id
stringlengths 2
6
| url
stringlengths 31
243
| title
stringlengths 1
148
| text
stringlengths 6
119k
|
---|---|---|---|
3302 | https://br.wikipedia.org/wiki/Impalaeriezh%20Kushan | Impalaeriezh Kushan | Impalaeriezh Kushan (e-tro ar I–III kantved) a vez graet eus ur Stad zo bet en he barr tro-war-dro ar bloavezhioù 105–250. En em ledañ a rae a reter da gornôg eus Tadjikistan betek mor Kaspia hag a norzh da su eus Afghanistan tre betek traoñienn ar stêr Ganga. Savet eo bet an impalaeriezh gant Kushaned, ur meuriad Yuezhi a oa ur bobl a zeue eus ar Xinjiang a-hiziv e Sina. Marteze a-walc’h tud kar d'an Dokharianed. Darempredoù diplomatel o doa skoulmet gant Roma, an impalaeriezh sasanid Pers ha Sina. E-kreiz an eskemmoù etre ar reter hag ar c’hornôg int bet e-pad meur a gantved.
Orin
Dont a ra an anv Kushan eus ar sinaeg Guishuang (sinaeg:貴霜) a dalveze da envel unan eus pemp meuriad ar Yuezhied (sinaeg:月氏), anezho ur c’hengevread laosk a bobloù Indezeuropek a gomze adstummoù eus an Tokhareg. E-touez Indezeuropiz int bet ar bobl a oa o chom ar pellañ er reter e plaenennoù sinac’h Diazad an Tarim er Xinjiang a-hiziv, a-raok bezañ kaset war-du ar c’hornôg gant Xiongnu e 176–160 kent JK. Anavezet eo ar pemp meuriad Yuezhi en istor Sina dindan an anvioù a Xiūmì (休密), Guishuang (貴霜), Shuangmi (雙靡), Xidun (肸頓), ha Dūmì (都密).
Tizhet o deus ar Yuezhied rouantelezh hellenat Gres-ha-Baktria e Baktria (un dachenn en hanternoz pellañ Afghanistan hag Ouzbekistan) e-tro 135 kent JK, hag argaset eo bet ganto an dinastiezhioù gresian a oa eno hag a yeas d'en em staliañ en-dro e diazad an Indus (e Pakistan an deiz a-hiziv) e kornôg ar rouantelezh Indez-gresian.
Un impalaeriezh liessevenadurel
Er c’hantved war-lerc’h, eo deuet a-benn meuriad Yuezhi ar Guishuanged (貴霜) d'ober o renkoù ha da strobañ ar meuriadoù en ur c’hengevread strizh. Daoust da Sinaiz kenderc’hel d'ober gant an anv Yuezhi eo bet degemeret an anv Guishuang er c’hornôg ha distummet evit reiñ an anv Kushan a reer gantañ bremañ evit envel ar c’hengevread.
Tamm-ha-tamm, dre forzh stourm a-enep d'ar meuriadoù Skuted, eo en em ledet ar Gushaned war-du ar su, er vro eur boas da envel Gandhara (un takad dezhañ stumm ur wareg a oa e penn-kentañ e Pothowar hag e rannvro NWFP Pakistan, betek pakañ traoñienn Kaboul ha darn eus Qandahar en Afghanistan). Savet o deus div gêr-benn nepell eus kêrioù Kaboul ha Peshawar hiziv, anvet da neuze Kapisa ha Pushklavati.
Kalz a elfennoù eus sevenadur Hellenat Baktria, el lec’h m'o doa graet o annez zo bet degemeret gant ar Gushaned. Azasaet o deus al lizherenneg c’hresian (a-dreuz alies) evit ha lakaat da glotañ gant o yezh (hag ijinet o dues ouzhpenn al lizherenn Þ "sh", evel e "Kushan"). Goude diorroidigezh ar skrivañ ez eus bet skoet moneizoù war batrom ar C’hresianed. Merket e veze menegoù e gresianeg war o fezhioù a-gevret gant menegoù e Kharoshthi tre betek bloavezhioù kentañ ren Kanishka ha, goude-se, eo bet implijet ar yezh kushanek mesk-ha-mesk gant menegoù gresianek, an daou anezho gant al lizherenneg c’hresian.
