romaned moarvat. Anv zo anezhe en oberenn Caesar. Deskrivañ a ra un enebour kreñv ha, daoust ma'z eo pal De bello gallico reiñ brud dezhañ, ez eus moarvat un tamm mat a wirionez en daolennadur : Abalamour d'o morlu bras, d'o barregezh brasoc'h war ar mor a oa anavezet mat ha d'o darempredoù kenwerzh gant Preden, e oa deuet ar Veneti da vezañ ur bobl c'halloudus-kenañ, he doa aotrouniezh pell a-hed aodoù Galia ha Preden. Derc'hel a raent un niver bihan a borzhioù war aodoù ar mor digor ha stank an arnevoù ennañ, pell an eil re diouzh ar re all, hag e lakaent hogos an holl verdeerien a ranke tremen dre o lodenn eus ar mor da baeañ un truaj. Ar Veneti a oa eta ur geoded voraerien ha kenwerzherien c'halloudus renet gant ur sened. Kalz a listri o doa da genwerzhañ gant inizi Breizh-Veur ha gwerzhañ a raent produioù eus ar c'hreisteiz evel gwin hag eoul Italia (kaset e vezent gant ar Romaned dre Vourdel), en Arvorig pe e Preden diouzh Darioritum (e Hengistbury Head nepell diouzh Bournemouth en Dorset a vremañ da skouer) en eskemm eus kig-sezon hag eus kilhevardon an Arvorigiz, anavezet mat dija e Roma hag eus staen, plom ha kouevr Preden. Edo ar Veneti o chom e tolead ar Morbihan a vremañ ha roet o deus o anv da gêr Gwened. Souezhus eo gwelet o deus ar memes anv hag ur bobl all a savas ur geoded c'halloudus ha pinvidik all a oa diazezet he nerzh war ar mor hag ar c'henwerzh : Venezia. E 56 kent J.-K. e oa distrujet listri ar Veneti gant re Julius Caesar pourchaset gant pobloù galian all, ar Biktoned da skouer e-kerzh un emgann bras e pleg-mor ar Morbihan. Lakaet e oa izili ar sened d'ar marv hag ar "peurrest" eus ar bobl a oa gwerzhet evel sklaved. Roet e oa bro an Ambilatri (su al liger atlantel) d'ar Biktoned d'o zrugarekaat. Impalaeriezh roman En amzer an Impalaeriezh roman e oa Arvorig, Aremorica, ul lodenn eus proviñs roman Gallia Lugdunensis. D'ar mare-se e oa ar geoded ar bastell-vro velestradurel a glote gant tachenn ur boblad, evel an Osismii pe ar Redones. Holl geodedoù Arvorig (latin, civitas) o doa ar statud Civitas stipendaria, da lâret eo a geodedoù sujet a baee o annezidi an truaj hiniennel (tributum capitis) hag an truaj war an douar (tributum soli). Goude adreizhadenn Diocletianus e oa ul lodenn eus an diocesis Galliarum, eskopti Galia. Emsavadeg ar Bagaudae en III kantved a zegasas trubuilhoù hag a lakaas ar boblañs da zigreskiñ. Distrujet e oa kalz kêriadennoù. Gwiskadoù tev douar du kavet er c'hêrioù a ziskouez e oa diboblet ar c'hêrioù ivez. Gwellaat a reas un tamm stad ar vro dindan ren Kustentin Iañ (307–350). Graet e oa kalz pezhioù moneiz. War an Tractus Armoricanus e oa savet kreñvlec'hioù nevez, da skouer e Brest, Avranches hag ar Yeoded. Da gustum e soñjer e krogas ar gristeniezh d'en em ledañ en Arvorig e diwezh ar pevare kantved goude J.-K., met ral eo an titouroù. Er e voe krouet un bastell-vro da dalañ ouzh an tagadennoù Barbared deuet eus ar mor, an Tractus Armoricanus et Nervicanus eus an arvor e genoù ar Garona betek genoù ar Somme. Menegiñ a ra an Notitia Dignitatum (war-dro 400 goude J.-K.) un niver a vagadoù soudarded a warde an Tractus Armoricanus et Nervicanus, da skouer bagadoù maoured e keodedoù ar Veneti hag an Osismii. Laeti frankat a oa e Roazhon. Krennamzer Ar Vretoned o tont da Arvorig Er bloavezhioù 380 e oa moarvat un niver bras a soudarded vrezhon eus an arme roman en Armorica. Bagadoù soudarded vrezhon (fœderati) a zeuas eus Preden, Breizh-Veur a vremañ da sikour strolladoù laeti frankat degouezhet en Arvorig kerkent hag an III hag ar IV kantved da zifenn aodoù Arvorig a-enep al laeron-vor a zeue eus Norzh Europa hag a rae o reuz e Mor Breizh. Goude se ez voent implijet da stourm ouzh emsavadegoù ar Bagaudae. Hervez an Historia Brittonum, skrivet en IX kantved, an impalaer Magnus Maximus, a dennas an armeoù roman eus Preden, o c'hasas eno ivez. Pa voe dilezet Proviñs Britannia gant al lejionoù roman e 411 e fizjont difenn an enezenn er Vrezhoned. Buan avat, argadegoù ar Bikted o tont eus Caledonia (Bro-Skos a vremañ, en tu all da moger Antoninus) ha dreist-holl re ar Scoti (Iwerzhoniz) (deuet eus Hibernia) a zeu da vezañ niverusoc'h-niverusañ. War ar memes tro eo aloubet reter an enezenn gant pobloù german, an Angled hag ar Saozon peurgetket, a argas ar Vrezhoned trema ar c'hornôg. War a seblant e vefe argadegoù ha trecvadennoù an Iwerzhoniz o dije bet ar roll brasañ da atizañ un niver bras a Vrezhoned da vont kuit war an douar-bras e lec'h ma anavezent kerent a oa soudarded eno. Ar skrivagnerien Nennius ha Gweltaz) a veneg un eil gwagenn a Vrezhoned a reas o annez en Armorica er c'hantved goude da dec'hout aloubadegoù ar Saozon hag ar Scoti. Kadarnaet eo martezeadenn un divroadeg e daou brantad gant an arkeologiezh Gant ar Vretoned e voe anvet an tiriad a voe graet Breizh-Vihan anezhañ e-pad pell, un anv damheñvel ouzh hini an enezenn ma oant a orin. Er Grennamzer uhelañ e oa bet rannet Breizh etre div rouantelezh ha war-lerc’h etre teir rouantelezh – Domnonea, Kerne ha Bro-Ereg, a voe Bro-Warog hec’h anv kentañ. Bodet e oa bet an teir rouantelezh dindan aotrouniezh roueed ha duged Breizh en IXvet kantved. Rouantelezh Breizh IX – X kantved En 845 e voe krouet rouantelezh kentañ Breizh gant Nevenoe, pa oa bet trec’h lu ar Vretoned war Charlez ar Moal, roue Frañs, en emgann Ballon, ur gêriadenn nepell diouzh Redon, en Il-ha-Gwilen. En 851 e voe trec’h lu ar roue Erispoe, ur mab da Nevenoe, ur wech c’hoazh war lu ar roue Karl Voal en emgann Yenglenn. Rak-se ez anavezas Karl Voal e voe trec’h ar Vretoned warnañ ha dizalc’h e teuas Breizh da vezañ. D’ar mare-se e voe staget Bro-Naoned ha Bro-Roazhon ouzh rouantelezh Breizh. Aloubiñ a reas ar roue Salaun Broioù Coutances hag Avranches diwezhatoc’h. Gant Salaun eo e voe rouantelezh Breizh en he brasañ. Ar Vikinged, siwazh d’ar Vretoned, a aloubas Stad unanet kentañ Breizh e 913. Hogen distreiñ a reas Alan Barvek, ur mab-bihan da roue diwezhañ Breizh, gant skoazell roue Bro-Saoz Athelstan of Wessex, da Vreizh ha trec’h e oa war ar Vikinged e 937. Amzer ar gladdalc'helezh X – XIV kantved En e teuas Breizh unanet-se da vezañ ur rouantelezh dizalc’h. Distrujet hag aloubet e voe war-lerc’h gant ar Vikinged e deroù an X kantved. Adsavet e oa bet Breizh hogen ne oa mui ken kreñv all, ken ma ne oa nemet un dugelezh anezhi (ur gontelezh hepken hervez tud zo). Ur skod a bouez e oa etre Normandi hag Anjev, ha da c’houde etre Bro-Saoz ha Bro-C’hall a-raok dont da vezañ ur vro dizalc’h en-dro da vare remziad an tiegezh Moñforzh (XIV–XV kantved). Ur vro distag e chomas betek ar , daoust d’ar brezel hêrezh (1341–1364), daoust d’ar C’hallaoued a glaske lakaat ar vro e beli o Stad, daoust d’ar Saozon a glaske ren ar vro. Melestradurezh c’hall ar Renadur kozh a anaveze Breizh da vroad. Dugelezh Breizh Da-heul e voe trec’h rouantelezh Bro-C’hall, ur rouantelezh c’halloudus anezhi, war an dugelezh da vare emgannoù 1488 ha 1491. Gant se e oa bet boulc’het an hent a gase d’an unaniezh. Daou seurt unaniezh a voe. Da gentañ penn e oa bet unanet ar benntierned dre zimeziñ (3 dimeziñ a oa bet lidet evit unaniñ penntierned Bro-C’hall ha Breizh). Da eil, e 1532, o doa goulennet Stadoù Breizh, a oa bodet e Gwened, e vije unanet an dugelezh hag ar rouantelezh da viken. Stadoù Breizh, evit gwir, a veze lakaet ar wask warno d’ar mare-se ha ned ae ket gwall vat an traoù ganto abaoe ma oa bet sinet ar skrid-embann roueel e Plessis-Macé (Anjev). Mirout a reas Breizh dreistwirioù zo (al lezenniñ hag ar sevel tailhoù dibar), koulskoude, betek an Dispac'h gall. E-pad nozvezh ar 4 a viz Eost 1789, evit gwir, e voe torret dreistwirioù ar c’humunioù, ar c’horfuniadoù, an noblañs, ar c’hloer… ha dreistwirioù Breizh. Ar , ar hag ar a vez sellet outo evel prantadoù eus an toniusañ e Breizh. D’ar mare-se e veze treuzdouget marc’hadourezhioù a-leizh dre vor etre Spagn, Bro-Saoz hag Holland. Breizh a oa, anat eo, e kreizig-kreiz an hentoù-se. Al lien kanab, al lien lin, ar c’hrezioù, e-touez traoù all, zo anezho arouezioù eus ar prantad-se ma rae berzh-kaer ar c’henwerzh e Breizh. Gant an arc’hant bras dastumet d’ar mare-se e voe diorroet-mat glad ar savouriezh er vro. Ostel an Arc’hant Roazhon a oa an hini kentañ eus Frañs. Da vare Colbert e voe diorret an arme e Breizh hag abalamour d’an dizemglevioù a veze etre Frañs ha Bro-Saoz ez eas Breizhiz tamm-ha-tamm war baouraat. En e voe an traoù en o gwashañ. Rannet e voe Breizh etre kontelezhioù (Kerne, Leon, Bro-Ereg, Landreger, Pentevr, Porc’hoed, Naoned, Roazhon…) ha goude an eizh aotrouniezh a droas e pevar frezidial, a voe rannet etre senesaliezhoù ivez. Rannet e oant ivez etre nav eskopti. Dispac'h gall Breizh rannet e pemp departamant Da vare an Dispac’h gall, e-pad nozvezh ar 4 a viz Eost 1789 e voe diskaret ar proviñsoù. E-se ne oa ket Breizh un ensavadur melestradurel anezhi ken. E 1790 e voe rannet etre pemp departamant : Aodoù-an-Hanternoz (deuet da Aodoù-an-Arvor e 1990), Penn-ar-Bed, Il-ha-Gwilen, Mor-Bihan, Liger-Izelañ (deuet da vezañ al Liger-Atlantel e 1957). 10 a viz Meurzh: kroget eo gant ar c'halvadeg veur, bet divizet gant ar Goñvañsion, en darn vrasañ eus parrezioù Breizh; emsavadeg e Sant-Filberzh-Deaz. 1793 11 a viz Meurzh : emsavadeg wadek e Machikoul abalamour d'ar c'halvadeg veur, bet divizet gant ar Goñvañsion ; 44 den lazhet. 15 a viz Meurzh : taget eo Loudieg gant an emsavidi a-enep ar c'halvadeg veur. 16 a viz Meurzh : kemeret Roc'h-an-Argoed gant an emsavidi a-enep ar c'halvadeg veur. 17 a viz Meurzh : taget eo ar Gward broadel e Pazieg gant an emsavidi a-enep ar c'halvadeg veur : tri den lazhet. 19 a viz Meurzh : emgannoù start e Kastell-Paol. 24 a viz Meurzh : Emgann Kergidu e-kichen Plougouloum; trec'h eo ar jeneral republikan Canclaux. 19 a viz Gwenholon : emgann e Beuzid-Klison etre ar Republikaned ha ar Vandeidi. 3 a viz Du: kemeret Felger gant ar Chouaned. 6 a viz Du: kemeret eo Gwitreg gant ar Chouaned. kantved E 1848 e oa ar pemp departamant breizhat dindan aotrouniezh an Naonedad Michel Rocher, anezhañ penngomiser Breizh. Hennezh a oa e penn ar gomiserien all (prefeded) e Breizh. – kantvedoù Brezel-bed kentañ Eil Brezel-bed An Eil Brezel-bed en deus skoet kalz tud e Breizh, prizoniet, gloazet, kaset d'ar c'hampoù bac'h pe gloazet. Kalz distrujoù zo bet ivez betek 1945. Enebiezhioù politikel bras a oa ivez prest da lakaat ar brezel diabarzh da darzhañ adalek 1943 dreist-holl. Disoñjet e oa buan ar spered harzerezh pe rezistañs'' goude an dieubidigezh. Diskred zo evit an Emsav er boblañs da c'houde ar brezel. Gounit a ra ar gomunouriezh kalz tachenn e Breizh abalamour d'ar roll a-bouez en deus bet ar PCF hag an URSS er brezel. Etre an daou vrezel Didroc'hadur ar Rannvro E 1917 e voe raktreset krouiñ rannvroioù armerzhel, a raed "strollad armerzhel ha rannvroel" pe "rannvroioù Clémentel" anezho. Ar pal a oa krouiñ un IIIe rannvro (pe rannvro Roazhon) dre strollañ ar pevar departamant a oa e norzh hag e gwalarn Breizh. Raktreset e voe, avat, lakaat al liger-Atlantel er IVe rannvro (pe rannvro Angers) a-gevret gant an departamantoù amañ da-heul : ar Mayenne, ar Sarthe, ar Maine-et-Loire, ar Vande koulz hag an Indre-et-Loire. E miz Ebrel 1919 e oa bet krouet ar rannvroioù Clementel. Rannvro Roazhon, a veze anvet ar VI rannvro neuze, a oa enni tri departamant : Il-ha-Gwilen, Aodoù-an-Hanternoz ha Penn-ar-Bed. Ar V rannvro vras pe rannvro Naoned a voe bodet enni an departamantoù-mañ : ar Mayenne, ar Sarthe, an Indre-et-Loire, ar Maine-et-Loire, ar Vande, al Liger-Atlantel hag ar Mor-Bihan. Divizet e voe strollañ tro-dro d’ur gêr vras an departamantoù a yae d’ober an diazad armerzhel anezhi. D’ar mare-se e voe divizet kalz evit gouzout hag-eñ e vije lakaet departamant Penn-ar-Bed e rannvro Naoned pe e rannvro Roazon. Dleet e vije daouhanteriñ departamant Penn-ar-Bed - ar su hag an norzh - zoken. Ne oa ket aet ar rannvroioù-se war-raok tamm ebet e-pad an ugent bloavezhioù a oa bet da-heul. Ne oa anezho, evit gwir, nemet doareoù kambroù kenwerzh, da lavaret eo departamanantoù unanet laosk pe laoskoc’h. E miz Gwengolo 1919 o doa kroget ar c’hevredadoù tiez an degemer da aozañ “rannvroioù touristel” diwar ur patrom un tamm disheñvel. Ar wech-se e oa bet strollet an departamantoù en ur zerc’hel kont eus an touristerezh, an douaroniezh hag an dudouriezh. Ne gloto tamm ebet ar rannvroioù-se gant ar rannvroioù armerzhel. Ar rannvro a raed « Breizh » anezhi en em astenne war Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Hanternoz, Il-ha-Gwilen hag ar Mor-Bihan. Ur rannvro all, a raed « Vallée de la Loire » anezhi, a oa enni al Liger-Atlantel, ar Maine-et-Loire, ar Mayenne, ar Sarthe, an Indre-et-Loire koulz ha kornôg departamantoù al Loir-et-Cher hag al Loiret. D’an 19 a viz Ebrel 1941, e Vichy, e sinas ar Marichal Pétain ul lezenn evit strollañ an departamantoù e rannvroioù. Daoust ma talvezas an anv « Breizh » da sevel anv ar rannvro nevez-se e tivizas kabined ar Marichal Pétain dispartiañ al Liger-Izelañ diouzh rannvro Breizh. Ar jeneral de Gaulle a sinas un devredad damheñvel d’an 10 a viz Genver 1944. Gant gouarnamant Edgar Faure e voe krouet ar rannvroioù programm e 1956 hag adkrouet e voe Rannvro Breizh. Krouet eo bet ar rannvro velestradurel nevez-se hep derc’hel kont eus an istor. Rannvro Breizh, evel ma reer anezhi, zo enni pevar departamant. Al Liger-Atlantel zo deuet da vezañ unan ar pemp departamant zo er rannvro Broioù-al-Liger. Gant al lezenn rannvroelaat bet sinet e 1972 e voe gwiriekaet an disparti, petra bennak ma oa a-enep Kuzul-departamant al Liger-Atlantel. Da-heul e vouezhias ar C’huzul-departamant meur a wech (a-unvouezh) evit adstagañ al Liger-Atlantel ouzh rannvro Breizh. Mouezhiadegoù peurheñvel a voe aozet gant Kuzul-rannvro Breizh ivez. Ar C’huzul-Stad a sav bepred a-enep groñs an adstagadur. Kenderc’hel a reer da zivizout er mare-mañ evit adstagañ al Liger-Atlantel ouzh Rannvro Breizh. A-du emañ Breizhiz, war a seblant, gant ar mennozh-se (Diskouez a ra anat disoc’h ar sontadegoù o deus c’hoant etre 60 ha 74 % eus an dud zo o chom el Liger-Atlantel e vefe adstaget o departamant ouzh rannvro Breizh). Ne oa ket bet kement-se a dud o kemer perzh er manifestagoù aozet e Naoned, daoust ma oa bet galvet tud ar pemp departamant d’en ober. Gant ar gouarnamant Raffarin ez eus bet lakaet da vouezhiañ ul lezenn evit aozañ referemdomoù lec’hel. Tu a vefe neuze da unaniñ ar vro bremañ. Evit kas an teuliad da benn e ranker seveniñ divizoù melestradurel pe lezennel zo (da skouer, aozañ ur vouezhiadeg war-eeun gant Holl Vreizhiz ha diouzh an disoc’h adtermeniñ an tiriad en e bezh, e-touez traoù all). Prezidanted an daou guzul-rannvro ha prezidant kuzul-departamant al Liger-Atlantel hepken a c’hall divizout reiñ lañs da adaozañ ar rannvro. Pennadoù kar Roll Rouaned ha Duged Breizh Roll kumunioù departamant Penn Ar Bed Roll Kumunioù Aodoù-an-Arvor Roll Kumunioù ar Mor-Bihan Roll kumunioù departamant Ill-ha-Gwilen Roll kumunioù departamant Liger Atlantel Liammoù diavaez Istor Breizh video savet gant Jean-Jacques Monnier hag Olivier Caillebot war lec'hienn Rannvro Breizh Notennoù Istor Breizh
45
https://br.wikipedia.org/wiki/Mentoniezh
Mentoniezh
Termenadur Ar ventoniezh (diwar ment) pe geometriezh (gresianeg γεωμετρία ''geometra), eo skourr koshañ ar matematik gant an aritmetik. Pal ar ventoniezh elfennel eo studi ar c'heñverioù etre krommennoù, poentoù, eeunennoù, gorreennoù, ha soludoù en egor gwirion teirmentek. Ar ventoniezh en holl Mentoniezh
46
https://br.wikipedia.org/wiki/Aritmetik
Aritmetik
An aritmetik (Arithmêtikê e gregaj) pe niveroniezh eo skourr koshañ ar jedoniezh, (gant ar c'h-geometriezh). Pal an aritmetik elfennel eo studi an anterinoù, an niveroù rasional, hag ar relasionoù etrese. An aritmetik zo ur lodenn eus teorienn an niveroù : an hini a implij hentennoù'zo eus ar c'heometriezh aljebrek hag eus teorienn ar groupoù. An oberiadurioù aritmetikel a zo an adision, al lamadur, al liesadur, hag ar rannadur. Gwechall e oa limitet an aritmetik da studi perzhioù an anterinoù naturel, an anterinoù, hag an niveroù rasional (e stumm fraksionoù), ha da perzhioù an oberiadurioù war an niveroù-se. Frankaet eo bet ar c’helenn-mañ a-c’houdevezh gant donedigezh studiennoù all : an niveroù real (e stumm un diorroadur degel anlimited), pe meizadoù avañsetoc’h zoken : an eksponantadur, ar c’hwrizienn garrez, traoù all …. Niveroniezh
754
https://br.wikipedia.org/wiki/Peurunvan
Peurunvan
Ar peurunvan, pe KLTG, eo anv an doare-skrivañ savet e 1941 evit unvaniñ an doare-skrivañ KLT, savet e 1908, gant hini Bro-Wened, da gaout un doare-skrivañ hepken evit ar brezhoneg lennek. Istor Gant emglev 1908 e oa bet unvanet doare-skrivañ ar brezhoneg e Treger, Leon ha Kerne. E Bro-Gwened e kendalc'hed d'ober gant un doare-skrivañ all. Met fellout a rae da skrivagnerien zo unaniñ an daou zoare-skrivañ-se, an doare-skrivañ KLT ha doare-skrivañ ar gwenedeg. E 1936 e oa bet bodet un toullad tud, Loeiz Herrieu, Roparz Hemon, Raymond Delaporte, Marc'harid Gourlaouen, Roparzh Audic, Youenn Drezen ha Langleiz hag un nebeud kinnigoù o doa graet : ober gant "zh" er gerioù a veze skrivet gant "z" e KLT ha gant "h" e gwenedeg, skrivañ "w" er gerioù ma veze kavet "v" pe "o" e KLT hag "ù" e gwenedeg. Pouez hiziv Doare-skrivañ pennañ ar brezhoneg eo hiziv. Implijet e vez gant an holl skolioù, degemeret gant an holl skolioù-meur, hag e ya da ober tost an holl levrioù embannet. Reolennoù Reolennoù doare-skrivañ ar peurunvan a vo kavet er pennad doareoù-skrivañ e brezhoneg. Doujañ outo a dleer ober er pennadoù holloueziadurel. Sioù N'eo ket disi an doare-skrivañ-mañ evel n'eo ket disi ar re all, nag e yezh ebet. Gant e enebourien ne vez gwelet nemet ar sioù, gant ar re a ra gantañ, ar re niverusañ a-bell, ne vez ket gwelet ar sioù atav, ken boas int, evel en holl yezhoù. Tabut Koulskoude ez eus bet tabut e-pad pell e Breizh diwar-benn an doare-skrivañ ha dreist-holl enebiezh ouzh ar peurunvan. Unan eus an arguzennoù e oa (hag e vez c'hoazh gant tud zo) an istor: ur skritur awenet gant renad an Alamaned er vro e vije bet. Un arguzenn all eo an distagadur: lakaat a raje an dud da zistagañ fall. An enebourien Da veur a hini e seblant rendael an doareoù-skrivañ eus un amzer all pa n'eo ket peogwir e skriver e peurunvan ez eur "a-du gant an Nazied", evel ma veze lavaret goude ar brezel. Pa voe adkroget gant Youenn Olier da skrivañ e peurunvan e 1945 e fellas dezhañ "sammañ hêrezh Gwalarn", da lavarout eo derc'hel da stagañ dazont ar brezhoneg ouzh keal ar vroadelouriezh vrezhon hag ur Vreizh dieub. Andreo ar Merser, Armañs Keravel pe c'hoazh Visant Seite, daoust m'o doa asantet d'ar peurunvan e 1941, o doa e zilezet e 1945, hag aet a-du gant ar Skolveurieg e 1954, dreist-holl evit un abeg politikel eta, peogwir e fellas dezho ren ur bengadouriezh rannvroelour a-benn en em ziskouez evel patrioted vat gant ar spi da sachañ digant ar Stad C'hall un draig bennak evit ar brezhoneg, ur politikerezh a voe ur c'hwitadenn. Gwir eo e oa anv ivez da gelenn brezhoneg er skol hag e c'houlenne yezhourien alaman evel Leo Weisgerber e vije unvanet an doare-skrivañ evit Breizh a-bezh. Implij an doare-skrivañ-se a oa bet degemeret er bloaz 1941 gant an holl skrivagnerien gwitibunan, war-bouez tri eus ar rummad kozh : Taldir, Vallée ha Meven Mordiern, na felle ket dezho lakaat kemm d'an doare-skrivañ evit reiñ digor d'ar gwenedeg a oa endeo war e dalaroù, emezo. Abalamour d'ar skrivagnerien wenedek eo en doa asantet Roparz Hemon d'ar peurunvan a-benn ar fin. O vezañ ma'z eo ar rannyezh-se diforc'h-mat diouzh an teir all ez eus bet termenet betek pegeit e vez degemeret stummoù gwenedek-rik er yezh lennek. Sevel a reas Akademiezh Roazhon a-enep ar peurunvan e 1942, ha berzet e voe adalek diwezh 1942, diviz kadarnaet meur a wech e 1943 ha 1944, war a seblant war atiz ar chaloni Falc'hun hag Armand Keravel. Peurunvan ofisiel Ar peurunvan eo skritur ofisiel an darn vrasañ eus an embannerien, adalek TES betek Bannoù-Heol, ha hini ar c'helenn en holl skolioù, re ar Stad pe re Diwan, war-bouez unanik bennak. Ar peurunvan eo skritur ofisiel ar wikipedia vrezhonek ivez. Enebiezh ouzh ar peurunvan er XXIañ kantved N'eo ket ken rust an enebiezh ouzh ar peurunvan ha ma oa en XXvet kantved, war-bouez skridoù Françoise Morvan. Koulskoude he deus embannet skridoù peurunvan e-barzh Anciennes complaintes de Bretagne e 2010. Enebiezh Jean Le Dû, bet kelenner brezhoneg e skol-veur Brest : http://languebretonne.canalblog.com/archives/2010/09/11/19035668.html. Notennoù ha daveoù Doareoù-skrivañ ar brezhoneg
755
https://br.wikipedia.org/wiki/Etrerannyezhel
Etrerannyezhel
Unan deus an doareoù skrivañ brezhoneg eo an etrerannyezhel. Ijinet e oa bet an etrerannyezhel etre 1971 ha 1974 diwar labour ur gomission. Bodet e oa bet dougerion-komz ar skritur skolveureg ha dougerion-komz ar skritur peurunvan. Implijet e vez a-wezhioù gant an ti-embann Skol Vreizh hag e-barzh al levr-deskiñ Le breton sans peine skrivet gant Fañch Morvannou hag embannet gwezharall gant an Assimil. Gant ar skritur-se oa bet klasket lakat a-du tout an dud war ar memes skritur : sistem an etrerannyezhel zo etre ar skolveurieg hag ar peurunvan. N’eus ket tamm liv politik ebet warnañ, ha klasket ‘vez bezañ tostoc’h deus an doare-distagañ ha deus an etimoloji war-un-dro. Matrec’he eo ar skritur lojikañ ha gwellañ evit ar re a zo é teskiñ, met siwazh n’eus ket kalz a dud hag a implij anehañ hiriv, kar kazimant tout tud an Emsav (le mouvement breton) a zo deus tu ar peurunvan. Avantajoù all an etrerannyezhel: Tost eo deus skritur ar c'hembraeg (ha deus re ar c'herneveureg) evid ar gerioù a etimoloji keltieg (ha kar-tost dre-se eus an doare skrivañ ijinet gant Olier Mordrel (an "doare-skriva keltieg"): newez vs. newydd, neizh vs. nyth, gwis vs. gwys, nos vs. nos... Tost eo deus skritur ar galleg evid ar gerioù à etimoloji latin: poeson vs. poison, friset vs. frisé, adress vs. adresse... Tostoc'h eo deus distagadur ar brezhoneg Kerne/Treger eget skritur all en e raok. Rebechet e vez dehañ: An "ss" e-barzh gerioù e-gis "assossiassion"... Pell eo diouzh skrivadurioù boas gerioù kevatal e galleg : "gas" (evit "gaz"), "ris" (evit "riz"). Skrivadurioù souezhus evel ar "zz" : "krizzoc'h". Terriñ reolenn an distagadur en ur lakaat troc'hoù e-barzh gerioù evel "tri-zeg" (evit "trizek"), "di-zesk" (evit "dizesk"). Plantañ reuz e-lec'h ne oa ket ezhomm (piv ac'h aio da skrivañ "fest-nos" ?) E-barzh ar fin ne chañch ket kemend-all deus ar peurunvan (dalc'hen a ra ar "zh" simbolek)... mes notomp ur sort, e vez implijet iwe ar "zh" e treuskrivadur ar chineg. An etrerannyezhel n'eo ket un norm peurachuet (mod-sen ema merket e-barzh ar Breton sans peine). Tud zo hag a gennig chañchoù dezhañ: Gober gant "th" e-lech "zh" (evit bout tostoc'h deus ar c'hembraeg, ha deus ar saozneg); Albert Deshayes en e ziksioner a ginnig ober gant "rz" hepken pa vez "rh" e gwenedeg: kerzed, evit KLT kerzet ha gwenedeg kerhet. Gober gant "w" e-lech "ù": pilhow e-lec'h pilhoù, ha skriviñ pilhower e-lec'h pilhaouer, pezh zo lojikoc'h; Traoù all... Skouerioù deus an diforc'hoù a zo etre ar skriturioù brezhoneg: peder reolenn distagadur Ouzphenn reolennoù skritur an etrerannyezhel, da skouer an ss, s, z, zh, e kaver ivez un toullad reolennoù fonetikel arall liammet douzh prosodïezh ar yezh, da lâred eo plass ar poues-mouezh, hirderioù ar vogalennoù er gerioù taol-mouezhiet, distagadur an dibennoù absolut ha distagadur ar liammadurioù dirag ur vogalenn. Da gentañ e vez implijet pennreolenn an diveradur a-benn merkiñ dibennoù absolut ar gerioù. Kensavet eo sistem reizhskrivadurel an etrerannyezhel diwar diveradur ar gerioù, da lâred eo perag e vez skrivet BAG ged ur G ha TOK ged ur K tra ma vez klewet /bak/ ha /tok/? Klewet e vez ar memes fonem /k/ tra ma vez skrivet G diouzh un tu ha K diouzh an tu arall. N'eus namaed da glask diveradur ar ger BAG > BAGoù / BAGig ha TOK > TOKoù / TOKig. Ged an diveradur, e vez klewet G er ger baGoù ha K er ger toKoù. Ged an etrerannyezhel e vez arveret ar bennreolenn-mañ d'an holl c'herioù : d'an anvioù-kadarn, d'an anvioù-gwan, d'an adverboù, d'an araogennoù, d'an anvioù-lec'h ... Da lâret eo e vez kensavet sistem reizhskrivadurel an etrerannyezhel diwar brederioù fonetikel hepken. Setu roll ar reolennoù : Reolenn 1 : ar poues-mouezh. Reolenn 2 : hirded ar vogalennoù er silabennoù taol-mouezhiet. Reolenn 3 : an dibennoù absolut. Reolenn 4 : ar liammadurioù dirag ur vogalenn. Doareoù-skrivañ ar brezhoneg
758
https://br.wikipedia.org/wiki/Arz
Arz
Arz : (ger deveret eus al latin artum) An istor berr-ha-berr D'ar penn kentañ, ne oa an arz nemet evit tud desket-bras, tuapl anezhe da skeudenniñ kenkoulz ar bed en-dro dezhe, an traoù bevet gante, o santimantoù ha kement zo, ken ma vije levezonet ar re all gant o oberennoù. Met bremañ e vez disheñvelig an traoù, n’eus forzh piv a c'hell bezañ un arzour gant mo vo talant, mailhoni ha spered da grouiñ gantañ. Kevreet eo ar spas gant an arzoù plastik, hag an amzer gant ar muzik hag al lennegezh. Gant ar c'hoariva hag an dañs e teu an nen da vezañ danvez e arz. Gant ar film an hini eo ma vez ideet ar seurt seblant-mañ. War a seblant ne vez, gant an arz, pal raksoñjet ebet, hag er seurt frankiz-mañ emañ lec’hiet e wir dalvoudegezh. Uhelaet e vez an den a-us da chañs-dichañs madoù ar c’horf. Met kement-se ne sinifi ket eo an arz, ar pezh a vije graet arz evit arz, nemet evit arzourien pe esteted. Met gwir eo er memes tra eo dav a-walc’h d’an nen en em gustumañ eus an arz kent kompren anezhañ mat. Kent karout ha kompren an arz, eo gwell mat bezañ bet kelennet war an arz a-raok. Liammed eo tamm-pe-damm talvoudegezh an arz gant an diduiñ, da lavaret eo ar fed da drec’hiñ war an ezhommoù diavaez. Kuit d'an arz chom hep bezañ talvoudus dre ret, e vez dalc'het an arzourien gant komanant urzh prenañ an dud. Implijet eo bet an arzourien evit propagandaoù relijiel pe politikel. An oberenn, e fin ar gont, zo ur seurt emglev etre ar pezh emañ war-c'hlask an den o paeañ, pe an dud o profitañ eus an oberenn, hag ar pezh en deus c'hoant an arzour. Hag ar mod-se vo livourien relijiel an azginivelezh skignerion an Dengarouriezh, kement-se bet arc'hantaouet gant an Iliz. Ul livour pe ur skrivagner n'eo ked un arzour ken pa suj d'un ideologiezh er-maez eus an arz. N'hall ket an arzour lavaret e soñj dezhañ e-unan diwar-benn tra-mañ-tra nemet pa vez en ur stumm pe un ober estetik ma c'hell an nen gwelet pe santout a-drugarez dezhe. Liammoù diavaez Arz
759
https://br.wikipedia.org/wiki/Skolveurieg
Skolveurieg
Ar skolveurieg, pe falc'huneg, eo an anvioù roet d'un doare da skrivañ ar brezhoneg hag a oa bet ijinet e 1955 gant Frañsez Falc'hun hag a zo implijet bremañ c'hoazh. Istor Ijinet e oa bet ar skolveurieg gant Frañsez Falc'hun pa oa kelenner e Kevrenn geltiek Skol-Veur Roazhon, ha degemeret e oa bet e-pad ur prantad gant pennoù Akademiezh Roazhon a-hervez. Setu perak e voe roet an anv skolveurieg-se dezhañ gant e grouer. Enebourien an doare-skrivañ avat a lavare falc'huneg anezhañ, dre c'hoap a-hervez. Aet kuit ar chaloni Falc'hun da Vrest pa voe digoret Skol-veur Breizh-Izel eno, ha ne voe ket implijet ar skolveurieg e Skol-Veur Breizh-Uhel e Roazhon ken. Kostezennoù ar skolveurieg Div gostezenn a rae gant ar skolveurieg : ar gatoliked en un tu, hag an tu-kleiz gall (PCF, SFIO dreist-holl d'ar mare-se) en tu all. Dorn-ha-dorn e oant a-enep ar vroadelourien a rae gant ar peurunvan. E tu ar gatoliked e oa : ar Bleun Brug, diazezet e Bro-Leon hag e Kernev (beleien Treger ha Kernev-Uhel, gant Marsel Klerg ha Maodez Glanndour, o doa degemeret ar peurunvan), ar Skol dre Lizer, gant Visant Seite. E tu ar gleizidi : Ar Falz, renet gant Per Honoré, met dilezel a reas ar falc'huneg pa voe savet an assimileg gant Fañch Morvannou, goude kemeret ar stur gant tud UDB diwar-goust ar re gozh a oa tost d'ar strolladoù gall, Emgleo Breiz, renet gant Armañs Keravel, ezel eus ar PCF a-raok dont da vezañ ezel eus ar PS, a oa e-barzh Ar Falz ivez, ha gant Andreo ar Merser, ezel eus ar PCF, a grouas Ar Skol Vrezoneg, evit klask kemer lec'h Ar Falz, Kendalc'h, hag a embanne al levr kanaouennoù Kanomp Uhel, Al Leur Nevez, savet gant Loeiz Roparz. Hiziv Gant Frañsez Falc'hun hag e vignoned e veze graet ar skolveurieg eus ar skritur, pa veze lavaret ar falc'huneg gant e enebourien. Hiziv pa'z eo yenaet an enebiezh kozh ne vez ket kalz a dud ken oc'h ober gant ar ger skolveurieg, ha n'eus forzh penaos ne vez ket implijet an doare-skrivañ kalz er skolioù-meur, nag e skol-veur Brest zoken, ha gwall nebeut en deskadurezh, war-bouez unan bennak en deskadurezh katolik c'hoazh. Ne vez implijet ar skolveurieg-falc'huneg nemet gant an tier-embann-mañ ken : Brud Nevez/Emgleo Breiz, renet gant Fañch Broudig, Ar Skol Vrezoneg, renet c'hoazh gant Andreo ar Merser, Minihi Levenez, kaset en-dro gant Job an Irien (a vez lakaet e bennadoù e peurunvan pa skriv e-barzh Ya!), a zo pezh a chom eus hengoun katolik ar Bleun Brug kozh. Mikael Madeg, a embann e-unan e oberennoù. Le pays breton, kelaouenn an USBIF, dalc'het gant ar PCF, ma kaver tammoù pennadoù gant Yves Le Du bep an amzer. E-touez fealañ skoazellerien ar skolveurieg-falc'huneg eo ret menegiñ Yann-Bêr Thomin, bet kuzulier-rannvro, bet maer Landerne, ha bet e-touez renerien diwezhañ ar Bleun Brug, aozadur kozh Yann-Vari Perrot, deuet da vezañ un tasmant hiziv. Met nebeut a bouez a chom en gant ar strolladoù-se, a oa e barr o brud er bloavezhioù 1960. Kement-se a ziskouez diskar ar bed katolik ha laik mod kozh evel-just, ha hini ar brezhoneg war un dro, dre ma n'o deus ket gallet kavout tud yaouank da zerc'hel o stal en he sav. Diazezoù ar skritur Gwelloc'h en doa kavet ar chaloni Falc'hun chom hep lakaat kensonennoù divouezh e dibenn an anvioù-gwan : Mad ha n'eo ket skrivet mat evel en doareoù-skrivañ a-gent (doare-skrivañ KLT hag ar peurunvan). Ne ra ket gant c'h da aroueziañ ar son deuet diwar kemmadur ar son [k] pe ar son [g] : ar hi, e-lec'h ar c'hi, Marh al lorh e-lec'h Marc'h al lorc'h ; war-hed (koulz evit war-hed ha war-c'hed). Ober a ra gant ar c'hemmadurioù diyezhadurel a vez kavet e Leon hag en ul lodenn eus Kernev: sac'h > ar zac'h, chistr > ar jistr. Ober a ra gant ar c'hemmadur f > 'f evit diskouez un "f blot": forh > da 'forh" (forc'h, da forc'h). Ne ra ket gant v e dibenn ar gerioù, met gant o pe ou: glao, piou, brao (daoust ma reont gant braventez). N'en deus ket miret ar zh a oa bet degaset gant Langleiz ha degemeret er brezhoneg peurunvan evit kompezañ an doare disheñvel a zo gant komzerien Bro-Wened da ezteurel ar z a vez klevet e pastelloù-bro all : un h'' a vez distaget e skolveurieg. Un doare-skrivañ nevez evit ar gwenedeg a oa bet kinniget gant ar chaloni Falc'hun hag ar person Meriadeg Herrieu, mab da Loeiz Herrieu. Skouerioù Skouerioù eus an diforc'hoù a zo etre an 3 skritur e brezhoneg : Liammoù diavaez Yves Le Berre e 2014 o lenn ur skrid falc'hunek ofisiel eus 1914 (pa oa bet ijinet ar skritur e 1955) : Doareoù-skrivañ ar brezhoneg
762
https://br.wikipedia.org/wiki/Arkeologiezh
Arkeologiezh
Arkeologiezh, eus arkhaiologia e henc'hresianeg, savet diwar arkhaios « hen » + logia « gouiañs, skiant ». Termenadur An arkeologiezh pe henoniezh a zo unan eus skiantoù an den. Klask a ra, dre ober studiennoù war an dachenn, dre studïañ danvez ha gant teknikoù skiantel, resisaat penaos e oa doare an dud gwezhall gozh, o liammoù gant o endro, an darempredoù kenetrezo, hag o c’hredennoù. Gant an arkeologiezh e vez adaozet buhez hon hendadoù dre arverañ kement roudenn a zo chomet war o lerc'h (skridoù, rivinoù, relegeier, oustilhoù, livadurioù, podoù-pri, armoù, pezhioù moneiz, bizoù, gwiskamantoù...) a-benn kompren o modoù da vevañ. Dre-se e c'haller anavezout kalz gwelloc’h amzer dremenet ar sevenadurezhioù a-vremañ, hon broioù gwechall, hag e vez komprenet perak emañ ar bed evel m’emañ, ar perag eus an darempredoù etre ar broioù bremañ, betek kinnig martezeadennoù a-fed an amzer da zont, pe diwall da gaout diaesterioù en dazont. Rak da-lavaras un den : « ur sevenadurezh hep tremened a zo ur sevenadurezh hep dazont ». Evezhiadennig E brezhoneg e kaver a-wechoù ar stumm hendraoùouriezh diwar hen (kozh) + tra -où + -ouriezh (ar ouiziegezh pe ar studi). Implijet eo bet gant Frañsez Vallée ha Meven Mordiern en o levrioù war istor ar Gelted kozh pe istor ar bed. Arkeologiezh Skiantoù
765
https://br.wikipedia.org/wiki/Niver
Niver
Un niver zo un draezenn vatematik implijet da gontañ ha da vuzuliañ ; niveroù a anver « pemp, « kant seizh » , da skouer. Ur sifr a reer eus an arouezenn a dalvez da skrivañ un niver : gant ur sifr hepken ez arouezier « pemp » (""), gant tri sifr e reer evit aroueziañ « kant seizh » ("..."). En implij pemdeziek e c'hall ar ger "niver" talvezout evit anv ar meiziad difetis, un arouezenn a dalvez da skrivañ (reishoc'h eo komz eus "sifr(où)", pe ar ger a dalvez d'hec'h envel (an niver tri). Ouzhpenn o implij da gontañ pe da vuzuliañ e c'hallont bezañ implijet, da urzhiañ un dra bennak (niverennoù a-steudad : <math">0, 1, 3, 5, 7"</math>...) hag er c'hodoù (sellet da skouer ouzh an niverennoù pellgomz pe an ISBN). Er matematik eo bet astennet termenadur an niver betek niveroù evel zero (""), an niveroù leiel (""), an niveroù poellek pe feurek (""), an niveroù anfeurek (""), hag an niveroù kemplezh (""). Ar seurtoù niveroù disheñvel Seurtoù niveroù disheñvel a vez implijjet alies. Gallout a reer o renkañ e rummadoù matematik anvet « reizhiadoù niveroù ». (Da ouzout hiroc'h diwar-benn an doareoù disheñvel da skrivañ niveroù, evel an niveradur roman, sellet ouzh reizhiadoù niveroù.) Un elfenn zifetis (c'houbar) eo an niver, gantañ e vez deskrivet ur c’hementad en un doare resis. E-keñver an istor int degouezhet en urzh-mañ : Ar c'hevanion naturel, Ar c'hevanion daveel, An niveroù feurek, An niveroù gwerc'hel, An niveroù kemplezh, An niveroù hiperkemplezh, An niveroù p-adek, An niveroù trehontel, An niveroù hipergwerc'hel, An niveroù brizh-gwerc'hel. N’eo ket dic’hortoz-kaer an dra-se : eus an doare da vuzuliañ e teuomp da teknikoù danzeet-fin. Ar c’hompren eus harz an niveroù feurek, hag eus ar red d'an niveroù gwerc'hel a voe glac’harus evit ar bitagorisianed, hervez kont e voe fin ar Skol-se gant kement-se… Matematik Niveroù
769
https://br.wikipedia.org/wiki/Mammout
Mammout
Ar mammouted a oa bronneged en urzhad Proboscidea hag er c'herentiad Elephantidae. Bronneged etre 1 ha 4,3 m o uhelder, etre 310 ha 9 000 kg enno e oant, dezhe ur penn tuzum gant un drompilh hag ur c’horf truilhennek, gant izili stummet evel pileroù ha pemp biz dezhe. Aet e oa bihan ment o divskouarn ha hini o lost. Tri gwiskad kroc'hen a oa dezho evit en em zifenn diouzh an diavaez : 8 cm evit ar gwiskad lard, 2 cm evit ar c’hroc’hen ha tri seurt blev, ar re ziwezhañ 1 metr hirder evit en em zifenn diouzh an amzer. En Afrika e voe kavet ar c'houenn goshañ anezhe, Mammuthus africanavus. Bevet o deus adalek mare ar Plioken (5 milion a vloavezhioù zo) betek an Holoken (war-dro 3 700 vloaz zo). Ar mammouted diwezhañ a oa c'hoazh o treistbevañ en Enez Wrangel a-vaez da Siberia p'edod o sevel Piramidenn vras Gizah en Henegipt. Ar spesadoù † Da get eo aet an holl spesadoù mammouted. Levrlennadur Lester, Adrian & Bahn, Pul & Green, Richard & Auel Jean M.: Mammoths – Giants of the Ice Age, University of California Press, 2007 Liammoù diavaez Larramendi, Aser (2016) : Shoulder height, body mass, and shape of proboscideans Notennoù Bronneged aet da get Loened ragistorel Pleistosen Pliosen Proboscidea
770
https://br.wikipedia.org/wiki/Kevredigezh
Kevredigezh
Kevredigezh : kev + red + igezh (quevrédiguiah e 1774) Ar c’hevredigezhioù a zo kevredadoù tud bet savet dre an arbenn ma’z eus ur berwindentis a-fed un dudi boutin kentoc’h evit ul liamm bredoniel kenetre o izili. Ar mod-se kevarzheoù micherel ha kevredadoù armerzhel, strolladoù politikel, kleuboù-sport pe bep kevre a vez implijet a-benn pleustriñ un diverr-amzer bennaked. Ar fed da emezelañ kevredigezhioù ar mod-se a ziskouez koulskoude seurt dougoù bredoniel. Gant pep ezel e vez tañvaet un diwall ouzhpennadel dre ar seurt kumuniezh-mañ. Barregezhioù ha skiant-prenañ pep-hini a zeu war-wel etrezek ur pal boutin. E-keñver ar pezh a vefee bet kavet e-barzh ur strollad araokadourion e vo kavet arouezioù all e-barzh ur strollad mirourion ; hag er memestra e-keñver ar pezh a vefe bet kavet e-barzh ur c’hleub tennis e vo kavet tresoù all e-barzh kleuboù ma vez adsavet enne ar bed en e bezh. E-barzh pep kevredigezh e vez skeudennet darempredoù a-skouer deus pep strollad tud, kement-se evit an dud ma vez a-bouez bras dezhe bezañ 'barzh seurt strolladoù ar mod-se diantav. Kevredigezhioù a beb seurt Kevredigezhioù kevredigezh sevenadurel Kevredigezh hervez lezenn ar 1añ a viz Gouere 1901, mellad 1añ Uniadoù pe/ha Sindikadoù Uniad prenerion Uniad produerion Uniad kerent skolidi Sindikad patroned Sindikad kemmesk Sindikad micherour Sindikad kourion Kevarzheoù Kevarzhe brezourion goth Kevarzhe a genskoazell Kevarzhe micherel Keñverere zhioù Keñvererezh mezeion Keñvererezh broioù
771
https://br.wikipedia.org/wiki/Kevarzhe%20brezelerien%20gozh
Kevarzhe brezelerien gozh
