id
stringlengths
2
6
url
stringlengths
31
243
title
stringlengths
1
148
text
stringlengths
6
119k
1278
https://br.wikipedia.org/wiki/Malo%C3%B9
Maloù
Maloù zo ur manac'h brezhon deuet da vezañ ur sant meur, unan eus ar seizh sant diazezer enoret e Breizh. Anavezet eo evel saint Maclou e ranvroioù 'zo eus Bro-C'hall (Maclovius pe Machutus e latin, hervez an testennoù kozh ). Dont a ra an anv eus an hengeltieg, mac'h + low, a dalvez evit gouestl lufrus. Lidet e vez gouel sant Maloù d'ar 15 a viz Du. Ar vojenn Ganet e oa Maloù e Gwent, Kembre e fin ar . Mont a reas d'ar skol da vanati Llancarfan. Echu e studi gantañ, e chomas ar paotr yaouank er manati evel manac'h. Kontañ a reer e vije bet badezet Maloù gant Sant Brendan hag e vije deuet da vezañ unan eus e ziskibled. Anvet e voe da eskob, hervez ur vojenn hag e kuitaas e vro c'henidik. Bet e vije gant Sant Brendan e-pad e veaj kentañ da glask ar Baradoz. Treuziñ a reas ar mor un eil gwech gant kompagnuned hag e-pad an eil beaj-se e vije bet avielet inizi hanternoz Bro-Skos gantañ. Douarañ a reas en diwezh en enez vihan ar penitiour Aaron. Alese ez eas da gêr Aled, ma teuas da vezañ ar c'hentañ eskob anezhi. Eno en em lakaas da brezegenniñ, mes ar pezh a lavare ne blije ket d'an holl. En em dennañ e reas neuze e Bro-Saintonge. Eno e varvas d'ar 16 a viz Du eus ar bloaz 649. Ul lodenn eus e relegoù a zeuas en-dro da Aled, sez an eskopti kaset goude pelloc'h war ribl ar mor e-lec'h m'emañ kêr Sant-Maloù hiziv. Maloù a zo unan euzh ar seizh eskob diazezer a ya ar birc'hirined da welout o fennilizoù pa reont Tro Breizh. Al lec'hioù-lid Sant-Maloù-Benion An testennoù Skrivet eo bet Vita S. Maclovii (buhez Sant Malou) war-dro 870. Embannet e voe e 1636 gant Alberzh Meur (Albert le Grand), manac'h dominikan eus Montroulez. Pennadoù kar Saint-Maclou Sant-Maloù Liammoù diavaez Pennker - La vie de saint Malo hervez Albert Le Grand Early British kingdoms Istor ar Gristeniezh Istor Breizh sent vrezhon Malou
1279
https://br.wikipedia.org/wiki/Doareo%C3%B9-skriva%C3%B1%20ar%20brezhoneg
Doareoù-skrivañ ar brezhoneg
Meur a zoare-skrivañ zo bet en istor ar brezhoneg skrivet. Istor reizhskrivadur ar brezhoneg Henvrezhoneg Ar c'hoshañ skrid brezhoneg, en henvrezhoneg eta, a zo anavezet gant ar ouizieien eo dornskrid Leiden en Izelvroioù, hag a zo ul lodenn vihan eus ar pezh a oa moarvat un dornlevr mezegiezh. Aze, e-kichen al latin, ez eus bommoù brezhoneg eus an . Ar c'hoshañ enskrivadur henvrezhonek zo bet kavet en ul laouer en ur chapel e-kichen Lomareg e Krac'h, nepell diouzh an Alre : « irha ema in ri », hag a ve e brezhoneg a-vremañ: « amañ emañ ar roue » (E-lec'h ar ger kozh ri − rix e galianeg − e vez lavaret roue hiriv), da lavarout eo « amañ eo beziet ar roue ». Studiet mat eo bet gant ur c'helenner eus Skol-Veur Roazhon anvet Léon Fleuriot hag en deus savet ur geriadur hag ur yezhadur eus an henvrezhoneg diwar an holl dornskridoù bet lennet gantañ. Krennvrezhoneg Ar C'hatolikon, pe levr hollek, eo anv ar geriadur kentañ bet savet en brezhoneg, pe en krennvrezhoneg, ar yezh evel ma oa d’ar c’houlz-se er , ha hennezh ivez eo ar geriadur kentañ bet graet en galleg zoken, hag ouzhpenn-se, e vez kavet ivez troidigezh latin pep ger, rak an teir yezh a zo bet lakaet kichen-ha-kichen, ar ger brezhoneg da gentañ, al latin goude hag ar galleg da ziwezhañ. Savet eo bet ar geriadur-mañ gant Yann Lagadeg (pe Jehan Lagadeuc) eus Plougonven. Moullet e voe e Landreger er bloavezh 1499, un toullad bloavezhioù hepken goude ma voe ijinet ar moullañ. Diwezhatoc’h, e-kerzh ar hag an ez eus bet meur a hini all o labourat war ar brezhoneg. an Tad Maner, gant Le Sacré-Collège de Jésus, embannet e 1659, ul levr katekiz e brezhoneg, ennañ ouzhpenn ur yezhadur hag ur geriadur galleg-brezhoneg; Gregor Rostren, a voe embannet e c'heriadur e 1732; tud all c'hoazh o deus savet pep a c’heriadur a-raok an Dispac'h gall, d’ur c’houlz ma oa emren Breizh c’hoazh: Dom Loeiz ar Pelleter, manac'h e Landevenneg, e 1752 Claude Le Saisi de Kérampuil, person. Re levezonet e veze o yezh gant ar galleg avat. Tapet o devoa bet moarvat an aozerien anezhe o gouiziegezh dre al latin hag ar galleg a veze implijet er studioù klasel evel ma oa kelennadurezh an holl gloareged d’ar c’houlz-se. Evelkent, pa seller ervat e-touez ar bern gerioù gallekaet ijinet gante, e kaver e-leizh a c’heriennoù brezhoneg brav ha pinvidik mat da vezañ miret e geriadurioù ar yezh a-vremañ. Reizhañ ar skritur En , avat, e vo sklaeraet an traoù, didoueziet ar gerioù mat a vrezhoneg eus mesk ar pezh a oa bet dastumet a-raok. Se a voe labour ar Gonideg. Hennezh a vez graet anezhañ unan eus tadoù ar yezh. Daoust ma c’hall tud ’zo kavout rebech en e oberoù, en deus graet ul labour a oa ret ober : skrivañ brezhoneg en un doare unvan (ar soniad [k] a ranke bezañ skrivet K atav, da skouer), stummañ ha frammañ ar yezh a-benn gallout mont pelloc’h ganti hag implijañ anezhi evel n’eus forzh petore yezh all. Amable Troude, e-kreiz an kantved, a savas ur geriadur galleg-brezhoneg troet kalz war rannyezh Leon, skrivet en doare-skrivañ kinniget gant ar Gonideg. Ennañ e kaver ivez ur c’heriaoueg klotennoù da sikour ar varzhed. Émile Ernault, kelenner skol-veur, a studias rannyezhoù Treger ha Gwened hag a savas meur a c’heriadur pinvidik-bras a zo c’hoazh gwall zedennus gant ar gerioù resis o tennañ d’an danvez-se. XXvet kantved E 1908 e oa bet savet un emglev etre skrivagnerien eus Kerne, Leon, ha Treger, a vez graet KLT anezhañ. En doare-skrivañ-se e voe embannet Geriadur Frañsez Vallée hag ar gelaouenn Gwalarn, betek 1941. Roparz Hemon, penngaser Skol Walarn, a savo ur bern geriadurioù ha yezhadurioù, en o zouez ar geriadurig a vez gwerzhet c’hoazh bremañ (nevesaet e zoare-skrivañ). E Gwened e veze dalc'het d'ober gant skritur ar gwenedeg, evel er gelaouenn Dihunamb. E 1941 e voe savet an doare-skrivañ peurunvan, da lavarout eo emglev KLT gant tud Gwened, en o zouez Roperzh ar Mason ha Langleiz. Ar pal a oa kaout un doare-skrivañ a dalvezfe evit an holl rannyezhoù. Goude an Eil brezel-bed, e 1955, e voe savet ar skolveurieg pe falc'huneg, gant tud ha ne felle ket dezho degemer ar peurunvan. Gant Fañch Morvannou e voe kinniget er bloavezhioù 1970 un doare-skrivañ all, an doare etrerannyezhel, kinniget gantañ evel un doare da unvaniñ ar peurunvan hag ar skolveurieg. Er XXIañ kantved Setu pezh a weler hiriv: un doare-skrivañ peurunvan implijet gant ar muiañ niver en embann hag er c'helenn (TES, Diwan ) ar falc'huneg implijet en-dro da Brud Nevez ha Fañch Broudig, ha nebeutoc'h e skol-veur Brest, a oa bet e greñvlec'h, an etrerannyezhel gant un dornad skolaerien. hiniennoù oc'h ijinañ o skriturioù dezho o-unan ... Taolenn da ziskouez an diforc'hioù etre an doareoù-skrivañ brezhoneg Reolennoù pennañ Reolennoù ouzhpenn evit merkañ ar rumm yezhadurel Ar reolennoù-mañ n'int ket evit diskouez distagadur ar gerioù, nemet evit merkañ o rumm yezhadurel. Skritur gerioù zo Berradurioù (neb tra etre [ ]...) Yezhoù [cy] Kembraeg [fr] Galleg [hb] Henvrezhoneg ... Parlantoù-kornad [K] Kerne [L] Leon [T] Treger [Gw] Gwened [KT] Kerne ha Treger ... Levrioù [C] Catholicon [TDE] Geriadur Troude [ERN.V] geriadur gwenedek Émile Ernault [FV] Geriadur François Vallée [RH] Geriadur Roparz Hemon [JG] Levrioù Jules Gros [GBV] Francis Favereau: Geriadur ar Brezhoneg a-vremañ Liammoù diavaez Breton orthographies and dialects, Iwan Wmffre Ul lec'hienn web diwar-benn ar c'hatolikon e brezhoneg Liamm war-zu dornskrid Leyde Meziantoù An Drouizig Difazier 2013, gant An Drouizig (Poellad digoust, evit Microsoft Office. Brezhoneg peurunvan) LibreOffice, troet gant An Drouizig. Gant ar pakad yezhoniel brezhonek e teu ar reizher reizhskrivañ Hunspell (Brezhoneg peurunvan gant an Drouizig). Notennoù Istor ar brezhoneg Doareoù-skrivañ ar brezhoneg
1282
https://br.wikipedia.org/wiki/Kaourintin%20%28sant%29
Kaourintin (sant)
Unan eus ar seizh sant diazezer eo Sant Kaourintin (Corentin e galleg). Hervez an hengoun, e oa kentañ eskob Kemper er . Ar richenn Ganet e oa bet sant Kaourintin e Bro-Gerne, unan eus broioù Breizh. En em dennañ a reas e-pad meur a vloavezh da ren eur vuhez a benitiour (pe ermit) e koad ar Porzhe e-harz Menez C'homm. Deuet e oa ar roue Kerne, Grallon, evit goulenn d'ar sant hag-eñ e felle dezhañ mont da eskob Kemper. Gwelet a reas ar roue penaos e tenne Kaourintin e voued diwar ur burzhud pemdeziek: ur peskig a oa o vevañ en ur feunteun nes d'ar peniti ha bemdez e kemere diouti ar penitiour al loenig evit troc'hañ un darn gig a oa e damm boued evit an deiz. Met, goude bezañ bet adlakaet en dour e teue ar c'hig war gein ar peskig en-dro. Kaourintin a zeuas da vezañ kentañ eskob Kemper, met rannañ a reas e vuhez etre e labour a eskob hag e vuhez a lean a zalc'has atav.Skuizh gant ar garg e klaskas kinnig anezhañ da sant Ronan, e amezeg, met ur wiadenn-gevnid vurzhudus a viras ouzh Kaourintin a zigeriñ dor peniti sant Ronan. Marteze e varvas war-dro 530. Gourdisten, abad Landevenneg, a savas e veuleudi war-dro 800. E relegoù, strewet e meur a vro (e Marmoûtier; en Abington, Waltham ha Glastonbury e Breizh-Veur) pa sailhas an Normaned e Breizh, a zo bet, darn anezho, rentet da Iliz-veur Kemper, el lec'h ma vezont enoret. Gouel ha lec'hioù dediet Lidet e vez e meur a lec'h evel chapel Leskobed e-barzh Ploudiern (hag e weler o vont di ar feunteun vurzhudus), Enez Sun ha Kerne-Veur. Roet en deus e anv da iliz-veur Kemper. E Kernev-Uhel ez eus anv anezhañ Bourc'h-Kintin ha Sant-Konan. Ur chapel a zo war e anv e Skrigneg, e Toull-ar-Groaz bet adsavet gant Yann-Vari Perrot, hag eñ person ar barrez, a voe lazhet e 1943 en ur zistreiñ war droad eus ar pardon. Stummoù ha deveradurioù Kaourantin, Kaourant, Kaour(ig), Tin(ig), Kaourintina, Kaourantina, Kaoura, Tina(ig). Ar stumm henvrezhonek a zo cobrant. N'eo ket sklaer ar ster. Pe eo ar ster nes d'an heniwerzhoneg cobair = sikour pe nes d'ar ger keureug a dalvez evit eog-red. An testennoù Levrlennadur Sant Kaourantin / Saint Corentin, vie et culte, Job an Irien, Jean Cormerais, Herve Danielou, Minihi Levenez, niv. 56-57, Mae-Eost 1999, 166 p. (levr divyezhek). Istor ar Gristeniezh Istor Breizh er VIvet kantved Sent katolik Sent Breizh Eskibien Breizh
1283
https://br.wikipedia.org/wiki/Menez%20C%27homm
Menez C'homm
Menez C'homm a zo un dorgenn, 330 m hec'h uhelded, hag a zo e kornaoueg Breizh. Penn pellañ ar Menez Du eo. Rannet eo etre kumunioù Dineol, Ploudiern ha Sant-Vig dreist-holl. Teir uhelenn a zo gant ar menez: ar Yed a vez graet eus an hini uhelañ (330 m), ar Yelc'h eus an eil (298 m) ar Minig (248 m). Orin an anv Dont a ra anv ar menez eus e stumm moarvat, ar ger komm, hag a gaver alies el lec'hanvadurezh keltiek, hag a dalvez ur seurt kib etre daou venez (keñveriañ gant anv Kommanna da skouer). Evit Menez C'homm eo an tamm dinaou a weler etre an daou veg uhelañ. Ouzh harz ar menez e kaver ar stumm digemm en anv ar gêriadenn Kergoad-Komm. Istor Anavezet e oa gant merdeerien an Henamzer dre an anv latin Mons occidentalis p'eo un mell arouez-aod. Hervez tud 'zo, evel Léon Fleuriot, e c'hallfe bezañ ivez ar Cruc Ochidient meneget gant Nennius (Historia Brittonum , rann 27) hag a ro bevennoù an dachenn roet d'ar Vrezhoned kentañ er pezh a zeuy da vezañ Breizh diwezhatoc'h: « ... multas regiones a stagno quod est super verticem montis Jovis usque ad civitatem quae vocatur Cant Guic, et usque ad cumulum occidentalem, id est Cruc Ochidient » (...meur a rann-vro etre ar poull a gaver e beg menez Jovis, betek ar gêr a zo anvet Cant Guic, ha betek beg ar menez er c'huzh-heol a zo Cruc Ochidient) (taolit pled eus ar ger cumulum a seblant degas da soñj ar ger komm). Glad Meurvein a oa war ar menez gwechall, kalzik a zo bet distrujet e-kerzh ar brezel bed diwezhañ. Chom a ra c'hoazh taol-vaen Menez Lie. War-du ar Su e kaver ur chapel savet er gouestlet da Itron-Varia Menez-C'homm el lec'h ma veze foarioù e kroaz an hentoù Kraozon-Karaez ha Brest-Kemper. Pelloc'h, e su ar menez, e kaver ivez al lec'h ma oa sañset peniti sant Kaourintin e parrez Ploudiern. Aze, e kêriadenn Leskobed, ez eus ur chapel vodern en anv ar sant. E tu ar gevred, e Sant-Vig, e kaver ur chapel anvet sant Kom, dre heñvelebiezh gant anv ar menez hep mar. Ouzh tor ar menez, eus tu ar reter, ez eus ur bern mein hag a vije, hervez ar vojenn, bez ar Roue Marc'h. Touristerezh Treuzet eo Menez C'homm gant ar GR 37. Menezioù BreizhTorosad Arvorig
1284
https://br.wikipedia.org/wiki/Samzun%20%28Dol%29
Samzun (Dol)
Samzun, pe sant Samzun, zo ur manac'h brezhon, deuet eus Kembre a voe eskob kentañ Dol. Unan eus ar seizh sant diazezer enoret e Breizh eo. Ar richenn Samzun a zeuas er bed e Kembre war-dro ar bloaz 480. E dud, Amon a Dyved hag Anna a wGwent, a oa pennoù uhel. Fiziañ a raed o mab da sant Iltud, abad manati Llanilltud Fawr e-kichen Kerdiz. Gant aotre sant Iltud, Samzun en em dennas en Enez Kaldey evel penitiour. Goude-se e yeas Samzun da abad Llantwit. Meur a vloaz goude, da Sul-Fask, ur vouezh deuet eus an neñv a lavaras dezhañ treuziñ ar mor. En em lakaat a reas raktal en hent ha douarañ a reas en aber Gwioul, e Breizh-Uhel. Deuet e oa e genderv; sant Maelor (latin : Maglorius) gantañ. Eno e savas e beniti, a deuio gant an amzer manati ha eskopti brudet Dol. Difennour ar bobl hag ar gwir, Samzun a varvas war-dro ar bloaz 565. Gouel Lidet e vez sant Samzun d'an 28 a viz Gouere. Lid Iliz Sant Samzun e Bruille-lez-Marchiennes e departamant an Norzh e Bro-C'hall. Iliz Sant Samzun en Ouistreham hag e Plumetot e departamant Calvados e Bro-C'hall. Iliz Sant Samzun e Saint-Samson-de-Bonfossé e departamant ar Manche. An testennoù Meur a santvuhezskrid a zo diwar-benn sant Samzun: Vita Ia Samsonis Levrlennadur Recherches sur l'hagiographie armoricaine du VIIème au XVème siècle Tome 1 : Les saints bretons, témoins de Dieu ou témoins des hommes - Bernard Merdrignac - (Dossiers du ce.R.A.A. 1985) Sent Breizh Sent vrezhon Eskibien Breizh
1285
https://br.wikipedia.org/wiki/Skinwel
Skinwel
Ar skinwel a zo un teknik dezhañ e bal treuzkas, dre orjal pe dre wagennoù skindredanel, skeudennoù fiñv pe arvestoù bev, a-gevret gant ur son peurvuiañ, da vezañ gwelet war ar prim war ur skramm, keñver un ardivink resever a reer skinweler anezhañ. Orin ar ger skin + gwel evit treuzskrivañ ar galleg radio(télé)vision. Kavet e vez ivez an televizion hag ar bellwelerez. Gerioù nes : skignerezh, skingaser, skingasadenn, skingomz, skinpeul. Istor ar gavadenn Ret e voe kavout un tu da dreuskas, dre ur red-tredan pe dre ur skin, elfennoù ur skeudenn lerc'h ouzh lerc'h goude bezañ o dezrannet poent ha poent, linenn ha linenn. En deroù e voe embreget ur wikefre a-benn ergerzhet un teskad marellek a gelloù fototredanek, met kavet e voe un doare efedusoc'h en ur skannañ anezho gant ur feskennig elektronioù. Ar marelladur a zo bet deskrivet gant George R. Carey (Amerikan) e 1877. Ar skannañ a zo bet deskrivet gant Constantin Senlecq (Gall) e 1879 en ur "télectroscope" gant ur holldreser (pantograf) a-dreñv d' ur skramm treuzwelus. . 1884, un ijinour alaman a zisklaer un breou e lec'h m'eo deskrivet un teleskop-tredan (elektrische Teleskop) ennañ ur pladenn toullet hervez tres un droellenn o treiñ evit elfennañ pep a linenn war ur skeudenn deuet eus un werenn-pal. 1905 Lee de Forest, ur stadunanat, a grou ar gorzenn elektronek 1907 Boris Rosing, ur Rusian, a ziskouez eo posupl implijout un gorzenn gatodik (krouet araozañ) evit elfennañ ar skeudennoù dre ar gwagennoù elektromagnetek 1908 Ar Saoz Campbell a ginnig ma vo implijet ur gorzenn gatodik aozet evel ur skramm evit an elfennañ koulz hag an eilañ 1923 Ar Rusian Wladimir Kosma Zworykin a zeskriv ur skinweler hollelektronek a c'hellfe produiñ skeudennoù fiñvus, met ne vo ket krouet a-raok ur pemzek bloavezh bennak 1928 John Logie Baird, ur Saoz, a labour war ur skinwel e liv 1929 Skingasadennoù kentañ ha skignet ingal e Bro-Saoz 1930 Skingasadennoù kentañ e Bro-Alamagn (skramm 30 linenn) 1934 E Bro-C'hall ez eus etre 400 ha 500 skinweler evit an arnodoù. Anvet eo an doare-ober-se ar radiovision 1935 Skingasadenn gentañ diwar skingaser an Tour Eiffel e Pariz 1938 Skeudennoù e 445 linenn kaset diwar an Tour Eiffel e Pariz 1944 Kentañ skingasadennoù e liv e Bro-C'hall 1948 Skeudennoù e 819 linenn e Pariz evit kantadoù a skinwelerioù-arnod 1951 E New York ez eus bet diskouezet ur skinwel e liv 1954 An embregerezh RCA a grog gant produiñ ur skinweler e liv (skramm : 30 cm) 1956 Kentañ ardivinkoù-enrollañ ar video 1962 Kaset eo bet d'an neñv al loarell Telstar evit ar skingasadennoù treuzatlantel 1967 Skingasadennoù kentañ e liv e Bro-C'hall hervez an doare-ober SECAM 1976 Skeudenrollerioù kentañ a zo bet fardet (enrollañ war gasedoù) 1977 Arnodoù kentañ an doare-ober Antiope evit ar teletext 1978 Skeudenrollerien gwerzhet e Bro-C'hall 1980 Ar reolad MAC (reolad) ijinet ganr ar Saozon evit ar skinwel niverel dre loarelloù 1989 Degemeret eo ar ment 16/9 evit ar skrammoù 1993 Kentañ boked skinwel er Stadoù-Unanet 1996 Kentañ boked skinwel e Bro-C'hall 2005 Skinwel niverel douarel e Bro-C'hall Gwelet ivez Abadenn skinwel Deiziataer ijinadennoù Mab-den Skinadur goulaouek Skinwel brezhonek Skinweler Skinwel Ardivinkoù Elektronik Teknikoù da dalvezout Mediaoù
1286
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20st%C3%AArio%C3%B9%20penna%C3%B1%20Breizh
Roll stêrioù pennañ Breizh
Ur vro stêrioù bihan niverus eo Breizh. Ar stêr hirañ e Breizh eo ar Gwilun (230 km). Stêrioù pennañ Breizh n'int ket eus ar re vrasañ, nemet unan, al Liger, 1012 km hed dezhi en holl, a dreuz Bro-Naoned, ha kêr Naoned, a-hed ur c'hant kilometr bennak a reter da gornôg. A Aber-Ac'h Aber Benniged Aber-Ildud Aer, anv div stêr an Ardana an Argenon, stêr Lanyugon an Av an Aven, pe stêr Aven B Biez : anv meur a wazh, pe kanol dizourañ, e paludoù Bro-Zol Biez Jean, a zegouezh e Mor Breizh , etre Sant-Benead ha Vildé la Marine, [] Biez Brillant Biez de Cardequin Grand Biez de Cardequin ar Biez Nevez Bizien Blavezh D an Don e kreisteiz Bro-Roazhon an Dosenn an Doufin ar ger dour a gaver en anv meur a stêr: an Dour Elego, adstêr d'ar Yar, an Dour kamm Dour ar Mein Glas an Dourdu, a zegouezh e porzhig an Dourdu, e parrez Plouezoc'h, e bae Montroulez, an Douron, ur stêr eus Treger a zo e eienenn e Lanneanou, hag en em daol er mor entre Lokireg ha Plistin E Ele, stêr Kemperle. Eler; Elez, stêr ar Yeun Elez; Elorn; Eon; Erzh, adstêr d'al Liger e Naoned; Evrann. F Richer ar Faou Flora Flum ar Fremur pe Froudveur ar Froud, anv meur a stêr G Gindi, unan eus div stêr Landreger Stêr Wanez ar Goued hag ar Gouedig, div stêr Sant-Brieg Gouesan Gwazh, a zo un anv a roer d'ar stêrioù bihan, a gaver e meur a anv: Gwazh Logeginer Gwazh Koad-Toulsac'h Gwazh Vilinig, adstêrig d'an Treñv, e Kemper-Gwezhenneg ar Gwig, adstêr d'al Leger, war e lez dehou, e Benac'h Gwilun H Riolenn Hilwern an Horn (e Bro-Leon) I Ig, stêr Binig Il Ivel Iz, adstêr d'ar Sec'h, Izar etre Bro-Naoned ha Bro-Roazhon Izol, e Kemperle J ar Jarloù K ar c'h-Kantach, adstêr d'ar Gwilun, ar c'h-Kanud, anv div adstêr d'ar Gwilun, Kefleut Kerallé Kerdu Ker Kerloc'h Killimadec Killivaron Klez Koad Toull Sac'h ar c'h-Koronk, un adstêr d'ar Yer, etre Kallag ha Karaez; ar c'h-Kouenon, a ra an disparti etre Breizh ha Normandi dre ma tosta d'ar mor, hag a zegouezh dirak Menez Mikael ar Mor L al Laeta al Leger, stêr Benac'h ha Lannuon al Leñv, stêr hirañ Bro-Oueloù al Liger, ar stêr veur a dreuz Bro-Naoned al Linon, a dreuz Komborn, adstêr d'ar Renk war e lez dehou. al Lokrist, adstêr da stêr Gwaien war he lez dehou, a-raok Pontekroaz, M Meu Mewan Moros Mougev Mozon N Ninian O an Oded, stêr Kemper an Oud, adstêr d'ar Gwilen, e Redon P ar Penfell e Brest ar Penzez, a zegouezh e Penzez R ar Renk a dremen dre Zinan ar ger richer a vez graet gantañ e kornaoueg Breizh, evel e: Richer Zaoulaz Richer Landerne, anv all d'an Elorn; ar Riwal pe Sant Riwal ar Roskoad e Treger ar Rozan, en Uzel Ruisseau''' zo un anv a gaver e meur a stêr a Vreizh Uhel: Ruisseau d’Ardenne Ruisseau de la Banche, a zibouk e Mor Breizh er Vivier-sur-Mer Ruisseau de Combs Ruisseau d’Eval Ruisseau de Guiault, a zibouk e Mor Breizh er Vivier-sur-Mer Ruisseau de Guinefort, adstêr d'ar Renk war e lez kleiz, en Evran Ruisseau de la Hesnais Ruisseau des étangs de Landal Ruisseau d’Oyon, affluent de l’Aff Ruisseau de Ricordel Ruisseau de la Rieule, a zegouezh e stank Jugon S ar Saezh ur sant bennak a ro e anv d'ur stêr: ar Sant-Emilion, adstêr d'ar Gwig, ar Sant-Riwal, ar Sekred ar Sec'h e Bro-Roazhon ar Serein ar Sevnon ar Sevr, e Bro-Naoned ar Skirioù ar Skorf ar Stêr DeirStêr'' zo un anv a lakaer dirak anvioù stêrioù zo evel: Stêr an Alre ar Stêr Aon, a dremen dre ar C'hastell-Nevez ha Kastellin Stêr Arc'hant Stêr ar Faou Stêr Gwaien, e bro ar C'hab; Stêr Wanez ar Stêr-Gozh Stêr an Intel ar Stêr-Jed Stêr Krac'h Stêr Pont-an-Abad ar Stêr Yer T an Teoulas, adstêr d'ar Yeodi etre Runan ha Beurleudi an Trev pe "Treñv", a red dre Gwengamp, Pontrev ha Lezardrev U an Urn, a red eus Pleneventer da Ilfinieg. V Valière (stêr) Y ar Yar, etre Plistin ha Treduder; ar Yegn; ar Yeodi, unan eus div stêr Landreger. Pennadoù kar Roll stêrioù Breizh renket hervez o hirder‎ Liammoù diavaez Stêrioù Breizh e sifroù war lec'hienn Geobreizh Douaroniezh Breizh
1287
https://br.wikipedia.org/wiki/Oded
Oded
An Oded a zo ur stêr a ziskenn eus ar Menez Du er gwalarn da Roudoualleg (Kerne - Mor-Bihan) betek ar Mor Atlantel etre Benoded ha Kombrid. Emañ e andon e kumun Sant-Wazeg, e Yeun ar Vouster. Dont a ra Benoded eus Ben + Oded : ur ger kozh eo ben evit diwezh ur stêr, ar genoù anezhi. Treuziñ a ra Kemper, kêr-benn Bro-Gerne ha pennlec'h Departamant Penn-ar-Bed. Evel meur a stêr e Breizh eo froudel e renad ken e tegas dourioù-beuz e-pad an diskaramzer hag ar goañv dre n'hell ket an dour-glav silañ don er c'harregadoù dizintrus a gaver e pep lec'h. Grevusoc'h eo ar gudenn gant ar c'hêriekaat pa zeu an douaroù da vezañ dizintrusoc'h-dizintrusañ hag ouzhpenn-se, er bloavezhioù 1960-70 eo bet diskaret ar c'hleuzioù a vire ouzh an dour da redek d'an dourredennoù diouzhtu. E miz Kerzu 2000 eo bet beuzet darn eus kreiz-kêr Kemper pa ziruilhe an Oded 100 m³/sec. A-raok skeiñ war-du Kemper e treuz an Oded ur ganienn strizh ha roc'hellek anvet ar Stangalar (Stank Alar, marteze) ha priziet mat gant ar valeerien. Ez-ofisiel e krog an Oded morel adalek ar palez-justis hag e tiskenn d'ar mor war 18 km, met al lanv a ya betek ar porzh-houarn, 2 km uheloc'h. Ur porzh-kenwerzh anvet Kornigell a zo bet staliet e penn an aber: ouzh ur c'hae, 500 m a hirded, e vez ereet listri-karg bihan ha listri-sabl. En e benn, e Kemper, aber an Oded, 20 km he hirded, goude ur ganol-vor strizh, a ya d'ober ul vorlennig anvet Bae Kerogan, met strishoc'h-strishañ e teu da vezañ pa ziskenn, etre Ploveilh ha Pluguen, en ur ganienn goadek hag a zo ul lec'h touristel a c'heller gweladenniñ gant listri-treizh. Kavet e veze gwechall anv ar stêr en anv gallek kumun Brieg (Briec-de-l'Odet) hag e-pad an Dispac'h gall, Montagne-sur-Odet e oa an anv nevez roet da Gemper evit abegoù politikel. Adstêrioù Lez dehou Ar Gib Gwazh Langelin Ar Froud Ar Stêr Deir Gwazh Keriner Gwazh ar Pont-Nevez Ar C'horroac'h Lez kleiz Gwazh Pont-Roudoù An Dour-Kerdreored Ar Jed Gwazh kanol Toulwenn Gwazh Sant-Kadoù Red-dour Stêrioù Breizh Oded Kemper
1289
https://br.wikipedia.org/wiki/Tudwal
Tudwal
Tugdual (dre fazi) pe Tudgwal, pe Tudwal, zo un anv-badez brezhonek. Brudet eo an abalamour d'ar sant brezhon Tugdual, unan eus ar seizh sant diazezer enoret e Breizh. Gerdarzh Savet eo diwar ar ger tud (ha neket "tug") ha gwal (a gaver ivez en anv Riwal). Stummoù all Tuduual e 827. Tutgual e 924. Tudwal eo ar stumm kembraek a-vremañ. Tugdual n'eo nemet ur c'hammskrivadur, degemeret gant an Iliz, ma n'eo ket gant ar yezhourien. Tudual. Tual, Tudal zo anvioù-tiegezh deveret, stank e Breizh. Tud Tud eus ar Grennamzer uhel Arvorig Sant Tudwal, unan eus seizh sant diazezer Breizh Tutgual map Rhun, roue Enez Manav Hanternoz Kozh (Enez Vreizh) Tutagual Alt Clut, roue Alt Clut Tud all Tugdual de Kermoysan, brezelour eus ar Tugdual Menon, sonaozour eus ar Tudual Huon (g. e 1953), skrivagner brezhonek Tugdual Kalvez (g. e 1937), skrivagner brezhonek Tugdual de Langlais, livour Tugdual Denis, kazetenner Lec'hanvadurezh Landudal, e Kerne Sant-Tual, e Bro-Sant-Maloù Sant-Tudal, e Bro-Gwened Inizi Sant Tudwal, e Kembre. Anvioù-badez brezhonek
1292
https://br.wikipedia.org/wiki/Inizi%20Breizh
Inizi Breizh
Meur a enezenn a zo a-hed aodoù Breizh hag ivez er plegoù-mor evel Mor Bihan Gwened pe en aberioù bras. Un toullad mat a inizi zo tud o chom warno, ha kêrioù pe kêriadennoù zo er re vrasañ. Eus Normandi betek Poatev e kaver: E Mor Breizh A reter da gornôg: a-vaez da Sant-Malo Sezambr ar Be Bras, enezennig dirak mogerioù Sant-Maloù ar Be Bihan, enezennig dirak mogerioù Sant-Maloù ar Verdelet, enezennig e Pleneg-Nantraezh Enez Sant-Rion, dirak Keriti-Pempoull, e Plaeraneg Enezeg Briad Briad, pe Enez-Vriad, Enez Vaodez, Lavred, Benniged, Enez Logodek Enez-Terc'h, e genoù ar Yeodi, e Plougouskant er-maez da Perroz-Gireg ar Jentilez, enezeg Enez ar Breur, Melbann ... Taveeg an Enez-Veur, enez gwechall, hag en he c'hichen : Enez Aganton, Enez Aval; e-tal Trebeurden : Enez Miliev, Molenez (Trebeurden); an Tarv, ur c'hastell warnañ, Kastell an Tarv, etre Treger ha Leon, met e Treger evelkent e Karanteg an Enez Louet, Kalod, Enez-Vaz, kumun, er-maez da Rosko; Sieg, e Santeg. Er Mor Keltiek e Plougerne: Enez Werc'h Enez-Terc'h Stagadon, e penn an Aber-Ac'h, Enez Wrac'h Bilou Bras, Léach Ven, Enez Valan, Enez Venan Enez Sezon Enez Karn Tidiog Enez Velon Enez Segal Eusa Enez Keller, e-kichenik Eusa Enezeg Molenez, anezhi an inizi-mañ: Molenez, Banneg, Balaneg, Kemenez, Trielen, Benniged; an Enez-Hir an Enez Krenn, e Plougastell Enez Tristan, e Douarnenez Sun pe Enez-Sun, kumun. Er Meurvor Atlantel Enezeg Glenan Sant-Nikolaz, al Loc'h, Geoteg... Ragenez, e Nevez Enez Geot, larkoc'h Groe inizi Mor Bihan Gwened An Arzh Enizenac'h Gavriniz Seniz Berder Boedig Meabann ar Gerveur (Gwezel gwezhall) Edig Houad Dumed Enez Wenn Inizi dour dous enez Sant-Kadoù, e stêr an Intel enez Kergelenn hag Enez Naoned el Liger Inizi Breizh
1298
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20an%20dud%20arroudennet
Roll an dud arroudennet
Er roll-mañ e tastumer peb a den a zo bet arroudennet ha wikiet. Renket e vo an dud dindan rolloù dre vroad, dre yezh, dre ober, hag all. Arz Bro-C'hall Breizh Roll izili ar Seiz Breur Kizellerezh Livouriezh E Bro-C'hall nemet Breizh Livouriezh Lennegezh Brezhoneg Roll skrivagnerien Emgleo Breiz Roll skrivagnerien Skol Walarn Théodore Hersart de la Villemarqué Goulc'han Kervella Mikael Madeg Fañch an Uhel E yezhoù estreged ar brezhoneg Barzhoniezh Georges Brassens Armand Robin C'hoariva Romant Lennegezh dre gomz Charles Perrault Breudeur Grimm Yezhoniezh Roll yezhourien ar brezhoneg Politikerezh Relijion Roll Sent Vreizh Skiantoù Alan Turing Albert Einstein Sonerezh Kan Yann-Fañch Kemener Rock Sportoù Ellen MacArthur Rolloù tud
1302
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20yezhourien%20ar%20brezhoneg
Roll yezhourien ar brezhoneg