Da vare Wima Takto eo kroget ar Gushaned da zegemer sevenadur India evel ar strolladoù ergerzhourien all bet aloubet ar vro ganto abretoc’h. Evit doare en doa degemeret Wima Kadphises an impalaer kushan meur kentañ ar Saivegezh evel m'eo merket war e voneizioù. Kavet o deus gwelloc’h an impalaerien kushan a zeuas war-lerc’h skeudennaouiñ kalz a zoueed liesseurt eus India, kreiz Azia hag ivez Bouda.
Heraios
Moarvat eo bet Heraios roue kentañ ar Gushaned. Marteze a-walc’h e oa bet graet emglev etrezañ hag ar C’hresianed. Implijout a rae an hevelep seurt moneizoù. Soñjet e vez e oa Heraios tad Kujula Kadphises.
Kujula Kadphises
War dreuzoù ar c'hantved kentañ, e-pad ren Kujula Kadphises, eo bet ret d'ar Gushaned gouzañv ur pezh maread reuz m'o deus ranket kilañ rak ar Barthed o doa aloubet un darn vat eus o impalaeriezh. Gondophares levier ar Barthed a savas ur rouantelezh indez-parth zo padet betek dibenn ar c’hantved. E-tro 75, e oa bet adc’hounezet gant ar Gushaned an darn vrasañ eus o ziriad avat.
Kanishka I
Ren Kanishka I, an eil a-zouez impalaerien veur ar Gushaned, ha pempvet roue ar Gushaned, a vleunias e-pad 28 vloaz a-c’houde ar bloaz 127 pe war-dro. Meret e oa ar vro adal div gêr-benn : Purushapura (Peshawar hiziv e norzh Pakistan) ha Mathura, e norzh India. Ur gêr-benn all a oa ivez evit an hañvezhioù Bagram (anvet Kapisa da neuze), e-lec’h m'eo bet kavet "teñzor Bagram", ennañ pezhioù arz sinaat ha gresian. Da varn diouzh enskrivadur Rabatak e oa Kanishka mab da Vima Kadphises, map-bihan Vima Taktu, ha gourvab Kujula Kadphises. Trubuilhek eo bet ren Kanishka ar pezh en deus degaset distabilder da ren al levieren all zo deuet war e lerc’h ivez. Soñjet e vez e oa deuet Kanishka da ren e-tro 78, bloaziad a greder bezañ diazez deiziadur ofisiel Saka en India.
E-pad ren ar Gushaned eo bet liammet ar c’henwerzh mor a-dreuz Meurvor Indez gant kenwerzh Hent ar seiz a-hed traoñienn an Indus, kavell sevenadurezhel kozh. E barr an dinastiezh eo en em astennet gallout laosk-dilaosk ar Gushaned war ur vro a yae eus mor Aral betek broioù Ouzbekistan, Afghanistan ha Pakistan a-hiziv, ha betek hanternoz India.
A drugarez d'an unaniezh laosk ha d'ar peoc’h o ren mui pe vui war un dachenn ken ledan eo aet war-raok ar c’henwerzh a-bell ; degouezhet eo seiz Sina betek Roma ha steudadoù kêrioù puilh zo en em zispaket a-hed an hent.
En o bleuñv e oa an eskemmoù sevenadurel ivez ha kengejet ez eus bet elfennoù sevenadurel hellenat ha boudaat evit reiñ ar voudaegezh c’hresian a oa d'en em ledañ e kreiz ha norzh Azia e stumm ar voudaegezh Mahayana. Brudet eo Kanishka en hengoun boudaat evit bezañ bodet ur c’huzul relijiel e Kashmir. Lavaret e vez e verk ar c’huzul-se deroù ofisiel boudaegezh hollzoueel Mahayana hag an disrann anezhi diouzh Boudaegezh Nikaya. Lakaet en deus Kanishka testennoù boudaat orin ar Mahayana a oa e yezh ar vro ar Gandhari, anvet c’hoazh Prakrit, da vezañ troet er yezh uhellennek, ar sañskriteg. A-gevret gant an roue indiat Ashoka, ar roue Indez-Gresian Menander I (Milinda), ha Harsha Vardhana, e vez sellet gant ar voudaegezh ouzh Kanishka evel ouzh unan eus e vadoberourien veur.