E-barzh ur c'hevarzhe brezelerien gozh e vez bodet tud (kozh peurlïesañ) o deus bet da vrezeliñ. Peurlïesañ e vez kaoz deus ar vrezelerien a zo bet soudarded anezhe e-pad ar c'hentañ pe an eil brezel-bed hag e-pad brezel Aljeria renet gant Bro-C'hall. Evit an holl vrezelioù pe dost ez eus bet tud kevredet er mod-se evit dalc'hen soñj deus ar pezh o deus graet, ha da betra o deus graet kement-se. Etre an daou vrezel-bed, ur roll politikel bras o-deus bet kevarzheoù brezelerien gozh, ken niverus ma oant (milionoù gwazed a oa bet kaset da vrezeliñ). E Bro-Alamagn, ar vrezelerien bet a zo bet niverus er NSDAP, ar strollad nazi renet gant Adolf Hitler. Hemañ, ur brezeler kozh e-unan, a ouie bodañ an dud kozh ha yaouank, gwisket evel milourien, ha lakaat anezho da ren ambrougadegoù divent e kêrioù bras ar vro. C'hoarvezet eo bet ar memes tra e Bro-C'hall hag ar vanifestadeg dalc'het e Pariz d'ar 6vet a viz C'hwevrer 1934 a oa bet galvet gant meur a gevarzhe brezelerien gozh, met ur c'hwitadenn eo bet en diwezh. Roll kevarzheoù brezelerien gozh Bro-C'hall ACPG FNACA Union bretonne des combattants Brezel Brezel-bed kentañ
773
https://br.wikipedia.org/wiki/Sindikad
Sindikad
Ur sindikad zo kevredigezh ur c’houch tud ha prevez, dizalc’h e-keñver ar Stad met anavezet ganti, ha renet gant un teskad lezennoù. Sellet a ra ouzh uniadoù micherourien, gopridi peurgetket, eo o fal difenn madoù o izili (gonidegezhioù, stad an implijañ hag al labour, darempredoù gant o c’heñvererien...). Ouzhpenn ar pal armerzhel-mañ e vez alïes « un ober politikel ma vez klasket gantañ kemm ensavadurioù, lezennoù ha frammoù armerzhel ha politikel hag a zo anezhe bar vro », ha distrujañ anezhe zokennoc’h evit sindikadoù a zo. Gwelout ivez Sindikadelezh Sindikalouriezh Embregerezhioù
774
https://br.wikipedia.org/wiki/Aernijerezh
Aernijerezh
An aernijerezh eo teknikoù ar sevel hag ar bleinañ kirri-nij e-barzh an aergelc’h (pe an aeronaotik). An istor berr-ha-berr Gant ar sevenadurezh sinaat an hini eo bet kaset lakat ur mekanik ponneroc’h evit an aer da nijal, ar sarpantoù-nij hag ar fuzeennoù bet savet gante just a-walc’h a ray evit ur patrom a-hed pad daou vil bloaz c'hoazh. Gant ar vreudeur Joseph hag Étienne de Montgolfier e vo oadvezh an aerstatoù e 1783 gant ar pezh o deus ijinet (a zo montgolfier evel o anv), sed ‘ta gant an dra-se e c’hell an den mont war-nij a-benn ar fin. En e varr e vo an aeronaotik pa c’hello an nen mont war-nij gant ur mekanik ponneroc’h evit an aer (er c’hontrol-fed deus ar montgolfier, eñ skañvoc’h evit an aer). E Bro-C’hall eo e vo digoret ar skolioù levierezh kentañ, adalek 1909, gant an hini bet savet gant ar vreudeur Wright ha Louis Blériot. A-hed pad an 30 vloaz goude e vo diorroadur dreistordinal an aernijerezh sivil hag arme, war-hed muioc’h-mui a gilometroù ec’h ay ar mekanikoù ha gant muioc’h-mui a dud e-barzh enne. Goude an eil brezel-bed e vo disheñvel an traoù, kefluskerioù reaksion, hag a-benn defial an natur: mont dreist moger ar son; gwraet e vo gant Chuck Yeager d’ar 14 a viz Here 1947 gant ar c’harr-nij-fuzeenn X1. Ret e vo gortoz da beket 1969 a-benn mont gant ar C’honcorde, a vo moaian d’an holl dud mont dreist ar son gantañ. Aernijerezh
781
https://br.wikipedia.org/wiki/Armerzh
Armerzh
An armerzh zo ur skiant sokial dezhi ar pal da studiañ penaos 'implij ar gevredigezh he feadra rouez a-benn produiñ, a-ziwar ezhommoù ha c'hoantoù pep hini ha deus an doare ma vez addalc'het rezultajoù ar produiñ-mañ d'an dud. An ekonomiezh a zo ur skiant a studiñ mont en-dro an ekonomiezh, da lâret eo oberiantizoù ur strollad tud evit produiñ, distribuiñ ha beveziñ ar produioù-se evit bevañ ha krouiñ pinvidigezh. Orin ar ger Ar ger Armerzh a teu eus : ar + merzh (armerh e 1723, gwelout armerth e kembraeg). Setu an ekonomiezh a studi an doare ma vez dispignet pe espernet arc'hant gant tud prevez ha gant an embregerezhioù ha penaos e vez dasparzhet ar pinvidigezhioù. Komzet e vez eus ekonomiezh prevez. Ekonomiezh publik a vez graet eus studiadenn perzh ar Stad e-keñver ekonomiezh (divizoù, dilerc'hioù). Heñvelster eo gant gounid, aozañ hag espern. Dre o studiennoù e klask an armerzhourien analizañ e peseurt mod e vez produet peadra kevredigezh Mab-Den ha penaos e vez addalc'het d'an dud tout. Klask a raint propozañ displegadennoù evit-fed n'eo ket en he reizh ar gevredigezh, hag ar fed ma c'hellfe-hi mont war wellaat. Tu zo dehe sevel studiadennoù a-benn istimañ dilerc'hioù ul lezenn pe ur mennad lezenn. Rezultajoù ar studiadennoù-mañ (hag a c'hell bezañ lavar-dislavar deus ur stumm d'eben) a vez implijet a-wechoù gant ar gouarnamañchoù evit reoliata an armerzh. An armerzh, hag an doare ma vez renet gant ar gouarnamañchoù, a zo liammet gant prederouriezhioù politik. Da skouer eo bet savet Unaniezh Europa en sell d'ober evit an ober asambles etre ar Stadoù european a-benn ma ve dibosupl d'ar broioù brezeliañ. Evit an dud eo bet savet ive, dreist pep tra evit fed penaos e vez ingalet ar pinvidigezhioù e-barzh ar gevredigezh. Abaoe fin an XXvet kantved eo an armerzh un dalc'h ekolojik. Ya 'vad, ar peadra naturel o vont war vihannaat gant an oberiantizoù armerzh (diforestañ, mammennoù nerzh, kailh) ha n'eo ket na koll na gounit kennebeut war ar blanetenn evit-fed an hin, al lies ma'z eo ar boudoù enni... Gant-se e teu an nen da sellet a-dost ouzh an Diorroadur padus. Pennreolennoù Gant an armerzh e vez soñjet ez eus danvez met pas kement-se, ret choazo penaos implijañ an traoù, rak rouez int hag etre daou soñj emaomp, ha rankout a raomp choazo unan tra-ken. Ar c'houst a vout en koulz a vez gwraet gant an armerzhourien deus se. Ouzhpenn da se n'omp ket evit produiñ nemet re nebeut a draoù e-keñver ar pezh a vefe prenet peaotramant, kement-se e-pad ur momed hag ur genarroudenn teknolojik bet choazet a-raok ; sed ar pezh a lak an dud da brederiañ war fed penaos addalc'hen d'an dud tout. Evit mentañ daou implij diforc'h eus ar mammennoù ec'h implij an armerzhour ur muzul eus talvoudegezh ar rezultad bet tapet. Ar muzul-mañ, gouestlet da batrom an armerzhour, zo sañset taolenniñ an dud o deus o fegement evit an defotachoù. Evit ur patrom armerzh bet choazet e vez lâret lar eo oberiant un urzhiadur ma vez implijet gantañ mammennoù dehe un talvoudegezh bras-meurbed. Armerzh ha kevredigezh dorn-ha-dorn Ar ger ekonomiezh pe armezh a zo ganet diwar skridoù Xenophon hag Aristote etre ar Vvet kantved hag ar IVvet kantved kent J-C, talvezhout a rae ''aozadur an tiegezh''. Ar meizad ekonomiezh a oa bet krouet kalz en a-raok, er VIvet milvet kent J-C; e Sumer (Mezopotamia) e veze kenwerzhet dija. Sokial a deu eus al latin ''socialis'' (kevredigezh) hag eus ''socius'' (kamalad). Setu emdroadur an ekonomiezh hag ar gevredigezh abaoe o c'hrouadur: Chaseourien ha kutuilherien ar Ragistor a dreuzfeurme ar boued gant an tan. Tamm-ha-tamm o deus kroget da sevel objedoù arzel ha relijiel ha diorroet eo bet an trok. * E-pad Oadvezh ar Maen (12 000-8 000 kent J-C) e krogas an den da sevel kêriadennoù, da zesevel loened hag e voe krouet ar berc'hentiezh. * Tro-dro d'ar mor Kreizdouar e krog an impalaeriezhioù (Ejipt, Roma, Bro C'hres) gant ar sklaverezh. * Da vare ar Grennamzer e vez krouet ar marc'had, hag an dizalc'hidigezh ekonomikel: produiñ a-walc'h evit bezañ dieub diouzh ar Stadoù all ha gwerzhañ dezho ar produioù-se evit dasparzh pinvidigezh. * Ar skiant ekonomikel a deu war-wel e-pad ar XVIIve kantved gant perzh ar Stad er vuezh ekonomikel o vrasaat. E fin an XVIIIvet kantved, e krog al labourerien d'en em vodañ hag e krouont kevredigezhioù sikour a-stroll evit finañsiñ an interamantoù, harz-labour, etc. James Watt a ijin ar mekanik dre aezhenn hag Adam Smith a grou ar frankskemm. Embregerezhioù industriel (mengleuz, oto) o doa ezhomm kalz arc'hant, neuze e voe krouet kumpagnuniezhioù gant diazez an aksion hag ar bankoù bras. * 1929: krach bours Wall Street. Ar mennozh a PDG (Produ Diabarzh Gros) a zo kavet gant Simon Kuznets. Hiziv, ekonomiezh ar Stadoù diorroet hag o tiflukañ a zo hini ar ouiziegezh (brevedoù), ar servijoù, bedeladur ar marc'hadoù (ekonomiezh dre rouedad). * Ekonomourien a orin eus an ekonomiezh modern: Colbert, Smith, Quesnay, Marx, Engels. Armerzh
782
https://br.wikipedia.org/wiki/Douaroniezh
Douaroniezh
Ur pennad all zo diwar-benn Douaroniezh Strabon . An douaroniezh pe ar c'heografiezh zo ur skiant hag a studi darvoudoù fizikel, bevoniel, hag an dud zo e-barzh ur c'horn-bro, ha dreist-holl a studi penaos int ingalet ennañ. Da lavarout eo ar galloudoù a ren anezhe hag an darempredoù kenetreze. Deskrivañ an douar evit an doare m'eo savet eo al lodenn gentañ eus gouiziegezh ar Bed, anvet douaroniezh fizikel. Gant al lodenn all ez eus kaoz eus gouzout tout a-fet Mab-Den, anvet douaroniezh denel. Douaroniourien Eratosthenes Strabon Notennoù Douaroniezh
783
https://br.wikipedia.org/wiki/Ke%C3%B1vererezh
Keñvererezh
Keñvererezh : keñver + erezh (qêvererez e 1732) Ur c'heñvererezh zo ur bodad tud liammet gant traoù politikel hag armerzhel Politikerezh
786
https://br.wikipedia.org/wiki/Saoz
Saoz
Ar ger saoz a gaver e brezhoneg evel anv-kadarn, boutin pe divoutin, hag evel anv-gwan. Anv-kadarn Evit komz eus un den eus Bro-Saoz : ur Saoz (liester : Saozon), ha, dre verrdro ha dre fazi, evit komz eus un den eus Breizh-Veur ; ur Saozez eo aar stumm benel. Evit komz eus Bro-Saoz met ral a wech : bezañ en Saoz. Evel anv-tiegezh brezhonek : ar Saoz (Le Saux e galleg peurvuiañ), a glot gant an anv-tiegezh gallek Langlais pe Langlet (evel en anv Xavier de Langlais, war a seblant) ; kement ha "gak" e talvez ivez, ar pezh a glot gant ar stumm gallekaet Le Gac, evel en anv Graeme Le Saux (Graeme ar Saoz), ur melldroader eus Jerzenez. Anv-gwan Evit komz eus tud pe eus traoù a orin eus Bro-Saoz, ha, dre fazi, a orin eus Breizh-Veur : bier saoz, te saoz, ur paotr saoz. Evit komz eus tud a vesteod pe a c'hag e vez lavaret int saoz: saozañ a reont. En anv-lec'h Kersaoz, skrivet Kersauce e galleg. Loened ha plant Implijet e vez ar ger saoz da spizer en un nebeud anvioù. Loend Kresteneged evel ar c'hranked-saoz (Cancer pagurus) gGrilhed-saoz (Scyllarus arctus) Podoù-saoz a vez graet eus an teureuged a-wezhioù Plant Marjol-saoz a vez graet a-wezhioù eus an tin Irvin-saoz a vez graet eus plant eus ar genad Brassica a vez debret o gwrizioù. Gerioù kar Saozneg a vez graet eus yezh Bro-Saoz, a gomzer e meur a vro all ; saoznaj a vez lavaret ivez. Saoznegañ a ra an dud a gomz ar yezh-se : saoznegerien int. Saozkar ha saozkarourien eo ar re a gar ar Saozon. Notennoù
788
https://br.wikipedia.org/wiki/Gall
Gall
Tennañ a ra ar ger gall da galz a draoù : Anv boutin hag anv-bro Bro-C'hall eo anv ur vro en Europa ar c'hornôg. Gall a veze lavaret e krennvrezhoneg, hag en ur ganaouenn dastumet gant Fañch an Uhel : mont en Gall ur Gall, ur C'hallez, an anv a vez graet eus un den eus Bro-C'hall. Gallaoued el liester. ar galleg hag ar gallaoueg, anvioù yezhoù savet diwar an anv gall Anv-gwan Gall zo un anv-gwann ivez : hag a vez implijet e troiennoù a denn da Vro-C'hall, evel ar Republik c'hall, ar banniel gall, an arme c'hall, an Dispac'h gall, an Impalaeriezh c'hall, an trevadennoù gall, un departamant gall, ur gumun c'hall, Gwiana c'hall, Afrika c'hall (AOF, AEF), Antilhez gall, Indez-Sina c'hall‎, hag all en anv ar plant : fav-gall foenn-gall geot gall a gaver e Bazon-Gall, anv ur gumun eus departamant Orne, e Normandi. Anvioù divoutin Anvioù-lec'h hag anvioù-tud a c'hall bezañ Gall ivez : anv brezhonek ur sant iwerzhonat, Gall, pe Sant Gall, pe Gallen en alamaneg, a veve e deroù ar , un anv a gaver e Bro-Skos en Inizi Gall hag er c'horn-bro Gallobha. Talvezout a ra an anv gouezelek-se kement hag estrañjour evit envel tud eus an Norzh, hendadoù ar Skandinaviz, anvioù-tiegezh : Gall, un anv-tiegezh alamanek douget gant ar ganerez c'hall France Gall da skouer, ar Gall, un anv-tiegezh breizhat. Pennadoù kar, a bell pe a dost Gallen Gallus Galia Galian Galleg
791
https://br.wikipedia.org/wiki/Skianto%C3%B9%20an%20den
Skiantoù an den
Roiñ a ra skiantoù an den da gompren e-barzh teskad ar gouiziegezhioù istorel ha ar skiant-prenañ en deus bet tapet an nen a-hed pad e istor. Div lodenn vras eus ar skiant e vez roet da welet gant skiantoù an den : An istor An douaroniezh Skiantoù an den pt:Ciências humanas
828
https://br.wikipedia.org/wiki/Politikerezh
Politikerezh
Ar politikerezh a zo ar pezh a c'heller arsellout pa 'z eus etreober ar gevredigezh (pe ar c'horf sokial) gant ar frammoù denel o deus galloudoù warni. A wechoù e vez mesket ar frammoù-se gant ar riez, met galloudoù diframm a zo ivez (an oberioù armerzhel, da skouer). Savet eo bet politikerezh gant ar gresianeg , polis, politis, da lavaret eo ar geoded, pa oa riezoù bihan Henc'hres frammet war ur gêr-benn hepken. Eno ar geodedourien frank (ar bihañniver eus an annezidi) a gemere perzh e buhez politikel ar geoded dre vodadegoù ha votadegoù diehan. Renkadur politikel Abaoe an Dispac'h gall ez eo deuet war-wel ur sell nevez evit renkañ ar strolladoù politikel hag an dud hervez al liv politikel warno. Er bodad broadel c'hall ganet adal ar Reveulzi e veze adkavet dilennidi ar bobl o azezañ hervez o liv politikel er gambr: Ar re a zehoù a oa tomm ouzh ar Renad kozh hag ar Roue, o klask difenn ar madoù lec'hel. Seul vuioc'h a zehoù, seul vuioc'h a-enep ar selloù impalaeriezhel pe etrevroadel. Ar re e-kreiz a glaske kavout un hent etre ar Renad kozh hag an nevezintioù degaset adal ar Reveulzi. Ar re a-gleiz a oa tomm ouzh ar mennozhioù nevez degaset dre an Dispac'h gall, seul vuioc'h a-gleiz seul uheloc'h ar c'hoant da zegas ar mennozhioù-se etrezek peurest ar bed. Hiziv-an-deiz c'hoazh e vez gwelet ha renket ar bed politikel gant ar sell-se, lod strolladoù pe tudennoù ar bed politikel o kounariñ hervez e pelec'h e vezont lakaet da dalvezout. Mennozhioù hag emsavioù Mennozhioù politikel Emsavioù politikel Emsavioù sokial Strollad politikel Brederouriezh politikel Skiant politikel Sokiologouriezh ar politikerezh Ar riez hag Stad Frammadur politikel Begenn Brientinelezh Gladveli Impalaeriezh Oligarkiezh Proleteriezh Renad politikel Renkadur sokial Republik Republik gwerinel Rouantelezh Unpenniezh Pennadoù kar Damkaniezh doare houarn marc'h Skiantoù an Den
833
https://br.wikipedia.org/wiki/Saozneg
Saozneg
Ar saozneg (English) eo ar yezh c'hermanek hag a vez komzet e Bro-Saoz. Alese eo deuet da vezañ yezh ofisiel meur a vro, da gentañ-penn hini ar Rouantelezh Unanet hag he zrevadennoù a-wezharall, en o mesk Stadoù-Unanet Amerika, Iwerzhon, Kanada, Aostralia, ha Zeland-Nevez. Ar saozneg zo unan ag ar yezhoù a vez kaozeet ar muiañ er bed. Levezon ar saozneg Edan levezon ar saozneg ez eus e-leizh a yezhoù arall, e tachennoù pouezus hiniv an deiz, da skouer en informatik hag en darempredoù a-bell, en armerzh. Ouzhpenn evit kement-se emañ deuet da vout pouezus-bras er bed, da gentañ a-gaoz da c'halloud an impalaeriezh saoz a-wezharall, ha surtout a-gaoz da c'halloud armerzh hag arme ar Stadoù Unanet. Ken pouezus emañ deuet da vout, mard eo ar yezh vrasañ en darempredoù etrebroadel, hag eilvet yezh ofisiel ur bochad broioù. Emdroadur ar yezh Ar saozneg zo ur yezh c'hermanek hag a zo bet edan levezon ar galleg e meur a goulz. Al levezon-se a vez gwelet dre gaozioù hag a zo bet amprestet (déjà vu pe rendez-vous, div droienn c'hallek hag a vez implijet e saozneg) hag en ur bochad gerioù a zo savet diwar ur wrizienn latin c'hoazh ivez. Ar gerioù-se a zo deuet a-barzh ar saozneg dre e zarempredoù gant ar galleg: a-gaoz d'an dra-se emaint tostik-tra, er skritur, ouzh ar ger kar. Ar gerioù-se a vez kavet er saozneg a-c'houde ker pell, ma ne sella ket mui an Anglizien oute evel ouzh kaozioù gallek. Da skouer: difference, introduction, village, pure. Rannyezhoù Bro-Saoz Norzh Geordie Saozneg Yorkshire Kornôg Midlands Brummie Potteries Su Cockney Saozneg Sussex Kenteg Saozneg Essex Reter Midlands West Country Gerioù Ul levr saoznek a zo ul levr skrivet e saozneg. Saoznekaat a zo lakaat saoznekoc'h, pe e saozneg. Yezhoù germanek Yezhoù ar Rouantelezh Unanet Yezhoù Stadoù-Unanet Amerika Yezhoù Kanada Yezhoù Aostralia Yezhoù Iwerzhon Yezhoù Zeland-Nevez Yezhoù India Yezhoù an Inizi angl-ha-norman Yezhoù Unaniezh Europa
834
https://br.wikipedia.org/wiki/Galleg
Galleg
Adalek ar ger gallek e tegouezher amañ. Ur pennad all zo diwar-benn gallek (plant). Ar galleg zo ur yezh romanek gant ur substrat galianek hag ur superstrat frankek. Cheñchet en deus diouzh e du, diwar youl tolpadoù tud ouiziek (evel tud ar Pléiade) pe ensavadurioù (evel an Académie Française). E kerentiad ar yezhoù gallek-ha-romanek emañ ar galleg. Pa veze kaozeet ur bochad yezhoù eus a bep seurt familhoù er Vro-C'hall (hag a vez graet patois « trefoedaj » anezhe gant dismegañs, pe c'hoazh langues régionales « yezhoù rannvro », hag a c'haller dispartiañ etre div familh vras, yezhoù oïl en hanternoz, yezhoù ok er c'hreisteiz, hag a zo ul lodenn ag ar familh okitanek-ha-katalanek pe okitanek-ha-romanek), nend eo ar galleg, hag a oa yezh al Lez, nemet ur meskaj lennegel a lod anezhe, re oïl dreist-holl, hini Enez Frañs da gentañ penn. Istor D’al liesañ e vez lavaret eo ar c'hentañ testenn skrivet e kenc'halleg (pe romana lingua pe roman) Serments de Strasbourg (Toueadelloù Strasbourg) e 842. Mod arall e voe en taol kentañ ma oa bet kaoz hag ur c'henc'halleg e 813, da-geñver sinod Teurgn. En destenn lennegel kentañ er yezh-se a zo bet skrivet tro-dro da 880. Hennezh eo Séquence de sainte Eulalie, met gallout a reer lavarout eo bet skrivet an destenn-se e pikardeg kentoc'h evit e galleg e gwirionez. Ret eo lavarout ne servij ket da galz a dra gober un diforc'h etre "langaj" ha "parlant-bro" : n'e c'haller ket spazhiñ an traoù en ur feson krenn ha fur. Er bloaz 1539 e laka lezenn Villers-Cotterêts ar galleg da yezh ar Gwir hag ar velestradurezh. Evit an istor e c'haller gwelout pemp stad en emdroadur ar yezh, ha cheñchet he deus a-dammigoù hag ur stumm d'unan arall (er skouerioù da-heul hor bo dalc'het skritur ar voullerion. Cheñchet eo bet un tammig a-gaoz bout aesoc'h da lenn). Tuioù arall zo da zispartiñ mareoù disheñval emdroadur ar yezh, ha nend eo ar re-se nemet fesonioù da lavarout e pe amzer ez eus bet skrivet un destenn e-keñver stad ar yezh. Ar feson da renkañ stadoù ar yezh dindan n'eo ket diazezet war ar yezhadur hepken, met war ar skritur ivez : kenc'halleg : , Toueadelloù Strasbourg (842) : Pro deo amur et pro christian poblo et nostro commun salvament, d’ist di in avant, in quant deus savir et podir me dunat, si salvarai eo cist meon fradre Karlo et in aiudha et in cadhuna cosa, si cum om per dreit son fradra salvar dist, in o quid il mi altresi fazet, et ab Ludher nul plaid nunquam prindrai, qui meon vol cist meon fradre Karle in damno sit, henc'halleg Xvet kantved -) : X kantved Buhez Sant Léger (tro-dro da 980) : Domine Deu devemps lauder / Et a sos sancz honor porter. / In su’amor cantomps dels sanz / Quœ por lui augrent granz aanz, , Sonenn Roland (tro-dro de 1170) : Seignurs baruns, a Carlemagnes irez ; / Il est al siege a Cordres la citet. / Branches d’olives en voz mains porterez, / Ço senefiet pais e humilitet, XII kantved, Alexandre de Bernay, Roman d'Alexandre (tro-dro da 1185) : Li mengiers est tous pres, que li quieu l’ont hasté, /Puis sont li siege fait et li tapit geté. / Li chevalier s’assieent qant il orent lavé / Et on lor a le vin en hanas aporté, XII–XIII kantved, Jehan Bodel, Brunain la vache au prestre (fabliau ; etre 1165 ha 1210) : Nus hom mouteploier ne puet / Sanz grant eür, c’est or del mains. / Par grant eür ot li vilains / Deus vaches, et li prestres nule. / Tels cuide avancier qui recule, krennc'halleg (-XV/) : XIV kantved, les Enseignemenz (levr sekredoù kegin, etre 1304 ha 1314) : Por blanc mengier — Se vos volez fere blanc mengier, prenez les eles e les piez de gelines e metez cuire en eve, e prenez un poi de ris e le destrempez de cele eve, puis le fetes cuire a petit feu, e puis charpez la char bien menu eschevelee e la metez cuire ovec un poi de chucre, XV kantved, François Villon, ar Lais ou le Petit Testament (e-tro 1456) : Le regart de celle m’a prins / Qui m’a esté felonne et dure ; / Sans ce qu’en riens j’aye mesprins, / Veult et ordonne que j’endure / La mort, et que plus je ne dure, galleg raknevez (XVI–XVII/) ; XVI kantved Louïze Labé, Sonnets (etre 1545 ha 1555) : Je vis, je meurs : je me brule et me noye. / J’ay chaut estreme en endurant froidure : / La vie m’est et trop molle et trop dure. / J’ay grans ennuis entremeslez de joye, , Charles Perrault, Peau d’Âne (1694) : Il était une fois un Roi, / Le plus grand qui fût sur la Terre, / Aimable en Paix, terrible en Guerre, / Seul enfin comparable à soi : / Ses voisins le craignaient, ses États étaient calmes. galleg a-vremañ (adal an XVIII kantved). Lennegezh E-mesk ar c'hentañ oberennoù pouezus : La Chanson de Roland (Roland, Charlemagne, Olivier, Ganelon) Le roman de Renart (Goupil, Ysengrin) Romantoù Chrétien de Troyes Gargantua get François Rabelais Défense et illustration de la langue française Galleg a-vremañ Hiziv eo ar galleg ar yezh ofisiel nemeti en e-leizh a vroioù, ha graet e vez gantañ e meur a hini arall. Lod ag ar broadoù hag a implij ar yezh-se zo en Aozadur Etrebroadel ar c'hallegeriezh (Organisation internationale de la Francophonie). A-vepred emañ bet skrivet ar galleg get al lizherenneg latin. A-c'houde ar XVI kanted e vez implijet arouezennoù bihan hag a vo reolennoù dindane adal an XVIII kantved. Ar galleg eo yezh ofisiel emglev ar Metr, hag a laka unanennoù diazez er sistem etrebroadel|enanennoù muzuliañ ar fizik. Hennezh zo unan a ugent yezh ofisiel Unaniezh Europa. Implij ar galleg er bed Ouzhpenn evit kement-se ez eus paot-mat a c'hallegerion c'hoazh en Egipt, en India (Pondichery), en Italia (Traoñienn Aosta), e Laos, e Maouritania, er Rouantelezh-Unanet (Inizi Angl-ha-Normand), Stadoù-Unanet Amerika dreist-holl e (Louisiana ha Bro-Saoz Nevez) hag e Viêt Nam. Ar C'hallegeriezh a zo un aozadur etrebroadel a vroioù hag a c'houarnamantoù e men e vez kaozeet galleg. E-keñver an istor emañ bet ar galleg yezh ar pennoù-bras hag ar genwerzhourien e Bro-Saoz e-pad tro-dro 300 vloaz, adal gounit an Normanted betek 1362, m'en deus ar saozneg kemeret lec'h ar galleg evit mat. Broioù ma emañ ar galleg ar yezh ofisiel nemeti Broioù ma emañ ar galleg unan ag ar yezhoù ofisiel Broioù ma vez implijet ar galleg alies {| |- | Aljeria Andorra Maroko Tunizia Liban Gerioù Ul levr gallek a zo ul levr skrivet e galleg. Gallekaat a zo lakaat gallekoc'h, pe lakaat e galleg. Gallegañ, da lavarout eo komz galleg, a ra ar c'hallegerien. Yezh ar sinoù Ar re vouzar a ra gant Yezh ar Sinoù Gallek. Liammoù diavaez Trésor de la Langue Française informatisé Cette horrible langue française... — Le Monde, 2 Kzu 2010 Galleg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Belgia Yezhoù Frañs Yezhoù Luksembourg Yezhoù Suis
835
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh
Yezh
Ur yezh zo ur reizhiad kengehentiñ savet diwar ur c'heriaoueg hag ur yezhadur. Bez' ez eo an doare diazez ma c'hall mab-den ezteurel ster e soñjoù koulz dre gomz, dre skrid ha dre sinoù. An darn vrasañ eus ar yezhoù a c'hall bezañ skrivet evit enrollañ ha mirout o sonioù pe o sinoù. Perzh pennañ yezhoù an dud eo o liesseurted, deuet dre ar sevenadurioù hag an Istor : diforc'hioù bras zo deuet etre yezhoù ar bed e red an amzer dre savidigezh sevenadurioù nevez a-feur ma veze aloubet an Douar gant mab-den. Gerdarzh Eus ar predeneg *yekti-, deveret diouzh ur wrizienn geltiek *yek-, "komz", he deus roet ivez iaith e kembraeg ha yêth e kernoweg. Meneget eo ar ger yez e Catholicon 1499. Termenañ Diazezet en deus Heinz Kloss, e 1967, daou hollad distag ha dizalc’h a-walc’h a zezverkoù hag a arguzennoù evit deskrivañ ur seurtad evel ur yezh dizalc’h kentoc’h eget ur rannyezh, ha diforc’het en deus evel-se daou zoare yezh : ar yezhoù diwar pellder hag a vez kemmet diouzh ar re all diwar o ferzhioù frammadel a denn d’ar yezhoniezh ; ar yezhoù diwar danzen hag a vez kemmet diouzh ar re all diwar e arc’hwelioù kevredadel pe bolitikel a denn d’ar gevredadyezhoniezh. Roll yezhoù ar bed Yezhoù afrikat-hag-aziat Yezhoù abkhazek-adygiek Abkhazeg Yezhoù altaek Yezhoù amtek-mousek Yezhoù amerindian Yezhoù aostrez-aziatek Yezhoù kaokazek Yezhoù kartvelek Georgeg Yezhoù koiek-sanek Yezhoù kreolek Spanglish • Sranang Tongo Yezhoù dravidek Yezhoù eskimoek-aleutek Inuktitut Yezhoù indezeuropek Yezhoù baltek Latveg • Lituaneg Yezhoù germanek Alamaneg • Izelvroeg • Islandeg • Saozneg • Svedeg Yezhoù keltiek Brezhoneg • Kembraeg • Kerneveureg • Gouezeleg Skos • Iwerzhoneg • Manaveg Yezhoù keltiek aet da get : Galianeg • Predeneg Yezhoù romanek"Yezhoù latin" a reer anezho ivez.Katalaneg • Korseg • Galizeg • Gallaoueg • Galleg • Italianeg • Okitaneg • Portugaleg • Roumaneg • Sardeg • Spagnoleg Yezhoù slavek Belaruseg • Bulgareg • Bosneg • Makedoneg • Poloneg • Rusianeg • Serbeg-ha-kroateg • Slovakeg • Sloveneg • Tchekeg • Ukraineg Yezhoù japanek Japaneg Yezhoù malayek-polinezek Indonezeg Yezhoù mongolek Bouriateg • Kalmoukeg-oirateg • Mongoleg Yezhoù nigerek-congoek Yezhoù nilotek Yezhoù ouralek Yezhoù finnek-ougrek Finneg • Estoneg • Hungareg Yezhoù na-dene Yezhoù pama-nyungan Yezhoù papou Yezhoù taiek Yezhoù taiek-kadaiek Yezhoù tibetek-burmek Tibeteg Yezhoù digenvez Abinomeg • Adaieg • Andokeg • Ainoueg • Euskareg • Betoieg • Bourouchaskeg • Hengipreg • Elamiteg • Gameleg • Houamoeg • Ibereg • Itonameg • Kalteg • Kamsaeg • Kandocheg • Kanitchaneg • Kayoubabeg • Kayouseg • Karkaneg-Youreg • Karokeg • Kentumeg • Kibirieg • Koayaeg • Koreaneg • Koutenaieg • Kukuraeg • Kulheg • Lekeg • Meroiteg • Movimeg • Mounitcheg • Nasaeg • Nivc'heg • Odiayeg • Pankararoueg • Pouelc'heg • Pouinaveg • Sabeleg • Sumereg • Taochireg • Tikouneg • Timoukoueg • Tinigweg • Toleg • Troumaieg • Tsimaneg • Tuchaeg • Urarineg • Waraoeg • Yaleg • Yamaneg • Youtchieg • Yourakareg • Youreg • Youroumangieg • Zuni Yezhoù direnk Aariyeg • Abichireg • Agavotaguerreg • Aguaneg • Amerakseg • Amikoanaeg • Andheg • Aráreg • Beotukeg • Betafeg • Bhatolaeg • Bungeg • Kagoueg • Karabayeg • Chakeg • Chipac'heseg • Koksimeg • Dosoeg • Gaileg • Himarimeg • Iapameg • Imeragweneg • Kaimbeg • Kambaeg • Kambiwaeg • Kampinawaeg • Karaeg • Karahawyanaeg • Kariri-Ksokoeg • Kehueg • Kembraeg • Kinkieg • Kohoroksitarieg • Korouboeg • Kujargeg • Kunzaeg • Laaleg • Lenkaeg • Lepkieg • Lufueg • Luoeg • Majwareg • Malakeleg • Mawaeg • Piarraeg • Monomboeg • Muc'ha-doareg • Mourkimeg • Na-Meoeg • Natagaimaseg • Pankarareg • Papavoeg • Pataxo-Hahaayeg • Pic'haoeg • Polarieg • Pumeg • Puquinaeg • Rer Bareg • Tapebaeg • Tingui-Botoeg • Tremembeg • Trukaeg • Turumsaeg • Uamueg • Uru-Pa-Ineg • Wakonaeg • Wardujieg • Wasoueg • Waxianghuaeg • Weytoeg • Xinkaeg • Xoukourueg • Yarieg • Yaumaeg • Yebieg • Yezh ar veajourien skosat • Yezh Sevenadurel Vodou Haiti • Yuwanaeg Yezhoù dre sinoù Levrlennadur Calvet, Louis-Jean : La guerre des langues et les politiques linguistiques. Paris : Hachette, 1999 Crystal, David : The Cambridge Encyclopedia of Language. Cambridge : Cambridge University Press, 2011 Hagège, Claude : Les langues. Paris : CNRS Éditions, 2019 Urien, Jean-Yves : La trame d'une langue : le breton. Lesneven : Mouladurioù Hor Yezh, 2000 La bataille des langues. Kelaouenn Courrier international, niverenn e-maez dastumad, Here-Du 2023 (ISSN1169-114X) Liammoù diavaez Good, Jeff & Cysouw, Michael (19/12/2013). Languoid, Doculect, and Glossonym: Formalizing the Notion 'Language''', @ Notennoù Pennadoù kar Kedyezh Teodyezh Meneger yezhoù ar bed Yezhoniezh
836
https://br.wikipedia.org/wiki/Kerneveureg
Kerneveureg
Kerneveureg a reer eus yezh hengounel Kernev-Veur (Rouantelezh-Unanet). Ur yezh predenek eo, kar d'ar brezhoneg ha d'ar c’hembraeg. Implijet eo bet ar c'herneveureg evel yezh pemdez betek an a-raok mont da get, met adalek an e strivas tud d'ober ur yezh vev anezhañ. War-dro 2 000 den a ra gant ar yezh-se hiziv an deiz, hag er bloavezh 2002 e voe anavezet ez-ofisiel evel unan eus yezhoù ar Rouantelezh-Unanet, hervez Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver. Ur gevredigezh, Keskowethyans an Taves Kernewek ("Kevelerezh ar Yezh Kerneveurek", Cornish Language Partnership e saozneg), a laka ar yezh da vont war-raok er gevredigezh a-vremañ. E-giz ar skolioù Diwan e Breizh, emañ ar rouedad skolioù divyezhek Dalleth ("Kregiñ") e Kernev-Veur. Kerneveureg zo en ul lodenn eus lec'hanvadurezh Kernev-Veur hag un tammig pelloc’h c’hoazh. Istor E 1935, ar BBC e Plymouth a skignas un ton anvet Bo Goth agan Tasow kanet gant laz Austol, Kernow. Dianav-krenn e oa ar c'herneveureg d'an darn vuiañ eus ar selaouerion ; evel kembraeg distaget fall e oa e skouarn an nemorant anezho. Kent ar saozneg koulskoude e veze komzet yezhoù predenek e Breizh-Veur. Ar Gelted e Preden Er c'hentañ milved KAB e voulc'has ar Gelted aloubiñ Preden, eleze Enez Vreizh, hag hollbredenek e oa pan erruas ar Romaned e 43 AB. E mervent an enez dreist-holl e rejont o annez, betek Exeter, hep aloubiñ Kernow. Kembre ha Bro-Skos ne aloubjont ket ivez, goude klasket meur a wezh evelkent. E kreiz ha reter an enez en em veskas al latin gant ar predeneg. E deroù ar ez eas ar Romaned kuit, ha Saksoned a voulc'has aloubiñ an enez d'o zro. A-hed ar Vvet hag ar VIvet kantvedoù e tec'has strolladoù bras a Gelted predenek d'ar c'hevandir, kalz anezho o klask repu en Aremorica. Heñvel eo yezh annezidi Aremorica ouzh hini an dud a zeue eus Kernow hag eus Kembre – brezhonegerion e oant-holl ; lod eus an divroidi a zibabas em staliañ pelloc'h, e-touez Kelted all ivez a-hed aod hanternozel al ledenez iberek, e Galiza hag Asturies a-vremañ. Kelted a chomas en Enez Vreizh evelato ; eus Kernow ha Devon e paotjont a-dreuz Kembre betek Cumberland ha Linne Chluaidh, al lec'h hanternozelañ ma voe komzet predeneg (gwelit Dùn Breatann, "kreñvlec'h ar Vretoned"). Kevrediñ a eure ar Gelted e-tal ar Saksoned, hogen faezhet e voent da vat ha da viken en Emgann Winvaed e 655. Etre teir lodenn e voe rannet ar Gelted goude-se : ar braz anezho a voe bountet betek penn kornôgelañ an enez, ma savjont ur vro zizalc'h a anvjont Cymru,  "kenvro" , hag a voe anvet Weahlas, "bro an estrenion" gant ar Saksoned, alese Wales ; ur vro all anvet Cymru ivez a voe stummet en norzh kent bout lonket gant rouantelezh keltiek Bro-Skos en , hag e dibenn an e rankas ar roue kodianañ gant an enebour ha reiñ Cymru da zigoll — Cumbria ha Cumberland a eure ar Saksoned anezhi ; da get ez eas ar predeneg enni, met kalz anvioù-lec'h keltiek zo chomet, ha tost-tre da hini Kernow eo an doare gouren a vez graet eno ; e mervent Enez Vreizh en em unanas Kelted Devon (ar boblad Dumnonii) ha Kernow (Cornovii) er rouantelezh anvet Dumnonia, met nebeut-ha-nebeut e voe aloubet gant ar Saksoned dre ar reter ; da get ez eas Dumnonia, ha ne voe Kelted nemet e rouantelezh Kernow, a veze graet Cornu-wealas anezhi gant ar Saksoned, alese Cornwall ; gwarezet un tamm e oa ar rouantelezh-se gant ar stêr Tamer. Abalamour d'an disrann douaroniel-se e krogas ar yezhoù predenek da ziforc'hekaat. Beuzet er yezhoù romanek abaoe an eo bet predeneg an divroidi a oa aet d'al ledenez iberek ; lonket gant gouezeleg Skos hag ar saozneg e voe predeneg Cumbria en XIvet kantved. Predeneg Aremorica — ar brezhoneg — e emdroas drezhañ e-unan ; predeneg Cymru — ar c'hembraeg — a grogas da vleuniañ gant ul lennegezh pinvidik-tre ; en Hanternoz Kozh e voe skrivet ar varzhoneg "kembraek" kentañ, a oa e predeneg e gwirionez, ha dres en hevelep yezh hag an hini a gomzed e Kernow. Hengerneveureg Eus an avat eo an testeni kerneveurek kentañ, ar bomm ud rocashaas, "[ar spered] a argarzh al lec'hioù teñval", ur spisc'her war un eilskrid eus De Consolatione Philosophiae ar prederour roman Boethius (~480-524), ar pezh a ziskouez e oa pouezhus perzh ar c'houizieion gerneveurat e sevenadur lez ar roue Ælfred Micela. Er bloaz 927 e voe skarzhet Kerneveuriz eus Exeter gant ar roue Æthelstan ; Hywel, roue Kernow, a asantas paeañ truaj, hag e 936 e voe lakaet ar stêr Tamer da harzoù ofisiel etre Kernow ha Wessex. En desped da gement-se, Æthelstan ne lezas ket Kerneveuriz e peoc'h : kentañ tra a reas e voe erlec'hiañ ar sevenadur sakson ouzh an hini keltiek er manatioù — hep mar ebet e voe distrujet kalz dornskridoù hengerneveurek, pa ne gaver skrid ebet eus ar mare-se. Menegoù kerneveurek zo bet kavet en un dornskrid eus an Xvet kantved anvet St Petroc Gospels ("Avieloù sant Petrek") ha Bodmin manumissions ("frankizadurioù Bosvenegh") ; e marzhoù ar skrid e latin e voe enrollet frankizadur sklaved e kerneveureg. Ar skrid kerneveureg nemetañ eo a zo kent da aloubadeg Enez Vreizh gant an Normaned e 1066. E 1153-1154 e skrivas al lenneg Jowann Kernow (Iohannes Cornubiensis ha Iohannes de Sancto Germano e anvioù latin) ur varzhoneg anvet Prophetia Merlini, a zisklêrias bout un droidigezh eus un dornskrid kerneveurek bet kollet. E-tro ar bloaz 1200 e voe aozet ar c'hentañ geriaoueg latin-kerneveurek, Vocabularium Cornicum ; hervez ar yezhoniour Kenneth H. Jackson ez eo skrivet en ur yezh a c'heller lakaat etre an hengerneveureg hag ar c'hrenngerneveureg. Ur rann eus ul labour brasoc'h eo, anvet Cotton MS Vespasian A XIV. E dielloù eskopti Exeter, ma oa bet John de Grandisson eskob adalek 1327 betek e varv e 1369, ez eus meneget un tabut e parrez St Buryan : ar barrezidi a renk uhelañ a glemme e galleg, ar re all e kerneveureg, troet e galleg gant Henry Mars(e)ley, rektor parrez Lannyust. Lod beleion saoz ne brezegent e Kernow nemet e latin, e galleg pe e saozneg : mar felle d'ar feizidi kompren e rankent deskiñ ar yezh ; e 1335 avat, ur breur Roger eus Truru a voe aotreet da brezeg e kerneveureg, hag ur breur John eus Bosvenegh da ober e kerneveureg hag e saozneg ; e 1339 e voe aotreet ur parrezad e St. Merryn nes Lannwedhenek da skoazellañ ar vikel da "skignañ Komz Doue en iliz-se e kerneveureg". E-keit-se edo ar C'hallaoued o klask peurlazhañ kement yezh a oa en Enez Vreizh. Galleg an Normaned e oa yezh ofisiel ar rouantelezh, ar saozneg hag ar yezhoù all a veze lakaet da vrizhyezhoù ar chaokerion plouz ; darbet e voe d'ar saonezg mont da get. Hervez un dekred e kêr Oxford e 1325 e ranke an holl gendivizoù eno bout e latin pe e galleg ; ul lezenn er Parlamant e 1331 a zekredas e oa hollret kelenn ar galleg d'an holl vugale skoliataet. Emsavadeg a voe kent kreiz ar c'hantved, o c'houlenn ma vije ar saozneg kenofisiel ; gant Kerneveuriz kerneveuregerion vrudet avat e oa lusket an emsavadeg-se : an holloueziadurour John of Trevisa, ar yezhadurour John of Cornwall hag ar c'helenner Richard Pencrych. Buan a-walc'h e voe distroadet ar galleg, pa ne veze kelennet nemet e saozneg er skolioù e 1385. E 1413 e voe ofisiel el Lez. Dre saveteiñ ar saozneg, an tri C'herneveurad o devoa boulc'het lazhañ o yezh dezho. Saozneg e-lec'h galleg an Normanded a veze komzet gant an uhelidi e Bro-Saoz, ha tamm-ha-tamm e voe graet heñvel e Kernow ar Reter. Ar vourc'hizien a yeas d'o heul, ha dizale ne voe nemet an dud vunut o komz kerneveureg hepken. Troerion a veze rekis alies. Kreñv a-walc'h c'hoazh evelato e chome ar yezh e deroù ar : kerneveureg hepken a veze komzet e kornôg ar vro, saozneg hepken er biz, divyezhek e oa an nemorant eus an dud — ha pa vez divyezhek an dud ne vezont ket pell o tilezel ar yezh na glot ket gant ar c'henwerzh. Krenngerneveureg Da vare deroù ren Henry VIII of England (1509) e oa emdroet an hengerneveureg e oa e krenngerneveureg, evel m'en diskouez an dornskrid Harley MS 1782, Pascon agan Arluth, ur varzhoneg eus ar e 259 foz a-zivout Pasion Jezuz ; hennezh eo ar c'hoshañ skrid kerneveurek a zo deuet betek ennomp, hag an hini nemetañ a zo enlivet. Er XVvet ha XVIvet kantvedoù e voe ar c'herneveureg en e varr, evel m'en diskouez an niver a skridoù a zo bet miret : barzhonegoù dreist-holl, ha pezhioù-c'hoari relijiel a veze diskouezet dindan an amzer dre an dugelezh a-bezh evit kelenn ar Bibl da Gerneveuriz en o yezh, rak latin pe saoznek hepken e oa al levrioù. Biskoazh ne voe troet ar Bibl e kerneveureg, padal e oa bet graet e kembraeg hag en iwerzhoneg. Brezelioù an Div Rozenn (22 a viz Mae 1455 – 16 a viz Mezheven 1487) a bouezas ivez war ar c'herneveureg, rak kalz uhelidi eus Kernow a gemeras perzh er c'hadoù, ma voent lazhet pe riet eus o danvez, ar pezh a lakaas uhelidi saozon d'em staliañ e Kernow ; rediet e voe o implijidi da saoznegañ, hag izelaet e voe an dud na ouient nemet kerneveureg : ret e oa gouzout saozneg evit sevel er gevredigezh. Ne voe ket kemmet an traoù gant an Azginivelezh hag ar moullañ, e saozneg e veze kelennet ha netra ne veze moullet e kerneveureg, a chome brizhyezh ar re zizesk hag ar beorion. Hep marebet, ur ramparzh enep peurvougadur ar yezh e voe ar pezhioù-c'hoari, Pascon agan Arluth o vout unan eus ar re goshañ anezho. An Ordinalia eo brasañ labour ar mare, tri fezh ennañ ha 8734 linenn en holl : Origo Mundi (2 846 linenn), Passio Christi (3 242 linenn) ha Resurrexio Domini (2 646 inenn) ; kerneveurek eo ar skrid, ha latin al leurenniñ. E 1504 e voe echuet gant Dominus Radulphus Ton skrivañ ar pezh-c'hoari Beunans Meriasek a-zivout buhez Meriadeg ; ar pezh-c'hoari predenek nemetañ a zo deuet betek ennomp eo. Er bloaz 1547, ar roue Edward VI a zekredas e ranke The English Book od Common Prayer, levr-liderezh ofisiel Iliz Bro-Saoz bet krouet nevez a oa (1534), bout degaset da Gernow ; hollret e oa skarzhañ kement boaz keltiek, ha pa vije bet azasaet gant an Iliz katolik roman, hag ar yezh keltiek da-heul. Emsavadeg a voe e 1548, hag un armead 6 000 den a dreuzas ar stêr Tamer hag a lakaas seziz war Exeter m'edo an eskopti saozneger. Faezhet e voe Kerneveuriz daousy d'o c'halonegezh bout bet anavezet gant ar Saozon, kondaonet d'ar marv e voe o renerion, hag ar saozneg a voe lakaet da rekis en holl dachennoù ar vuhez e Kernow. Ur sinadeg e 1560 evit ma vije troet ar Bibl e kerneveureg a voe nac'het. heskinet e voe ar gristenion gatolik er vro, ar pezh a dorras pep liamm etre Kerneveuriz ha Bretoned : goude 1560 ne gaver mui anv breizhat ebet e marilgoù ar parrezioù kerneveurat, daoust da Gerneveuriz bout bet katoliked kent dekred Edward VI. Goude-se e voe graet al lu gant ar c'herneveureg er pezhioù-c'hoari ; e deroù ar ne chome nemet un dornad tud ha ne ouient nemet kerneveureg, war-bouez e penn pellaén ar vro, kostez Porth Ia, Lujuan, Zennor ha Pedn an Wlas A-hed ar XVII kantved ez eas stad ar c'herneveureg war washaat. Un oberenn lennegel gerneveurek hepken eus ar c'hantved-se zo bet miret : Gwreans an Bys, "Krouidigezh ar Bed", bet skrivet e 1611 diwar an Origo Mundi bet meneget amañ a-uc'h. E dibenn ar c'hantved, un nebeud lenneien a sante edo ar c'herneveureg war-nes mont da get en em vodas evit studiañ ar yezh hag he lennegezh ; meur a abeg a gavjont d'an diskar : diouer a zanvez lennegel nevez, koll an darempredoù etre Kernow ha Breizh, koll ar mojennoù hag an hengoun treuzkaset a rumm da rumm dre ar yezh, disgasted Kerneveuriz e-keñver o sevenadur ha da get e oa aet an abadennoù c'hoariva relijiel. Lod lenneion kostez Pennsans avat a glaskas saveteiñ ar yezh hag he c'has war-raok dindan ren John Keigwin (1641-1716) ; ganto e voe boulc'het treiñ ar Bibl evit astommañ an dud ouzh o yezh dre ar relijion, ha krennlavaroù ha lavarennoù ar pemdez a zastumjont ivez. Adwelet Pascon agan Arluth hag an Ordinalia a rejont. Er strollad-se edo John ha Thomas Boson eus Lulynn, a oa bet desavet e kerneveureg ha lakaet d'e studiañ pizh gant o zad Nicholas Boson (1624-1708) ; gantañ e voe aozet an daou skrid kerneveurek nemeto eus ar XVII kantved a zo deuet betek ennomp : Nebbaz Gerriau dro tho Carnoack ("Un nebeud gerioù a-zivout ar c'herneveureg") ha Jowan Chy-an-Horth, py, An try foynt a skyans ("Yann Chy-an-Horth, pe, An tri foent a skiant") An diskar En eil hanterenn ar XVII kantved (1676) e varvas e Godhyan, e-tal Porth Ia a-dreuz ar pleg-mor, ur vaouez anvet Cheston Merchant oadet 64 bloaz ; meneget eo e marilh ar parrez ne ouie nemet kerneveureg, ar pezh a ziskouez e oa bet kavet iskis ne oa ket bet divyezhek. Dre ziouer a lennegeh kerneveurek ha dre forzh drevezañ ar Saozon o devoa Kerneveuriz kollet pep santad broadel ; ne veze mui komzet ar yezh d'ar vugale, gant ma ont ma vijent "nammet" er gevredigezh. Buan ez eas implij ar yezh war ziskar adalek deroù an : e 1700-01 e voe ar yezhour Edward Lhuyd e Kernow, ma kontas 25 parrez hepken ma oa ar c'herneveureg yezh-vamm an dud, an holl anezho etre Pedn an Wlas hag An Lysardh (Lizard Point) ; merkañ a eure ne veze komzet ar yezh gant ar vourc'hizion "peogwir ne oa ket ezhomm, rak an holl Gerneveuriz a oar saozneg.". E Porth Ia 1722 ne veze komzet nemet gant ar besketaerion hag ar vengleuzerion. Al lenneg kerneveurat William Borlase (1695-1772) a embannas e 1754 en e Antiquities of Cornwall ur c'heriaoueg kerneveurek peogwir e felle dezhañ "ober un dra ziaes-tre : adkavout ur yezh kollet". Er bloaz 1746, an amiral Samuel Barrington a gasas gantañ ur martolod kerneveureger da Vreizh ; war an distro e skrivas d'e vreur an istorour Daines Barrington (1727/28-1800) e voe komprenet diouzhtu ar martolod gant Breizhiz. An istorour e-unan a yeas e 1768 da atersiñ Doaryte Pentreath (~1692-1777) e Porthenys, ha diwar e zanevell e teu ar vojenn a gont e vije bet an it. Pentreath an den diwezhañ o c'haout ar c'herneveureg da yezh-vamm.