Er roll-mañ e vo kavet an dud o deus pledet gant ar brezhoneg diouzh ur savboent studi pe skiant : yezhoniezh, geriadurouriezh, pennaouiñ ar gerioù hag an troiennoù, skridvarnerezh, etc... Ar re a ra war ar yezhoù keltiek, ar brezhoneg en o zouez, a vez graet keltiegourien eus anezho. Renket dre an anv-familh pe dre an anv-pluenn hep tennañ kont eus an anvioù-bihan. XVvet kantved Jehan Lagadeuc, geriadurour XVIIvet kantved Juluan Maner, geriadurour, yezhadurour Harinkin, geriadurour XVIIIvet kantved Gregor Rostren, geriadurour Jacques Le Brigant, yezhadurour XIXvet kantved Pier ar Go, geriadurour, yezhadurour Yann-Frañsez ar Gonideg, geriadurour Aogustin Gwilhevig, geriadurour, yezhadurour Théodore Hersart de la Villemarqué (Kervarker), keltiegour, geriadurour Joseph Loth Amable Troude, geriadurour XXvet kantved A-B-C Hervé Abalain Stephen Anderson Cécile Avézard Alan-Gwenog Berr Erwan Bertou (Kerverzhioù) Robert Borsley Pêr Bourdellez D-E-F Georges Dottin François-Marie Éliès (Abeozen) Gaston Esnault Arzel Even (Jean Raymond François Piette) François Falc'hun Visant Fave Léon Fleuriot G-H-I-J-K Jules Gros Christian-Joseph Guyonvarc'h Johannes Heinecke Per-Jakez Helias, Roparz Hemon geriadurour, yezhadurour Randall Hendrick Loeiz Herrieu Frañsez Kervella (Kenan Kongar), yezhadurour Klerg René Le Gléau, geriadurour Pierre Le Roux M-N-O-P Meven Mordiern (anv-pluenn implijet gant René Le Roux) Jon Ortiz de Urbina Goulven Pennaod Paul Quentel Q-R-S-T Robin Schafer Nathalie Schapansky Visant Seite Yann Sohier Alf Sommerfelt Janig Stephens Gregory Stump Maggie Tallerman Elmar Ternes Pêr Trepos U-V-W-Y-Z François Uguen Fañch an Uhel (François-Marie Luzel) Frañsez Vallée XXIvet kantved Hélène Abalain Robert Neal Baxter Yves Le Berre Herve ar Bihan Alan Botrel Fañch Broudig J. E. Caerwin Williams Gérard Cornillet Nikolaz Davalan Gwendal Denez Pêr Denez Albert Deshayes Daniel Doujet Wolfgang U. Dressler Jean Le Dû Gwenael an Dug Guy Étienne (Abanna) Erwan Evenou Frañsez Favereau Charlez ar Gall Daniel Giraudon Padrig an Habask Steve Hewitt Rhisiart Hincks Humphrey Lloyd Humphreys Fulup Jakez Mélanie Jouitteau Mary C. Jones Iwan Kadored Mark Kerrain Lukian Kergoat Divi Kervella Paolig Kombod Jean-Yves Lagadeg (geriadurour) Patrick Le Besco Jean-Pierre Ledunois Pierre-Yves Lambert Gwennole ar Menn Jean-Yves Le Moing Martial Ménard Andreo ar Merser Yann-Baol an Noalleg Youenn Olier Yann-Ber Piriou Jean-Marie Ploneis Jean-Yves Plourin Ian Press Milan Rezac Alan Raude Paskal Tabuteau Lenora Timm Jean-Yves Urien Erwan Vallerie Iwan Wmffre Keltiegourien Rolloù tud Yezhoniezh ar brezhoneg
1305
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20ar%20berradurio%C3%B9
Roll ar berradurioù
A bep seurt berradurioù a vez implijet e brezhoneg: Roll ar berradurioù bro Roll berradurioù e tachennoù politikel, armerzhel ha kevredigezhel Berradurioù brezhonek Roll berradurioù ar yezhadur brezhoneg Roll ar berradurioù brezhonek ordinal Roll Yezhoniezh
1306
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20berradurio%C3%B9%20e%20tachenno%C3%B9%20politikel%2C%20armerzhel%20ha%20kevredigezhel
Roll berradurioù e tachennoù politikel, armerzhel ha kevredigezhel
Rolloù
1307
https://br.wikipedia.org/wiki/Enez-Sun
Enez-Sun
Enez-Sun zo un enezenn er c'hornôg da Vreizh e departamnt Penn-ar-Bed hag ur gumun ivez. Suniz a reer dre vras eus annezidi Enez-Sun, hag Enezourien en enez. E kostez Leon e vez distaget "Sizun" pe "Suzun". Anvioù Meur a anv zo bet da Enez-Sun a-dreuz an Istor. 43 : Sena (Pomponius Mela) 1050 : Insula Seidhun (diellaloueg Landevenneg) 1160 : (Kap) Sithun (diellaoueg Kemper) 1220 : (Cap) Sidun (diellaoueg Kemper) 1524 : Île de Sizun 1600 : Île Sainct 1682 : Île Saincte ou aultrement Sizun 1716 : Seizun, Sisun, Susun (Dictionnaire de la Langue bretonne Dom Louis Le Pelletier) 1732 : Enès Sizun (Dictionnaire François-Celtique ou François-Breton Gregor Rostrenenn) 1751 : Isle de Sizun (Encyclopédie Denis Diderot) 1799 : Enez Sizun (Antoine-Jean-Marie Thévenard, Mémoire relatif à la marine, levrenn 2) 1843 : Enez Sizun (Nouveau dictionnaire pratique breton-français"" Amable-Emmanuel Troude) 1872 : Enez-Sun diwar -Sizun (R.F. Le Menn in Revue Archéologique, levrenn 23, 1872, p. 52) 1913 : Enez-Sûn (Charles Le Goffic, in : La Dépêche de Brest, niv. 10 066, 24/02/1913, p. 1) Istor Henamzer Hyacinte Le Carget, istorour eus Ar C'hab en deus renablet unnek lec'h en enezenn ma chom roudoù eus mare an oadoù mein. Distrujet eo bet an testoù-se en dibenn an . Hiziv ne weler nemet daou vaen-sav e-tal an iliz, anvet Ar Fistilherien pe Ar Bregourien. An douaroniour roman Pomponius Mela en doa graet meneg er bloaz 43 eus un enezenn anveet Sena e-tal ar promontorius Gobaeus. Lod o deus soñjet e c'hellfe anv Plougoñ dont eus al lec'hanv-mañ. Deskrivañ a ra Pomponius Mela Enez-Sun evel ul lec'h ma vez kaset korfoù ar re varv dindan evezh an drouized. Nav gwerc'hez, drouizezed anezho, a vije bet o chom war an enezenn. Ul lodenn eus douaroù ar boblad c'halian Osismied e oa Enez-Sun d'ar mare-hont. Krennamzer Liammet ouzh Enez-Sun eo buhez sant Wenole. Lavaret e vez en dije savet ur prioldi eno a-raok mont da Landevenneg da grouiñ an abati. Diarvar eo e oa perc'hennet an enez gant an abati. Un dle a 150 merluzenn o doa ar besketaerien da gas d'ar manati bep bloaz. Meneget eo an enez e diellaoueg Landevenneg dindan an anv Seidhun, deuet da vezañ Sidun ha Sizun pelloc'h e diellaoueg Kemper. Dindan paeroniez sant Ke e oa an iliz-parrez betek dibenn an . Adanvet eo bet an iliz e 1902 ha laaket dindan paeroniezh Ke ha Gwenole. Un tamm askorn eus relegoù sant wenole a zo dalc'het en iliz parrez. Dispac'h Gall Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Normant ha Le Guillou, kureed. Brezel-bed kentañ Mervel a reas 21 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 1,95 % eus he foblañs e 1911. Eil Brezel-bed Da heul de Gaulle 1 300 den a oa o chom en Enez da vare ar brezel ; 341 a oa enskrivet war roll ar besketaerien. E-tro 230 anezho zo bet galvet da vont d'an arme e miz Gwengolo 1939, ar pezh en deus lakaet 40 % eus ar bagoù-pesketa war ar sec'h, d'ar mare-se. D'an 19 a viz Even 1940, p'edo an Alamaned oc'h aloubiñ Breizh, ar vag Ar Zenith a gasas d'an Enez un toullad soudarded ha tud yaouank eus ar C'hab Sizun, c'hoant gante da genderc'hel da stourm. Martoloded Ar Zenith, gant o mestr Jean-Marie Menou, a voe ar re gentañ eus Enez Sun o vont da Vro-Saoz da gas soudarded. Rouanez ar Mor Prosper Couillandre ha Velleda Jean-Marie Porsmoguer, eo an div vag a yeas kuit eus an Enez da vont da Vro-Saoz d'ar 24 a viz Even 1940. Gante e oa 57 enezad mui un toullad siviled all. Broudet e oant bet gant galv ar jeneral de Gaulle da genderc'hel gant ar stourm. Corbeau des Mers Pierre Couillandre, Maris Stella Martin Guilcher ha Rouanez ar Peoc'h François Fouquet eo an teir bag a yeas kuit eus an Enez da vont da Vro-Saoz d'ar 26 a viz Even 1940. Kant pevarzek (114) Enezour en holl a oa e bourzh ar pemp bag-se. 4 den all a loc'has eus Brest e bourzh ul lestr marc'hadour d'ar 25 a viz Even 1940. 6 den muioc'h, a-hiniennoù eus lec'hioù all. 5 martolod-pesketaer a loc'has eus Enez-Sun e bourzh ar vag Yvonne-Georges d'an 3 a viz Here 1943. En holl e voe 133 Sunad nann-soudard oadet etre 16 ha 54 bloaz, ha 24 soudard eus gwarnizon an Enez oc'h erruout e Londrez, da lavaret eo 25% eus ar youlidi a oa eno ; n'eus enezenn all e Breizh ma'z eo en em gavet hevelep lusk da vont d'ar brezel. D'ar 5 a viz Gwengolo 1946 ec'h eas ar jeneral de Gaulle d'an Enez da saludiñ kentañ soudarded ar Forces françaises libres : "Ur c'hard eus Bro-C'hall eo Enez-Sun," emezañ. Perzh brasañ paotred an Enez eo bezañ lakaet o anv da vont gant de Gaulle da dra ma tec'he kuit da Varoko 95% eus ar soudarded c'hall a oa e Breizh-Veur d'ar mare-se ; er Morlu e servije ar braz anezho. D'an talbenn E dibenn ar bloaz 1940, meur a vartolod eus an Enez o deus kaset spierien d'ar vro gant o bagoù dre lien. An hini brudetañ anezho eo François Follic, en deus kaset tud dre bemp gwech d'ar C'hab Sizun evit krouiñ kentañ strollad Rezistanted ar vro dindan renerez ar c'habiten korvetenn Honoré d'Estienne d'Orves (1901-1941). Paket int bet holl ha tri martolod eus an Enez zo chomet da louediñ e toulloù-bac'h an Nazied en Alamagn. Tri den eus Enez-Sun : Félix, Martin hag Anne-Marioe Guilcher zo brudet e kreiz Bro-C'hall evit endevout savet ha renet ur strollad rezistanted tro-dro da Dours ha da Châteauroux. Fin ar brezel E-pad pevar bloaz e chomas an Alamaned war an Enez, eus an 18 a viz Gouere 1940 betek ar 4 a viz Eost 1944. Pulluc'het o deus tour-tan Goulenez ha tour-ged ar Geveur a-raok mont kuit. D'ar mare-se e voe savet en Enez un unvez eus an FFI, a yeas da sikour derc'hel an Alamaned e andread an Oriant ha Sant-Nazer. Paotred an FNFL o deus dalc'het penn ouzh an Alamaned betek fin ar brezel ha n'int distroet nemet en hañv 1945. Kollet o deus 18 den ha padal 33 den eus an Enez zo marvet er brezel, soudarded ha siviled. Enez-Sun eo ar gumun nemeti ma'z eus bet muioc'h a soudarded marvet en Eil Brezel-bed (27) eget er Brezel-bed kentañ. Peuzplaen ez eo aet an traoù war an Enez. Distroet eo ar soudarded goude an ehan-brezel e miz Even 1940, hag ar peskerezh a ya en-dro. Buan avat o deus gouezet an Alamaned buan e Enez-Sun un neizhiad aduidi ar jeneral de Galle, setu m'o deus ranket an Enezourien gouzañv hogos kant soudard war an Enez a-hed ar brezel. Trubuilhoù zo bet evit mont da besketa, minet eo bet darn eus an aodoù ha danzouarennoù (Blockhaus) zo bet savet. Deuet oa ar vizer war an Enez e dibenn ar brezel, betek lakaat tud da vervel gant an naon. Merval a reas 32 zen ag ar gumun abalamour d'ar brezel. Brezelioù didrevadennañ Brezel Aljeria Mervel a reas ul letanant bet ganet er gumun e miz Meurzh 1959. Monumantoù ha traoù heverk Daou beulvan anvet "ar Bregourien". Ar porzh-pesketa, tourioù-tan, straedoù strizh, tiez ar besketaerien. Iliz eus an : delwenn gozh ar Werc'hez. Chapel en he foull Sant Kaourintin. Bezioù ar C'hommonwealth e bered nevez ar gumun |} E-kerzh ar Brezel-bed kentañ, al lestr-kenwerzh breziveuriat S.S. War Song war e zistro eus Bilbo d'ar 15 a viz Genver 1918 a voe kaset d'ar strad gant tennoù al lestr-spluj alaman U 84 (Walter Roehr), 19 kilometr er c'hornôg da Enez-Sun . Douaroniezh Emañ Enes-Sun 8 km rik er c'hornôg a-vaez da Veg ar Raz e penn un enezeg n'eus annezer ebet warni nemet en Enez-Sun, an enezenn vrasañ. War unan eus ar c'herreg-tarzh pellañ eo bet savet en {{XIXvet kantved]] tour-tan ar Maen.Sun ivez eo anv ar c'hab a zo en tu all d'ar Raz anvet ar C'hab Sizun (ar C'hab e genoù an holl). Rust e vez ar mor el lec'hioù-se ma vev lod eus an enezourien eus ar peskerezh e-touez ar c'herreg-tarzh a anavezont mat. Gorread : 0,58 km² Poblañs (2020) : 266 a dud Stankter : 459 den/km² Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 Melestradurezh Maer : Didier Fouquet (2020-2026) Levrlennadur Auffret, Pierre-Louis & Bresson, P. 19juin 1940... Ar Zénith, en route vers la liberté !. Éditions Bleu b., 2016. Auffret-Quintin, Jane. Vivre autrefois à l’île de Sein. Brestr : Imprimerie De L'Iroise, 1994 Bataillard, Michel. Une histoire de l’île de Sein, 2012 Bauche, Jacques). Jean-Marie de l’île de Sein. Paris : Éditions France-Empire, 1967 Bauche, Jacques. Le ralliement de l’île de Sein. In : Revue de la France Libre, niv. 156bis, 1965 Cressard, Pierre). Le paradis tranquille des petites îles. Roazhon, 1951, pp 66-84 Doaré, Jean-Jacques & Le Berre, Alain. Pointe de Cornouaille 1939-1944. Ploeneg : Éditions AS3P, 2006 Duigou, Serge & Le Boulanger, Jean-Michel. Cap Sizun. Kemper : éd. Palantines, 2005, p. 152-153. Fagon, Christian & Riou, Yann. Trésor du breton de l'île de Sein. Naoned : An Alarc'h, 2015 Fondation de la France Libre. Hommage aux Français Libres de l'ïle de Sein qui ont refusé la défaite. Paris, 2022 Fouquet, Jos. Île de Sein, promenades et découvertes, pp. 34-36. Enez-Sun: emembann. Fouquet, Jos. Ceux du 18 juin 1940. Enez-Sun : emembann. Gicquel, Roger. Sein – L’éternelle résistante. Roazhon : Éditions Apogée, 1998 Herve (Colonel). L’île de Sein répond à l’appel. In : Revue historique de l’armée, niv. 3, 1970, pp. 129-134. Kersulec (P.Y),Riou (Y), Paroles de Sénans – La pêche. Fouenant : Yoran Embanner, 2022 L’écho des îles Bulletin des îles du Ponant, 1993-1995 Le Barbier, André-Gaston. Les conditions de vie à l’Île-de-Sein Le Cunff, Louis & Richard, Stanislas. Sein, l’île des trépassés. Paris : Éditions A. Bonne, 1959 Le Naour, Jean-Yves &al. Les compagnons de la libération : l’île de Sein. Charnay-lès-Mâcon : Bamboo Éditions, 2022 Lescoat, Jacques. Sein est son nom. Roazhon : Éditions Finisterre, 2000 Mallet, Franck. Sein ou le voyage sans retour. Assérac : Éditions Mémoria, 2001 { Marin, Jean & Bancaud, Henri. Île-de-Sein. Roazhon : Ouest-France, 1992 Mouez Enez Sun Bulletin paroissial de l’île de Sein Mouez Enez Sun Bulletin associatif 1997- 2005 Ollivier, Jean-Paul. Sein, 18 juin 1940 – Ils étaient le quart de la France.... Kemper : Palantines, 2013 Mazéas, Michel. Les houles de la mer d’Iroise. Roazhon : Ouest-France, 2003 Pichavant, René. Sein, l’île des cormorans bleus. Douarnenez : Éditions Morgane, 1991 Portais, Pierre. Île de Sein, une paroisse des histoires. Enez-Sun : Mouez Enez sun, 2002 Richard, Stanislas. Île-de-Sein, 1954 Rouz, Bernez. Sein, une île de résistances. Gourin : Éditions des Montagnes noires, 2023 Salaun, Pierre. Île de Sein. Roazhon : Ouest-France, 1997 Liammoù diavaez Enez-Sun war lec'hienn Geobreizh Lec'hienn Ar Zenith INSEE Kentañ beaj ar vag en Enez-Sun Ar jeneral de Gaulle en Enez-Sun Enor d'ar jeneral de Gaulle en Enez-Sun 50 vloaz goude galv ar jeneral de Gaulle Ur person en Enez-Sun Pajenn diwar-benn an enezenn war lec'hienn Urzh an Dieubidigezh Dave ha notennoù Inizi Kerne Inizi Breizh Kumunioù Penn-ar-Bed Kumunioù Kerne Bezioù-brezel ar C'hommonwealth e Penn-ar-Bed Nijerezioù ar C'hommonwealth aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
1309
https://br.wikipedia.org/wiki/Gopr%20hollvedel
Gopr hollvedel
Ar gopr diazez, pe skorenn diazez, pe gounidegezh diazez gwarantet, zo ur gopr : gwarantet hag hiniennel, da lavaret eo roet gant ar servijoù foran da gement keodedour(ez) hep sellet ouzh (h)e stad-familh nag ouzh (h)e stad-micher ; uhel a-walc'h evit ma c'hallfe an den bevañ hep labourat, da lavaret eo a-walc'h evit prenañ ar pep retañ evit en em vagañ, en em wiskañ hag en em lojañ. Liammoù diavaez Basic Income Earth Network Basic Income Studies: An International Journal of Basic Income Research Basic Income Studies: How it could be organised, Different Fully financed Sugesstions Sikour sokial
1316
https://br.wikipedia.org/wiki/Pontekroaz
Pontekroaz
Pontekroaz (distagadur: ) a zo ur gumun lec'hiet e Kerne-Izel, e kanton Douarnenez, e Bro ar C'hab e kornôg Breizh. Douaroniezh Heñvel a-walc'h eo lec'hiad Pontekroaz ouzh hini Kemper p'emañ an div gêr en un uhelgompezenn a-us d'ur stêr (a-us div stêr e Kemper) o redek eus ar C'hornôg hag e traoñ dezho e ra ar stêr bennañ un droenn a-serzh evit diskenn d'ar mor. E genoù stêr Waien, 6 km pelloc'h e kaver ur porzh hag a zo Gwaien e anv ivez hag ur porzh all, a-dal da Waien, Poulwazeg e anv (e kumun Ploeneg). A-gozh ez ae ar bigi-samm a-hed an aber betek Pontekroaz e-lec'h ma kave ur pont e fin dourioù dous ar stêr. Diborzhiañ a rae Pontekroaz produioù labour-douar (edoù, legumaj) hag enporzhiañ a rae gwin eus Bourdel ha holen Breizh. Kanienn ar Stêr-Waien a ya a-hed un ugentad a gilometradoù war un ahel eus he mammennn e Pennwaien e Ploneiz betek ar gammdro war-zu ar Su, met div stêr all a gaver en ur foz tektonek er c'hornôg en ur vont betek Bae an Anaon etre Beg ar Vann en Norzh ha Beg ar Raz er Su. Anv Erwan Vallerie ː Pontecrois, 1306; Pontem Crucis, 1309; Ponte Croes, 1385; Pontecroix, Pontcroix, 1410; Pontecroix, 1419, 1533; Treffve Roscudon, Pontecroix, 1535; Rosgudon, 1536; Pontecroix, Pontcroix, 1578 Gerdarzh Ar Bonterien pe "tud ar Pont" a vez graet eus an annezidi. Stumm hir hag anv ofisiel brezhonek: Pontekroaz; anv war ar pemdez: ar Pont. Ardamezioù Istor Henamzer Evel testeni eus ar sevenadur galian-roman ez eus bet kavet ur villa bras a-walc'h e Kervenenneg gant ur c'hibelldi prevez (eno ez eus bet kavet marelladurioù). Un hent roman a ya d'ober harz Pontekroaz en Norzh war an uhelgompezenn hag ez ae an hent-se eus Kemper betek Beg ar Raz. Krennamzer Er Grennamzer ne oa ket ur barrez eus Pontekroaz hag e oa ar gêriadenn un drev stag ouzh parrez Beuzeg-ar-C'hab. N'eus roud ebet eus an difennoù a oa bet savet e deroù ar Grennamzer, met graet e veze Tour ar C'hastell eus un nebeud straedoù e kreiz-kêr. Ul lec'h strategel eo bet Pontekroaz en amzerioù kozh p'edo etre ar Vro-Vigoudenn hag ar C'hab a-raok ma oa bet savet ur pont e 1933 e Gwaien. Sez ur senesaliezh ha lec'h foarioù bras, kozh ha brudet-tre eo bet Pontekroaz ken e oa staliet sez ar galloud ha meur a embregerezh-kenwerzh. Er ez eo ar familh Rozmadeg eus Terrug a ya da c'hounit an dreistrenk hag a vo anvet d'ar c'hargoù uhelañ: un eskob hag un den a fiziañs e-kichen ar Roue-Dug e penn ar . Er e voe staliet e Pontekroaz sez isdileuridigezh ar Roue, met er mare-se e teu kêrig Gwaien, e genoù ar richer, da vezañ ur porzh kevezer evit ar c'henwerzh. Dispac'h Gall Gant al lezenn eus ar 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Pontekroaz da benn ur bann; Dekred ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Billon, person, Quillivic, kure, ha Duverger, aluzener an ursulinezed; nac'het e voe gant Plohinec, kure. E 1823 e voe krouet ar c'hloerdi bihan e skeud an iliz hag adsavet e oa bet goude 20 vloaz gant adeiladour an eskob, Joseph Bigot. Hemañ en doa miret en e soñj pegen brav e oa an tour mistr pa voe karget da sevel tourioù nevez iliz-veur Gemper war-dro 1850. E dibenn an e oa bet savet ur c'hae nevez pa greske ar gounezerezh gant muioc'h-muiañ a broduioù da ezporzhiañ. Evel meur a annezer eus kêrioù Breizh e savas ar Bonterien a-du gant an Dispac'h gall hag e-pad an IIIe Republik e voe trec'h ar Strollad Radikal-Sokialour er maerdi. E savadurioù ar c'hloerdi e oa bet staliet ur skolaj-lise prevez dindan baeroniezh sant Visant serret hiziv (ar skolaj a zo bet dilec'hiet da skol gatolik Itron Varia Roskudon). Ennañ e oa bet lojet lod eus an archerien vobil kaset da Blougoñ e 1980. Ul lec'h evit stalioù ar c'henwerzh dre vras eo kêr ar Pont hag e teu d'en em staliañ enno muioc'h-muiañ a dud a justis (notered, urcherien), a varc'hadourien, a artizaned. Kavet e veze ivez letioù pa greskas an touristerezh hag e dibenn ar c'hantved e oa bet savet gant ar C'huzul-departamant ul linenn hent-houarn gant roudenn strizh hag a yae eus Douarnenez da Waien hag ivez ul linenn hent-houarn hag a yae eus Pontekroaz da Bont-'n-Abad (graet a veze an treñ youtar eus al linenn-se dizimplijet e 1946). En eo disgresket saviad armerzhel kêr hag he foblañs da-heul (goude 1950). Kollet he deus he roll kenwerzhel uhel pa veze aesoc'h-aesañ mont-ha-dont gant ar c'hirri-tan ha pa oa bet savet e 1933 ar pont etre Ploeneg ha Gwaien. Brezel-bed kentañ Mervel a reas 87 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 3,46% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911. E-touez an dud lazhet en Emgann Rossignol : Noël Bonizec, ganet e 1885 er Pont, kaporal en 2vet RIC. Eil brezel-bed Mervel a reas 26 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel. D'ar 21 a viz Ebrel 1944 e teu an Alamaned da glask war-lerc'h "spontourion", da lâret eo tud ar Rezistañs. Brezelioù didrevadennañ Brezel Indez-Sina Mervel a reas pemp milour eus ar gumun. Brezel Aljeria Mervel a reas tri milour eus ar gumun. Stourm a-enep ur greizenn nukleel e Plougoñ D'ar 15 a viz Meurzh 1980 e voe emgannoù e kêr etre an archerion vobil distroet eus Plougoñ hag ar vanifesterien. Monumantoù ha traoù heverk Iliz Itron Varia Roskudon, -, roman ha gotek; Chapel Sant-Visant, gotek nevez, ; Ti ar Markiz, ha meur a di kozh e kreiz-kêr; Straedoù pavezet; Feunteun Itron Varia Roskudon. Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 Brezhoneg Ur skol Diwan zo bet digoret e 2015 hag en distro-skol 2017 e oa 25 skoliad enskrivet eno (14,5% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). E distro-skol 2022 e oa 59 skoliad enskrivet er skol Diwan (31,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm Votet e oa bet live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr Pontekroaz d'an 31 a viz Genver 2016. Melestradurezh Pontekroaz a oa penn kanton betek 2015. Tud Tud ganet eno 1924 : Roje Gargadenneg, skrivagner brezhonek ha gallek 1951 : Jean-Yves Lagadeg, geriadurour ha yezhoniour brezhonek. Tud marvet eno 2005 : Roje Gargadenneg, skrivagner brezhonek ha gallek Ardamezeg ar familhoù Gevelliñ Liammoù diavaez Pontekroaz war lec'hienn Geobreizh Levrlennadur Roje Gargadenneg, "Gerioù ha troioù-lavar dastumet e Pontekroaz", Hor Yezh (div levrenn), 1986 (niv. 167/168, niv.169). Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014 Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995 Notennoù ha daveoù Kumunioù Penn-ar-Bed Kumunioù Kerne Pennlec'hioù bannoù Breizh
1318
https://br.wikipedia.org/wiki/Rosko
Rosko
Rosko (distaget ) a zo ur gumun eus Bro-Leon, e departamant Penn-ar-Bed e Breizh. Douaroniezh Emañ Rosko war aod Bae Montroulez war al ledenez a zo e harz er C'hornôg hag e-tal Mor Breizh. E-tal Rosko emañ Enez Vaz. Roc'hellek eo ar mor en Norzh, met digor eo d'ar Reter ha staliet ez eus bet ur porzh nevez e Bloskon. Reier dirak Rosko : Karreg ar Gwin, Roc'h Zu, Karreg Morvan ... Istor A-raok an Dispac'h gall e oa Rosko un drev e parrez Minic'hi-Leon (Kastell-Paol). E 1790 e voe rannet ar barrez kozh d'ober div gumun, Kastell-Paol ha Rosko. Distaget e voe Santeg diouzh kumun Rosko d'ar 4 a viz Eost 1920 da vont d'ober ur gumun anezhi hec'h-unan. Distrujet e voe ar porzh e 1375 gant ar c'hont Arundel. Adsavet e voe e-kichen Kroaz-Vaz e-lec'h m'emañ hiziv. Eus 1522 betek 1545-1550, savidigezh an iliz katolik. E 1548, Mary Stuart, rouanez Bro-Skos (d'an oad a zaouzek vloaz), a zouaras e Rosko evit mont da zimeziñ gant an Daofin Frañsez II. Dispac'h Gall E 1790 e teuas Rosko da vezañ ur gumun dizalc'h diouzh Kastell-Paol. Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Boutin, kure. Brezel-bed kentañ Mervel a reas 157 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 2,92% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911. Eil brezel-bed Mervel a reas 42 zen ag ar gumun abalamour d'ar brezel hag ur soudard d'ar 6 a viz C'hwevrer 1946 el lu gall a oa o terc'hel Alamagn. Brezelioù didrevadennañ Brezel Indez-Sina Mervel a reas eizh milour eus ar gumun. Brezel Aljeria Mervel a reas daou vilour eus ar gumun. Brezhoneg Ar Brezoneg er Skol 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol. Ya d'ar brezhoneg D'ar 4 a viz Du 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. Deskadurezh Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 2002. E distro-skol 2022 e oa 28 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (17,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). Monumantoù ha traoù heverk Iliz katolik Intron-Varia Kroaz Vaz savet etre 1522 betek 1545-1550 (gotek hag Azginivelezh). Ti "Mary Stuart" ha tiez eus ar -. Listri-pesked (pe akwariom) hag arnodva bevoniel ha moroniel. Leandi ar Gapusined (e-lec'h ma c'helled gwelet ur wezenn-fiez kozh-kozh, 1621, bet diskaret, siwazh). Mirdi ar Brezel 1939-1945. Bez-brezel ar C'hommonwealth e bered ar gumun Karrnijour e oa en aerlu Zeland-Nevez (Royal New Zealand Air Force). E anv a oa Frank William McDowell Stout. Marvet eo d'an 18 a viz Even 1944, e-pad an Eil brezel bed. Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 Melestradurezh Tud ar Joniged. Tud ganet eno 1647 : Gwilherm Rousel, geriadurour. 1729 : Paskal Kerenveier, skrivagner. Tud marvet eno 1750 : Gregor Rostrenenn, geriadurour. Roudoù el lennegezh Tristan Corbière, ar barzh gallek, en deus bevet e Rosko ha savet en deus ur varzhoneg diwar-benn paotred Rosko. "Paotred Rosko", ur ganaouenn brudet-kenañ ("Rosko, sko mibin, sko kalet, sko ato"). E Rosko e savas Alexandre Dumas e oberenn diwezhañ, Geriadur meur ar gegin (embannet e 1873). Gevelliñ Sport Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 14 a viz Gouere 1998 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Rosko hag an Oriant; trec'h eo Jens Heppner (Alamagn). Liammoù diavaez Rosko war lec'hienn Geobreizh Lec'hienn Ti an Douristed Lec'hienn diwar-benn buhez Rosko Akwarelloù Rosko Notennoù ha daveoù Kumunioù Penn-ar-Bed Kumunioù Bro-Leon Ar Brezoneg er Skol Bezioù-brezel ar C'hommonwealth e Penn-ar-Bed Porzhioù Breizh
1321
https://br.wikipedia.org/wiki/Porzh
Porzh
Porzh a c'hall ober dave da veur a lec'h : ar porzh war aod ar mor, ur stêr pe ul lenn, evit ar bagoù, dre astenn-stêr : ar porzh-houarn evit an trenoù, an aerborzh evit ar c'hirri-nij. ar porzh dirak ur savadur pe etre daou savadur, da skouer ur porzh-skol pe ur porzh-kastell. Urzhiataerezh En urzhiataerezh e c'hall bezañ : ur porzh a-steud, da skouer ar porzh USB ur porzh a-stur Lec'hanvadurezh Kavout a reer er ger porzh e-leizh e lec'hanvadurezh Breizh. Porth eo e bar e kerneveureg ha kembraeg. Kumunioù pe lec'hioù : Porzhig Porzh-Loeiz Porzh-Lae Porzh-Karozh Porzh-Gwenn (Perwenan) Sant-Ke-Porzh-Olued Porzh-Pêr Sant-Masen-ar-Porzh Porzh ar Forest Porzh Tindu e Plougastell-Daoulaz Porzh-Ru, e Douarnenez Hag ivez : Porzh Braye en Inizi angl-ha-norman, Porzh Arzhur, anv kozh kêr Lüshunkou, e Republik Pobl Sina. Anv-tud Ar Porzh (pe er Porh) zo un anv-tiegezh brezhonek. Tud brudet : Remont ar Porzh, politikour Anicet Le Pors, politikour Lec'hanvadurezh vrezhonek
1322
https://br.wikipedia.org/wiki/Porzh%20%28bago%C3%B9%29
Porzh (bagoù)
Ur porzh zo ul lec'h ma c'hall bigi pe listri kaeañ. Porzhioù zo war an aodoù pe war ribloù ar stêrioù. Ober a reer porzh eus ul lec'h ma c'haller dont gant bag pe lestr. Met graet e vez porzh eus kement pleg-mor, bihan ha bras, ma c'heller lezel ur vag, gant ma vo posupl lakaat anezhi er goudor. En Henamzer e oa porzhioù bras koulz war ar mor ha war ar stêrioù. Tennet e veze splet eus an enezennoù pe evit bezañ goudoret a-dreñv dezho pe evit sevel un hent a-dreuz ar stêr (war roudouroù pe war bontoù) hag e veze krouet ul lec'h-kenwerzh. Skouer un enezenn a-raok ur porzh : Douarnenez, Konk-Kerne, Rosko, Sant-Maloù. Skouer un enezenn war ur stêr : Naoned, Pariz. Lec'hanvadurezh Porzh-Gwenn e Perwenan, e Treger, e Plougastell hag e meur a lec'h all Porzh ar Gov, en Trevoù Porspoder Porsal e Gwitalmeze Porzh-Loeiz Ar Porzh-Ruz e Douarnenez Porzh-Tudi, e Groe hag all. Merdeadurezh Douaroniezh Treuzdougen
1325
https://br.wikipedia.org/wiki/Kumun%20c%27hall
Kumun c'hall
Ar gumun eo bihanañ rann ar melestradur tiriadel e Bro-C'hall ; 36 699 a gumunioù zo e 2014 goude m'eo deuet Mayotte da vezañ un departamant gall d'an 31 a viz Meurzh 2011, pa'z eus 8 072 kumun en Italia d'ar 1añ a viz Genver 2014. Anvioù nes d'ar ger "kumun" a zo roet e broioù all (Alamagn, Beljia). Er broioù ma vez komzet ur yezh a orin latin e vez graet gant gerioù tennet diwar al latin municipium. Bihanañ rann velestradurel gall eo bihan he gorread keitat e-keñver re ar broioù all. Meret e vez gant ur c'huzul-kêr hag ur maer en e benn. Istor Krouet e voe ar c'humunioù diwar al lezenn votet d'an 11 a viz Du 1790. Re ar parrezioù kozh eo harzoù ar c'humunioù dre vras, met un darn vat zo bet krouet diwar ur patrom all : adstagañ parrezioù pa oa un iliz hepken e vit meur a barrez, e gêrioù sezioù un eskopti, ma oa un iliz-veur enni, da skouer ; distagañ diouzh ar parrezioù kevrennoù o doa ur chapel hag un tolpadig kêrioù war he zro. E Breizh e veze graet trevioù eus an tolpadigoù kêrioù-se. Er raktres kentañ e oa bet kinniget ma vije savet kumunioù bras karrez 6 lev o ment, da lavaret eo war-dro 24 km. An anv gall commune a zeu eus an emvodoù bourc'hizien a oa bet aotreet gant ar galloudoù (roueed, eskibien, aotrounez) e kêrioù 'zo evit ar merañ armerzhel ha surentel. Aozadur Dastumet eo an testennoù koulz lezennel ha reolel e Kod hollek ar strollegezhioù tiriadel (Code général des collectivités territoriales - CGCT) a zo bet embannet e 2000. Poblañs Notennoù Melestradurezh Bro-C'hall
1326
https://br.wikipedia.org/wiki/Kumun
Kumun
ar gumun eo ar rann vihanañ e melestradurezh meur a stad (Aljeria, Belgia, Bro-C'hall, Danmark, etc), kumun a zo un anv-gwan a dalvez boutin, etre meur a zen pe meur a dra, pe perc'hennet gant meur a hini, kumun a dalvez ivez "tud vunut" e-keñver ar pennoù bras, Kumun Pariz zo un anv roet da daou c'houarnamant dispac'hel parizian e 1792 ha 1871.