Arz ha sevenadur Gandhara, e kroashent an impalaeriezh e barr he bleuñv d'ar mare-se, eo an eztaoladurioù kushanat anavezet ar muiañ gant ar c’hornôg.
Darempredoù gant Roma
Meur a vammenn skrid roman a zeskriv gweladennoù kannaded eus rouaned Baktria hag India e-pad an eil kantved ; ober a reont dave d'ar Gushaned moarvat :
O komz diwar-benn an Impalaer Hadrian en deus skrivet Aelius Spartianus (117–138 ) en e Istor Aogust :
Reges Bactrianorum legatos ad eum, amicitiae petendae causa, supplices miserunt (Kas a reas rouaned Baktria d'e vete kannaded d'e azpediñ hag azgoulenn evit e vignoniezh).
E 138 ivez, diouzh Aurelius Victor (Épitomé‚ XV, 4), hag Appian (Praef., 7), en deus degemeret Antoninus Pius, warlerc’hiad Hadrian, un nebeud kannaded indiat, baktrian (Kushaned) hag herkunian.
Deskrivañ a ra ivez kronikenn istorel sinaat an Hou Hanshu an eskemmoù marc’hadourezh etre gwalarn India hag Impalaeriezh Roma d'ar mare-se : d'ar c’hornôg (Tiazhu, gwalarn India) zo darempredoù gant Da Qin (Impalaeriezh Roma). Marc’hadourezh prizius eus Da Qin a c’hall bezañ kavet eno evel dilhad koton fin, pallennoù gloan dreist, frondoù a bep seurt, mein sukr, pepr, jinjebr hag holen du.
Kêr-benn hañv ar Gushaned, Bagram, zo bet kavet enni ur bern marc’hadourezh o tont eus Impalaeriezh Roma, peurgetket, pezhioù gwer
Darempredoù gant Sina
E-pad ar 1 hag an eil kantved eo en em ledet dre heg impalaeriezh ar Gushaned war-du an norzh hag aloubet eo bet ganto darn eus diazad an Tarim, o douaroù genidik, ar pezh en deus o lakaet e-kreiz kenwerzh gounidus Azia Greiz gant impalaeriezh Roma. Kredet e vez o deus kenstourmet gant Sinaiz a-enep argadegoù ergerzhourien ; dreist-holl o deus kenstourmet gant ar jeneral sinaat Ban Chao a-enep d'ar Sogdianed e 84, pa oant o klask harpañ un emsavadeg gant roue Kashgar. War-dro 85, o deus harpet ar jeneral sinaat c’hoazh en un dagadenn a-enep da Turfan, er reter da diazad an Tarim.
Da anaoudegezh evit o skoazell da Sinaiz e c’houlennas ar Gushaned kaout ur briñsez Han ha daoust dezho bezañ kaset profoù d'al lez sinaat e voe nac’het outo. D'en em zialañ e tivizjont neuze mont a-benn da lu Ban Chao e 86 gant un armead a 70,000 a dud, met skuizh-divi gant o hent e voent trec’het a-benn ar fin gant nerzhioù gwanoc’h. Goude kiladenniñ e rankas ar Yuezhi paeañ un truaj da impalaeriezh Sina e-doug ren an impalaer Han He (89–106).
Diwezhatoc’h, e-tro 116, renet gant Kanishka, o deus diazezet ar Gushaned ur rouantelezh kreizennet en-dro da Kashgar. Deuet int da vezañ mestr war Khotan ha Yarkand ivez e diazad an Tarim, Xinxiang a-vremañ, a oa dalc’het gant Sinaiz. Ganto eo bet degaset ar skritur Brahmi hag ar yezh indiat Prakrit implijet er velestradurezh. Astennet o deus levezon an arz boudaat-gresian a zisoc’ho war an arz serindat.