<ref>D. Pentraeth a ouie un tamm saozneg, nemet e nac'he respont er yezh-se : <q> My ny vynnav kewsel Sowsnek ! </q> "Me ne vennan (ket) kaozeal saozneg !" e veze kustum da lavaret.</ref> Meur a zen a zisklêrias bout kerneveuregerion goude marv D. Pentraeth, en o zouez an ao. Thompson eus Truru a skrivas unan eus tri bezkrivadur an it. Pentreath (e saozneg). E 1790 e voe embannet Archæologia Cornu-Britannica William Pryce (1735-1790) m'emañ yezhadur ha geriaoueg fonnus E. Lhuyd, ha meur a skrid kerneveurek ouzhpenn. Peogwir en devoa W. Pryce lakaet labour E. Lhuyd dindan e anv-eñ e voe tamallet dezhañ bout ur goubreizher gant ur studier war an euskareg, ar brezhoneg hag ar c'herneveureg, ar priñs Louis-Lucien Bonaparte (1813-1891) Talvoudus-kenañ e oa bet labour spis W. Pryce koulskoude, rak diwarnaén e c'hallas al lenneg Edwin Norris (1795-1872) embann e 1859 div levrenn an Ancient Cornish drama, da lavaret eo an Ordinalia e kerneveureg hag e saozneg. An Dispac'h Greantel a ziorroas mengleuzioù e Kernow, ar pezh a gasas ar c'herneveureg da get pe dost : den ne zalc'he soñj anezhi er c'hêrioù brasoc'h-brasañ ha pinvidikoc'h-pinvidikañ, an hentoù-houarn hag an hentoù nevez a zegasas mui-ouzh-mui a Saozon, ha Kerneveuriz o-unan a zisoñjas o yezh hag o sevenadur evit doare. Kalz gerioù kerneveureg a chomas e saozneg Kernow evelato. Nemet ez eus bet renablet kerneveuregerion a-vihanik a-hed an gant lenneion, Robert Williams (en devoa kavet an dornskrid Beunans Meriasek) ha Frederick W. P. Jago en o zouez. Gant R. Williams e voe embannet Lexicon Cornu-Britannicum e 1865, ur geriadur kerneveureg-saozneg gant heñvelsterioù e kembraeg, brezhoneg, iwerzhoneg, gouezeleg Skos ha manaveg ; F. Jago a embannas ur geriadur kerneveureg-saozneg e 1887. Pouezus-kenañ e voe labour al lenneion-se, hogen nebeut a verzh a reas er-maez eus metoù o c'henseurted abalamour d'an enkadennoù armerzhel a sankas Kernow er baourentez adalek kreiz ar c'hantved : diezhomm e oa ar mengleuzioù, rak marc'hatmatoc'h e oa enporzhioñ staen pe [[kouevr[gouevr]]] eus lec'hioù all en Impalaeriezh Breizh-Veur, kudennoù bras a voe gant gounezerezh ha peskerezh ar vro er bloavezhioù 1870.  Pysk, sten ha cober !  ("Peskes, staen ha kouevr !") e oa yec'hedoù hen Kerneveuriz ; da  Pri Sina ha touristed !  e oa troet er bloavezhioù 1920. An distro A-c'houde penn-kentañ an ez eus tud hag a glask lakaat ar yezh-se da vevañ en-dro, dreist-holl e lidoù kristen, kentelioù evit an dud vras pe evit ar vugale er skolioù kentañ-derez hag er skolioù eil-derez. Evel-se, meur a gantad tud o deus desket un tammig kerneveureg da nebeutañ, ha miliadoù o deus bet darempred gant an traoù-se. Bep bloaz e vez skrivet muioc'h a levrioù er yezh-se ; bremañ ez eus muioc'h a levrioù e kerneveureg nevez eget a levrioù kozh e kerneveureg. Doareoù-skrivañ C'hwec'h doare-skrivañ a vez implijet hiziv an deiz. An hini koshañ, Kernewek Unys ("kerneveureg peurunvan"), zo bet savet war batrom skritur an testennoù eus ar hag ar . Ijinet eo bet gant Robert Morton Nance e 1929. An hini implijetañ, Kernewek Kemmyn ("kerneveureg kumun"), hag a vez graet gantañ gant 90% eus ar gerneveuregerien d'an nebeutañ, zo bet savet gant Ken George er bloavezhioù 1980. Klasket en deus Ken George chom an tostañ ar gwellañ ouzh fonologiezh ar c'herneveureg krenn evel ma'z eo bet adkrouet en e dezenn ("The Pronunciation and Spelling of Revived Cornish", 1986). Nac'hañ a ra kerneveuregerien zo ober gant Kernewek Kemmyn, sañset "re vrezhonek" hervezo. E 1995 en deus krouet Nicholas Williams an trede doare-skrivañ, Kernowek Unys Amendys ("kerneveureg peurunvan kempennet") en ur reizhañ fazioù bet graet gant Nance. Tud all a soñj dezho e vefe gwelloc'h chom tost ouzh yezh an . Ober a reont gant ur skritur saoznekaet hag a vez graet Kernuack Nowedga ("kerneveureg modern") anezhañ. Implijout a ra ar barzh kerneveureger Tim Saunders ur sistem ijinet gantañ e-unan hag a zo ur seurt mesklaj kemmyn-brezhonek. E 2008 e voe lakaet an FSS (Furv Skrifys Savonek) da zoare-skrivañ ofisiel ar yezh gant Keskowethyans an Taves Kernewek, da vezañ implijet er skolioù hag er melestradurezh. Anavezout a ra an FSS div "rannyezh" a-vremañ, an eil diazezet war ar c'hrenngerneveureg hag eben war ar c'herneveureg diwezhat. Yezhadur Hañval-bras ouzh hini ar brezhoneg eo ereadurezh ar c'herneveureg. Hañval ouzh hini ar brezhoneg eo ar fonetik ivez, met henaekoc'h eo. Ar gerioù zo dishañvaloc'h ; neoazh, gerioù ar c'herneveureg zo hañvaloc'h ouzh re ar brezhoneg evit ouzh re ar c'hembraeg ; bout zo lod-kaer a c'herioù ha na vezont kavet nag e kembraeg, nag e brezhoneg, ha gerioù amprestet diàr ar saozneg (saozneg ar Grennamzer pe an amzer a-vremañ) zo c'hoazh ivez. Ur skrid krenngerneveurek Setu amañ poz kentañ ur varzhoneg krenngerneveurek eus ar , Passyon agan Arluth ("Pasion hon Aotrou"), diwar an dornskrid Harleian N. 1782 hag a zo miret er British Museum e London ; gant Goulven Pennaod ez eo bet aozet e nevezkerneveurek ha troet e brezhoneg. Un destenn e kerneveureg Penn-kentañ an destenn grenngembraek Pwyll Pedeuic Dyued troet e kerneveureg ; skritur Kernewek Unys. Keñveriañ ar C’herneveureg gant ar yezhoù predenek all Setu amañ un daolenn evit keñveriañ geriaoueg ar yezhoù predenek. Setu amañ ur ganaouenn gerneveurek troet e brezhoneg. Mont pelloc’h ganti A Grammar of Modern Cornish, Wella Brown New Cornish Dictionary/Gerlyver Noweth Kernewek, R. Morton Nance Vocabularium Cornicum: Gerva Kernewek Koth, Jose Calvete Gerlyvrik kernewek/sowsnek – Mini-dictionary English/Cornish, Ken George, Kesva an Taves Kernewek / Yoran Embanner, 2005 Oberennoù e ti Imbourc’hAnn tri Ofyg, levrig pedennoù e kerneveg en implij en Iliz anglikan niv. 185 1985 ;Koen ann Arloedh, levrig-oferenn niv. 06/1 1987 ;Alc’hwez ar c’herneveg eeun, gant Ken George, 40 p., ha troidigezh ger-ha-ger e brezhoneg eus al levr pedennoù kerneveg embannet a-ziforc’h niv. 186 1985 ;Penaos e varvas ar c’herneveg ? Gant P.A.S. Pool ha Ken George niv. 187-188, 62 p.;Geriadur arnevez Kernaouek-brezhonek ha Kernaouek-Saoznek, gant Tim Saunders niv. 237/1 1989, 80 p.;Diorreadur ar c’hernaoueg, gant Ken George niv. 276, 30 p. Lennegezh troet e kerneveuregAn Hobys, gant J.R.R. Tolkien An Profet, gant Kahlil Gibran An Testament Nowyth, an Testamant Nevez Aventurs Alys in Pow an Anethow, gant Lewis Carroll Aventurs Pinocchio: Whedhel popet, gant Carlo Collodi Devôcyon dhe Greryow, gant Alan M. Kent Dracùla hag Ôstyas Dracùla, gant Bram Stoker Jane Eyre, gant Charlotte Brontë Kepar ha Cyta Encledhys, gant Matthi ab Dewi Pystrior Marthys Pow Òz, gant L. Frank Baum Levrlennadur Even, Arzel (1962). Istor ar yezhoù keltiek, levrenn 1, pp. 171-202. Lesneven : Hor Yezh, 1987 Ellis, Peter Berresford (1971). The story of the Cornish language. Truru : Tor Mark Press, 1990 Ellis, Peter Berresford. The Cornish language and its Literature. Abingdon-on-Thames : Routledge, 1974 . Wmffre, Iwan. Late Cornish. München : Lincom Europa, 1999 . Ball, Martin & Muller, Nicole. The Celtic Languages''. Abingdon-on-Thames : Routledge, 2009 . Liammoù diavaez Ferdinand, Siarl (2013), Notennoù Yezhoù ar Rouantelezh Unanet Kerneveureg Yezhoù predenek Kernev-Veur
841
https://br.wikipedia.org/wiki/Kembraeg
Kembraeg
Ur yezh keltiek eus ar skourr predenek eo ar c'hembraeg. E Kembre e reer Cymraeg anezhañ. Ar yezh keltiek gant ar brasañ niver a gomzerien eo. Kar eo d'ar c'herneveureg ha d'ar brezhoneg. Komzet e vez kembraeg e Kembre, gant war-dro 857 600 den (da lavaret eo tremen 28% eus tud ar vro). E kornioù zo e vez komzet gant muioc'h eget 60% eus an dud. Komzet e vez kembraeg e Bro-Saoz gant tost da 150 000 a dud. Un nebeud kembraegerien zo ivez e Patagonia (Arc'hantina). Istor Hengembraeg Stummoù kozh ar c'hembraeg zo anavezet mat. An hengembraeg (Hen Gymraeg) zo tost-kar d'an henvrezhoneg. Yezh lezennoù ar roue Hywel Dda eo, ha yezh barzhonegoù eus Kembre hag an Hanternoz kozh. Pa voe aloubet kreiz Breizh-Veur gant ar Saozon hag an Angled (Anvioù kembraek kêrioù saoz) e voe troc'het yezherien geltiek Kembre diouzh re hanternoz Bro-Saoz (Cumbria) ha diouzh re ar mervent (Kernev-Veur). Krenngembraeg Er Grennamzer e voe skrivet kalz a lennegezh e krenngembraeg (Cymraeg Canol), sed ar Mabinogion da skouer... Yezh ar skridoù-se a c'hell bezañ komprenet gant ar Gembreiz eus hon amzer gant ma raint un tammig striv. Kembraeg a-vremañ Kembraeg modern a reer eus ar yezh implijet abaoe ar . D’ar mare-se e voe embannet ar Bibl, troet e kembraeg gant William Morgan e 1588. War urzh ar gouarnamant e oa bet troet ar skridoù santel e kembraeg, evel ma oant bet troet e saozneg. Adembannet e voe an droidigezh-se, adwelet gant ar geriadurour John Davies, er c’hantved goude. Bras-meurbet e voe levezon ar Bibl kembraek evit stabilaat hag unvaniñ ar yezh skrivet. Geriadurioù kembraeg-latin ha latin-kembraeg a oa bet embannet gant John Davies ivez. Dalc’het e voe da labourat war ar yezh, pa voe embannet, en hag en , geriadurioù all, kembraeg-saozneg pe saozneg-kembraeg, pinvidik ha klok a-walc’h, evel hini Williams Evans e 1771, hini William Spurell e 1848–1850, pe hini Daniel Silvan Evans e 1852–1858. Gant al labourioù-se e anavezomp mat ar c’hembraeg ha frouezh o hêrezh a weler hiziv gant un oberenn evel Geiriadur Prifysgol Cymru (Geriadur Skol-veur Kembre), ur pikol geriadur istorel savet en XXvet kantved. Yezhadur Kemmadurioù zo evel e brezhoneg : dre vlotaat, dre c'hwezhadenniñ, hag unan ha ne gaver ket e brezhoneg, dre friañ (panevet hini an anv-kadarn gwregel dor a ya da nor war-lerc'h ar gerioù-mell an/un). War-lerc'h ar ger-mell, dre vlotaat en anv-kadarn benel nemetken : y fam War-lerc'h an anv-gwan perc'hennañ: friadur war-lerc'h fy: fy nghi, fy mhen, fy nhad ... blotadur war-lerc'h dy, ei (gourel) evel e brezhoneg: dy gi, dy ben, dy dad, dy wddw, dy frawd, dy fam, dy ddwrn, hag ivez dy law, dy rieni c'hwezhadur war-lerc'h ei (benel) evel e brezhoneg: ei chi, ei phen, ei thad, War-lerc'h niveroù zo : blotadur war-lerc'h dau ha dwy (evel e brezhoneg) : Dau fachgen, dwy ferch. Stad ar yezh Daoust ma’z eo ar c’hembraeg ur yezh vihanniver, gwasket gant ar saozneg, eo kresket an harp roet d’ar yezh e-pad an eil lodenn eus an XXvet kantved, tra ma kreske an harp roet da strolladoù broadelourien, evel ar strollad politikel Plaid Cymru ha Cymdeithas yr Iaith Gymraeg (Kevredigezh ar Yezh Kembraek). Kaozeet e vez kembraeg evel yezh pemdeziek ha yezh kentañ e rannvroioù hanternoz ha kornôg Kembre, dreist-holl, e kontelezhioù Gwynedd, Dinbych, Enez Von (Ynys Môn), Caerfyrddin, hanternoz Penfro, Ceredigion, hag e kornôg Morgannwg. Met kavout a reer kembraegerien a-vihanik ha tud all a gomz ar yezh flour dre Gembre a-bezh. Ur yezh vev eo ar c’hembraeg. Komzet e vez bemdez gant miliadoù ha miliadoù a dud ha gwelet e vez e pep lec’h e Kembre. Gant ar Welsh Language Act (Lezenn ar C’hembraeg) eus 1993 ha gant ar Government of Wales Act (Lezenn Gouarnamant Kembre) eus 1998 eo lakaet sklaer e ranker ober ouzh ar c’hembraeg hag ar saozneg evel yezhoù kevatal. Rankout a ra an aozadurioù foran prientiñ ha kas da benn ur steuñv yezh. Gant strollegezhioù lec’hel ha gant Bodadenn Kembre e vez implijet ar c’hembraeg evel ur yezh ofisiel, oc’h embann skridoù er yezh-se ha dleout a rafe an holl banelloù hent e Kembre bezañ e kembraeg hag e saozneg. Kavout a reer kembraeg war ar Genrouedad ivez. Abalamour d’al lec’hiennoù ofisiel an hini eo dreist-holl : ma klasker gerioù evel addysg (deskadurezh), cymdeithas (kevredigezh) pe llywodraeth (gouarnamant) e kaver skouerioù, met pa glasker gerioù pemdeziek evel buwch (buoc’h), eirlaw (dourerc’h) pe cyllell (kontell) e kaver kalz-kalz nebeutoc’h. Gant gouarnamant ar Rouantelezh Unanet eo bet sinet ar Garta Europat evit ar Yezhoù Rannvroel pe Minorel, o venegiñ emañ ar c’hembraeg e-touez ar yezhoù a ranker doujañ dezho er framm-se. Niver ar gembraegerien Gwechall e oa kembraegerien unyezhek eus an holl Gembreiz, koulz lavaret. E deroù an naontekvet kantved e oa, d’an nebeutañ, 80% eus an dud o komz kembraeg. Met gant an dispac’h greantel e voe desachet ur bern tud eus an diavaez da Su Kembre. Kement-se a zegasas un diskar en dregantad a gembraegerien er rannvroioù-se, dre ma oa kresket ar boblañs eno en un taol. E 1871 e oa 1 412 833 a dud o vevañ e Kembre. A-benn 1911 e oa savet an niver-se da 2 420 921, da lavaret eo e oa kresket ar boblañs eus 40%. E 1891 e voe, evit ar wech kentañ, ur goulenn en niveradeg diwar-benn an anaoudegezh eus ar c’hembraeg. E niveradeg 1911 e voe embannet sifroù resis da live ar parrezioù. Evit ar mareoù a-raok ar bloavezhioù-se n’hon eus ket sifroù met testenioù a-berzh gweladennerien pe tud evel kazetennerien pe beleien. Meur a dra a zispleg e vije deuet Kembre, a oa ur vro gembraek unyezhek pe dost, da vezañ ur vro divyezhek hiziv an deiz. Da gentañ e ranker menegiñ levezon al lezennoù evit unvaniñ Kembre ha Bro-Saoz e 1536 ha 1542. Ar saozneg e oa ar yezh ofisiel nemeti e Kembre. N’eo nemet e 1943 e voe aotreet komz kembraeg en ul lez-varn, ha c’hoazh evit ar re na oant ket gouest da gomz saozneg. Etre 1700 ha 1870 ne voe anvet eskob ebet e Kembre a ouije kembraeg. Gant al Lezenn war an deskadurezh eus 1870 e voe embannet e oa ar saozneg a oa yezh ar skolioù. (1) En niver-se emañ an holl re a c’hell kompren, komz, lenn pe skrivañ kembraeg. 582 464 anezho a c’helle komz ar yezh, ha 457,890 a c’helle he c’hompren, he c’homz, he lenn hag he skrivañ. Goude ma oa aet da fall un tamm bihan adalek penn kentañ an XXvet kantved (eus eur milion a dud da vetek 500 000 a dud oc'h ober ganti), med bremañ e teu ar sifroù da cheñch en tu mat. Un nerzh nevez zo gant ar sevenadur bremañ er vro (embannet e vez tro-dro da gant levr bep bloaz) ha gant ar c'hrouiñ traoù dre vras : Memes ma n'eus ken nemet 500 000 a dud oc'h ober ganti (20% eus an dud well-wazh), e kontelezhioù ar gwalarn dreist-holl (Cymru Gymraeg), eo ret lavaret ez a war-gresk an niver a dud o kaozeal kembraeg (e 1991), dreist-holl en takadoù zo bet savet kêrioù barzh enne, tro-dro da Gêrdiz, e-lec'h ma zo abaoe hanter kant vloaz zo dija un deskadurezh divyezhek poellek ha klok (a drugarez m'ep bet anavezet ar yezh ent ofisiel gant al lezenn - Welsh Act eus ar bloavezhioù 70), ha n'eo ket evel en norzh. En doare-se ez eus tost da 10 000 re yaouank enskrivet e kentelioù kembraeg a-raok ar c'hentañ derez (Mudiad Ysgolion Meithrin, bed savet e 1971), ha tost da 50 000 a skolidi a heuilh kentelioù er skol gentañ, muioc'h eget 30 000 en eil derez ; Istimet e vez, da skouer, ez eus 42% eus ar vugale 5 bloaz hag a oar kembraeg e 1996 (6% bet desket war barlenn o mamm, 8% hag a oar mat, 28% hag a oar un tamm bihan - Welsh Office). Med bez' ez eus kembraeg kalz er media (kazetennoù, radio, chadenn dele kembraeg S4C abaoe 1982, ha neuze e vez produet traoù a-feson ha rock selaouet gant ur bern tud yaouank, da skouer). Evel-se, ha pa vefe aet da fall un tamm bihan kembraeg an dud war ar maez (nebeutoc'h-nebeutañ a dud kozh oc'h ober gantañ). Met ar pezh zo a-bouez gant ar c'hembraeg eo e vez anavezet anezhañ gant an dud ha gant dileuridi ar Rouantelezh Unanet, a-fet lezenn. Un nebeud troiennoù e kembraeg Frazennoù pemdeziek Rannyezhoù E kembraeg evel e n’eus forzh peseurt yezh e kaver rannyezhoù disheñvel. Diforc’hañ a reer peurvuiañ div rannyezh vras : kembraeg an hanternoz ha kembraeg ar c’hreisteiz. Diforc’hioù a gaver etrezo er c’heriaoueg dreist-holl, hag ivez en distagadur hag er yezhadur. Ar c’hembraeg a gomzer e Patagonia, abaoe diazezidigezh Kembreiz eno adalek 1865, zo bet levezonet gant ar spagnoleg hag e c’heller ober un trede rannyezh vras anezhañ. An diforc’hoù etre Kembraeg ar C’hreisteiz (Cymraeg y De) hag hini an Hanternoz (Cymraeg y Gogledd) Diskouez a ra ar skouerioù-mañ an izoglos a zo etre kembraeg an hanternoz hag ar (rann-)yezhoù predenek all, a-fed geriaoueg. Evit gwir ez eus muioc’h a ziforc’hioù etre ar yezh lennegel hag ar yezh komzet eget etre kembraeg an hanternoz ha kembraeg ar c’hreisteiz. Er yezh skrivet e reer nebeutoc’h gant ar raganvioù (dre m’emañ an ditouroù dija e dibennoù ar verboù hag an araogennoù) hag e kaver nebeutoc’h a c’herioù amprestet digant ar saozneg. Levrlennadur Arzel Even, Istor ar yezhoù keltiek, Hor Yezh. Geriadurioù Gweiadur Pawb enlinenn http://geiriaduracademi.org Dave Liammoù diavaez Yezhoù ar Rouantelezh Unanet Yezhoù Arc'hantina Yezhoù predenek Kembre Meneger yezhoù ar bed Kembraeg
844
https://br.wikipedia.org/wiki/Outsourcing
Outsourcing
An outsourcing (saozneg outsourcing, alamanteg Outsourcing, polski outsourcing, galleg impartition...) a vez graet eus ur strategiezh nevez lakaet e plas evit an embregerezhioù bras. Ar Mennoc'h zo a-dreñv eo en aozañ gwelloc'h oen ur sipañ e holl nerzh war kalonenn micher an embregerezh hag iskevratiñ ar peurrest da stalioù all. Pa vez iskevratet lodennoù anstrategel e c'haller resev ur servij gwelloc'h gant koustoù izeloc'h. Gwevnoc'h o ivez da embreger. Komzet e vez ivez eus "Outsourcing offshore" pa vez prester ar servij o chom en ur vro estren. Armerzh Embregerezhioù
845
https://br.wikipedia.org/wiki/Cha%C3%B1-Mai%20Skragn
Chañ-Mai Skragn
Yann-Vari Skragn (Jean-Marie Le Scraigne en ti-kêr), graet Jañ-Mari Skragn ha Chañ-Maï Skrañgn anezhañ ivez), bet ganet d'an 2 a viz Mezheven 1920 er Fao, e parrez An Uhelgoad ha marvet eno d'an 11 a viz Kerzu 2016, a voe ur c'honter hag ur skrivagner brezhonek ha gallek. Buhez Ganet e voe e ti mererien e Kervinaoued an Traoñ (Kervinaouet Izelañ bremañ). Tost da drizek vloaz e oa pa voe ret dezhañ kuitaat ar skol daoust dezhañ bout ur skoliad eus ar re wellañ, evit mont da sikour gant e dud en atant. E 1947, d'an oad a 27 vloaz, e timezas gant Louise Kras hag eñ ha distreiñ d'ar Fao. Eno e voe o chom e-pad trizek vloaz tre betek 1960 da vare « ar cheñch mod », mekanikoù nevez hag all, an dud o verniañ dle hag o labourat noz-deiz evit lakaat dle. Betek neuze e oa bet merer, met d'an oad a 40 vloaz, e 1960 end-eeun, e rankas dilezel ar vicher abalamour ma oa re start dezhañ gant seizh bugel da vagañ. Dre-se eo aet da biker-vein, da labourat er mengleuzioù dalc'het gant e vreur a oa bet yaouank-tre da zeskiñ ar vicher kalet-se. Hennezh en devoa daou bark pe dri, lakaet deñved enno, el lec'h m'edo ar vengleuz. E-pad ugent vloaz, betek e rakleve e 1980, e voe Yann-Vari Skragn ur piker-mein. Adalek e 60 vloaz e reas war-dro deñved e vreur. E 1986 e voe savet ur c'henstrivadeg kontadennoù e brezhoneg gant ar CMB : an ao. Skragn a lakaas e anv hag a dapas ar priz kentañ, ur veaj da Yougoslavia. Tamm-ha-tamm, diwar goulennoù an dud, ez eas da gonter, met gwall alies e veze ret dezhañ lakaat ar chontadennoù e galleg evit bezañ komprenet gant al lod brasañ eus an dud, touristed anezho dreist-holl, tud hag a zeue da Vreizh Izel da bourmen, ha c'hoant ganto da c'houzout a-zivout ar vuhez a-wechall ha penaos e veze diduet an dud da noz. Oberennoù Levrioù Rimodellou 'kostez an Huelgoad, Brud Nevez, 1999, Amzer ar vrezel 'kostez an Huelgoad, Brud Nevez, 2000, Drôle de guerre – Occupation • Résistance, Brud Nevez, 2001, Ma buhez e Kêr ar Vinaoued, Brud Nevez, 2002, / Ma vie au Huelgoat, Brud Nevez, 2002, Breman 'zo breman !, Emgleo Breiz, 2005, Kleweled Liammoù diavaez Bibliothèque nationale de France Notennom Ganedigezhioù 1920 Marvioù 2016 Kontourien Breizh
847
https://br.wikipedia.org/wiki/Neil%20Young
Neil Young
Neil Percival Young zo ur c'haner ha gitarour kanadian ganet e 1945 e Toronto. Brudet eo ar marevezh ma kanas er strollad Crosby, Stills, Nash & Young. E vuhez E miz C’hwevrer 1945, e oa an eil brezel-bed war-nes echuiñ. Dres d’an ampoent 'teu en-dro an isletanant Scott Young davet e vab Bob hag e wreg Edna, Rassy a vez graet deuzouti. 'Oa ket bet ouzh o c'haout abaoe tost da vloaz a-gichen ma oa aet kuit deus e diad a-vec’h c’hwec’h miz goude d’e vab kentañ bet ganet, e 1942. Da Londrez e voe kaset Scott da genskriver war ar brezel gant ar gazetenn Winnipeg Free Press. D’an oad a c’hwezek vloaz, peuzc'houde d’e dad mont deus e vamm, hag eñ bet savet ha maget ganti a-c’houdevezh, eo aet Scott da gazetenner a vicher evit ober war-dro bann ar sportoù. A-ziwar e labour end-eeun e voe piket e galon gant Edna Ragland p’en em gavas ganti, ur vaouez anezhi, troet gant ar golf hag an tennis. Kerkent hag en em gavet ganti e voe dihodet ganti penn-kil-ha-troad, ken e freuzas e zimez naet-ha-pizh. Houmañ eo trede merc’h William N. Ragland, anezhañ un den genidik eus Stadoù-Unanet ar Su aet d'ar C'hanada d’ober e zemeurañs, e kornad-bro Manitoba, abalamour d’e vicher. Hag Edna ha mont d’e heul. D’an 18 a Vezheven 1940 eo liammet hiviziken an div familh enta, ha da tad ar plac’h nevez bezañ war-ziwall deus e vab-kaer memestra. Hemañ 'sell deus an dimez-se gant drougaviz evit-gwir. D’an 12 a viz Du 1945, eo ganet Neil Percival Kenneth Ragland Young en pennospital Toronto, kresk ‘zo bet ba'n ti ur wech c’hoazh. Pelloc’h 'teu en-dro an tad d’ar gêr da-vat. Prestik goude d’e grouadur bet ganet e ro e zilez eus e garg d’ar gazetenn a-benn ren e amzer a-bezh o skrivañ romañchoù ha chom a-gevret gant e ziegezh a-benn ar fin. E dibenn ar bloaz 1948 e ra an tiegezh bihan e zemeurañs ba Omenee, hi ur gêriadenn 750 a annezidi o chom enni, ur c’hant kilometr bennaket deus kêr-benn Kanada. Er maezioù fromus-se, a-hed ur stêr, e kresk Neil dibreder. Neil Young e-keñver ar re all « An deiz hidi ‘faot d’an dud, tou’n dud bezañ heñvel-bev deus Neil Young » a lâre Mick Jagger. Diouzhtu-dak e vez santet deus ar gont avi deus Neil m’eo dalc’het Mick ganti. Ar sonerien n'o deus ket c’hoant tamm ebet da vont kozh (ha fall) mem' mod, sed dres pezh en doa bet lennet war ar gazetenn Rolling Stones (an hini bet embannet e 1995). Ha seul-wiroc’h e teuy da vezañ an dra-se a-benn bloavezhioù, daoust pegen displijet vefe 'vo. A-benn fin ar bloavezhioù 1990 e teu Neil Young - hervez lod - da vezañ ar mailh pennañ war ar rock and roll ‘ta. « Hemañ eo an hini nemetañ eus an dud en oad ganeomp o kozhañ en ur zerc'hel e stumm-skrivañ ken bev-buhezek, kenkoulz hag e zoare da sevel kanaouennoù » a zisklêrie Randy Bachman, evitañ da vezañ lemmikoc’h an tamm e deod e-keñver e goñseurted. « Un orin a zen eo Neil Young, graet ‘n deus traoù estr evit dreistordinal, met kas ijinañ hag adnevezo a ra hep ehan. », hervez David Gilmour deus ar strollad Pink Floyd. Bernard Sumner zoken, deus ar strollad New Order, a zisklêr kement-mañ : « N'an gwech e-bet gant ma c’harr-tan hep ma vije ennañ ur gasetennig gant Neil Young ». Ha d’e gempridi bamiñ outañ eo d’ar remziad sonerien yaouank an hini eo aet da batrom evit-fed an doare da redek e reuz e-unan war-raok. « Plij’ a rafe din bezañ barnet diwar ma fladennoù o-unan nemetken, un tammig mem’ mod ha Neil Young » war a lâre Nick Cave. Cinnamon girl an hini a vez eilkanet gant RadioHead - ur ral e vez klevet anezhe oc'h eilkanañ ! - tra ma vez Oasis o sachañ Hey, Hey, My, My (into the black) evite o-unan gant ar spi ba o dasorc’hidigezh gant-se. A-barzh fin ar gont, petra zo da lâret diwar-benn an albom diwezhañ gant Mercury Rev pe diwar an heni gant Sparklehorse? Ha levezonet int bet gant an den a zo ba pep korn muzik amerikan a-vremañ, country etre daou veno, lo-fi hag all tout ? En amzer-vremañ e vez arvestet ur sonadeg gant Neil Young evel ma vije anezhañ ur savadur a-gozh, da-lâret-eo : gant ar familh en e fezh. Ba miz Gouhere 2001, ba c’hoariva kozh kêr Wien, e kaver koubladoù tud ba'n tu all da zaou-ugent vloaz gante o bugale aet da grennard dija, sed an darn-vrasañ deus an dud e-kerzh e sonadeg (gant Crazy Horse d’an ampoent-mañ). Pearl Jam, Muse, Air, Bonie Prince Billy, Sigur Rós, Nirvana ha ped ha ped all, anvioù kement strollad hag a zo bet savet diwar levezon Neil Young a zo da welet war ticheurtoù ar re yaouank eno, kenkoulz ha Neil m’emañ an anv Sonic Youth da zamwel dindan e roched. Sed ar pezh ivez a lak an dud unvouezh kenetrese net-ha-pizh. War-greiz al leurenn ma zo warni ur piano-saloun hag un orglezig kozh, ne c'heller ket spurmantiñ kalz traoù estr evit totemoù indian ha gouloù-koar strewet-tout en-dro dezhe. Sed aze pezh eo ar c’hinkladur. E-kreiz 'tre an div lodennig a ra anezhañ vo Neil hag e goñsorted damaik, war-gelc’h-tout anezhe, é luskañ-diluskañ penn-kil-ha-troad, kement-se deuet da vezañ ur lid a-gehit ma oa staget ar strollad gant ar muzik tremen tregont vloaz ‘so. Pelloc’h, pa’h ay c’hoar ha gwreg ar c’haner davet ar strollad d’ar c’haniri e vo a-benn kennig gante un abadenn hag a vo pulluc’het dousik-ha-dousik ganti empenn nep a selaouo anezhi o chom par warne gant o filad son elektrik, a-verc’h torret gant un etrec’hoari a gitar folk (kanaouennoù tro-ha-tro anavezet ha chomet diembann). Diskorntroiañ a ra Neil a-dreus hag a-hed, brankodet war e gitar, evel ma vije kroget gliziennoù e-barzh ennoñ. Aet un toullad bloavezhioù hebioù dija abaoe o c’hentañ sonadeg asambles, ha bep sort traoù mat, interesant, fentus, farsus, gwallzarvoudoù hag all, a zo digouezet a-c’houde tremen tregont vloaz-hed. Evel m’emañ ar c’hiz gantañ, na petra ‘ta !, ne rann grik d’ar c’helaouennoù daoust m'en deus pladenn nevez-embannet e-bet da lakat war-wel d’an holl. Dichipot e tigas soñj deomp emañ aze evit ar muzik tra-ken. Kerkent hag echuet ar sonadeg ‘h anavezomp, a-fed o doare, an dud a oa spi gante selaou un hipi deuet deus ar mare pa oa bet levezonet an dud peusholl gant ar bladenn Harvest : stouvañ a ra ar re-se o diskouarn evit yedal an trouz tarzhus da zihan. Hep goût dezhe emaint é paoues arvestiñ ar sonadeg gant an heni nemetañ kazimant deus ar bloavezhioù 1960, gouest da zispakañ e imor dalc’hmat e-kehit m’emañ ar re all o 'hond war zisteraat e-pad ar mareoù-bloaz se. War un dro songwriter tener, guitar hero, hipi kuñv, proto-punk, muzisian blues ha tad(-kozh) ar grunge an tamm anezhañ, e veze Neil Young en tregont vloaz all e-lec’h na veze ket sell an dud, ha ‘wez-se e save ar cheñch-dicheñch da vezañ e zoare da redek e reus (dre gaer pe dre heg). Ur pennad-buhez e-giz ur romant zo bet dezhañ, dirak ar bed na oa graet peuc’h e-bet dezhañ. N’eo ket gwall greñv war an tech da vezañ ba pleg ar skouarn, ha tec’houd a ra dirak an dud gwall droet gant ar bed evel ma vije stag ar vosenn enne. Gant e reus an heni la tiskaro Neil an dud a glask abeg ingal kement hag an dud aet sot-pitilh gantañ. N’eo ked kollet nemeur e spered gant dislavarennoù 'vat, hag ouzhpenn-se eo aet da vojenn e-touesk muzisianed poblek deus Amerik An Hanternos. Ha Bob Dylan zoken, ur mestr anezhañ da gaout stok deus an dud, a ginnig e c’hourc’hemennoù dezhañ gant e albom Time Out Of Mind, heñv é kanañ : « Selaou a ran pladennoù gant Neil Young ha lâret a ra an amezeien din digresk ar son ». Bremañ e c’hellfe Neil Young loc’hañ an tamm anezhañ ba pleg e damm buhez daoust m’en doa klasket-pizh ober ar c’hontrefed ; ne oa ket war-c’hed bezañ karet gant an holl gwitibunan, met n’eo ket aet evit-se war hent ar c’henemglev. Ne vo nekon e-bet deus e gempridi evit lakat ur vuhez heñvel war-wel deomp 'vat. 2013: Breizh E miz Gouhere 2013 e vo o kanañ en Erer Kozh, e Karaez. Diskoù e vuhez Diskografiezh Gant Buffalo Springfield Buffalo springfield, Atco (Genver 1967) Buffalo springfield again, Atco (C'hwevrer 1967) Last time around, Atco (Eost 1968) Neil Young Neil's Buffalo Springfield songs (1968) Gant strollajoù all pe e-unan-penn Everybody Knows This Is Nowhere (1969) Harvest (1972) Time Fades Away (1973) On the beach (1974) Tonight's The Night (1975) Zuma (1975) American stars`n`bars (1977) Comes a time (1978) Rust Never Sleeps (1979) Live Rust (1979) Hawks and doves (1980) Re-Actor (1981) Trans (1982) Everybody's Rockin'''(1983) Old ways (1985) Landing On Water (1986) Apetite for Destruction(1987) Life (1987) This note`s for you (1988) Freedom (1989) Ragged Glory (1990) Arc/weld (1991) Harvest Moon (1992) Unplugged (1993) Sleeps With Angels (1994) Broken Arrow (1996) Yoth (1997) Silver And Gold (2000) Road Rock (2000) Are You Passionate ? (2001) Greendale (2003) Prairie Wind (2005) Living With War (2006) Live at Bill Graham's Fillmore East e 1970 with Crazy Horse (2006) Americana (2012) Psychedelic Pill (2012) A Letter Home (2014) Storytone (2014) The Monsanto Years (2015) Gant Stephen Stills Long May You Run (1976) E-barzh Crosby, Still, Nash & Young Déjà Vu, Atlantic (meurzh 1970) 4 way street, Atlantic (ebrel 1971) So far, Atlantic (gouehere 1974) American Dream, Atlantic (du 1988) Csn box set, Atlantic (kerzu 1991) Looking forward, Reprise (Here 1999) Gant strollajoù yaouankoc'h Mirrorball (gant Pearl Jam) (1995) Daspugnadeg kanaouennoù Decade'' (1977) Lucky Thirteen (1993) Buffalo springfield box set, Warner Bros Record (gouhere 2001)* Neil Young Greastest hits cd + dvd (2004 EP Eldorado - (5 kanaouenn embannet nemet ba Japon hag Aostrali) (1989) Filmoù Journey Through The Past (1972) Human Highway (1984) Greendale (2003) DVDoù Rust Never Sleeps (1979) Live in Berlin (1983) Year Of The Horse (1996 gant Jim Jarmush) Silver And Gold (2000) Road Rock v.1 (2000) Greendale (live & studio) (2003) Prairie Wind (studio) (2005) Heart Of Gold (2006 gant Johnatan Demme) Liammoù diavaez Neil Young war ul lec'hienn kronikennoù sonerezh Notennoù ha daveennoù Ganedigezhioù 1945 Gitarourien Kanada Kanerien Kanada Kanerien saoznek Neil Young Sonerien Kanada
848
https://br.wikipedia.org/wiki/Reizhiad%20pentatonek
Reizhiad pentatonek
Pa gomzer eus ur reizhiad pentatonek (eus ar gregach "penta", pemp), e tachenn ar sonerezh, e komzer eus ur skeulenn enni pemp derez tonioù disheñvel. Ar ger a vez implijet evit komz eus ur skeulenn bentatonek dreist-holl, an hini a zo lâret anhemotonek (= hep hanter-ton) gant an etnomuzikourien. Skeul touchennoù du ar piano a zo pentatonek. Pe c'hoazh (skouer ar pennad-mañ) : re - mi - sol - la - si - re - mi - sol Ar reizhiad pentatonek en etnomuzikouriezh E gwirionez e vez implijet ar skeul-se gant ur bern muzikoù er bed. Met, herwez Constantin Brăiloiu, pezh zo arouezius eus ar muzikoù-se n'eo ket ar skeulenn hepken (un heuliad notennoù) met an doare da implijout anezhi : ur reizhiad pentatonek. Ar piknon Ar pennad sol-la-si eus ar skeulenn a zo pouezus-kenañ : dispartiet eo deus ar peurrest, deus an daou du, gant brasañ hed ar skeulenn (mi-sol = si-re = 1 ton hanter). n'eus nemet an heuliad hedoù-se en em gav ur wezh hepken (pa re-mi-sol zo la-si-re, mi-sol-la zo si-re-mi, etc.) Evit ar selaouer emañ neuze merk pennañ ar mod. Hennezh zo ar piknon (ger o tonet eus ar gregach). Mat e vefe neuze niverenniñ an derezioù, o komañs gant ar piknon : sol - la - si - re - mi - sol - la - si - ... 1 - 2 - 3 - 4 - 5 - I - II - III - ... ha lâret emañ ur velodienn e-barzh ar mod 1 (pe 2, 3...) pa vez 1 (pe 2, 3...) he notenn boutañ (izelañ)... Ar « pienoù » E-barzh an daou hed etre ar piknon hag ar peurrest (mi-sol ha si-re) e vez lakaet a-wezhioù notennoù a eil renk, distabil : ar pienoù (ger a zeu eus ar sinaeg) RE - MI- fa -SOL - LA - SI - do Ar pienoù-se a zo notennoù a eil renk rak : kavet e vezont a-wezhioù e-barzh ur stumm eus ur velodienn, pa ne vezont ket ken e-barzh ur stumm all ; Kemm-digemm eo o uhelded (a-wezhioù fa, a-wezhioù fa# evit an hini kentañ, do pe do# evit eben ...) ; kouezhañ e reont war amzerioù gwan aliesoc'h evit war amzerioù kreñv. Setu ez int kentoc'h notennoù da dremen, pe notennoù estrañjour. Ar c’hemm, neuze, etre ar reizhiad diatonek do-re-mi-fa-sol-la-si-do hag ar reizhiad pentatonek do-RE-MI-fa-SOL-LA-SI-do a zo ne’z a ket do, na fa, d’ober ul lodenn eus framm dieub ar velodienn bentatonek. Reolenn an ingalded arc'hwelel Un dra all a vefe arouezius eus ur reizhiad pentatonek, hervez Kustantin Brăiloiu diantav : Reolenn an ingalded arc'hwelel : ne gaver ket enni na notenn donek na notenn diasez. Setu e vo melodiennoù dezhe ouzhpenn 5 notenn ha pentatonek memestra... Ha melodiennoù all o do 5 notenn hepken, hep bout pentatonek, dre ma ne zoujont ket reolenn an ingalded arc'hwelel. Dibaoe Kustantin Brăiloiu ez eus bet kavet e reolennoù e-barzh a-beb-seurt sevenadurioù all er bed. Ne haller ket lâret, memes-tra, ez eus ur « sevenadur pentatonek » nag un « doare-spered pentatonek ». Ur reizhiad teorikel e chom, netra ken. Damkaniezh ar sonerezh
850
https://br.wikipedia.org/wiki/Emsavadeg%20spartakour
Emsavadeg spartakour