1327
https://br.wikipedia.org/wiki/Skianto%C3%B9%20an%20douar
Skiantoù an douar
Skiantoù an Douar eo an dro-lavar implijet evit pakañ en un termen hepken ar skiantoù a denn d'ar blanedenn Douar. Bez' e c'heller sellout anezho evel un dachenn dibar e-barzh skiant ar planedennoù p'eo an Douar ar blanedenn nemeti anavezet gant boudoù warni. Daou zoare a zo evit ar c'hlask : pe rannañ pep a dachenn e skiantoù dibar pe implij ar skiantoù rik (fizik, matematik, kimiezh ha bevoniezh) evit sevel tachennoù etrekelenn. Sferoù an Douar Geologiezh a denn da berzhioù maenek an Douar (anvet litosfer), da lavaret eo e galon, e vantell hag e bluskenn). An iskelennoù pennañ a zo ar geofizik, ar c'heogimiezh, , an henouennoniezh, ar vaenoniezh, ar betrologiezh, ar weleadoniezh hag ar ouezelouriezh. Ar vourouriezh, al liñvouriezh hag an hidrologiezh a zo ar c'helennoù evit perzhioù dourennek an Douar (hidrosfer). Ar c'helennoù pennañ eo an hidrogeologiezh hag ar vorouriezh fizikel, ar vorouriezh kimiezhel ha ar vorouriezh vevoniel. Skiantoù ar aergelc'h a denn da berzhioù aezhennek an Douar (an aergelc'h pe atmosfer) Ar skornouriezh a denn da berzhioù skornet an Douar (ar c'hruosfer). Tachennoù etrekelenn Ar vevokimiezh a bled gant treuzdougen an danvezioù a-dreuz d'ar sferoù dre argezhoù bevoniel pe c'heologiezhel. Sellet e vez ouzh ar redoù etre an endalc'herien. An henvorouriezh hag an henhinoniezh a denn gant klask penaos eo bet ar Mor e mareoù kozh-tre dre sellout ouzh ar gouelezennoù kozh, ar skorn kozh hag ar boudoù morel. Kelennoù sistemik An oablouriezh a zeskriv, a zispleg hag a rakwel an amzer dre sellout ouzh an etreober hag a zo etre ar mor-bras hag an aergelc'h. An hinoniezh a zeskriv hag a zispleg an hin dre an etreober a zo etre an hidro-, cruo-, lito-, atmo ha bio- sferoù Teoriennoù ar Gaia a zo evit displegañ kundu an Douar diwar levezon ar biosfer Skiantoù diazez ha skiantoù an Natur
1331
https://br.wikipedia.org/wiki/A%C3%B1jela%20Duval
Añjela Duval
Añjela Duval, Marie-Angèle Duval ent-ofisiel e galleg, «Dual» pe «Dualenn» an anv-familh-mañ e brezhoneg, a zo ur varzhez hag a skrive e brezhoneg, bet ganet d'an 3 a viz Ebrel 1905 er C'houerc'had, e-tal kichen Plouared (Aodoù-an-Arvor), hag aet da Anaon d'ar 7 a viz Du 1981, en Lannuon. He buhez Añjela Duval 'zo bet ganet e 1905, merc'h da Erwan Duval ha da vMari-Soaz an Olier. E-kreiz maezioù Bro-Dreger e oa he zud o terc'hel ur menaj bihan, e Traoñ-an-Dour, e parrez ar C'houerc'had. Eürus eo bloavezhioù kentañ ar plac'hig, daoust ma n'eus bugel all ebet nag en ti, nag er gêriadenn. Al loened hag ar plant eo he mignoned kentañ. Ar skol, "ur bed kriz", a laka un harz d'ar mare eürus-se. Er skol e chom betek he daouzek vloaz. Da bemzek vloaz, e 1920, e wisk Añjela ar c'hoef. Ur plac'h yaouank eo bremañ. Gant merc'hed en oad ganti e vez gwelet er pardonioù hag er frikoioù. Ur goantenn, pe ur bleumpenn an hini eo. Plijout a ra da baotred an terouer. Lizheroù a skrivont dezhi evit goulenn an "aotre da zaremprediñ" pennhêrez Traoñ-an-Dour. Ne blij hini ebet d'ar vamm. Tud Añjela o deus ezhomm eus o merc'h e-barzh er menaj. Aet int war an oad : an tad zo bet ganet e 1861 hag ar vamm e 1867. Labour a-walc'h zo : start eo ar bloavezhioù 30-36 evit ar gouerien rak ar prizioù zo aet d'an traoñ... Hag e 1939 e tarzh ar brezel. N'he devez ket Anjela kalz amzer da soñjal en dimeziñ. Labourat a ra kement hag ur mevel. Degas a ra yaouankiz e-barzh he zi ivez. E 1941 ez a an tad da Anaon. Ar vaouez yaouank a gemer penn ar menaj. Bez' e plij al labour-douar dezhi. Desket he deus ar vicher digant he zad. Heuliet he doa kentelioù labour-douar dre lizher ivez. Pounner eo ar samm avat. E 1951 e varv ar vamm. Pa zeu an noz e vez Añjela hec'h-unan ouzh taol. Ur vaouez 46 vloaz eo, merket he c'horf gant al labour. Pell emañ koantenn Traoñ-an-Dour. Goude ar brezel e cheñch al labour-douar. Adalek 1954 e vez prenet traktorioù ha goroerezed. E 1958 e kroger da adlodennañ an douaroù... Implijad "ar bank a gemer, tamm-ha-tamm, plas ar person". Mestrez Traoñ-an-Dour a gompren ne vo ket a blas eviti el labour-douar nevez. Lenn brezhoneg a rae-hi abaoe yaouank, met ne oa ket bet gouest da skrivañ anezhañ kent ar bloavezhioù 1960. D'ar mare-se, ma oa-hi o klask ur gelaouenn vrezhonek, e oa bet roet anv Ar Bed Keltiek dezhi. Ar skrivagnerez Emsaverez ha broadelourez e oa-hi, ar pezh a oa dibaot a-walc'h evit ur beizantez. Difenn a rae ivez an natur, hag ur gristenez gredus e oa ivez. Deuet e oa-hi da vezañ anavezet e-maez bed ar brezhoneg goude un abadenn-dele, Les Conteurs, e 1971. Skrivet he deus bet e-barzh Al Liamm, Barr-Heol, Ar Bed Keltiek hag Hor Yezh. Hec'h Oberenn glok zo bet embannet er bloaz 2000. 1 000 skouerenn a oa bet tennet eus ar levr ; gwerzhet int bet buan. Un embannadur all a zo bet e 2005. Oberennoù Kan an douar. Brest, Al Liamm, 1973 Traoñ an Dour (embannet goude he marv), Al Liamm, 1982 Rouzig ar gwiñver, An Here 1989 Stourm a ran war bep tachenn, embannadurioù Mignoned Anjela, 1998 Tad-kozh Roperz-Huon (1822-1902), Hor Yezh, 1982 ha 1993. Me, Anjela (skridoù plaen), Mouladurioù Hor Yezh, 1986, 2011. Oberenn glok, 2000, 2005. Kaieroù dornskrivet, 1920-1968 da vezañ sellet war lec'hienn levraoueg niverel skol-veur Roazhon 2 Troidigezhioù Lenora Timm, A Modern Breton Political Poet, Anjela Duval A Biography and an Anthology, Studies in French Literature Number 5, Edwin Mellen Press, ISBN 0-88946-570-3, 1990. Au fil des saisons - Gant ar mareoù-bloaz, (e div yezh, galleg gant Per Jakez Helias), Coop Breizh, 1995 Quatre Poires, (e div yezh, galleg gant Paol Keineg), embannadurioù Mignoned Anjela, 2005. Kanaouennoù Meur a wech eo bet kanet he barzhonegoù gant arzourien liesseurt. Gwelet : Kanaouennoù savet diwar barzhonegoù Anjela Duval. Diwar he fenn Anjela Duval gant Roger Laouenan, Emb. Nature et Bretagne, 1982. Lenora Timm, A Modern Breton Political Poet, Anjela Duval A Biography and an Anthology, Studies in French Literature Number 5, Edwin Mellen Press, , 1990. Lettres à Gérard le Gouic. Ha bevet Breizh!'', Emgleo Breiz, 2013, Liammoù diavaez Kaieroù A. Duval niverelaet L'Ouest en mémoire (Ina) - Evit kejañ gant Añgela Duval Lec'hienn Mignoned Anjela Ur filmig diapoioù graet gant skolajidi Diwan Ur filmig bet graet e 1963 e-lec'h ma weler Añjela Duval er gêr, diwar Gaouenn.net Barzhoneg "E-tal an tan" Anne Auffret diwar-benn Añjela Duval Ronan Koadig diwar-benn Añjela Duval "Lagad an Heol", barzhoneg lennet, Notennoù ha daveennoù Ganedigezhioù 1905 Marvioù 1981 Meneger ar skrivagnerien Skrivagnerezed brezhonek Skrivagnerezed Breizh Barzhezed Breizh Barzhezed brezhonek
1332
https://br.wikipedia.org/wiki/Pondi
Pondi
Pondi zo ur gumun hag ur gêr e departamant ar Mor-Bihan e Breizh. Ardamezioù Istor Hervez ar richenn e oa bet krouet Pondivi gant ar manac'h sant Ivi er . Emsavadeg ar Bonedoù ruz e 1675 Trubuilhoù a voe e kêr d'an 21 ha d'an 22 a viz Gouere 1675; taget e voe ti ur bourc'hiz hag evet ar gwin a oa eno. Aloubet e oa bet kêr Bondivi d'an 21 « gant 2000 peizant a lonk pe skuilh 400 muid eus feurm an deverioù » ; dieubet eo bet gant « e vourc'hizien » d'an 21 a viz Even. Digolloù a voe paeet gant parrezioù Noal-Pondivi (8 000 lur), Malgeneg (1 500 lur), Stival (500 lur) ha Bizhui-an-Dour (400 lur) d'an aotrou de la Pierre ha da tud all eus Pondivi goude an distrujoù bet graet e kêr e-pad an emsavadeg. Dispac'h Gall Krouet e voe ar gumun e 1790 e departamant ar Mor-Bihan. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Pondivi da bennlec'h ur c'hanton, hini Pondivi, gant kumun Pondivi ennañ hepken, ha da benn ur bann, seizh kanton ennañ : Baod, ar Gemene, Klegereg, Logunec'h, Noal-Pondivi, Pluniav ha hini Pondivi. E 1795 e voe dilamet ar bann. E 1800 e voe lakaet Pondivi da bennlec'h arondisamant Pondivi bet krouet gant al lezenn eus ar 17 a viz C'hwevrer 1800. Brasaet e voe kanton Pondivi dindan anv Kanton Pondivi ivez gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Napoléonville Adalek an 9 a viz Du 1804 betek ar 14 a viz Ebrel 1814 e oa anvet Pondivi "Napoléonville" war urzh an diktatour ha danvez-impalaer Napoleone Buonaparte. Evel La Roche-sur-Yon, Napoléonville e Vendée, e oa bet soñjet gant Napoleon e vefe ur gêr pouezus evit derc'hel kornôg Frañs ha Breizh. C'hoant en devoa da sevel adal ar gêr 3 000 annezad enni « er peoc'h, ur greizenn-genwerzh veur, hag er brezel, ur greizenn vilourel bouezus ». Napoleon a soñje gantañ e oa Pondivi ur gêr a c'hellje bezañ pouezus-tre ma vije kleuzet kanolioù evit al listri-brezel a c'hellfe treuziñ Breizh pell diouzh re ar Saozon a oa mistri war ar mor : kanol ar Blavezh ha kanol Naoned-Brest.Krouet e oa bet diouzhtu ur c'harter nevez gant ur blasenn-armoù, un isprefeti, ur c'hazarn hag ul lise. D'an 29 a viz Genver 1806 e voe staget kumun Stival ouzh kumun Pondivi. 1864: tizhet e voe Pondivi gant an hent-houarn. Krouet e voe kumun Ar Sorn d'ar 1 a viz Meurzh 1869 diwar lodennoù eus tiriadoù kumunioù Bizhui, Gwern, Malgeneg, Pondivi ha Stival. Brezel 1870-1871 : pevar gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel. Brezel-bed kentañ 316 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,35 % eus he foblañs e 1911. Eil Brezel-bed Tremen 3 000 repuad deuet eus hanternoz Bro-C'hall a oa e Pondivi e miz Even 1940. D'an 18 a viz Even 1940 e tegouezhas al lu alaman e Pondivi. E miz Here 1940 e voe harzet ar gantreidi er Mor-Bihan ; bac'het e voent e kamp Toulboubou e Pondivi, 18 tiegezh hag eizh den o-unan, da lavaret eo 32 waz, 28 maouez ha 56 bugel ; war urzh an Alamaned e voent kaset gant un tren betek kamp-bac'h Maezon-ar-Stêr e miz Du 1940. E miz Gouere 1944 e voe kemeret 150 000 lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs. D'ar 4 a viz Eost 1944 e voe dieubet Pondivi. D'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korfoù marv tri den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oant ; fuzuilhet e oant bet gant al lu alaman. Mervel a reas 96 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel. Trevadennoù Mervel a reas 16 milour e Brezel Indez-Sina ha pemp arall en Aljeria. Brezhoneg Ya d'ar brezhoneg D'ar 4 a viz Eost 2004 e oa bet votet ar garta « Ya d'ar brezhoneg » gant kuzul-kêr ar gumun. D'an 21 a viz Kerzu 2007 e oa bet roet d'ar gumun al label « Ya d'ar brezhoneg » live 2. Deskadurezh Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1984. E distro-skol 2022 e oa 132 skoliad enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek (9,2 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm Redadeg 2010 Monumantoù ha traoù heverk Kastell ar Gêr nevez Iliz katolik Intron Varia ar Joa, , Iliz katolik Sant Meriadeg, e kêriadenn Stival, , Chapel ar Gelenneg, Chapel Santez Trefin Karterioù kozh gant tiez XVvet-XVIvet-XVIIvet kantvedoù, Porzh. Tud brudet Tud bet ganet eno Ferdinand Le Drogo, marc'hhouarnour breizhat, kampion Bro-C'hall e 1927 ha 1928, 10 a viz Here 1903 Paul Ihuel (2 a viz Du 1903-22 a viz Here 1974 e Pariz, Bro-C'hall), maer Berne, kuzulier Kanton ar Faoued (1945-1974), kannad ar Mor-Bihan e 1936-1940 hag e 1945-1974, kadoriad kuzul-departamant ar Mor-Bihan, Is-sekretour-stad ha Sekretour-stad al Labour-Douar Jef Le Penven, sonaozour breizhat, 3 a viz Du 1919. 1969 : Yannig Audran, skolaer, soner ha skrivagner brezhonek. Douaroniezh Emdroadur ar boblañs abaoe 1793 Mammennoù : Cassini hag EBSSA. Melestradurezh Gevelliñ Tavistock (Devon), Wesseling (Nordrhein-Westfalen), Napoleonville (Louisiana), Ouelessebougou, Liammoù diavaez Lec'hienn ofisiel Ti-Kêr Pondivi Pontivy Cité Internationale Geobreizh 27 kevarzhe e Pondi Daveoù ha notennoù Pondi Kumunioù ar Mor-Bihan Kumunioù Bro Wened Kumunioù bet krouet er Mor-Bihan e 1790 Emsavadeg ar Bonedoù ruz Pennlec'hioù bannoù Breizh Repuidi-brezel er Mor-Bihan (1939-1945) Tud lakaet d'ar marv gant al lu alaman e Porzh-Loeiz e 1944 Argant tapet e tiez-post ar Mor-Bihan gant tud eus ar Rezistañs e 1944
1334
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20barzhed
Roll barzhed
Alan Botrel Jean-Luc Dey Anjela Duval Pêr Even Ronan Huon Maoris Ar C'hollo Jakez-Erwan Mouton Youenn Olier Bernez Tangi Lan Tangi Dan Ar Wern Skrivagnerien Skrivagnerien vrezhonek Rolloù skrivagnerien
1340
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh%20Ausbau
Yezh Ausbau
Ur yezh diwar danzen pe ur yezh Ausbau (e alamaneg : Ausbausprache ) a zo ur seurtad yezhel a zo bet lakaet d’ober ur yezh dizalc’h evit abegoù kevredadel pe bolitik. Savelet eo bet ar meizad gant Heinz Kloss e 1967. Diazezet en deus hemañ daou hollad distag ha dizalc’h a-walc’h a zezverkoù hag a arguzennoù evit deskrivañ ur seurtad evel ur yezh dizalc’h kentoc’h eget ur rannyezh : unan kevredadourel, evit ar yezhoù diwar danzen, hag unan yezhoniel, evit ar yezhoù diwar pellder. En enep d’ar yezhoù diwar danzen, hag a zo liammet gant o ferzhioù strukturel, e vez kemmet amañ ar yezhoù diouzh ar re all diwar o arc’hwelioù kevredadel pe bolitik. Ur yezh diwar danzen a zo ganti un doare-skrivañ hag ur yezhadur reizhennet hag ur c'heriaoueg ledan ha resis a-walc'h, pan eo bet « stummet pe adstummet, doareet pe addoareet – ne vern peseurt degouezh e ve – evit dont da vezañ ur benveg skoueriekaet evit an ezteuler lennegezh ». Daou seurtad yezh hag a c'heller ober gante en un doare komprenus kenetreze a c'hell bezañ sellet e-giz div yezh disheñvel ma'z eo pep hini ur yezh diwar danzen, da skouer : ar serbeg hag ar c'hroateg, an daneg hag an norvegeg, an izelvroeg hag an afrikaans, ar finneg hag an estoneg pe c'hoazh, met nebeutoc'h, an hindeg hag an ourdoueg. Evit Heinz Kloss e pourchas ar yezh diwar danzen un "doenn" (e alamaneg : Dach) d’ar seurtadoù en he dalc’h. Ur yezh-to eo neuze. Notennoù Levrlennadur Ammon, Ulrich (2004), "Standard Variety", in Wiegand, Herbert Ernst, Sociolinguistics: An International Handbook of the Science of Language and Society, vol. 1 (2l emb.), Berlin: deGruyter, pp. 273–283, ISBN 978-3-11-014189-4. Kloss, Heinz (1967), "'Abstand languages' and 'ausbau languages'", Anthropological Linguistics, 9 (7): 29–41, JSTOR 30029461. Gwelit ivez Yezh Abstand Yezh-to Sokioyezhoniezh
1341
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh%20Abstand
Yezh Abstand
Ur yezh Abstand (alamaneg : Abstandsprache ), "yezh pellek") zo ur seurtad yezhel ken disheñvel diouzh an holl yezhoù all ma ne c'hallfed ket lavaret ez eo-hi ur rannyezh eus nikun anezho. Ne dalv ket kement-mañ n'he deus liamm ebet gant yezh all ebet, met kentoc'h n'eus yezh all ebet a c'hallfed ober ganti, pe dre gomz pe dre skrid, evit bezañ komprenet gant an dud a ra gant ar yezh-se. Savelet eo bet ar meizad gant Heinz Kloss e 1967. Diazezet en deus hemañ daou hollad distag ha dizalc’h a-walc’h a zezverkoù hag a arguzennoù evit deskrivañ ur seurtad evel ur yezh dizalc’h kentoc’h eget ur rannyezh : unan yezhoniel, evit ar yezhoù pellek, hag unan kevredadourel, evit ar yezhoù diwar danzen. En enep d’ar yezhoù diwar danzen, hag a zo liammet gant ar politikerezh pe ar sevenadur, ne vez kemmet amañ ar yezhoù diouzh ar re all nemet diwar o ferzhioù frammadel. Da skouer, yezhoù pellek eo ar brezhoneg, an euskareg, ar galleg, ar c’hastilhaneg hag ar c’hembraeg, rak ne c’hell ket yezherien ar yezhoù-se en em gompren kenetreze. Koulskoude ez eo kar ar brezhoneg hag ar c’hembraeg eus un tu, hag ar c’hastilhaneg hag ar galleg eus un tu all. Levrlennadur Kloss, Heinz (1967). 'Abstand languages' and 'ausbau languages' . In : Anthropological Linguistics, Levrenn 35, niv. 1-4 (1993) pp. 158-170 Gwelit ivez Yezh Ausbau Yezh-to Sokioyezhoniezh
1342
https://br.wikipedia.org/wiki/Mezolektenn
Mezolektenn
Ul live-yezh eo ur vezolektenn etre live uhel un akrolektenn ha live izel ur vazilektenn. Pa vez graet un diforc'h etrezi hag un akrolektenn, e c'heller lâret ez eo ar vezolektenn an doare yezh a reer gantañ peurliesañ, dreist-holl gant ar c'hlasoù etre. Gwelit ivez: Bazilektenn Akrolektenn Sokioyezhoniezh
1343
https://br.wikipedia.org/wiki/Bazilektenn
Bazilektenn
Un doare yezh eo ur vazilektenn hag a zo aet war bellaat diouzh ar yezh unvan pa c'heller lâret ez eus anezhi ur yezh disheñvel tamm-pe-damm. Ar c'hontrol diouzh an akrolektenn eo ar vazilektenn. Peurliesañ ez eus diforc'hioù bras pe vrasoc'h etre ar yezh unvan hag ur vazilektenn e-keñver an distagadur, ar gerva hag ar yezhadur hag e c'hellont dont da vezañ yezhoù disheñvel-mik. Da skouer, ar yezhoù romanek a-hiziv a oa anezho bazilektennoù eus al latin pobl deuet da vezañ yezhoù disheñvel-mik. Gwelit ivez: Mezolektenn Akrolektenn Sokioyezhoniezh en:Post-creole continuum#Stratification
1344
https://br.wikipedia.org/wiki/Akrolektenn
Akrolektenn
Ul live-yezh uhel eo un akrolektenn. Er bloavezhioù 1970 e krouas Derek Bickerton an termennoù akrolektenn, mezolektenn ha bazilektenn a-benn deskrivañ ar c'hemm-digemm yezh ('code switching') a rae gantañ implijidi yezhoù kreolek hag a ouie komz madik a-walc'h ivez ar yezh unvan hag a savas ar yezh kreolek diwarni. War-lerc'h e voe ledanaet stêr an tremennoù-se, hag o implijout a reer hiziv evit deskrivañ ar c'hemm-digemm yezh etre n'eus forzh peseurt yezhoù, kreolek pe get. E meur a geñver e c'heller lâret ez eo un akrolektenn doare komzet ur yezh lennegel, rak peurliesañ eo disheñvel an akrolektenn diouzh ar yezh komzet en un doare boutin e-keñver an distagadur, ar gerva hag ar yezhadur. Muioc'h e vez doujet ouzh reolennoù ar yezh unvan pa reer gant un akrolektenn kentoc'h evit gant ar yezh voutin. Implijet e vez an akrolektenn dreist-holl da geñver darvoudoù relijiel pe c'hoazh politikel hag e forzh peseurt darvoud formel-all, da skouer el lez-varn. Gwelit ivez: Mezolektenn Bazilektenn Sokioyezhoniezh en:Post-creole continuum#Stratification
1345
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh-to
Yezh-to
Ur yezh-to (e alamaneg : Dachsprache ), diwar ur meizad bet savelet gant Heinz Kloss e 1967, a zo ur seurtad yezhel a dalvez da yezh skoueriek evit meur a rannyezh. Da skouer, an alamaneg unvan a dalvez da yezh-to evit an holl rannyezhoù alamanek a gaver e Suis. Un doare yezh-to eo ar brezhoneg lennegel a-vremañ dre ma'z eus anezhañ ur yezh unvan diliamm diouzh ur rannyezh lec'hel resis hag a c'hell bezañ implijet gant an holl vrezhonegerion/ezed dre skrid pe dre gomz tra ma c'hell bezañ implijet gante ivez doareoù yezh disheñvel a-walc'h an eil re diouzh ar re all dre gomz. Evit Heinz Kloss e pourchas ur yezh diwar danzen un "doenn" (e alamaneg : Dach) d’ar seurtadoù en he dalc’h, ha "rannyezhoù didoenn" eo ar seurtadoù nann-skoueriek hep skouer. Implijet en deus an termen "yezhoù c’hoar rannyezhekaet tost" evit ar seurtadoù toet gant ur seurtad skoueriek ez int liammet a-dost gante hep ma c’hellfe o yezherien en em gompren kenetreze, evel an alamaneg izel e-keñver an alamaneg skoueriek, okitaneg ha kreoleg Haiti e-keñver ar galleg skoueriek, hag ar sardeg e-keñver an italianeg skoueriek. Muljačić en deus degaset an termen yezh-to (alamaneg : Dachsprache) evit ur seurtad a dalvez da yezh skoueriek evit rannyezhoù disheñvel. War ur didorrenn yezhel e vefe ar rannyezhoù-se peurvuiañ, met ken disheñvel e c'hellfe bezañ ar rannyezhoù-se an eil diouzh eben ma ne c'hell ket an dud o c'homz en em gompren kenetreze. Levrlennadur Ammon, Ulrich (2004), "Standard Variety", in Wiegand, Herbert Ernst, Sociolinguistics: An International Handbook of the Science of Language and Society, vol. 1 (2l emb.), Berlin: deGruyter, pp. 273–283, ISBN 978-3-11-014189-4. Kloss, Heinz (1967), "'Abstand languages' and 'ausbau languages'", Anthropological Linguistics, 9 (7): 29–41, JSTOR 30029461. Muljačić, Žarko (1993), "Standardization in Romance", in Posner, Rebecca; Green, John N., Bilingualism and Linguistic conflict in Romance, Trends in Romance Linguistics and Philology, 5, pp. 77–116, ISBN 978-3-11-011724-0. Gwelit ivez Yezh Abstand Yezh Ausbau Notennoù Sokioyezhoniezh ca:Ausbausprache, Abstandsprache i Dachsprache#Llengua dach fr:Typologie sociolinguistique des langues#Langue-toit en:Abstand and ausbau languages#Roofing
1347
https://br.wikipedia.org/wiki/Live%20yezh
Live yezh
Al live yezh zo un doare da gomz ar yezh a implijer en un degouezh kevredigezhel resis, hervez ar yezhoniezh. El lennegezh ivez e komzer eus live yezh un destenn: dre vras ez eus tri live: al liveoù kador, laosk, pemdez. Met gwelout a c'haller liveoù all etrezo. Ur skrivagner dornet-mat a oar implij an holl liveoù yezh. Met er gevredigezh, hervez an degouezh, e ranker gouzout implij ouzhpenn unan. Live kador En ul live kador, e n'eus forzh peseurt yezh, n'implijer ket gerioù gros. Skouer ar saozneg E saozneg, da skouer, e reer kentoc'h gant an distagadur 'doing' evit gant ar stumm 'doin' ha n'implijer ket stummoù evel 'ain't' pa gomzer gant tud en un darvoud formel. Gwelet ivez rannyezh mezolektenn bazilektenn akrolektenn Sokioyezhoniezh
1349
https://br.wikipedia.org/wiki/Eusa
Eusa
Eusa, pe Enez-Eusa, zo un enezenn hag ur gumun a-vaez da aodoù kornôg Bro-Leon, e gwalarn departamant Penn-ar-Bed, e Breizh. Eusaiz, Isañviz a vez graet eus an enezourien, ha Maoutiged eo o lesanv en abeg da vent vihan deñved an enez. Bourc'h Lambaol eo an tolpadur-tud brasañ. Douaroniezh Anv En Henc'hres e oa anavezet an enez dindan an anv Ουξισάμα Ouxisáma, diwar ar galianeg ux- "uc'h, uhel" ha -sama "-kenañ", peogwir e vez gwelet a-bell. Uxantis e oa an anv latin en Itinerarium Antonini, Ussant e galleg e 1350 ha Ouessant e galleg hiziv. Heißant eo an anv nederlandek a lenner war ar c'hartennoù kozh (e C. de Finesterre), hag Ushant eo an anv saoznek. Brezhoneg Ur studiadenn diwar-benn brezhoneg Eusa gant Dom Malgorn a voe embanneten Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest e 1909 Ar Brezoneg er Skol 1934-1936 : ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol. Ya d'ar Brezhoneg D'an 23 a viz Gouere 2009 e oa bet votet live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun. Ardamezioù Istor Henamzer Meneget e voe Enez-Eusa gant an douaroniour henc'hresian Eratosthenes en trede kantved a-raok Jezuz-Krist. Darempredet e veze gant an drouized en amzer ar Gelted kozh. Gweladennet e voe Eusa gant Paol Aorelian. Gwastet e voe gant ar Saozon. Adstaget e voe ouzh rouantelezh Frañs. Dispac'h Gall Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Yves Laot, ha gant Jean-Marie Trebaol, kure. Brezel-bed kentañ Mervel a reas 82 waz eus ar gumun, da lavarout eo 2,78% eus he foblañs e 1911, abalamour d'ar brezel. Eil Brezel-bed Merval a reas 43 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel. Nijerezioù ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) aet d'ar strad : d'ar 27 a viz Meurzh 1941 e kouezhas un nijerez Blenheim IV marilhet T2332 ha kodet PZ-O eus ar 53th Squadron er mor nepell eus Eusa ; lazhet e voe he zri nijour, unan anezhe a voe douaret e bered kumun Gwidel hag unan all e Perroz-Gireg, ne voe ket kavet korf an trede hini ; d'ar 5 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Hampden marilhet AD738 ha kodet VN-? eus ar 50 Squadron er mor nepell eus Eusa ; lazhet e voe he fevar nijour, ne voe kavet korf ebet ; d'an 10 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Spitfire I marilhet P9396 ha kodet LY-? eus ar 1st Photographic Reconnaissance Unit Squadron er mor en norzh da Eusa ; lazhet e voe he levier, ne voe ket kavet e gorf ; d'ar 4 a viz C'hwevrer 1942 e kouezhas un nijerez Whitley V marilhet P5050 ha kodet YG-M er mor nepell eus Keranchas ; he c'hwec'h nijour a voe tapet gant an Alamaned. Nijerezioù aerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces) aet d'ar strad : d'ar 18 a viz Du 1942 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-10-BO (anvet Floozy, marilhet 41-24474 ha kodet GY-?) er mor etre Eusa ha Beg Lokmazhe gant dek den e bourzh ; nav anezhe a voe tapet gant an Alamaned, ne voe ket adkavet an dekvet hini ; d'ar 6 a viz Genver 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-24D-15-CO (anvet "Short Snorter" ha marilhet 41-23997, 1st Squadron, 480th Antisubmarine Group) e donvor Eusa gant eizh den en e vourzh ; ne voe ket adkavet ar c'horfoù ; d'ar 16 a viz Ebrel 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-24D-15-CO (anvet "Missouri Sue", marilhet 41-24122 ha kodet YM-?) e donvor Eusa gant dek milour en e vourzh ; ne voe adkavet korf ebet; d'ar 1añ a viz Mae 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-25-BO (anvet "Vertigo", marilhet 41-24547 ha kodet OR-T, 8 Air Force, 91 Bomb Group, 323 Squadron, diazezet e Bassingbourn) er mor e Baz ar Fourn nepell diouzh Eusa gant dek milour en e vourzh ; o tistreiñ eus ur vombezadeg e Sant-Nazer edo an nijerez pa voe taget gant nijerezioù alaman Focke-Wulf 190 ; tapet e voe pemp nijour gant an Alamaned, mervel a reas ar re all, met ne voe ket kavet o c'horfoù. Brezel Indez-Sina Mervel a reas pemp milour eus ar gumun. Monumantoù ha traoù heverk Aodoù roc'hellek gant porzhioù bihan (Porzh Arlann, Porzh an Ejen, Porzh Lambaol, Porzh ar Stif, Porzh Yuzin); Chapel Sant-Gwenole, kouezhet en he foull. Chapelioù Sant-Gweltaz ha Kêrber. Ekomirdi Niou-Uhelañ, mirdi teknikoù ha hengounioù Eusa. Iliz Sant Pol Lambaol 19 : delwennoù eus an 17/18 kentved. Kroazioù niverus. Mirdi an Tourioù-tan hag ar Balizennoù Milin adsavet. Mogerioù mein anvet "ar gwaskedoù". Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù ha kartenn-bost. Tour-tan ar Stif (1699). Tour-tan ar C'hreac'h (1863). Tour-tan ar Gazeg (1911). Tour-tan Kereon (1916). Tour-tan an Ividig (1936). Bezioù ar C'hommonwealth E-kerzh ar Brezel-bed kentañ e varvas an aluzenner. Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 Melestradurezh Gevelliñ Eusa el livouriezh Tud Tud ganet eno Michel Jaouen (1920), beleg Tud interet eno Jean-Yves Cozan (1939-2015), politiker, kuzulier kanton etre 1978 ha 2015. Tartan Abaoe 2010 he deus Enez Eusa deus un tartan: . Levrlennadur Patrig Gouedig, Enez-Eusa: Envoriou Tud Eusa, Embannadurioù Brud Nevez, 1984, 279 p. Liammoù diavaez Lec'hienn ti-kêr Eusa Eusa war lec'hienn Geobreizh Notennoù ha daveoù Eusa Inizi Bro-Leon Kumunioù Penn-ar-Bed Kumunioù Bro-Leon Eusa Ar Brezoneg er Skol Bezioù-brezel ar C'hommonwealth e Penn-ar-Bed Nijerezioù ar C'hommonwealth aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed Nijerezioù SUA aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