Roud eñvor ar Gushaned a gaver c’hoazh e 158–159 evit bezañ kaset profoù da lez Sina e-pad ren an impalaer Han Huan.
Da-heul an dra-se eo kresket c’hoazh an eskemmoù sevenadurel ha dont a reas misionerien voudaat kushan evel Lokaksema da vezañ oberiant e kêrioù bras sinaat Loyang hag, a-wechoù, Nanjing. Brud a oa warno eno abalamour d'o labourioù treiñ dreist-holl. Int eo zo bet ar re gentañ a gaver roud anezho o tegas ar skriturioù Hinayana ha Mahayana da Sina. Perzh bras o deus kemeret en emled ar voudaegezh a-hed hent ar seiz.
Diskar
Adal an IIIe kantved e krogas impalaeriezh ar Gushaned da vont a dammoù.
E 225 da vare marv Vasudeva I eo bet daouhanteret an impalaeriezh a norzh da su. War-dro 224–240, eo bet aloubet Baktria hag hanternoz India gant ar Sasanined, e-lec’h m'o anavezer dindan an anv a Indez-Sasanid.
E-tro 270 c’hoazh eo bet kollet tiriadoù plaenenn ar Ganga gant ar Gushaned. Eno eo en em staliet an impalaeriezh Gupta e-tro 320.
Diskaret eo bet dinastiezh kozh ar Gushaned e-tro kreiz ar gant Kidara ur gwaz d'ar Gushaned e Pakistan. Krouet ez eus bet ur rouantelezh gantañ goude-se anavezet dindan an anv a Rouantelezh Kidarit. Met moarvat e selle Kidara outañ e-unan evel ouzh ur C’hushan evel ma laka e bezhioù moneiz a c’hiz kushan da grediñ. Evit doare o deus graet berzh ar Gidarited met bihanoc’h eo bet o levezon eget hini o diagentidi kushan.
A-benn ar fin eo bet skarzhet dilerc’hioù impalaeriezh ar Gushaned er gant aloubadegoù an Huned ha, goude-se, re ar Vuzulmaned.
Pennoù-Stad pennañ Kushan
Heraios (e-tro 1 – 30), levier 1 ar Gushaned, dre vras n'eo ket a-du an holl war ar prantad ren
Kujula Kadphises (e-tro 30 – e-tro 80)
Vima Takto, (e-tro 80 – e-tro 105) alias Soter Megas pe "Ar Salver Meur."
Vima Kadphises (e-tro 105 – e-tro 127), impalaer Kushan meur 1
Kanishka I (127 – e-tro 147)
Vāsishka (e-tro 151 – e-tro 155)
Huvishka (e-tro 155 – e-tro 187)
Vasudeva I (e-tro 191 – 225), an diwezhañ eus an impalaerien Kushan veur
Kanishka II (e-tro 226 – 240)
Vashishka (e-tro 240 – 250)
Kanishka III (e-tro 255 – 275)
Vasudeva II (e-tro 290 – 310)
Chhu (e-tro 310? – 325?)
Shaka I (e-tro 325 – 345)
Kipunada (e-tro 350 – 375)
Gwelet ivez
Marevezh rakislamek Afghanistan
Rouantelezh Gres-ha-Baktria
Rouantelezhioù Indez-Gresian
Indez-Skuted
Rouantelezh Indez-Parth
Boudaegezh C’hresian
Liammoù diavaez
Metropolitan Museum capsule history
New documents help fix controversial Kushan dating
Antique Indian Coins
Brief Guide to Kushan History
Daveennnoù
Falk, Harry. 2001. “The yuga of Sphujiddhvaja and the era of the Kuşâņas.” Silk Road Art and Archaeology VII, pp. 121–136.