Ar Reveulzi spartakour (alamaneg : Spartakusaufstand), pe ivez Emsavadeg miz Genver (alamaneg : Januaraufstand) a voe un harz-labour hollek a c'hoarvezas en Alamagn etre ar 5 hag an 12 a viz Genver 1919. Dianav pe dost e touez an dud, ouizien anezho pe get, komunourien anezho pe get, an darvoud anvet ar reveulzi Spartakour a chom hollbouezus evit an istor, liammet gant ar brezelioù evit an dieubidigezh. Bloaz goude Dispac'h Here Rusia en emsave dispac'hourion Alamagn. Komunourien Rusia a grede betek re e vije o reveulzi un doare dihun evit pobloù ar bed etrezek an dieubidigezh komunour, krediñ a raent o devoa roet lañs d’ar reveulzi bedel. Padal ne voe ket se tamm ebet a erruas met ur c’hwitadenn a laka emled ar gomunouriezh da c’hwitañ. D'an 9 a viz Du 1918 n'en deus ket degaset savidigezh ar broleterien en Alamagn, met fin ar renad impalaerour nemetken. Ur wech kaset da get hemañ n’eo ket bet sevenet ar reveulzi, met kemmet ar sistem politikel evit unan demokratel-bourc’hiz. Ar c’hwitadenn-se evit ar broletaerien n’eo bet maget nemetken gant an disentezioù etre ouvrierien, ar vank a aozadur el luskad reveulzier ha dreist-holl trubarderez ar sosial-demokrated eus an tu dehou harpet gant ofiserien uhel an arme. Ar reveulzi en Alamagn n’eo ket bet obererezh ur strollad politikel bennak, tarzhet n’eus goude an arsav-brezel ha trec’hidigezh ar vro. Alamagn a oa o vont da fall, an Alamanted o deus bet c’hoant cheñch o bed pemdeziek zu evit dont unan habaskoc’h. Lojik eo a-berzh ar bobl Alaman en dije bet c’hoant da gemm e dazont, pa oa sac'het etre dienez ha naonegezh drastus. Ur wech gwelet ne oa ket didrec’hus an impalaeriez « santel » ez eo savet ar soñj ennañ e oa tu da gemm endroadur ar bed. Dizurzhiet, hep pennoù-bras na palioù resis, ne ouie ket mat ar reveulzierien da belec’h e oa ret mont. Da gentañ sturiet gant ar soñj diveliour, goulenn a rae an emsavidi ar gwir da gaout ur gevredigezh frankoc’k, n’int ket bet harpet gant strolladoù an tu kleiz, ar re-se a zo bet souezhet mik en ur weled ul luskad ken kreñv a-berzh ar bobl, ha re ziwezhat o deus roet un hent da heuliañ. An tri strollad pennañ en Alamagn a oa neuze : Strollad ar Sosial-Demokrated, niverus tre e izili (reformour); a gleiz ganet adal un dorridigezh *ar strollad sosial-demokrat dieub (reveulzierien anezho) ha diouzh an tu kleiz pellañ, ar Smmkusbund, lig komunour tost ouzh ar Venchevisted. A-dreñv dezho e teu re O. R., stourmerien ar sindikadoù reveulzier; an tu kleiz radikal, ar Strollad Nasional-Bolchevik hag an anarkourien o kaout e holl nerzh e su Alamagn. Ar stourm bet kaset, etre ar reformourien hag ar reveulzierien a zo bet ken kreñv ma z’eo deuet a-benn da darzhañ en ur brezel-diabarz. Kement mañ a zo krog d’an 9 a viz du 1918, pa z’eo bet embannet krouidigezh ar republik gant an daou luskad, met ne darzho nemet goude un disemglev hir war renerez ar vro. Betek an 28 a viz Kerzu 1918, ar strolladoù pennañ(kleiz) hag ar re dizalc’h (kleiz pellañ + an anarkourien) a chomo asambles er galloud. Met adal ur mare e teu war wel un emglev nevez etre ar strolladoù pennañ hag ar strolladoù stourm eus an tu dehoù pellañ, broadelourien hag ez-soudarded anezho, a zeuio da vezañ an arme broadel nevez en Alamagn). Ar Spartakourien evit emsaviñ ha diskouez o nerzh a ya gant ar strolladoù frank. Al luskad reveulzier a vo trec’het dre an armoù, e plas emañ, ar c’hoari politikel a tegaso an nasional-sokialouriez er galloud gant an eil-brezel bed da heul. Ar reveulzi-se na vez ket komzet kalz a ziwar he fenn gant an istorourien, pe en doare da gas o mennozhioù war-raok. Ar sosialisted en a-raok eo ar re washañ, ar memes re a zisoñj kaozeal a ziwar emsavadeg ar Mac'hnovisted (un emsav anarkour renet gant Mac'hno e Ukraina). En ur vezañ damzisoñjet gant ar brashañ niver, reveulzi Alamagn a chom unan eus darvoudoù politikel pouezusañ ar c’hantved tremen, dre ma tegas un harz da emled ar reveulzi komunour er bed. Ouzhpenn se e chom ur goulenn direspont, ma vije bet savet ur stad komunour en Alamagn, ha tu a vije bet da Hitler da zont mestr war ar vro? Argadenn ar Freikorps D'an 8 a viz Genver, Ebert a roe urzh d'ar Freikorps da dagañ ar Spartakourien. An unvezioù damm soudarsoudel-se a oa armet ha dafaret c'hoazh gant dafar ar C'hentañ Brezel-bed. Buan a-walc'h e voe bountet an emsaverien bloc'had goude bloac'had straed. Buan e godiane an emsaverien. En holl e oa bet 156 spartakour ha 17 ezel eus ar Freikorps lazhet e-pad an emgannoù. E-pad abardaez ar 15 a viz Genver, Luxemburg ha Liebknecht a oa bet kavet en ur ranndi e Berlin-Wilmersdorf apartment. Harzet, kaset int d'an unvez penn Freikorps,unan armet mat ha niverus ar Garde-Kavallerie-Schützen-Division. O ofiser, ar C'habiten Waldemar Pabst, a lakaas anezho da vezañ goulennataet. Diouzh noz, Pep prizoniad a zo skoet semplet gant armoù ha tennet en o pennoù goude-se. Korf Rosa Luxemburg a zo bannet e kanol Landwehr (adkavet e vo d'ar 1 añ a viz Even). Korf Karl Liebknecht a oa bet kaset dianav en ur morg. Liammoù diavaez Deutsches Historisches Museum: Januaraufstand Kalenderblatt der Deutschen Welle (Der Spiegel, 3 a viz Genver 2008): Aufstand in Berlin Karena Kalmbach, 2002: Der Spartakusaufstand Gerhard E. Gründler (Die Welt, 5 a viz Genver 1999): Was wollten die Spartakisten? Klaus Gietinger: Die Spur der Mörder führt in die SPD-Reichskanzlei – Zur Ermordung von Luxemburg und Liebknecht Elisabeth Hannover-Drück/Heinrich Hannover (Hrsg.): Der Prozess um den Mord an Rosa Luxemburg und Karl Liebknecht: Aus dem Plädoyer des Anklagevertreters (Jorns) (in: Der Mord an Rosa Luxemburg und Karl Liebknecht. Frankfurt/Main 1967, S. 111-115) Politikerezh Alamagn Istor Alamagn en XXvet kantved Komunouriezh
852
https://br.wikipedia.org/wiki/Japaneg
Japaneg
Ar yezh japanek pouezusañ eo ar japaneg (japaneg 日本語, Nihongo), komzet evel yezh kentañ gant 128 milion a dud e Japan, Hawaii, Brazil, Guam, Palau ha Taiwan. An 9 yezh vuiañ-komzet er bed a-bezh eo. Ar re vouzar a ra gant yezh ar sinoù japanek. Skriturioù Daou zeskad lizherennoù diforc'h a vez implijetan eil gant egile. Kanji (ger-ha-ger: "arouezennoù an dierniezh Han"), ur skritur kealluniel a-orin eus Sina. Kana, ur reizhiad silabennek deveret eus ar skritur kanji. Daou strollad zo e kana : hiragana ha katakana. Savet eo bet hiragana dre eeunaat kanji, daoust m'eo ar katakana ur lodenn tennet eus kanji. Skrivet vez ar c'homzoù japanek rik en hiragana (graet e vez yamatokoba "komz ar yamato" eus ar c'homzoù-mañ. Implijet e vez ar reizhiad katakana evit skrivañ ar c'homzoù estren ; graet vez gairaigo "komzoù deuet eus an diavaez" eus ar c'homzoù estren. Evit trouzadelloù e vez implijet ivez, evit ar c'homzoù a venner pouezañ warno, hag a-wechoù evit anvioù loened ha plantennoù, ha kement zo. Treuzskrivet e vez ar japaneg gant lizherennoù latin ivez (rōmaji). An hini implijetañ e diavaez ar vro eo ar reizhiad ijinet gant ar misioner stadunanat James Curtis Hepburn (1815-1911 e 1867 ; kemmet eo bet gant Japaniz, a ra Hébon-shikianezhañ. Neowazh, lod Japaniz a implij ar reizhiad Kunrei (Kunrei-shiki), bet lakaet e pleustr gant Ministrerezh japanat an Deskadurezh dre un aridennad lezennoù adalek 1937 betek 1954 ; disheñvel un tamm eo diouzh ar reizhiad Hepburn. Gant ar reizhiad Hepburn e ra lod Japaniz hag a heuilh kentelioù er skolioù-meur. Komzerien Implijet e vez ar japaneg gant 128 milion a dud en holl. An holl Japaniz e Japan a gomz japaneg. Un nebeud japanegerien zo c'hoazh e Taiwan ha Korea ar Su, a zo bet trevadennet gant Japan. Kelennet e vez ar japaneg evel yezh estren en darn vrasañ eus broioù Azia ar Reter hag en Okeania. Ez-wir ez eo ar japaneg ur lodenn eus an daouzek yezh komzet gant ouzhpenn 100 milion a dud er bed. Yezhadur, kevreadur hag implij Disheñvel-krenn diouzh hini forzh pe yezh all eo yezhadur ar japaneg, evel hini an turkeg pe hini an euskareg. Ken displann eo e orin ma vez renket ar japaneg e strollad ar yezhoù japanek ken eeun ha tra, a-gevret gant ar yezhoù a vez komzet en enezeg. E dibenn ur frazenn e vez he c'halonenn peurliesañ, evel en alamaneg ; ur verb e vez ar galonenn-se, a zistager goude bezañ distilhet an holl elfennoù all : rener ar verb, renadenn, resisañ an amzer hag al lec'h ; nemedennou zo dre gomz koulskoude. Un anv pe un anv-gwan a c'hall bezañ e kalon ar frazenn a-wechoù. N'eus na reizh na niver d'an anvioù-kadarn e japaneg, ha ne vez ket displeget ar verboù hervez ar gour ; ar rannigoù digemm a ro da anaout karg ar gomz er frazenn. Ouzhpenn vez diferet ar japaneg gant e reizhiad e-keñver an enorioù, diwar skouer yezhoù all en Azia : diouzh dere an den a gomzer dezhañ eo live ar yezh, implijet e vez da neuze verboù all pe stummoù yezhadurel all. Da skouer, pa lavarer  resevet em eus ur prof  e vez disheñvel ar verb hervez m'eo bet resevet ar prof digant ur mignon pe ur c'helenner. Ouzhpenn da se ez eneber an "uvelded" (pa gomz an den anezhañ e-unan pe en anv ur strollad m'eo ezel) ouzh an "doujañs" ouzh an den ma komzerdezhañ pe dezhi. Alese e teu daou zoare da gomz : ne gomzer ket da dud ar familh evel ma reer d'an dud all, ha disheñvel e komzer ket d'un tad, d'ur vamm, d'ur breur, d'ur c'hoar, hag all. Bez' ez eus tri live a enorioù : ar stumm eeun (kenjōgo, "yezh an uvelded"), ar stumm seven eeun pe (teineigo, "yezh ar gourtezi") hag ar stumm seven uhel (sonkeigo , "yezh ar bri"), gant argemmoù kreñvder e pep live. Rannyezhoù Evel evit an darn vrasañ eus ar yezhoù er bed ez eus kalz rannyezhoù e japaneg. Diforc'hioù gerioù zo, diforc'hioù pouez-mouezh ivez. Ben eo ar ger japanek evit "rannyezh", hag evit menegiñ anv ur rannyezh e vez ouzhpennet ben'' e dibenn anv ar gêr pe ar c'hornad-bro ma vez komzet. Liammoù divaez 利日語 Dizoloit ar japaneg Japaneg
853
https://br.wikipedia.org/wiki/Smashing%20Pumpkins
Smashing Pumpkins
Ur strollad rock dazeilat eo ar Smashing Pumpkins. Pevar ezel a zo e-barzh: Billy Corgan (kan ha gitar), James Iha (eil gitar), Jimmy Chamberlin (batiri) ha D'arcy Wretzky (gitar-boud), e-lec'h he Melisa Auf Der Maur e 2000, baserez e-barzh Hole a-raok. Kavet eo bet anv ar strollad gant Billy Corgan, klevet en doa dre un hunvre ar frazenn-mañ: « Joe Strummer is a drank and smashing pumpkins ». Savet ar strollad e 1988 e-barzh Chicago (Illinois) dre m'eo aet asam's Billy Corgan ha James Iha. Embannet eo an albom kentañ e 1991, Gish (daveet d'ar c'hoarierez sinema mud anvet Lillian Gish), met mouget eo bet gant an albom Nevermind ga' Nirvana. Gant an eil albom bet embannet e 1994 an hini eo kaset ar strollad da vrasañ strollad rock ar bloavezhioù 90. Asuret eo gant an albom nerzh ha milzinded an testennoù savet gant Billy Corgan, pezh a arouez teskad oberennoù ar strollad. War-lerc'h Siamese Dream vo Pisces Iscariot, fasou B zo barzh. Digemeret vo ar strollad gant tout an dud gant Mellon Collie & The Infinite Sadnes e 1995, deuet eo da vezañ an doubl albom gwellañ gwerzhet e-barzh bed a-bezh, memes dirak The White Albom gant ar Beatles ha The Wall gant Pink Floyd. 5 singel zo tennet deus an albom-mañ : Bullet With Butterfly Wings, Tonight Tonight, Zero, Thirty-Three ha 1979. Kontet eo an albom e-touez ar re wellañ bet gwerzhet pad ar bloavezhioù 90. Hag e 1996 a-ziwar lañs nevez ar grunge, ez embann ar strollad The Aeroplane Flies Hight, ur c'houfrig 5 cd e-barzh ha 33 ganaouenn a galite ha dezhe bezañ fasoù B. E-pad an droiad seniñ e 1996 e varv paotr ar c'hlaouier gant un overdos heroin, Jonathan Melvoin oa e anv. Ha Jimmy Chamberlain, tapet e-barzh an afer, zo kaset d’an toull-bac'h. Pa’z eo aet kuit Jimmy Chamberlain e cheñch ar strollad penn d'ar vazh, hag embann a ra Adore e 1998, gant ur voest lusk e-lec'h paotr an taboulinoù, mont a ra ar strollad da seniñ tonioù muioc'h elektronek, gant taolioù-arnod ivez. Memes ma'z eo ken brav an albom hag ar re all vo ur c'hwitadenn e-keñver ar gwerzhioù. Embannet vo Machina/The Machines of God er bloaz 2000. Deuet eo Jimmy Chamberlain en-dro. Distroet eo ar strollad d'ar rock gant an albom-mañ, sed c'hoant Billy Corgan ur seurt "concept album". War-lerc'h e nac'ho Virgin embann Machina II/Friends & Ennemis of Modern Music, embannet vo neuze dre guzh war vinil ha skrivet zo e-barzh derc'hel an oberenn d'an dud toud war internet. Moaien zo da bellgargañ anezhañ war ar lec'hienn (http://www.billy-corgan.com/downloads/mp3/machina2/index.php) Disppartie eo ar strollad abaoe Albomoù Gish Siamese Dream Pisces Iscariot Mellon Collie & The Infinite Sadnes The Aeroplane Flies High Adore Machina / The Machines of God Machina II / Friends & Ennemies of Modern Music Zeitgeist Oceania Monuments to an Elegy Shiny and Oh So Bright, Vol. 1 / LP: No Past. No Future. No Sun. Cyr Atum: A Rock Opera in Three Acts Strolladoù sonerezh rock Strolladoù sonerezh SUA
856
https://br.wikipedia.org/wiki/Nirvana%20%28strollad%20sonerezh%29
Nirvana (strollad sonerezh)
Ur strollad rock-grunge oa Nirvana, savet e 1987 hag echu e 1994 goude emzistruj penn ar strollad, Kurt Cobain oa e anv. Hollvrudet eo ar strollad, gant tonioù rock eus ar c'hevier, dindan zouar, er c'hardioù, punk, o skrijal mesket gant ar gitarioù skiltr leun a larsen. Bet awenet en e oad tener gant startijenn sonerezh rock ar bloavezhioù 70,80 evel Patie Smith, Janies Joplin, hag all... Savet e oa bet ar strollad ba Aberdeen ba Stad Washington, er reter eus SUA. Ar re gentañ bar strollad oa: Kurt Cobain (kan ha gitar), Krist Novoselic (gitar-boud) ha Chad Channing (batiri). Gant 600 $ argant chakod e savjont an albom Bleach, e ti ul label dizalc'h ba Seattle (Sub Pop), evit-fed ar c'hoñvers n'eo ket re rust, met "barnet" mat eo a-benn 'r fin. Laket o doa Dave Grohl da erlec'hiañ Chad Channing, hemañ ne oa ket ken evit kontantiñ an daou re all, hag embannet o doe un eil bladenn, Nevermind. Kalz gwelloc'h ar son anezhañ neuze, a-drugarez d'un enrolladenn a galite (gant Butch Vig), ur seurt son pop gantañ. Pezh na blijo ket da gKurt tamm ebet. Enrollet eo bet dindan ar label Geffen Records, ur c'hoarvoud a-bouez ha dic'hortoz kaer evit leurenn bed ar sonerezh hag a goñsakro labelioù dizalc'h hag ar grunge... Klevet e veze Smells Like Tenn Spirit (pennganaouenn an albom) hogos ur wech bep eurvezh war MTV, un himn eo deuet da vezañ hag razh an dud a anve bremañ c'hoazh seniñ ar bommoù kentañ gant ar gitar. Etre an Nevermind hag In Utero e oa bet embannet ur strobad kanaouennoù anvet Incesticide, ur seurt meskaj eo gant torkadoù kanaouennoù chomet diembann betek-henn, pe gant fasoù B ivez. An dra-se o doa graet evit lakat ar selaouerien da c'hortoz ul lajiad. E 1993 o doa embannet In Utero, startoc'h da selaou er penn kentañ evit ar re n'int ket kustumet deus seurt kanaouennoù ha sonioù, sed dres ar pezh a venne Nirvana seveniñ. Berzh bras zo bet gantañ e-keñver ar c'hritik hag ar c'henwerz, pezh a lakae Kurt Cobain da vezañ lakaet diaes, hemañ a venne splujañ en dianav en-dro. Ne c'houzañve ket ar brud ken, en arbenn ma oa gant kudennoù drammaj, hag gant e wreg, ur stipen seksi, a dene splet eus kement degouezh a oa evit diskouez beg hi fri d'ar babarazied. Enrollet ez eus bet e 1993 un abadenn "unplugged" e-barzh studioioù MTV, diwezhatoc'h e vo graet ur bladenn deuzouti. Ar sonadeg-mañ a ziskouez un dremm-all eus ar strollad, un arvez akoustikel hag a brou e oa Nirvana ouzhpenn ur strollad rock klasel, espar e oa... Goude emzistruj Kurt Cobain d'ar 5 a viz Ebrel 1994, e oa echu gant ar strollad. Hogen diamzerel eo deuet ho sonerezh da vezañ, hag e plij kement c'hoazh d'ar remziadoù deuet da heul, un tammig evel ma ra ar Beatles. Bez' oa Pat Smear (gitar) ba'r strollad n'eus ket pell a-raok marv Kurt. Izili Pladennoù Bleach (1989) Nevermind (1991) Hormoaning (1992, nemet ba Japan ha ba Aostralia) Incesticide (1992) In Utero (1993) MTV Unplugged in New York (1994) From the Muddy Banks of the Wishkah (live) (1995) Nirvana (2002) (anvet ivez Best Of 1988-1994) Nirvana Strolladoù sonerezh SUA Strolladoù sonerezh ar bloavezhioù 1980 Strolladoù sonerezh ar bloavezhioù 1990
858
https://br.wikipedia.org/wiki/Buffalo%20Springfield%20%28albom%29
Buffalo Springfield (albom)
Buffalo springfield pedavare : miz Gouere - miz Gwengolo 1966 produerien : Brian Stone ha Charles Greene ijinourien : "Doc" Siegel, Tom May studioioù enrollañ : Gold Star Studios ha Columba Studios, Los Angeles An albom kentañ gant Neil Young an hini eo. Ar produiñ n'eo ket gwall vrav. Un diouer a skiant-prenañ zo gant ar broduerien, pezh a lak an albom da vezañ divlaz pa vez keñveriet ouzh ar sonadegoù, n'eus gitar-boud ebet kazimant, n'eo ket gwall greñv ar son gant nebeut a startijenn e-barzh. C'hwitet eo bet an albom un tamm, n'eo ket abalamour d'ar c'hanaouennoù met abalamour d'ar produiñ fall. Dont a ra war-c'horre ar c'hanaouennoù bet savet gant Neil Young, kement a-fed ar muzik hag a-fed an testennoù, kalz muioc'h evit-fed ar re bet savet gant Stephen Stills. Met a-benn ar fin n'eo ket ur c'hlasik an albom-mañ. 12 kanaouenn Baby Don't Scold Me Go and Say Goodbye Sit Down, I Think I Love You Nowadays Clancy Can't Even Sing Hot Dusty Roads Everybody's Wrong Flying on the Ground is Wrong Burned Do I Have to Come Right Out And Say It Leave Out of My Mind Pay the Price Neil Young
859
https://br.wikipedia.org/wiki/Buffalo%20Springfield%20again
Buffalo Springfield again
Buffalo Springfield Again zo anv eil albom ar sonerien a oa bet bodet da-geñver enrolladenn Buffalo Springfield hag embannet e miz Here 1967 (Atco/Atlantic). Div ganaouenn savet gant Neil Young zo a-bouez, dreist-holl : Mr. Soul ha Broken Arrow. E 2003 e oa bet ranket da 188vet gwellañ albom gant ar gelaouenn Rolling Stone diwar ar 500 gwellañ a-holl-viskoazh. pedavare ? Miz Kerzu 1967 produerien : Richie Furay, Jack Nitzsche, Stephen Stills, Neil Young ijinourien : Bruce Botnik, Jim Messina, Ross Myering studioioù enrollañ : Studios Gold Star, Columbia, Sunset Sound ha Sound Recorders e Los Anjeles hag Atlantic Studios e New York Labourat a ra an tri saver kanaouennoù o-unan-penn - hag a-wechoù an añrejistramant - , hag a-benn ar fin eo Buffalo Springfield Again ur seurt meskaj gant stiloù hag a ya eus ar c'hountry betek ar western, en ur dremen dre ar pop hag ar rock, met n'eo ket poellek an albom tamm ebet. Deuet an oberennoù gant Neil Young da vezañ mui-oc'h-mui ambisionus ha tri mil gempennet, met an albom zo é hoskellat beket re etre ar stiloù difer, hag ar produ a chom mall-e-gas. 10 kanaouenn Mr. Soul A Child's Claim to Fame Everydays Expecting to Fly Bluebird Hung Upside Down Sad Memory Good Time Boy Rock & Roll Woman Broken Arrow Neil Young
860
https://br.wikipedia.org/wiki/Last%20time%20around
Last time around
Last Time Around pedavare ? Miz Eost 1968 Produer : Jim Messina Ijinourien : A bep seurt lec'hiou da añrejistrañ : Sunset Sound, Los Angeles Daspunet eo bet da vat goude d'ar strollad en em zispartiañ, graet eo bet gant Richie Furay hag a-wechoù gant ar basour Jim Messina. Ne c'hell ket bezañ kontet da albom an enrolladenn-mañ. Un dra zo kurius evelato, koherantoc'h eo evit an daou gentañ. Imbroudus eo an albom, seped "I Am A Child" gant Neil Young, ha just a-walc'h n'eus ket kalz kanaouennoù bet savet gant hemañ e-barzh. D'ar mare-se e oa miret ar re wellañ deus ar c'hanaouennoù evit e reuz e-hunan. 12 Kanaouenn On The Way Home It's So Hard To Wait Pretty Girl Why Four Days Gone Carefree Country Day Special Care The Hour Of Not Quite Rain Questions I Am A Child Merry-Go-Round Uno Mundo Kind Woman Sonerezh ar bloavezhioù 1960
863
https://br.wikipedia.org/wiki/Tibeteg
Tibeteg
Ur yezh tibetek-burmek eo an tibeteg (བོད་སྐད་ bod skad) komzet gant tro-dro da 6 milion a dud e Tibet, Qinghai, Gansu, Sichuan ha Yunnan e Sina hag e Ladakh ha Sikkim en India hag e Bhoutan ha norzh Nepal. Azrannet eo an tibeteg e meur a zialekt. Hag e-mesk ar re-se, dialekt Lhasa, a zo ur sort "lingua franca" e-touesk an Dibetaned, zo ur langaj unsilabek-ton. Ar rDzong-kha, un dialekt all tibetek, zo langaj ofisiel ar Bhoutan. Goulskoude, dialektoù all, sort d'an Amdo, n'o deus ket ton ha n'o deus strollajoù kensonenn a-gent kompliket, hag a zistaol muoc'h ar re zo merket ba'n ortograf. Notet eo an Tibeteg gant un alfasillabeg bet krouet er VIIved kantved gant Thonmi Sambhota, eñv ministr ar roue Strong-btsan sgam-po, a-ziwar an devanâgarî. Bez so tregont lizherenn koublet gant pevar signoù diakritik implijet evit notiñ ar vogalennoù i, u, e, o. War kement-se vez laket teir gensonenn suskrit ouzhpenn, hag a zo moien gante cheñch ton ha lamet ur sachañ-alan, ha 4 gensonenn souskrit a-benn notiñ ar re dre ar staon pe ar re gant beg an teod war-gil. E-mesk ar langajoù tibeto-birman eo an tibeteg unan deus ar re goshañ testeniekaet, gant an tangout, ar birmaneg, an newareg hag ar meteieg Langaj klasik bouddhism an Asi Uhel, bez so e-barzh ur lizheradur pourvezet abaoe ar VIIIvet kantved. Lizherenneg Skrivet e vez gant ar skritur tibetek. Dindan Unikod vez kodet deus 0F00 da 0F7F ar c'harakterioù tibetek. Set aze ar lizherenneg tibetek, e dbu can (karakteriou moulet), dbu med (skritur a-red pluenn) hag e trañsliterañ Wylie. Liammoù en diavaez Diwar-benn al lizherenneg Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Sina Yezhoù India Yezhoù Nepal Yezhoù tibetek ar c'hreiz
866
https://br.wikipedia.org/wiki/Sonic%20Youth
Sonic Youth
Sonic Youth a zo ur strollad rock bet savet e New York e 1981. Alies e vez liammet o stil gant luskad ar rock dazeilat. Mont a ra Sonic Youth war-hanter gant kalz stiloù sonerezh abaoe ar bloavezhioù 1980 : da gentañ tout No wave (1981-1983), ha Hardcore (1983-1986), grunge (1989-1992), post-rock (1998-2001). Abalamour d'o stil(où) dezhe o-unan eo start renkañ anezhe en ur stil ledan : savet ha maget int bet gant levezonoù a bep seurt, sed pezh a laka anezhe da gaout ur spered dezhe o-unan. Sonerezh ar strollad a vez sellet outañ evel ur seurt diampradur a-fed sonerezh pop dre implij kement diskordañs pe disgwiadenn a zo e-barzh kanaouennoù savet a-ziwar hesonioù pop. Izili Sonic Youth a gemer perzh e raktresoù arz all (sonerezh, kleweled, ...) ha paeroniaet o deus meur a strollad dizalc'h (an heni brudetañ eo Nirvana, e penn-kentañ ar bloavezhioù 90). Tro o deus bet ivez da genlabourat gant Brigitte Fontaine e 2000. An izili Kim Gordon (gitar boud, gitar, kan) Thurston Moore (gitar, kan) Lee Ranaldo (gitar, kan) Jim O'Rourke (gitar, gitar boud, kenaozer, etre 2000 ha 2006) Steve Shelley (taboulinoù, abaoe 1986) Pladennoù Sonic Nurse (2004) Dirty - Deluxe Edition (2003) Murray Street (2002) In The Fishtank Sonic Youth / I.C.P. / The Ex (2002) Demonlover - Bande Originale Du Film De Olivier Assayas (2002) NYC Ghosts and Flowers (2000) SYR5 (2000) SYR4 - Goodbye 20th Century (1999) SYR3 (1998) Silver Session (For Jason Knuth) (1998) A Thousand Leaves (1998) SYR2 (1997) SYR1 (1997) Washing Machine (1995) Made in USA - Music From The Original 1986 Motion Picture Soundtrack (1995) TV Shit Sonic Youth with Yamatsuka Eye (1994) Screaming Fields of Sonic Love (1994) Experimental Jet Set, Trash and No Star (1994) Dirty (1992) Goo Demos(1990) Goo (1990) The Whitey Album Ciccone Youth (1988) Daydream Nation (1988) Master=Dik (1987) Sister (1987) EVOL (1986) Bad Moon Rising (1985) Sonic Death - Early Sonic 1981-1983 (1983) Kill Yr. Idols (1983) Confusion is Sex (1983) Sonic Youth (1982) Strolladoù sonerezh rock Strolladoù sonerezh SUA
868
https://br.wikipedia.org/wiki/Frank%20Zappa
Frank Zappa
Frank Vincent Zappa (21 a viz Kerzu 1940 - 4 a viz Kerzu 1993) a oa ur soner rock, ur sonaozer, sevener ha flemmataer eus ar Stadoù-Unanet. En e 33 bloaz a sonerezh e voe Zappa unan eus sonerien-sonaozerien strujusañ eus e vare gant ouzhpenn 60 a bladenn enrollet gantañ en e vuhez, pep pladenn o vezañ graet pladennoù dibar diouto. Ouzhpenn-se e oa ur gitarour-tredan brudet hag ur produer prederiet ha gouiziek, hag a enrollas holl e bladennoù war-lerc'h 1966. E damm buhez Ganet eo bet e Baltimore ( e Maryland). Savet eo bet e Kalifornia. Levezonet eo bet gant sonerien penn a-raok evel Edgar Varèse hag Igor Stravinsky ha strolladoù karter rhythm and blues. Goude ur reuz berr a-walc'h evel kaner micherel (enrollet eo e Memories Of El Monte marvnad gant ar Penguins) ez a Zappa da ezel a-barzh ur strollad karter da c'hitarour. Diwezhatoc'hik en deus roet Mother da anv ar strollad. Sinet e oa bet ar Mothers gant ar produer Tom Wilson, hag embannet war-lerc'h an albom doubl Freak Out (1966). An daou Absolutely Free ha Lumpy Gravy a zo embannet er bloaz war-lerc'h. Enrollañ a ra Zappa ivez Wer're Only In It For The Money, ur flemmgan chourrik a-enep ar flower power met ivez eus an doare da vevañ er Stadoù Unanet, luadennet eo Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band (Beatles) gant pajenn gentañ ar levr, lakaet 'z eus bet legumajoù e-lec'h ar bleunioù. Goude kalz albomoù gant ar Mothers, da lâret eo Cruising With Ruben & The Jets gant ur stil doo-wop, ec'h embann Hots Rats un albom solo gant binviji nemetken e-lec'h ma vez santet ur stumm-soniñ levezonet gant ar free jazz, kenkoulz hag un albom bet enrollet dirak an arvesterien e-barzh ar Fillmore East, perzh en do John Lennon e-barzh (ha pa na ve ket skrivet kement-se war an disk). Delc'her a ra da embann forzh pegement e-pad ar bloavezhioù 1970, na kaerat albom Once Size Fits All hag Apostrophe hag all tout, gant sonerien all e-barzh ar Mothers. Goude un troc'h e teu Zappa en-dro ha kalz eus e labour a-ziagent zo levezonet gant ar sinklaouier implijet gantañ evit sevel ha mestroniañ a ra teknikoù studio evit ober efejoù gant binviji difer. Ha dont a ra e labour da vezañ mui-oc'h-mui politik, dre ober goap eus an delevañjelisted ha deus ar gostesenn republikan e-barzh ar Stadoù-Unanet. E penn kentañ ar bloavezhioù 1990 en em ro Zappa penn-kil-ha-troad da labourioù laz-seniñ hà gant ar c'hlaouier. E 1992 eo diouganet dezhañ krign-bev ar prostat, sed pezh a gaso anezhañ d'an anaon pelloc'h d'ar 4 a viz Kerzu 1993. E droiad-soniñ diwezhañ gant ur strollad rock zo e 1988, un teskad 12 muzisian, goulenn a ra digante gouzout 100 kanaouenn (an darn vrasañ savet gant Zappa e-unan), met mont a raent kuit an eil war-lerc'h egile abalamour d'an dizemglev savet etreze ha Zappa, kement-se a-raok fin an droiad. Bezañ zo memes tra euzoutañ e-barzh an albomoù The Best Band You Never Heard In Your Life (sed kanaouennoù gant liv ar politikerezh warne, hag eilkanajoù muzik film., Make A Jazz Noise Here (peurliesañ kanaouennoù gant binviji nemetken ha dre arnodenniñ) hà Broadway The Hard Way (kanaouennoù nevez), hag evit kanaouennoù zo war You Can't Do That On Stage Anymore Volume 6. Sammet eo Frank Zappa gant krign-bev ar prostat d'an oad a 53 bloaz. Peuzkent e varve reas war-dro politik ar c'hultur tchek diwar het Václav Havel. Lakaet e oa bet Zappa e-barzh ar Rock 'n' Roll Hall of Fame e 1995. Un asteroidenn zo bet anvet (3834) Zappafrank ivez. Standilhonoù Arrudennoù Pladennrolladur Filmoù da sevener True Story of Frank Zappa's 200 Motels, The (1988) (Video) Amazing Mr. Bickford, The (1987) Uncle Meat (1987) Does Humor Belong in Music? (1985) (Video) Video from Hell (1985) (Video) Dub Room Special, The (1984) (Video) Baby Snakes (1979) 200 Motels (1971) Da saver a-fed ar sonerezh Frank Zappa: Phase II - The Big Note (2002) Y tu mamá también (2001) (chanson) « Duckman » (1994) (série TV) Peefeeyatko (1991) Cousteau: Alaska: Outrage at Valdez (1989) True Story of Frank Zappa's 200 Motels, The (1988) (Video) Amazing Mr. Bickford, The (1987) Uncle Meat (1987) Does Humor Belong in Music? (1985) (Video) Video from Hell (1985) (Video) Dub Room Special, The (1984) (Video) Baby Snakes (1979) 200 Motels (1971) Run Home Slow (1965) World's Greatest Sinner, The (1962) Levrioù The Real Frank Zappa Book, Frank Zappa (Poseidon, 1989) Zappa : A Biography, Julian Colbeck (Virgin Books, 1987) Zappa : Electric Don Quixote, Neil Slaven ( Omnibus, 1996) Frank Zappa, La Parade de l'Homme-Wazoo, Guy Darol (Le Castor Astral, 1996) The Complete Guide To The Music Of Frank Zappa, Ben Watson (Omnibus, 1998) Zappa de Z à A, Guy Darol et Dominique Jeunot (Le Castor Astral, 2000 ; 2005) Dangerous Kitchen, Kevin Courrier (ECW Press, 2002) Frank Zappa et les Mères de l'Invention, Christophe Delbrouck (Le Castor Astral, 2003) Frank Zappa, l'Amérique en Déshabillé, Guy Darol (Le Castor Astral, 2003) Frank Zappa/One Size Fits All/Cosmogonie du Sofa (Le Mot et le Reste, 2008) Frank Zappa (Le Castor Astral/Castor Music, 2009) Liammoù Zappa.com Frank The Dancing Fool on Singing Fool Zappa Wiki Jawaka - a wiki dedicated to FZ Kill Ugly Radio Zappateers - we're only in it for the music Zappa, Frank Sonerien SUA Ganedigezhioù 1940 Marvioù 1993 Kanerien SUA
869
https://br.wikipedia.org/wiki/Everybody%20Knows%20This%20Is%20Nowhere
Everybody Knows This Is Nowhere
Gant an albom-mañ, Everybody Knows This Is Nowhere, eo deut Neil Young da gavout e hent dezhañ e-unan, gant sikour laouen-diaket ar strollad rock Crazy Horse. Enrollet eo bet buan a-walc'h gant an nebeutañ "overdubbing" ma c'halled. Draskal a ra ar c'hanaouennoù gant ur sil gitar frev, ha nerzh ar yaouankiz. An div ganaouenn hirañ eo ivez ar re wellañ, zoken ma'z eus bet prouet emañ Neil Young en e vleud gant ar sonioù berr a seurt gant Cinnamon Girl ha Round And Round (It Won't Be Long). Titloù Cinnamon Girl Everybody Knows This Is Nowhere Round And Round (It Won't Be Long) Down By The River The Losing End (When You're On) Running Dry (Requiem For The Rockets) Cowgirl In The Sand Neil Young
874
https://br.wikipedia.org/wiki/Relijion
Relijion
Ur relijion a vez graet eus ur reizhiad sevenadurel diazezet war boazioù, hengounioù, testennoù, lec'hioù sakr, diouganoù, selloù buhezegel, hag aozadurioù a liamm an denelezh ouzh an dreistordinal. En desped da-se n'eus ket eus un diazez skol anat eus petra a dalvez resis ur relijion. Termenadur Ar relijion a denn d'ar c'hredennoù en un Doue pe e lies doueoù pe e nerzhioù dreistnatur. Ober a reer an diforc'h etre relijionoù (pe kravezioù) liesdoueek hag ar re undoueek. Ar relijionoù undoueek eo ar re ledetañ en amzer hiziv : ar yuzevegezh, ar gristeniezh, ar vuzulmadegezh eo an teir pennañ (relijionoù al Levr). Relijionoù ar bed Relijionoù undoueek Ar yuzeviezh Ar gristeniezh pe relijion gristen An Islam Ar Zoroastriezh Relijionoù liesdoueek An hindouadegezh An drouizelezh pe relijion ar Gelted Kravez pe relijion an drouizien hag ar Gelted kozh. Relijion ar C'hresianed Kravez pe relijion ar C'hresianed kozh. Relijion ar Romaned Ar voudaegezh Ar voudaegezh a vez kemeret a-wechoù evel prederouriezh pe evel ur relijion. Relijionoù hervez ar mareoù Notennoù Relijion
876
https://br.wikipedia.org/wiki/Tibet
Tibet
Tibet (tibeteg: བོད་, Bod, distaget pö [pʰø̀ʔ] e rannyezh Lhasa; sinaeg ofisiel 西藏; pinyin: Xīzàng; sinaeg implijet a-wezhoù gant Tibetiz a-du gant an Dalai Lama: 吐博 Tǔbó) a zo ur vro eus kreiz Azia, dalc'het gant Republik Pobl Sina abaoe 1949. 4.900 m eo hec'h uhelder etre, dre-se e reer toenn ar bed anezhi alies. Rannvroioù Tibet Pa gomzer eus Tibet e c'haller komz eus tri zakad disheñvel stag an eil ouzh egile : Uhelgompezenn Tibet, un uhelgompezenn ec'hon bevennet gant gouelec'h Taklamakan en norzh hag an Himalaya er su. Emañ dindanañ ar pep brasañ eus Takad Emren Tibet ha proviñs Qinghai, e Sina, hag al Ladakh e Kachmir. Ur c'horread 1 000 war 2 500 kilometrad en deus, hag e uhelder keitat zo en tu all da 4 500 metr. Graet a vez "Toenn ar bed" anezhi rak ar brasañ hag an uhelañ kompezenn eus ar bed ez eo, dezhi 2 500 000 km² (war-dro peder gwezh ment Texas pe Bro-C'hall). Ar vro poblet gant an Dibetaned zo ketpar d'an takadoù yezh lec'h ma vez implijet an tibeteg gant an holl, ha d'un takad dezhañ ur sevenadur dezhañ e-unan, gant ur relijion voutin : al lamaelezh. Ar Xizang hag a zo un takad melestradurel emren eus Sina, dezhañ ur statud dezhañ e-unan, evel ar Xinjiang (pe Turkestan Sina), pe c'hoazh Mongolia an Diabarzh. 1 221 600 km² gorread eo. Kontet e vez 6 milion a Dibetaned ha 7,5 milion a Sinaiz ouzhpenn, deuet nevez 'zo. Kêr-benn istorel, ul lec'h-kreiz e-lec'h ma vez ordin pennoù bras relijion Tibet, sed Lhasa. A-raok bezañ bet staget ouzh Republik pobl Sina e 1949, oa gouarnet Tibet gant un Dalai Lama (ur rener relijiel hag a oa dileuriet gant e bared hag a oa en e gerz ar galloud sekulier) ha rannet e oa e 3 c'hornad-bro : U-Tsang, (sinaeg 西藏 pinyin: Xizang), a zo deut da vezañ takad melestradurel emren ar Xizang ; Amdo an norzh, zo staget bremañ ouzh proviñs sinaat Qinghai ; Kham, er reter hag er gevred, a zo staget bremañ ouzh teir froviñs sinaat : Gansu, Yunnan ha Sichuan. An harzoù Tibet istorel zo tri harz dezhañ gant Turkestan, Mongolia, Sina, Birmania, India, Bhoutan, ha Nepal. Istor Republik Sina Diazezet e oa Republik Sina d'ar c'hentañ a viz Genver 1912 hag ur miz diwezhatoc'h rejant Qing Impalaer Xuantong a roas e zilez.. E miz Ebrel 1912 en em zaskoras soudarded gwarnizon sinaat Lhasa d'ar renerien tibetat daoust ma felle d'ar gouarnamant republikan sinaat ober e zileuriad nevez eus komandant ar soudarded sinaat e Lhasa. Distreiñ a reas an Dalai Lama da Dibet eus India e miz Gouere 1912. E diwezh 1912 e oa distroet ar soudarded sinaat d'o bro goude tremen dre India. Ar skrid-emglev etre Tibet ha Mongolia e 1913 E deroù 1913, Agvan Dorzhiev ha daou zileuriad dibetat all a sinaas ur skrid-emglev etre Tibet ha Mongolia, en Ourga, a embanne e anavezent an eil egile hag e anavezent ivez e oant dizalc'h diouzh Sina. Koulskoude, aotrouniezh Agvan Dorzhiev da sinañ un hevelep emglev zo bet atav breutaet diwar he fenn - hag e vez c'hoazh - gant tud zo, en o zouez arbennigourien war a gwir. Nac'hañ a reas an XIII Dalai Lama e-unan en dije aotreet Agvan Dorzhiev da sevel an disterañ skrid-emglev diwar-benn an Tibet. Biskoazh ne oa ratifiet ar skrid-emglev-se gant gouarnamant Tibet ha biskoazh ne oa embannet an nep stumm tibetat eus an emglev-se gant gouarnamant Tibet. Un diplomat rusat a zisklêrias d'ar c'hannad saoz e oa peadra da gaout douetañs diwar-benn barregezh lezennel Agvan Dorzhiev da sinañ un hevelep emglev rak ur sujed rusat a oa anezhañ. Un nebeud skrivagnerien saoz o deus displeget o disfiz e_keñver bezañs ur seurt skrid-emglev, met tud skol-veur Mongolia peurvuiañ a lavar ez eus bet anezhañ a lavar krenn ez eus anezhañ, as were skrivagnerien eus ar mare-se. Testenn ar skrid-emglev e mongoleg zo bet embannet, da skouer, gant Akademiezh ar skiantoù Mongolia e 1982. Kendalc'h Simla e 1914 E 1914, dileuridi eus Sina, Tibet ha Breizh-Veur a varc'hatas ur skrid-emglev en India: Kendalc'h Simla e oa. E-doug ar c'hendalc'h e klaskas ar Saozon rannañ Tibet e daou : Tibet Diabarzh ha Tibet Diavaez (evel Mongolia). Pa baouezas an divizoù abalamour d'an dizemglevioù diwar-benn ar bevennoù resis etre Tibet Diavaez ha Tibet Diabarzh, e c'houlennas ar Saozon e-lec'h kement-se lakaat o linenn kontrol pelloc'h war-raok, ar pezh a roe an tu dezhe da gemer 9000 kilometrad karrez eus tiriad hengounel an Tibet er su, bro Tawang, a glot gant gwalarn ar Stad indian a-vremañ anvet Arunachal Pradesh, tra ma anavezent aotrouniezh Sina war Tibet hag e statud evel ul lodenn eus an tiriad sinaat, gant promesa gouarnamant Sina na zeufe ket da vezañ ur broviñs sinaat avat. Sinañ a reas an dileuridi tibetan daoust ma ne save ket Sina a-du gant an emglev, Kentoc'h evel ur sin disfiz bremañ ma oa aet an arme sinaat a-raok; goude diwezh aotrouniezh Sina en Tibet e 1912. Sina a zalc'h mort e oa sinet abalamour m'o doa pouezet ar Saozon war ar re all. Koulskoude dileuriad gouarnamant kreiz Sina a lavaras ne halle ket asantiñ e vije kemeret douaroù gant ar Saozon. Ar vevenn diferet er skrid-emglev, al Linenn McMahon, a oa sellet outi gant Saozon ha diwezhatoc'h gouarnamant India dizalc'h evel an harzoù etre an div vro. Koulskoude diouzh Sinaiz abaoe, dre ma ne oa ket bet sinet ar skrid-emglev gant Sina a oa dezhi an aotrouniezh war Tibet, e oa didalvoud an emglev, hag e oa a-enep al lezenn ar stagidigezh hag an dalc'h eus lodennoù zo eus Arunachal Pradesh gant India. Digeriñ a rae an hent d'ar brezel sinaat-hag-indiaat, e 1962, ha d'an dizemglev etre Sina hag India hiziv diwar-benn tres an harzoù. Ar brezel bed kentañ ha digreizennadur Sina Da-heul deroù ar Brezel Bed Kentañ ha pa oa lodennet Sina etre strolladoù armet renet gant aotronez brezel a soñjas broioù ar c'hornôg hag ar c'hostezennoù a stourme e Sina e traoù mallusoc'h evit an Tibet, hag an XIII Dalai Lama a renas ar vro dinec'h betek e varv e 1933. D'ar c'houlz-se, gouarnamant Tibet a rene an holl Ü-Tsang (Dbus-gtsang) ha kornôg Kham (Khams), ar pezh a glot tamm-pe-damm gant bevennoù Rannvro emren Tibet hiziv. Kham ar reter, en tu all d'ar stêr Yangtze a oa dindan an aotrou brezel Liu Wenhui. En Amdo (Qinghai) e oa luzietoc'h an traoù, gant korn-bro Xining kontrolet goude 1928 gant an aotrou brezel Hui Ma Bufang, a strivas dibaouez da lakaat ar peurrest eus Amdo dindanañ. E 1934, nebeut amzer goude marv an XIII Dalai Lama, e embanns ar c'hKashag o mennozh eus 1914, da lâret eo e chome Tibet ul lodenn eus Sina en un doare arouezel, gant ma c'hallfe ren e aferioù politikel e-unan. E 1940, goude un dro e Tibet e 1936–7, e skrivas an ofiser breizhveurat Freddie Spencer Chapman : "Abaoe the expulsion Sinaiz, da-heul dispac'h 1910, n'eus bet dileuriad ofisiel sinaat ebet e Lhasa. E 1934, koulskoude, pa zistroas ar jeneral Huang Mu Sung da Sina, e lezas e ardivink skingas e karg ur serten aotrou Tsang. Evel ma ne oa ket un hevelep ardivink gant an Dibetaned e teuas Tsang da vezañ un den a-bouez. Sklaer-kenañ e teuas da vezañ n'eus ket pell, e-pad an trubuilhoù war an harzoù Sinaat-ha-Tibetat, rak mont a reas dek devezh pe pemzek d'un den war varc'h o tont eus Lhasa da dizhout Derge pe Chamdo. Pa ne blije ket ar gemennaden da Dsang e kemme anezhañ; pa zisplije dezhañ a-grenn, ne gase ket anezhañ". E 1935 e oa ganet ar XIV Dalai Lama, Tenzin Gyatso en Amdo e reter Tibet hag anavezet e oa evel an adenkorfadur diwezhañ. Kaset e oa da Lhasa e 1937 ha diwezhatoc'h, e 1939, e oa lidet e zonedigezh gant ul lid ofisiel. E 1943 e anavezas gouarnamant ar Stadoù-Unanet en un doare ofiziel e oa eus Tibet ul lodenn eus Sina E 1944, e-doug an Eil Brezel Bed, daou alpaer a orin eus Aostria, Heinrich Harrer ha Peter Aufschnaiter a erruas e Lhasa, ma teuas Harrer da vezañ kulator ha mignon an Dalai Lama yaouank. Kelenn