1351
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezhoniezh
Yezhoniezh
Ar yezhoniezh eo studi ar yezhoù en un doare ledan. Deskrivañ ha dielfennañ mont-en-dro ar yezhoù eo kefridi ar yezhoniezh, da lavarout eo deskrivañ ar yezhoù, en un doare objektivel, dres ma vezont implijet gant an dud, hep klask barnañ pe 'mat' pe 'fall' eo an implijoù anezhe a vez graet er yezhoniezh a-vremañ. Ar yezhoniezh-gourc'hemenn diouzh he zu a fell dezhi lakaat reolennoù implij-mat ar yezh daoust d'an doareoù ma vez implijet ger pe c'her gant an dud. Bez' e c'heller isrannañ ar yezhoniezh evel-hen: yezhoniezh sinkronel pe yezhoniezh ziakronel gant ar yezhoniezh sinkronel e vez studiet ur yezh evel m'emañ d'ur mare resis ha gant ar yezhoniezh ziakronel e vez studiet an doar ma kemm ur yezh pe ur strollad yezhoù a-hed an amzer. Hiziv an deiz e tenn an darn vrasañ eus ar studioù yezhoniel d'ar yezhoniezh sinkronel, peurliesañ o plediñ gant stad ur yezh hag he mont-en-dro en amzer a-vremañ. yezhoniezh teorikel ha yezhoniezh pleustrek ar yezhoniezh teorikel a bled gant an doare da zeskrivañ mont-en-dro ar yezh-mañ'r-yezh pe c'hoazh an doare da frammañ damkanoù donoc'h a-benn displegañ darvoudoù hollek e yezhoù mab-den. Ar yezhoniezh pleustrek, avat, a denn d'an doareoù ma c'heller lakaat ar ouiziegezh teorikel-se e pleustr, d.s. dre grouiñ binviji-yezh. Hiziv an deiz e tenn meur a dachenn bleustrek dreist-holl d'implij an urzhiataerezh, da skouer an treiñ dre urzhiataer. D'o zro e tegasas ganti ar skiant bet prenet war seurt tachennoù pleustrek doareoù nevez da gompren ar gevreadurezh pe ar semantik gant un diazez matematikel resisoc'h. yezhoniezh kenarroudel ha yezhoniezh zizalc'hAr yezhoniezh kenarroudel a bled gant an doareoù ma vez implijet er bed: he ferzh er gevredigezh (yezhoniezh kevredel pe 'sokialyezhoniezh') ; penaos e vez desket ar yezhoù er penn-kentañ, h.a. Ar yezhoniezh zizalc'h, diouzh he zu, a denn d'ar studi ar yezhoù eviti o-unan hep derc'hel kont eus faktorioù all. Tachennoù-studi ar yezhoniezh teorikel dre ar munud Peurliesañ e vez isrannet ar yezhoniezh teorikel e meur a dachenn-studi resis pe resisoc'h : fonetik studi ar sonioù a vezont implijet e yezhoù ar bed ; fonologiezh studi mont-en-dro sonioù ur yezh ; morfologiezh studi an doare da sevel gerioù, da skouer implij ar rakgerioù, al lost-gerioù hag ar gerioù kevrennek ; kevreadurezh ('sintaks') studi ar frazennadur, d.e. an doare da sevel frazennoù reizh ; semantik studi ster ar gerioù (semantik gerva) hag an doare ma vez savet ster ar frazennoù diwar ar gerioù a implijer ; pramatik studi implij pleustrek ar yezh gant an dud en o darempredoù yezhoniezh istorel studi al liammoù etre ar yezhoù dre zielfennañ ar c'hemmoù yezhoniel a-hed an amzer ; yezhoniezh tipologel studi ar familhoù-yezh hervez ar perzhioù boutin kenetreze ; stiloniezh studi stiloù implij ar yezhoù Yezhoniezh
1357
https://br.wikipedia.org/wiki/Roazhon
Roazhon
Roazhon (distaget ['rwa:zõn] peurliesañ) eo eil brasañ kêr Breizh goude Naoned, e kember ar Gwilen hag an Il e reter ar vro, e Breizh-Uhel. Ur rol melestradurel ha armerzhel pouezus he deus. Kêr-benn ha sez prefeti rannvro velestradurel Breizh eo, pennlec'h ha sez prefeti departamant Il-ha-Gwilen, sez ar Rannvro vilourel Kôrnog, Akademiezh Roazhon ha lez-varn galv Roazhon lec'hiet e savadur Breujoù Breizh. Lakaet eo da vezañ unan eus div gêr-benn Breizh gant Naoned. 216 815 annezad en deus ar gêr e 2017, 335 092 en tolpad kêrel, 447 429 en tolpad-kêr ha 727 357 en tolead kêr (e 2016). Ur rol a-bouezh en deus c'hoariet Roazhon e Istor Breizh. En he Iliz-veur e veze kurunet Duged Breizh. Sez Breujoù Breizh e teuas da vezañ goude ma voe staget Breizh ouzh Bro-C'hall. Aze e tarzhas Emsavadeg ar paper timbr e 1675 ha an Dispac'h gall e 1789. Un tann-gwall bras a zistrujas ul lodenn eus ar gêr kozh e 1720, adsavet er giz klasel. E Roazhon emañ sez mediaoù rannvroel evel Ouest-France ha France 3 Ouest, embregerezhioù er greanterezh (labouradeg PSA La Janais, an TNKK) hag er genad tredeel. Ur pol imbourc'h eo ivez. Douaroniezh Diazez Kêr Roazhon en em gav ouzh kember ar stêrioù Ill ha Gwilen. Anv Stummoù skrivet Anne-Marie Rouanet-Liesenfelt ː Condate (It. Ant.); Redonas (Not. Dig.); Civitas Redonum (Not. Gall.); Condate (Tab. Peut.); Rhedonicam, Redonicam (Gregor Teurgn); Civitas Riedonum (CIL), C R (war mein-bonn ː Civitas Riedonum). Erwan Vallerie ː Civitas Redonum, IVvet; Redonas, IXvet; Reygnes, 1291; Reynes, 1295, 1313; Rengnes, 1337; Resne, 1340; Raynes, 1352. Gerdarzh condate = kember Redonum, Roazhon = eus anv ar meuriad galian Redones a oa staliet el lodenn-se eus Arvorig en eil kantved kent J.-K. A-raok amzer an doare-skrivañ peurunvan e veze kavet meur a stumm skrivet : Roazon e Leon, Kerne ha Treger, dre vras, ha Roahon, Roéhon, Roaon e Gwened. Roazhoniz a vez lavaret eus tud Roazhon. E galleg e skriver Rennes, distaget , hag e gallaoueg e skriver Resnn pe Renn. Ardamezioù Poblañs Da 220 488 a dud e save poblañs ar gumun e 2019. Istor Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh 59 den eus Roazhon goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz. Kerzu 1720: Tan-gwall bras Roazhon. Dispac'h Gall Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Roazon da benn ur bann. 1857: tizhet eo Roazhon gant an hent-houarn. Brezel-bed kentañ Fuzuilhet e voe pevar soudard bet ganet er gumun gant al lu gall. Ur soudard bet ganet e Kesoue a voe fuzuilhet gant al lu gall e Roazhon d'an 21 a viz Eost 1916. 1 841 den a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 2,32% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911. Eil brezel-bed Etre 2 000 ha 4 000 a dud a varvas pa voe bombezet trenioù e La Plaine de Baud gant al Luftwaffe (aerlu alaman) d'ar 17 a viz Even 1940, unan ag an trenioù a oa leun gant danvez-tarzh ha tennoù. Siviled ha soudarded breizhveuriat ha gall e trenioù all a voe lazhet ivez. Diaes e voe anavezout ar c’horfoù. D'an 18 a viz Even 1940 e tegouezhas al lu alaman e Roazhon. Bombezadegoù ar Re Gevredet e 1943: bombezet e voe Roazhon gant ar Royal Air Force d'an 18 ha d'ar 26 a viz C'hwevrer (skiberioù ar morlu alaman) ha d'an 29 a viz Mae ha d'an 8 a viz Meurzh gant an USAAF; d'an 8 a viz Eost e kouezhas ur c'harr-nij Boston IIIA marilhet BZ 335 ha kodet OM-U eus ar 107th Squadron eus ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) er straed Amiral-Courbet e Roazhon goude bout stoket ouzh gwezennoù pupli; lazhet e voe e holl nijourion, beziet e voe pemp korf hag ur vrec'h e Bered ar Reter e Roazhon; ar 107th Squadron a oa o tagañ skiberioù ar morlu alaman en hent an Oriant. D'ar 6 a viz Here 1943 e kouezhas un nijerez Junkers Ju 88 D-1 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) gant pevar nijour en en he bourzh e "La Plaine de Baud" e Roazhon; lazhet e voe daou nijour, douaret e voent e Bered ar Reter e Roazhon a-raok bout beziet e Mont-de-Huisnes. 32 ezel eus ar Rezistañs (nav Spagnol en o mesk) a voe fuzuilhet e kazarn ar C'houldri gant an Alamaned d'an 8 a viz Even 1944. Dieubet e voe Roazhon da 9 eur beure d'ar 4 a viz Eost 1944 gant tirlu SUA, ar "Combat Command A" o tont eus Baen dre hentoù Kastell-Briant ha Naoned hag an 8 Rannlu Hobregonet o tont eus an norzh hag ar reter. Mojenn Maximus ha Konan Meriadeg Istorourien Breizh hag all o deus kemeret Roazhon evit Redonum, anv ur gêr eus Galia roet gant Jafrez Menoe, kêr bet tapet gant Maximus (Magnus Clemens Maximus) ha Konan Meriadeg, goude o dilestradeg hag o trec'h war Himbaldus war an aodoù, d'an nevez-amzer 383. Ar Redonum se e vije bet tapet war un taol, d'an abardez. Un dra diaez da grediñ ma vez laret hag o devoa dilestret e Plougerne, pe dost da Sant-Maloù, pe c'hoaz e Naoned, hag abalamour da se kaset da vojenn. Ur gammgemeradenn e oa, dre ma vez mesket ha luziet Aremorica an amzer se ha Breizh a-vremañ. Diskoulmet eo bet ar gudenn se pa'z eo bet dizoloet, dre ur skeudenn arkeologiezh dre nij, hag ar villa Himbaldus e oa e le-Vieux-Rouen-sur-Bresle, ha Château-Hubault e Saint-Germain-sur-Bresle, e-kichen, en tu all d'ar stêr Bresle, an div kumunn se o vezhañ en Aremorica kenkoulz ha Roazhon. Ar ger Vieux-Rouan e dalv kement hag hen-roudour, pe vicus ar roudour. Ur wrizienn *rit- a zo e-gevred etre Roazhon ha le Vieux-Rouan-sur-Bresle. War un hent roman, aet da hent ar pesked war lec'h, etre Saint-Valery-sur-Somme (Leuconos), le Tréport, ha Pariz, emañ le Vieux-Rouen-sur-Bresle. An emgan etre Maximus ha Grasian e zigouezhas e-kichen Pariz. Grasian e oa laket war dec'h. Monumantoù ha traoù heverk Breujoù Breizh Chapel sant Erwan Iliz-Veur sant Pêr Iliz Santez-Anna Iliz Sant-Jermen Koc'hu al Lisoù Lise Émile Zola Liorzhoù-kêr an Thabor Opera Palez ar C'henwerzh Palez sant Jord Poull-neuial sant Jord Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor da Roazhon. Monumantoù-brezel Brezel 1870-1871[http://www.memorialgenweb.org/memorial3/html/fr/resultcommune.php?idsource=135415 Monumant ar re varv - Memorial Genweb</ref>, 1896. Bezioù ar C’hommonwealth e bered ar gumun: Rennes Eastern Communal Cemetery <div style="clear:both;"> Armerzh Greanterezh Saverezh kirri e Karnod e Mervent Roazhon, lec'h m'emañ staliet PSA eus ar strollad Peugeot-Citroën. Enno e vez savet otoioù ar gamm uhel (C5, C6, 407...) abaoe 1960 pellgehenterezh hag urzhiataerezh, Roazhon a zo e penn pol kevezuster "Skeudenn ha Rouedad" Breizh ha Broioù-al-Liger, dre ziorroadur an teknopol Roazhon Atalant. Kenstagouriezh: sez an embregerezh Legris. Mediaoù Sez ar gazetenn bemdeziek Ouest-France Sez aozadur skinwel Frañs 3 Kornôg (sellet ouzh Skinwel brezhonek ivez) Melestradurezh Sez ar velestradurezh-Stad, -departamant ha -rannvro Sez ar C'huzul-Rannvro Sez Kuzul-departamant Il-ha-Gwilen Sez ar Rannvro vilourel Kornôg Emdroadur ar boblañs adalek dibenn ar betek dibenn an dibenn ar : 12 000 dibenn ar : 24 000-27 000 dibenn ar : 27 000-30 000 dibenn an : 35 000-36 000 . abaoe 1793 Melestradurezh Kêraozerezh Abaoe meur a vloaz e vez distrujet tier ha tachennoù glas evit sevel savadurioù uhel da lojañ muioc'h a dud, evel e straed an Alma pe e straed Sant-Brieg. Implijet e vez an tachennoù labouradegoù ha kazarnioù kozh, evit dastum annezidi nevez ha kreskiñ ar boblañs. Gant-se e kresk ar c'hudennoù stag ouzh an dezougen. Karterioù Keryann Kreiz-kêr Italie Landrel Maurepas Deskadurezh Skolioù-meur Div skol-veur zo e kêr : Skol-Veur Roazhon I ha Skol-Veur Roazhon II. Brezhoneg D'ar 24 a viz Genver 2008 e oa bet sinet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. Roet e oa bet d'an deiz-se ivez al label Ya d'ar brezhoneg live 1. Al live 2 oa bet roet d'ar gumun. Sinet e oa bet d'ar 4 a viz C'hwevrer 2014 gant Nathalie Appéré, maerez Roazhon, live 2 ar garta, gant ar pal tizhout al label live 2 e 2017. Abaoe deroù an ha savidigezh ar gador geltiek e skol-veur Roazhon ez eus diorroet ur vuhez vrezhonek virvidik e Roazhon. Meur a zen brudet eus an Emsav zo bet o vevañ er gêr-se, evel Taldir Jafrennoù en deus tremenet eno an dezenn gentañ e brezhoneg, Per Jakez Elias, Per Denez, bet e penn ar gevrenn geltiek e-pad-pell, Roparz Hemon, pe Lena Louarn, e-touez ur bern re all. Talvezet he deus ar skol-veur da vodañ en-dro dezhi studierien yaouank kar-o-yezh ha kar-o-bro. Meur a intrudu talvoudus-kaer evit hor yezh zo bet loc'het eus Roazhon evel ar gevredigezh Skol an Emsav e 1969, ar gelaouenn Yod-Kerc'h e 1972, pe ar gazetenn vrezhonek Bremañ e 1980. Bet eo Roazhon sez meur a gevredigezh ha kalzik a gevredigezhioù breizhek o deus burevioù eno, evel Skol-Uhel ar Vro gwechall, Kuzul Sevenadurel Breizh, Dastum pe Ofis Publik ar Brezhoneg. Krouidigezh Skol an Emsav e 1969. Krouidigezh Yod-Kerc'h e 1972. Krouidigezh ar gazetenn vrezhonek Bremañ e 1980. Krouidigezh UGB e 1982. Deskadurezh Ur skol Diwan a zo eno abaoe 1978. E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 921 skoliad (4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). Ofis ar Brezhoneg Tud Tud bet ganet eno 1665 : Toussaint Rallier du Baty, maer. 1698 : Germain-François Poullain de Saint-Foix, soudard ha skrivagner. 1701 : Loeiz ar Chalotez, den a lezenn ha prokulor, an emsaver kentañ. 1737 : Michel Gérard, kouer breizhat ha kannad an Trede-Stad e 1789. 1748 : Pierre-Louis Ginguené, barzh. 1754 ː François-Charles-Joseph Frey, mestr diwezhañ ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1786. Marvet e 1800. 1763 ː Charles Malenfant, koronal en karg an urzh e Santo-Domingo. 1816 : Paol Feval, skrivagner. 1817 : Paul de Geslin, beleg ha skrivagner gallek. 1846 : Loeiz Kerzilin, barzh. 1889 : Maurice Noguès, nijour. 1903 : Frañsez Debauvais, emsaver. 1903 : René Guillou, sonaozour. 1921 : Pêr Denez, emsaver, yezhour ha skrivagner. 1927 : Françoise Le Roux, skrivagnerez ha gouiziegez. 1952 : Patrick Jeffroy, keginer. Soudarded vreizhat bet ganet er gumun fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ Pierre Le Mével, d'ar 26 a viz Genver 1888, zouav en 2 rujumant kerzhet Afrika, dic'haloñset ha fuzuilhet e Zeitenlik Salonik (Gres) d'an 11 a viz Gouhere 1916, abalamour ma «nac'has mont d'an ti-gar da gemer an tren da vont d'an talbenn». Alexis Oho, ganet d'ar 14 a viz Ebrel 1893, marc'heger er 14 rujumant husarded, fuzuilhet d'an 30 a viz Genver 1915 e Courtisols (Bro-C'hall), abalamour m'en dije «klasket laerezh gant armoù, ha klasket lazhañ tud». Louis Pérenin, d'ar 17 a viz Gouhere 1886, hemolc'her en 3 batailhon kerzhet skañv Afrika, fuzuilhet d'an 19 a viz Here 1917 e Cramant (Bro-C'hall), evit «dezerterezh». Pierre Rocher, d'an 28 a viz Eost 1892, soudard en 70 rujumant war-droad, fuzuilhet d'an 11 a viz Gouhere 1915 e Duisans (Bro-C'hall) evit «nac'h sentiñ» ha «dilez e bost dirak an enebour» />. Tud marvet eno 1034 : Hawiz, gwreg Jafrez Iañ, dug Breizh. 1578 : Gilles de Kerampuil, beleg ha troour. 1591 : Noël du Fail, gwiraour, reizhaouer ha skrivagner. 1916: Pierre Marie François Mathurin Lagrée, ganet e Kesoue d'an 20 a viz Du 1896 hag o chom er Stadoù-Unanet, soudard e 1añ rujumant war-droad an trevadennoù, fuzuilhet d'an 21 a viz Eost 1916 e Roazhon gant al lu gall. 1925 : Ivonig Picard, skrivagner brezhonek. 1926 ː Jeanne Malivel, arzourez, liammet gant ar Seizh Breur 1951 : Kerverzhioù, skrivagner brezhonek. 1984 : Per Roy, emsaver ha skrivagner brezhonek. 2009 : Joseph Martray, kelaouenner hag emsaver. 2015 : Henri Lécuyer, emsaver breton, ezel eus Urzh an Erminig. Tud liammet gant kêr Bertrand d'Argentré (1519-1590), istorour, beziet e Roazhon. Laurent Pokou (1947-2016), melldroader Stade Rennais Football Club etre 1973 ha 1979 Ardamezeg ar familhoù Sport Mell-droad Stad Roazhon Breizh Fobal Klub Darvoudoù-sport a bep seurt 26 a viz Gouere 1905 : 9 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre ar Roc'hell (Charente-Maritime) ha Roazhon ; trec'h eo Louis Trousselier. 28 a viz Gouere 1905 : loc'hañ a ra 10 hag 2 diwezhañ tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du Caen (Calvados). 21 a viz Gouere 1933 : 21 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre ar Roc'hell (Charente-Maritime) ha Roazhon ; trec'h eo Jean Aerts (Belgia). 22 a viz Gouere 1933 : loc'hañ a ra 22 hag 2 diwezhañ tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du Caen (Calvados). 23 a viz Gouere 1937 : 18 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre La Roche-sur-Yon (Vande) ha Roazhon ; trec'h eo Paul Chocque. 24 a viz Gouere 1937 : loc'hañ a ra 19 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du Vire (Calvados). 11 a viz Gouere 1939 : 2 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Vire (Calvados) ha Roazhon ; trec'h eo Eloi Tassin. 12 a viz Gouere 1939 : 3 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Roazhon ha Brest ; trec'h eo ar Breizhad Pêr Gloareg. 9 a viz Gouere 1951 : 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Roazhon ; trec'h eo Édouard Muller. 25 a viz Mezheven 1952 : 1 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Brest ha Roazhon ; trec'h eo Rik Van Steenbergen (Belgia). 26 a viz Mezheven 1952 : loc'hañ a ra 2 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du ar Mañs (Sarthe). 29 a viz Mezheven 1959 : 5 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Rouan (Seine-Maritime) ha Roazhon ; trec'h eo Jean Graczyk. 27 a viz Mezheven 1963 : 5 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Rouan (Seine-Maritime) ha Roazhon ; trec'h eo Antonio Bailetti (Italia). 28 a viz Mezheven 1963 : loc'hañ a ra 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du Añje (Maine-et-Loire). 22 a viz Mezheven 1964 : loc'hañ a ra 1 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du Lisieux (Calvados). 29 a viz Mezheven 1970 : 3 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Añje (Maine-et-Loire) ha Roazhon ; trec'h eo Marino Basso (Italia). 29 a viz Mezheven 1970 : loc'hañ a ra 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du Lisieux (Calvados). 10 a viz Gouere 1977 : 9 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre an Oriant ha Roazhon ; trec'h eo Klaus-Peter Thaler (Republik Kevreadel Alamagn). 6 a viz Gouere 1989 : 5 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinarzh ha Roazhon (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Greg LeMond (Stadoù Unanet). 7 a viz Gouere 1989 : loc'hañ a ra 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du park tematek Futuroscope (Vienne). 14 a viz Gouere 1991 : 9 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Alençon (Orne) ha Roazhon ; trec'h eo Mauro Ribeiro (Brazil). 15 a viz Gouere 1991 : 10 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Roazhon ha Kemper ; trec'h eo Phil Anderson (Aostralia). 8 a viz Gouere 1994 : 6 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Cherbourg (Manche) ha Roazhon ; trec'h eo Gianluca Bortolami (Italia). 9 a viz Gouere 1994 : loc'hañ a ra 7 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du park tematek Futuroscope (Vienne). 8 a viz Gouere 2006 : 7 tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Gregor ha Roazhon (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Serhiy Honchar (Ukraina). 11 a viz Gouere 2015 : loc'hañ a ra 8 tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du Mur. Liammoù etrebroadel Gevelliñ Gevellet eo gant 13 kêr : Koñsuldioù Div goñsuliezh hollek a zo e Roazhon : Maroko staliet boulouard Sevigneg hag ar Stadoù-Unanet kae Chateaubriand. Un Ensavadur gall-hag-amerikan a zo ivez abaoe fin an Eil brezel bed. Liammoù diavaez Pennad Les Echos Une balade qui en dit long sur la manière dont les rois de France imposèrent leur pouvoir INA L'Ouest en mémoire (Ina) - Roazhon goude bezañ bet bombezennet 1943 L'Ouest en mémoire (Ina) - An aliañs e Roazhon 1944 L'Ouest en mémoire (Ina) - Digoradur ti ar c'hultur 1965 L'Ouest en mémoire (Ina) - Roazhon 2000 1967 L'Ouest en mémoire (Ina) - Ar C'holombier : kreizkêr nevez 1972 L'Ouest en mémoire (Ina) - Roazhon oc'h en em industrializañ 1974 L'Ouest en mémoire (Ina) - Henry Fréville 1976 L'Ouest en mémoire (Ina) - Edmond hervé: aotrou maer Roazhon 1977 L'Ouest en mémoire (Ina) - Cleunay e Roazhon 1981 L'Ouest en mémoire (Ina) - Emdradur ar stalioù e Roazhon : Alma L'Ouest en mémoire (Ina) - Ar Blosne e Roazhon 1994 L'Ouest en mémoire (Ina) - Arkitekturiezh Georges Maillols e Roazhon 1998 L'Ouest en mémoire (Ina) - Roazhon : An telecom valley 2000 L'Ouest en mémoire (Ina) - Ar metro nevez e Roazhon 2002 ALBB : penaos e vez distaget Roazhon ? http://sbahuaud.free.fr/ALBB/Kartenn-544.jpg Levrlennadur Jean-Claude Even-Kernivinenn ː Genèse de la Bretagne armoricaine. Analyse de l'expédition de Maxime, Magnus Clemens Maximus, au printemps 383. Lannuon. 1003-1999 Michel Froger et Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008 Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014 Laurence Mathey-Maille : Geoffroy de Monmouth. Histoire des rois de Bretagne. Les Belles Lettres. Paris 1992 Anne-Marie Rouanet-Liesenfelt ː La Civilisation des Riedones. 2è supplément à Archéologie en Bretagne. Brest. 1980 Lewis Thorpe : Geoffrey of Monmouth. The history of the kings of Britain. Penguin Books Ltf. Harmondsworth. 1966 -1973 Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995 Notennoù ha daveoù Kumunioù Il-ha-Gwilen Kumunioù Bro-Roazhon Pennlec'hioù departamantoù Bro-C'hall Pennlec'hioù bannoù Breizh Emsavadeg ar Bonedoù ruz Bezioù-brezel ar C'hommonwealth en Il-ha-Gwilen Nijerezioù ar C'hommonwealth aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed Nijerezioù alaman aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed Bombezadegoù ar Re Gevredet e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
1360
https://br.wikipedia.org/wiki/Semantik
Semantik
Studi sterioù ar gerioù, strolladoù gerioù pe frazennoù eo ar semantik pe steroniezh. Plediñ a ra ar steroniezh gant studi ster n'eus forzh peseurt unded yezh, hag a reer « termen » anezhañ. Graet e vez « sterva » eus skiant ar studi-gerioù hervez o ster. A-hend-all e c'hell ar steroniezh studiañ ster frazennoù a-bezh pe c'hoazh darnoù gerioù (kengerioù, ar bennrann, dibenn-ger, h.a.). Ar steroniezh a c'hell bezañ teorikel pe kantouezel, da lavaret eo sevel damkanoù diwar disoc'hoù arnodennoù pleustrek, dreist-holl war tachenn ar bredyezhoniezh. Un dachenn-studi steroniel all a denn d'ar gerioù kevrennek, ha re all a denn da studi al liammoù etre ster termenoù disheñvel, da skouer an termenoù kenster, an enepster, al liesterioù, hag all Ar steroniezh poellel a denn da studi gwirionez ar frazennoù. Yezhoniezh Semantik
1363
https://br.wikipedia.org/wiki/Kevrinelezh
Kevrinelezh
An termen mistik a zo deuet eus ar verb gresian 'μυάω' ('muaô') hag a dalvez kement ha « tevel », « chom sioul ». Implijet e vez ordinal evit komz eus « un hentenn arnodel war-zu Doue » hag a vefe digehentus dre natur. Ar mistisism a zo neuze ur formalizasion pe ur sistematizasion eus an doare-se da vevañ. Lod a laka da heñvelsterioù ar gerioù « mistik » ha « mistisism ». Met lod all a ra un diforc'h etre ar mistisism, hag a vefe kentoc'h teorik ha doktrinal, hag ar mistik, hag a vefe ar pleustr deuzoutañ (tizhet goude un asez speredel). Implijet e vez ar ger-se evit ur bern traoù a bep seurt, setu e klever komz eus mistisism Platon, mistisism Broioù ar Reter, hini Juan de la Cruz, Bernard de Clairvaux, Meister Eckhart, pe forzh peseurt tudenn speredel, hep ma vefe diforc'het a-walc'h an holl zoareoù-speredelezh posupl, ar mareoù, ar stadoù-spered, nag ar variezon ken real koulskoude, e-touesk an esperiañsoù stadet hag o eztaolioù lennegel. Speredelezh Ezoteregezh
1366
https://br.wikipedia.org/wiki/Fonologiezh
Fonologiezh
yezhoniezh Fonetik ha fonologiezh Evit kompren mat petra a dalv ar fonologiezh eo mat he c'heñveriañ gant ar fonetik : plediñ a ra ar fonetik gant studi ar sonioù a c'heller kavout er yezhoù ('fonennoù'), ar fonologiezh, avat, a denn d'ar perzh a c'hoari ar sonioù en ur yezh resis (d.l.e. ar 'fonemoù'). Da skouer eo fonologel an diforc'h e brezhoneg etre ar vogalennoù hir hag ar vogalennoù berr, rak daou c'her disheñvel eo kannañ ha kanañ pa n'eus kenetreze nemet an diforc'h fonetikel-se keit ha ma c'heller ober an hevelep sonioù berr hag hir e galleg hep cheñch ster d'ar gerioù dre-se : n'eo ket fonologel an diforc'h fonetikel-se e galleg, neuze. Penaos renabliñ fonemoù ur yezh Pal ar fonologiezh a zo kavout an holl ziforc'hioù fonetik hag o deus ur perzh strukturel da c'hoari en ur yezh resis, da lavarout eo dizoleiñ peseurt sonioù a dalvez da fonemoù er yezh-se. Graet e vez kement-mañ dre glask parioù nebeutañ, da lavarout eo parioù gerioù hag a zo gerioù disheñvel en ur yezh dre cheñch perzh ur son nemetken. Ret eo d'ar fonemoù en ur par nebeutañ kaout ur re berzhioù fonetik boutin, da skouer : posupl eo keñveriañ : /p/ kensonenn dre serriñ gweuz-dent divouezh ha /b/ kensonenn dre serriñ gweuz-dent mouezhiet met n'eo ket posupl keñveriañ: /p/ kensonenn dre serriñ gweuz-dent divouezh ha /g/ kensonenn dre serriñ drekstaon divouezh N'eo ket heñvel dre-ret, anat eo, fonemoù ur yezh resis ha re ur yezh all. Alofoniezh (saoz. 'allophony') Ouzhpenn ar fonemoù eo ret komz ivez eus an alofonennoù. An alofoniezh a zo anezhi an doareoù disheñvel a zo da zistagañ ur fonem hep cheñch ster ur ger. Da skouer e c'heller distagañ an /r/ e brezhoneg e meur a zoare disheñvel hervez al lec'h, met komprenet e vez ez eo un 'r' memestra. Alofonennoù int. Un doare alofonenn ispisial anavet 'alofonenn lec'h' a gaver hervez al lec'h ma kaver ur fonem en ur ger. Da skouer e vez distaget e saozneg en un doare disheñvel ar fonem /p/ hervez ma vez kavet e penn ur ger, e lost ur ger pe etre vogalennoù - met ur /p/ a vann memestra. Al liveadur (saoz. 'neutralisation') Setu ur c'hoarvoud a gaver e brezhoneg. Pa'z a da get un diforc'h fonologel hervez reolennoù resis, da skouer hervez al lec'h ma kaver ur fonem ennañ, e vez graet 'liveadur' eus an darvoud-se. Da skouer ez eo fonemoù disheñvel /p/ ha /b/ e brezhoneg pa vezont kavet e lost ur ger e lec'h ma teu an daou da vezañ /p/ nemetken – da lavarout eo e vez liveet an diforc'h etre kensonennoù mouezhiet ~ divouezh e dibenn ur ger. An heñveladur (saoz. 'assimilation') Ret eo ober an diforc'h etre al liveadur diouzh un tu hag an heñveladur diouzh an tu all. Lavaret e vez eo bet "heñvelaet" ur fonem pa vez livet gant perzhioù ar fonemoù a deu war he lerc'h (heñveladur war-raok) pe en he raok (heñveladur da heul). E brezhoneg e vez kavet c'hoarvoudoù a seurt-se pa vez distaget mat eo /madeo/ rak mouezhiet e vez an /t/ e dibenn ar ger abalamour ma eo ar mouezhiañ ur perzh fonetikel eus ar vogalenn da heul. Ar fonologiezh dreistskizhel (saoz. 'suprasegmental phonology') Studiet e vez ar c'hoarvoudoù deskrivet a-us gant ar fonologiezh elfennek (saoz. 'segmental phonology'). Gant ar fonologiezh uselfennek, avat, e vez studiet c'hoarvoudoù na dennont ket da sonennoù ar yezh o-unan evel taol-mouezh ar gerioù (saoz. stress), taol-mouezh ar frazennoù (saoz. intonation) hag an tonennoù evel ar re a gaver e yezhoù evel ar sinaeg gant ar fonologiezh.