Foucher, M. A. 1901. "Notes sur la geographie ancienne du Gandhâra (commentaire à un chaptaire de Hiuen-Tsang)." BEFEO Niv. 4, Here 1901, pp. 322–369.
Hargreaves, H. (1910–11): "Excavations at Shāh-jī-kī Dhērī"; Archaeological Survey of India, 1910–11, pp. 25–32.
Harmatta, János, ed., 1994. History of civilizations of Central Asia, Levrenn II. The development of sedentary and nomadic civilizations: 700 B.C. to A.D. 250. Paris, UNESCO Publishing.
Hill, John E. 2004. The Western Regions according to the Hou Hanshu. Stumm saoznek gant notennoù.
Hill, John E. 2004. The Peoples of the West from the Weilue 魏略 by Yu Huan 魚豢: A Third Century Chinese Account Composed between 239 and 265 CE. Troidigezh saozneg gant notennoù.
Konow, Sten. Editor. 1929. Kharoshthī Inscriptions with Exception of those of Asoka. Corpus Inscriptionum Indicarum, Levrenn. II, Rann I. Reprint: Indological Book House, Varanasi, 1969.
Litvinsky, B. A., ed., 1996. History of civilizations of Central Asia, Lodenn III. The crossroads of civilizations: A.D. 250 to 750. Paris, UNESCO Publishing.
Liu, Xinru 2001 “Migration and Settlement of the Yuezhi-Kushan: Interaction and Interdependence of Nomadic and Sedentary Societies.” Journal of World History, Lodenn 12, Niv. 2, Fall 2001. University of Hawaii Press, pp. 261–292. .
Sarianidi, Victor. 1985. The Golden Hoard of Bactria: From the Tillya-tepe Excavations in Northern Afghanistan. Harry N. Abrams, New York.
Spooner, D. B. 1908–9. "Excavations at Shāh-jī-kī Dhērī."; Archaeological Survey of India, 1908–9, pp. 38–59.
Watson, Burton. Trans. 1961. Records of the Grand Historian of China: Troet diwar Shih chi Ssu-ma Ch'ien. Rannbennad 123: The Account of Ta-yüan, p. 265. Columbia University Press. ISBN 0-231-08167-7
Ur c’hoari video, Kushan Empire, hep gwir darempred, zo en heuliad c’hoarioù PC Homeworld.
Impalaeriezh Kushan
Impalaeriezhioù
Istor India
Broioù kozh Azia |
3308 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezh%20digenvez | Yezh digenvez | Ur yezh digenvez a zo anezhi ur yezh naturel hep liammoù gant yezh ebet all. Da lâret eo ne c'hell ket bezañ renket en ur
familh-yezhoù bennaket.
A-wechoù e teu ur yezh da vezañ digenvez goude ma'z eo aet da get an holl yezhoù all eus ur familh-yezhoù bennaket. Ar pirahaneg (pe yezh pirahã) komzet e Brazil, da skouer, eo ar yezh nemeti a van c'hoazh eus an holl yezhoù a veze renket gwechall e-touez ar yezhoù murek.
A-wechoù ivez n'eus ket titour a-walc'h diwar-benn ur yezh bennaket a-benn gallout he renkañ e-touez yezhoù all en ur familh-yezhoù resis. Gant seurt yezhoù e sav alies damkanoù hag a glask diskouez e rankfent bezañ renket er familh-mañ 'r-familh ha neuze e c'hellfer lâret ez eo yezhoù damdigenvez anezhe rak ne vezer ket sur penn-da-benn hag-eñ ez eus ul liamm familh etre ar yezhoù-se ha yezhoù all pe get.
Listenn yezhoù digenvez
Gwelet ivez
Yezhoù direnk
Meneger yezhoù ar bed
Digenvez
Yezhoù digenvez |
3311 | https://br.wikipedia.org/wiki/Michael%20Connelly | Michael Connelly | Michael Connelly, bet ganet e 1957 a zo unan eus ar saverien romantoù-polis priziet-tre er bloavezhioù 1990 ha 2000.