a reas dezhañ un anaoudegezh vat eus sevenadur broioù ar c'hornôg hag eus ar gevredigezh vodern, a-raok bezañ rediet da vont kuit e 1959. Dalc'h Republik pobl Sina Na Republik Pobl Sina na Republik Sina n'o deus paouezet biskoazh da c'houlenn adsevel aotrouniezh Sina war Tibet. E 1950 e teuas Arme Dieubiñ ar Bobl da aloubiñ tolead tibetat Chamdo, ha ganti e voe skubet arme Tibet, dister hag armet fall Abaoe ma oa bet sinet an Skrid-emglev e seitek poent, e 1951, eo bet lakaet Tibet e-barzh Republik Pobl Sina en un doare ofisiel. Hervez ar skrid-emglev-se etre gouarnamant Tibet ha hini Sina, e tlee al lodenn eus Tibet a oa bet dindan an Dalai Lama dont da vezañ un tolead emren-kenañ eus Sina. A-raok 1951, hervez antropologourien, lod bras eus annezidi Tibet a oa served ("mi ser"), stag alies ouzh un douar perc'hennet gant manatioù ha tudjentil. Tibetiz en harlu o deus lavaret ez ae ar served hag o mistri d'ober ul lodenn vihan eus kevredigezh an Tibet, hag e vije aet o bro war vodernaat hec'h-unan hep emell Sina. Diouzh e du e lavar gouarnamant Sina e oa served eus ar pep brasañ eus Tibetiz c'hoazh e 1951, ha disklêriet en deus e vire gouarnamant Tibet ouzh diorroadur ar vro-se e-doug e brantad emrenerezh etre 1913 ha 1959, ha ma enebe ouzh strivoù gouarnamant Sina da vodernaat ar vro. Ar skrid-emglev sinet e 1951 a oa lakaet e pleustr da-gentañ el lodennoù eus Tibet a oa renet gant meslestradur an Dalai Lama (Ü-Tsang ha kornôg Kham). Koulskoude e selle Sinaiz ouzh Kham ar reter hag Amdo (Qinghai) evel broioù na oant ket dindan melestradur gouarnamant Tibet e Lhasa. Abalamour da se e oa bet graet enni evel en ur broviñs sinaat all hag adingalet e oa an douaroù penn-da-benn. Kemeret e voe ar pep brasañ eus an douaroù digant an dudjentil hag ar manatioù hag ingalet e voent d'ar served. Abalamour da se e tarzhas un emsavadeg renet gant tudjentil ha manatioù en Amdo hag e reter Kham e miz Even 1956. An emsavadeg a oa harpet gant ar CIA, en em ledas betek Lhasa. trec'het e voe e 1959. E-pad an darvoudoù e oa lazhet degadoù a viliadoù a Dibetaned. tec'hout a reas ar XIVvet Dalai Lama hag ar gouarnamant da India, en harlu, met derc'hel a reas lod da stourm e Tibet betek 1972 pa baouezas ar CIA da harpañ an harzherezh. Goude emsavadeg Lhasa e 1959, e vihanaas gouarnamant Sina live emrenerezh kreiz Tibet, hag a gasas da benn un adingaladeg eus an douaroù en holl Dibet. D'ar 5 a viz Even 1959, Purshottam Trikamdas, Avokad henaour e lez-uhel India, a ginnigas un danevell diwar-benn Tibet da vodadeg etrebroadel ar wiraourien (an NGO). Er brezegenn graet evit ar gazetennerien a-zivout an danevell e lenner er rannbennad 26 : “ diwar ar fedoù disklêriet a-us e c'haller diferañ ar pezh zo da-heul : … (e) Sellet pizh ouzh kement hevelep prouenn en deus bet ar vodadeg hag ouzh ar re a zeu eus mammennoù all ha kas an oberoù azas da benn, ober mennozh ar vodadeg peurgetket diwar-benn gouzout hag eñ ez eo prouet an torfed gouennlazh — a ziskreder anezhañ kalz war Sinaiz dija — ha ma'z eo prouet, reiñ lusk d'an oberoù rakgwelet e feur-emglev 1948 diwar-benn ar gouennlazh ha gant Karta ar Broadoù Unanet da stourm ouzh an ober-se ha da gavout un digoll a jaoj” E 1989 e oa aotreet ar Panchen Lama da zistreiñ da Shigatse gant gouarnamant Sina a-benn ar fin, e lec'h ma reas ur brezegenn dirak un engroez a 30 000 den ha ma teskrivas ar pezh a wele evel poan Tibet hag an droug a oa graet d'e vro en anv an adreizhadenn sokialour dindan dalc'h Strollad Komunour Sina. Tost e oa e gomzoù d'ar pezh a oa skrivet er sinadeg en doa kinniget da Zhou Enlai e 1962. Pemp devezh diwezhatoc'h e varvas diwar ul lamm-kalon d'an oad a 50 vloaz. Derc'hel a ra Republik Pobl Sina da zeskrivañ e ren e Tibet evel ur wellaenn vras, met derc'hel a ra gouarnamantoù estren zo da sevel o mouezh bep ar mare a-zivout an doare ma talc'h Tibet abalamour d'an testenioù diwar-benn gwallerezh gwirioù mab-den e Tibet a-berzh strolladoù evel an "Human Rights Watch". Holl ar gouarnamantoù, avat, a anavez mestroni Republik Pobl Sina war Dibet hiziv, hag hini ebet n'en deus anavezet gouarnamant Tibet en harlu en India. E 2005, ar c'hentañ maodiern Wen Jiabao en doa kinniget kaozeal gant ar XIV Dalai Lama diwar-benn Tibet, gant ma tilezfe goulenn an dizalchiezh. Lavaret a reas an Dalai Lama en un atersadenn gant ar South China Morning Post : "Fellout a ra dimp bezañ ul lodenn eus Republik Pobl Sina, da gaout he gouarnamant hag he gwarant da wareziñ hon sevenadur tibetat, hor speredelezh hag hon endro. Disklêriet en doa dija e tigemerfe mestroni Sina war Dibet met pouezet en doa war un emrenerezh gwirion war dachenn ar relijion hag ar sevenadur. Ar gouarnamant tibetat en harlu a c'houlennas ur respont digant gouarnamant Sina. Displijet e oa lod eus Tibetiz en harlu, e-touezh ar rummadoù yaouank dreist-holl. E miz Genver 2007 e tisklêrias an Dalai Lama, e-doug un atersadenn evit ur chadenn skinwel prevez : "Ar pezh a c'houlennomp digant gouarnamant Sina zo muioc'h a emrenerezh d'an Dibetiz da wareziñ o sevenadur." Lâret a reas ouzhpenn en doa lavaret da Dibetiz nompas soñjal oc'h en em ziazezañ war an istor hag asantiñ e oa Tibet ul lodenn eus Sina. Mennozh an Dibetiz en harlu E 1991 e lavaras an Dalai Lama e oa lakaet war sav un "Apartheid sinaat," gant an drevadennerien sinaat e Tibet. Disklêriañ a rae : "An drevadennerien sinaat nevez o deus krouet ur gevredigezh all : un apartheid sinaat a c'hourdrouz flastrañ ha lonkañ Tibetiz en diwezh, pa nac'h dezhe ur statud ekonomikel ha sokial en o bro dezhe o-unan.". Ar melestradur tibetat kreiz a zisklêr ez eo tost niver ar re re zo marvet e-doug al Lamm Bras War-raok, diwar ar feulster, pe diwar abegoù dieeun all abaoe 1950, da 1,2 milion a dud. Hervez Patrick French, bet rener ar c'houlzad "Free Tibet" diazezet e Londrez, hag un harper eus Kaoz Tibet, a oa bet gouest da sellet ouzh an titouroù hag ouzh ar jedadennoù, n'hallfer ket fiziañ er vrasjedadenn-se abalamour ma ne vije ket bet gouest Tibetiz da implijout an titouroù mat a-walc'h evit kaout un disoc'h gwirheñvel. Diouzh French e oa diazezet an niver-se war atersadennoù repuidi, met miret e veze ouzh re an diavaez da welet an titouroù diazez. French, hag a zeuas a-benn da sellet oute, ne gavas anv ebet, met "lakaet e vije bet niveroù choazet dre zegouezh, war a seblant, e pep rann, hag e vije bet kopiet traoù hep o gwiriañ.". Ouzhpenn e kavas ne oa e-touez an 1,1 milion a dud varv enrollet, ken 23 364 maouez (Ar pezh a dalvez e oa marvet 1,07 milion a dud diwar hollad ar boblañs val a oa eus 1,25 milion a dud). Skrivet en deus an tibetologour Tom Grunfeld ne oa prouenn asur ebet eus ar sifroù-se.". Bez e oa bet kalz marvioù koulskoude, marteze kement ha 400 000 den. Muchet eo an niver-se diwar jedadennoù graet gant Warren W. Smith diwar census Tibet a ziskouez e vank 200 000 den e Tibet Memes Levr du ar gomunouriezh, a vez dizemglev diwar e benn, a ziskouez douetañs war ar an niver a 1,2 milion a re varv. Disklêriañ a ra e oa 2,8 milion a dud er boblañs tibetat e Republik Pobl Sina e 1953, hervez ar census sinaat, met 2,5 milion hepken e 1964! Hervezañ e vefe marvet 800 000 den hag e vefe bet bac'het kement ha 10% eus Tibetiz, gant nebeut anezhe chomet bev war-lerc'h. Istimet o deus an demografourien sinaat e oa tec'het 90 000 eus an 300 000 Tibetad "a vank" er-maez ar vro.. Gouarnamant Tibet en harlu a lavar ivez ez eus kaoz eus gwir ar bobl tibetat da zivizout e amzer da zont e-unan. Disklêriet en deus an Dalai Lama e youl da vreutaat gant Sina diwar-benn un emrenerezh gwirion. Hervez ar gouarnamant en harlu hag ar strolladoù dizalc'hour tibetat, ar pep brasañ eus Tibetiz a c'houlenn atav dizalc'hiezh klok an Tibet. An Dalai Lama a wel ar milionoù embroidi han degaset gant gouarnamant Sina hag ar politikerezh sokioekonomikel, evel ur gourdrouz mallus evit ar vroad tibetat dre ma laer an danvezioù diaoz talvoudus evit an armerzh ha ma voug sevenadur Tibet. En desped d'an taolioù-arnod nevez da adsevel neuz ar sevenadur tibetat orin evit sachañ touristed, eme ar strolladoù tibetat en harlu, ez eo kemmet an doare bevañ hengounel tibetat da viken bremañ. Tashi Wangdi, dileuriad an Dalai Lama, en deus lavaret e-doug un atersadenn e vez pourchaset peadra da annezañ en Tibet d'ar Siniz han gant ar programm sinaat evit diorroen Sina ar c'hornôg. Forzh peseurt gweladenner evel un tourist a c'hall en gwelet, holl an diorroadur a vez graet er c'hêrioù sinaat. Annezidi orin ar vro zo lezet muioc'h-mui a-gostez." Gouarnamant Sina a lavar e oa bet displijet Hu Yaobang, sekretour hollek ar strollad komunour sinaat, pa weladennas Lhasa e 1980 pa zizoloas ne'n doa ket emrenerezh a-walc'h ha ma chome dister diorradur ar rannvro e-kichen hini ar proviñsoù amezek. Kemmet e oa choazoù ar politikerezh, en o zouez advuhezekaat sevenadur, relijion ha yezh Tibet. Abaoe neuze, ar gouarnamant kreiz e Tibet en deus lavaret en doa roet ar pep brasañ eus ar frankiz relijion, daoust da destenioù eus ar c'hontrol strishoc'h lakaet e plas gant ar gouarnamant war ar manatioù tibetat. Koulskoude, e 1998 tri manac'h ha pemp leanez zo marvet en toull-bac'h, diwar taolioù ha boureviadurioù abalamour m'o doa huchet luganioù a-du gant an Dalai Lama ha dizalc'hiezh an tibet. Kalz Tibetiz a zalc'h da glask tec'hout Tibet. Raktresoù zo er programm armerzhel da ziorren Sina ar C'hornôg, hag a vefe bet mat evit an Tibet da lâras ar Strollad Komunour sinaat, evel an hent-houarn Qinghai-Tibet, o deus roet nec'hamant rak a-drugarez dezhañ e c'hall an arme sinaat degas soudarded buanoc'h hag an Haned a c'hall embroañ aesoc'h. Bez’ ez eus atav un digempouez en orin etnek er re zo anvet er servijoù sivil hag er servijoù justis e Rannvro Emren Tibet, ha nebeut-kenañ a Dibetiz a vez anvet er postoù-se. Mennozh Strollad Komunour Sina Disklêriañ a ra gouarnamant Republik Pobl Sina ne oa bet graet netra gant gouarnamant Tibet da wellaat stad buhez Tibetiz war an dachen ekonomikel ha politikel pa oa e penn ar vro etre 1913 ha 1959, ha ma oa bet a-enep an holl adreizhadennoù kinniget gant gouarnamant Sina. Hervez gouarnamant Sina ez eo an abeg ma oa aet tennoc'h an darempredoù etre lod eus pennadurezhioù ar gouarnamant kreiz ha gouarnamant lec'hel Tibet e 1959. Gouarnamant Republik Pobl Sina a zistaol ivez an tammall e vije fallaet buhez Tibetiz ha lavaret a reont eo bet gwellaet o buhez forzh pegement e-keñver ar pezh a oa kent 1950. Etre 1951 ha 2007, ar boblañs tibetat e lodenn Tibet meret gant Lhasa zo tremenet eus 1,2 milion da 3 milion. Meneget eo da-heul ar gounidoù tennet gant Tibet zo da lakaat war gont renerezh gouarnamant Sina hervez hemañ. Labourerien Tibet o deus ar goproù zo an eil uhelañ e Sina,. Rannvro emren Tibet en deus 22500 km hentoù-real, pa n'en doa hini ebet e 1950. Krouet eo bet holl an deskadurezh laik e Rannvro emren Tibet goude an dispac'h. Bout a ra 25 skol-uhel imbourc'h pa ne oa hini e 1950. Diskennet eo feur mervel ar vugale eus 43% e 1950 da 0,661% e 2000. Savet eo ar spi da vevañ eus 35,5 bloaz e 1950 da 67 e 2000. Dastumet hag embannet eo bet an oberenn hengounel anvet Gwerz-veur ar roue Gesar, zo an hirañ meurgan er bed hag e oa bet dalc'het gant an hengoun dre gomz hepken betek-henn. 300 milion Renminbi a vije bet postet abaoe ar bloavezhioù 1980 evit gwareziñ ha derc'hel e ratre manatioù Tibet. An Dispac'h Sevenadurel hag ar gaou en deus graet ouzh ar sevenadur en holl Republik Pobl Sina a vez kondaonet peurliesañ eno evel ur gwallreuz broadel, a zo bet barnet he atizerien bennañ, hervez Republik Pobl Sina, "Pare ar Pevar". Ar raktres evit diorroadur kornôg Sina, hervez Republik Pobl Sina, zo ur pikol embregadeg, madoberus ha brogarour ma skoazell aod ar reter, pinvidikoc'h, broioù kornôg Stad Sina, en o zouez Tibet, da adtapout o dale e-keñver finborte ha doare bevañ. Darvoudoù 2008 Pennad pennañ Darvoudoù 2008 e Tibet D'an 10 a viz Meurzh 2008, deiz-ha-bloaz emsavadeg Tibet a-enep Sina e 1959, ez eus bet manifestadegoù a-enep d'ar galloud sinaat war atiz menec'h. D'ar 14 e washaas an traoù da vat hag en em ledas an darvoudoù e lec'hioù all poblet gant Tibetiz. Mouget e oa an taolioù-dispac'h en un doare feuls. Lazhet e oa tud ha serret e oa Tibet d'an estrañjourien. Keulfe a oa lakaet ivez e Tibet. E miz Ebrel 2008 e oa kondaonet 17 manifester harzet gant ar polis sinaat gant tribunal pobl Lhasa. Roet e oa dezho kastizoù a yae eus tri bloaz prizon betek an toull-bac'h buhez-pad abalamour d'o roll e "taolioù-dispac'h" Lhasa e miz Meurzh. Souezhet e oa gouarnamant Sina gant ar from er bed a-bezh. Argas a reas evezhiadennoù ar broioù all en un doare reut. Manifestadegoù taer a oa e Sina a-enep d'ar broioù e-lec'h ma oa bet eneberezh ouzh emzalc'h gouarnamant Sina e Tibet hag evit klask boikotiñ c'hoarioù olimpek 2008 e Beijing. An tibeteg Implijet eo an tibeteg gant Tibetiz, ur yezh eus familh ar yezhoù sinek-tibetek. Ar relijion Teir relijion a gaver e Tibet : ar voudaegezh, ar bon hag an islam. Ar Voudaegezh Tibet eo kreizenn hengounel ar voudaegezh tibetat, ur seurt Vajrayana a-ziforc'h, zo kar ivez da hengoun ar voudaegezh Shingon e Bro-Japan. Kavout a raer ar voudaegezh tibetat n'eo ket hepken e Tibet met ivez e Mongolia, Nepal, Bhoutan, Ladakh, er Republik Bouriat, er Republik Touva, hag e Republik Kalmikia. Ar voudaegezh zo ur relijion hag a oa anezhi er c'hoazh, hag a oa deuet da vezañ hini lod brasañ an dud en . Ar Bon Ar bon zo anezhi relijion hengounel Tibet. Kemeret eo bet he flas gant ar voudaegezh peurvuiañ, adalek an . An islam Er c'hêrioù tibetat ez eus ivez kumuniezhioù bihan muzulmaned tibetan, anvet ivez Kache. Savet e oant bet gant divroidi eus teir bro dreist-holl : Kachmir (Kachee Yul e Tibeteg, gwezhall), Ladakh ha broioù turk kreiz Azia. Islam Persia en deus bet ul levezon e Tibet ivez. Goude 1959 ur strollad muzulmiz tibetan a c'houlennas ar vroadelezh indian abalamour d'o gwrizioù istorel e Kachmir ha disklêriañ a reas gouarnamant India e oa keodedourien indiat eus holl vulzulmiz tibetat er memes bloavezh. Bout a ra ivez ur gumuniezh muzulmat sinaat (gya kachee) diazezet mat, a ziskenn eus pobl an Huied eus Sina. War a lavarer e antreas divroidi vuzulmat Kachmir ha Ladakh e Tibet adalek an XIIvet kantved. Kresket en deus ar gumuniezh-se betek mont d'ober ur strollad brasik en-dro da Lhasa. An armezh N'eo ket diorroet brav an armerzh. An obererezhioù pennañ eo ar magañ deñved, ar givri hag ar yaked, an trevadoù ed (e-barzh traoñienn ar Su hag ar Gevred) hag an diskar gwez (er Su). Deuet eo bremañ an touristañ, goude ma n'eo ket sterniet mat c'hoazh, da vezañ ul lod a-bouez eus armerzh ar vro. Notennoù Liammoù diavaez China's Tibet, The world's largest remaining colony Broioù
879
https://br.wikipedia.org/wiki/George%20Orwell
George Orwell
George Orwell, anv pluenn Eric Blair, zo ur skrivagner saoznek brudet eus an . Ganet e oa e 1903 en India, en ur familh hanter saoz ha hanter indian. En Eton e reas e studi. E 1922 ez eas da Virmania, ma voe e Polis Impalaeriezh an Indez. E gwirionez ne blije ket kalz ar vicher-se dezhañ, hag e 1928, pa oa o vakañsiñ e Bro-Saoz, e tilezas e garg rak c'hoant en doa da vevañ evel ur skrivagner, tra ken. Hep boujedenn ebet gantañ ez eas da Bariz, ma renas buhez ur c'hlasker-bara, kent mont da skaotañ listri en ur preti. Diwar e amzer krakvevañ e skrivas ur levr eñvorennoù, Down and out in Paris and London, a voe embannet e galleg e 1935 gant an talbenn La Vache enragée e ti an N.R.F.. Hag eñ distro da Vro-Saoz, ma'z eas da vestr-skol, implijad en ul levraoueg ; emezelañ a reas er POUM,ur strollad sokialourien-trostkourien, e-pad Brezel diabarzh Spagn, ha gloazet e voe e 1937 en Huesca. Heuget gant hollveliouriezh ar stalinourien, ha kemend-all gant an demokrated pouer, ez eas da Varoko. E 1939 e voe anvet da serjant, ha disoudardet. Gounit a reas e vara dre labourat el labouradegoù diouzh noz. A-benn ar fin e voe roet fred dezhañ evel speaker er BBC. E 1943 e teuas da vezañ pennrener ar pemdezieg The Tribune, hag e 1945 e voe kazetenner kefridiel evit The Observer e Frañs hag Alamagn. Er bloavezh-se e savas ur pennad brudet ma oa difennet gantañ e genvroad P. G. Wodhouse, bet prizoniad a-hed ar brezel, ha tamallet dezhañ bezañ kenlabouret gant an Alamaned. Tapet gant an droug-skevent abaoe bloavezhioù ez eas d'an anaon en ur glinikenn eus bannlev Londrez e miz Genver 1950. E-pad e vloavezhioù diwezhañ, pa oa o stourm a-enep ar marv, e skrivas e romant diwezhañ : Nineteen Eighty Four, ma lakaas dre skrid nec'hamant gwashañ tud frank hon mare. Oberennoù Levrioù Down and Out in Paris and London (kounskrid, 1933) Burmese Days' (romant, 1934) A Clergyman's Daughter (romant, 1935) Keep the Aspidistra Flying (romant, 1936) The Road to Wigan Pier' (kounskrid, 1937) Homage to Catalonia (kounskrid, 1938) Coming Up for Air (romant, 1939) Animal Farm (romant, 1945) 'Nineteen Eighty-Four (romant,1949) FlemmskridoùThe Lion and the Unicorn: Socialism and the English Genius (1941)Betrayal of the Left (1941)Victory or Vested Interest? (1942)Second Thoughts on James Burnham (1946)The English People (1947)British Pamphleteers Volume 1: From the 16th Century the 18th Century (1948) BarzhonegoùAwake! Young Men of England (1914)Kitchener (1916)Our Minds Are Married, but We Are Too Young (1918)The Pagan (1918)Suggested by a Toothpaste Advertisement (1918–1919)The Wounded Cricketer (1920)Poem from Burma (1922–1927)The Lesser Evil (1924)Romance (1925)Ballade (1929)A Dressed Man and a Naked Man (1933)Sometimes in the Middle Autumn Days (1933)Summer-like for an Instant (1933)On a Ruined Farm Near the His Master's Voice Gramophone Factory (1934)A Happy Vicar I Might Have Been (1935)A Little Poem (1935)Ironic Poem About Prostitution (a-raok 1936)As One Non-Combatant to Another (1943) E brezhoneg Kêr al loened (pennad kentañ), in Al Liamm niv. 152 Mae-Mezheven 1972, troet gant Per Bourdellez Kêr al loened, troet gant Erwan Hupel, Skrid, 2011 Levrelennadur CRICK Bernard, George Orwell: A Life'', Penguin Books, 1992 Meneger ar skrivagnerien Ganedigezhioù 1903 Skrivagnerien saoznek Skrivagnerien Breizh-Veur Skrivagnerien skiant-faltazi
1102
https://br.wikipedia.org/wiki/Urzhiataerezh
Urzhiataerezh
An urzhiataerezh, pe ar stlenneg, eo ar skiant hag ar pleustr a denn d'an urzhiataerioù. Un nebeud brezhonegerien a ra gant stlennataerezh deveret eus stlenn a dalvez evit ar reiñ da c'houzout hag an elfennoù ditour a c'heller lakaat en un urzhiataer. Med lod a ra informatik anezhañ ivez. Lod all c'hoazh a gav gwelloc'h ober gant ar ger kompoderezh. Deveret eo ar ger urzhiataer eus ar galleg ordinateur ijinet er bloavezhioù 1950 war goulenn IBM, met ar saoznegerien a ra gant computer, computer science hag ivez gant data processing evit keweriañ (tretiñ) dre urzhiataer. E-touez un toullad skiantourien hag ijinerien ez eus bet pouezet gant istorourien an urzhiataerezh war oberenn Alan Turing er bloavezhioù 1940. Lodennoù ur c'hompoder pe un urzhiataer An unvez keweriañ kreiz ennañ ar c'hewerier pe mikroprosesor. Periferelloù ne c'heller ober hepto d'an aliesañ. Unan pe vuioc'h unvezioù kadaviñ evel an disk kalet pe ar bladenn galet pe ar gantenn galet pe unvezioù all evel ar gantenn luc'h lenn/skrivañ pe ar memor flash. Ar c'hlavier kompoder pe an douchennaoueg. Ar skramm pe monitor ar c'hompoder. Benvegoù periferek a c'hell bezañ lianmmet outi ma 'z eus ezhomm Benvegoù moullañ : Ar voullerez. An treseller. Benvegoù kehentiñ : Ar modem. Ar router. Benvegoù gorren roadennoù : Ar scanner pe an niverelaer. Plas ar brezhoneg en urzhiataerezh Tamm ha tamm eo posupl ober muioc'h-muiañ a draoù e brezhoneg gant an urzhiataerioù hag amañ e vo kavet Roll ar meziantoù gant un etrefas e brezhoneg. Gant tud An Drouizig, ez eus bet troet e brezhoneg meur a veziant kenwerzhel pe frank. Sell ouzh [lec'hienn An Drouizig http://www.drouizig.org] Liammoù diavez geriadur Favereau geriadurioù Preder An embannadurioù Preder o deus embannet "Geriadur ar stlenneg", Preder, 542 p., 1995, [ISBN 2-901383-14-9] e stumm ul levr galleg-saozneg-brezhoneg (savet gand Guy Étienne hag ur goulennataerez war lec'hienn g(eriadurioù) Preder meneget a-us. Urzhiataerezh
1103
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20Rouaned%20ha%20Duged%20Breizh
Roll Rouaned ha Duged Breizh
Hervez ar mare, rieien Breizh a oa bet rouaned ha goude Duged Breizh. Betek kreiz an XIIvet kantved, e veze graet konted eus duged Breizh gant er paperoù ofisiel, rak rouaned Bro-C'hall a selle ouzh Breizh evel ur gontelezh hepmuiken. E 1297 e teuas dugelezh Breizh da vezañ un dugelezh-pariezh, duged Breizh a oa pared eus Bro-C'hall hiviziken. Rouaned Rouaned ar Grennamzer Uhel Kavout a reer amañ da-heul ur roll rouaned vrezhon o deus renet war ul lodenn eus Breizh : Rouaned Breizh Etre 874 ha 876 : brezel hêrezh etre Paskwezhen, Kont Gwened, ha Gurwant, kont Roazhon. Etre 876 ha 890 : brezel hêrezh etre Alan Veur, Kont Gwened ha Yezekael, priñs Poc'her. Remziad an Normaned 913? - 931 Dalc'het ar vro gant Vikinged dindan ar pennoù Rögnvaldr, Felecanus hag Inconus) E 931 e klask Alan al Louarn ha Yuzhael Berengar, kont Roazhon, dieubiñ Breizh met c'hwitañ a reont war o zaol. 931 - 937 Gwilherm Hir Gleze, dug Normandi, a gemer broioù Cotentin hag Avranchin, hag a embann bout dug Breizh. Ar c'hentañ eo da zougen an titl-se. Duged Roll an duged hervez an urzh kronologel 937 - 952 Alan II ''Al Louarn''. 952 - 958 Drogon Iañ. 958 - 981 Hoel Iañ. 981 - 988 Gwereg Iañ. 980 - 992 Konan Iañ ''An Tort''. 992 - 1008 Jaffrez Iañ. 1008 - 1040 Alan III. 1040 - 1066 Konan II. 1066 - 1084 Hoel II. 1084 - 1112 Alan IV ''Fergann''. 1112 - 1148 Konan III. 1148 - 1166 Konan IV. Eozen Porc'hoed. 1166 - 1201 Konstanza Breizh. 1169 - 1186 Jafrez II. 1166 - 1175 Herri Plantejened. 1196 - 1203 Arzhur Iañ. 1203 - 1221 Alis Breizh dimezet gant Pierre de Dreux. 1213 - 1237 Pêr I ''Brizhkloareg'' (Pierre de Dreux). 12217 - 1286 Yann Iañ. 1286 - 1305 Yann II. 1305 - 1312 Arzhur II. 1312 - 1341 Yann III. 1341 - 1364 Janed Pentevr, dimezet gant Charlez Bleaz, anavezet evel dug Breizh gant ar roue gall Fulup VI. 1341 - 1345 Yann Moñforzh (1294-1345). 1364 - 1399 Yann IV. 1399 - 1442 Yann V. 1442 - 1450 Fransez I. 1450 - 1457 Pêr II. 1457 - 1458 Arzhur III. 1458 - 1488 Frañsez II. 1488 - 1514 Anna Breizh. 1514 - 1524 Klaoda Breizh, rouanez Bro-C'hall. 1524 - 1532 François III, daofin Bro-C'hall, mab Frañsez Iañ a Vro-C'hall ha Glaoda a Vro-C'hall. Tiegezh an Naoned Tiegezh Roazhon Tiegezh Kernev Tiegezh Plantejened Tiegezh Thouars Kapeted Tiegezh Dreux Tiegezh Bleaz-Pentevr Kapeted Tiegezh Moñforzh Levrlennadur Istor Breizh - Louis Élégoet - TES Histoire de la Bretagne et des pays celtiques Tome 1 : Des mégalithes aux cathédrales - Skol Vreizh "Histoire de Bretagne Tome 2: Du Royaume au Duché (830-1341)" - E.R.S (Éditions Reynald SECHER) Istor Breizh Rolloù tud
1105
https://br.wikipedia.org/wiki/Nevenoe
Nevenoe
Nevenoe (ha Nevenoù, Nominoe, Numinoe en dielloù), marvet d'ar e-kichen Vendôme, a oa ur priñs breizhat hag a oa bet roet karg dezhañ gant an impalaer frank Loeiz an Deol da vezañ missus dominicus (ur seurt prefed) e Breizh evit lakaat ar Vrezhoned da baeañ tailhoù da Impalaeriezh ar C'hornôg. Pa varvas Loeiz an Deol ne fellas ket da Nevenoe chom dindan beli e vab Karl Voal, setu e kemeras penn ar Vretoned. Tud zo a wel Nevenoe evel « roue kentañ Breizh » a-bezh — petra bennak ma c'hallfed reiñ an titl-se da Morvan Lez-Breizh pe da Yezekael, roue Domnonea, met hervez lod istorourien ne oa ket roue evit gwir, kontrol d'e vab. Lesanvet e vez « Tad ar Vro » gant ar Vretoned memestra peogwir en doa savet ur Stad e Breizh hag a badas betek dibenn ar Grennamzer Buhez N'ouzer ket mat eus pelec'h e teue Nevenoe. Kont Gwened e oa, met n'eo ket ret e teue eus Bro-Wened. Tud zo a lavar e teue eus ar vro e-kichen Redon, met krediñ a reer e teue eus ar Poc'her. Goude an emsavadeg hollek a c'hoarvezas en Impalaeriezh ar C'hornôg e voe aozet e 831 ur vodadeg hollek en Ingelheim. Eno e voe anvet Nominoe missus imperatoris ("kannad an impalaer") ar Vretoned gant impalaer ar C'hornôg ha roue ar Franked, Loeiz an Deol, mab Karl Veur, da lavaret eo kannad annezidi Breizh a-bezh war-bouez markoù Roazhon ha Naoned rak en e oa an harzoù etre ar Vrezhoned hag ar Franked a-hed ar stêr Wilen. Gant Regino Prüm e voe skrivet, dre fazi e 837, en e oberenn Chronicon : Murmanus rex Brittonum moritur et Numenoio apud Ingelheim ab imperator ducatus ipsius gentis traditur. Morvan [Lez-Breizh], roue ar Vretoned, a varvas ha Numenoi [Nevenoe] a voe krouet dug ar memes pobl gant an impalaer en Ingelheim. Feal e chomas Nevenoe da Loeiz betek marv an impalaer e 840, met ne oa ket evit anavezout beli e vab pa n'en doa ket touet chom feal dezhañ. Trec'h e voe Nevenoe war Garl Voal, mab da Loeiz an Deol, en Emgann Ballon e-kichen Baen-Ballon e 845. Aloubiñ a reas Nevenoe Bro-Roazhon ha Bro-Naoned goude-se, ha klask astenn e veli war gornôg Bro-C'hall. Dimezet e oa Nevenoe da Arc'hantael (Argantael). Evel ur roue e renas e diriad hag e harpas sant Konwoion evit sevel Abati ar Salver e Redon. Mervel a reas e-kichen Vendôme d'ar 7 a viz Meurzh 851. Erispoe, mab dezhañ, a voe lakaet da roue goude e varv. Titladur Gubernans in Brittanniam adalek 831 betek 837 Comes Venetice civitatis e 832 Magister in Britanniam e 833 Regnans in Britannia e 833, 835 Princeps Venetice civitatis e 834 Missus in Britannia e 837 ha 839 Dux in Britannia e 834 ha 840 Dominans in Britanniam e 837 Nevenoe e Breizh a-vremañ Monumant Baen Ballon Ur monumant lid a vo ouzhpennet d'ar 26 a viz Mae 2018. Jean-Pierre Baudu eo an arzour e-karg gant sevel ar mein koun. Tapet en deus Nevenoe ur plas hep e bar e spered ar Vretoned a-vremañ. Moarvat eo an den istorel anavezetañ war-lerc’h an dugez Anna. Lesanvet eo bet « Tad ar Vro ». Névénoé (pe Névénoë) zo ur c'hooperativ komz poblek hag un ti embann pladennoù sonerezh Breizh krouet gant Patrick Ewen ha Gérard Delahaye e 1973. D'ar mare ma kreded e oa bet c’hoarvezet Emgann Ballon e deroù miz Mezheven e oa bet roet lañs e Baen-Ballon d’un darvoud anvet Devezh ar vro, er bloavezhioù 1950. Eno, war ar blasenn vras, ez eus un delwenn savet gant Raffig Tullou e 1952 m’eo bet enskrivet Nevenoe - Tad ar Vro - Penntiern ar Vretoned - Nominoe - Britonnum Rex - 851. Gilles Servat a gan ar ganaouenn "Kan bale Nevenoe", krouet ha kanet da gentañ gant Glenmor. Un embregerezh koarad en deus choazet an anv Nominoë, produioù ekologel ha bio a vez produet ganto. Ur yalc'had arc'hant a zo bet roet an anv "Yalc'had Nevenoe" pe "Fonds Nominoe" dezhi. Krouet ha mestroniet gant ospital Pontchaillou e Roazhon, ar yalc'had a servij da harpañ mennadoù medisinerezh. Levrelladur E brezhoneg Drouk-kinnig Nominoe, e Barzhaz Breizh Nevenoe, kanaouenn vrezhonek savet gant Glenmor Nominoe-oe zo ur pezh-c’hoari savet gant Jakez Riou E galleg Brekilien, Yann. Les Cavaliers du Bout du Monde (romant). Monaco : Éditions du Rocher, 1990 Cassard, Jean-Christophe. Les Bretons de Nominoë (studiadenn). Brasparzh : Éditions Beltan, 1990 Geslin, Colette La chevauchée Nominoë (romant). Gourin : Éditions des Montagnes Noires, 2017 Notennoù ha daveennoù Gwelet ivez Roll Rouaned ha Duged Breizh Kan bale Nevenoe Filmoù https://www.youtube.com/watch?v=UoU54Vm9djc Levrlennadur Louis Élégoet, Istor Breizh, TES Arthur de La Borderie, Histoire de Bretagne, t. 2, Mayenne, Joseph Floch,‎ 1975 (1re éd. 1898), 556 p., p. 27-72 Barthélemy-Amédée Pocquet du Haut-Jussé, Nominoë et la naissance de la Bretagne, Société d'histoire et d'archéologie de Bretagne,‎ 1945 Les Papes et les Ducs de Bretagne, Spézet, COOP Breizh,‎ 2000 (ISBN 2843-46077-8) Henri Poisson, Nominoë : Fondateur de l'État breton, Les Presses Bretonnes,‎ Sant-Brieg, 1967 Hervé Le Boterf, Nominoë et l'épopée des Rois de Bretagne, Paris, France-Empire,‎ 1981 (ISBN 2-70480-875-9) André Chédeville et Hubert Guillotel, La Bretagne des saints et des rois Ve-Xe siècle, Éditions Ouest-France,‎ 1984, 423 p. (ISBN 2-85882-613-7) Noël-Yves Tonnerre, Naissance de la Bretagne. Géographie historique et structures sociales de la Bretagne méridionale (Nantais et Vannetais) de la fin du VIIIe à la fin du XIIe siècle, Angers, Presses de l'Université d'Angers,‎ 1994 (ISBN 2-903075-58-1) Janet L. Nelson, Charles le Chauve, Paris, Aubier Histoires,‎ 1994 (ISBN 27007-2261-2) Jean-Christophe Cassard, Les Bretons de Nominoë, Brasparzh, Beltan, 1990, 320 p. Adembannet gant Presses Universitaires de Rennes, Roazhon, 2003. Marvioù 851 Istor Breizh en IXvet kantved Tud Breizh Rouaned ha Duged Breizh Tud uhel brezhon Nevenoe
1106
https://br.wikipedia.org/wiki/Sonio%C3%B9%20Kan%20ha%20diskan
Sonioù Kan ha diskan
An Anduilhenn Ar butun Ar C'hallez vihan Ar c'hogig yaouank An Desertour Ar paotr yaouank kozh E-barzh un enez e-kreiz ar mor Distro ar martolod D'an traoñ gant ar c'hoejoù D'ar voer da Blijedi Fransoazig pe Nozvez kentañ ma eured pe Distro ar martolod Garnizon Lannuon Konskried Sant Trifin Laret c'hwi din Ar Minor Mari 'ra din c'hoarzhin O me am eus keuz d'am far Ar martolod yaouank Metig Nozvez kentañ ma eured Parrez Kanuhel [Son Pardon Koloreg] En ti bihan lein ar menez [Yann 'lar lakaat] Ar seiz skiant naturel Rolloù Kan
1116
https://br.wikipedia.org/wiki/Gwerz
Gwerz
Ur werz (liester: gwerzioù) a zo ur ganaouenn e brezhoneg hag a gont un istor. Klotañ a ra gant ar gerioù ballad e saozneg, ha baled e kembraeg. Dre ma vez trist pe kriz an istorioù kontet alies e kred d'an dud alies int memes tra evel klemmganoù. Gerdarzh Dont a ra ar ger gwerz eus al latin uersus (gwerzenn, linennad barzhoneg). E kembraeg ez eus ur ger gwers ivez hag a dalv kement ha kentel. Istor Savet int diwar mojennoù kozh, buhez tud brudet en istor Breizh, gwallzarvoudoù, istorioù karantez ur fin skrijus dezho. Se eo pezh a greder hiriv, met pa veze savet gwerzioù e veze kaoz enne eus traoù nevez-degouezhet. Hir-mat e vez kavet ar gwerzioù alies, kalz pozioù enne, ha goustad ez eo an ton anezhe evel ma tere ouzh ur ganaouenn hag a zo graet evit bezañ selaouet ha komprenet. Met pa oant savet ne vezent ket kavet hir, ha disheñvel eo an doare a zo hiziv da welout an amzer hag ar pad diouzh an hini a oa gwechall. Levrioù brudet Kavout a reer gwerzioù en oberennoù-mañ dreist-holl: er Barzaz Breiz, embannet gant Kervarker e 1839, e Gwerziou Breiz Izel gant Fañch an Uhel, embannet e daou levr e 1868 ha 1874. Gwerzioù brudet E Barzhaz Breizh Jenovefa Rustefan Marv Pontkalleg Silvestrig E Gwerziou Breiz Izel Les Aubray Silvestrig Gwerzioù brudet all An hini a garan En ti Eliz Iza Gwerz ar Seizh Sant Gwerz ar Vezhinerien, gant Denez Abernod Gwerz Fañchig Kemper Gwerz Ker Iz, savet gant Olier Souetr Gwerz koz Plouenan Gwerz Plogo Gwerz Skolvan Me zo ganet e-kreiz ar mor, diwar ur varzhoneg gant Yann-Ber Kalloc'h, ton savet gant Jef ar Penven. Gwerzioù an XXvet kantved Gwerzioù ar XXIañ kantved Gwerz Fañchig Kemper, gant Mark Kerrain, e 2017 Gwerz Perin an Dorzh, gant Daniel Doujet, embannet e 2019 (http://www.emglevbroanoriant.bzh/spip.php?article1121); Gwerz Samuel, gant Paskal Tabuteau, embannet e-barzh Ya !, niv. 804, 6 a viz Du 2020,p. 10. Kembre Brudet eo ar werzaouerien-mañ: Siôn Cadwaladr Dafydd Jones (Dewi Dywyll) Owain Meirion Richard Williams (Dic Dywyll) Gerioù kar kurwerz gwerz-veur Liammoù diavaez Blog Françoise Morvan: http://francoisemorvan.com/les-nationalistes-bretons-naiment-pas-la-gwerz/ Kan cy:Baled
1119
https://br.wikipedia.org/wiki/Eliz%20Iza
Eliz Iza
Eliz Iza, pe En ti Eliz Iza, pe Elyza, ha meur a anv all c'hoazh, zo ur ganaouenn vrezhonek, eus an XIXvet kantved, hag a oa Plac’hik Eussa an anv orin anezhi pa voe embannet e 1867. Enrollet ha brudet eo bet gant ar c'hoarezed Goadeg, o devije desket anezhi pe diwar ur follenn-nij pe digant kanerien all. Kaoz zo enni eus Enez Eusa, nemet moarvat ne ouie gwall vat kanerezed Poher petra e oa an anv Eusa, ma voe lakaet un titl damdost da glevet. Istor XIXvet kantved En 1867 e oa bet embannet Telen Remengol, un dastumad barzhonegoù divyezhek, gant Yann-Vari ar Skourr (1811-1870), hag ennañ « Plac'hig Eusa », er bajenn 76; en e levr e skriv e vez kanet war an ton En deiz kentan deus a viz du tiskenn ar Zaozon en dour du, anavezet ivez evel Marivonik. XXvet kantved Kanet e veze gant ar c'hoarezed Goadeg adalek ar bloavezhioù 1950. E 1970 e voe kempennet an ton gant Alan Stivell evit e albom Renaissance de la harpe celtique. E 1973 eo kanet gant ar c'hoarezed Goadeg en ur sonadeg e Bobino, e Pariz, eilet gant Stivell hag e delenn. Goude dastumet ar c'han digant Eugénie Ebrel, unan eus ar c'hoarezed Goadeg, e kan Denez Prigent anezhañ gant he merc'h, Louise Ebrel, hag ec'h enroll anezhi en e gentañ albom, Ar gouriz koar, ma'z eo trizekvet ha diwezhañ gwerz ar bladenn. E 1994 gant Dao Dezi (kanet gant Denez Prigent). E 1994, kanet gant Yann-Fañch Kemener er bladenn Héritage des Celtes; E 1995 gant Yann-Fañch Kemener, er bladenn Enez Eusa, L'Oz Productions, Coop Breizh, Kanet hag enrollet gant Denez Prigent hag ur bagad Sonet gant Jakez Pellen en e albom A celtic procession live. E 1997, gant Kroazhent en o albom Extraits. XXIañ kantved En 2006 gant Wig a Wag : E Ti Lisa, kentañ pezh o albom E Ti Lisa. E 2012 gant Pat O'May en e albom Celtic Wings, Keltia Musique. E 2016 kanet gant Denez Prigent ha korioù Story of Me gant Masta Ace. Kanerien Tri Yann, a gan ar werz, anvet gante Korantenig. Yann-Fañch Kemener Levrlennadur Jean Pierre Marie Le Scour, Telenn Remengol (La Harpe de Rumengol), 1867, Brest : Lefournier, 1868. 179 p. Notennoù Kanaouennoù brezhonek Gwerzioù
1124
https://br.wikipedia.org/wiki/Ellen%20MacArthur
Ellen MacArthur
Ganet eo bet Ellen MacArthur d'an 8 a viz Gouere 1976 e Whatstandwell e Bro-Saoz Lakaet e oa da "voraer ar bloaz" e 1998 gant ar Royal Yachting Association Erruet e oa da eil (ha da gentañ maouez ) e-barzh ar Vendée Globe 2000/2001. Aet e oa ar maout ganti er route du Rhum d'an 23 a viz Du 2002 gant ar vag Kingfisher. D'an 8 a viz C'hwevrer 2005 e oa aet ganti rekord ar vageadenn tro-dro d' ar bed en ur vag-dre-lien (hec'h-unan)/e-unan en ur ober 71 deiz, 14 eur, 18 munud hag 33 eilenn. Distroadet ganti rekord kozh Francis Joyon. Liammoù internet lec'hienn Ellen MacArthur e galleg ha saozneg Ganedigezhioù 1976 Merc'hed Bro-Saoz Bageerien dre lien Rederien redadegoù bigi
1127
https://br.wikipedia.org/wiki/Yann-Fa%C3%B1ch%20Kemener
Yann-Fañch Kemener