1368
https://br.wikipedia.org/wiki/Lec%27h%20distaga%C3%B1
Lec'h distagañ
PENNAD DA ADWELET HOGOZIK PENN-DA-BENN Hervez al lec'h, er genoù, ma vez distaget ar c'hensonennoù, e kemm an doare d'o distagañ, ha dreist-holl ar son anezho. Setu roll al lec'hioù ma vez distaget ur sonenn gensonel: Lec'hioù distagañ pennañ Diweuz, d.s. [p, b, m] (brezhoneg: "p", "b", "m") Gweuz-dent, d.s. [f, v] (brezhoneg: "f", "v") Dent, d.s. [t̪, d̪] (brezhoneg: "t", "d") Kevig, d.s. [t, d] (saozneg: "t", "d") Drekkevig, d.s. [ʃ, ʒ] (brezhoneg: "ch", "j") Tro-gil, d.s. [ʈ, ɖ] (svedeg: nord; "norzh") Staon, d.s. [ɲ, j] (brezhoneg: "gn", "y") Drekstaon, d.s. [k, g] (brezhoneg: "k", "g") Huged, d.s. [ʁ] (brezhoneg: "r" peurliesañ), [q] (arabeg: ﻕ (qāf) Gourlañchenn, d.s. [ħ] (arabeg: ﺡ (ḥāʾ) Ankoue, d.s. [ʜ] (haideg: "x") Troc'h-avel, d.s. [h] (brezhoneg: "h" er gerioù ma vez distaget dre c'hwezhañ) Friadur (saoz. 'Nasalisation') Peurliesañ e vez lakaet ar friadur e-touez an doareoù distagañ, met e gwirionez ez eus anezhañ un lec'h distagañ a c'heller bezañ ken distaget gant n'eus forzh pesuert hini all eus al lec'hioù distagañ pennañ deskrivet a-us. Pa vez distaget ur sonenn dre fri e vez izelaet ar stoan evit mar c'hell an aer tremen dre ar fri. Kensonennoù a-gostez (saoz. 'Laterals') Pa vez distaget ur sonenn a-gostez e vez leusket an aer da dremen dre kostezennoù an teod ha n'eo ket dre penn an teod. E gwirionez e rankfe lâret ez eus anezhañ un doare distagañ kentoc'h evit ul lec'h distagañ. Kendistagadur (saoz. 'Coarticulation') Yezhoù 'zo a ra gant kensonennoù kendistaget, da lâret eo e vezont distaget e daou lec'h distagadur war un dro. Setu un nebeud doareoù kendistagadur: $$REFAZER Diweuzadur: lakaet e vez an diweuz da vezañ ront pe serret pa vez distaget ur sonenn. Peurliesañ e vez treuskrivet gant /w/, d.s. 'gwelet' Palatalizadur: lakaeet e vez kein pe korf an teod da dostaat ouzh toenn ar genoù keit ha ma vez distaget ur sonenn all. Peurliesañ e vez treuskrivet gant /j/, d.s. 'tune' e saozneg. Stañvadur ('velarizadur'): lakaeet e vez kein an teod da dostaat ouzh ar staon. N'eus doare eeun ebet d'e deuzskrivañ. Kendistagadur dre c'hwezhañ: (saoz. 'Fricative coarticulation') peurliesañ e vez kendistaget ar gensonenn-c'hwezh /X/ pe ur gensonenn-gourlachenn keit ha ma vez distaget ur sonenn all Kenstokadur: (saoz. 'Stop coarticulation') div gensonnenn stokus a vez distaget war un dro, d.s. /kp/. Kavet e vez alies seurt sonennoù er yezhoù bantouek Lec'hioù distagañ
1372
https://br.wikipedia.org/wiki/Fonetik
Fonetik
Studi ar sonioù a vez savet gant ar vouezh eo ar fonetik. Disheñvel eo diouzh ar fonologiezh neuze, rak keit ha ma vez studiet gant ar fonologiezh doare mont-en-dro ar sonennoù hervez struktur ur yezh resis, gant ar fonetik e vez studiet perzhioù ar sonennoù sonenn hag an doareoù d'o froduiñ gant ar vouezh. Fonennoù a vez graet eus ar sonennoù yezh studiet gant ar fonetik, disheñvel-mik diouzh ar fonemennoù a vez pledet ar fonologiezh gante. Gallout a c'heller isrannañ tachennoù-studi resis ar fonetik evel-mañ : fonetik an distagañ : (saoz. articulatory phonetics) a denn da studi an doare ma vez produet ar sonennoù gant ar genoù, an dent, an teod, h.a. ; fonetik ar sonioù : (saoz. acoustic phonetics) a denn da studi ar gwagennoù-son a sav diwar sonennoù disheñvel ; fonetik ar c'hleved : (saoz. auditory phonetics) a denn da studi an doare ma vez merzet ar sonennoù Peurliesañ e vez treuskrivet sonennoù ar yezhoù hervez al lizherennoù ispisial (Lizherenneg fonetik etrebroadel) bet savet gant KCevread Etrebroadel ar Fonetik, met muic'h-mui e vez kavet istemoù all, dreistholl evit ar c'henwiad, evel an X-SAMPA. Yezhoniezh Fonetik ha fonologiezh
1373
https://br.wikipedia.org/wiki/Fonetik%20an%20distaga%C3%B1
Fonetik an distagañ
Plediñ a ra fonetik an distagañ (saoz. 'articulatory phonetics') gant an doare ma vez produet ar sonennoù hervez al lec'h distagañ hag an doare distagañ hag an doare fonadur. Bez' e c'heller studial fonetik an distagañ dre implijout binviji ispisial hag a diskwel en un doare resis war ur skramm ar pezh a c'hoarvez e diabarzh ar genoù pa vezer o tistagañ sonennoù pe gerioù. Fonetik ha fonologiezh
1374
https://br.wikipedia.org/wiki/Doare%20distaga%C3%B1
Doare distagañ
Er yezhoniezh e vez implijet an termen doare distagañ (saoz.: manner of articulation) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus an doareoù disheñvel zo da broduiñ ur gensonenn hervez fonetik an distagañ. Setu roll ar an doareoù distagañ pennañ: Dre fri: Leusket vez da dremen an aer dre ar fri hepken, dre serriñ ar genoù, d.s. /m/, /n/ Dre serriñ: Mont war gresk er genoù a ra gwask an aer o tont eus ar skevent pa vez stanket anezhañ penn-da-benn dre dostaat betek serriñ elfenn fonadur evel an dent hag ur weuz, an diweuz, kein an teod hag ar staon, d.s. /p/, /b/. Bez' e c'hellont bezañ tarzhus pe get, hervez an doare da leuskel nerzh ar gwask da vont kuit, pe d'un taol (kensonenn darzh) pe tamm-ha-tamm (kensonenn didarzh) Dre daravat: Tostaet e vez div elfenn fonadur an eil diouzh eben hep o serriñ penn-da-benn evit leuskel an aer da dremen etreze. Damharzet e vez memestra red an aer en ur dremen, setu ma ra trouz hag e sav ur sonenn diwarnañ, d.s. /f/, /s/. Dre fic'hal: Kregiñ a reont evel kensonennoù dre serriñ ha mont war-lerc'h evel kensonennoù dre c'hwezhañ, d.s. /tS/, /dZ/. Dre dostaat Damserret e vez an organoù fonadur met nebeutoc'h c'hoazh evit gant ar c'hensonennoù dre c'hwezh. N'eus tamm frotadur evbet neuze rak ne vez ket harzet red an aer, d.s. /w/, /r/. Dre ma n'eus tamm frotadur ebet gant red an aer e vez graet hantervogalennoù ha hantergensonennoù anezhe. A-gostez: Kensonennoù dre dostaat ispisial eo ar re-mañ. Graet e vezont dre tostaat kostezennoù an teod ouzh mogerioù ar genoù, d.s. /l/ Dre stlakat: Skoet pe lopet e vez ur wezh dre serriñ ha digeriñ diouzhtu war-lerc'h red an aer o tont eus ar skevent. Dre froumal: N'eo ket ur wech met meur a wech e vez skoet buan-ha-buan, ds. er spagnoleg 'carro'.Dre strakal: Kensonennoù stokus ispisial eo ar re-mañ. Gante e vez produet kresk gwask and aer hag an tarzh kreñv a deu war-lerc'h e-barzh ar genoù dre serriñ an hogedenn ha n'eo ket gant al lien-kig evel boaz. Kavet e vez seurt sonennoù e yezhoù evel an amhareg.Dre entarzhañ: Kensonennoù stokus ispisial eo ar re-mañ ivez. Kaset e vez an aer da redek en tu gin dre lakaat an hogedenn da vont war izelaat. Kavet e vez seurt sonennoù e meur a yezh en Afrika.Klikoù': onennoù ispisial eo ar re-mañ kavet dreist-holl er yezhoù Khoi-San e Su Afrika. Kavet e vezont ivez e yezhoù afrikanat all evel ar zouloueg pe ar xhosaeg dre al levezon gant ar yezhoù-se. Damheñvel eo ouzh an trouz a reer evit lakaat ar c'hezeg da vont war-raok. Gwelit ivez: Lec'h distagañ Kensonenn Doareoù distagañ
1376
https://br.wikipedia.org/wiki/He%C3%B1veladur%20%28yezhoniezh%29
Heñveladur (yezhoniezh)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen heñveladur (saoz.: assimilation) war tachennoù ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar fed ma c'hell kemmañ perzhioù resis ur fonem dre levezon ur fonenn all tost outañ, da skouer "amforenn" ma c'hell bezañ distaget [ɱf] e lec'h [mf] dre ma teu da vezañ distaget al lizherenn "m" gant ar gweuz izelañ o stekiñ ouzh dent krec'h kentoc'h evit gant an diweuz o stekiñ an eil ouzh eben dre levezon ar gensonenn gweuz-dent [f] a deu diouzhtu war he lerc'h. Tennañ a ra an heñveladur kensonennoù koulz ha vogalennoù, da skouer "lavarit" > "livirit" e rannyezhoù brezhonek 'zo, pe zoken tonennoù (s.o. ivez "sandhi") ha gallout a ra bezañ skrivet pe get hervez reolennoù reizhskrivañ pep yezh ha hervez pep degouez resis. Pevar doare heñveladur disheñvel ez eus: Heñveladur a-dost Kemmañ a ra perzh ur fonem dre levezon ur fonenn all tost outañ, da lâret eo stag outañ, d.s. "dek gwech" distaget "dek kwech" Heñveladur a-bell Kalz raloc'h. Kemmañ a ra perzh ur fonem dre levezon ur fonenn all pelloc'h dioutañ, d.s. henc'halleg: "cercher" /ser.ʧer/ > galleg a-vremañ "chercher" /ʃɛʁ.ʃe/ ("klask"). Heñveladur war-gil (a-zehoù da gleiz) An doare heñveladur kavet an aliesañ e yezhoù ar bed pa vez a-dost. Kemmañ a ra perzh ur fonem dre levezon ur fonenn all dirazañ, d.s. brezhoneg "en-" + "penn" > "empenn" pe "mat eo" ma vez mouezhiet ar kensonenn dre serriñ divouezh [t] > [d] dirak ur vogalenn (mouezhiet atav e brezhoneg). Heñveladur war-raok (a-gleiz da zehoù) Kemmañ a ra perzh ur fonem dre levezon ur fonenn all war e lerc'h, d.s. merk al liester "-s" e saozneg "dogs''" ("chas") distaget [gz] hentoc'h evit *[gs] dre levezon ar fonenn [g]. Ha bez' a c'hell bezañ levezonet n'eus forzh psuert perzh eus ur fonem, da lâret eo: Ar vouezh: mouezhiet pe divouezhiet a c'hell bezañ ur fonem dre levezon ur sonenn all, da skouer: Al lec'h distagañ: kemmañ a c'hell al lec'h distagañ dre levezon ur sonenn all, da skouer: Al lec'h distagañ: kemmañ a c'hell al lec'h distagañ dre levezon ur sonenn all, da skouer staonekaet e c'hell bezañ dre levezon ur fonenn staon tost outañ. Kendistagadurioù: ouzhpennet a c'hell bezañ ouzh perzhioù diazez ur fonemenn kendistagadurioù a eil reink, da skouer staonekaet e c'hell bezañ dre levezon ur fonenn staon tost outañ, d.s. /k/ > [ʧ] dirak [i] pe [e] e rannyezhoù brezhonek 'zo komzet e Bro-Wened. Gwelit ivez: Kenteuzadur Fonologiezh Sandhi Disheñveladur Krasis Blotadur Fonetik ha fonologiezh Yezhoniezh istorel
1378
https://br.wikipedia.org/wiki/Neutralizadur
Neutralizadur
Er yezhoniezh e vez implijet an termen neutralizadur pe liveadur (saoz.: neutralisation) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ar fed ma teu da vezañ liveet un diforc'h etre daou fonem. Da lâret eo e kenarroudoù fonetikel pe fonologel 'zo ne vez ket enebet ken fonemoù resis dre ma'z a da get an diforc'h etre perzhioù resis: Neutralizadur al lec'h distagañ Bez' ez eus e saozneg tri fonem dre fri enebet an eil re ouzh ar re all peurliesañ: sum (/sʌm/: "sammad"/"sammadur") sun (/sʌn/: "heol") sung (/sʌŋ/: "kanet") Ne vez ket enebet ar sonennoù dre fri-mañ avat dirak ar c'hensonennoù dre serriñ (/p, t, k/) e diabarzh an hevelep morfem: /m/ nemetken dirak /p/ /n/ nemetken dirak /t/ /ŋ/ nemetken dirak /k/Neutralizadur ar vouezh: E brezhoneg, evel meur a yezh all, en o zouez an alamaneg, an izelvroeg, an turkeg hag ar ruseg, e vez divouezhiet ar c'hensonennoù dre serriñ e dibenn ur ger, da lâret eo e vez liveet an diforc'h /t/ ~ /d/, /p/ ~ /b/, /k/ ~ /g/ e dibenn ar gerioù, d.s. "boaz" (anv-kadarn) distaget dres evel "boas" (anv-gwan) daoust d'an doare-skrivañ. En afrikaneg da skouer e teu meur a c'her da vezañ heñvelson abalamour d'al liveadur, d.s. hard ("kalet") distaget dres evel hart '("kalon"). Gwelit ivez: Fonologiezh Arc'hfonem Friadur az:Kimyəvi reaksiya be:Хімічная рэакцыя be-x-old:Хімічная рэакцыя ckb:کارلێکی کیمیایی cy:Adwaith cemegol eo:Kemia reakcio eu:Erreakzio kimiko fa:واکنش شیمیایی fiu-vro:Aadomidõ ümbreistmine fr:Réaction chimique fy:Gemyske reaksje gl:Reacción química hr:Kemijska reakcija ht:Reyaksyon chimik hu:Kémiai reakció ia:Reaction chimic io:Kemiala reakto is:Efnahvarf ja:化学反応 ka:ქიმიური რეაქცია la:Reactio chemica lmo:Reaziun chimiga lt:Cheminė reakcija lv:Ķīmiskā reakcija mr:रासायनिक प्रतिक्रिया ms:Tindak balas kimia nds:Cheemsch Reakschoon ne:रासायनिक प्रतिक्रिया nn:Kjemisk reaksjon no:Kjemisk reaksjon oc:Reaccion quimica qu:Ruranakuy ro:Reacție chimică scn:Riazzioni chìmica sh:Hemijska reakcija si:රසායනික ප්‍රතික්‍රියා simple:Chemical reaction sk:Chemická reakcia sl:Kemijska reakcija sn:Muvandu wemishonga so:Kimikal dibusocod sq:Reaksioni kimik sr:Хемијска реакција su:Réaksi kimiawi ta:வேதியியற் தாக்கம் tl:Reaksyong kimikal tr:Kimyasal tepkime ug:خىمىيىلىك رېئاكسىيە vi:Phản ứng hóa học yo:Ìdarapọ̀mọ́ra kẹ́míkà zh-yue:化學反應
1379
https://br.wikipedia.org/wiki/Alofonenn
Alofonenn
E yezhoniezh e vez implijet an termen alofonenn (saoz.: allophone) war dachenn ar fonologiezh evit komz eus meur a fonenn damheñvel o tennañ d'an hevelep fonem, da lavarout eo doareoù distagañ resis ur fonem hervez doare-komz pep hini, ur rannyezh pe c'hoazh hervez kenarroud fonetikel ha framm morfologel ha/pe fonologel ur fonem. Graet e vez an diforc'h etre daou zoare alofonenn disheñvel o mont-en-dro: Alofonennoù klokaus (saoz. complementary allophones) : implijet e vez alofonennoù resis hervez ar c'hennarroud fonetikel ha/pe hervez ar framm morfologel ha fonologel, da skouer e saozneg: Fonem: /p/ > Alofonenn dre c'hwezhañ [pʰ] e penn-kentañ ur ger: > Alofonenn amdarzh [p̚] e diwezh ur ger Alofonennoù diliamm (saoz. free variants): doareoù distagañ disheñvel hervez boazioù-komz hiniennel pe lec'hel na dennont ket da framm ar yezh ha na dalvezont ket da lakaat kemmoù etre gerioù gante ur ster disheñvel, da skouer e brezhoneg ar fed ma vez distaget ar fonem /r/ > [ɹ], [r] pe [ʁ]. Gwelit ivez Liveadur Fonem Fonologiezh Tonenn Fonetik ha fonologiezh
1380
https://br.wikipedia.org/wiki/Kensonenn
Kensonenn
Ur sonenn eo ur gensonenn implijet e yezhoù mab-den. Disheñvel eo rummad ar c'hensonennoù diouzh hini ar vogalennoù dre ma vez strishaet pe serret penn-da-benn trakt ar vouezh en ul lec'h resis bennak pe c'hoazh e meur a lec'h war un dro. Bez' ez eus ivez un isrummad kensonnennoù ispisial a c'hell bezañ implijet a-wechoù evel vogalennoù hag evel kensonnenoù gwechoù-all. E saozneg, da skouer, ez eo an /m/ ur gensonenn er ger 'mud' met silabennek eo dres evel ur vogalenn er ger 'prism'. Brasoc'h eo an niver a gensonnenoù a zo da gaout e yezhoù ar bed eget an niver a vogalennoù. En un doare eeun e vez deskrivet pep kensonnen hervez fonetik an distagañ gant tri ferzh pennañ: Doare distagañ, d.s. dre serriñ, dre fic'hal... Lec'h distagañ, d.s. diweuz, dent... Mouezh, d.s. mouezhiet kv. divouezhiet da skouer: [p]: kensonenn diweuz dre serriñ divouezh $$Ouzhpenn... An doare analañ: Doareoù disheñvel a zo da lakaat an aer da redek betek ar genoù evit distagañ sonennoù. Dre vras e vez kaset an aer gant ar skevent er-maez eus ar genoù pe ar fri (saoz. 'egressive pulmonic airstream mechanism'). Doreaoù analañ all a vez implijet evit distagañ sonennoù evel ar c'hlikoù. An hirder : bez' e c'hell ur gensonenn bezañ distaget berr, hir pe hir-tre. Pouezus-tre eo an diforc'h-mañ e meur a yezh, d.s. an arabeg hag ar finneg. Tud zo a gomz ivez eus nerzh an distagadur oc'h ober gant an diforc'h fortis (evit ar re divouezh) ha lenis (evit ar re vouezhiet) met n'eo ket sklaer hag-eñ eo ken gwir-all ar perzh-se. Yezhoniezh Fonetik ha fonologiezh Kensonennoù
1382
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20koiek-sanek
Yezhoù koiek-sanek
Yezhoù koiek-sanek Yezhoù orin su ha reter Afrika eo ar yezhoù koiek-sanek. E su Afrika e vezont komzet gant ar C'hoied hag ar Saned hag e reter Afrika gant an Hadzaed hag ar Sandawiz. Brudet ez int evit o c'hlikoù hag-eñv n'int ket ar yezhoù nemetiñ d'o implijout. Ar familh yezhoù Afrika bihanañ e rummadur Greenberg ez int. N'asantont outi tout ar glaskerien, avat, hag implijet e vez alies an termen "koek-sanek" gant ur ster douaroniel kentoc'h eget genel, evel papouek pe aostraliek. Posupl eo ez eo Yezhoù Juu-ǂHoan ha Yezhoù Tuuek heñvel a-walc'h abalamour d'ur Sprachbund afrikan kentoc'h eget abalamour d'un darempred genel tra ma'z eo ar yezhoù koek embroidi nevez a-walc'h er rannvro. Ouzh ar sandaweg e kreiz Afrika e c'hellfe bezañ liammet ar re-mañ. Kent astennadur ar vBantoued e komzed ar yezhoù-se e-barzh an holl reter ha su Afrika. Hiziv, avat, ne vezont kavet nemet e dezerzh Kalahari hag e kreiz Tanzania. En arvar da vont da get ez eo darn vrasañ ar yezhoù-se ha darn vrasañ anezho n'o-deus ket skritur ebet. An hini nemeti gant un niver bras a-walc'h a gomzerien a zo an namaeg, komzet e Namibia gant 250.000 a dud, tra m'eo ar sandaweg implijet gant 40.000 a dud e Tanzania. Rummouriezh Dre ma n'eus prouenn ebet ez eo liammet ar yezho koiek-sanek e weler evel familhoù distag ar peurliesañ Hadzaeg Digenvez eo hadzaeg war a seblant hag ar c'herent tostañ eus an hadzaed a c'hellfe bezañ ar bigmeed eus kreiz-Afrika Sandaweg Gallout a rafe ar sandaweg bezañ liammet ouzh ar yezhoù koek. Heñvel a-walc'h ez eo ar raganvioù hag un niver vat eus gerioù roll Swadesh met pas a-walc'h da brouiñ an darempred etrezo. Liamm ebet o-deus ar Sandawiz gant a hadzaed. Yezhoù koek An hini niverusañ ha liesekañ eus ar familhoù koek-sanek eo ar familh goek. Enderc'hel a ra seizh yezh vev ha muioc'h eget 250.000 a gomzerien. Daoust ma n'anavezer nemet nebeut traoù diwar-benn o istor ez eus strivioù da adsevel ur c'hentyezh ? yezhoù Kwadiek-Koeek Kwadiek. Aet da get, Angola. Yezhoù koek Yezhoù Khoekhoek Levezonet e oa vet ar skour-se gant ar sprachbund Juu-Tuu Namaeg (250,000 komzer.) Einieg (aet da get) Yezhoù Khoekhoek ar C'hreisteiz Koranaeg (6+ komzer. Hogozik marv.) Xirieg (90 komzer. Hogozik marv. ) Yezhoù Tshuek-Khwek (pe Kalahari) Kalz eus ar yezhoù-se o-deus kollet o c'hlikoù Yezhoù Tshuek-Khwek ar reter (East Kalahari) Shuaeg (6000 komzer). Tsoaeg (9300 komzer). Yezhoù Tshuek-Khwek ar c'hornôk (West Kalahari) Kxoeg (11,000 komzer). Naroeg (14,000 komzer.) Gǁanaeg-Gǀwieg (4500 komzer. Enderc'hel a ra G‖anaeg, Gǀwieg, ha ǂHabaeg) Daveoù Barnard, A. (1988) 'Kinship, language and production: a conjectural history of Khoisan social structure', Africa: Journal of the International African Institute 58 (1), 29-50. Güldemann, Tom and Rainer Vossen. 2000. Khoisan. In Heine, Bernd and Derek Nurse, eds., African languages: an introduction, 99-122. Cambridge: Cambridge University Press. Köhler, O. (1971) 'Die Khoe-sprachigen Buschmänner der Kalahari', Forschungen zur allgemeinen und regionalen Geschichte. (Festschrift Kurt Kayser). Wiesbaden: F. Steiner, 373–411. Starostin G. (2003) A lexicostatistical approach towards reconstructing Proto-Khoisan. Mother Tongue, vol. VIII. Treis, Yvonne (1998) 'Names of Khoisan languages and their variants', in Schladt, Matthias (ed.) Language, Identity, and Conceptualization among the Khoisan. Köln: Rüdiger Köppe, 463–503. Vossen, Rainer (1997) Die Khoe-Sprachen. Ein Beitrag zur Erforschung der Sprachgeschichte Afrikas. Köln: Rüdiger Köppe. Westphal, E.O.J. (1971) 'The click languages of Southern and Eastern Africa', in Sebeok, T.A. (ed.) Current trends in Linguistics Vol. 7: Linguistics in Sub-Saharan Africa. Berlin: Mouton, 367–420. Winter, J.C. (1981) 'Die Khoisan-Familie'. In Heine, Bernd, Schadeberg Thilo C. & Wolff, Ekkehard (eds.) Die Sprachen Afrikas. Hamburg: Helmut Buske, 329–374.
1385
https://br.wikipedia.org/wiki/Vogalenn
Vogalenn
Ur vogalenn a zo ur sonenn implijet e yezhoù ar bed. Disheñvel eo rummad ar vogalennoù diouzh hini ar c'hensonennoù dre ma vez leusket an aer da redek en un doare frank kentoc'h evit strishaat pe serriñ trakt ar vouezh. Peurliesañ e vez kavet ur vogalenn e kreiz ur silabenn keit ha ma vez kavet ar c'hensonennoù pe e penn pe e lost ur silabenn. Perzhioù ar vogalennoù Vogalennoù disheñvel a vez produet dre lakaat an teod e lec'hioù disheñvel e-barzh ar genoù. Rannet e vez toull ar genoù hervez tri ment pennañ. En daolenn-mañ da heuilh e vez diskwelet penaos e renker ar vogalennoù hervez o ferzhioù distagadur pennañ. (Pa weler vogalennoù par-ha-par ez eo plaen an hini gentañ ha ront eben). Perzhioù pennañ Vogalennoù digor ha vogalennoù serr (Ment a-serzh) Uhelder ur vogalenn a denn da begen tost emañ an teod da doenn ar genoù. Er vogalennoù uhel evel [i] hag [u] emañ an teod tost da doenn ar genoù hag e vogalennoù izel evel [a] emañ an teod pelloc'h diouzh toenn ar genoù. Peurliesañ e vez graet gant seizh live uhelder: vogalenn digor vogalenn beuzdigor vogalenn damzigor vogalenn etre vogalenn damserr vogalenn beuzserr vogalenn serr Vogalennoù a-raok ha vogalennoù a-dreñv (Ment a-led) Diskrivet e vez ur vogalenn ivez hervez ma vez lakaet an teod pe war du penn a-raok ar genoù evel [i] pe war-du penn a-dreñv ar genoù evel [u]. Peurliesañ e vez graet gant pemp live: vogalenn a-raok vogalenn tost a-raok vogalenn greiz vogalenn tost a-dreñv vogalenn a-dreñv Vogalennoù ront ha vogalennoù plaen Tu zo ivez d'ober an diforc'h etre ar vogalennoù ront ha vogalennoù plaen pe nann-ront hervez stumm an diweuz. Vogalennoù a gentañ renk ha vogalennoù a-eil renk E meur a yezh e vez ront atav an diweuz gant an holl vogalennoù a-dreñv ha plaen an holl vogalennoù a-raok: vogalennoù a gentañ renk (saoz. 'cardinal vowels') a vez graet dioute. Met yezhoù zo, en o zouez ar brezhoneg, a ra ivez gant vogalennoù all, d.s. vogalennoù a-raok ront evel [y]: vogalennoù a eil renk (saoz. 'secondary vowels') a vez graet dioute. Perzhioù all Friadur Dre izelaat an hodegedenn e c'heller leuskel un tamm aer da dremen dre ar fri keit ha ma'z a kuit ivez dre ar genoù: vogalenn fri a vez graet eus ar re-mañ. Pa dremen an aer dre ar genoù nemetken e vez graet vogalenn genoù diouti. An doare fonadur Peurliesañ e vez mouzhiet an holl vogalennoù. Met gant yezhoù zo, dreistholl yezhoù genidik eus Amerika evel ar cheyenneg, e vez graet un diforc'h etre vogalennoù mouezhiet ha vogalennoù divouezh. Bez eus ur re doareoù fonadur all evel ar vouezh fraoñv (saoz. 'creaky voice') pe ar vouezh c'harv (saoz. 'breathy voice'). Vogalennoù hir ha vogalennoù berr Yezhoù zo, ar brezhoneg en o zouez, a ra un diforc'h fonologel etre vogalennoù hir ha vogalennoù berr, d.s. mel ha mell. A-wechoù e chench ivez perzhioù all ar vogalennoù hervez ma vezont berr pe hir evel er saozneg, d.s. 'bit' ha 'beat'. Un nebeud yezhoù evel an estoneg a ra ivez gant tri live hirder, d.l.e. vogalennoù berr, vogalennoù damhir ha vogalennoù hir-tre (gw. kronem). Gwelit ivez Vogalennoù a gentañ renk Vogalennoù a eil renk Vogalennoù ront/plaen Hirder vogalennek Yezhoniezh Fonetik ha fonologiezh Vogalennoù
1386
https://br.wikipedia.org/wiki/Fonadur
Fonadur
Er yezhoniezh e vez implijet an termen fonadur (saoz.: phonation) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus an doare ma vez implijet al larinks evit produiñ sonennoù a c'hell bezañ kement o ferzhioù da c'houde gant an organoù fonadur all. Gwezhall e kredjod e oa ar fonadur kevatal da live stennadur an troc'h-avel liammet strizh ouzh mouezhiadur ur fonenn. Bremañ, avat, a-drugarez d'an teknologiezhioù nevez e ouzer eo kalz luzietoc'h ar fonadur e meur a yezh komzet dre ar bed hag implijet e vez meur a elfenn fonadur all ouzhpenn an troc'h-avel evit produiñ meur a zoare fonadur fonemek disheñvel. Mouezhiadur (Gwelit ar pennañ pennañ: "Mouezhiadur") Mouezhiet e vez ur son pa vez lakaet da daravat kerden ar vouezh gant red an aer o tont eus ar skevent. Pa vez laosk kerden ar vouezh ne daravont ket pa dremen an aer dreze ha divouezh e vez ar son neuze. Mouezhiet pe divouezh e c'hell bezañ ar c'hensonennoù ha tra ma c'hell bezañ divouezh ar vogalennoù ivez e vezont mouezhiet peurliesañ. Fonadur ha stad an troc'h-avel Pa vez peurlaosk kerden ar vouezh e c'hell redek an aer hep o lakaat da daravat ha neuze e vez produet ar fonadur divouezh implijet stank gant ar c'hensonennoù dre serriñ. Pa vez peurserret an troc'h-avel e vez stanket red an aer da vat gant kerden ar vouezh evit produiñ sonennoù evel an taol troc'h-avel. Etre digeriñ ha serriñ da vat ez eus ul live digoradur ma vez produet un taravadur leun anvet "mouezh plaen (saoz. modal voice) hag hennezh eo an doare fonadur kavet an aliesañ e yezhoù ar bed evit distagañ an dassonennoù. Liveoù digoradur kentetre zo ivez avat hag a vez implijet gant yezhoù zo evit produiñ doareoù fonadur all. E goudjarateg da skouer e kaver vogalennoù gante un doare fonadur damlaosk anvet mouezh sourrus hag e burmeg e kaver vogalennoù gante un doare fonadur damstegn anvet mouezh wigourus. Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel e vez implijet sinoù diakritek ispisial skrivet dindan bep o arouezennoù pennañ evit merkañ an doareoù fonadur-mañ: un umlaut evit merkañ ar vouezh sourrus hag un dildenn evit merkañ ar vouezh wigourus. E rannyezh Jalapa ar mazatekeg e tiforc'her etre doare fonadur fonemek disheñvel, enebet an eil re ouzh ar re all: E javaeg ne vez ket implijet ar vouezh plaen gant ar c'hensonennoù dre serriñ ma vez enebet daou zoare fonadur all anvet mouezh laosk ha mouezh reut. E shanghaieg e kaver kensonennoù laosk o fonadur enebet ouzh kensonennoù tenuis hag ivez ouzh kensonennoù c'hwezhet. Setu ur gensonenn gevig dre serriñ gant ar seizh doare fonadur disheñvel hervez digoradur an troc'h-avel: Fonadur hepmuiken Disheñvel eo emzalc'h fonologel hag istorel ar c'hensonennoù troc'h-avel diouzh hin ar c'hensonennoù all dre ma n'o deus na doare distagañ na lec'h distagañ ebet estreget stad an troc'h-avel, da lavarout eo: : troc'h-avel serr : mouezh sourrus : red aer digor Deskrivet eo bet a-wezhioù ar fonennoù-mañ evel fonadurioù hepmuiken kentoc'h evit kensonennoù. Rezioù E yezhoù zo, ar mazatekeg en o zouez, emañ distag an tonennoù diouzh an doareoù fonadur implijet gant ar yezh-se. E meur a yezh all avat, ar burmeg en o zouez, e vez implijet doareoù fonadur a-gevret gant tonennoù en ur reizhiad unvan, da lavarout eo emañ stag un donenn ouzh un doare fonadur resis evel e burmeg. Graet e vez "rezioù" ouzh ar c'hevreadoù-se enne un donenn hag un doare fonadur resis war un dro. Fonadurioù dreist d'an troc'h-avel N'eo ket ken pell ma'z eo bet anavezet ar fed ma c'hell bezañ produet doareoù fonadur all el larinks a-bezh : troc'h-avel : deskrivet a-us mouezh c'harv: damc'holoet an troc'h-avel gant ar 'c'herden mouezh faos' ; fonadur aritenoidek: gwasket ar sfinkter war-raok hag d'ar c'hrec'h ; ankoue-gourlañchenn: lakaat an teod hag an ankoue da vont war-gil betek stakañ moger ar c'hourlañchenn ; lakaat al larinks en e bezh da vont war uhelaat pe war izelaat; strishaat ar c'hourlañchenn Bez' e vez implijet gant yezhoù ar bed d'an nebeutañ daou zoare fonadur produet dre gemmañ al larinks a-bezh: mouezh c'harv: ma vez strishaet al larinks a-bezh mouezh kleuz: ma vez astennet al larink a-bezh Da skouer, gant rannyezh borek an dinkaeg e vez enebet vogalennoù distaget gant ar vouezh plaen, ar vouezh sourrus, ar vouezh kleuz, hag ar vouezh c'harv ouzhpenn teir zonenn, da skouer: Treuzskrivadurioù ad hoc: mouezh kleuz; mouezh c'harv Gwelit ivez: Mouezh sourrus Mouezh laosk Mouezh reut Mouezh wigourus Mouezh c'harv Vogalenn skiltr Mouezh kleuz Mouezh chuchumuchu Rez (yezhoniezh) Fonetik ha fonologiezh Fonadur
1390
https://br.wikipedia.org/wiki/Fonetik%20ar%20sonio%C3%B9
Fonetik ar sonioù
Fonetik ar sonioù (saoz. acoustic phonetics) a zo anezhañ un istachenn evit studioù ar fonetik. Tennañ a ra da studioù perzhioù ar sonennoù skiantoù ar gwagennoù-son, da skouer penaos deskrivañ perzhioù ur sonenn, kensonenn pe vogalenn e vefe, hervez hirder hag uhelder ar gwagennoù-son a sav diwarni. Liammet e vez ar studioù-mañ gant istachennoù-studi all ar fonetik, d.l.e. fonetik an distagañ ha fonetik ar c'hleved. Fonetik ha fonologiezh
1392
https://br.wikipedia.org/wiki/Fonetik%20ar%20c%27hleved
Fonetik ar c'hleved
Fonetik ar c'hleved (saoz. 'acoustic phonetics') a zo anezhañ un istachenn evit studioù ar fonetik. Tennañ a ra ar studioù-mañ d'an doare ma vez merzet sonennoù ur yezh, dreistholl pa vezer o teskiñ ur yezh-vamm. Liammet e vez ar studioù-mañ gant istachennoù-studi all ar fonetik, d.l.e. fonetik an distagañ ha fonetik ar sonioù. Fonetik ha fonologiezh
1394
https://br.wikipedia.org/wiki/Izoglos
Izoglos
Un izoglos a zo ul linenn war ur gartenn-yezh hag a verk ar vevenn etre daou stumm disheñvel da lâret un dra pe da distagañ ur ger en ur yezh bennak. Da lâret eo, merkañ a ra ar vevenn etre stummoù rannyezhel, da skouer al linenn etre al lec'hioù ma vez distaget pevar hag al lec'hioù ma vez distaget pewar pe al lec'hioù ma lârer beure hag al lec'hioù ma lârer mintin, h.a. Un izoglos a c'hell tennañ d'an distagadur, d'ar gerioù a vez implijet pe c'hoazh d'an doare da sevel frazennoù, da sk. implij disheñvel ar c'hemmadurioù hervez al lec'hioù e brezhoneg. Disheñvel eo pep doare yezh lec'hel (pe 'rannyezh') a-drugarez da veur a izoglos (komzet e vez eus torkadoù izoglosoù). Gerdarzh Kavet e vez en anv ar gwriziennoù 'izo' (heñvel) ha 'glos' (yezh). Savet eo bet evel un anv izogramm, e-giz izobar da skouer ; koulskoude, n'eo ket un izoglos ul linenn da liammañ poentoù kenetrezo gant ur memes talvoud, mes kentoc'h ur linenn evit dispartiañ poentoù (marteze e vefe tu da lavaret eo ul linenn da liammañ poentoù hep talvoud resis). Yezhoniezh
1395
https://br.wikipedia.org/wiki/Rannyezh
Rannyezh
Ar rannyezh eo ar yezh a vez komzet en ul lec'h resis, disheñvel diouzh an doare ma vez komzet e lec'hioù all, dispartiet e vezont war ar c'hartennoù-yezh a-drugarez da veur a izoglos hag a denn d'an distagadur, d'ar gerioù a vez implijet pe c'hoazh d'an doare da sevel ar frazennoù.Graet e vez rannyezhouriezh eus ar c'helenn a denn d'ar rannyezhoù. Gwelet ivez Doare yezh Yezhoniezh
1397
https://br.wikipedia.org/wiki/Seurtad%20%28yezhoniezh%29
Seurtad (yezhoniezh)