Ur c'helaouenner donezonet eo bet en e gêr Los Angeles hag bet eo bet tost da resev ar Priz Pulitzer e 1987. Diwar e skiant-prenet dastumet o sevel danevelloù torfedoù diwar darempredoù gant ar polis e embann e 1992 ur romant-polis, The black echo. Ennañ hag e darn-vuiañ eus al levrioù all e weler ar c'habiten polis, Hieronymus Bosch, pe "Harry" Bosch, o labourat e kevrenn an denlazhioù al Los Angeles Police Department. Seveniñ a ra enklaskoù polis war tolpad-kêrioù Los Angeles a-bezh, met peurvuiañ e vez staget ouzh komiserdi Hollywood.
Unan eus e romantoù a zo bet lakaet da ziazez ur film, Bloodwork (2002) sevenet ha c'hoariet gant Clint Eastwood, a zo ur poliser, Terry McCaleb, bet er FBI.
Oberennoù
Harry Bosch
The black echo, 1992
The black ice, 1993
The concrete blonde, 1994
The last coyote, 1995
Trunk music, 1997
Angels flight, 1999
A darkness more than night, 2001
City of bones, 2002
Lost light, 2003
The narrows, 2004
The Closers, 2005
Echo Park, 2006
The Overlook, 2007
The Brass Verdict, 2008
9 Dragons, 2009
The Reversal, 2010
The Drop, 2011
Terry Mc Caleb
Blood work, 1998
Tudennoù pennañ all
The poet, 1996
Void Moon, 2000
Chasing the dime, 2002
The Scarecrow, 2009
''The Fifth Witness', 2011
Ganedigezhioù 1957
Meneger ar skrivagnerien
Skrivagnerien SUA
Skrivagnerien saoznek
Skrivagnerien romantoù polis |
3313 | https://br.wikipedia.org/wiki/Menn%20%28loen%29 | Menn (loen) | Ar menn eo anv al loen bihan ganet eus ar bronneged ha da gentañ holl eus ur geotdebrer anavezet mat gant an dud. Pa stager anv al loen e c'heller reiñ un anv dibar da bep seurt :
ar menn-dañvadez, pe oan, hini bihan an dañvad,
ar menn-gavr,
ar menn-karv.
Anv-tiegezh
Un anv-tiegezh brezhonek eo ivez : Ar Menn (galleg : Le Menn)
Bronneged
Loenoniezh
deñved
gevr |
3314 | https://br.wikipedia.org/wiki/Nivc%27heg | Nivc'heg | An nivc'heg (нивхгу - nivc'hgou) a zo ur yezh digenvez komzet e Manchouria Diavaez tro-dro d'ar stêr Amour hag e hanternoz Enez-Sac'halin. Gilyakeg e vez graet eus ar yezh e manthoueg. Daoust ma'z eo ur yezh digenvez e vez renket peurliesañ an nivc'heg e-touez ar yezhoù paleo-siberiek.
Rannyezhoù
Div rannyezh a zo:
Nivc'heg an Amour : 100 a gomzerien war ur boblañs a 2000. Peuzvarv eo.
Nivc'heg Sac'halin : 300 a gomzerien war ur boblañs a 2 700. En arvar bras emañ. Ne vez mui tremenet d'ar vugale met, er c'hontrol da rannyezh Amour e vez implijet c'hoazh er vuhez pemdeziek.
An niveroù e Nivc'heg
1 ñ(i)-
2 m(i/e)-
3 c(e)-
4 n(e)-
5 tho-
6 ngax-
7 ngamg
8 minr
9 ñeñben
10 mxo-
Gwelet ivez
Yezh digenvez
Liammoù diavaez
An Nivc'hed
Nivc'heg| Pobloù ha yezhoù Rusia
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù digenvez |
3315 | https://br.wikipedia.org/wiki/Beotukeg | Beotukeg | Ur yezh digenvez eo ar beotukeg (Beothuk) bet komzet gwechall gant ar Veotuged, pobl-orin an Douar-Nevez.