Yann-Fañch Kemener, ganet 7 a viz Ebrel 1957 ha marvet d'ar 16 a viz Meurzh 2019, a oa unan eus gwellañ kanerien hengounel a Vreizh. Kemeret en doa perzh e nevezadur ar c'han ha diskan er bloavezhioù 1970 ha 1980, gant e gomper Erik Marchand dreist-holl. Harpet en deus treuzkas ar c'han hengounel hag ar brezhoneg dre e obererezh kaner ha dre zastum ha brudañ hengoun dre gomz ar vro ma oa bet ganet. Buhez Ganet e voe Yann-Fañch Kemener e Gwezh an div roz, e Sant-Trifin, e kalon ar Vro Plin d'ar 7 a viz Ebrel 1957 en un tiegezh kanerien ha dañserien vat. Jean-François Quéméner e oa e anv e galleg. Brezhoneger a-vihan e oa. Pa oa bugel e plije dezhañ kenañ ar festoù-noz aozet gant an amicale laïque, evel an abadennoù sinema hag a veze ral eno. En em gavout a rae eno gant e gamaladed skol ha gant izili eus e familh, deuet eus pell. Alberzh Bolloré e oa anv an den a gase an traoù en-dro d'ar c'houlz-se. Reiñ a reas da Yann-Fañch Kemener an dro da ganañ war al leurenn evit ar wezh kentañ. Da drizek vloaz, atizet gant levezon Mae 1968 hag an dedenn nevez evit ar festoù-noz e klaskas Yann-Fañch Kemener kanañ dirak an dud. Kelennet e voe gant Alberzh Bolloré ha gant e vamm. Kregiñ a reas da ganañ kan-ha-diskan gant Rémi Olivier, mab Aogust Olivier, unan eus krouerien ar strollad Tro Blavez. Hemañ a roas ar c'hentelioù kentañ hag a zeskas dezhe kanaouennoù ha tonioù. Buan e klaskas Yann-Fañch Kemener anavezout muioc'h a ganaouennoù. Alberzh Bolloré e alias da vont da welet kanerien gozh evel Yann Poder ha Yann-Vari Youdec eus Plounevez-Kintin. An hini kentañ a blijas dezhañ kalz ar c'han a-boz hag an tonioù a implije, bev-kenañ c'hoazh en tolead. Lakaat a reas kalon Yann-Fañch yaouank da dommañ ouzh ar sonerezh-se, setu e krogas da zastum ar pezh a gleve. Levezonet e voe gant kanerien brudet eus Bro Fañch evel Marie-Josèphe Bertrand ha Marsel Gwilhouz. Anaoudegezh a reas gant Eric Marchand, a zeuas da vezañ e gomper e-pad meur a vloaz. E galabousenn gantañ war e benn e oa deuet da Vreizh evit dastum kanaouennoù ha tonioù. Eujen Grenel, ur c'henderv da Yann-Fañch Kemener, a lavaras dezhañ e oa gouest Yann-Fañch d'e skoazellañ war an dachenn-se. Disklêriañ a reas Yann-Fañch Kemener : « lakat a reas ac'hanon da zizoleiñ ar c'han a oan o klask ». En e gerz emañ enrolladennoù kozh eus an Itron Bertrand, eus Kanuhel, hag a zeue eus dastumadenn Claudine Mazeas. Pourchaset e oant bet dezhañ gant Pêr Guilleux, a zaremprede ar c'helc'hioù keltiek ha keveredigezhioù breizhek Pariz d'ar c'houlz-se. Dre hanterouriezh Eric Marchand e reas anaoudegezh gant ar gevredigezh Dastum a oa paouez bezañ krouet. Kemer a reas perzh Yann-Fañch Kemener e Kan ar Bobl 1975, ar pezh a roas tu dezhañ gant ar ganaouenn Ar miliner da vrudañ ar seurt kanaouennoù a-boz-se. Berzh a reas diouzhtu, hag eñ yaouank-flamm (ne oa ket ugent vloaz c'hoazh). Bras eo ar c'hemm etre ar seurt kanaouennoù hag Ar vatezh vihan pe Kousk Breizh Izel, kanaouennoù nevesoc'h ha goularoc'h. Kregiñ a reas muioc'h a dud kozh da ganañ ar pezh a ouient a-drugarez d'ar berzh-se. Ne oa ken dastum d'ober. Evel kalz kanerien ha sonerien eus ar rummad-se e kemeras perzh e bleuñvadeg sevenadurel ar bloavezhioù 1970. Kemer a reas perzh a-hed ar bloavezhioù-se e galaioù niverus evit tiegezhioù ar brizonidi bolitikel, evit kevredigezhioù enep an energiezh nukleel, kengorioù harz-labour ha dreist-holl evit Diwan. Kanet en deus e strolladoù niverus : gant ar strollad Barzaz, gant Dan Ar Braz, Didier Squiban, Alain Genty, Aldo Ripoche, Anne Auffret, ha reoù all c'hoazh. En e vloavezhioù diwezhañ en em ouestlas Yann-Fañch Kemener d'ar sonadegoù kan ha d'ar pladennoù, hag ur ral e oa e glevout o kanañ er festoù-noz. D'ar 26 a viz Gwengolo 2009 e resevas Yann-Fañch Kemener Urzh an Erminig. Skoet gant ar c'hleñved e varvas d'ar 16 a viz Meurzh 2019 gant ur c'hrign-bev, en e di, e Bro-Gemperle. 1500 den a oa bet evit e obidoù, gant al lid (oferenn, kanoù...) evit an darn vrasañ e brezhoneg. Pladennoù Kanoù kalon-Vreizh, Chants Profonds de Bretagne I, Kan ha Diskan ha gwerzioù, Arion, 1977, ARN34386. Kanoù kalon-Vreizh, Chants Profonds de Bretagne II, gwerz ha Kan ha Diskan, Arion, 1978. Kanoù kalon-Vreizh, Chants Profonds de Bretagne III, gwerz ha Kan ha Diskan, Arion, 1982. Kan ha Diskan, gant Marcel Guilloux, Arion, 1982. Kanoù kalon-Vreizh, Chants Profonds de Bretagne IV, gwerzioù gant Anne Auffret, Arion, 1983. Gwerzioù ha Sonioù, kan a cappela, Iguane Productions, Coop Breizh, 1988, YFK01. Ec'honder, gant ar strollad Barzaz, Excalibur, Coop Breizh, 1989, CD828. Kanoù kalon-Vreizh, Chants Profonds de Bretagne I, Arion, 1977, ARN64167. An Den Kozh Dall, Gant ar strollad Barzaz, Keltia Musique, 1992, KMCD29. Roue Gralon Ni Ho Salud, gwerzioù gant Anne Auffret, Keltia Music, 1993, KMCD42 Enez Eusa, gant Didier Squiban, L'Oz Productions, Coop Breizh, 1995, L'Oz02. Île-Exil, gant Didier Squiban, L'Oz Productions, Coop Breizh, 1995, L'Oz11. Karnag / Pierre Lumière, gant Didier Squiban, Kristen Noguès, Jean-Louis Le Vallégant, François Daniel, Jean Chevalier, Excalibur, Coop Breizh, 1996, CD867. Carnets de Route, Dastumadeg, YFK, Coop Breizh, 1996, CBCD002-003. Kan Ha Diskan, gant Valentine Colleter, Erik Marchand, Marcel Guilloux, Annie Ebrel, Claudine Floc'hig, Patrick Marie, Ifig Troadeg, Siam Productionss, Coop Breizh, 1997, CD445. Kimiad, gant Didier Squiban, L'Oz Productions, Coop Breizh, 1998, CD4013885. Dibedibedañchaou, Rimadelloù evit ar vugale, Dastum, D-137, 1999 An Eur Glaz, gant Aldo Ripoche, Kemener-Ripoche, YFK/AR/1, 2000 An Dorn, gant Aldo Ripoche, Buda Musique - Universal, 301697.1, 2004 Dialogues gant Aldo Ripoche ha Florence Pavie, Universal, 2006 Si je savais voler, chants de Bretagne et d'Occitanie, gant Laurent Audemard, François Fava ha Renat Sette, Buda Musique, 2010 Vive la liberté, gant Eric Menneteau, Buda Musique, 2011 Gouañv bepred/Toujours l'hiver, gant Damien Cotty, Aldo Ripoche ha Hervé Merlin, Buda Musique, 2012 YFK~2016, gant ba.fnu, 2016 Dañs, gant Yann-Fañch Kemener Trio (Y.-F. K., Erwann Tobie ha Heikki Bourgault), 2017 Ar Baradoz : Chants Sacrés de Basse-Bretagne, gant Aldo Ripoche ha Florence Rousseau, 2017 Roudennoù / Traces, 2019 C'hoariva L'Ombelle du trépassé, Jean Lambert-wild ha Yann-Fañch Kemener, 2011 Maison de la Poésie Levrlennadur Kanaouennoù kalon Vreizh, Carnets de route de Yann-Fañch Kemener, Skol Vreizh, Montroulez, 1996 Chant de vision, Yann-Fanch Kemener, Vivre tout simplement, 2012, ISBN 978-2-9535226-8-6 Notennoù Liammoù diavaez Lec'hienn Internet ofisiel Yann-Fañch Kemener Buhezskrid an duo Kemener - Ripoche Ganedigezhioù 1957 Marvioù 2019 Kanerien vrezhonek Kanerien Breizh Kanerien fest-noz Kanerien Kan ha diskan Skrivagnerien c'hallek Sant-Trifin Urzh an Erminig
1129
https://br.wikipedia.org/wiki/Keginerezh%20Breizh
Keginerezh Breizh
Keginerezh Breizh zo enni kalz meuzioù tennet eus henvoazioù keginañ Breizh kozh pe nevesoc'h, aozet gant danvezioù eus an arvor hag an argoad pe digaset eus ar bed. Un arz poblek eo koulz hag un hevlezouriezh adijinet gant keginerien veur. Ar c'hamprouezh, an istr, ar c'hig-ha-farz, ar galetezenn gant silzig, ar c'houign-amann, ar Petit-Beurre, ar chistr hag ar Muskadig zo e-touez ar meuzioù ha diedoù arouezelañ. Tier-krampouezh a vez graet eus ar pretioù ma c'haller debriñ krampouezh eus Breizh. Kavet e vezont stank e Breizh hag en estrenvro. Ar meuzioù pennañ Kigoù Gwechall war ar maez e veze debret boued-hoc'h pa veze Fest an hoc'h en tiegezhioù. Setu meuzioù ha boued dibar eus Breizh graet gant kig : boued-hoc'h : anduilh giz ar Gemene ha giz Gougleiz, kig-sall, kig-fourmaj (hini Hénaff hag hini Roazhon da skouer), silzigoù (hini Molenez, hini Plouilio...), rilhetez, chotenn ha joskenn eus ar Vro Vigoudenn, gwadegennoù Roazhon, lard sul Naoned, morzhed-hoc'h Montroulez, gogue d'Ancenis, anduilhennigoù eus Kemperle, casse Roazhon, porché Dol... Kaletez gant silzig zo ur meur brudet eus Breizh-Uhel ; kig-bevin : spilhenn Kastellbriant ; kig leue ; kig-yar : ruilhad Sevigneg gant kig-yar-indez ur meuz eus Gwitreg ; gouennoù yer zo evel yar goukoug Roazhon, yar zu Gentieg, gwaz Sulial hag all ; kig-houad : Houad giz Naoned ; kig-oan : brudet eo kig-oan pradeier sall Bae Menez-Mikael-ar-Mor (un AOK gant Bro-C'hall hag un AOG gant Europa en deus), meuzioù gant meur a gig : ar c'hig-ha-farz eus Bro-Leon gant farz du pe wenn, krampouezh sall, ar frigousse eus Bro-Roazhon, ar podad giz Breizh hag all. Boued mor Hiliennoù ha temzoù-boued zo bet ijinet gant Bretoned evit ar boued-mor : amann gwenn, kari Gosse... Pesked Pesket e vezont da vaez aodoù Breizh pe er stêrioù : sardin, brizhilli, draeneged, moru (moru mod Sant-Maloù), moulleg, sili (keusteurenn silienn-vor), boultouzed (boultouz mod Arvorig), beked (beked gant amann gwenn)... Boued kerañ Breizh eo ar stlaoñ, pesked vihan lipous ha dibaotet eus al Liger hag ar Gwilen. Pretioù zo war ribl al Liger a servij c'hoazh, gwech an amzer, stlaoñ poazhet pe fritet. Meuzioù gant meur a besk : ar gaoteriad eus Kerne-Izel, ar Godaille, soubenn ar pesked... Kresteneg, blotviled ha pesked-kregin Gallout a reont bezañ diskouezhet en ur bladennad boued-mor, er pretioù pe er gêr. pesked-kregin a-leizh : istr, kregin-Sant-Jakez, meskl, bigorn, pistronked, pilored, kokez, kontelleged, ourmel, kilheien-mor... kresteneg ha blotviled zo ivez er arvor pe er mor : kranked, ligistri, grilhed-mor, morgevnid, grilhed-traezh lesanvet "dimezel Loktudi", chevr... teureuged. Meuzioù heverk : legestr mod Arvorig, ur doare da geginañ ligistri, stivell mod Arvorig, un doare da aozañ stivelled, kregin-Sant-Jakez mod Naoned... Legumaj, edajoù ha frouezh Legumaj, frouezh hag edajoù a bep seurt a vez gounezet e Breizh. legumaj ha traoù heñvelek : avaloù-douar, artichaod, gwarelig Naoned, chalotez, fav munut (koko Pempoull da skouer), kaol (kaol-fleur, kaol-pomez), ognon (ognon roz Rosko), kignen, piz-bihan, kistin Bro-Redon, pour, irvin, karotez, kaol (An Oriant da skouer)... Soubennoù legumaj a c'haller aozañ ganto. Ar bardatte zo ur meuz kaol farset eus Naoned. frouezh : avaloù, per, kerez (kignez...), sivi (re bPlougastell da skouer), tomatez, sukrin ("petit-gris" Roazhon), mouar, lus du... gant gwinizh, gwinizh-du, kerc'h ha segal e c'haller ober bleud, ha gantañ bara (da skouer ar gochtial eus Sant-Armael) , met ivez meuzioù kozh evel yod kerc'h, brignen, miton Roazhon... Krampouezh Krampouezh ed-du zo sall (kaletez e Breizh-Uhel), ha krampouezh gwinizh zo dous. War ur billig pe en ur baelon e vezont poazhet. A bep seurt traoù a c'haller lakaat e-barzh. Un "tri zra" zo ur grampouezhenn glasel gant un vi, morzhed-hoc'h ha keuz e-barzh. An danvezioù all holen-mor eus Bro-Wenrann, gwinegr chistr pe win, bezhin ha salikorn. Pretioù ha stalioù zo a ginnig bremañ bezhin da zebriñ evel legumaj. Gwastilli ha sukrerezh Sellout ivez ouzh Pastezerezh Breizh. Krampouezh Breizh sukret gant sukr, koñfitur, salidou (un toaz karamel gant amann sall eus Gourenez Kiberen), Farzoù : farz breset, farz buan, farz forn, farz-pod, farz-sac'h, farz prunev, farz avaloù, farz rezin, gwastilli all : kouign-amann eus Douarnenez, gwastell Naoned, parlementin Roazhon, gwastell giz Breizh, kouign-Ened, gwastell-amann, gwitregad, fouas Naoned, krakilin eus Sant-Maloù, bignez, da skouer re Dreger, gwispid a-leizh : Petit-Beurre, BN, galetez Sant-Mikael eus Bro-Raez, galetez ar Vro Vigoudenn, galetez Fouenant, galetez Rouedoù Glas, paled giz Breizh amann rik, krampouezh dantelez (eus Dinan ha Kemper da skouer, ijinet gant Katell Gornig), koñfitur ha kaotigell, madigoù ha sunigoù : karamel gant amann sall e stumm madigoù pe sunigoù ("Niniche" Kiberen hag Ar Baol), lima Naoned, toaz-frouezh, Françoise de Foix... skornennoù. An diedoù Laezh Gant laezh vez graet laezhajoù, laezh-ribod, amann (sall atav), yaourtoù, dienn (pe koaven), keuzioù evel Curé nantais, P'tit Breton, Petit Billy, toma (hini Rewiz, Karaez, Gevrezeg...), crémet nantais, Menez Hom, rocher nantais, Machecoulais, gourmelin, Gweltaz-Lambrizig, chandamour eus Ankiniz, Ti Pavez, Trappe de Timadeuc... Ur c'heuz a oa fardet gant menec'h Abati ar Joa e Kempenieg met ne reont ket ken. Diedoù hep alkool all dour : dour melar (Plancoët), dour andon (Sainte-Alix e Plangoed, Menez Are, Isabelle e Sant-Wazeg), chugoù-frouezh a bep seurt, sirosoù evel an Nantillais, limonadez, diedoù "kola" : Breizh Cola, Britt Cola ha Beuk Cola, kafe a vez krazet e Breizh ivez. Diedoù alkoolek chistr-aval pe sistr per (sellout ouzh Chistr Breizh), gwin gwenn, ruz, roz pe bouilh. Gwinioù Bro-Naoned eo ar re vrudetañ, hag a re nemeto aotreet da vezañ kenwerzhelet. En o zouez eo ar Muskadig an hini brudetañ, hag ivez ar Gros-Plant a vro Naoned , gwinioù gwenn sec'h anzezho. Gwinioù eus gouennadoù all zo ivez e Bro-Naoned : Cabernet, Gamay, Merlot, Pinot Noir, Groleau, Sauvignon, Berligou... bier (sellet ouzh Bier Breizh), lambig pe gwin-ardant (Fine de Bretagne da skouer), pommeau pe avaleg, chouchenn pe chufere, ur seurt mez, wiskioù (sellet ouzh Wiski Breizh), godinette, ur c'hoktel eus Bro-Roazhon ijinet gant Simone Morand. Ar c'hinkladurezh taol Ar poderezh hag ar feilhañserezh zo hengounioù a gaver e Breizh abaoe ar Grennamzer. Listri vrudetañ Breizh eo ar re graet e feilhañs Kemper, evel hini HB Kemper. Menegomp ivez feilhañserezh Pornizh. Ar volenn gant un anv-badez skrivet warni zo un eñvorenn eus Breizh brudet ha deuet mat gant an douristed. Tud brudet Mestroù-keginer vrudet Un hanter-kant keginer breizhat bennak zo bet roet dezho ur steredenn da nebeutañ gant ar Sturlevr Michelin, ar sturlevr kegin brudetañ. Tri freti zo teir steredenn ganto : L'Arpège e Pariz (Alain Passard), Le V e Pariz (Christian Le Squer), La Côte d'Or preti Bernard Loiseau e Saulieu (Patrick Bertron). C'hwec'h preti zo div steredenn ganto : Anne de Bretagne e Plaen-Raez (Mathieu Guibert), Auberge des Glazicks e Ploudiern (Olivier Bellin), Le Coquillage e Sant-Meleg (Hugo Roellinger), La Villa Archange e Le Cannet e Alpoù-an-Arvor (Bruno Oger), La Table de Plaisance e Saint-Emilion ( Ronan Kervarrec) ha Miramonti l'altro e Concesio en Italia (Philippe Léveillé). Roll keginerien vrudet Breizh. : Julia Guillou, Charles Monselet, , hanterenn gentañ : Patrick Jeffroy, Clémence Lefeuvre, Constant Lerochais, Édouard Nignon, Mélanie Rouat , eil hanterenn : Jean-Paul Abadie, Jean-Yves Bordier, Simone Morand, Olivier Roellinger : Laurent Bacquer, Nathalie Beauvais, Olivier Bellin, Patrick Bertron, Adolphe Bosser, Yves Camdeborde, Jean-Pierre ha Maxime Crouzil, Virginie Giboire, Mathieu Guibert,Sylvain Guillemot, Jean Imbert, Patrick Jeffroy, Ronan Kervarrec, Christian Le Squer, Philippe Léveillé, Yvon Morvan, Bruno Oger, Alain Passard, Hugo Roellinger, Laurent Saudeau Roll ar greantelezh Degasadennoù an industriourien n'int ket dizudi : un hentenn evit mirout ar boued e boestoù gant Nicolas Appert, ar petit-beurre gant Lefèvre-Utile, ar choco BN gant ar Biscuiterie Nantaise, keuzioù a bep seurt... Mirdioù ha gouelioù Mirdi ar sivi hag ar glad e Plougastell (Bro-Leon) Mirdi ar chistr e Pleudehen (Bro-Zol) Mirdi gwinieg Naoned er Palez (Bro-Naoned) Mirdi ar Feilhañserezh e Kemper (Bro-Gerne) Gouel ar C'hrampouezh e miz Gouere e Gourin (Bro-Gerne) Gouel an Dolgenn aour e miz Here e Redon (Bro-Roazhon, Bro-Naoned, Bro-Wened) Diskouezadegoù "Quand les Bretons passent à table, 19e-20e siècle", Mirdi Breizh, Roazhon, 1994 "LU 1846-1957, un siècle d’innovation", Mirdi Naoned, Kastell Duged Breizh, 2020 "Quand la crêpe devient bretonne", Abati Landevenneg, 2020 Pennadoù kar Ti-krampouezh Anvadur orin kontrollet Levrioù kegin e brezhoneg Levrioù ha pladennoù Riwanon Kervella (radskrid Alan Stivell, tresadennoù Jiluk), La cuisine des pays celtes, Éd. Des Dessins et des Mots, coll. « Terroirs », 16 a viz Here 2002, 140 p. (ISBN 978-2-95144417-1) "Quand les bretons passent à table : Manières de boire et de manger en Bretagne, 19e-20e siècle", Editions Apogée, kevredigezh Buhez, levr an diskouezadeg, 1994 "Quand les Bretons passent à table, Kanomp ouzh taol", pladenn kanoù da evañ ha da zebrin, Tradition vivante de Bretagne 2, embannet gant Dastum e 1994 Pennadoù kar Keuzioù Breizh Daveoù ! Sevenadur Breizh
1130
https://br.wikipedia.org/wiki/Kegina%C3%B1
Keginañ
Ar c'heginañ eo an doare da aozañ boued evit magañ an dud. Darn a ra un arz anezhañ. Meur a bred a ra an den bemdez. Aozet e vez ar predoù-se gant ur c'heginer. Hennezh a rank dibab ha prenañ an danvezioù da aozañ ar pred da gentañ. Goude-se e labouro ganto en ur gegin gant binvioù-keginañ. Kriz e chomo ar boued na vo ket poazhet. Poazhet e vo ar meuzioù e listri-keginañ anvet kastelodennoù pe pladoù. Aozañ ar predoù Dibab, produiñ ha prenañ boued An doare da geginañ, a gemm hervez pep keginour, a zo diouzh ar pezh a fell d'an dud debriñ, pezh o devez da zebriñ, hag ivez diouzh o boazioù sevenadurel, pe relijiel, diouzh o yec'hed ivez zoken. Ewid ur boued boud implijabl, emà red dehañ boud aes da gavoud ha marc'had-mad a-walc'h. Pewgwir e tebr un den ewid é blijadur ha n'ew ked ewid bewiñ ha kreskiñ hebkén, emà red d'ar boued boud saourus a-walc'h, pezh a chañch herwez ar vro hag ar gevredigezh. Debriñ, ouzhpenn-se, a so un akt soçial, setu ne vo ket debret gant tud-so sortoù-boued-so, abalamour d'ou imajoù fall (eol kolza dibaoe ar c'h-Kentañ Bresel-Bed...), padal e vo klasket gant tud all traoù rar ha ker (ar foie-gras pe ar c'haviar) pe c'hoazh traoù aoset gant kals à ijin ha diskouezet braw-kenañ war ar plad ha war an daol. Keginañ ha debriñ a hall boud un akt relijïel, ha politik sikén. Lakaet zo bed tabouioù war bouedoù so, war doareoù-prepariñ, gant kulturioù ha gant relijionoù. An traoù-se a zepant iwe deus reolennoù-bewiñ an den o tebriñ. Lod a glasko boued gant labelioù à beb sort : kalite, orijin, mod da broduiñ (bio, pe war an hent-se). Lod a refuso traoù tennet deus loened (ar vejetarianed hag ar veganed), ewid resonoù etik kement ha ewid pass gober droug d'ar loened, pe ewid preserviñ ar viosferenn (ewid pezh sell deus an enerji, kreskiñ 1 c'hilo à broteïn-loen a goust kals kerhoc'h eged kreskiñ kement-all à broteïn-plant). Penaos e vez dibabet ar boued a zepant deus ur bern variabloù. E-pad pell, emà bed an disponibilite ar penn-fakteur, – disponibilite e-barzh ar vro kement hà disponibilite e-pad ar mare-bloaz. Ar boasioù hag an teknikoù a so dàed deus ar fakteurioù-se, hà deus pezh-sort dañvez-tan oa (koad, glaou). Hiziw c'hoazh, ewid an darn vrassañ deus an dud war an douar, e ta ar boued deus jardinoù pe deus ar labour-douar-bewañs, – da lâred ew : deus produksionoù lokal. Variete ar boued a zepant neuse deus biodiversite beb kornad-bro. Ba broioù industrialiset e vez degasset ar boued deus komersioù-tost ha supermarc'hajoù. Kaved e vez produioù fraost, hanter-aoset, pe prest da zebriñ (ne chom ket mui 'med da boazhañ an traoù). Bremañ pa vez koñvers e-leizh etre ar broioù, e vez kaved frwezh ha legumaj hed-ha-hed ar bloaz, pezh ne oa ked gwezhall-gozh. An dra-se en-deus chañched boasioù-debriñ hà ritoù so. (Da skouer n'eus ked à dalvoudigezh mui ofriñ un aval-orañj ewid Nedeleg - pa vez gwraed aval-nedeleg deus ar frwezh-se ba lec'hioù so.) Bouedoù so ne vesont ked debret kén, goude fenomenoù-mod, pe dre emaint bed dilesed gant an industri agro-alimentar. Keginerezh
1132
https://br.wikipedia.org/wiki/Lostig%20%28sin%29
Lostig (sin)
Ar lostig, pe ar zedig, pe ar cédille en galleg (eus ar spagnoleg cedilla, « "z" »-ig) a so ur sin diakritek. Istorikamant ne oa ket graet gantañ nemet dindan ur "c" o toned deus ur "c" latin staonekaet (pe a-wezhoù deus un "t"). Ar letrenn "ç"-se (« "c" zedig ») a oa distaget /ts/ d'ar mare-se. Dibaoe emà bet gwannaet da /s/, da /θ/ (e spagnoleg), da /z/ a-wezhoù sikén, etre vogalennoù. ç ş ţ Istor Setu emà ar zedig ur "z" bihan, treçet en skritur gotik medieval ha plaçet dindan ar "c". Er penn-kentañ, a-benn notiñ ar fonem /ts/ deus ar yezhoù neo-latin (o toned deus ur "c" /k/ latin palatalised ha goude-se assibiled), pa oa dirag ur vogalenn o c'houll an distagadur « kreñv » /k/ ("a", "o" pe "u"), e vese meur à vod : ur "c" hebkén ("co" ewid /tso/, pezh n'eo ket diforc'hus), pe "ce" ("ceo"), pe c'hoazh "cz" ("czo"). An "e" pe ar "z" a servije neuse da letrenn-diforc'hañ. An diwezhañ skritur an-heni a so bet berraet, er c'hrenn-amser a-taw, ba Bro-Spagn, dre lakaad ur "c"-ig a-us ar "z" da gomañs, ha goude dre skrivañ ur "c" normal gant ur zedig dindanni. D'ar mare-se e rae tud-so ba Bro-Spagn gant ar ç ba-dirag "i" ha "e" sikén ("çinco", « pemp »), pezh a oa un « hiper-reizherezh » (a-walc'h e vije bet gant ar "c" hebkén). Ar c'hallegerion a-vremañ a ra evel-se alïes, o skrivañ traou evel "içi". Ar "ç"-se a so bet kemeret goude-se, ewid ar memes implij, gant skriturioù ar portugaleg, ar c'hatalaneg, ar galleg (« le "c" à queue » e vese lâret), hag ar brezhoneg beteg kantved 19 (an dastumer Jean-Marie de Penguern da skouer, tro-dro 1850, a skrive c'hoazh : reçeo, dissouçi, ar plaç, ar ça ta... hag a-wezhioù all : kommancet, offic, massonerien...). (Ar spagnoleg, diwezatoc'h, en-deus dileset ar zedig, o skriviñ ar "ç" "z", pe "c" noazh dirag "e" ha "i"). E-barzh ar fin e servij an dra-se da notiñ distagadur ar ger en ur virañ ur merk etimolojik. Ar zedig goude, diwar kantved 19, a so bet implijet ewid diforc'hañ letrennoù all : "ş", "ţ"... Notenn : Kavet e vez lostigoù dindan letrennoù-so ha n'int ket zedigoù 'nehe : an e caudata, hag an ogonek "ę". Sistemoù-skritur alfabetek Doareoù-skrivañ Lizherennegoù Lizherenneg latin Lizherenneg c'hresianek
1135
https://br.wikipedia.org/wiki/Lezenn%20evit%20lakaat%20ar%20gloer%20da%20veza%C3%B1%20keodedourien
Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien
Al Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien (Loi sur la constitution civile du clergé) votet d'an 12 a viz Gouere 1790 gant ar Vodadenn vonreizhañ broadel c'hall (Assemblée nationale constituante) a oa he fal lakaat ("constituer") kloer Bro-C'hall da vezañ keodedourien evel ar re all, ha reiñ dezho ur statud lezennel. N'eus ket kaoz eus ur vonreizh bennak. Ur fazi bras a vez graet pa vez troet anv al lezenn gant Bonreizh ar gloer pe souezhuzoc'h Lezenn sivil ar veleien. E galleg a-vremañ, anv al lezenn a vije marteze : Loi pour conférer un statut de citoyen aux membres du clergé. Araok al lezenn-mañ, ar gloer a veze dindan beli lezennel diabarzh an Iliz katolik roman ha difennet e oa outo dimeziñ, legadiñ o madoù d'o familh, ober o annez diouzh o grad hag e oa lezioù-barn ispisial evito, anvet "officialités". Al lezenn a reas da bep kloareg, eskob, beleg, manac'h, lean, leanez, ar gwirioù keodedel hag o doa gallet lezel o fostoù pe o strollegezhioù manatiel. An abatioù hag al leandioù a oa evit mont da get pa oa bet divizet araok gant ul lezenn votet d'an 13 a viz C'hwevrer 1790 e vije lakaet o madoù evel "Gladoù broadel" . Koulskoude e chome an eskoptioù hag ar parrezioù renet gant eskibien ha beleien dilennet gant ar feizidi. Dispac'h gall Istor ar Gristeniezh Lezennoù
1136
https://br.wikipedia.org/wiki/Kasoni
Kasoni
Ar gasoni a zo ur fromadenn a enebouriezh pe a soñjer kreñv a-enep un den pe un dra. Gallout a ra dont anezhi ar c'hoant da dec'hout pell diouzh an dra gasaet, pe d'e zistrujañ. Kasoni a c'hell dont diwar an aon rak an dra gasaet, pe diwar efedoù fall goude bezañ bet afer gantañ. He livañ a reer alies evel kontrol da garantez pe da vignoniezh. Reoù arall, evel Elie Wiesel, a gred kentoc'h ez eo an digasted pe an diseblanted a zo kontrol d'ar garantez. Kas a ra ar gasoni d'ar feulster alies. Tud a c'heller broudañ da gasaat ur vro, ur feiz pe ur rummad tud dre ar bruderezh. Unan eus abegoù pennañ ar brezelioù hag ar sponterezh eo. Tud ha kasoni Brudet eo kasoni an dud-mañ Kain ouzh Abel Sarkozy ha Villepin an eil ouzh egile. fromoù
1137
https://br.wikipedia.org/wiki/Mezh
Mezh
Mezh a vez en unan bennak e daou zegouezh peurvuiañ: pa vez graet goap outañ, met dreist-holl dirak tud all, pa gred en deus graet un dra fall e-keñver e vetoù, e gredennoù, a-enep e dalvoudoù (politikel, relijiel) pe re ar gevredigezh. En em gavout a ra diaes an den dirak ar re all, pe dirak e goustiañs. Rak n'eo ked ret bout mezhekaet dirak an holl evit kaout mezh ; gallout a ra un den kaout mezh abalamour d'un dra anavezet gantañ e-unan hepken ivez. Koulskoude, hervez bredoniourion zo, n'eo ket heñvel ar vezh a deu abalamour d'ar re all, hag ar spered kablus, a zo un dra a denn da goustiañs an den hepken. Mezhekadenn Pa c'hoarvez ur vezhekadenn dirak ar re all e teu ruz an den mezhekaet. Pa vez re ziaes an den, pa vez re a vec'h warnañ, e c'hall koll e skiant, betek mont d' en em lazhañ. Kemer a c'haller div skouer: mezh an dud faezhet, evel ar re a ra harakiri (pe sepuku), a soñj dezho eo evel-se e viront o enor; mezh ar re o deus pec'het en un doare bennak, evel Judaz (pec'hed a dreitouriezh), Pierre Bérégovoy (onestiz), a soñj eo evel-se e paeont o fec'hed. Mezh ha reizh Stag eo ar vezh ouzh ar reizh ivez. E sevenadurioù zo eo arabat diskouez an organoù reizhel, pe komz eus oberoù reizhel, abalamour d'ar relijion, da gredennoù zo pe d'ar gizioù kozh hepken. Kuzhat e organoù reizhel, en em wiskañ eta a ranker, abalamour d'ar vezh-natur ( a dlefe bout naturel d'an holl), pe d'ar vezh-fur, pe d'ar vezh-dleet, pe d'an elevez. Un dizenor spontus eo, e meur a sevenadur, bezañ gwallet, ha mezh an dud gwallet a c'hall ober dezho en em lazhañ, gwelout mojenn C'hrisippos . Divezh Divezh eo an dud a ra goap ouzh ar re all, hag a glask ober mezh dezho a ra fae war an talvoudoù a zo re ar gevredigezh emañ enni. Liv Ruz e vez liv ar vezh a-wechoù, pa vez re anezhi: Ur vezh ruz eo gwelout ar vamm-gozh-se o paotreta evel ar c'hrennardezed. Gerioù kar dre o ster elevez aon goap heug, doñjer Levrioù -E saozneg: Bradshaw, J (1988). Healing the Shame That Binds You, HCI, . ISBN 0-932194-86-9 Broucek, Francis.(1991)Shame and the Self, NY: The Guilford Press, ISBN 0-89862-444-4 Fossum, M, and Mason, M, (1986). Facing Shame: Families in Recovery, W.W. Norton, ISBN 0-393-30581-3 Gilbert, P (2002}Body Shame: Conceptualisation, Research and Treatment. Brunner-Routledge. ISBN 1-58391-166-9 Gilbert, P (1998} Shame: Interpersonal Behavior, Psychopathology and Culture. ISBN 0-19-511480-9 Goldberg, Carl. (1991) Understanding Shame, Jason Aaronson, Inc., Northvale, NJ. ISBN 0-87668-541-6 Lewis, H. B. (1971). Shame and guilt in neurosis. International University Press. New York.ISBN 0-8236-8307-9 Lewis, Michael. (1992) Shame: The Exposed Self. NY: The Free Press. ISBN 0-02-918881-4 Kaufman, Gershen,(1992). Shame: The Power of Caring, 3rd edition, Schenkman Books, Rochester, VT, ISBN 0-87047-052-3 Middelton-Moz, J, (1990). Shame and Guilt: Masters of Disguise, HCI, ISBN 1-55874-072-4 Morrison, A (1996) The Culture of Shame. Ballantine Books. ISBN 0-345-37484-3 Morrison, A (1989) Shame: The Underside of Narcissism. The Analytic Press. ISBN 0-88163-082-9 Nathanson, D., ed. (1987) The Many Faces of Shame. NY: The Guilford Press. ISBN 0-89862-705-2 Nathanson, Donald. (1992) Shame and Pride: Affect, Sex, and the Birth of the Self. NY: W.W. Norton, ISBN 0-393-03097-0 Schneider, Carl D. (1977) Shame, Exposure, and Privacy. Boston: Beacon Press, ISBN 0-8070-1121-5 -E poloneg: Dodziuk A. (1999): Wstyd. Jak lepiej go rozumieć i nie pozwolić, żeby zatruwał nam życie. Warszawa, Instytut Psychologii, Zdrowia Polskie Towarzystwo Psychologiczne. Liammoù diavaez CET OBSCUR SENTIMENT QU'EST LA HONTE, André Polard: Bredoniezh Fromoù
1138
https://br.wikipedia.org/wiki/The%20Doors
The Doors
The Doors a oa ur strollad rock stadunanat savet e miz Gouere 1965 e Los Angeles, Kalifornia ha divodet e 1973, daou vloaz goude marv e ganer Jim Morrison. Daoust d'e vuhez berrbad a-walc'h ez eo The doors unan eus strolladoù heverkañ istor ar rock, ha levezonet ez eus bet un toullad arzourien gant e sonerezh. Brudet-kenañ e-pad o bloavezhioù oberiant a-drugarez da ditloù evel Break On Through pe Light My Fire e teuas ar pevar soner da vezañ brudetoc'h c'hoazh goude ma voe divodet ar strollad, gant an azeulerezh hag ar vojenn a savas en-dro da Jim Morrison, barzh ha kaner leun a garism. Buhez diroll ha marv abred ar c'haner-se a voe lodek e krouidigezh ar vojenn hag an azeulerezh a savas da heul e varv. Ar sonerien Jim Morrison, kan Ray Manzarek (1939-2013), klavier Robby Krieger, gitar John Densmore, taboulinoù Istor Savet e voe The Doors e 1965 goude ur gejadenn etre Jim Morrison ha Ray Manzarek, daou zen diplomet eus an UCLA. Kanet en doa Morrison un nebeud kanaouennoù evit Manzarek, Moonlight Drive ha reoù all. Bez' oa Manzarek e-barzh ur strollad all dija (Rick and The Ravens), pa oa Krieger ha Densmore o seniñ gant The Psychedelic Rangers, met anavezout a rae an daou-mañ Manzarek dre vignoned boutin dezho. Evit ar re a blij The Doors dezhe, e teue an hoal pennañ eus ar c'homzoù skrivet gant Jim Morrison. A-hend-all : ar son jazzy gant Densmore, mailhoni ha saouzanidigezh degaset gant klavier Ray Manzarek (dre ma sone gitar-boud gant e zorn kleiz ha piano gant e zorn all), ha stil ar gitarour Robby Krieger gant levezonoù a-bep seurt, sort d'ar flamenco, ar sonerezh indian, ar blues hag ar gitar klasel : an holl draoù-se a ya d'ober ur stil hag ur son hep e bar. Orin anv ar strollad Dont a ra an anv « The Doors » eus titl ul levr bet skrivet gant Aldous Huxley, The Doors of Perception, amprestet a-raok c'hoazh digant ur barzh eus an , William Blake : « If the doors of perception were cleaned, everything would appear as it is: infinite » (« Mar befe naetaet dorioù ar merzout, en em ziskouezfe pep tra d'an den evel m'emañ e gwirionez : divevenn. ») Strolladoù sonerezh SUA The Doors Strolladoù sonerezh ar bloavezhioù 1960
1139
https://br.wikipedia.org/wiki/D%C3%AFaes
Dïaes
An Dïaes so ur santimant displijus, pa ema bet gwelet pe gouezed un den oc'h ober un dra ha n'eo ked akseptabl socialamant. Tost eo deus mezh, nemed e hall un den kaoud mezh iwe gant un dra anavezet gantañ é hunan. Setu e vez komset deus an dïaes pa vez un dra nann-akseptabl ewid ar group, kentoc'h eged fall herwez ar moral. Pa vez dïaes un den, alïes, e ta ruz, e en-em ziskouez nervus, besteodus, trabasset... Prederouriezh Fromoù
1140
https://br.wikipedia.org/wiki/Foar%20Nedeleg%20Ba%20Uhelgoad
Foar Nedeleg Ba Uhelgoad
Sed amañ ur gontadenn gant Chañ Maï Skragn (evel e vez skrivet gantañ) diwar-benn an Ankoù pe gentoc'h skeudenn an Ankoù war ur marc'hadour saout evit displegañ deoc'h penoas e veze gwelet a-wechoù an Ankoù gwechall e-touesk an dud. Foar Nedeleg ba Uhelgoad Amañ ar c’hî-m' ba koste Uhelgoad, amañ ‘vije diw foar bep mis ba Uhelgoad, bremañ n’eus ke' foariou kin, bremañ n’eus ken 'met marc’had kwa, 'taw. Me' gwechall ‘vije diw foar, foar ar vis d’ar yow kenta deus ar mis, ha foar an drede yow da c’houde. Set', ar foar kenta ‘r bla a c’houz'z, ar yow kenta ‘r bla, ha hoûzh ‘vije greed ar foar an de kenta ‘r bla, foar an delou (kelou) mad. Hag hoûzh ‘oa foar ar yowankis hag e vije tud é kana, hag é tañsal, ha da zañsal ha kana da zañsal var ar blassenn ba Uhelgoad. Foar ar re yowank kwa. Mes ar foar diveo deus ar bla, neuhe hoûzh ‘vije greet foar Nedeleg deusouti. Ha hoûzh ‘vije 'taw bar pemzektez dive'o deus mis Kerzu. Set', var-dro gouel Nedeleg kwa, un tamm bihan rôg gouel Nedeleg alïes kwa. Hag hoûzh da neuhe oa or foar tristig ‘vije ba mis Kerzu a c’houz'z walc’h : ‘ve teñval an amser, glaw vije ha du ha toud. Set' bremañ neuhe ‘oa ur foar kwa, ar bla-se, ar yow-se ‘oa trist-trist ar foar hardî. Glo a rê ga' deliou erc’h neuhe d’ar c’his-se. Yen oa, teñval an amser bar foar ba Uhelgoad, a oa an dud é tañsal var an eil troad goude egile da c’ho'tos marc’hadourien da zond. A-benn ar fin e oa gwel'd on’ o tont, ha tou'n dud a c’houlle « Te an’vez heñzh, te an’vez heñzh ? » 'ran ked, den 'bed n’anave'e 'nañw, pugur heñzh oa or marc’hadour disheñvel. Ur pezh den bras ‘oa, hag e dok oa gantoñ var e benn lake nañw brassoc’h e benn oa. Vije gwel't var e varw hir, 'vije gwel't med e zowlagad é lufra. Ha brema oa, e dok oa kozh ha huset, med ar vantell oa gantañ or vantell marc’hadour saout oa gantoñ var e gein oa eu : on hir a ruse an douar ka'imant vije dislivet ha disheñvel-toud, leun a doullou. Ha goulskoude ba i c’hodell, ba i c’hodell-bruched, a vije gwel'd or bakadenn arc’hant var-vel, laket var-vel d’an dud vi' roi da c’hoûd lar oa arc’hant da baeo. Ha brem' neuhe, (h)eñ neuhe : den 'bed n’anave'e nañw. Tou'n dud a c’houlle an eil d’egile é vel't nañw o tond « Te ‘an’vez nañw pôtr, te ‘an’vez hemañ ? ». Nann, den bed n’anave'e nañw. Hag (h)eñ a’h ae d’an eil aneval d’eben hañ... ha pe vije i zorn war al loñned vel't pesseurt mod ‘oa lardet al loñned ha toud, da vel't hag-eñ ‘oant mad da brena. I lagad, i zowlagad vije war an heñy vije krog bar gordenn. An heñy oa krog bar gordenn, pa’h ê dowlagad sellou heñzh varnoñ ranke plega i zowlagad. Aet ‘oa heñzh a'mo'-se tre da beked lein ar blassenn lec’h oa ar saout deuet var i gis, ha n’a ke' be' lâr't koms bed neuhe, na goulled pris na mann bed, ne rê ke' met tastoni ar saout ha sell't deus an dud. Goude e oa êt var ar blassenn, ba Uhelgoad, eno vije al loñned bihan var-dro d’an ilis amañ ar c’hî-m' : an deñved hag ar moc’h, hag al loueou ha tout. Ha goude, eno e lec’h ‘oa degoue'et, n'a komañset d’ober er memes mod dustu 'darre. 'Benn 'fin oa degoue'et dirag an ilis, dirag (d)or an ilis. Ha neuhe n’a paret i zowlagad var ar pôtr bragou, sent oa var an dro d’an nor d’ar mare-se, a oa chomet-eñ mantret par war ar re-he. Lura rê i zowlagad varne. Set', an dud, pugur heñzh ne vouje ket, an dud oa bar foar oa komañset dond en-dro dehoñ, a oa or c’helc’h pell ha tout, ha (h)eñ ne vouje ket papred. Inoptiset oa o sell't deus ar re-he. Ha brem' neuhe, 'benn ar fin neuhe, neuhe oa an abardahez dija, an dra-he oa an eur hag e teue an aotrou person d’ar mare-se deus ar c’hostes all d’ar lenn d’ober i bateriou diveo d’an ilis. Ha pa n’a gwel't ar c’helc’h tud a' mo'-se en-dro, ha (h)eñ a ranke goul'nn plass hag êt da wel't, ha pa n’a gwel't an den-se ‘oa chomet sioul ha laket i vis war i vusellou ha « roi peuc’h ! », da lâr't d’an dud roi peuc’h. An dud var i gis hag ew be' gwel't dre ar gardenn o heda an ilis êt da beked ar sakristian ha ban ilis var eno, ba eno. A-benn ur mare goude e oa digor'd an nor vras var an ilis ha hem' all, ar marc’hadour saout, oa eno papred, par var an ilis. Ha degoue'et ar person ; ‘barzh un dorn e oa ar groas gantoñ uhel, ha ‘barzh un dorn all e oa ar pod dour benniget. Ha (h)eñ, be' n’a bet amser hem' all da soñjal petra so degoue'et, sklapa dour benniget var ar marc’hadour saout. ‘Oa bet or luc’hadenn hag or skrijadenn spontus, ha den 'bet n’a be' gwel't dre blec’h oa êt partiet an den kuit. Setu, neuse a, ar person en doa laret d’an dud, ha bep seurt n'a laret la oa degoue'et ahe pugwir heñzh n’ew ked eur marc’hadour oa ; heñzh a oa an Ankow ya. Ha, neuhe, an dud n’a soñjet : e lec’h be' okupet g'ar loñned oa muioc’h okupet g'an dud oa o terc’hel al loñned. Ya, ha neuhe oa deuet own dehe-tout, daoust ha d’hag eñ oa deuet ahe da gemer hano lod an dud oa mad da gemer d’ont gantoñ d’an ifern. Set', tou'n dud a oa kemmesket, strafuilhet-tout éc’h essaeo goût e peseurt mod « matrehe ew aet ma hano gantoñ, matrehe ew aet ma hano ». Med an aotrou person n’a dichalet nê ha lâr't dehe "Oo, brem' g'an dour benniget n'eus tapet nañw varnoñ lar ew ka'imant sur eo efasset toud an hanoiou, me lâr dit la peus mann 'bet d’o'r". Setu 'benn neuhe oa deuet noñs dija, ha ba mis Kerzu teu noñs abred. Set', an dud oa êt neuhe etreseg ar gêr neuhe, me' oa ked echu ar spontadennou c’hoazh, kar ar re a ranke mond pell g'an heñchioù-treus hag ar gwinojennoù, ebeñ n’a c’hoazh da toud ar re-he da heda, ha ‘barzh ar re-he amañ ba bro Breizh Isel, a-vechou pa vije deuet an noñs, bar re-he la vije ke' met lutined, hag an Ankow, hag an teuched, toud, hag an dud o dije own, set' oa ked echu an own 'vite c’hoazh. Met er mo'-se oa degoue'et gate an de-se. Kontadennoù brezhonek
1143
https://br.wikipedia.org/wiki/Philipp%20Melanchthon
Philipp Melanchthon
Philipp Melanchthon (16 a viz C'hwevrer 1497 e Bretten, Alamagn - 19 a viz Ebrel 1560 e Wittenberg), pe Phillipp Schwarzerdt hervez e anv gwirion, oa beleg, doueoniour, lenneg, ha kelenner skol-veur ha reformatour relijiel alaman. Kenlabourer e oa da Martin Luther, ha brudet eo dreist-holl dre ma'z eo gantañ an hini e oa bet savet Kofesion Augsburg en 1530. Kement ha luther eo tad d'al luteregezh. O-daou e savent a-enep kehelerezh ar sent hag an ostivenn. Bloavezh 1997 e oa ar "bloavezh Melanchthon" en Alamagn, 500 vloaz war-lerc'h e c'hanedigezh. Liammoù diavaez Pajenn diwar e benn en saozneg Istor ar Gristeniezh Beleien Ganedigezhioù 1497 Marvioù 1560
1144
https://br.wikipedia.org/wiki/Sranan%20Tongo
Sranan Tongo
Ar sranan tongo (eus ar saozneg surinamean tongue), pe sranang tongo, zo ur yezh kreolek komzet evel yezh-vamm gant 130 000 a dud eus Surinam. (anvet e vez ivez takki takki, met ar ger-se, ouzhpenn bezañ dismegañsus, zo implijet c'hoazh evit kreolegoù all, disheñval, komzet e Gwiana c'hall). Ar gerioù sranang tongo evit gouzout ha krouadur zo sabi ha pikin. Se a laka tud zo da soñjal, goude teorienn ungenetek ganedigezh ar yezhoù pidgin, e teufe ar sranang eus al lingua franca. An deorienn-se a vez kavet abeg enni gant an darn vrasañ eus ar yezhoniourien a labour war an dachenn-se). Implijet eo gant tud hag a gomz a-hend-all Saozneg, nederlandeg, javaneg hag hindustani, setu e c'hoari da eil yezh evit an darn vras eus an dud e Surinam. Ar sranang tongo zo ur meskaj etre an nederlandeg, ar saozneg, ar portugaleg, hag a bep seurt yezhoù all eus Kreiz ha Kornôg Afrika. Stummet eo e-giz ur yezh kreolek : n'eus ket nag infleksion na deklinasion, ha dister eo he geriaoueg (un nebeud miliadoù a c'herioù); aes a-walc'h eo da zeskiñ. Bez' ez eus kalz a dud ivez hag a laka ar sranang tongo da vezañ ur c'hreoleg diwar ar saozneg hepken (nemet ar Wikipedia Alamanek a wel anezhi evel ur c'hreoleg savet diwar ar portugaleg kentoc'h). Skouer Mi nen René Hart en mi gebore tapu 18 november 1945 ini a kondre Sranan (Rene Hart eo ma anv hag on bet ganet d'an 18 a viz Du 1945 e Surinam) Liammoù diavaez Pajenn ar sranan tongo war lec'hienn ar SIL Meneger yezhoù ar bed Yezhoù Surinam Yezhoù kreolek
1145
https://br.wikipedia.org/wiki/Pidjin
Pidjin
Ur yezh pidjin a zo ur yezh vehikular eeunaet savet diwar geriaoueg ha strukturioù ur yezh-diazez, peurliesañ ur yezh europek anezhi, en o zouez ar (saozneg, ar galleg, ar spagnoleg, ar portugaleg hag an izelvroeg dreist-holl. Gant ar yezhonourion e vez graet an diforc'h etre ar pidjinoù diouzh un tu ha kreoloù diouzh un tu all, ma vez desket ha komzet ar c'hreoloù evel yezh-vamm. Da ober ur pidjin e ranker kaout : liammoù asidu hag e-pad pell etre daou strollad tud ganto yezhoù disheñvel. un ezhomm da eskemm kenetrezo (ober marc’had, kaout familh dec’h an daou du). yezh all ebet a viche komprenet gant an daou. Keith Whinnom a soñj dezhañ e ranker kaout teir yezh da ober ur pidgin, unan anezho a viche pouezusoc’h evit ar re all (ur superstratum). Soñj a ra d’ar yezhourien e c’hell ur pidjin mont da greol, ma vez ur rummad nevez ganto pidgin hepken er gêr. An dra-se a lakefe ar yezhadur da gompezañ. Ar c’hreol-se e-touesk an dud a deu da vezañ ur yezh he-unan (mestal ar Chavacano er Filipin, Krio e Sierra Leone hag an Tok Pisin e Papouasie Nouvelle-Guinée). N’eo ket bep taol ec’h en em gav ur pidjin da vont da greol abalamour e c’hell bezañ bet ankounac’haet a-raok (evel al Lingua Franca er Mor-Kreiz). Salikoko Mufwene a soñj dezhañ pidjin ha kreol n’int ket evel, da lavaret eo ne viche ket ur pidjin a-dreñv pep kreol. Hervezañ, ur pidgin a veze komzet gant ar marc’hadourien tud « a rae gant ur yezh da eskemm » skoaz ar c’hreoloù a viche en em gavet etre 1) mevelien a veze ganto badumoù o bro, da lavaret eo un doare da gaozeal disheñvel awalac’h ouzh ar standard ha 2) sklavourien, ganto yezhoù (badumoù Africa) pell braz diouzh ar strollad kentañ. En em gavet int da eskemm gerioù ha troiennoù war ar pembez. Graet e vez basilect diouzh un doare da gaozeal treut kenañ met lark awalac’h da vezañ komprenet. Yezhoniezh