Ur seurtad yezhel, pe, ent krenn, ur seurtad, a glot gant an doare ma vez komzet e degouezhioù zo. Argemmañ a ra ar yezh gant an amzer, gant an egor, gant ar strollad kevredigezhel, gant ar blegenn pe gant ar reizh. Rak-se ez eus eus meur a zoare seurtad yezhel, da skouer : ar seurtadoù lec'hel, hag a zo liammet gant an doare ma vez komzet en ul lec'h resis, disheñvel diouzh an doare ma vez komzet el lec'hioù all a-drugarez da veur a izoglos o tennañ d'an distagadur, d'ar gerioù a vez implijet pe c'hoazh d'an doare da sevel ar frazennoù, ar seurtadoù kevredadel, hag a zo liammet gant renk ar yezherien. En enep d'ar yezhoù, d'ar rannyezhoù ha d'ar parlantoù, hag a zo diazezet war o ferzhioù strukturel, n'eo ket diazezet an doareoù all a seurtadoù war dezverkoù yezhoniel rik. Neoazh e c'hall c'hoarvezout d'ar seurtadoù diazezet war an egor bezañ heñvel oute, dre ma emdro an doare ma vez komzet gant an darempredoù etre ar strolladoù tud war o ziriadoù. Sokioyezhoniezh
1398
https://br.wikipedia.org/wiki/Sokiolektenn
Sokiolektenn
An doareoù ma cheñch implij ur yezh hervez renkad sokial an dud a zo o komz, met ivez hervez o live deskadurezh, ar vicher a reont pe o meteier. Gwelit ivez Doare yezh Sokioyezhoniezh
1399
https://br.wikipedia.org/wiki/Diglosia
Diglosia
Termenadur Un doare divyezhegezh kevredel dibarek eo an diglosia. Hervez ar yezhoniezh e c'heller komz eus diglosia kentoc'h eget eus divyezhegezh pa vez implijet d'an nebeutañ div yezh disheñvel, peurliesañ an eil tost d'eben, gant tud o vevañ en ul lec'h bennak ma roer implijoù kevredel da unan eus an daou doare yezh-se hag implijoù kevredel izel d'egile. Levezonet e vez alies ivez ar yezh izel gant ar yezh uhel. Istor ha gerdarzh Krouet e oa bet an termen diglosia diwar an henc'hresianeg διγλωσσία (diglōssia) evit ar wech kentañ gant ar yezhonour Iannis Psycharis. War-lerc'h e voe implijet gant an arabegour William Marçais e 1930 evit deskrivañ stad an traoù el lec'hioù ma komzer an arabeg. Brudet eo deuet da vezañ, avat, a-druagrez d'ur pennad-skrid savet gant ar sokioyezhoniour stadunanat Charles A. Ferguson (1921-1998, Diglossia, e 1959<ref> . Er skrid-se ec'h implijas Ferguson an termen da deskrivañ un doare divyezhegezh kevredel el lec'h ma'z eus ur yezh uhel (H, saozneg : High''') kichen-ha-kichen gant unan izel (L, Low) hervez an doareoù ma vezont implijet er gevredigezh. Skouerioù Hervez Ferguson, evit gallout komz eus diglosia e rank an daou doare yezh H ha L bezañ tost an eil d'eben. Ar yezhoniour stadunanat Joshua Fishman (1926–2015) an hini eo, neuze, a skrivas evit ar wech kentañ diwar-benn diglosia etre yezhoù disheñvel a reas diglosia ledan (extended diglossia) anezhañ, da skouer an elzaseg evel yezh izel (L) hag ar galleg evel yezh uhel (H) en Elzas. Hervez Ferguson ez eo skouerioù mat an arabeg rannyezhel e-keñver anarabeg unvan a-vremañ pe klasel hag ar gresianeg Katharevousa e-keñver ar gresianeg Dhimotiki. Ar sokioyezhoniour alaman Heinz Kloss (1904–1987), diouzh e du, a ziforc'he etre exoglosia evel hini Elzas hag endoglosia evel etre alamaneg Suis hag an alamaneg unvan. Pa c'heller komz eus endoglosia dreist-holl, an doare yezh izel (L) a c'hell bezañ ur vasilektenn pe ur vezolektenn keit ha ma vez ar yezh uhel (H) an akrolektenn. Diglosiezh zo e Breizh : ar brezhoneg hag ar gallaoueg eo yezhoù ar vro ; diglosiezh zo ivez e Breizh-Uhel (gallaoueg/galleg) hag e Breizh-Izel (brezhoneg/galleg). Notennoù Sokioyezhoniezh
1400
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20Europa
Yezhoù Europa
An darn vrasañ eus ar yezhoù a vez komzet en Europa a zo yezhoù indezeuropek. Amañ er roll-mañ e vo kavet kement ar yezhoù a vez komzet en Europa (gw. ivez Yezhoù Unaniezh Europa) ha yezhoù all liammet gant ar re-mañ hag a vez komzet en tu all da Europa, d.s an afrikaneg. Euskareg N'eus liamm yezhoniel ebet etre ar yezh-mañ ha yezh ebet all. Yezhoù kaokazek Georgeg ('kartulieg') Yezhoù savet a-ratozh Esperanteg Interlingua Volapük N'eus nemet an esperanteg hag a vez implijet aliezik a-walc'h. Yezhoù tireniek Etruskeg - Yezh varv. Komzet e Toskana (Italia) ha tro-war-dro e mare ar Republik roman. Aet da get goude aloubadeg diwezhañ ar Romaned e 350 kent Jezuz-Krist. Kar da yezhoù retek an Alpoù. Ne ententer ket mat ar skridoù miret. Reteg - Yezh varv, kar d'an etruskeg. Komzet e Tirol ha Vorarlberg en Aostria, Su Tirol ha Lombardia en Italia ha Grischun e Suis. Aet da get en eil kantved goude JK. Lemneg - Yezh varv. Yezhoù finnek-ougrek Un isfamilh eo ar yezhoù-mañ renket e-touez familh ar Yezhoù ouralek. Estoneg Finneg Hungareg Livoneg Samieg Yezhoù indezeuropek Graet e vez kent-indezeuropek eus ar yezh voutin e savas an holl yezhoù indezeuropek diwarni. . Albaneg Armenianeg Yezhoù baltek Kuronieg Latveg Lituaneg Henbruseg.Marv. Samogitianeg Selonianeg.Marv. Semigallianeg.Marv. Sudovianeg.Marv. Yezhoù keltiek Yezhoù predenek Kerneveureg Brezhoneg Kembraeg Yezhoù gouezelek Iwerzhoneg Manaveg Gouezeleg Skos Yezhoù keltiek ar c'hevandir Galianeg. Marv. Keltibereg. Komzet e Spagn. Marv. Leponteg. Komzet e Norzh Italia. Marv. Noreg (Keltieg ar reter). Komzet en Aostria ha Slovenia. Marv. Yezhoù germanek Yezhoù germanek an hanternoz (diorroet diwar an Henskandinaveg) Skandinaveg ar c'hornôg Islandeg Faeroeg Norneg Marv. Norvegeg (Nynorsk) Skandinaveg ar reter Daneg Norvegeg (Bokmål) Rusianeg-norvegeg (Yezh kemmesk) Svedeg Yezhoù germanek ar c'hornôg Alamaneg uhel Alamaneg Yezhoù alamanek ar c'hreiz Alamaneg ar reter-kreiz alamaneg unvan (Hochdeutsch) Luksembourgeg Alamaneg ar c'hornôg-kreiz Alamaneg Pennsylvania Yezhoù aostriek-bavarek Vienneg Tsimbreg Yezhoù alemanek Alamaneg Suis Elzaseg Alemán Coloneiro (komzet e Venezuela) Alamaneg an Huterited Yidicheg Vimisoyeg Alamaneg izel Frankeg izel Afrikaans Izelvroeg Flandrezeg ar c'hornôg Saksoneg Izel Saksoneg Izel Unvan Alamaneg ar Venonited Alamaneg izel ar reter Frizeg Frizeg an norzh Frizeg ar c'hornôg Frizeg ar reter Angleg (savet diwar ar Hensaozneg) Saozneg Skoteg Saozneg an Inizi Kaiman Anglek-romaneg Yezhoù germanek ar reter (savet diwar ar Goteg) Burgondeg. Marv. Krimeeg. Marv. Lombardeg. Marv. Vandaleg. Marv. Gresianeg Yezhoù italek Latin Faliskeg Oskeg Marv Umbrieg Yezhoù Romanek Savet diwar al latin komzet gant an alouberien Roman en Europa a-bezh. Yezhoù iberek-romanek Aragoneg Asturianeg Leoneg Mirandeg Katalaneg Ribagorseg Valensieg Mozarabeg Portugaleg Galizeg Rannyezh Eonavia Kreol portugalek Spagnoleg Ladinoeg Kreol spagnolek Yezhoù galian-romanek Frankoprovañseg Yezhoù oil Bourguignon-morvandiau Champenois Franc-comtois Galleg Galleg Belgia Galleg Cajun Galleg Kebek Galleg Suis Zarfateg (yuzev-galleg). Marv abaoe 1300. Gallaoueg Parlant Anjev Loreneg Normandeg Jerzenezeg Gwernenezeg Alderneg Sarkeg Pikardeg Poateveg-sentoñjeg Walloneg Okitaneg Gwaskoneg Araneg Arverneg Lengadokeg Lemojezeg (pe limouzineg) Provañseg Chouaditeg Yezhoù italek-romanek Korseg Italianeg Emilio-romagnoleg Italkieg (Juzev-italianek) Ligurieg Monegaskeg Lombardeg Naplezeg-kalabrezeg Piemonteg Sardeg Kampidaneseg Gallureseg Logudoreseg Sasareseg Sikilianeg Venezieg Yezhoù retoromanek Friouleg Ladineg Romañcheg Yezhoù dalmatek (pe ilirek-romanek) Veilhoteg (yezh varv) Ragusaeg (yezh varv) Yezhoù dakek-romanek Roumaneg Aroumaneg Istreg-roumaneg Megleneg-roumaneg Yezhoù indeziranek Yezhoù indezaryanek Yezhoù romek Yezhoù iranek Kurdeg Oseteg Perseg Yezhoù frijek-armeniek Armenianeg Frijeg. Marv. Yezhoù slavek Yezhoù slavek ar c'hornôg Tchekeg Slovakeg Knaneg (Yuzev-slaveg). Marv. Poloneg Pomoraneg Kachoubeg Slovintseg. Marv. Polabeg. Marv. Sorabeg Yezhoù slavek ar reter Belaruseg Ruseg Rusineg Karpateg-rusineg (Ruteneg) Panoneg-rusineg (Rusnak) Ukraineg Yezhoù slavek ar c'hreisteiz Bulgareg Hen Slavoneg liturjek Makedoneg Bosnieg (kent e-barzh ar Serbeg-kroateg) Kroateg (kent e-barzh ar Serbeg-kroateg) Kroateg Burgenland Serbeg (kent e-barzh ar Serbeg-kroateg) Romaneg-serbeg (yezh kemmesk) Yezhoù Trasek Daseg. Marv. Trasek. Marv. Yezhoù all Setu un nebeud yezhoù all a vez komzet en Europa: Malteg (yezh semitek, savet diwar an Arabegha mesket gant an italianeg hag ar saozneg) Turkeg (Yezhoù turkek Yezhoù altaek) Tatareg (Yezhoù turkek Yezhoù altaek) Rolloù Yezhoù Europa
1402
https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20kumunio%C3%B9%20departamant%20Penn-ar-Bed
Roll kumunioù departamant Penn-ar-Bed
Setu amañ roll an 277 kumun departamant a zo e Penn-ar-Bed, gant o c'hod INSEE hag o c'hod-post kentañ. Niveradeg ar bloaz 2021 D'an e voe embannet ha kefridielaet an niveradeg a oa bet graet e 2021 ; an ditouroù-se a gavor da heul anv pep kumun. 921 638 a dud a oa o chom e Penn-ar-Bed e 2021 En daolenn goude niver ar boblañs e kavor un arverk eus kresk pe zigresk ar boblañs e-keñver ar bloaz 2015, hervez an alc'hwez-mañ : Eus Geriadur brezhoneg An Here e teu anvioù brezhonek ar c'humunioù. Pennadoù kar Kantonioù Penn-ar-Bed Roll Kumunioù Aodoù-an-Arvor Roll kumunioù Il-ha-Gwilen Roll kumunioù al Liger-Atlantel Roll Kumunioù ar Mor-Bihan Notennoù Penn-ar-Bed Kumunioù Breizh Kumunioù Penn-ar-Bed
1404
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20Unaniezh%20Europa
Yezhoù Unaniezh Europa
Degadoù a yezh a vez komzet er Stadoù Unaniezh Europa. En o zouez e kaver ar re a zo bet lakaet da ofisiel en Unvaniezh hag a glot dre vras gant yezhoù ofisiel ar Stadoù kement ha yezhoù all ha n'int nag ofisiel penn-da-benn evit treiñ holl labourioù Unvaniezh Europa daoust dezhe bezañ yezhoù ofisiel ur Stad-ezel, evel an iwerzhoneg, pe ivez an holl yezhoù ha n'int ket ofisiel er Stad e lec'h ma reer gante, d.l.e ar yezhoù minorelaet evel ar brezhoneg. Yezhoù ofisiel Unaniezh Europa Alamaneg Bulgareg Daneg Estoneg Finneg Galleg Gresianeg Hungareg Italianeg Iwerzhoneg Izelvroeg Kroateg Latveg Lituaneg Malteg Poloneg Portugaleg Roumaneg Saozneg Slovakeg Sloveneg Spagnoleg Svedeg Tchekeg Troet hag embannet e pep yezh ofisiel e vez holl zivizoù UE ha bez' e c'hell an neb skrivañ ha bezañ respontet dezhañ e n'eus forzh peseurt yezh ofisiel eus UE. Servijoù jubenniñ war-ar-prim a reer gante evit emvodoù UE a bep seurt ha dre ret e vez jubennet holl emvodoù Parlamant Europa ha Kuzul Europa. Setu penaos e vez savet skridoù UE e meur a yezh: https://web.archive.org/web/20050429144348/http://europa.eu.int/comm/dgs/translation/bookshelf/brochure_en.pdf Renk yezhoù all Daoust m'eo ofisiel an turkeg e Republik Kiprenez hag al luksembourgeg e Luksembourg, n'o deus ket goulennet an div stad-se e vijent yezhoù ofisiel en Unaniezh Europa. E 2004 o doa gouarnamant Spagn hag hini Iwerzhon klasket tapout ur statud ofisiel a-berzh UAE evit an euskareg, ar c'hatalaneg hag ar galizeg diouzh un tu hag an iwerzhoneg diouzh an tu all. An iwerzhoneg Pa oa deuet Republik Iwerzhon e-barzh an Unaniezh he doa asantet ne vije ket roet ur statud ofisiel leun d'an iwerzhoneg, daoust ma'z eo yezh ofisiel kentañ ar Republik, a-raok ar saozneg. Ne oa bet troet nemet un nebeud testennoù diazez en iwerzhoneg ha gant ar saozneg e rae dileuridi Republik Iwerzhon en ensavadurioù Unaniezh Euroa. Bremañ avat ez eo ofisiel an iwerzhoneg en Unaniezh, abaoe ar 1 a viz Genver 2007. Ar c'hatalaneg Daoust ha ma vez komzet gant meur a vilion a dud, kalz muioc'h evit un nebeud yezhoù ofisiel zo, n'eus gantañ statud ofisiel ebet e Unvaniezh Europa. Rakvonreizh Europa hag ar Yezhoù Embannet e oa bet ez-ofisiel Raktres Bonreizh Europa en 20 yezh ofisiel UE, en iwerzhoneg hag ivez e yezhoù teir bro a oa o c'hortoz gouzout hag-eñ e vefent laosket da vont e-barzh UE, d.l.e roumaneg, bulgareg ha turkeg. Yezhoù all komzet e Unaniezh Europa Ouzhpenn yezhoù kenofisiel Spagn hag an iwerzhoneg, bez' eus eus meur a yezh all a vez komzet e broioù UE hag a reer yezhoù rannvro pe yezhoù bihanniver anezhe hag n'o deus tamm statud ofisiel ebet e UE, daoust dezhe bezañ anavezet a-wechoù en o bro orin gant ar Stad-ezel e lec'h ma vezont komzet. A-wechoù zoken e vez komzet ar yezhoù nann-ofisiel-se gant muioc'h a dud evel re yezhoù ofisiel bihan-niver evel ar malteg. En o zouez e kaver ar re-mañ: Yezhoù Frañs Yezhoù ar Rouantelezh Unanet Gouezeleg Skos Kembraeg Skoteg Kerneveureg Frizeg ar c'hornôg Yezhoù bihanniver e Sveden Limbourgeg Alamaneg izel Luksembourgeg Frizeg Ladineg Mirandeg Yezhoù Samiek Sorbeg Walloneg N'eo ket ofisiel ken an doare yezh gresianeg anvet katharevousa. Daoust ha n'eo ket ul lezenn, Stadoù-ezel UE zo o deus sinet Karta Europa evit ar Yezhoù rannvroel pe minorel. Pegen barrek eo Europiz war ar yezhoù? War daolenn-mañ bet savet e 2000 e vez diswelet ar c'hementad a dud a lâre komz pep yezh ofisiel UAE pe evel yezh-vamm pe evel yezh estren: Notenn: En daolenn-mañ e vez anv eus yezhoù ofisiel UE pa veze enni 15 Stad-ezel, rak n'eus bet betek-henn keloù fresk diwar-benn stad an traoù er Stadoù-ezel nevez. Gwelet ivez Yezhoù Europa Yezhoù Unaniezh Europa Unaniezh Europa Rolloù
1405
https://br.wikipedia.org/wiki/Bevoniezh
Bevoniezh
Ar ger bevoniezh a zo bet savet diwar ar brezhoneg bev-, ur penngef hag a denn d'ar boudoù a zo buhez enno, ar bevien a vez graet anezho. Implijet e vez ivez an termen biologiezh, savet diwar ar gregach βίος = buhez ha λόγος = gouiziegezh. Ur skourr eus Skiantoù an Natur eo ha gouestlet eo da studi ar vuhez diwar an holl savboentoù a c'hell bezañ kavet : Skouerioù ha doareennoù ar bevien : loenoniezh, Louzawouriezh, mikrobevoniezh..., Frammadur ar bevien hag o mont en-dro a c'hell bezañ sellet outo diwar veur a savboent : molekul (bevoniezh volekulel), kellennoù (bevoniezh kelligel), organoù (bevoniezh an organoù), deskrivadur ar c'horfoù (anatomiezh), mont en-dro (fiziologiezh), Darempredoù ar bevien gant o endro (ekologiezh), Studi renkadurezh ar spesadoù liammet gant o istor pe emdroadel pe fullogenel ; sistematik a vez graet eus an dachenn-mañ. Savet ez eus bet meur a renkadurezh evit ar bevien goude ma oa bet kinniget gant ar Svedad Carl von Linné er kantved renkañ anezho e daou renadur : al loened hag ar plant. Bremañ e vez kinniget sistemoù kladistik gant muioc'h eget ugent renadur. Ar skiant a denn da studi ar vuhez eo ar vevoniezh, ha da gentañ ar mikro-organegoù hag a zo ar bakteri, ar c'huanobakteriennoù (?) hag ar mikroplasmoù, met an darn vuiañ eus ar vevoniourien n'eo ket evit sellout ouzh ar viruzoù, ar viroidoù hag ar prion evel bevien. Anvet eo kellennoù eukariot ar c'hellennoù a zo dezho an dafar genetek rodellet en ur galonenn ha gwarezet gant ur goc'henn. An organegoù-mañ a vez graet eukarioted anezho. Koulskoude ez eus organegoù unkellennek hag a zo o dafar genetek strewet e-barzh o c'hitoplasm hep kalonenn ebet. Ar seurt kellennoù-mañ a vez graet prokarioted anezho. Kelennoù bevoniezhel ha termenoù liammet outo Anatomiezh Bakteriologiezh Bevfizik Bevfizik molekulel Bevgimiezh Bevoniezh an diorren Bevoniezh an organoù Bevoniezh kelligel Bevoniezh volekulel Bevoniezh frammadurel Bioteknologiezh Bio-urzhiataerezh Ekologiezh Emdroadur Etologiezh Fiziologiezh Foueoniezh Fullogeneliezh Genetik Gwaredoniezh Kleñvedoù kontammus Louzawouriezh Mikrobiologiezh Morvevoniezh (Bevoniezh ar mor) Neurobiologiezh Onkologiezh Ontogeneliezh Paleontologiezh (pe Henouennoniezh) Pistriegiezh Rummataouriezh Suneriezh Taksonomiezh Istor Alphabetical list of bio sites Bevoniourien vrudet Albert Calmette Alexander Fleming François Jacob Robert Koch Félix Le Dantec Louis Pasteur Émile Roux Notennoù ha daveennoù Skiantoù diazez ha skiantoù an Natur
1406
https://br.wikipedia.org/wiki/Bev
Bev
Bev a zo ur ger brezhonek a gaver e meur a c'her kevrennek, hag a droienn. Anv-gwan Evel anv-gwan implijet da lavarout ez eus buhez, pe yec'hed, pe nerzh, en unan bennak pe en un dra bennak : Bev on c'hoazh. Leskiñ unan bennak en-bev. Evel-se eo e vez lavaret ez eo bev-buhezek, pe bev ar gwad e gwazhied unan bennak. Chom bev a ra an hini n'eo ket marv, pe un den, pe tan, pe gouloù e vije. Glaou bev zo glaou ruz. En aod vev emañ ar garreg a vez goloet ha dizoloet gant ar mor. An traezh bev eo an traezh goloet pa vez lanv. Douar bev a zo douar nevez aret. Yenik eo an amzer vev. Sevel a varv da vev a zo bevañ en-dro pa gomzer eus un den. a c'hell bezañ implijet evit pouezañ pa vez lakaet war-lerc'h un anv-gwan ; da skouer : fresk-bev, heñvel bev, gwadek-bev, noazh-bev, sklaer-bev. war-lerc'h un anv-kadarn : noz-bev (noz du-dall). Anv-kadarn Evel anv-kadarn a reer gantañ evit komz eus ur boud (den pe loen) a zo buhez ennañ, liester bevien, a zo danvez studi ar vevoniezh. Komz a reer eus korf ur bev. a dalv kement ha buhez el lavarenn e bev un den bennak, da lavarout eo tra m'eo bev ar bev eo lec'h ar brasañ kizidigezh, evel en droienn tizhet eo bet an den er bev. Implijet e vez dreist-holl e-barzh betek ar bev: Troc'het eo betek ar bev. Gwechall e talveze kement ha badeziant en dro-lavar: Seniñ a ra kloc'h an iliz evit ar bev hag ar marv. Korfadurezh troioù-lavar brezhonek
1410
https://br.wikipedia.org/wiki/Trefoedach
Trefoedach
E brezhoneg koulz hag e galleg (gwelet ar ger "patois") eo bet lakaet an dispriz war ar rannyezhoù en ur ober gant ar ger trefoedach pe trefoedaj. N'eo ket skiantel-rik an doare-lavar-mañ p'eo pal ar yezhoniezh studiañ pep doare-ober gant ar yezh en ur chom hep barnañ anezho ent-subjektivel. Gwelet ivez Doare yezh Notennoù ha daveennoù yezhoniezh
1412
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh%20bihanniver
Yezh bihanniver
Tennañ a ra an termen yezh bihanniver (saoz. minority language) d'an niver a dud a vez komzet ar yezh-se gante. N'eo ket kevatal atav na dre ret ur yezh minorelaet evel ar c'hatalaneg hag a vez komzet gant kalz muioc'h a dud evel gant yezhoù ofisiel Unaniezh Europa evel ar malteg da skouer ha n'int ket yezhoù minorelaet. Gwelet ivez Yezh vinorelaet Yezh nebeut implijet Bihanniver
1413
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh%20nebeut%20implijet
Yezh nebeut implijet
Setu an dermen a vez implijet gant Burev Europa evit ar galleg langue moins répandue. Ha koulskoude n'eo kevatal atav gant ur yezh vinorelaet evel ar galizeg hag a c'hell bezañ implijet kalz gant ur bern tud bemdez. Gwelet ivez: Yezh vinorelaet Yezh bihanniver Nebeut implijet
1414
https://br.wikipedia.org/wiki/Morfem%20stag
Morfem stag
Ur morfem stag zo ur morfem na c'hell ket bezañ implijet er yezh e-unan hepmuiken ha rankout a ra bezañ implijet dre e stagañ ouzh ur morfem stag all pe ouzh ur wrizienn, d.s. ur c'henger. E brezhoneg e kaver morfemoù stag boutin evel da skouer : "-idigezh", "-ded", "-erezh", ha "rak-" ha kement zo … hag ivez an dibennoù yezhadurel pa vez displeget ur verb (d.s. "kanomp"), merkoù al liester (d.s. "tadoù") hag ar stummoù benel (d.s. "sekretourez"), h.a. Gwelit ivez: Morfem Kenger Morfem distag Morfologiezh Morfologiezh
1415
https://br.wikipedia.org/wiki/Morfem%20distag
Morfem distag
Ur morfem distag zo ur morfem a c'hell bezañ implijet er yezh evel ur ger ennañ e-unan, da skouer "ki" ha "dour" er ger kevrennek "dourgi". Gwelit ivez: Morfem Morfologiezh Morfem stag Ger Leksema Morfologiezh
1417
https://br.wikipedia.org/wiki/Morfem%20kroui%C3%B1
Morfem krouiñ
Seurt morfemoù (saoz. 'derivational morpheme') a dalvez da grouiñ gerioù en ur c'hlas yezhadurel disheñvel, d.s. 'ober' (verb) -> 'oberiant' (anv-kadarn -> 'oberiantiz' (anv-gwan) Gwelet ivez: Morfologiezh Morfem Morfem mann Morfologiezh
1418
https://br.wikipedia.org/wiki/Morfem%20plegadel
Morfem plegadel
Gant ar morfemoù-mañ (saoz.: inflectional morpheme) ne vez ket cheñchet ster ur ger met kentoc'h e berzh en ur frazennoù. Merket e vez gant ar morfemoù plegadel amzer ar verboù, reizh ha niver un anv-gwan, h.a. Gwelet ivez: Morfologiezh Morfem Morfem mann Morfologiezh
1419
https://br.wikipedia.org/wiki/Niver%20%28yezhoniezh%29
Niver (yezhoniezh)
Ur renkad yezhoniel eo an niver a denn da hini un anv-gwan hag a c'hell levezoniñ ivez ar c'hlasoù yezhadur all evel ar verb hag an anv-kadarn. Peurliesañ e vez graet gant daou niver diazez nemetken : an unander (un dra) hag al liester (meur a dra). Yezhoù all, ar brezhoneg en o zouez, a ra gant niveroù all : daouder (furm daou ivez): pa vez daou dra, d.s 'lagad' -> 'daoulagad' trider (furm tri ivez): pa vez tri zra; nebeutder : (saozneg 'paucal') pa vez nebeut a draoù, met muioc'h evit un dra ha nebeutoc'h evit kalz traoù nullder : pa ne vez tra ebet strollder (furm stroll ivez): pa vez meur a dra kontet a-stroll, d.s 'gwez' (kv. 'gwezennoù' (liester) ha 'gwezenn' (unander)). Peurliesañ e vez merket an niver dre morfemennoù yezhadurel ispisial, d.s. '-où' e brezhoneg. Ar verboù a c'hell bezañ merket hervez niver ar sujed; skouer :. 'amañ e komz' (unander) hag 'amañ e komzont' (liester). Gerioù all a c'hell merkañ an niver ivez evel e saozneg 'this sheep' (unander) ha 'these sheep' (liester). Yezhoniezh
1420
https://br.wikipedia.org/wiki/Nominativel-akuzativel
Nominativel-akuzativel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen nominativel-akuzativel pe akuzativel hepmuiken evit komz eus ur yezh ganti ur steudadur morfologel-kevreadurezhel a verk en he morfologiezh ha/pe en he c'hevreadurezh arguzenn bennañ ur verb amtranzitivel (S: rener) en un doare heñvel ouzh graer ur verb tranzitivel (A), disheñvel merkadur o-daou diouzh un tu neuze diouzh hini arguzenn amskouer ur verb tranzitivel (O: renadenn), da lâret eo: S = A; O/P disheñvel Er yezhoù gante ur sistem morfologel anvet troadoù e vez merket ar renadenn eeun hervez reolennoù ar troad akuzativel ha rener ar frazenn hervez an troad nominativel. Setu ur skouer tennet diwar an alamaneg: Der Mann kam. "An den a deuas" Der Mann sah den Jungen. "An den a welas ar paotr" Merket e vez amañ an nominativel gant ar ger-mell gourel unander 'der' pa vez rener ar frazenn ha gant stumm akuzativel ger-mell gourel unander 'den' pa denn da renadenn eeun en eil frazenn tranzitivel. Ahendall, er yezhoù na implijont ket seurt sistemoù morfologel e vez merket an hevelep diforc'h hervez urzh an elfennoù er frazennoù. E saozneg, da skouer, e teu rener ar frazenn dirak ar verb hag an renadenn eeun da heul. Gwelet ivez Steudadur morfologel-kevreadurezhel Ergativel-absolutivel Kevreadurezh Nominativel-akuzativel
1421
https://br.wikipedia.org/wiki/Ergativel-absolutivel
Ergativel-absolutivel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen ergativel-absolutivel pe ergativel hepmuiken evit komz eus ur yezh ganti ur steudadur morfologel-kevreadurezhel a verk en he morfologiezh ha/pe en he c'hevreadurezh arguzenn bennañ ur verb amdranzitivel (S: rener) en un doare heñvel ouzh arguzenn amskouer ur verb tranzitivel (O: renadenn), disheñvel merkadur o-daou diouzh un tu neuze diouzh hini graer ur verb tranzitivel (A), da lâret eo: S = O; A disheñvel Er yezhoù a seurt-se ez eo rener ar frazenn a verv merket hervez reolennoù morfologiezh ar yezh-se, keit ha ma chom hep merk morfologel ebet pa vez rener ur verb amdranzitivel. Ne vez ket merket ivez renadennoù ar frazenn. Setu ur skouer tennet eus an euskareg: Frazenn amdranzitivel: 'Ni gizon naiz' Me'zo un den ('ni': absolutivel) Frazenn dranzitivel: 'Nik dut diru' Me am eus arc'hant ('ni': ergativel) Gwelet ivez Steudadur morfologel-kevreadurezhel Nominativel-akuzativel Kevreadurezh Ergativel-absolutivel
1423
https://br.wikipedia.org/wiki/Renadenn%20dra
Renadenn dra
Implijet e vez an termen-mañ, diwar levezon ar yezhadur gallek, evel pa vije heñvelster gant an termen renadenn eeun. Koulskoude, hervez ar yezhadur rik ez eo strishoc'h, ha sklaeroc'h, an termen renadenn eeun a c'heller enebiñ ouzh renadenn dieeun. Gwelout ivez Renadenn eeun renadenn dieeun Kevreadurezh Dra
1424
https://br.wikipedia.org/wiki/Renadenn%20verb
Renadenn verb
Hervez ar yezhoniezh eo ar renadenn verb (saoz. object) unan eus arguzennoù pennañ ur verb tranzitivel o tennañ, peurliesañ, da pal ar verb-se. Da skouer, ar verboù unandranzitivel-mañ (saoz. monotransitive) da heulh o deus renadennoù eeun (merket gant arouezennoù tev) nemetken: Hi a zebris an aval Koazeal brezhoneg a ra ar vrezhonegerion Ar verboù daoudranzitivel (saoz. ditransitive) o devez, diouzh o zu, div renadenn, anvet ar gouzañver (saoz. patient) hag ar resever (saoz. recipient). Merket e c'hell bezañ gant morfologiezh ar yezh ar perzhioù yezhadurel-se (gw. Nominativel-akuzativel). E meur a yezh e vez merket gouzañver ur verb daoudranzitivel en ur mod heñvel-mik ouzh an doare ma vez merket renadenn nemeti ur verb unandranzitivel. Neuze e vez graet renadenn eeun diouti. Merket en un doare disheñvel e vez resever ur verb daoudranzitivel hag e vez great renadenn dieeun outi. Peuliesañ gant ar yezhoù a implij traodoù yezhadurel evel al latin, e vez merket ar renadenn eeun hervez reolennoù morfologel an akuzativel keit ha ma vez merket ar renadenn dieeun en un daore disheñvel hervez reolennoù an dativel. E yezhoù all evel ar brezhoneg na implijont ket traodoù yezhadurel e vez anavet perzhioù ar renadennoù, eeun pe dieeun, hervez o lec'h er frazenn hag gant araogennoù, d.s.: Me a roas ul levr d'ar paotr (me = rener/graer; ul levr = renadenn eeun/gouzañver; ar paotr = renadenn dieeun/resever) E brezhoneg e talvez ar rannouigoù-verb a hag e hag ar c'hemmadurioù da diwel perzh an renadennoù en ur frazenn. E darn vrasañ yezhoù ar bed e teu ar renadenn verb goude ar verb. Bez' e c'hell renadenn ur frazenn dont da vezañ rener ar frazenn dre implijout an tu-gouzañv, d.s. Ul levr a voe lennet gant ar paotr (ul levr = rener/gouzañver; ar paotr = renadenn-oberour/graer) Gwelet ivez Renadenn eeun Renadenn dieeun Kevreadurezh Renadenn
1425
https://br.wikipedia.org/wiki/Renadenn%20eeun
Renadenn eeun
Ur verb unandranzitivel (saozneg : monotransitive) en devez ur renadenn eeun (merket gant lizherennoù druz izeloc'hik) nemetken hag a dalvez d'ar pezh a vez graet gant ar verb. Da skouer : Hi a zebras an aval. Kaozeal brezhoneg a ra ar vrezhonegerion. Notenn : Daoust ha ma vez graet ken alies all gant an termen renadenn dra eo kalz gwelloc'h ober gant an termen renadenn eeun rak damheñvel eo ouzh an termen yezhadurel all renadenn dieeun. E brezhoneg Strizh a-walc'h e vez urzh ar frazenn e brezhoneg. Goude ar verb e teu ar renadenn eeun a-raok ar renadennoù dieeun. Da skouer : Kemer a ran bemdez ma disglavier (fall). Kemer a ran ma disglavier bemdez (mat). Gwelet ivez Renadenn verb Renadenn dieeun Kevreadurezh Eeun
1426
https://br.wikipedia.org/wiki/Renadenn%20dieeun
Renadenn dieeun
Ar verboù daoudranzitivel (saoz. ditransitive) o devez div renadenn, anvet ar gouzañver (saoz. patient) hag ar resever (saoz. recipient). E meur a yezh e vez merket gouzañver ur verb daoudranzitivel en ur mod heñvel-mik ouzh an doare ma vez merket renadenn nemeti ur verb undranzitivel. Neuze e vez graet renadenn eeun diouti. Merket e vez resever ur verb daoudranzitivel en un doare disheñvel hag e vez graet renadenn dieeun outi. Peurliesañ, gant ar yezhoù a implij troadoù yezhadurel evel al latin, e vez merket ar renadenn eeun hervez reolennoù morfologel an akuzativel keit ha ma vez merket ar renadenn dieeun en un doare disheñvel hervez reolennoù an dativel. E yezhoù all evel ar saozneg, avat, e vez merket perzh pep renadenn hervez al lec'h ma vezont kavet er frazenn. E brezhoneg e vez merket seurt perzhioù gant ar rannigoù-verb 'a' hag 'e' hag o c'hemmadurioù. Gwelet ivez Renadenn verb Renadenn eeun Kevreadurezh Dieeun en:Object (grammar)#Types of object
1427
https://br.wikipedia.org/wiki/Verb%20unandranzitivel
Verb unandranzitivel
Ar verboù unandranzitivel (saoz. monotransitive) o devez un arguzenn hepken a reer ar renadenn eeun anezhi, da skouer: Hi a zebras an aval Kaozeal brezhoneg a ra ar vrezhonegerion Gwelet ivez: Verb tranzitivel Verb daoudranzitivel Renadenn Renadenn eeun Unandranzitivel
1428
https://br.wikipedia.org/wiki/Verb%20daoudranzitivel
Verb daoudranzitivel
Ar verboù daoudranzitivel (saoz. ditransitive) o devez div renadenn verb, anvet ar gouzañver/renadenn eeun hag ar resever/renadenn dieeun. Skouerioù: "Pêr a roas al levr da Yann" "Pêr": rener; "levr": gouzañver/renadenn eeun; "Yann": resever/renadenn dieeun Gwelet ivez: Verb tranzitivel Verb unandranzitivel Renadenn verb Renadenn eeun Renadenn dieeun Daoudranzitivel
1431
https://br.wikipedia.org/wiki/Ploeneg
Ploeneg