1146
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh%20vehikular
Yezh vehikular
Ur yezh vehikular, pe kedyezh, a zo un doare yezh, eeunaet alies a-walc'h, hag a dalvez evit ma c'hell tud gante meur a yezh disheñval komz kenetreze. Ar c'hontrol a vefe ur yezh vernakular, komzet gant tud ur vro. Skouerioù : Ar yezhoù implijet evit lidoù relijiel, evel ar latin, an arabeg... Ar saozneg en India, pe evit ar skiantourion, ar goñversanted, an douristed hiziv an deiz Al latin, e-pad an Henamzer ha pelloc'h c'hoazh etre Europiz desket Ar c'hoine henc'hresianek Ar swahilieg e Afrika ar Reter Ar sinaeg (mandarineg pe pǔtōnghuà) e Republik Poblel Sina Ar pidjinoù Ar galleg, hiziv an deiz, etre brezhonegerion dizesk war o yezh gant rannyezhoù disheñval Vehikular
1152
https://br.wikipedia.org/wiki/Tired%20etre%20div%20lizherenn
Tired etre div lizherenn
An tired etre div lizherenn a vez implijet e meur a yezh. E saozneg E saozneg e vez lakaet un tired a-wezhioù etre div lizherenn e-kreiz ur ger, da sklaeraat ar ster : repair « dresañ, kempenn » e-kichen re-pair « pariñ en-dro » E brezhoneg E brezhoneg, gwelout : barrennig-stagañ . En doare-skrivañ brezhonek etrerannyezhel, gant un nebeud tud, evit diskouez e vez distaget ur 'z' gant an holl rannyezhoù, e-giz ma vije e penn-kentañ ur ger : di-zesk, daou-zeg. Drefent e lavar tud zo n'eo ket ur varrennig-stagañ, met ur varrennig-distagañ. Arouezioù all etre div lizherenn E katalaneg e vez lakaet ur pik etre div lizherenn, dezhañ un dalvoudegezh all c'hoazh . Gwelit ivez: Tired boud Tired lemm Tired kognek Yezhoniezh doare-skrivañ
1153
https://br.wikipedia.org/wiki/Poent%20kreiz
Poent kreiz
E katalaneg e vez lakaet ur poent kreiz (·) (katalaneg: punt volat) etre div l da ober an digramm ŀl (l·l mar skriver anezhañ gant 3 sin urzhiataerezh). Ar poent-se a vez lakaet e-kreiz al linenn, uheloc'h eget ar poent poentaouiñ normal. Implijet e vez evit merkañ an diforc'h etre : an ll, hag a vez distaget [ʎ] peurliesañ, evel e brezhoneg lh. Ar son-se zo an /l/ palatalizet pe "glebiet", evel er ger ruilh (rannyezhoù brezhoneg zo) pe famiglia (italianeg). An ll (digejet ella ['eʎə]) a vez kavet n'eus forzh pelec'h e-barzh ar gerioù. Da skouer : llibre ['ʎiβrə] "levr", illa ['iʎə] enez" pe c'hoazh ell [eʎ] "eñ"; an ŀl, hag a dalvez kement a div [l] (/l/ gevellet pe hir, alies distaget [l] gant an dud memes tra). N'haller ket kavout an digramm-se (digejet ela geminada ['elə ʒəmi'nað̞ə]) nag e deroù nag e fin ur ger : eŀlíptic [əl'liptik] "eliptik". Kavet e vez e gerioù gouiziek (savet diwar ur rakger a echu gant un -l hag ur wrizienn a grog gant un l- all, da skouer : coŀlegi) pe e gerioù amprestet (paraŀlel). Sistemoù-skritur alfabetek Doareoù-skrivañ Lizherennegoù Lizherenneg latin Katalaneg
1166
https://br.wikipedia.org/wiki/Sent%20Breizh
Sent Breizh
Sent Breizh a vez graet eus tud, bet ganet e Breizh pe o deus bevet enni, hag o deus tapet brud vras abalamour d'o feiz katolik ha d'o deoliezh. Nebeut anezho zo bet anavezet gant an Iliz katolik roman hag an darn vrasañ a oa bet lakaet da sant pe santez gant ar bobl. Evit lod zoken n'eo ket sur e vije bet anezho ervat en tu all d'ar vojenn, ur vojenn savet ha klinket gant leaned o klask abegoù d'an azeulerezh, un nebeud kantvedoù pelloc'h. Ur sant hag e oa kontet obererezhioù burzhudus war e dro a c'helle broudañ muioc'h a feizidi er manati lakaet dindan e anv ha muioc'h a binvidigezhioù evit ar menec'h war un dro. Setu perak ez eus bet adkavet meur a vuhezskrid e latin, dezho an talbenn « Vita + anv latin ar sant ». Diwar-benn un nebeud sent ez eus bet savet daou pe dri doare, berr pe hir pe werzaouet. Seizh sant diazezer Breizh hag ar sent all Un hir a roll a vo da sevel ha lakaet e vo en araok seizh sant hag a zo bet anvet « seizh sant diazezer Breizh » peogwir, hervez an hengoun, o deus diazezet er Grennamzer Uhelañ seizh eskopti ar vro ; war a seblant o deus kemeret ur perzh dibar er mare ma tivroas ul lodenn eus Brezhoned Enez Vreizh. An degouezh-mañ a voe an abeg evit reiñ anv Britannia minor, "Breizh vihan" da gornôg Arvorig galian-ha-roman. Seizh sant diazezer Breizh eo : sant Brieg, eskob Biduce, deuet da vezañ Sant-Brieg ; sant Kaourintin, eskob Kemper ; sant Maloù, anvet MacLaw ha Malo ivez, eskob Sant-Maloù ; sant Paol Aorelian, eskob Occismor, deuet da vezañ Kastell-Paol ; sant Padern, eskob Gwened ; sant Samzun, eskob Dol ; sant Tugdual, eskob Treger anvet sant Pabu ivez. Un engroez a dud santelaet e Breizh Hervez un hengoun e vije « seizh mil seizh kant seizh sant ha seizh-ugent » e Breizh, da lavaret eo 7 847. E Lanriware e weler ur bez ledan a-walc'h hag ennañ e vije bet beziet 7 847 soudard a vije marvet diwar un emgann en amzer galian-roman. Setu amañ roll an dud santel a gaver en deiziadurioù brezhonek. Da heul pep anv e kavor deiziad e ouel. Meur a anv pe ouel a vez a-wechoù evit un den ; en notennoù emañ ar roadennoù all a zo bet kavet. Sent Santezed Ar Re wenvidik Charlez Bleiz (gwenvidig), dug Breizh Juluan Maner, prezeger misionoù ha yezhoniour brezhoneg Visant Enored, Joseph Boissel (1909-1969), Jean-Baptiste Malo douklazhet el Laos ha gwenvidikaet d'an 11 a viz Kerzu 2016. Ur den lakaet evel sant diwar ijin ar bobl : Sant Yann Diarc'hen, alias Santig Du, beleg breizhat marv gant ar Vosenn zu e Kemper. Levrlennadur Galleg : Tous les prénoms bretons. Alain Stéphan. Universels Gisserot, n°16, 1996 Grand choix de prénoms bretons. Gwennolé Le Menn. Embannadurioù Breizh, 1985 (stummoù kozh ha disheñvel, gerdarzh, lec'hioù liderezh) Bretagne des Saints. Florian Le Roy. Éd. André Bonne, 1959 Brezhoneg : Goueler ar Sent. Tepot Gwilhmod. Imbourc'h, 1994 Buez ar Zent (la Vie des Saints), skriv. a nevez e brezounek gant an ao. chaloni Biel Morvan. Kemper, 1894 Pennadoù kar Tro Breizh Traonienn ar Sent Seizh sant diazezer Breizh Notennoù Sent katolik hag ortodoksel
1168
https://br.wikipedia.org/wiki/Poellad%20frank
Poellad frank
An dro-lavar poellad frank a zo evit treiñ an hini saoznek "free software". Amjestr an dro-lavar-se e saozneg pa "free" a dalvez evit "frank" hag evit "digoust" ivez. Kavet e vez ivez al lavarenn vrezhonek meziant frank. Pa oa krouet al lavarenn-se gant Richard M. Stallman e oa kaoz eus ar frankiz evit an holl (arveridi pe diorroerien) seveniñ, eilañ, dasparzhañ, studiañ, kemmañ ha gwellaat ar seurt poellad-se.E gerioù resisoc'h ez eus kaoz eus peder frankiz roet da neb zo e kerz ar poellad ha displeget e-barzh an aotre-implij a zeu gantañ. ar frankiz evit arverañ ar programm evit pep implij (frankiz 0) ar frankiz evit studiañ penaos ez a ar programm en-dro hag evit azasaat da bep ezhomm (frankiz 1) ; ret eo kaout ar c'hod-tarzh evit ober an traoù-se ar frankiz evit addasparzhañ eiladurioù hag evel-se reiñ harp d'e nes (frankiz 2) ar frankiz evit gwellaat ar programm hag evit embann e welladurioù ha dre-se lakaat ar gumuniezh da dennañ frouezh diouto (frankiz 3); evit-se ret eo kaout ur mont-tre digor d'ar c'hod-tarzh. Gwrizioù Ar frankizoù-se a oa ez-reolenn eus 1960 da 1980 e metoù an urzhiataerezh ha ne oant ket dibarderioù. Kod ar reizhiad oberiañ a oa roet d'ar brenidi kenkoulz hag ar gwir kemmañ tra pe dra lakaet splann war skrid. Er mare-se, ne vije bet kavet un embregerezh, pa gouste un urzhiataer kement ha gopr ur sterniad ugent bloaz-pad, a vije prest kouezhañ dindan kazel-ge an oberiataer. Ken kemmet e oa ar reizhiad oberiañ (un DOS bennak e anv) implijet gant urzhiataerioù-kreiz an embregerezh Total ma'z aent en-dro gant un reizhiad liesprogrammek ha ne oa ket bet savet ar perzh-mañ en derou. (orin : 01 Informatique, 1978). Resisadennoù Evit displegañ pennaenn ar poellad frank, e c'heller keñveriañ anezhañ ouzh ur rekipe : Diwar pennaenn ar frankiz eo bet roet deoc'h ar rekipe dre nouspet moaien (kelaouenn, neb a lavar deoc'h hag all) ha n'eus rebech ebet da vezañ lavaret gant den pe zen... Droed ho peus reiñ anezhañ da zen pe zen hag ouzhpenn-se e c'hellit kemmañ tra pe dra hervez ho plijadur. Hervez pennaenn ar poellad nann-frank, strishoc'h e vez ho kalloud : ret eo paeañ un aotre-implij evit ober gant ar rekipe en ur c'hegin hepken hag evit ho peg nemetken. N'eus ket ret eilañ pe kemmañ. Hag ouzhpenn, munudoù ar rekipe n'int ket war wel, nag evidoc'h nag evit an holl. Dre astenn e vez graet gant endalc'h frank m'eo posupl braslenn hag eilañ endalc'h teuliadoù zo ha suroc'h c'hoazh m'eo posupl kemmañ an endalc'h da neb a fell dezhañ, da skouer gant endalc'hioù dindan an Aotre-implij hollek Teulierezh Frank GFDL, evel re ar Wikipedia. Koulskoude e vez lavaret gant lod n'eo ket ken frank ar GFDL (hervez tud o seveniñ ar raktres Debian). Patrom ar poellad frank a zo aet war wel er bloavezhioù '90 ha gant Linux a zo gwelet bremañ evel ur mod-produiñ en e blom hag a ya da glokaat ar modoù all. Un nebeud poelladoù frank anavezet-mat Linux Apache : Lec'hienn Apache Software foundation (e saozneg) BSD (ur skourr da Unix savet diwar ur poellad bet roet da Skol-Veur Berkeley gant ATT) Firebird Firefox Mozilla Mysql : Lec'hienn Mysql (e saozneg) OpenOffice Thunderbird Un nebeud mentrezhoù roadennoù frank N'eus bevenn ebet diouzh ur breou anavezet evit implij ar mentrezhoù-mañ Audio : Vorbis, FLAC Compression : gzip, bzip2, lzma Image : PNG, SVG, MNG, OpenOffice.org (.sxd) Tableur : OpenOffice.org (.sxc) Texte : ASCII (.txt) Texte formaté : TeX, OpenOffice.org (.sxw), Abiword Video : Matroska (.mkv), XviD, Theora Istor Gourdad ar poellad frank a oe Unix pa oa posupl, ijinañ un toullad bras a adstummoù evit ar reizhiad oberiañ-mañ. Mammennoù all eo bet mezarc'hioù (libraries e saozneg) krouet gant embregerezhioù zo. Da skouer, an ACM skrivet en Algol pe reoù krouet gant IBM evit e urzhiataerezioù kentañ pe reoù DEC evit ar PDP pe reoù Data General evit ar Nova. Frankiz hag evezhiañs Krouerien ar poellad frank o doa miret en o spered ar pezh eo erruet gant ar reizhiad Unix p'en deus aet da vezañ bruzunet en un niver bras a zoareoù ken dizurzh e oa bet an diorren. Linus Torvalds en deus pouezet bras, dre skouer, ma vo lakaet da genglotañ produioù evit endro Linux evel Gnome ha KDE. Klenglotañ a reont bremañ gant ur c'holl bihan er mont-endro. Liammoù diabarzh Free Software Foundation ; GNU ("GNU is not UNIX") : raktres bras kentañ evit ar meziant frank ; Licence publique générale GNU : aotre-implij foran gentañ evit ar meziant frank ; Richard Stallman : an den arouezel evit ar meziant frank ; Linus Torvalds : krouer ar maen-azez (urzhiaterzh) Linux hag e roas lañs d'ar brud a dapas ar meziantoù frank e fin ar bloavezhioù 1990; Liammoù diavaez Ar renabl DMoz dwb ar meziant frank Termenadur ar meziant frank An aotre-implij foran GNU GPL et l'« American Way » gant Richard M. Stallman Article d'Eric Raymond (frank eo an destenn, evel just !) Perak e vije mat d'ar meziantoù frank chom diberc'henn gant Richard M. Stallman Evit kompren ar meziant frank diwar skouer ur rekipe Ar preder a c'hell bezañ a-dreñv da ventoù ar fichennaouegoù Levrig ar meziant frank Framasoft : renabl ar meziant frank (e galleg) The best free softwares for Windows XP and Windows Vista Urzhiataerezh Poellad
1169
https://br.wikipedia.org/wiki/Holloueziadur
Holloueziadur
Un holloueziadur (pe kelc'hgeriadur) a lavarer e brezhoneg eus ul levr a glasker lakaat muiañ ma c'haller a zeskamant pe gouiziegezh ennañ, diwar-benn danvezioù a bep seurt. Gellout a ra un holloueziadur bezañ arbennikaet par pled gant un dachenn hepken, da skouer pa ne denn nemet d’ar skiantoù. Alies e vez renket an danvez dre urzh al lizherenneg. E-pad pell eo bet embannet an holloueziadurioù e stumm levrioù. Bremañ en o c’haver ivez enrollet war pladennoù ha muioc'h-muiañ dindan stumm ul lec'hienn war ar Genrouedad. Koulskoude, daoust d'ar strivoù, met ne c'hell an holloueziadur enklozañ an holl ouiziegezh. Anvadur Savet eo ar ger holloueziadur diwar ar gerioù holl, ha gouez-, ur wrizienn a gaver er verb gouzout hag en anv gouiziegezh, gant al lostger -adur a gaver e-barzh geriadur pe yezhadur. Tost eo d'ar ger gwyddoniadur a gaver e kembraeg evit envel ar seurt oberenn ha d'ar ger kernevek godhonyador. Ur ger all a zo bet e brezhoneg evit se : kelc'hgeriadur, zo savet diwar ar gerioù geriadur ha kelc'h, evit treiñ ar gresianeg Enkuklopaideia, a dalveze deskamant lakaet en ur c'helc'h, peogwir e vez enklozet ennañ deskamant an oberour(ien) betek o harzoù diwezhañ skeudennaouet gant ar c'helc'h. Ouzhpenn-se ne c'heller ket implij un holloueziadur urzhiet dre zanvezioù hep brassellout ouzh ur meneger hag a zo stumm eeunañ ur geriadur. Doareoù all da envel an dra-se a gaver c'hoazh. Frañsez Favereau a ra gant geriadur a ouiziegezh (Geriadur brezhoneg a-vremañ, 1992). Frañsez Vallée en doa kinniget levr kelc'houiziegez ha kelc'houiziegezadur. An termen kelc'hgeriadur zo bet kavet e-pad pell e geriadurioù brezhoneg-galleg Roparz Hemon. Ret eo lavarout eo gant tud ar wikipedia brezhonek e vez implijet ar ger holloueziadur dreist-holl, rak n'eus nemet un holloueziadur e brezhoneg evit ar poent, ha hemañ eo. Savet eo ar ger holloueziadur da dreiñ ar ger latin encyclopædia eta, ur ger latin savet da vare an Azginivelezh, er XVIvet kantved eta, hag a deu eus un droienn e gregach Ploutarc'hos, enkuklios paideia (εγκύκλιος παιδεία), da lavarout eo littéralement « kelc'h ar gouiziegezhioù » pe « chadenn ar gouiziegezhioù » (en: en, kuklios : kelc'h, ha paideia : deskadurezh). An daou zoare da glask enklozañ an deskamant P'eo ar geriadur astennet da vezañ un holloueziadur, ledan pe arbennig he falioù, ez eus bet savet hollouezadurioù hentennek ivez. Holloueziadurioù gant ur framm ennañ rummoù urzhiet hervez ur poell savet a-ratozh ez int. Dre vras e vez bodet an deskamant dindan anvioù ar c'helennoù bras evit ma reas Aristoteles (Poellouriezh, Politikouriezh, Barzhegezh, Aritmetik, Oablouriezh, Fizik hag ar pezh a zo "goude" ar Fizik, ar Metafizik (Trabedoniezh e brezhoneg). Ar patrom koshañ eo an holloueziadur hentennek evel ma weler gant ar Speculum Majus savet e latin gant Vincent de Beauvais, un oberenn a ziskouez sammad ar ouiziegezh a c'helle dastum en XIIvet kantved e Europa. Er XVIIvet kantved e teuas e soñj al lederien deskamant implij al lizherenneg evit dispakañ pennadoù ha ne oant ket urzhiet dre o zemoù, met liammet etrezo gant adkasoù. Sellet ouzh skouerioù roet er rannbennad istorel izeloc'h. Istor En Henamzer e voe savet holloueziadurioù gant ar C’hresianed. Oberennoù Aristoteles ha Demokritos a yae pep hini anezho d'ober meni holloueziadurioù hag ar pezh a chom eus oberenn ar c'hentañ a c'hell bezañ gwelet evel an holloueziadur koshañ. Ar Roman Plinius kozh, er , en deus savet un "Istor naturel" (Naturalis historia) a oa ennañ meur a levr ha 37 anezho (diwar 160) a zo bet miret. Ennañ e oa anv eus fedoù gwir ha traoù faltazius. Sellout a reer ouzh an oberenn-se evel mammenn an holloueziadurioù zo deuet war-lerc’h. En e teuas er-maez an holloueziadur sinaek kentañ, dindan an anv Melezour an Impalaer. An holloueziadurioù e Sina a oa un harp evit ar studierien en o arnodennoù. Lod anezho a voe savet a-hed meur a gantved. Ar Statudoù Ledan da skouer a voe savet da gentañ gant Du Yu en 801 hag a voe kendalc’het da skrivañ betek an . Cheng Zu, an impalaer eus Sina eus rummad ar roueed Ming a lakaas sevel an holloueziadur Yongle, an oberenn vrasañ eus ar seurt-se. Echuet e oa bet er bloavezh 1408 hag ennañ e oa 11 000 levrenn dornskrivet a chom war-dro 400 anezho. En IXvet kantved e voe embannet an holloueziadur arabek kentañ, savet gant Ibn Qutayba. Dek levrenn a oa en oberenn, ha plediñ a rae gant an danvezioù-mañ : ar galloud, an noblañs, an temz-spered, ar c’hloer, ar garantez, ar boued, ar maouezed…, oc’h ober gant krennlavarioù, barzhonegoù… Lavarout a reer peurvuiañ ez eo gant ar Saoz John Harris e voe savet ar c’hentañ holloueziadur modern, e stumm ul levr ennañ pennadoù renket hervez urzh al lizherenneg. E 1704 e teuas er-maez e Lexicon technicum. E dibenn an e teuas er-maez an Encyclopaedia Britannica, e stumm teir levrenn embannet etre 1768 ha 1771. Hiziv an deiz c’hoazh ez eo an holloueziadur brudetañ ha pouezusañ er bed saoznek. D’an hevelep mare e voe embannet e Bro-C'hall an Encyclopédie gant Diderot. E 1772 e voe echuet. Ennañ e oa pennadoù gant Voltaire, Rousseau, d'Alembert ha Montesquieu, kefredourien vras d’ar mare-se. Gant an Iliz katolik ha gant lez ar Roue e voe gwelet Encyclopédie Diderot evel un oberenn awenet gant ur spered disuj koulz lavaret. D’ar mare-se ivez e voe savet en Alamagn holloueziadur Brockhaus. Ha bremañ An holloueziadurioù, anezho oberennoù ledañ deskamant e stumm pennadoù a ra dave an eil re d’ar re all, a c’hell mat-tre bezañ lakaet war un urzhiataer. Kalz aesoc’h ha buanoc’h e kaver ar pezh a glasker evel-se. Ouzhpenn-se e c’heller lakaat war un urzhiataer traoù ouzhpenn ar pezh a vezer boas da gavout el levrioù : sonioù, videoioù ha kement danvez liesvedia a c’heller ijinañ. Ur roll brasoc’h-brasañ zo gant an holloueziadurioù-se war dachenn an deskadurezh elektronek. Hollouezadurioù brezhonek E brezhoneg n’eus bet embannet holloueziadur ebet war baper morse betek-henn. Bremañ, gant Wikipedia, ha gant kenlabour an holl vrezhonegerien a youl vat, emeur o klask sevel ur benveg par d’ar pezh a gaver e yezhoù all, ha kaout deskamant war a bep seurt traoù en hor yezh. Koulskoude ez eus bet un seurt holloueziadur savet e Breizh hag e oa kalz a vrezhoneg ennañ daoust dezhañ bezañ skrivet e galleg. Geriadur Pierre Joseph de Coëtanlem de Rostiviec an hini eo, savet e-doug an Dispac'h gall ha chomet diembann e zornskrid betek dibenn 2008. Un astenn da c'heriadur Loeiz ar Pelleter eo gant addisplegoù gouiziek da bep ger. Liammoù diavaez Wikipedia Galleg Académie francaise Rubrique encyclopédies e-barzh an Open directory project Encyclopedia Universalis Saozneg Encyclopædia Britannica Encyclopædia Britannica 1911 (digoust) Encyclopedia.com (© Columbia Encyclopedia) Open Site Internet Encyclopaedia Hall Encyclopedia Wikipedia Wikipedia saoznek Spagnoleg Enciclopedia Libre Holloueziadurioù Levrioù
1172
https://br.wikipedia.org/wiki/Geriadur
Geriadur
Ur geriadur zo ul levr dave a dalvez da adkavout titouroù diwar-benn gerioù, anvioù, pe meiziadoù, renket hervez urzh al lizherenneg peurliesañ. A bep seurt geriadurioù zo. Ar geriadurioù ar muiañ anavezet eo ar geriadurioù yezh, evel Geriadur brezhoneg an Here pe geriadurioù divyezhek. Ret eo lakaat kemm etre ar geriadurioù, an holloueziadurioù, hag ar geriadurioù holloueziadur. Istor Ar c'hentañ geriadur skrivet er bed a vije bet savet gant ar Vabilonianed er VIvet kantved kent J.K.. Ar c'hentañ geriadur skrivet e sinaeg, ar Shuowen Jiezi, a oa skrivet e-tro ar bloavez 100. Hervez bloazdanevelloù Bro-Japan, e oa skrivet ar c'hentañ geriadurioù japaneg e 682, daoust ma oa ar c'hentañ ur geriadur evit lenn an arouezlunioù sinaeg. Ar c'hentañ geriadurioù a oa geriadurioù divyezheg alies. Geriaouegoù gerioù galleg, saozneg, Italianeg pe Latin, e oant, en Europa, gant pep a droidigezh pe a zisplegadenn e yezh an aozer. Ar c'hatholicon eo ar c'hentañ geriadur brezhoneg. Skrivet e oa e 1464 hag embannet evit ar wezh kentañ e 1499 gant Jehan Lagadeuc, person e Plougonven. Ur geriadur teiryezhek e oa, latin, galleg brezhoneg. Ar c'hentañ geriadur galleg eo ivez. Savet e oa bet evit skoazell ar gloareged a yae da studiañ d'ar broioù krec'h ha na ouient ken latin pe brezhoneg. Ar c'hentañ roll eus 8000 ger saozneg a oa The Elementarie skrivet gant Richard Mulcaster e 1582. Ne oa ket urzhiet ar gerioù hervez urzh al lizherenneg. Ar c'hentañ geriadur saozeg urzhiet hervez urzh al lizherenneg a oa skrivet gant ar c'helenner Robert Cawdrey e 1604. Ar seurtoù geriadurioù Ar geriadurioù yezh Kavout a reer geriadurioù unyezhek ha lod all skrivet gant gerioù eus meur a yezh. Talvezout a reont da gavout titouroù diwar-benn gerioù hag anvioù ur yezh bennak. Bodañ a reont gerioù ar yezh-se renket dre urzh al lizherenneg, ar penngerioù, a vez skrivet d'o heul ur pennad gant titouroù pe troidigezhioù. Ar geriadurioù unyezhek Ar geriadurioù unyezhek zo skrivet penn-da-benn en ur yezh. Ar penngerioù hag an titouroù a denn dezhe zo skrivet er memes yezh. Ar geriadurioù-se a c'hall kaout un niver implijoù disheñvel. Ur skoazell int evit ar re a sav testennoù pe a lenn anezhe. Peurliesañ e kaver er pennad un termenadur eus ster(ioù) ar pennger urzhiet e melladoù disheñvel, skouerioù, ha distagadur ar pennger. A-wezhioù e kaver ivez notennoù etimologiezh ha yezhadur a denn dezhañ ivez. Lod anezhe zo geriadurioù deskrivañ. renabliñ a reont ar gerioù hag o implijoù er yezh komzet pe skrivet. Lod all zo geriadurioù reolata. Ar geriadurioù liesyezhek Peurliesañ ez eo geriadurioù divyezhek. Ar geriadurioù arbennik Gallout a reer kavout geriadurioù prederouriezh, istor, skiant, arz. Lod eus ar geriadurioù a ginnig ditouroù diwar-benn an distagadur, an deveradurioù, an istorioù, ar gerdarzh, ar skeudennoù, an implij, an hentenn ha skouerioù frazennoù. Stumm ul levr pe meur a levr eo ar stumm kavet an aliesañ. Notennoù Pennadoù kar Geriadur brezhoneg Geriadurioù Geriaouiñ
1177
https://br.wikipedia.org/wiki/Osismied
Osismied
An Osismied (Osismii e latin) a oa unan eus pobloù galian Arvorig. Anv anezho a ra ar moraer gresian Pytheas gant an anv Ostimioi. Edont o vevañ e-kichen ur c'hab Kabaion hervezañ. N'ouzer ket hag-eñ e oa Beg ar Raz pe Penmarc'h ar c'hab-se. O anv a dalv pe ar re uhelañ pe ar re eus penn ar bed. Er c'hontrol d'ar braz eus an anvioù pobloù galian all eo aet o anv da get en deiz a hiziv el lec'hanvadurezh. Bro an Osismied e oa an douaroù a zo Kernev, Leon, Treger ha Goueloù bremañ. Kêrioù E Karaez e oa kêr-benn an Osismied, ha Vorgium e oa hec'h anv latin, savet gant ar Romaned. Ur gêr all o doa, e Vorganium (e Gwineventer e-kichen Landerne), hag un oppidum er Gozh Yeoded e-kichen Lannuon. Istor Kavet e vez menegoù anezho e-barzh testennoù an skridaozerien-mañ : Kaezar, Plinius an Henañ, Strabon. Kemer a rejont perzh en emsavadeg ar Weneted e 56 kent JK hag Osismied a oa en arme deuet war sikour Verkingetoriks sezizet en Alesia. Pennad kar Pobloù Arvorig. Liammoù diavaez Istor Vorgium Oadvezh an houarn Pobloù Arvorig Pobloù Galia
1180
https://br.wikipedia.org/wiki/Skianto%C3%B9%20an%20Ditour%20hag%20al%20Levraouego%C3%B9
Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù
Graet e vez gant Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù (SDL) eus an holl anaoudegezhioù hag ar chemoù hag e tle bezañ meret gant an dud karget gant ul levraoueg pe gant un greizenn-ditouriñ. Savet eo bet al lavarenn diwar a saozneg "Library and Information Science" (LIS). Meur a dalvegezhioù a zo dindan al talbenn peogwir un dachenn e-kenver. Kaoz ez eus merañ an ditour ha n'eo ket heñvel ouzh an hentennoù a zo perzh meur a Skiantoù an Den.Bez'ez eus temoù teorikel (pe damkanel) koulz hag temoù diwar-benn an ensavadurioù hag ar pleustriñ war treuzkas an Ditour.Dre vras e vez kavet e Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù an tachennoù-mañ. levrouegouriezh (merañ al levraouegoù) levrrollouriezh (enklask teuliaouiñ katalogañ (deskrivadur an dastumadoù) levroniezh (anaoudegezh war al levr, an embannerezh hag pep seurt a deulioù) teuliaouiñ (pe d/teuliouriezh) Koulskoude ez eus diforc'hioù etre an dud a-vicher diwar-benn endalc'h hag harzhoù an dachenn skiantel-mañ. Petra eo Skiant an Ditour? Al lavarenn "Skiant an Ditour" a zo bet krouet er bloavezhioù 1960 er Stadoù-Unanet hag er bloavezhioù 1970 e Bro-C'hall. Studiañ perzhioù hollek an ditour (natur, krouiñ, efedoù) eo danvez pennañ skiantoù an ditour hag a zo renket bremañ e skiantoù ar gevredigezh hag evelto e klaskont tennañ frouezh eus kelennoù evel ar prederouriezh, ar psikologiezh, ar politikerezh, , an armezh, ar yezhoniezh, ar sokiologiezh, ar matematik, an urzhiataerezh,, ar gwir hag all. Evel ar skiantoù sokial, o fal a zo kompren ar fedoù sokial ha sevenadurel ha lakaat war wel ezhommoù darempred a ya gant ar vuhez gevredigezhel. <br< Stummoù an ditour a vez lieseurt (testenn, skeudenn, son) ha a vez kavet war paronoù liesseurt ivez (mouladurioù, filmoù, pladennoù, fichennaouegoù niverel). En ditouroù e vez kavet prosessusoù a denn d'ar gomz koulz ha d'ar c'hleweled. An troc'h etre tachennoù an teuliaouiñ hag al levraouegouriezh N'eo ket degemeret gant an holl lakaat asambles an Ditour hag al Levraouegoù p'eo ivez ar C'hemmennadur hag an Teuliaouerezh nes dezho. Er broioù diavaez eus ar Frañs ne vezont ket nag un neudennerez skolveuriek o vodañ an Ditour hag ar C'hemennadur nag un troc'h etre an Teulierezh hag al Levraouegouriezh. Pa vez ar C'hreizennoù-ditouriñ ur seurt levraoueg arbennig, n'eus ket un estonn o weled ez eus ur library and information science er Rouantelezh Unanet hag er Stadoù Unanet. Dre vras, ar vitologiezh a ya gant ar meizad "Levraoueg" (Bibliothèque) en deus pouezet ken kreñv n'eo ket gwelet an ensavadurioù-se evel modern ha gouest evit skignañ an Ditour (ha koulskoude e vezont modernoc'h-modernañ). Setu perak, an deuliaouerien o deus klasket sevel ur c'helenn dezho hag e vez kavet an Institut national des techniques de la documentation koulz hag an École nationale supérieure des sciences de l'information et des bibliothèques. An hini kentañ a stumm meur a deuliaouer er gennad prevez hag an eil un tregontad a gargidi hag un nebeud estranjourien. Daveoù Geriaoueg al levraouegoù = Vocabulaire des bibliothèques. Skol Uhel ar Vro, 1996. Skiantoù an Den
1182
https://br.wikipedia.org/wiki/Levr
Levr
Ul levr (liester : levrioù ha levroù e Bro-Wened)a zo un teul skrivet hag/pe moulet hag/pe skeudennet hag a zo hezoug hag a zo un unanded savet a-ratozh. Petra eo ul levr? Daoust ma seblant splann an dra d'an darn vrasañ eus an dud, n'eo ket degemeret an divizadur-mañ gant lod ha diaes eo sevel unan resis awalc'h. Hervez Littré, ul levr a zo "dastum graet gant meur a follennoù hag a zo ur paron evit un testenn dornskrivet pe voulet warnañ.En "Nouveau dictionnaire universel" (1870), Maurice La Châtre a skriv m'eo al levr "strobadur meur a follennoù paper, leuegen, parch, moulet pe dornskrivet, holl wriet evit kaout stumm ul levrenn goloet gant ur follenn baper, kartoñs, parch, maoutken, leuegen, ler-Marok hag all... Diwar an deskrivazur danvezel e c'heller dispartiañ 3 c'harg : paron evit ar skritur skignañ ha mirout testennoù liesseurt hezougerezh Met e wechoù e vez divizet natur al levr diwar an traoù nes ha n'int ket heñvel-rik : Ul levr n'eo ket levr un enskrivadur war ur savadur pa n'eo ket hezoug Ar vedalennoù, er c'hontrol, a zo gwelet a-wechoù evel levrioù Ul levr n'eo ket nag ur gelaouenn nag ur mareadeg pa n'int ket ur c'henstroll peurglok Ul levr n'eo ket ur paperenn dornskrivet pe voulet, rak-se n'eo ket bet savet evit-se. Ul levr eo a-dra-sur ur c'helc'hgeriadur moulet, met n'eo ket memestra evit ur c'helgeriadur war sederom pe war Internet. Gerioù deveret levraoua levraoueg ha levraoueger ha karrlevraoueg levraouer ha levraouerezh levrenn levriad = endalc'h ur levr levrier ha levrierezh levrig = levr bihan levroniezh ha levroniour Mesket eo bet un tamm levr ha levrioù gant ar ger eurioù, a anve gwechall al levrioù da bediñ. D'ar poent-hont, al levrioù implijetañ e oa an eurioù-se. An hini anavezetañ a zo Eurioù Briz, diouzh anv e aozer. Un eurioù a c'hell bezañ klevet evit lavarout "ul levr" e Bro-Leon. Evel reizh e rank bezañ miret evit envel ar Brevial, levr-pediñ ar veleien, levr "Liderezh an Eurioù", da bep eur eus an deiz : mintin, kreisteiz, gousperoù, komplidoù, ofis al lennadennoù. Ur palevarzh eus Liderezh nevez an Eurioù en Iliz katolik a zo bet moulet da skouer e 2009 a zo e dalbenn Liderezh an Eurioù, Azvent, Nedeleg, e ti Imbourc'h, 1200 p. Gerioù kevrennek armel-levrioù bloazlevr deizlevr dielllevr dornlevr dornskrid kounlevr kraflevr levr-godell levrdi levrlennadur levrlennadurezh marc'h-levr stal-levrioù sturlevr Sterioù all Pa vez anv eus al Levr (gant un L bras) eo hini ar Bibl. Al levrioù a vez graet eus ur rann eus stomog an daskirierien. Notennoù Levrioù Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù
1185
https://br.wikipedia.org/wiki/Weneted
Weneted
Ar Weneted a oa unan eus meuriadoù galian Arvorig. Klotañ a ra o ziriad kozh gant Bro-Wened a-vremañ mui-pe-vui. Kêr-benn ar Weneted a oa Gwened a greder (Darioritum e latin). Anavezet int abalamour d'ar perzh bras o deus kemeret e Brezel Galia. Caius Julius Caesar en deus kontet en e Addisplegoù war Brezel Galia penaos o doa ar Weneted klasket sevel un emsavadeg a-enep ar Romaned e Kornôg Arvorig pa oant merdeerien a-zoare hag o doa listri-brezel bras.Kaezar en doa lakaet galeoù da vezañ fardet e genoù al Liger. An emgann bras war vor a grogas etre listri ar Weneted ha listri Kezar e 56 kent Jezuz-Krist e-tal ar Mor-Bihan. Istor Breizh Oadvezh an houarn Pobloù Arvorig
1186
https://br.wikipedia.org/wiki/Pinyin
Pinyin
Ar Pinyin (拼音 pīnyīn) zo ur reizhiad skrivañ a dalvez da romanekaat ar mandarineg (da skrivañ anezhañ ent fonetikel gant al lizherenneg latin) hag a vez implijet e Republik Pobl Sina. Pinyin, ger-ha-ger, a dalvez e sinaeg "distagañ ar sonioù". Ur verradenn eo evit hanyu pinyin (汉语拼音 hànyǔ pīnyīn, da lavaret eo : "distagañ sonioù yezh an Han-ed »). Diazezet eo bet e 1958, ha deuet eo da vezañ ar reizhiad implijetañ evit romanekaat ar sinaeg tro-dro ar bed. Distagadur kensonenn gentañ ur silabenn Mar krog ur silabenn gant ur vogalenn war-eeun, ha ma tegouezh e-kreiz ur ger, e vez lakaet ur skrab en he raok. Da skouer « Xi'an » (div silabenn) n'eo ket « Xian » (ur silabenn). Distagadur al lizherennoù all Distagadur tonennoù ar vogalennoù Ar mandarineg zo ur yezh gant tonioù, gant peder zonenn, skrivet e pinyin gant ar sinoù diakritek-mañ : - Ton uhel / Ton o vont d'an nec'h (tired lemm e pinyin) v Ton o vont d'an traoñ un tammig, ha neuze d'an nec'h \ Ton berr o vont d'an traoñ (tired boud e pinyin) Ar sin diakritek a vez lakaet war unan eus vogalennoù ar silabenn. Taolenn an tonennoù implijet gant ar pinyin (An niverennoù merket da heul a dalvez evit skrivañ ar vogalennoù pinyin e HTML). Liammoù diavaez Little Pinyin App 1.0 online New Edition Hanyu Pinyin Syllable Table Reolennoù eeunaet ar pinyin (e galleg) Pennaennoù ar pinyin (e galleg) Convert Chinese to Pinyin Pinyin Table with sound. Over 1700 individual sounds Pinyin tone recognition test Sinaeg Doareoù-skrivañ Treuzskrivadur
1188
https://br.wikipedia.org/wiki/ISBN
ISBN
ISBN (International Standard Book Number, "niverenn levr reolatet etrebroadel" zo un niverenn anaout etrebroadel a vez roet abaoe 1970 da gement embannadur kement levr a zo embannet. Evit eeunaat ar c'heñveriañ dre urzhiataerezh ec'h eo bet ijinet, ma vije simploc'h labour al levrierien, al levrouaegerien, an dasparzherien levrioù, hag al lennerien pa glaskont ul levr en un embannadur hag ur skor resis. Dek sifr a oa en un ISBN betek miz Kerzu 2006, eus ISBN-10 e komzer neuze ; trizek sifr zo abaoe ar 1añ a viz Genver 2007, alese an anv ISBN-13. Istor E 1965, ar skigner levrioù W. H. Smith & Son Ltd. e Swindon (Bro-Saoz) a glaskas stlennekaat e labour dre reiñ un niverenn-anaout unel da gement embannadur eus kement levr a vere. Gant ar c'helenner iwerzhonat Gordon Foster (1921-2010) e Coláiste na Tríonóide e Baile Átha Cliath e voe ijinet e 1966 ur reizhiad urzhiañ dre stlenneg, 9 sifr ennañ, a anvas Standard Book Numbering (SBN) System. E 1967 e voe lakaet an SBN e pleustr e Breizh-Veur a-bezh. Buan e klaskas an International Organization for Standardization (ISO) azasaat an SBN evit ma vije arveret er bed a-bezh. Goude bodadegoù etrebroadel e London e 1968, e Berlin ha Stockholm e 1969, e voe degemeret an ISBN gant an ISO e 1970 hag anvet ISO 2108. Digemm eo chomet stumm an niverennoù ISBN-13 abaoe 2006, azasaet eo bet d'ar media nevez, ha tremen 150 bro a ra ganto. E London emañ an International ISBN Agency a ver adtioù er bed a-bezh. Stumm an ISBN-13 Pemp rann a ya da sevel un niverenn ISBN-13, a vez jedet dre ur formulenn vatematikel arbennik ha kadarnaet dre un alc'hwez-gwiriañ evit ma ne vefe ket roet an hevelep niverenn da zaou dra : ar rakniverenn, an 3 sifr kentañ, na c'hall bezañ nemet 973 pe 979 ; niverenn ar strollad, betek 5 sifr ennañ, da verkañ ar vro, ar rannvro pe ar yezhva a zo ezel eus ar reizhiad ISBN ; niverenn an embanner, betek 7 sifr, evit an embanner pe ar merk ; niverenn an oberenn, betek 6 sifr, da verkañ embannadur pe stumm an oberenn-mañ-oberenn ; an alc'hwez-gwiriañ : ar sifr diwezhañ atav, a vez jedet evit kadarnaat an 12 sifr all ; eus 0 da 10 e c'hall bezañ, 10 o vezañ skrivet X. Er stlenneg hepken e vez skrivet an ISBN-13 en ur bomm : 9782916745312 ; esaouiioù pe barrenigoù-stagañ pe esaouioù a lakaer etre ar rannoù evit ma vije aesoc'h d'an dud lenn un ISBN-13 : 978-2-916745-31-2 pe 978 2 916745 31 2 neuze, m'emañ 2 evit Bro-C'hall (ha Breizh), 916745 evit an embanner (Al Lanv), 31 evit kentañ embannadur al levr "Torkad" war baper, ha 2 da ziwezhañ evit kadarnaat an ISBN-13. Implij Ret eo da bep embannadur ul levr bezañ merket gant un ISBN, ne vern war be skor e vez skignet : war baper, dre levreloù (levrioù elektronek), dre levr klevet, dre Restr stlennegel hag all. Arabat eo droukkemer an ISBN evit an ISSN (International Standard Serial Number, "niverenn steudad reolatet etrebroadel", na vez roet nemet d'ar mareadegoù : ar c'helaouennoù, ar c'hazetennoù, ha d'an dastumadegoù levrioù. A-wezhioù avat e vez deroet un ISBN d'ur pennad hepken tennet eus ur gazetenn pe eus ul levr pe eus ur stirad skridoù, gant ma vo embannet ar pennad-se en e unan. Ur reizhiad merañ an embann hag ar skignañ an an ISBN, ne c'hall ket talvezout da warez lezennel evit mirout gwirioù un oberenn. An embannerien (emembanner, embanner, embregerezh, aozadur hag all) eo a rank goulenn un ISBN; un mouller, da skouer, ne c'hall ket goulenn unan e-lec'h un embanner. E Breizh e ranker goulenn digant an Agence francophone pour la numérotation internationale du livre (AFNIL). Menegiñ an ISBNoù war ar Wikipedia Evit menegiñ un ISBN-10 pe un ISBN-13 goude deskrivadur reoliataet un teul, n'eus nemet arverañ ar patrom {{ISBN|xxx}} ; da skouer, evit Geriadur Ménard (embannadur 2012), skrivañ {{ISBN|978-2-35678-069-0}} a ro . Liammoù diavaez { International ISBN Agency Reolad ISO 2108:2017 Kavout un oberenn dre hec'h ISBN ha war an tu all BookFinder Nicebooks Goulenn un ISBN AFNIL Notennoù Embannerezh Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù Reoladoù ISO
1189
https://br.wikipedia.org/wiki/Unicode
Unicode
Ur standard er stlenneg eo Unicode ®, bet savet gant Unicode Consortium e Mountain View (Kalifornia) hag embannet e 1991 evit ar wezh kentañ a-benn kemer lec'h ar c'hodoù evel ISO 8859-1, pa oa meur a hini anezho evit meur a rumm yezh. Unicode a ro da bep arouezenn e ne vern peseurt reizhiad doare-skrivañ, un niver, un anv hag ur c'hodadur hepken en un doare unvan, a ya en-dro dre ne vern peseurt reizhiad urzhiataerezh pe veziant. E gwirionez n'eo ket bet enboneget an holl reizhiadoù skritur c'hoazh, abalamour da labourioù enklask ret n'hallont bezañ graet nemet gant arbennigourien, evit arouezennoù dibaot-kenañ pe reizhiadoù nebeut-anavezet pe aet da get. An darn vuiañ eus ar reizhiadoù a vez implijet er bed zo dija en Unicode koulskoude. Reoladoù ha stummoù Liammet eo Unicode Consortium gant ar reolad etrebroadel ISO/IEC (International Electrotechnical Commission) 10646 hag a labour war an hevelep tachenn, met ar reolad ne bled na gant ar sevel arouezennoù na gant o sterva. Unicode a ra war-dro al lizherennegoù hag an doare da gevreañ al lizherennoù hag an arouezennoù diakritek, da skouer ñ, Ç ha ش. En doare UTF-8 e c'hall ar reolad Unicode labourat gant ar reolad ASCII (American Standard Code for Information Interchange). Unicode 12.0 eo ar stumm nevesañ abaoe ar 5 a viz Meurzh 2019 : 137 928 arouezenn zo ennañ. Kudennoù a chom c'hoazh gant an arouezlunioù sinaat, a vez implijet e meur a yezh gant kemmadennoùigoù a c'hall bezañ pouezus evit al lennerien. Kodiñ Re strizh e oa ar reoladoù kozh : un heuliad bitoù a dalveze evit ul arouezenn ; gant 7 bit e ra ASCII, hag ar reolad ISO/CEI 8859-1 a implij 8 bit evel an darn vuiañ eus ar yezhoù. Tud Unicode o deus dibabet ober gant bitoù evit termeniñ al arouezennoù ha bitoù all evit o c'hodiñ : 16 bit (2 okted) a voe implijet er stummoù kentañ, ha 32 vit (4 okted) a voe e stummoù kentañ ar reolad ISO/CEI 10646. Unvanet eo bet an daou zoare dre implijout 20 pe 21 bit dre arouezenn. UTF Ar furmad hollek UTF-x (Universal Transformation Format) a vez degemeret gant Unicode hag ISO/CEI 10646 ; x eo an niver bihanañ a vitoù implijet e vit kodiñ. An UTF-8 an hini vez implijet ar muiañ evit an Internet. Lod arouezennoù zo kodet dre 1 okted evel en ASCII, arouezennoù all dre 2 (gant arouezennoù diakritek), ha lod all dre 3 okted. Skañvoc'h eo evit ar pezh a sell ouzh implij memor bev un urzhiataer, met diaes eo evit skrivañ algoritmoù. En ur mod ivez emañ an UTF-8 kenglotus gant ar goulevioù kozh. An arouezenn € zo U+20AC e diazez c'hwezekredel, 8 364 en diazez dekredel, 11100010 10000010 10101100 en UTF-8 daouredel hag E2 82 AC en UTF-8 c'hwezekredel. An UTF-16 en em laka hanter-hent etre espern ar memor hag aested ar programmiñ. An darn vrasañ eus an arouezennoù Unicode bet divizet betek bremañ a c'heller enkodañ dre 16 bit, setu e vez boneget en UTF-16 hogos an holl arouezennoù, evel ma ra Java, Microsoft Windows ha Microsoft NTFS (New Technology File System) An UTF-32 a voneg an holl arouezennoù dre 4 okted. Fontoù Unicode ne ra nemet listañ arouezennoù ha reiñ un niverenn da bep hini anezho. Ne reoilh ket an doare d'o diskwel war ar skramm pe war ar paper. N'eus liamm ebet etre tres un arouezenn hag he niverenn, pa'z eus unan en ur font ASCII pe ISO/CEI 8859-1 (Latin1, implijet en Afrika, Amerika, Europa ar C'hornaoueg hag Okeania). Da skouer, daou zoare zo da godiñ an arouezenn ñ : dre un niverenn hepken (arouezenn ragaozet) pe dre niverenn al lizherenn n heuliet gant niverenn an dildenn hep foet (arouezenn liesparzh). Evit ar lagad e vez gwelloc'h implijout arouezennoù ragaozet. Gant reizhiadoù skritur evel an devanāgarī pe al lizherenneg arabek e vez labourus-tre ragaozañ ereadurioù : kemm-digemm e vez ar grafemennoù hervez o lerc'h er ger ha hervez ar grafemennoù amezek. Setu emañ skoemp komz eus fontoù Unicode rak sevel ur font gant an holl lizherennoù pe arouezlunioù kevret gant o arouezennoù diakritek hag o ereadurioù n'eo ket a-walc'h : ret eo kaout ur benveg gouest da zivizout peseurt hini implijout. Liammoù diavaez Notennoù Urzhiataerezh Reoladoù
1191
https://br.wikipedia.org/wiki/ISO
ISO
An ISO (Aozadur etrebroadel evit ar reolatañ pe e saozneg International organization for standardization) a zo un aozadur gant dileuridi aozadurioù ar reolatañ e pep stad hag he fal a zo embann reoladoù etrebroadel evit ar c'henwerzh hag ar greanterezh. Emañ sekretourva kreiz an ISO e Jeneva e Suis. Reiñ harp a ra da bep ezel war tachennoù melestradurel ha teknikel hag e kenurzh ar programm digreizennet evit sevel ar reoladoù. Embann a ra ar reoladoù etrebroadel. Notenn : Lod a ra gant norm evit reolad. Bez ez' eus meur a seurt izili : Ar c'hengor ezel rik hag a zo an aozadur reolatañ gant perzh dileuriñ e pep stad An ezel kenskriver evit ar stadoù n'o-deus ket un aozadur broadel gant perzh dileuriñ An ezel koumanantet (Stadoù gwan o armerzh) Evit Bro-C'hall, an ezel rik a zo an AFNOR. Ur fazi a vez graet alies pa intenter an anv ISO evel pennlizherennoù International Standards Organization pa zeu evit gwir eus ar ger gresianeg isos hag e talvez kevatal. Dibabet eo bet an dra-se ma ne vo ket a diforc'hioù evit envel an aozadur e pep yezh. Sell ivez List of ISO standards standardization IEC ISO film speed rating Liammoù diavaez ISO's official website (posupl eo braslenn katalog ar reoladoù hep galloud lenn o endalc'h) Spisc'heriadur an ISO ISO/IEC JTC1 Reoladoù ISO
1196
https://br.wikipedia.org/wiki/Levraoueg
Levraoueg
Ul levraoueg zo un dastumad levrioù hag ul lec'h ma tastumer anezho. Savet eo ar ger levraoueg diwar ar ger levr gant an dibenn -aoueg, ul lostger hag a dalvez ez eus ur c'hementad bras eus ar penngef meneget. Istor berr al levraouegoù E kerz un den prevez e c'hell bezañ ul levraoueg, met kalz anezho a zo paeet ha meret gant ur gêr pe un ensavadur. Ar pal a zo reiñ tu d'un toullad a dud mont da genimplijout levrioù ha ne vijent ket gouest da gaout ez-prevez. Ur roll bras a zo bet hini al levraouegoù evit treuzkas an anaoudegezhioù, al lennegezh ha pep elfenn sevenadurel a c'hell bezañ skrivet, pe enrollet, pe lakaet war skeudenn.Koulskoude ez eus bet ijinet meur a vezienn (intentit meur a vedia) evit enderc'hel testennoù, skeudennoù ha ditouroù a bep seurt. Teulioù a vez implijet ivez evit pep a vezienn, un titour pe titourioù ennañ. Bremañ e vez kavet e meur a levraoueg pladennoù (sonerezh pe ditouroù niverel), skeudennoù, oberezhioù arz, bandennoù enrollet, kartennoù (douaroniezh), mikrofichennoù hag all.E fin ar XXvet kantved eo erruet ar cheñchamant bras-mañ p'eo liesseurt roll al levraouegoù ha p'en em gav enno muioc'h-mui a ditouroù diavaez. Al levraouegoù brezhonek Anat a-walc'h eo e vank levraouegoù gouestlet d'ar brezhoneg e Breizh. Bez' ez eus levraouegoù koulskoude e-lec'h ma kaver kornioù gouestlet dezhañ. E Skol-Veur Roazhon II, e CRBC Brest, e Skol an Emsav e Roazhon, en IDBE e Gwengamp, e ti ar vro Kawan, e levraoueg Alain Gérard e Kemper, er Maezioù Frank e Roazhon, e levraoueg keodedel Gwened, en Abati Sant Gwenole e Landevenneg, e KDSK Sant-Ervlan, e rouedad levraouegoù "Terres Atlantiques" e bro Wened. Levraouegoù Skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù
1197
https://br.wikipedia.org/wiki/Georges%20Brassens
Georges Brassens
Georges Brassens, ganet d'an 22 a viz Here 1921, e Seta (Cette a veze skrivet neuze), e Bro-C'hall, ha marvet d'an 29 a viz Here 1981 e Saint-Gély-du-Fesc (16 km en Norzh da gêr Montpelhièr, zo ur sonaozer-kaner gall, savet gantañ ur bern kanaouennoù. Buhez Ober a ra e studi e lise Sète, daoust da baourentez e dud pa oa e dad ur mañsoner hag e tap e vachelouriezh goude studioù e skolaj Sète hag e lise Montpellier. Entanet eo gant ar varzhoniezh. Mont a ra ur wech da Bariz e 1940 hag e teu di en-dro e 1942. Evit chom hep mont da servij al labour rediet — an STO — e kav repu e ti ur Vretonez, Jeanne Le Bonniec, 30 vloaz koshoc'h egetañ ha genidik eus Lannolon. Homañ eo "La Jeanne" evel ma rae eus e ostizez hag ez eus kaoz anezhi e div ganaouenn (La cane de Jeanne ha La Jeanne). Chom a raio en he zi ouzhpenn ugent vloaz (en Hent-Dall Florimont eus 1944 betek 1966). Kaoz ez eus ivez eus madelezh pried Jeanne, Marcel Planche, en ur ganaouenn brudet-tre, l'Auvergnat. E 1951 e teu da vezañ brudet-tre pa ra berzh e ganaouennoù e tavarnoù-kanañ Montmartre gant harp ar ganerez Patachou. Dre ar skingomz (radio) hag ar pladennoù ez a e vrud er bed gallek a-bezh hag eo bet troet e varzhonegoù-kanaouennoù gant Paco Ibáñez e spagnoleg hag gant Visbor Narod e rusianeg. Kanañ a ra e Bro-C'hall koulz hag e Bro Velgia ha e Kebek, met bep bloaz e kan e Bobino, ur sal er rue de le Gaîté e-kichen an Ti-gar Montparnasse, e Pariz. Ur Breton all en deus laosket e verk e buhez Brassens: Armand Robin. O-daou e oant er memes isstrollad anarkour. Armand Robin a vanke dezhañ arc'hant atav, hag e gamalad, deuet pinvidik a-walc'h gant e ganaouennoù, en doa prestet arc'hant dezhañ. Met Robin oa aet d'ar bed all hep rentañ gwenneg ebet en-dro. Memes tra en doa kemeret Brassens un dra digantañ : e anv, rak implijet eo bet gantañ e-barzh ar ganaouenn Bécassine : « C'est une espèce de robin, N'ayant pas l'ombre d'un lopin... » Brassens a oa deuet meur a wech da Vreizh, adal 1956 betek 1981. Prenet en doa un ti e Lezardrev, ha kroget e oa da zeskiñ brezhoneg. E brezhoneg Un nebeudig eus e ganaouennoù zo bet lakaet e brezhoneg. Son an disglavier. Un doare zo kanet gant Yvon Étienne, un doare all zo bet savet gant Mark Kerrain. Ar vrud fall. Un doare all zo bet savet gant Mark Kerrain. Mignoned da viken, Paotr an Naoned, Ur plac'hig koant, Ma mestrezig, ha re all, gant Mark Kerrain. En italianeg Un toullad kanaouennoù zo bet troet ha kanet gant Fabrizio De André (1940-1999). E portugaleg Gant Luís Cília: E saozneg Darn eus e ganaouennoù zo bet lakaet e saozneg. E spagnoleg Gant ar c'haner spagnol Paco Ibáñez : Gant ar c'haner chileat Eduardo Peralta : https://www.youtube.com/watch?v=gbkrnQ-0BdA Liammoù diavaez Treiñ Brassens : Notennoù Ganedigezhioù 1921 Marvioù 1981 Kanerien c'hallek Barzhed c'hallek Gitarourien Bro-C'hall Kanerien Bro-C'hall
1199
https://br.wikipedia.org/wiki/ISO%208859
ISO 8859
ISO 8859, pe formelloc'h ISO/CEI 8859, a zo un norm eus an ISO hag eus ar CEI war-un-dro, evit kodiñ arouezennoù war 8 bit a-benn tretiñ testennoù dre an informatik. Ar standard a zo rannet etre 15 isstandard, eus an ISO/CEI 8859-1 betek an ISO/CEI 8859-16. Pal Ma'z eus a-walc'h gant an 96 arouezenn moullapl eus an ASCII evit eskemm stlennoù e saozneg, ez eus ezhomm arouezennoù ouzhpenn evit ar yezhoù all a ra gant al lizherenneg latin, da skouer ar ß (alamanek), an å (yezhoù norzhek), ù, ñ... evit ar brezhoneg. ISO 8859 en deus klasket diskoulmañ ar gudenn-se oc'h ober gant an 8vet bit, laosket dizimplij gant an ASCII, pezh a c'hall roiñ plas evit 128 arouezenn all. Pezh a zo, bez' oa estreget 128 karakter hag a vanke. Setu emaint bet lodennet etre 15 taolenn. An norm ISO 8859 a zo bet savet evit eskemm stlennoù hepken, pas evit tipografiañ anezhe kaer. Mankout a ra e-barzh arouezennoù e-giz ligaturioù, tiredoù 'zo, traoù all... setu e vez implijet gant ar sistemoù-moullañ sofistiket taolennoù dezhe o-unan, pe (gwelloc'h) Unicode. An taolennoù E-barzh an ISO 8859, evit c'hoarzh, e kaver an 15 taolenn-mañ : ISO 8859-1 (latin-1 pe kornôgeuropean) — an implijetañ moarvat, hag a c'holo kazi tout ar yezhoù eus Kornôg Europa: alamaneg, saozneg, spagnoleg, galleg (nemed e vank ar ligatur œ)..., ha brezhoneg evel-just. Simbol an euro n'emañ ket e-barzh. Ar c'hodaj dre zefot eo evit an teuliadoù HTML hag an teuliadoù staget d'ar c'hemennadoù MIME. ISO 8859-2 (latin-2 pe kreizeuropean) — evit yezhoù eus Kreizeuropa pe Retereuropa a ra gant al lizherenneg latin (poloneg, tchekeg...). ISO 8859-3 (latin-3 pe sueuropean) — turkeg, malteg, hag esperanteg; implijet nebeut: an turkeg a ra gant ISO 8859-9, hag an esperanteg gant Unicode. ISO 8859-4 (latin-4 pe norzheuropean) — estoneg, latveg, lituaneg, greunlandeg, ha sami. ISO 8859-5 (kirileg). ISO 8859-6 (arabeg). ISO 8859-7 (gregach). ISO 8859-8 (hebraeg). ISO 8859-9 (latin-5 pe turkek) — Hañval ouzh ISO 8859-1, nemet e laka lizherennoù turkek e)lec'h reoù eus an islandeg. ISO 8859-10 (latin-6 pe norzhek) — Ar Latin-4 gwellaet evit ar yezhoù norzhek. ISO 8859-11 (thai). ISO 8859-12 raktres un norm evit ar yezhoù keltiek, n'eo ked bet degemeret. ISO 8859-13 (latin-7 pe baltek) — gant traoùigoù e-barzh na oant ket nag el Latin-4 nag el Latin-6. ISO 8859-14 (latin-8 pe keltiek) — evit an iwerzhoneg hag ar brezhoneg. ISO 8859-15 (latin-9 pe latin-0) — an 8859-1 gwellaet dre lakaat e plas simboloù implijet nebeut an arouezennoù €, Š, š, Ž, ž, Œ, œ, ha Ÿ, a-benn lakaat anezhañ mat evit ar galleg hag ar finneg. ISO 8859-16 (latin-10 pe gevredeuropean)... Pep rann a zo bet divizet evit servij da yezhoù hag a amprest an eil gant eben. Pa c'hoarvez un arouezenn e meur a rann, ez eus bet klasket lakaat anezhañ e-barzh ar memes plas e-barzh pep hini... Taolenn an ISO 8859-1 E-barzh an daolenn-se emañ ar 20 (32) ar « gwenn », hag an A0 (160) ar « gwenn didroc'hus » (NBSP, pe no-break space e saozneg). AD (173) a zo un tiredig ha na vez ket diskouezet gant browserioù 'zo (SHY, pe soft hyphen e saozneg). Ar c'hodoù etre 00 (0) hag 1F (31), hag ar re etre 7F (127) ha 9F (159) ne vezont ket implijet gant an ISO 8859-1. Norm ISO Urzhiataerezh
1206
https://br.wikipedia.org/wiki/Sinema
Sinema
Ar sinema, ijinet gant Auguste ha Louis Lumière e fin an , a zo un arz hag a denn d'ar gweled, met gant ar son ouzhpennet d'ar skeudennoù fiñvus e-kreiz ar bloavezhioù 1920, eo deuet da vezañ arz ar c'hleweled ivez. P'eo ar sinema unan eus an diduamantoù prizietañ er bed a-bezh eo abeg ur greanterezh eus ar re c'halloudusañ, dezhañ ar perzh dibar bezañ hag un arz hag ur greanterezh war an dro. Mediaoù Sinema
1207
https://br.wikipedia.org/wiki/Tired%20boud
Tired boud
An tired boud a zo ur sin diakritek eus al lizherenneg latin. b̀ d̀ f̀ h̀ j̀ m̀ p̀ q̀ v̀ ẁ x̀ e galleg e sinifi emañ digor ar vogalenn "e" en italianeg e verk ar pouez-mouezh, pa vez direizh : libertà, virtù, caffè e katalaneg e verk ur vogalenn lemm ha pouezmouezhiet : català, enciclopèdia, història... e gouezeleg Skos e verk eo hir ar vogalenn. merkañ a ra an ton-mouezh war-ziskenn e viêtnameg, e pinyin... ar galleg a ra gant à ha gant ù evit dishañvalout homografoù : çà et là e-skoaz ça la fait ?, où es-tu e-skoaz vrai ou faux. ar brezhoneg a ra memes mod evit dishañvalout ar ger-mell "ar" diouzh an araogenn "àr" (= war) : àr ar gador. an ù brezhoneg en daouad "où" a verk un "aou" dibouez-mouezh (pe da vezañ distaget "aou" ma kouezh ar pouez-mouezh warnañ). Dindan an taol-mouezh ez eo "aou" en-dro : gouloù ha goulaouiñ, deroù ha deraouiñ da skouer. Kavet e vez kalzik en dibennoù liester, evel taolioù da skouer. Sistemoù-skritur alfabetek Doareoù-skrivañ Lizherennegoù Lizherenneg latin Arouezioù diforc'hañ Brezhoneg
1210
https://br.wikipedia.org/wiki/Mouezh
Mouezh
Mouezh a c'hell bezañ : Mouezh a zo evit mouezh an Den : ur perzh dezhañ evit kas sonoù gant e genoù. Astennet e vez dre skeudenn da anevaled ha da draou a c'hell eztaoliñ ur son bennak. Mouezh a zo evit ar pezh a ra an den pa implij e vouezh evit an arzoù : talvezout a ra evit arz ar mouezh Mouezh a zo evit komz eus eztaoladur menozhioù ar voterien (pe dilennerien) pa vez savet votadegoù. Sell ouzh votadeg
1211
https://br.wikipedia.org/wiki/Tired%20lemm
Tired lemm
An tired lemm a zo ur sin diakritek eus al lizherenneg latin. á é í ó ú Hervez al langaj e c'hall sinifïañ meur a dra : merkañ emañ serr ur vogalenn (galleg...) ... pe ar c'hontrol : merkañ emañ digor (portugaleg pelé, klevet evel ar galleg pélè) merkañ emañ hir ur vogalenn (iwerzhoneg...) merkañ an ton-mouezh war-grec'h (viêtnameg, latinekadur pinyin ar sinaeg...) dishañvaliñ homografoù : nederlandeg één (unan) e-skoaz een (un), spagnoleg él (eñ) e-skoaz el (an) Kavet e vez ivez war gensonennoù 'zo (ć da skouer), e poloneg, evit merkañ emaint palatizet. E brezhoneg E brezhoneg ne vez ket graet gant an tired lemm, war-bouez ar rannig-verb é (e gwirionez eo ur skrivadur tennet eus skritur hengounel yezh Gwened).En un nebeud skridoù yezhoniezh pe studi (evel geriadur Remont ar Porzh) e verk lec'h ar pouez-mouezh direizh : raktál da skouer. Hervez skrivadur etrerannyezhel ar brezhoneg e vez lakaet war an "e" e-barzh un nebeud gerioù (yén, yér, kén, zokén...) evit merkañ emañ serretoc'h an /e/, distaget /i/ gant tud 'zo. Ar silabennoù-se a gemer ar pouez-mouezh ivez. Dishañvaliñ a ra ivez ur c'houblad homografoù: ken na chomo den ebed kén. Merkañ an taolmouezh En okitaneg, spagnoleg, portugaleg, katalaneg e vez implijet da verkañ an taolmouezhiañ er vogalennoù Á á , É é , Í í , Ó ó , Ú ú . Notennoù Sistemoù-skritur alfabetek Doare-skrivañ Lizherennegoù Lizherenneg latin Arouezioù diforc'hañ Brezhoneg
1218
https://br.wikipedia.org/wiki/Management
Management
Ar management a zo penaos merañ ha kas war raok un aozadur, kenwerzhel alies, pe ul lodenn deus un aozadur, en doare efedusañ, o tispakañ hag oc'h ober gant an danvezioù zo (tud, arc'hant, benviji, korvoderioù dizanvezel), o lakaat e pleustr ur strategiezh evit tizhout palioù. Ur manager a vez graet eus un den a ra war-dro management. Talvezout a ra merañ pe mererezh an dud hag an traoù, en embregerezhioù peurliesañ met ivez er c'hevredigezhioù hep pal arc'hantus hag er melestradurezhioù foran. Sevel strategiezh an aozadur ha kenurzhiañ labour ar genlabourerien dre an danvezioù hegerz eo an obererezhioù pennañ. Daou du zo gant ar management eta : teknikel (ar gontouriezh analitek hag an hentennoù kontroll war ar merañ evit gwellekaat an danvezioù, dreist-holl) ha psikologel (lakaat an dud da gaout c'hoant da genlabourat). Disheñvel eo rol ar vanagerien hervez ment an aozadur : seul vrasoc'h eo eñ seul arbennikoc'h int, ha seul vihanoc'h seul ledanoc'h eo o c'hefridioù hag o roloù. Gerdarzh « Management » a zo ur ger saoznek, kemeret deus an italianek maneggiare (ober war-dro, embregañ, dreist pep tra ur marc'h) o tont deus al latin manu agere («konduiñ dre an dorn»). Ar ger gallek mesnagement (diwezatoc'h ménagement) a levezono endro ster ar ger saoznek management er ha kantved. Ar wikipedia spagnolek a ra gant Gestión empresarial, mererezh an embregerezhioù, hag an hini portugalek Gestão comercial, mererezh genwerzhel. Istor ar management Prederiañ a reas Adam Smith ha John Stuart Mill war ar produiñ hag implij an danvezioù en klanved. E deroù an kantved e klaskas Stadunaniz sevel pennaennoù skiantel d'al labour, da skouer Frederick Winslow Taylor. E 1921 e voe krouet en SUA ar c'hentañ Master of Business Administration gant Skol-veur Kenwerzh Harvard. D'ar c'houlz-se e voed krog da implijout ar vredoniezh er management, evel Elton Mayo, hag ar sokiologiezh, evel Max Weber ; e-touez skiantoù verañ an armerzhour alaman e kaver mererezh ar c'hoskor, strategiezh an embregerezh, skiant an arc'hant pe ar marketing. Peter Drucker (1909-2005) a voe unan eus ar re gentañ da skrivañ levrioù management pleustrek. Skolioù management Studiet e vez ar management e kalz skolioù a gelennadurezh uhel, skolioù-meur publik ha skolioù-kenwerzh prevez. E-touez ar re vrudetañ e c'haller mennegiñ an Harvard Business School diazezet e 1908 e Massachusetts. E Breizh ez eus skolioù uhel lec'h ma vez kelennet ar management : Ensavadur Merañ Roazhon (ur rann eus Skol-Veur Roazhon 1), ha teir skol uhel kenwerzh, Audencia Naoned krouet e 1900, Skol-Uhel Kenwerzh Roazhon krouet e 1990 ha Skol uhel kenwerzh Breizh krouet e 1962. Da welout : Skolioù kenwerzh e Breizh. Pennadoù liammet Produerezh Outsourcing Embregerezhioù Mererezh
1219
https://br.wikipedia.org/wiki/Doare-lennegezh
Doare-lennegezh
Un oberenn lennegel bennak a vez klenket atav en ur rumm hervez an doare-lennegezh meret gant an oberour. Renkañ al levrioù hervez o doareoù-lennegezh ne c'hell ket bezañ graet hep klask termeniñ an doare krouiñ hag ar stumm lennegel a intenter diwar o lenn, evit heñchañ an danvez-lennerien. Ober ar renkadur-se zo lodenn labour boutin al levraouegerien hag ar werzherien levrioù, al levrierien en o zouez. Ne vern an doare lennegezh a vo klenket ennañ un oberenn n'eo nemet ur sell diresis a vo spisaet gant al lennerien. Bez' ez eus daou rumm gennadoù pennañ : ar faltazi hag an nann-faltazi. Ar skridoù faltazi Ar romant, a c'hell bezañ kourtes, istorel, polis, du, skiant-faltazi pe feilheton hag all. Ar varzhoniezh ; meurgan, meulgan, fablenn, haiku, sonedenn, telenngan hag all. Ar c'hoariva An danevell (kontadenn pe dezrevell a-wechoù) Ar gontadenn Ar skridoù personel An arnodskrid An deizlevr An emvuhezskrid Ar c'henskriverezh Ar c'hounskrid pe eñvorskrid Ar skridoù faltazi amfaltazi An teulskrid Ar buhezskrid An dezenn An antologiezh An teskad An dornlevr Ar sturlevr Al levr touristañ Liammoù diavaez Les genres littéraires Théorie de la littérature : la notion de genre Rummadoù lennegel Levraouegoù
1251
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20skrivagnerien%20Skol%20Walarn
Roll skrivagnerien Skol Walarn
Er bloaz 1925 e voe krouet Gwalarn evel stagadenn lennegel trimiziek da Vreiz Atao hag a oa er mare-se kelaouenn viziek ar Strollad emrener Breiz. E korf ar bloavezh 1926 e oa deuet da vezañ ur gelaouenn distag. A-benn 1930 e teuas ingal bep miz betek 1944. Meur a skrivagner a skrivas e-barzh dindan renerezh Roparz Hemon ha gant ur spered nevez. "Skrivagnerien Skol Walarn" pe "Gwalarnerien" zo bet graet eus ar re-se. Skrivagnerien Lennegezh vrezhonek Skrivagnerien vrezhonek Rolloù skrivagnerien
1254
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20skrivagnerien%20Emgleo%20Breiz
Roll skrivagnerien Emgleo Breiz
E 1946, un nebeud a dud, an darnvuiañ anezhe mistri-skol kar-o-yezh hag o doa kemeret perzh er "Rezistañs", pe er stourm a-enep an Alamaned, a oa bet aotreet gant an Deskadurezh Vroadel da zerc'hel ur c'hamp-hañv e Gwaien. Da c'houde, ar strollad-se a grouas an Entente culturelle bretonne, "Emgleo Breiz". E 1955 e tegemeras skrivagnerien ar bodad-se an doare-skrivañ savet gant ar chaloni Frañsez Falc'hun, kelenner e Skol-Veur Roazhon d'ar poent-se, graet e voe "an doare-skrivañ skolveurieg" anezhañ. E 1957 e voe krouet ar gelaouenn lennegel viziek Brud a zeuas da vezañ Brud Nevez diwezhatoc'h. Jozef Abasq Visant 'n Askol, s.o. Paotr Jeg Yann Bijer, dilezet gantañ ar falc'huneg abaoe dibenn 2006 Jean-Christophe Bozec Fañch Broudig Youenn Brusk Herve Danielou Remi Derrien Alan an Diuzed Henri Dorsel Visant Fave Gérard ar Floc'h Chanig ar Gall Charlez ar Gall Mathurin Gourlay Job an Irien Per-Jakez Helias Armañs Keravel Per-Vari Kerloc'h Goulc'han Kervella Dreo Koulouarn Yann-Vadezour Lagadeg Youenn ar Louarn Mikael Madeg Andreo ar Merser Per-Mari Mevel Jean-Claude Miossec Yves Miossec Youenn Morvan Reunan ar Mougn Jakez-Erwan Mouton, a skriv ivez e peurunvan Yann-Loeiz Normand Pôtr Jeg Korantin Riou Naig Rozmor Visant Seite My Skaouidig Chañ Maï Skragn Daveoù : Favereau, Francis. Littérature et écrivains bretonnants depuis 1945. 'Skol Vreizh, n° 20, 1991 Lennegezh vrezhonek Skrivagnerien vrezhonek Rolloù skrivagnerien
1259
https://br.wikipedia.org/wiki/Lennegezh
Lennegezh
Lenn... Orin ar ger ha sterioù Etimologiezh Ar meneg kentañ eus ar ger, skrivet lennégez, a gaver e geriadur brezhoneg-galleg ar Gonideg, adembannet gant Kervarker e 1850. Savet eo diwar lenn, deuet eus ar ger latin legendum : pezh zo da lenn, hag al lost-ger -egezh. Termenadur Kevatal eo ouzh ar gerioù galleg ha saozneg littérature ha literature, deuet eus ur ger latin ivez : litteratura (skritur, yezhadur, kultur). Red an amzer a cheñchas ster ar ger e yezh ar broioù-se. Skouer ar galleg eo : An holl skriturioù (), ar c'hultur dre vras () hag adalek an e talc'h ar ger an doare a intentomp anezhañ hiziv. Da lavaret eo : un anv hollek gant sterioù difetis evel arz ar sevel oberennoù skrivet pe gomzet pa seller outo diouzh savboent o c'hened ha diouzh hini ar perzh a gemeront er sevenadur ; hollad an oberennoù lennegel ; Skrivagnerien ha skriverien E brezhoneg bemdez e karg ar ger skrivagner pouez ar skriv : pep hini a skriv zo ur skrivagner : skrivagner publik ivez ha tout. Arroudet aboae 1499 e teufe ar ger eur al latin pobl *scribenum. A-fed lennegezh ez eus bet rannet an dud etre ar re a skriv levrioù ingal, ar re-se zo skrivagnerien. Douget eo bet aze ster nobl ar re zo skrivañ levrioù o labour. "Skriver" zo ledanoc'h e ster ha bodet eo an holl a skriv lennegezh, pennadoù da lenn en un doare disuit dindan an anv a skriver, ul levr a lizheradur da nebeutañ. Levrioù hag oberennoù Pal al lennegezh eo ar gened. Lamet eo al lizheradur hag an holl levrioù na vez ket o danvez krouiñ un oberenn eus ar gened evel levrioù war an istor, war ar brederouriezh, war ar politikerezh. E-maez emañ al levrioù dijapl (Penaos deskiñ saozneg ?, Desevel ma bugale), daoust ma voe skrivet ul levr a sekredoù kegin gant Flaubert. Doareoù al lennegezh a veze a-hed an istor tost eus he skorioù. Pa voe krouet un dra anvet levr gant follennoù nij karrez staget e levrennoù ha bodet a-gevret dindan ur golo e voe cheñchet an doare da resev ar skriturioù, da lenn, da skrivañ. Levrioù moulet a voe un cheñchamant all eus an doare da resev al lenn ha da ober gant ar skrivañ. Traoù nevez a vezo ijinet e korf an oberennoù lennegel war-bouez implij ar Rouedad. Tammoù lies-media a vezo paket e-touez ar skriturioù. E-book, ger saozneg evit ul levr elektronek, a zo ur chañs bras evit an holl n'o devez ket darempredoù gant hanterourien ar c'hultur evel al levraouegoù, ar skolioù, ar skolioù-meur… en Trede Bed. Er C'hornôg, avat, e vez divizoù war gwirioù an aozerien. Penaos d'an dud kendelc'her o micher a skrivagnerien, e-barzh strolladoù musik, evel treserien bannoù-treset… ma vez roet ar c'hultur d'an dud evit mann. …Ha dilenn Rummadoù lennegel Pa skriver e raer gant stummoù ha furmoù dibabet : Rummadoù lennegel. Ne vez ket termenet fin a-wezhioù met e vez sentet an diforc'h etre ur romant, ur barzhoneg pe ur pezh-c'hoari. Dibabet eo lusk ur skrid hag is-rummadoù a vez rannet : du evel ma vez romantoù polis zo, karantez leun ar pajennadoù evit al lennegezh roz, levrioù hag a vez skrivet gant tud gour evit ar re yaouank eo lennegezh ar yaouankiz. Ne vez ket bevennet resis hag er bed ma vevomp ez eus tremen eus un doare d'unan all.Degemeret e vez stummoù evel gwir lennegezh ; disprizet e vezent un amzer zo bet gant kelennerien war al Lizhiri : Skiant-faltazi, romantoù polis… Istor al lennegezhioù E-kerzh an amzerioù Lennegezh an Henamzer Lennegezh ar Grennamzer A-hed ar broioù Lennegezh Frañs Lennegezh Iwerzhon Lennegezh SUA Lennegezh Vreizh E skeud ar yezhoù Lennegezh c'halleg Lennegezh saozneg Lennegezh vrezhoneg Roll al levrioù e brezhoneg Roll al levrioù e galleg Roll al levrioù e saozneg Studiañ lennegezhioù ha dielfennañ al lennegezh ? E-pad pell ez eus bet ur pal d'ar studi lennegel : rannañ pezh a veze bet skrivet mat, hervez reolennoù klasel diouzh an holl oberennoù, lezet a-gostez.Bremañ e vez degemeret muioc'h a zanvezioù ha liesseurt eo deuet da vezañ ar studiañ lennegezhioù. Kemeret e vez an oberennoù en o amzer, sklêrijennet gant oberioù ar skrivagner, piv en devoa levezonet anezhañ. Hag al lennegezh keñveriet a laka keñver-ha-keñver lennegezhioù a bep seurt evit gouzout mont en-dro al lennegezh studiet. Daveoù ha notennoù Lennegezh
1261
https://br.wikipedia.org/wiki/Kontadenn
Kontadenn
Stumm, orin ha rummata Ur gontadenn a zo un istor a vez kontet, pe lavaret da gentañ penn. En istor-se e vez kaoz eus tudennoù faltaziet, hag eus darvoudoù ijinet, hep klask gwirionez ebet, hep klask bout gwirheñvel e doare ebet. Gerioù damheñvel o ster Se zo kaoz e vez graet a-wechoù gant ar ger marvailh (eus ar galleg merveille), a zo heñvel e ster. Marvailher a zo dezhañ ar memes ster ha konter. Kalz tud a ra bremañ gant ar moliac'h pe marzh ivez. Treuzkas Orin kontadennoù'zo a zeu eus an amzerioù kozh-tre, hag int bet treuskaset dre gomz. Setu perak e vez graet kontadennoù hengounel eus lod anezho. Pa vez treuskaset un istor dre gomz e vez kemmet atav tra pe dra ennañ: al lec'h, an anvioù, an amzer, ar stumm lennegel (eus ar varzhoniezh d'ar c'homz-plaen, da skouer), ar framm hag all. Kontadennoù hengounel a vez kavet er bed-holl o-deus ur pe vuioc'h steuñv-dezrevell kozhpatromel (ger da wiriekaat). Rummataet eo bet ar steuñvou-dezrevell-se gant ar folklorour finlandad Antti Aarne (1867-1925) ha kendalc'het eo bet al labour gant un Amerikan, Stith Thompson. 2 340 patrom evit ar c'hontadennoù a zo er rummatadur Aarne-Thompson bremañ. Ur folklorour rusian, Vladimir Propp en-deus studiet framm ar c'hontadennoù moliac'h hengounel ha Bruno Bettelheim en-deus diskouezet penaos e veze stag ar ar steuñvoù-dezrevell ouzh ar frammoù digemm lakaet wae wel gant ar bsikologourion pe ar bredelfennerezh. Gantañ eo bet renevezet elfennadur ar c'hontadennoù brudetañ (Kroc'hen-azenn, da skouer). Dastumerien brudet En Europa, Charles Perrault (1628-1703) en deus kroget gant an dastum-kontadennoù hag an treuzskrivañ anezho. Heuliet eo bet gant Madame D'Aulnoye, ar vreudeur alaman Jacob ha Wilhem Grimm, ar Rusian Aleksandr Afanasyev (1826-1871). E Breizh e kaver Fañch an Uhel evel ar c'hentañ dastumer skiantel, an abad Fañch Kadig, Iwan an Diberder ha Loeiz Herrieu evel e heulierien pennañ. A wechoù e vez adkrouet ar c'hontadennoù hengounel gant skrivagnerien'zo. An Danad Hans Christian Andersen hag an Alaman Ernst Hoffmann eo ar re anavezetañ. E Breizh, Yann ar Floc'h, Ivon Krog hag Erwan ar Moal o deus savet seurt kontadennoù, darn anezho ijinet diwar patrom an hengoun. Konter ha konterez A-gozh, ar c'hontañ a zo bet dibunet ha treuzkaset gant ar merc'hed a veze o wiata pe o nezañ. E Bro-Dreger e vezent anvet nozvezhioù hag e veze kontet istorioù er filajoù-se. Ar vagerezed o-deus treuskaset hep ehan keid ar c'hantvedoù miliadoù a gontadennoù ivez. Hag evit gwir, ar merc'hed o deus kroget er XVIIvet ktvd treuzskrivañ kantadoù a gontadennoù en un dastum bras, "Le cabinet des fées", meur a levrennoù gantañ. E-touez ar merc'hed-se e kaver Madame d'Aulnoye (Contes de ma mére l'Oye). Daveoù Delarue, Tenèze Bruno Bettelheim Rummadoù lennegel Kontadennoù
1262
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20izili%20ar%20Seiz%20Breur
Roll izili ar Seiz Breur
Eus 1923 betek 1947 en em vodas en Unvaniez ar Seiz Breur un tri-ugentad a arzourien, brezhon pe get, evit difenn mennozh un arz breizhek koulz modern ha hengounel. Ar roll-mañ a ziskouez an arzourien hag an izili all hag a voe degemeret ez-ofisiel. Arz breizhek Emsaverien Breizh
1263
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20ar%20rollo%C3%B9
Roll ar rolloù
Sellout ouzh an holl rolloù hag an taolennoù (da c'hortoz ma vezint bodet a-is). Hollegezhioù Roll ar berradurioù Roll an dud arroudennet Roll riezoù ar Bed Da vezañ renket Roll an arrebeuri Breizh Arz 20vet kantved Roll izili ar Seiz Breur Brezhoneg ha yezhoniezh ar brezhoneg Roll yezhourien ar brezhoneg Embannerezh vrezhonek Roll an embannerien vrezhonek Roll ar meziantoù gant un etrefas e brezhoneg Deskadurezh vrezhonek Roll ar skolioù Diwan Lennegezh vrezhonek Roll ar varzhed vrezhonek Roll buhezskridoù brezhonek ar sent Lennegezh vrezhonek 20vet kantved ha 21vet kantved Roll ar buhezskridoù brezhonek (nemet reoù ar sent) Roll an emvuhezskridoù savet e brezhoneg Roll al levrioù brezhonek troet diwar yezhoù all Roll ar romanterien vrezhonek hag o oberennoù Roll skrivagnerien Skol Walarn Roll skrivagnerien Emgleo Breiz Relijion e Breizh Roll Sent Vreizh Douaroniezh Breizh Roll inizi pennañ Breizh Roll kêrioù pennañ Breizh Roll koadegi pennañ Breizh Roll Kumunioù Aodoù-an-Arvor Roll kumunioù Il-ha-Gwilen Roll kumunioù Liger-Atlantel Roll Kumunioù ar Mor-Bihan Roll kumunioù departamant Penn-ar-Bed Roll stêrioù pennañ Breizh Istor Breizh Roll ar geriadurioù buhez a denn da Vreizh dre vloaz an embann Roll Rouaned ha Duged Breizh Sonerezh Breizh Roll sonerien, kanerien ha strolladoù Breizh Tud vrudet liammet gant Breizh Roll Rouaned ha Duged Breizh Roll Sent Vreizh Roll skrivagnerien Skol Walarn Roll skrivagnerien Emgleo Breiz Roll ar varzhed vrezhonek Roll yezhourien ar brezhoneg Arzoù Listenn ar sonaozourien Binvioù seniñ Diduamant Roll ar ganerien galleger Roll ar ganerien saozneger Roll ar sportourien Tonioù Kan ha diskan Istor Roll ergerzherien Roll ar feurioù-emglev etrebroadel pennañ Roll ar proviñsoù gall Roll an unpennoù gall Roll an unpennoù german Lennegezh Roll an emvuhezskridoù savet e brezhoneg Roll an oberennoù skrivet Roll ar skrivagnerien alaman Roll ar skrivagnerien amerikan Roll ar skrivagnerien aostrian Roll ar skrivagnerien gall Roll ar skrivagnerien italian Roll ar skrivagnerien saoz Prizioù arzel ha lennegel Priz Nobel al Lennegezh Prizioù Breizh Relijion Profed Roll an ebestel Skiantoù Skiantoù a bep seurt Skiantoù an Den Douaroniezh Roll lennoù pennañ ar bed Roll riezoù ar Bed Roll ar stummoù douarel Fizik Roll ar fizikourien Priz Nobel ar fizik Kimiezh Roll an elfennoù kimiek hervez o anvioù Roll an elfennoù kimiek hervez o simboloù Taolenn an izotopoù (rannet) Taolenn beriodek an elfennoù kimiek Yezh ha yezhoniezh Roll ar yezhoù ar muiañ komzet er bed Yezhoù Europa Yezhoù Unvaniezh Europa Urzhiataerezh Roll ar meziantoù gant un etrefas e brezhoneg Rolloù
1264
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20riezo%C3%B9%20ar%20Bed
Roll riezoù ar Bed
• Sellit ouzh ar :Rummad:Stadoù ar Bed ivez. 192 riez (pe stad dizalc'h), anavezet o dizalc'hded peurvuiañ Ar roll-mañ a zo diazezet war roll Geriadur brezhoneg An Here (2001). A Afghanistan - Alamagn - Albania - Aljeria - Andorra - Angola - Antigua-ha-Barbuda - Arabia Saoudat - Arc'hantina - Armenia - Aod an Olifant - Aostralia - Aostria - Azerbaidjan B Bahamas - Bahrein - Bangladesh - Barbados - Belgia - Belize - Benin - Bhoutan - Belarus - Birmania - Bolivia - Bosnia-ha-Herzegovina - Botswana - Brazil - Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon - Brunei - Bulgaria - Burkina Faso - Burundi C Chile - Costa Rica D Danmark - Djibouti - Republik Dominikan - Dominika E Egipt - Emirelezhioù Arab Unanet - Ecuador - Eritrea - Estonia - Eswatini - Etiopia F Fidji - Filipinez - Finland - Frañs G Gabon - Gambia - Ghana - Gres - Grenada - Ginea - Ginea-Bissau - Ginea ar C'heheder - Guatemala - Guyana H Haiti - Honduras - Hungaria I India - Indonezia - Irak - Iran - Island - Israel - Italia - Iwerzhon - Izelvroioù J Jamaika - Japan - Jordania - Jorjia K Kab Glas - Kambodja - Kameroun - Kanada - Kazakstan - Katar - Kenya - Kiprenez - Kirgizstan - Kiribati - Kolombia - Komorez - Republik Kongo - Republik demokratel Kongo - Korea (Norzh) - Korea (Su) - Koweit - Republik Kreizafrika - Kroatia - Kuba L Laos - Latvia - Lesotho - Liban - Liberia - Libia - Liechtenstein - Lituania - Luksembourg M Makedonia - Madagaskar - Malaysia - Malawi - Maldivez - Mali - Malta - Maroko - Inizi Marshall - Moris - Maouritania - Mec'hiko - Mikronezia - Moldova - Monaco - Mongolia - Montenegro - Mozambik N Namibia - Nauru - Nepal - Nicaragua - Niger - Nigeria - Norvegia O Oman - Ouganda - Ouzbekistan P Pakistan - Palau - Panama - Papoua-Ginea Nevez - Paraguay - Perou - Polonia - Portugal R Roumania - Rusia - Rwanda S Saint Kitts ha Nevis - Santez-Lusia - San Marino - ar Vatikan - Saint Vincent and the Grenadines - Inizi Salomon - Salvador - Samoa - São Tomé ha Príncipe - Senegal - Sechelez - Serbia - Sierra Leone - Sina - Singapour - Siria - Slovakia - Slovenia - Somalia - Soudan - Soudan ar Su – Spagn - Sri Lanka - Stadoù-Unanet Amerika - Suafrika - Suis - Surinam - Sveden T Tadjikistan - Tanzania - Tchad - Republik Tchek - Thailand - Timor ar Reter - Togo - Tonga - Trinidad ha Tobago - Tunizia - Turkmenistan - Turkia - Tuvalu U Ukraina - Uruguay V Vanuatu - Venezuela - Viêt Nam Y Yemen Z Zambia - Zeland-Nevez - Zimbabwe Sell ivez Liammoù diavaez Service public fédéral belge économie, PME, classes moyennes et énergie Anvioù bro e pep yezh Union postale universelle Rolloù Broioù
1273
https://br.wikipedia.org/wiki/Rouantelezh%20Unanet
Rouantelezh Unanet
Rouantelezh Unanet a vez lavaret alies eus Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon, er gwalarn da douar-bras Europa, met re all zo en istor Breizh-Veur Rouantelezh Unanet Breizh-Veur (1707–1801) Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon (1801–1927) Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon (1927–ken bremañ) Lec'hlenn Unvaniezh Kalmar a voe unanet ganti rouantelezhioù Norge, Sveden ha Danmark (1397–1520) Rouantelezh Unanet Danmark-Norge (1536–1814) Rouantelezh Unanet Sveden-Norge (1814–1905) Rigsfællesskabet, pe "Rouantelezh Unanet Danmark" Rouantelezhioù arall Rouantelezh Unanet an Izelvroioù (1815–1830, en ofisiel en 1839); Rouantelezh Unanet Libia (1951–1969)
1274
https://br.wikipedia.org/wiki/Stado%C3%B9%20Unanet
Stadoù Unanet
An anv «Stadoù Unanet» pe «Stadoù-Unanet» hag a vez graet eus Stadoù-Unanet Amerika peurvuiañ, dre 'n abeg d'an istor ha d'o fouez ekonomikel, a vez graet ivez eus stadoù kevredet arall. Broioù Broioù a vremañ Stadoù-Unanet Amerika, pe United States of America en saozneg, hervez Bonreizh Stadoù-Unanet Amerika abaoe 1787. Er skridoù ofisiel koulskoude e vez graet alies gant ar berrstumm (United States) pe « Stadoù-Unanet » . Mard eo stank an anv USA e saozneg eo rouez c'hoazh SUA e brezhoneg. Stadoù-Unanet Mec'hikan, anv ofisiel hir Mec'hiko hervez Bonreizh Mec'hiko 1824 (Estados unidos mexicanos en spagnoleg). Ar berranv México a zo ivez er Vonreizh. E brezhoneg e reer ivez gant Bro-Vec'hiko evit ober ar c'hemm gant Kêr-Vec'hiko, ar gêr-benn. En istor Stadoù-Unanet Kreizamerika, anv a vez roet a-wechoù da Proviñsoù unanet Kreizamerika, unaniezh a zo bet etre 1823 ha 1840. Ar Stadoù-Unanet Belgiat pe Stadoù Belgiat Unanet, kengevredad berrbad savet en 1790 da vare an Dispac'h gall hag an Dispac'h brabantat enep ar Proviñsoù-Unanet. Stadoù-Unanet an inizi ionian pe Republik ar Seizh Enez, dindan warez ar Rouantelezh-Unanet er Mor Enezek entre 1815 ha 1864. Republik Stadoù Unanet Brazil, anv ofisiel Brazil etre 1889 ha 1968. Stadoù Unanet Colombia, anv ofisiel Colombia etre 1863 ha 1886. Stadoù Unanet Venezuela, anv ofisiel Venezuela etre 1864 ha 1953. Anvioù kinniget Stadoù Unanet Afrika, meizad politikel a vodfe holl vroioù Afrika. Stadoù Unanet Europa, meizad politikel a vodfe holl vroioù Europa. Pennadoù kar United States Politikerezh
1275
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20al%20livourien%20e%20Breizh%20en%20XXvet%20kantved
Roll al livourien e Breizh en XXvet kantved
Anv al livourien o deus labouret e Breizh en . B Henri Barnoin Jean Bazaine Adolphe-Marie Beaufrère Eugène Béjot Pierre de Belay Émile Bernard Edmond Bertreux Paul Bloas Bernard Buffet Camille Bryen C Renée Carpentier-Wintz Jean-Claude Carsuzan Henry Cheffer Marie-Renée Chevallier-Kervern Jean Chièze P E Clairin Michel Colle Ernest Corelleau D André Dauchez Fernand Daucho Jean Degottex Maurice Denis Louis-Marie Désiré-Lucas Jean Deyrolle Émile Dezaunay François Dilasser René Duvillier E F Caroline Espinet Yves Floc'h Lionel Floch Jean Frélaut Othon Friesz G H Germaine Gardey Georges Géo-Fourrier Ernest Guérin André Hardy Emma Herland J Yvonne Jean-Haffen André Jolivet Lucien Jonas Xavier Josso L Yvette L'Héritier Élodie La Villette Jean Émile Laboureur Dan Lailler Charles Lapicque Jean Le Merdy Simone Le Moigne Maurice Le Scouézec Henri Le Sidaner Joseph-Marie Le Tournier Maurice Lederlé Henry Leray M Albert Marquet Henri Marret Maxime Maufra Hervé Méheust Mathurin Méheut M Ménardeau Robert Micheau-Vernez François Moal Paul Morchain N Michel Noury Norbert Nüssle O P Q Roderic O'Conor Ortiz de Zarate Michel Pagnoux Jules Paressant Pierre Péron Georgette Piccon Yves Picquet Yves Plusquellec Ferdinand du Puigaudeau René Quéré R S T V W Yvan Ropars Pierre Roy Joseph Alexandre Ruellan Paul Sérusier Jim Sevellec Tal-Coat Jean-Paul Thaéron Yves Tanguy Félix Valloton Édouard Vuillard Charles Wislin Livourien vreizhat