Ploeneg a zo ur gumun eus Kerne-Izel e kanton Douarnenez, e departamant Penn-ar-Bed, e Bro ar C'hab e kornôg Breizh. Graet e vez Ploenegerien eus an dud a zo o chom enni. An anv Plouhinec eo an anv ofisiel gallek. Ur gumun all e departamant ar Mor-Bihan a zo anvet Plouhinec ivez e galleg, met Pleheneg e brezhoneg. Lavaret ez eus e oa savet an anv diwar hini sant Winog, met faltazius e vije hervez lod. Dont a rafe kentoc'h eus ploe hag ethin (lann e henvrezhoneg hag e kembraeg), hag an dibenn -eg (evel en anv Banaleg). Douaroniezh War aod ar Meurvor Atlantel emañ Ploeneg e penn krec'h ur wareg aodoù hag a ya eus Beg ar Raz betek Beg Penmarc'h e Gevred a zo bet graet ar Gammell anezhi. Roc'hellek ha traezhennek tro-ha-tro eo an aod, kornôg-reter dre-vras e reteradur. E Norzh an aod e kaver un antiklinal etre ar mor ha traoñienn ar Gwaien dezhañ ur reteradur kenstur. Brezhoneg Ar Brezoneg er Skol 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol. Magouri Ar Vagouri-kêr "Les petits Korrigans" a ro un tañva d'ar brezhoneg. Istor Ragistor Kavet eo bet roudoù eus obererezh an Den eus ar re goshañ en ur gev war an aod e-kichen kêriadenn Menez-Dregan. 400 000 bloaz 'zo e oa bet enaouet un tan el lec'h-se, da lavaret eo roud koshañ un tan a zo bet kavet en Europa. Nepell eus ar c'hev e weler lec'h uhelañ kab ar Souc'h m'emañ nemorantoù teir zaol-vaen warnañ. Ac'hano e c'heller gwelout kement bag a dremen etre Beg-ar-Raz ha Beg Penmarc'h ken e soñj d'an hendraourien e oa ul lec'h arouezel en amzerioù koshañ. Dispac'h Gall Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Perrien, person, ha Kerdreac'h, beleg. Brezel-bed kentañ Mervel a reas 235 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 3,61% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911. E-touez an dud lazhet, en Emgann Rossignol : François Moullec, ganet e 1894. Eil brezel-bed Mervel a reas 105 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel. Brezel Korea Lazhet e voe ur c’horporal eus ar gumun e Myojang Myon d’ar 6 a viz Here 1952. Brezelioù didrevadennañ Brezel Indez-Sina Mervel a reas ur milour eus ar gumun e miz Du 1951 e That Khé en Tonkin er Viêtnam. Brezel Aljeria Mervel a reas daou vilour eus ar gumun. Monumantoù ha traoù heverk An iliz katolik. Monumant ar re varv, aozet gant René Quillivic; dilec’hiet e voe d’ar 15 a viz C'hwevrer 2012; luc’hskeudennoù. Plakenn ar besketaerien marvet d’an 1 a viz Ebrel 1917, luc’hskeudenn. Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun Karrnijour e oa. Mervel a reas e-pad an Eil Brezel Bed d'an 19 a viz Kerzu 1942 pa gouezhas e garr-nij Harrow (marilhet K7011) er mor. Emdroadur ar boblañs abaoe 1800 Melestradurezh Gevelliñ Liammoù diavaez Ploeneg war lec'hienn Geobreizh Notennoù ha daveoù Kumunioù Penn-ar-Bed Kumunioù Kerne Porzhioù Breizh Ar Brezoneg er Skol Repuidi Brezel Spagn e Breizh Bezioù-brezel ar C'hommonwealth e Penn-ar-Bed
1432
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh%20ofisiel
Yezh ofisiel
Ur yezh ganti ur statud ispisial en ur Stad, ur vro pe un dachenn resis eo ur yezh ofisiel. Aliezik a-walc'h e klot honnezh gant ar yezh a vez implijet evit sevel hag embann lezennoù ur vro bennaket, met broioù 'zo a c'hell ober ivez gant meur a yezh ofisiel pe kenofisiel ivez. Ret eo ober an diforc'h ivez etre ur yezh bihanniver anavezet en un doare ofisiel gant ur Stad pe ur vro bennaket hag ur yezh ofisiel-rik, rak daoust ha ma c'hell bezañ implijet ur yezh e skolioù ur vro pe c'hoazh evit kemennadennoù ofisiel ne dalvez ket dre ret kement-mañ e vefe anezhi ur yezh ofisiel. Da skouer e vez anavezet al ladineg hag ar sardeg gant Italia, met n'int ket yezhoù ofisiel ar Stad-se. An hanter eus holl vroioù pe Stadoù ar bed a zo gante ur yezh ofisiel. En o zouez emañ ar re a ra gant ur yezh ofisiel nemeti evel Albania, Frañs pe Lituania, ha koulskoude er broioù-se ez eus yezhoù lec'hel all hag a vez komzet enne. Broioù all, avat, a ra gant meur a yezh ofisiel evel Afghanistan, Belarus, Belgia, Bolivia, Kanada, Eritrea, Finland, India, Paraguay, Suafrika ha Suis. Broioù all evel Irak, Italia, Rusia pe Spagn o deus anavezet en un doare ofisiel ur yezh ofisiel nemeti evit ar Stad en he fezh e-kichen yezhoù all hag a dalvez da yezhoù kenofisiel e takadoù resis 'zo, da skouer ar spagnoleg a zo yezh ofisiel Stad Spagn a-bezh keit ha m'emañ kenofisiel ar spagnoleg gant ar galizeg e Kumuniezh emren Galiza. Un nebeud broioù pe Stadoù all, en o zouez Aostralia, Sveden hag ar Stadoù-Unanet n'o deus, diouzh o zu, yezh ofisiel ebet, nemet eo lodenn ar Stadoù diabarzh divizout pe yezh ofisiel a zo dezho (saozneg ha spagnoleg e Mec'hiko-Nevez, da skouer). Bez' e ranker ivez ober an diforc'h etre yezh ofisiel meur a vro bet trevadennet gant broioù Europa en amzerioù kent, aliezik a-walc'h saozneg pe galleg hag ar yezhoù a vez komzet gant an darn vrasañ eus an dud o vevañ eno. Diouzh an tu all, avat, a-drugarez d'ar vroadelouriezh hag ar stourm evit an iwerzhoneg e oa bet lakaet ar yezh vroadel-se da yezh ofisiel pennañ Republik Iwerzhon er mellad 8 eus he Bonreizh daoust ma vez komzet ar yezh-se gant un niver kalz bihanoc'h a dud er vro-se evit ar saozneg, anavezet evel eil yezh kenofisiel ar Republik. Ne glot ket atav, neuze, yezh ofisiel un takad pe ur vro hag ar yezh vroadel, d.s. bez' e c'heller lâret ez eo c'hoazh ar galleg yezh ofisiel nemeti e Breizh, met ar brezhoneg an hini eo ar yezh vroadel. Gwelet ivez: Politikerezh yezh Ofisiel Politikerezh yezh
1433
https://br.wikipedia.org/wiki/Mor-Bihan
Mor-Bihan
Ar Mor-Bihan (distaget: ), Morbihan e galleg hag ent-ofisiel (distaget: ), a zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da heul ar Reveulzi c'hall. E su-kreiz ar vro emañ, a-hed ar Meurvor Atlantel, Gwened eo ar pennlec'h anezhañ, hag ar 56 an niverenn roet dezhañ. An anv Pa oa bet krouet departamant ar Mor-Bihan e 1790 e voe darbet dezhañ bezañ anvet Côtes-du-Sud (Aodoù-ar-C'hreisteiz), peogwir e oa dres a-dal d'an departamant all Côtes du Nord. A-benn ar fin e voe anvet Morbihan diwar anv ar Mor Bihan, anv brezhonek ar pleg-mor a gaver er c'hreisteiz da gêr Gwened. Ar Mor Bras a vez graet eno eus ar Meurvor Atlantel hag ar Mor Bihan eo al lenn-vor, morlenn pe pleg-mor. Douaroniezh Bevennet eo gant departamantoù Penn-ar-Bed er c'hornôg, Aodoù-an-Arvor er norzh, an Il-ha-Gwilen er reter, al Liger-Atlantel er gevred, hag ar Meurvor Atlantel er su. Meur a aber a gaver war aodoù ar Mor-Bihan, hag anvet e vezont stêr e Bro-Gwened. E-leizh a inizi a zo er pleg-mor en deus roet e anv d’an departamant: Enizenac'h hag an Arzh eo ar re vrasañ anezho. Er-maez d’an aodoù ez eus pemp enez bras a-walc’h, peder anezho a zo annezet: Dirak ar pleg-mor emañ Meabann e-lec’h m’eo difennet mont en abeg d’ar mirva evned a zo eno. E mervent bae Kiberen: Enez Houad Enez Edig ar Gerveur Enez Groe (er-maez d'an Oriant) Hañv-c'hoañv e vez klouar-tre an hin. Lec’hioù 'zo e-giz Ledenez Kiberen pe ar Gerveur a zo brav-eston o hin (mikro-hin). Arondisamantoù ar Mor-Bihan Arondisamant Gwened Arondisamant an Oriant Arondisamant Pondi Istor Dispac'h gall E 1790 eo bet savet an departamant gant an darn vrasañ eus Bro-Wened, lodenn gevred Bro-Sant-Maloù, ul lodenn eus Kernev (er gwalarn, gant Gourin hag ar Faoued), ha darnoù eus Bro-Sant-Brieg ha Bro-Naoned (lez kleiz ar Gwilen). Roll ar brefeded 1936-1946 Brezhoneg Evel Aodoù-an-Arvor eo divyezhek departamant ar Mor-Bihan. Komzet vez brezhoneg er c'hornôg ha gallaoueg er reter. Ar Brezoneg er Skol 1934-1936: ar c'huzul-departamant a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol. Niver a vrezhonegerion ouzhpenn 48 000 brezhoneger en tu-hont da 18 vloaz en departamant-mañ (diwar an enklask Étude de l'histoire familiale savet gant EBSSA e 1999) 3183 skoliad a oa er skolioù Diwan hag er skolioù divyezhek brezhoneg-galleg en distro-skol 2005 : 451 skoliad er skolioù Diwan e-barzh 6 skol hag ur skolaj ; 1803 skoliad e klasoù divyezhek an deskadurezh kristen ; 929 skoliad e klasoù divyezhek an deskadurezh Stad; 36 kumun a zo ur skol Diwan pe ur skol zivyezhek enno. 3,8% eus bugale an departamant a zo skoliataet en div yezh er c'hentañ derez. Gwelet ivez Ar Mor Bihan. Bannoù ar Mor-Bihan Arondisamantoù ar Mor-Bihan Kantonioù ar Mor-Bihan Kumunioù ar Mor-Bihan Kuzulierion jeneral ar Mor-Bihan Liammoù diavaez Lec'hienn ofisiel ar c'huzul-departamant Lec'hienn ar stad c'hall en departamant (prefeti) Touristañ er Mor-Bihan Notennoù ha daveoù Mor-Bihan Departamantoù Breizh
1434
https://br.wikipedia.org/wiki/Politikerezh%20yezh
Politikerezh yezh
Meur a vro o deus savet ur politikerezh yezh a-benn sikour pe herzel ouzh ur yezh resis bennaket da vont war-raok er gevredigezh. Daoust ha m'emañ gwir ez eus bet savet seurt politikerezhioù a-hed an amzer da reiñ harp d'ur yezh ofisiel resis en ur chom hep ober mann ebet evit ar yezhoù all e oa tu da gavout eno ez eus bremañ muioc'h-mui a vroioù gante politikerezhioù yezh ispisial evit gwareziñ ha lakaat da vont war-raok yezhoù all hag a zo en arvar da vont da get. Er bed a-vremañ e vez komzet tost da 6 000 yezh disheñvel, met an hanter anezho a zo en arvar da vont da get a-raok fin an 21vet kantved. Meur a faktor a c'hell levezoniñ stad an traoù, da skouer an niver a dud a ra gant ar yezh-se, he statud kevredel hag all. Pal ar politikerezhioù yezh neuze a c'hell klask pe gwellaat pe gwashaat ar faktorioù-se a-benn lakaat ar yezh da vont war-raok pe war-gil. Meur a zoare politikerezh yezh resis a zo. Setu amañ da heul perzhioù an doareoù pennañ: Politikerezh enteuziñ Ur politikerezh enteuziñ a zo e bal gwanaat ur yezh bihan-niver dre lakaat an dud a ra ganti da vont kentoc'h gant ar yezh pennañ. Meur a wech e vez klasket dre lakaat e pleustr seurt politikerezhioù kreñvaat unvaniezh ur Stad bennaket daoust d'an diforc'hioù a c'heller kavout enni. Politikerezhioù yezh a seurt-mañ a vez kavet er broioù mañ, da skouer : Afganistan - Brazil - Frañs - Myanmar - Kiprenez - Timor-Lorosae - Gres - Indonezia - Iran - Irak - Pakistan - Siria - Tailand - Turkia - Vietnam Politikerezh nann-emell Seurt politikererezhioù yezh-mañ a laosk stad an traoù etre ar yezhoù komzet en ur vro da ziorren hep lakaat ar stad d'a emellout. Anat eo e vez gwashaet stad ar yezh minorelaet kazi bewech ma vez lakaat e pleustr seurt politikerezhioù. Talvezout a ra e gwirionez kement hag ober ez-ofisiel hep tamm politikerezh yezh ebet. Politikerezhioù yezh a seurt-mañ a vez kavet er broioù-mañ, da skouer : Angola - Arc'hantina - Aostralia - Aostria - Benin - Burkina Faso - Chile - Republik Demokratel ar C'hongo - Aod an Olifant - Kuba - Republik Tchek - Dominika - Ecuador - Gabon - Ghana - Alamagn - Jibraltar - Ginea -- Jamaika - Japan - Liechtenstein - Mali - Nicaragua - El Salvador - Arabia Saoudat - Senegal - ar Rouantelezh Unanet - Venezuela Poltikerezh diazezet war statudoù lezennel disheñvel Gant seurt politikerezhioù e vez roet ur statud lezennel ispisial d'ur yezh resis a-benn klask lakaat tud a ra gant yezh disheñvel da vevañ kichen-ha-kichen war ur memes takad. Peurliesañ, gant seurt politikerezhioù, e vez gwarantet gwirioù yezhel ar re a ra gant ar yezh pouezusañ pe muiañ komzet keit ha ma c'hell bezañ gwarezet war an dro gwirioù yezhel a ra gant ur yezh bihan-niver, h.a. Politikerezhioù yezh a seurt-mañ a vez kavet er broioù mañ, da skouer: Albania - Bosnia ha Herzegovina - Bulgaria - Sina - Estonia - Guatemala - Latvia - Lituania - Makedonia - an Izelvroioù - Paraguay - Kebek - Roumania - Slovakia - Sveden - Kembre Politikerezh evit kreñvaat ur yezh ofisiel Un doare politikerezh troet war-du an unyezhegezh a zo anezhi n'eus forzh peseurt politikerezh a seurt-mañ a glask kreñvaat plas ur yezh ofisiel. A-wechoù e vez klasket kreñvaat ur yezh vroadel, ha gwechoù all avat e vez klasket kreñvaat yezhoù trevadennel evel ar saozneg pe ar galleg dreist-holl abalamour d'ar pouez o deus er bed a-bezh. Politikerezhioù yezh a seurt-mañ a vez kavet er broioù mañ, da skouer : Albania - Aljeria - Andorra - Azerbaidjan - Kalifornia - Kambodia - Kolombia - Kroatia - Ejipt - Estonia - Frañs -Gres - India - Iran - Island - Italia - Japan - Koweit - Latvia - Lituania - Makedonia - Madagaskar - Maroko - Meksiko - Moldova - Montenegro - Nepal - Perou - Roumania - Serbia - Slovakia - Somalia - Spagn - Tunizia - Ouzbekistan - Vietnam - Voivodina Politikerezhioù dre sektorioù Politikerezh divyezhegezh pe teiyezhegezh Gant seurt politikerezhioù e vez klasket diorenn kevredigezhioù divyezhek. Meur a zoare diheñvel a vez da lakaat e pleustr seurt politikerezhioù. Politikerezh hervez gwirioù hiniennel distag diouzh un takad resis Gant ur politikerezh troet war-du an divyezhegezh diazezet war gwirioù hiniennel ha distag diouzh un takad resis e vez anavazet gwirioù pep hini d'ober gant n'eus forzh peseurt yezh ofisiel ne vern al lec'h m'en em gav er Stad-se. Belarus - Burundi - Kanada - Tchad - Djibouti - Hong Kong - Iwerzhon - Kenya - Kiribati - Malta - Nauru - Zeland-Nevez - Norvegia - Rwanda - Samoa - Suafrika - Tanzania - Tonga - Tuvalu Politikerezh hervez gwirioù hiniennel stag diouzh un takad resis Gant ur politikerezh troet war-du an divyezhegezh diazezet war gwirioù hiniennel met stag ouzh un takad resis e vez anavazet gwirioù pep hini d'ober gant yezhoù resis disheñvel hervez al lec'h m'en em gav er Stad-se. Kumuniezh Emren Euskadi - Katalonia - Inizi Faero - Finland - Galiza - Hawaii - Enez-Vanav - Nicaragua - Bro-Skos - Valle d'Aosta - Bro-Gembre Politikerezh dre takadoù Belgia - Kameroun - Grisons - Suis Politikerezh strategiel diazezet war al liesyezhegezh Politikerezh etrebroadelekaat Politikerezh yezh kemmesk Ofisoù Yezh Setu un nebeud liammoù da lec'hiennoù web ofisoù yezh Office québecois de la langue française (Ofis ar galleg Kebek) Ofis ar Brezhoneg Bwrdd yr Iaith Gymraeg (Ofis ar C'hembraeg) Bòrd na Gàidhlig (Ofis ar Skoseg) Foras na Gaeilge (Ofis an Iwerzhoneg) Gwelet ivez: Yezh ofisiel Politikerezh yezh
1436
https://br.wikipedia.org/wiki/Rummad
Rummad
Ur rummad a vez graet eus traou, tud pe loened a vez a-gevret atav pe da lakaat asambles. Ur rummad tud a zo ur bagad tud pe ar re o deus ar memes oad (a zo kevatal da remziad). A rummad da rummad (a rumm da rumm a vez kavet ivez) a zo ul lavarenn evit komz euz traou pe kealioù treuzkaset eus kenoadoù da genoadoù a heul. Ur rummad traoù (kentelioù, da skouer) a zo traou a zo kevreet pe en egor pe en amzer Ur rummad (elfenn renkadurezh) a zo ger pe gerioù implijet en ur sistem renkadurezh (pe sistem-rummata) evit henchañ Yann-Firboucher a-dreuz troidelloù ar ouiziegezh pe a-dreuz un dastumadeg bennak.
1441
https://br.wikipedia.org/wiki/Kimiezh
Kimiezh
Kimiezh (e gresianeg χημεία) a zo skiant ar materi hag e etreober gant an energiezh ha gantañ e-unan (doareoù all etreoberiañ a vez kavet e skiantoù ar fizik hag ar vevoniezh).O vezañ m'eo liesdoare ar materi, hemañ dreist-holl graet gant atomoù, peurvuiañ ar gimiourien a bled gant etreober an atomoù evit mont da vezañ molekulennoù hag a studi ivez an etreober a vez etre ar molekulennoù. Kelennoù pennañ ar gimiezh Dre voaz e vez rannet ar gimiezh etre un nebeud kelennoù bras, met kavet e vo ouzhpenn treuzkelennoù ha tachennoù-studi arbennik-kenañ. Biogimiezh Kimiezh elfennel Kimiezh fizikel Kimiezh nann-organel Kimiezh organel Tachennoù all : Elektrokimiezh Farmakologiezh Kimiezh an aergelc'h Kimiezh dreistvolekulel Kimiezh an endro Kimiezh galonennel Kimiezh ar polimerioù Kimiezh vezegel Skiantoù danvezel Termokimiezh Anvadur ar gimiezh Gwelet ar pennad pennañ : Anvadur ar gimiezh Kimiezh tt:Ximiä
1442
https://br.wikipedia.org/wiki/Katalaneg
Katalaneg
{{Yezh|anv=Katalaneg/Valensianeg|anveyezh='català/valencià' |skeudenn= |livfamilh=Indezeuropek |broiou= Spagn, Frañs, Andorra, Italia |rannved=Broioù Katalanek: Katalonia, Aragon, Rousilhon, Kumuniezh Valencia, Inizi Balear |komzet=6,5 milion aktivel, 12 milion pasivel|renkadur= |familh=Indez-Europek  Yezhoù Italek   Yezhoù Romanek    Yezhoù Italez-kornôg     Yezhoù Italez-kornôg ar C'hornôg      Yezhoù Galianek-Iberek       Yezhoù Iberez-Romanek        Yezhoù Reter-Iberek         Katalaneg |YezhOfisiel=Andorra; Katalonia, Inizi Balear, Valensia e Spagn; l'Alguer e Sardigna |akademiezh=Institut d'Estudis CatalansAcadèmia Valenciana de la Llengua |iso1=ca|iso2=cat|lizherennoù=CAT}} Ar c'hatalaneg (Català, Valencià) a zo anezhañ ur yezh romanek komprenet gant tost da 12 milion a dud e takadoù zo e Spagn, Frañs, Andorra hag Italia. An darn vrasañ eus an dud a ra gant ar c'hatalaneg a vez kavet e Spagn avat, dreist-holl e Kumuniezh Emren Katalonia. Pelec'h e vez komzet? An niver a dud a ra gant ar c'hatalaneg a zo etre 4 ha 12 milion. ,. Komzet e vez katalaneg el lec'hioù-mañ da-heul (eus an Hanternoz d'ar C'hreistez: Departamant ar Rousilhon e Frañs. Stad Andorra. Kumuniezh Emren Katalonia e Spagn. Lodenn reter Kumuniezh Emren Aragon e Spagn, a reer la Franja anezhañ (hag ez klok : la Franja de Ponent pe la Franja d'Aragó (tro Baixa Ribagorça, Llitera, Baix Cinca ha Matarranya ez ispisial). Kumuniezh Emren an Inizi Balear e Spagn. Kumuniezh Emren Valensia e Spagn, lec'h ma vez graet alies Valensianeg eus ar yezh. Un takad bihan e Kumuniezh Emren Mursia a reer el Carxe anezhañ. Kêr An Alguer e Sardigna. Graet e vez Broioù Katalanek (Katalanek: Països catalans) eus an holl lec'hioù-mañ, dreist-holl gant ar vroadelourion. Statud ar yezh Yezh ofisiel Andorra eo ar c'hatalaneg. Kenofisiel eo ivez e Spagn e Ranndirioù resis zo, d.l.e. Katalonia, an Inizi Balear ha Valensia, hag ivez e kêr An Alguer e Sardigna en Italia. N'en deus statud ofisiel ebet el lec'hioù ma vez komzet en Aragon nag e lec'h ebet all ma ra an dud gantañ, da sk. e Frañs. Rannyezhoù E 1861, Manuel Milà i Fontanals a savas un doare d'ober an diforc'h etre rannyezhoù ar c'hatalaneg a c'heller rannañ e daou du pennañ: katalaneg ar reter ha katalaneg ar c'hornôg. N'eus bevenn resis ebet etre an eil rannyezh hag eben abalamour d'an takadoù tremen a gaver kazi atav kenetreze (nemet, evel-just, evit ar pezh a denn da rannyezhoù an Inizi). Ouzhpenn-se, ez eus meur a isrannyezh disheñvel e-barzh pep rannyezh pennañ hag a c'heller isrannañ evel-mañ: {| border=0 cellspacing=10 cellpadding=10 | width="50%" valign=top bgcolor="#E7E7FF" | Katalaneg ar c'hornôg Katalaneg ar gwalarn Doare Ribagorça Doare Pallars Doare Tortosa Doare Lleida Valensianeg etre (a c'hell bezañ lakaet da valensianeg pe da gatalaneg ar gwalarn) Valensianeg an Hanternoz Valensianeg pouezet (valencià apitxat) pe kreiz-valensianeg Valensianeg ar c'hreisteiz Mailhorkeg Tàrbena hag ar Vall de Gallinera (Valensia) | width="50%" valign=top bgcolor="#E7E7FF" | Katalaneg ar reter Katalaneg an hanternoz pe rousilhoneg (Rousilhon) Doare Capcir Norzh-katalaneg etre Katalaneg ar c'hreiz Català salat Doare Barselona Doare Tarragona Doare Xipella Doare an Inizi Balear Doare Mailhorka Doare Menorka Doare Eivisa Doare An Alguer (Italia) |} Statud ar valensianeg Hogos pep skol-veur a zo ha tost an holl yezhourion a bled gant ar yezhoù romanek a zo a-du evit lavaret ez eo ar c'hatalaneg hag ar valensianeg an hevelep yezh, daoust d'an diforc'hioù rannyezhel a gaver etre an takadoù, ha ne glot ket ho harzoù gant re ar C'humuniezhioù Emren eveljust. Ur gudenn bolitikel kentoc'h evit yezhoniel eo neuze an diforc'h a vez graet etre an daou doare yezh-se, dreist-holl pa vezont lakaet da yezhoù disheñvel an eil diouzh eben. Trubuilhus a-walc'h eo evit gwir ar gudenn-mañ, avat, ha savet ez eus bet un doare-skrivañ ispisial evit ar valensianeg gant Akademiezh ar yezh-se a-benn brasaat an diforc'hioù etrezi hag ar c'hatalaneg a vez komzet e Katalonia dreist-holl. Gwir eo e c'heller gouzout dre e gomz hag-eñ e teu unan bennaket eus Katalonia pe eus Valensia, met ken gwir all ez eo n'o devez kudenn ebet evit en em glevet an eil gant egile. E gwirionez eo tostoc'h an doare yezh-se evit an doareoù yezh katalaneg a gaver en Inizi Balearez hag a vez diaes a-walc'h da gompren a-wechoù, ha koulskoude eo ral a-wech e vez klevet ez eo doareoù yezh an Inizi-se yezhoù disheñvel diouzh ar c'hatalaneg. Istor ar yezh Ar c'hatalaneg a voe diorroet en diwar al latin poblek e pep tu eus ar Pinineoù e Rousilhon, Empuries, Besalú, Cerdagne, Urgell, Pallars ha Ribagorça). Tost-tre e oa ar yezh-se ouzh an Okitaneg ha d'ar penn-kentañ e oa hogozik ur rannyezh okitanek hepmuiken. Pa deuas mare ar Reconquista e voe ledanaet tachenn ar yezh, kaset pelloc'h-pell betek Barselona, Tarragona, Lleida ha Tortosa, Rouantelezh Valensia o tizhout an Inizi Balearez hag ar gêr anvet l'Alguer e Sardinia. Etre an hag ar e teu ar c'hatalaneg da vezañ ur yezh pennañ tro-dro d'ar Mor Kreizdouar. Barselona a oa anezhi dija ur gêr a-bouez rak servijout a rae dreist-holl da borzh evit Impaelouriezh Aragon. D'ar mare-se, an holl skrivagnerion a save skridoù (estreget barzhoniezh avat) a implije an anv 'katalaneg' evit ar yezh-se e pep korn ma veze graet gant doare komz katalanek, da sk. Ramon Muntaner e Katalonia ha Ramon Llull e Mailhorka. Evit meur a abeg ez eas levezon Valensia war greskiñ ivez etre ar hag ar ha neuze e krogas an dud d'ober 'valensianeg' evit ar wech kentañ eus ar yezh a veze implijet gante kentoc'h eget 'katalaneg'. E-kerzh an kantved e cheñchas yezh an darn vrasañ eus kargidi uhel Valensia en ur gomz ha dreist-holl en ur skrivañ kentoc'h e spagnoleg eget e katalaneg. Al labourerion hag ar peurrest eus ar bobl o chom pe war ar maez pe er c'hêrioù a gendalchas d'ober gant o yezh-i avat. E penn-kentañ an e tegouezhas an emsav sevenadurel a reer Renaixença anezhañ. Gant-se e teuas meur a hini e-touez renkadoù uhel ar vro d'ober en-dro gant ar c'hatalaneg hag ar valensianeg. Santet e vez efedoù pozitivel an emsav-se hirie an deiz c'hoazh. E-pad diktatouriezh Franco (1939-1975) e oa difennet ober gant ar c'hatalaneg pe gant n'eus forzh peseurt 'yezh rannvro' all, da lavaret eo an euskareg hag ar galizeg. Goude marv Franco avat e voe roet ur statud kenofisiel d'ar c'hatalaneg ha bremañ e vez implijet er vuhez politikel, er skolioù hag all. Bez' ez eus ivez meur a bemdezieg e katalaneg, da skouer Avui, "El Punt" hag El Periódico de Catalunya (embannet e spagnoleg hag e katalaneg). Chadennoù skinwel ha skingomz publik ha prevez a zo ivez e katalaneg: Televisió de Catalunya (TVC), TV3 ha Canal 33 hag ivez ur chadenn geleier 24/24 anvet 3/24. Meur a chadenn lec'hel a zo ivez. Skouerioù Sed un nebeud frazennoù implijet alies e katalaneg: Katalaneg: Català salud: hola kenavo: adéu, adéu siau, a reveure mar plij: si us plau trugarez: gràcies, mercès digarez: perdó hemañ/homañ: aquest; aquesta pegement eo?: quant val?; quant és? ya: sí nann: no Ne gomprenan ket: No ho entenc Pelec'h emañ ar privezioù?: on és el bany? Yec'hed mat!: salut! Ha komz a rit brezhoneg?: Que parla el bretó? Ha komz a rit katalaneg?: Que parla el català? Gwelet ivez: Yezh minorelaet Politikerezh yezh Yezhoù Unaniezh Europa Associació d'Escriptors en Llengua Catalana Liammoù diavaez Institut d'Estudis Catalans Acadèmia Valenciana de la Llengua Ethnologue report for Catalan Catalan resources in the Web Geriadur Katalaneg-Saozneg . Learn Catalan online Wikivoyage - Catalan phrasebook Televisió de Catalunya Diari Avui - Kazetenn gatalanek Diari El Punt - Kazetenn gatalanek Catalan Wikibooks Diccionari Català del IEC Diccionari Català-Valencià-Balear. e katalaneg, embannet gant an Institut d'Estudis Catalans ha Editorial Moll. DACCO. Open source Raktres geriadur Saozneg-Katalaneg / Katalaneg-Saozneg. La langue catalane Katalaneg Yezhoù romanek Katalaneg
1443
https://br.wikipedia.org/wiki/Divyezhegezh
Divyezhegezh
Pa gomzer eus divyezegezh e vez pe diwar-benn tud gouest da gomz div yezh pe diwar-benn traoù divyezhek (skridoù, filmoù), pe diwar-benn skolioù, ha broioù zoken. Meur a zoare da vezañ divyezhek a zo e gwirionez avat. Divyezhegezh hiniennel Ez-ledan e c'hellfer lâret eo divyezhek an neb a oar ober gant div yezh pe en un doare pasivel pe en un doare aktivel e vefe. Peurliesañ avat e vez implijet en un doare strishoc'h an termen divyezhek evit tud a zo gouest d'ober gant div yezh en un doare ken flour hag unan bet desket ar yezhoù-se da yezh kentañ. Implijet e vez an termenoù damheñvel teiryezhegezh, pederyezhegezh ha liesyezhegezh evit an dud a oar teir, peder yezh pe ouzhpenn. Isrannet e vez an divyezhegezh hiniennel hervez barregezh an den war bep yezh: Divyezhegezh kempouez (saoz. 'coordinate bilingualism'): Bep termen pe frazenn a denn e penn an hini a oar an div yezh d'ur mennad disheñvel hervez ar yezh ma vez implijet gantañ. Da skouer, n'eo ket heñvel evit un hini a oar brezhoneg kement hag ar galleg a seurt-mañ ar perzhioù a denn d'ar ger 'ki' diouzh un tu hag ar ger 'chien' diouzh an tu all. Peurliesañ o devez an dud divyezheg-mañ ur pouez-mouezh pe un taol-mouezh kreñvig a-walc'h. Alies a-walc'h e vez kavet tud divyezhek a seurt-mañ e Kebek. Peurliesañ e vez kavet divyezhegezh kempouez pa reer gant div yezh komzet gant kumuniezhioù yezh ha sevenadur hag a chom digemmesk an eil diouzh eben. Divyezhegezh kevrennek (saoz. 'compound bilingualism'): Disheñvel-tre eo an doare divyezegezh-mañ diouzh an hini displeget a-is rak en darvoud-mañ e tenn ar gerioù heñvelster d'an hevelep mennadoù e penn an dud a ra gant an div yezh-se. Evite, da skouer, e tenn ar gerioù 'ki' hag 'chien' dres d'ar memes tra. Peurliesañ n'o devez kudennoù ebet, pe kalz nebeutoc'h a gudennoù, evit distagañ en un doare reizh pep hini eus an div yezh komzet gante. Kavet e vez an doare divyezegezh-mañ dreistholl el lec'hioù ma vet komzet ur yezh bihan-niver pe c'hoazh gant tud o deus desket un eil yezh (L2) en un doare flour ha disi.. Divyezhegezh digempouez (saoz. 'subordinate bilingualism'): En darvoud mat eo ret treiñ eus ar yezh kentañ a-benn kavout ar gerioù hag ar frazennoù en eil yezh. Kavet e vez alies-tre seurt divyezhegezh gant tud a zo o paouez kregiñ da deskiñ un eil yezh pe n'int ket barrek-tre warni. Sañset eo uhel live kognitivel an dud en daou rummad divyezegezh kentañ (kempouez ha kevrennek) hag aezetoc'h eo dezhe dre vras deskiñ yezhoù all warlerc'h evit an dud na oar nemet ur yezh. Divyezhegezh kevredel En ur gumuniezh divyezhek n'eo ket an holl o chom enni a dle bezañ divyezhek dre ret avat. Pa c'hell an holl dud en ur gumuniezh ober gant ur par yezhoù e vez ranket an divyezegezh kevredel-se a seurt-mañ : Brizhdivyezhegezh (saoz. 'diglosia') : Setu penaos e vez graet eus ur gumuniezh a ra gant div yezh gante ur renkad kevredel disheñvel, da lâret eo e vez implijet unan eus an div yezh evit ober dreist-holl dre gomz war dro traoù an ti, ar familh, ar buhez prevez hag all keit ha ma vez implijet an eil hini evit darvoudoù a live uhel pe formel ha dreist-holl dre skrid. Alies-tre e vez kavet seurt divyezegezh e brioù Europa e lec'h ma reer gant ur yezh rannvro evel e Kembre (kembraeg-saozneg) pe c'hoazh e Breizh (brezhoneg-galleg). Kenyezhegezh (saoz. 'ambilinguism') : Ar c'hontrol-mik eus ar pezh a c'hoarvez pa vez komz eus brizhdivyezhegezh (pe diglosia). Diaezet a-walc'h eo e gwirionez kavout takadoù ma vez graet gant div yezh disheñvel hep ma vefe graet un diforc'h etre darvoud-implij ur yezh ha darvoud-implij eben. Peurliesañ e vez kavet seurt divyegezgezh a bep tu d'ur vevenn yezhel ha politikel. Damdivyezhegezh (saoz. 'bipart-lingualism') : Setu penaos e vez lâret pa vez klevet meur a yezh war un takad-douar bihanik a-walc'h hag e lec'h ma vez unanyezhek an darn vrasañ eus an dud o vevañ eno hep na vefe kalz a darempred etre an dud a ra gant pep yezh evel e broioù ar Balkanoù. Divyezhegezh ha darempred Pa en em gav tud disheñvel e sav diwar an emgav-se un doare darempred. Pa fell d'an dud diswel kengred gant ur re dud bennaket e vez klasket perzhioù boutin kenetreze, da skouer ober gant ur yezh anavezet gant an holl. D'ar c'hontrol, avat, e c'hell kavout c'hoant an dud diskwel ez int disheñvel diouzh ar re all ha neuze e vez klasket lakaat war wel perzhioù evit ober an diforc'h, evel ober gant ur yezh resis disheñvel diouzh an hini a ra a re all ganti. Meur a dud divyezheg, met n'eo ket an darn vrasañ dioute avat, a ra gant ar 'kemm-yezh' (saoz. 'code switching'), da lâret eo kemm-digemm etre ur ur yezh hag eben. A-wechoù eo ar c'hoant diskwel ez eur a-du ha kengred gant ar re all abeg ar c'hemmoù yezh-se. Alies eo ivez un doare da ziskoulmañ kudennoù en ur glask gerioù en ur yezh chomet hep bezañ diorret pe pa n'eo ket bet skoliataet an dud dre ar yezh-se evel a degouezh gwall alies gant yezhoù evel ar brezhoneg hag ivez gant envroidi. Gwelet ivez: Diglosia Politikerezh yezh Yezh bihan-niver Unyezhegezh Enepdivyezhegezh Sokioyezhoniezh
1444
https://br.wikipedia.org/wiki/Loenoniezh
Loenoniezh
Al loenoniezh eo ar skiant savet diwar studi al loened. Emañ e kenskej meur a gelenn : studi emdroadur ar spesadoù an henouennoniezh an etologiezh ar vorfologiezh an anatomiezh an ekologiezh Al loenoniourien o deus klasket rummata ar bevien (plant ha loened) hervez o dezverkoù fizikel. Ar c'helenn a bled gant rummatadur ar bevien eo an daksinomiezh Roll al loenonourien vrudet Skiantoù diazez ha skiantoù an Natur Skiantoù ar Vuhez
1447
https://br.wikipedia.org/wiki/Yezhadur%20hollek
Yezhadur hollek
Ar yezhadur hollek (saoz. 'Universal grammar') a zo anezhañ un deorienn yezhoniel a glask lakaat war-wel ar perzhioù yezhadur hollek, da lâret eo ar perzhioù boutin a c'heller kavout en holl yezhoù. Pal enklaskoù a seurt-mañ a glask displegañ penaos e vez desket ar yezhoù gant an dud evit ar wech kentañ rak krediñ a ra lod ez eo bezañ gouest da deskiñ ur yezh ur perzh a-ouenn evit an dud. Faos e vefe krediñ avat e souten an deorienn-mañ ez eo peurheñvel yezhadur pep yezh, met kentoc'h e vez roet ganti un nebeud reolennoù evit diswel liammoù don etre strukturioù yezhoniel zo a-benn displegañ, war e dro, panaos e ra ar vugale evit deskiñ sevel frazennoù reizh en yezh kentañ ken buan all. Bountet e oa bet al labour war an dachenn-mañ evit ar wech kentañ gant Joseph Greenberg o labourat dreist-holl gant perzhioù boutin kevreadurezh 30 yezh disheñvel. Ur 'perzh hollek' a zo ur perzh hag a zo gwir atav evit pep yezh pe d'ur perzh a vez kavet alies e meur a yezh. Da skouer : Pep yezh he deus atav anvioù kadarn ha verboù. Pep yezh (estreget yezhoù sinet are re vut) he deus atav kensonennoù ha vogalennoù. Liammoù strizh ez eus etre al labour enklask war an dachenn-mañ ha tachennoù all evel tipologiezh ar yezhoù hag an doare ma vez dielfennet ar yezhoù en empenn. Graet e vez an diforc'h etre ar perzhioù hollek rik diouzh un tu hag ar re ampleg diouzh an tu all: 'Perzhioù hollek rik' (saoz. absolute universals): Ar perzhioù hollek rik a zo gwir atav hag evit pep yezh, da skouer : Pep yezh he deus atav anvioù kadarn ha verboù. Pep yezh (estreget yezhoù sinet are re vut) he deus atav kensonennoù ha vogalennoù. Ret eo anzav n'eus ket kalz a reolennoù a seurt-mañ da gavout e-touez holl yezhoù ar bed e gwirionez, avat. 'Perzhioù hollek ampleg' (saoz. implicational universal): Ar perzhioù ampleg a vez urzhiet a seurt ma vez liammet ur perzh resis gant unan all, da lâret eo, 'bewech ma vez kavet X e vez kavet ivez Y', da skouer : Pep yezhoù ganti un trider he do atav ivez an daouder Pep yezh ganti kensonennoù dre c'hwezhañ he do (pe he defe bet) ivez kensonennoù stokus. 'Perzhioù damhollek' (saoz. universal tendancies) A-hendall, hervez ar statistikoù, daoust ha ma vez faos ur perzh yezhadurel evit un nebeudik yezhoù zo, e c'hell bezañ c'hoazh ur perzh damhollek evit an darn vrasañ eus yezhoù ar bed. Seurt perzhioù damhollek a c'hell bezañ ampleg pe rik diouzh o zu ivez. Setu ur skouer o tennañ d'ur perzh yezhadurel damhollek rik: An darn vrasañ eus yezhoù ar bed o deus kensonennoù dre fri An darn vrasañ eus ar perzhioù damhollek a zo ampleg avat, dres evel ar perzhioù hollek. Setu ur skouer o tennañ d'ur perzh yezhadurel damhollek ampleg: Peurliesañ e vez kavet araogennoù en ur yezh a ra gant an urzh Rener-Renadenn-Verb (SOV). 'Tabutoù' Bez ez eus ivez ur re yezhonourion hag o deus savet a-enep d'an deorienn-mañ. Hervez Michael Tomasello, da skouer, ez eo gouest ar vugale da deskiñ yezhoù hep ma vefent ganet gant ur re reolennoù yezhadurel en o empenn endeo. Hervezañ, n'eus tu ebet da diskwel eo c'hell bezañ faos seurt teoriennoù rak ne raent nemet deskrivañ perzhioù yezhoù zo hep gallout mont pelloc'h ha reakwelet ar pezh a c'hellfe degouezhout en ur yezh bennaket pe get. Ha koulskoude, alies e vez savet damkanoù a seurt-se gant ar re o deus fiziañs e gwirionez ar 'yezhadur hollek - re alies, marteze, rak n'eo ket ral dezhe rakwelet traoù na c'hoarvez ket e gwirionez pe c'hoazh chom hep rakwelet traoù a c'hoarvez e yezhoù zo. Liamm diavaez: Kentelioù gant Skol-Veur Penn (SUA) Yezhoniezh
1448
https://br.wikipedia.org/wiki/Daousistem
Daousistem
Un termen o tennañ da tachenn studioù ar rannyezhoù eo daousistemek. Lâret e vez ez eo daousistemek ur yezh bennak p'he deus daou pe muioc'h a yezh unvan. Unan eus skouerioù brudetañ ur yezh zaousistemek eo ar serbeg-kroateg hag a zeuas da vezañ div yezh heñvel-poch, pep hini gant he doare-skrivañ ha reolennoù yezhadur. Marteze a-walc'h e c'hellfer lâret ez eo ar brezhoneg ur yezh daousistemek pe liessistemek dre implij skritur ha doareoù yezh disheñvel. Gwelet ivez Izoglos Rannyezh Yezh Ausbau yezhoniezh
1451
https://br.wikipedia.org/wiki/Peurunvanidigezh
Peurunvanidigezh
Er fizik e vez klasket Peurunvanidigezh ar pevar nerzh a zo bet diskuliet betek-henn. An nerzhioù-mañ a zo abeg an etreoberioù a gaver e live ar molekulennoù, an atomoù hag ar rannigoù hag a zo enno (cf. Fizik ha Kimiezh). Ar pevar nerzh diazez a zo : ar gravitadur an dredanwarellegezh an etreober gwan pe an nerzh gwan an etreober kreñv pe an nerzh kreñv Ma vije tizhet ar Peurunvanidigezh (hini teoriennoù ar fizik kwantek) e vije lakaet a-blom teorienn ar relativelezh hollek hag hini mekanikerezh ar c'hwanta. Emañ an hini gentañ war ur skeul vras hag an eil war ur skeul vihan. Klasket e vez unvaniñ anezho dre teorienn gravitadur ar c'hwanta. Ar glaskerien o deus graet berzh p'o deus unvanet teorienn an elektromagnetouriezh hag an etreober gwan evit sevel an teorienn elektrogwan. Teoriennoù all evit unvaniñ an nerzhioù n'o deus kendrec'het an holl fizikerien, met n'eo ket echu an enklask. Fizik damkanel
1452
https://br.wikipedia.org/wiki/Euskareg
Euskareg
Ur yezh digenvez eo an euskareg, pe euskara pe euskera, pe baskeg, yezh c'henidik Euskal Herria (pe Bro-Vask) etre mervent ar Stad c'hall e departamant gall ar Pireneoù-Atlantel ha biz Spagn, e kumuniezhoù emren Euskadi ha Nafarroa. Renkadur ar yezh An euskareg unvan N'oa ket bet skouriekaet stumm skrivet a-raok 1968 diwar atiz an Ertzaindia a zo un atebegezh ofisiel ganti (un akademiezh roueel eo). Prientet e voe kinnigadennoù gant ur bodad skrivagnerien ha yezhoniourien a dalc'has abadennoù studi e Baiona (Lapurdi) e 1964-1965. Da geñver an 50vet bloavezh an akademiezh lidet e santual Arantzazu e voe degemeret furmoù unvan a-dreuz liesseurted an euskareg. Ar yezhoniour, politikour ha skrivagner, Txillardegi, en doa kinniget darn vuiañ ar grafoù. Pa veze troet an euskareg skrivet war zu stummoù Lapurdi ha Nafarroa, e yeas muioc'h war zu re Gipuzkoa. An euskareg skouer a vez graet an euskal batua hag e vez implijet ez-ofisiel er Gumuniezh emren, en deskadurezh ha muioc'h mui er mediaoù. Pelec'h e vez komzet? Komzet e vez, e meur a zoare disheñvel, e Kumuniezh Emren Euskadi (Spagn) dreist-holl el lec'h m'he deus ar yezh-se ur statud ispisial hag emañ ar Gouarnamant Damemren (Eusko Jaurlaritza / Gobierno Vasco), ar strollad broadelour EAJ-PNV (Euzko Alderdi Jeltzalea / Partido Nacionalista Vasco) en e benn, o klask lakaat ar yezh da vont war-raok dre lakaat e pleustr ur politikerezh yezh efedus-tre. Komzet e vez ar yezh ivez e lodenn Norzh Kumuniezh Forel Nafarroa (spagnoleg : Navarra). A-hend-all e vez komzet ivez el lec'hioù er Pireneoù-Atlantel a denn ez istorel da dachenn yezh an euskareg (ha n'eo ket hini ar gwaskoneg avat). Statud ofisiel Ur statud kenofisiel leun he deus ar yezh euskarek e Kumuniezh Emren Euskadi hag ur statud damofisiel e lec'hioù resis zo eus Kumuniezh Forel Nafarroa. N'he deus ar yezh-se statud ofisiel ebet el lec'hioù ma reer ganti er Republik c'hall. Rannyezhoù Bez' ez eus c'hwec'h rannyezh pennañ hervez ar proviñsoù istorel: biskaeg (e Bizkaia, spagn. Vizcaya); gipuzkoeg (e Gipuzkoa, spagn. Guipúzcoa); uhel-nafarroeg (e Nafarroa, spagn. Navarra); izel-nafarroeg (e Nafarroa Beherea, gall. Basse Navarre); lapurdieg (e Lapurdi, gall. Labourd); zuberoeg (Souletin) (e Zuberoa, gall. Soule). Yezhadur Perzhioù boutin en deus an euskareg gant ar yezhoù kaokazek kentoc'h evit gant an darn vrasañ eus ar yezhoù-all a vez komzet en Europa. Disheñvel-tre eo yezhadur an euskareg diouzh yezhoù indezeuropek Europa ar C'hornôg o vezañ ma'z eo ur yezh ergativel-absolutivel ha n'eo ket unan nominativel-akuzativel. Unan eus an diforc'hioù pennañ all a denn da liesdisplegadur ar verboù : displeget e vez ar verboù-skoazell evit lakaat war-wel niver ha gour ar rener met ivez niver ar renadenn eeun ha hini ar renadenn ameeun. Nor-nori-nork a vez graet eus an doare-mañ da zisplegañ ar verboù en euskareg. Da skouer : Martinek egunkariak erosten dizkit Da lâret eo: Martin a bren kelaouennoù din. Rener ur frazenn gant ur verb trazitivel eo Martin ha neuze e vez merket ez-morfologel dre ouzhpennañ al lost-ger -(e)k > Martinek. Ergativel eo an anv kadarn-mañ neuze. Renadenn eeun ar frazenn eo "egunkaria". Liester eo ar ger-mañ ivez hervez al lost-ger -ak > eugunkariak. Absolutivel eo an anv-kadarn-mañ neuze. Ar verb a zo erosten dizkit, ennañ erosten, seurt tro-c'hraus, hag erosi eo anv verb ar verb pennañ, implijet amañ dindan ur stumm ispisial erosten' (un tammig evel o prenañ). Da heul e teu ar verb sikour displeget dizkit hag a c'heller dielfennañ evel-mañ: di- merk ur verb daoudranzitivel en amzer vremañ; -zki- merk liester ar renadenn eeun; ha -t merk ar renadenn dieeun. Geriadur Dre darempredoù gant ur bern yezhoù all a-hed an amzer eo deuet an euskareg da vezañ levezonet gante, dreist-holl war dachenn ar gerioù. Amprestet zo bet ganti evel-se gerioù diwar al latin, ar spagnoleg, ar galleg hag ar gwaskoneg. Hervez studierion zo, e teufe an hanter eus an holl c'herioù implijet gant an euskareg eus al latin met diaes-tre eo anavezout ar gwriziennoù latin rak cheñchet kalz eo bet an doare d'o distagañ, da skouer: lore ("bleunienn") diwar florem; gela ("kambr") diwar cellam. Gerioù ha frazennoù skouer: Bai = Ya Ez = Nann Kaixo!, Agur! = Salud! Agur!, Adio! = Kenavo! Ikusi arte = Ken 'vi gwelet! Eskerrik asko! = Trugarez! Egun on = Demat Mesedez = Mar plij Barkatu = Digarezit ac'hanon Komunak = Privezioù Komuna non dago? = Pelec'h emañ ar privezioù? Non dago tren-geltokia? = Pelec'h emañ ar porzh-houarn? Ba al da hotelik hemen inguruan? = Pelec'h emañ al leti tostañ? Zorionak = Gouelioù mat! (Evit Nedeleg hag ar Sant-Jilvestr) Ez dut ulertzen = Ne gomprenan ket Ez dakit euskaraz = Ne gomzan ket euskareg Ba al dakizu ingelesez? = Ha komz a rez saozneg? Zein da zure izena? = Pe anv out? Ongi etorri! = Degemer mat! Egun on denoi = Demat d'an holl! Berdin / Baita zuri ere = Dit-te ivez! (d. s. goude Kaixo pe Egun on) Jakina! Noski! = Mat eo! Nongoa zara? = Eus belec'h out? Non dago...? = E pelec'h emañ...? Badakizu euskaraz? = Ha komz a rez euskareg? Bai ote? = Dam ya 'ta? Bizi gara! = Bev omp! Bagarela! = Ni ivez (respont) Topa! = Yec'hed mat! Hementxe! = Du-hont/ Du-mañ! Geldi! = Paouez 'ta! Lasai = Rez ket bil Ez dut nahi = N'em eus ket c'hoant Levrlennadur KOSTIOU Jeremi, EhKz, ur media evit ar yaouankiz, e-barzh Ya !, niv. 441, miz Du 2013, p. 3. KOSTIOU Jeremi, Stourm evit ar vachelouriezh en euskareg penn-da-benn, e-barzh Bremañ, miz Mae 2014, n°391. Liammoù diavaez Ethnologue Kreizenn Studioù an Euskareg, Skol-Veur Nevada (SUA) Troidigezhioù e brezhoneg. Da lenn evit netra war https://web.archive.org/web/20131105135305/http://www.kembre-breizh.org.uk/ Breuddwydion yn y Gogledd / Huñvreioù en hanternoz skornet (Ametzak iparralde izoztuan) gant Bernardo Atxaga troidigezh divyezhek gant Rhisiart Hincks e Breizh-Llydaw tud. 31 rhif 49, Eost 2008 Dirgelion y Swyddfa / Kevrinoù ar Burev (???) stori fer gan Patxi Zubizarreta troidigezh divyezhek gant Rhisiart Hincks e Breizh-Llydaw tud. 31 rhif 36, Eost 2007 Dau Asyn / Daou Azen (Bi Asto) stori fer gan Pernando Amezketarra, 2001 troidigezh divyezhek gant Rhisiart Hincks e Breizh-Llydaw tud. 25 rhif 42, Genver 2006 Esgidiau Rhad / Botou Marc'had Mad (Oenataku Merkeak) stori fer gan Pernando Amezketarra, 2001 troidigezh divyezhek gant Rhisiart Hincks e Breizh-Llydaw tud. 24 rhif 43, Mae 2006 Y Fendith / Ar Benediste (Aitaren eta ...) stori fer gan Pernando Amezketarra, 2001 troidigezh divyezhek gant Rhisiart Hincks e Breizh-Llydaw tud. 24 rhif 41, Eost 2005 Skrid divyezhek diwar-benn Patxi Zubizarreta - Llydaweg/Cymraeg. gant Rhisiart Hincks e Breizh-Llydaw tud. 16 rhif 44, Eost 2006 Pennad diwar-benn ar Wikipedia euskarek : http://basquetribune.com/the-basque-wikipedia-local-knowledge-gone-global-and-back/ Yezhadurioù war-linenn Skol-Veur Euskadi: Yezhadur berr an euskareg Taolennoù gant verboù an euskareg Yezhadur berr an euskareg gant Larry Trask Un nebeud gerioù en euskareg gant Larry Trask Geriadurioù war-linenn Geriadur euskareg-saozneg-euskareg Nola Erran, geriadur galleg-euskareg Yezhoù Spagn Yezhoù Frañs Euskareg
1457
https://br.wikipedia.org/wiki/Verb
Verb
Ar verb zo unan eus div elfenn ar frazenn, hag ar rummenn yezhadurel karget da verkañ an ober (d.s degas, lenn), pe un darvoud (d.s. kreskiñ, lugerniñ), pe ur stad (d.s. bezañ, bevañ). Skouerioù: Yann a lenn. Krampouezh a zebromp. Stummoù ar verb a c'hell chench kalz a yezh da yezh. Setu un nebeud faktorioù a c'hell bezañ diskwelet gant ur verb (pe get): an amzer (saoz. tense); an arvez (saoz. aspect); an doare (saoz. mood) hag; an tu (saoz. voice). A-hendall e c'hell bezañ displeget evit klotaat gant: gour (saoz. person) ar rener niver (saoz. number) ar rener reizh (saoz. gender) ar rener niver ur renadenn, hag all. Fiz ar verboù Pep verb a c'hell kaout un niver a arguzennoù o vont da unan betek tri. fiz (saoz.valence pe valency) ar verb e vez graet eus an niver-se. Renket a c'hell bezañ ar verboù neuze hervez o fiz: Verboù amdranzitivel (fiz = 1) Gant ar verboù-mañ ne vez nemet ur rener hepmuiken, d.s.: redek a ra pe kouezhañ a ra; Verboù unandranzitivel (fiz = 2) Ouzhpenn ar rener, ar verboù-mañ a c'hell bezañ implijet gant ur renadenn eeun, d.s.: emañ o tebriñ pesk; komz brezhoneg a ra. Verboù daoudranzitivel (fiz = 3) Ouzhpenn ar rener hag ur renadenn eeun, ar verboù-mañ a c'hell bezañ implijet gant ur renadenn dieeun, d.s.: reiñ a reas ul levr dit; "dezhi en doa kaset ar bleunioù Verboù dibersonel (fiz = 0) Kalz raloc'h eo verboù gante ur fiz kevatal da 0, da lâret eo hep rener. Kavet e verboù dipersonel seurt-se e portugaleg, d.s. chove hag ivez e brezhoneg glav a ra. Verb-stagañ Ur verb-stagañ (pe kouplenn) a zo anezhañ ur ger a dalvez da liammañ ur rener gant un doareenn hag a zo kevatal gantañ, da skouer:ma c'harr-tan eo hennezh - rener + verb-stagañ + raganv doareennma gwreg eo ar vaouezh-se - rener + verb-stagañ + anv-kadarn doareenn E meur a yezh ez eus ur rummad verboù ispisial evit ober war-dro ar perzhioù-se hag a vez verboù-stagañ oute. E meur a yezh, evel en arabeg da skouer, ne vez implijet verb-stagañ ebet, dreist-holl en amzer vremañ. Implijet e vez strukturioù disheñvel evit ober an diferc'h etre frazennoù deskrivañ ha frazennoù stagañ rik. Da skouer en arabeg: الكتب كبير al-kitab kabiir ("al levr a zo bras'") - verb-stagañ ebet الكتب الكبير al-kitaab al-kabir ("al levr bras") - verb-stagañ ebet + adimplij ar ger mell strizh E yezhoù all evel ar sineg avat, e vez graet un diforc'h etre ar verboù a dalvez da zeskrivañ ar rener diouzh un tu (d.s. verb = 0 e sineg) hag ar verboù-stagañ rik (d.s. shí e sineg). Da skouer e sineg: 这本书不大 zheben shu bu da ("al lver-mañ n'eo ket bras") - hep verb-stagañ 这本书是我的 zheben shu bu shi wode ("al levr-mañ n'eo ket ma hini") - gant ur verb-stagañ. An anv-verb hag an anv-gwan-verb An darn vrasañ eus yezhoù ar bed o deus ur stumm ispisial anvet anv-verb hag a dalvez da zeskrivañ ar pezh a vez graet gant ar verb-se. Talvez a ra ar stumm-mañ ivez da envel ar verb, ds. « ar verb ober ». Er yezhoù indezeuropek ez eo kevatal stummoù an anv-gwan-verb gant ar pezh a reer ivez partisipoù oute. Yezhoù evel ar saozneg hag ivez ar brezhoneg a ra un diforc'h alies ivez etre an anvioù-gwan-verb aktivel hag ar re pasivel, da skouer: digor emañ an nor (aktivel) digoret e voe an nor'' (pasivel) Emglevioù ar verb Er yezhoù a ra gant lostgerioù evit displegañ ur verb, peurliesañ e klot stumm ar verb gant arguzenn bennañ ar verb-se, d.l.e gant gour, niver ha reizh ar rener). Daoust ha m'emañ sklaerik a-walc'h seurt reolennoù a reer emglev ar verb oute e yezhoù zo evel e galleg da skouer, e yezhoù all evel ar brezhoneg ez int luziet a-walc'h rak displeget e vez ar verb pe get hervez e lec'h er frazenn. Yezhoù evel an euskareg a ra gant un doare displegadur liespersonel, d.l.e e vez displeget ar verb hervez perzhioù yezhadurel ar rener met ivez re ar renadennoù. Gwelet ivez: Yezhoniezh, Yezhadur, Kevreadurezh, Rummenn yezhadurel Verb emober Verb skoazell Verb
1459
https://br.wikipedia.org/wiki/Anv-kadarn
Anv-kadarn
Un anv-kadarn a zo anezhañ ur ger a vez implijet evit ober dave d'un den, d'ul lec'h, d'un degouezh, d'un dra pe perzh un dra. E-lec'h un anv-kadarn e c'heller implijout ur raganv (d.s. eñ, piv). Hervez struktur ar yezh, e c'hell chench stumm orin un anv-kadarn hervez perzhioù yezhadurel resis, da skouer: An niver, d.s. paotr (unander) > paotred (liester) ; gwez (strollder) > gwezenn (unander) > gwezennoù (liester) Ar reizh, d.s. kemener (gourel) > kemenerez (benel) An troad, pe an dro-c'her, d.s. gizon (absolutivel) > gizonak (ergativel) en euskareg Ur rummenn yezhadurel eo an anvioù-kadarn hag a c'hell bezañ isrannet e meur a zoare, da skouer: Anvioù niveradus o tennañ da draoù fetis (d.s. kador, aval, Añjela) hag anvioù hollek o tennañ da vennozhioù, trivliadennoù h.a. (d.s. karantez, frankiz). Ne vez ket aezet atav ober an diforc'h etre an daou zoare anvioù-mañ. Anvioù divoutin (d.s. Yann-Vari) hag anvioù boutin (d.s. paotr). Anvioù-stroll (d.s. tropellad, blokad). An anvioù eo a dalvez da renerien ha da renadennoù en ur frazenn, met en o lec'h e c'haller lakaat raganvioù . Gwelet ivez: Anv divoutin Kevreadurezh Niver (yezhoniezh) Anv-kadarn
1461
https://br.wikipedia.org/wiki/Teorienn%20an%20unifikasion%20vras
Teorienn an unifikasion vras
E fizik, e vefe unifikasion vras an integrasion, e-barzh ur sistem-represantiñ ha kalkuliñ unik, deus ar pevar nerzh bet kavet betek-hen : ar gravitasion an elektromagnetism an interaksion gwan pe an nerzh gwan an interaksion kreñv pe an nerzh kreñv An integrasion-se a bermetfe da lakaad kompatibl ar relativite jeneral (a gerzh war ur skeul bras) hag ar mekanik kwantik (a gerzh war ur skeul bihan) ; an div deorienn-se so ken mad an eil hag he-ben e-barzh he tachenn ; pezh a zo, n'emaint ket kompatibl anezhe. Meur a deorienn he-deus tizhet integrasionoù parsiel, beteg integriñ tri nezh ; ar muiañ konsideret a zo an deorienn "elektrogwan", da unvaniñ an elektromagnetism hag an interaksion gwan. Memes-tra n'eo ket deuet heni-e-bed a-benn da brouviñ ema-hi mat-tout. Dalc'hen a ra ar glaskerien da glask, lod o komañs deus ar mekanik kwantik (gravite kwantik), lod all o komañs deus ar relativite (ar relativite "skeulel"...), lod all c'hoazh oc'h ijinañ frammoù teorik nevez-flamm. en:Grand unification theory sv:Grand unification theory
1465
https://br.wikipedia.org/wiki/Gravitadur
Gravitadur
Ar gravitadur a zo unan eus peder kenoberenn ziazez ar fizik. Termenadur Ar gravitadur zo e touez pevar nerzh diazez ar fizik. An anadenn a vez desachet drezi daou gorf bennak eo(abalamour d'o mas hepken, evel ma vo diskouezet gant ar fizikourien). Gallout a reer gwelet e levezon bemdez abalamour da nerzh desach an Douar a zalc'h ac'hanomp war al leur. Evit ar fizik klasel Evit ar fizik klasel, ar gravitadur zo an nerzh desach a vez etre traoù o deus ur mas e-barzh an hollved. Kerzhout a ra hervez ul lezenn kinniget gant Isaac Newton e 1687 ha displeget dre ar formulenn : zo an nerzh gravitadurel (e newton). G, an argemmenn gravitadurel, a dalvez 6,6742.10-11 N·m2·kg-2 (pe m3·kg-1·s-2) m1 ha m2, tolz an daou gorf studiet (e kilogramm) ; d, ar pellder etre an daou gorf (e metr). , ur vektor unanenn war an eeunenn adalek korf 1 betek korf 2. Hervez an deorienn-se e vefe gwelet anadenn ar gravitadur e-giz un nerzh, gant ster ar mekanik newtonian. Diouzh ar formulenn-se e kaver : Seul bounneroc'h e vo ur c'horf, seul greñvoc'h e vo desachet ur c'horf all gantañ ; Seul belloc'h e vo daou gorf an eil diouzh egile, seul nebeutoc'h en em zesachint an eil egile ; N'eo ket liammet buanadur ur c'horf, dleet d'ar gravitadur, d'e vas. Gwelet a reer emañ ar formulenn-se kenglotus gant priñsip an aksionoù resiprokel. Al lezenn-se zo bet gwiriet ez arnodel. Ez teknikel ez eo mat a-walc'h evit lakaat traoù pounneroc'h eget an aer da nijal, hag evit kas tud betek al loar. Hiriv an deiz ne vez ket kemeret mui nemet da gaout un tostadur da deoriennrelativour ar gravitadur. Teorienn relativour Adalek 1915 ez eus bet kinniget gant Albert Einstein ur sell all ouzh ar gravitadur, e-barzh e deorienn eus ar relativelezh hollek. Ar gravitadur n'eo ket un nerzh mui, met diskuilhadenn un distummadur eus ar spas gant ar c'horfoù masek a gaver en ennañ. Ar pezh en-doa lakaet Albert Einstein (ha memes Newton en e raok) da gaout diskred war displegadenn mekanik ar gravitadur, a oa an nerzh-se a ziskoueze bout « speredek ». Abalamour nep tra, ne vern e dolz, a vuane er memes mod diwar e bouez. Pezh ' zo, an dra-se a c'houlenne un dra div wezh pounneroc'h a vefe desachet div wezh muioc'h, ne vern e gompozadur. Einstein en-deus dizoloet ar gudenn o evezhiañ e oa tu da zisheñvelaat daou meiziad tolz : an tolz « gravitadurel », o klotañ gant an nerzh desachañ oberiet gant ur c'horf (an nerzh-se zo kenfeurel d'an tolz-se), un nerzh hag a c'haller gwelet e-gis ur b-pantenn e-barzh ar spas-amser abeget gant bezañs ur c'horf all, ha gouest da lakaat ar c'horfoù all da ziskenn betek ennañ. ar mas « inert » pe an « inersiezh », o glot da reaktadur ur c'horf da forzh peseurt nerzh ; ar buanadur gounezet diwar neb nerzh o vezañ enep kenfeurel d'an inersiezh-se. Sañset al liamm etre an daou vas a rankfe kemm hervez ar c'horfoù, dres evel mas ha volum o deus liammoù disheñvel-tre. Setu 1 kg-pluñv hag 1 kg-plomm (da skouer), ar memes nerzh gravitadurel oc'h oberiañ warno, a rankfe buannad e modoù disheñvel, hervez o mas inert (an inertañ a vefe da vuanaat nebeutoc'h). ' Pezh n'eo ket gwir. An daou vas a zo atav kevatal, ' pezh a vefe, pe un taol degouezh burzhudus, pe ur c'heñver diazez, an hini ebannet gant ar relativelezh hollek just a-walc'h. Fizik damkanel Damkaniezhioù ar gravitadur
1471
https://br.wikipedia.org/wiki/Doareer
Doareer
Ur rummad gerioù eo an doareer pe ger-termeniñ (saoz. determiner), a dalvez da resisaat kementad pe da didermeniñ un anv-kadarn. Meur a doare doreer resis a zo: gerioù-mell gerioù-kementiñ gerioù diskouezañ raganvioù-perc'hennañ Peurliesañ, er yezhoù indezeuropek e vez implijet doareerioù distag a reer stagadennoù oute, da lâret eo gerioù distag ha n'int ket kengerioù lakaet pe e penn pe, raloc'h, e dibenn un anv-kadarn pe ur rannfrazenn anv. Yezhoù zo avat a ra kentoc'h gant kengerioù, dreist-holl lostgerioù evel e svedeg, da skouer : bok « levr » > boken « al levr » Doareerioù ar brezhoneg gerioù-mell: an; al; ar (strizh) , un; ul; ur (amstrizh) gerioù-kementiñ: pep, nebeut, kalz, meur a... raganvioù-perc'hennañ: ma, da, e, he, hon/hol/hor, ho, o gerioù diskouezañ: -mañ, -se, -hont, Gwelet ivez Anv-kadarn Ger-mell Doareer
1473
https://br.wikipedia.org/wiki/Fizik
Fizik
Ar fizik (eus ar gresianeg φυσική (physikos= naturel) a zo studi an energiezh hag e etreober gant ar materi (cf. kimiezh, bevoniezh). Abalamour da preveudi an energiezh e-keñver istor an Hollved hag abalamour pep rann ar materi a dlee etreoberiañ gant an energiezh ma vo eztaolet e berzhioù evit mont da dreuzfurmiñ hag abalamour m'eo an energiezh an abeg pennañ pa ya ar materi da vezañ puzuilhet en e rannigoù bihanañ, ar fizik a zo lakaet alies evel ar skiant diazezel. Ar fizik a bled gant ar materi e meur a doareoù ha meur a endro abaoe an isrannigoù-kalonenn a ya d'ober ar materi (cf. fizik ar rannigoù) beteg holl emzalc'h an Hollved materiel (cf. : kosmologiezh). Meur a berzhioù a studier er fizik a zo perzhioù an holl sistemoù materiel, peurvirerezh an energiezh, da skouer. Ar perzhioù-se a vez anvet lezennoù ar Fizik alies. Ar fizik a zo liammet gant teoriennoù ar matematik pa teoriennoù ar fizik a vez eztaolet ingal dindan stumm daveadurioù matematikel ha matematik ar fizik a vez graet a zo kemplesoc'h eget re ar skiantoù all. An diforc'h etre ar matematik hag ar fizik a zeu eus hini o zachennoù : ar bed materiel evit hemañ ha patromoù difetis evit ar re-se. Koulskoude n'eo ken splann an diforch pa 'z eus un dachenn etrezo hag e vez anvet ar fizik matematikel o tennañ da dispakañ ar frammoù matematikel a gaver dindan an teoriennoù fizikel. Fizik teorikel ha fizik arnodel E keñver ar skiantoù all e kaver un diforc'h pa weler eo kustum rannñ ar fizik etre ar fizik teorikel hag ar Fizik arnodel. Er 20vet kantved, an darn vuiañ eus ar fizikerien o deus en em arbennikaet pe e fizik teorikel pe e fizik arnodel. Diorreet war hentoù disheñvel, pep skourr ar fizik a zepend an eil eus egile. An araokadennoù a zeu alies pa arnodourien a lak war wel fenomennoù ha ne c'hell an teoriennoù displegañ anezho. Ma ne vije a arnodoù e c'hellfe ar fizik teorikel mont war hentoù-dall. Unanennoù ar fizik Teoriennoù pennañ Kelennoù pennañ Astrofizik Steredoniezh Kosmologiezh Mekanikerezh Termodinamik Skiantoù diazez ha skiantoù an Natur
1474
https://br.wikipedia.org/wiki/Tostadur
Tostadur
Un tostadur, pe un aproksimaçïon, so ur represantaçïon anrik (faos un tammig) deus un dra, hag a so tost a-walc'h memes-tra ewid boud implijabl. An aliessañ e vez komset deus tostadur ewid niverennow, med implijet e vez c'hoazh ewid traou all e-gis fonksionoù matematik, formow, ha lesennoù fisik. Implijet e vez pa n'eus ked moaien da ober mod-all, pe pa vez aessoc'h. Da skouer e vez gwraet gant ar fisissianed, a-wezhioù, evel ma vije rond an douar (pa n'eo ked toud-à-fed). Dezrannouriezh
1477
https://br.wikipedia.org/wiki/Bredoniezh
Bredoniezh
Ar vredoniezh pe psikologiezh (diwar ar gresianeg: psyche = bred halogos = ger) zo studi emzalc'h, spered ha preder an den da gentañ holl, met emzalc'h ha spered al loened a zo studiet ivez, pe evel ur gelenn he-unan (cf. gouiziaduriezh al loened pe an etologiezh)pe c'hoazh, ha daelioù a zo diwarnañ, evel un tu evit merzout traoù a bled gant ar vredoniezh denel (cf. bredoniezh keñverel). Pleustret e vez war ar vredoniezh e doareoù skiantel ha nann-skiantel. Ar vredoniezh a vez graet ar muiañ ganti a zo pozitivour he diazez pa ra gant studioù kementadel ha gant an hentenn skiantel evit testiñ ha diskar ar martezeadennoù o vezañ graet en un doare arnodel. Ar vredoniezh a ra alies gant an diuzelouriezh, da lavarout eo e sach pep gouiezegezh a c'hell kavout e tachennoù skiantel zo evit klask displegañ ha kompren an emzalc'h. Koulskoude ne vez ket heuliet an hentenn skiantel gant pep enklask bredoniezh. Arveret e vez gant an imbourc'h kementadel teknikoù jubenniñ evit sevel lod a zeskrivadurioù sachet diwar ar glinikenn hep arnod. Kavet e vez ivez bredoniourion, ar vredoniourion denelour, da skouer, ha n'int ket evit degemer un hentenn skiantel. Skiantoù an Den
1482
https://br.wikipedia.org/wiki/Renkadur%20hervez%20ar%20vorfologiezh
Renkadur hervez ar vorfologiezh
Diorroet e voe an doare da renkañ ar yezhoù hervez perzhioù pennañ o morfologiezh (saoz. 'morphological typology) gant ar vreudeur Friedrich hag and August Wilhelm von Schlegel. N'eo ket un doare-renkañ absolutivel. Da lâret eo, ne c'heller ket lâret ez eo ar sinaeg ur yezh dezrannel anezhi, met kentoc'h ez eo honnezh ur yezh anni muic'h a perzhioù sintezel eget en ur yezh all hag e vez kenveriet outi. Yezhoù dezrannel Ne gaver, tost pe tost, kemm morfologel ebet er yezhoù dezrannel (saoz. 'analytic language), da lâret eo ne vez ket implijet kengerioù evit diskwel ar perzh a c'hoarvez ur ger bennaket en ur frazenn. E lec'h ober gant kengerioù, seurt yezhoù a diskwel perzh ur ger pe rumm ur ger dre e blas en ur frazenn, d.s. chench urzh ar frazenn evit ober gant ar stumm-goulennata. A-hendall e reont ivez gant rannoùigoù pe gerioù all evit resisaat perzh ur ger, d.s. implijout 'meur a' evit sevel ul liester hep ober gant ul lostger evel e brezhoneg -où. E seurt yezhoù, neuze, eo eo kalz pouezusoc'h rol ar gevreaduriezh eget hini ar vorfologiezh. Yezhoù dezrannel eo meur a yezh komzet e Azia ar Reter evel ar sinaeg hag ar vietnameg. Ur yezh damdezrannel eo ar saozneg ivez. Yezhoù sintezel Ar yezhoù sintezel (saoz. synthetic languages) a ra gant gerioù savet diwar ur wrizienn hag un nebeud morfemoù ouzhpennet outi. N'eo ket ret atav, avat, ober gant morfemoù a c'heller ober an diforc'h gante hag ar wrizienn. Da lâret eo e c'hell ar morfemoù bezañ enteuzet gant ar wrizienn (ds. saozneg man > men) pe e c'hellont bezañ merket gant tonennoù pe perzhioù fonetikel all. N'eo ket ken pouezus urzh ar gerioù en ur frazenn en ur yezh sinteezel rak gallout a reont ober gant morfemoù ispisial evit merkañ perzh resis ur ger en ur frazenn bennak. E seurt yezhoù, neuze, eo eo kalz pouezusoc'h rol vorfologiezh ar eget hini ar gevreaduriezh. An darn vrasañ eus ar yezhoù indezeuropek a zo techet war an tu-mañ. Daou isrummad yezhoù sintezel a zo hervez ma vez aezet ober an diforc'h etre pep morfem er gerioù pe get: yezhoù daspegel yezhoù enteuzel (mod kozh: "displegel" (saoz. inflected). Yezhoù daspegel Sklaer-tre atav e vez ar vevenn etre pep morfem ur ger bennak er yezhoù daspegel (saoz. agglutinative languages). Kengerioù eo ar morfemoù stag neuze. Dre vras o devez seurt yezhoù un nivel uhel a vorfemoù e pep ger implijet hervez ur sistem reizh ha rik-tre. Yezhoù daspegel eo ar c'horeaneg, an turkeg hag ar japaneg. Yezhoù enteuzel Ar yezhoù enteuzel (saoz. fusional languages) a ra gant morfemoù diaezet a-walc'h da dielfennañ hag e c'hell bezañ meur a ismorfem enteuzet e-barzh pep morfem. N'eo ket sklaet atav e pelec'h emañ ar vevenn etre gwrizienn ar ger hag ar morfemoù all. Ar morfemoù a c'hell bezañ merket war-eeun war ar gwriziennoù evel tonennoù pe dre kemmoù e vogalennoù pennañ ar wrizienn, d.s. Ablaut evel er saozneg sit - sat - seat. Gwechall e veze graet "displegel" (saoz. inflected) eus yezhoù a seurt-mañ ivez. An darn vrasañ eus ar Yezhoù indez-europek a zo techet war an tu-mañ mui-pe-vui. Yezhoù liessintezel E 1836 e voe ouzhpennet un rummad gant Wilhelm von Humboldt: ar yezhoù liessintezel (saoz. polysynthetic language). Implijet e voe bet an termen liessintezelezh evit ar wezh kentañ avat gant ar yezhonour Peter Duponceau savet diwar un termen implijet er gimiezh. Gant ar yezhoù a seurt-se ez eo uhel-tre an niver a vorfemoù e pep ger. Ret eo anzav n'eo ket gwallsklaer avat e pelc'h emañ an diforc'h resis etre ur yezh sintezel hag unan liessintezel. Setu ur re berzhioù pennañ o tennañ d'ar yezhoù liessintezel: Ur vorfologiezh reizh-tre Peurliesañ e vez displeget ar verboù gant meur a arguzenn enne en ur ober gant meur a vorfem (Gw. ivez euskareg) Meur a yezh komzet en Amerika a zo liessintezel evel an Inuktitut ("eskimoeg"), da skouer : tavvakiqutiqarpiit "Ha gwerzhet e vez butun ganeoc'h?" Tipologiezh vorfologel Morfologiezh