Mervel a reas an holl Veotuked ha mervel a reas o yezh gante, ha daoust d'an nebeud roudoù dre skrid a vanas war o lerc'h n'eo ket anavezet mat ar yezh-se. Evit lod e tlefe bezañ renket e-touez ar yezhoù algonkek met e gwirionez ez eo diaes a-walc'h prouiñ al liamm-se abalamour d'an diouer a ditour.
Gwelet ivez
Yezhoù digenvez
Liammoù diavaez:
Testenn enni un nebeud gerioù beotukeg
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Kanada |
3316 | https://br.wikipedia.org/wiki/Eseleneg | Eseleneg | Ur yezh digenvez eus familh ar yezhoù hokanek eo an eseleneg bet komzet gwechall gant an Eselened. N'anavezer ket mat ar yezh-se bet dastumet elfennoù diwarni en gant John Peabody Harrington.
Mervel a reas ar yezh-se pa'z eas da get an holl dud a rae ganti.
E 1770 e veze komzet an eseleneg gant tro-dro da 500 den o chom war Aodoù Kreiz Kalifornia. Mervel a reas an holl gant kleñvedoù an annezidi hag ivez dre vezañ rediet da labourat betek re e Mission Carmel.
Gwelet ivez:
Yezhoù digenvez
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Stadoù-Unanet Amerika
Yezhoù aet da get
Yezhoù eselenek |
3317 | https://br.wikipedia.org/wiki/Kotonameg | Kotonameg | Ur yezh digenvez eo ar c'hotonameg komzet gant pobloù-orin eus mervent ar Stadoù Unanet.
Gwelet ivez:
Yezhoù digenvez
Liammoù diavaez:
Ethnologue
Meneger yezhoù ar bed |
3318 | https://br.wikipedia.org/wiki/Haideg | Haideg | Ur yezh digenvez eo an haideg komzet gant an Haided, pobl-orin eus aodoù kornôg Norzhamerika.
En arvar da vont da get emañ an haideg, être 55 yezher (1995) ha 290 yezher (2001).
Meneger yezhoù ar bed |
3319 | https://br.wikipedia.org/wiki/Adaieg | Adaieg | Ur yezh digenvez eo an adaieg bet komzet gwechall gant Adaied e reter Louisiana, unan eus ar pobloù kentañ eus Amerika da vont e darempred gant Europiz. E 1820 ne vane nemet 30 Adaiad bennaket ha bremañ ez int aet da get holl gwitubunan.
Ur yezh varv eo an adaieg neuze ha n'eo ket anavezet mat rak dister-tre eo ar roudoù dre skrid bet laosket war he lerc'h (nebeutoc'h eget 300 ger).
Gwelet ivez:
Yezhoù digenvez
Yezhoù Stadoù-Unanet Amerika
Yezhoù digenvez
Yezhoù aet da get
en:Adai people
hr:Adai |
3324 | https://br.wikipedia.org/wiki/Kayouseg | Kayouseg | Ur yezh digenvez eo ar c'hayouseg. Komzet e veze gant ar Gayoused (pe Tetawkenared en o yezh-i) en Oregon (Stadoù-Unanet). Aet eo da get e fin an .
Gwechall e veze kinniget renkañ ar c'hayouseg gant ar molayeg a vije oute o-daou ur familh-yezhoù nevez, hini ar yezhoù waiilaptuan hag a vije liammet, d’he zro hag a-bell, gant ar yezhoù penutek. Hiziv avat n'eo ket ken sklaer all e vefe reizh ul liamm-familh a seurt-se.
Gwelet ivez:
Yezhoù digenvez
Liammoù diavaez:
Yezhoù Oregon - pajenn ar c'hayouseg
Yezhoù Stadoù-Unanet Amerika
Yezhoù digenvez |
3325 | https://br.wikipedia.org/wiki/Koutenaieg | Koutenaieg | Ar c'houtenaieg (pe ivez ktunaxaeg) a zo ur yezh digenvez komzet gant ar Goutenaied, ur bobl-orin o vevañ e Montana, Idaho (Stadoù Unanet: 102 den) ha Kolombia Breizh-Veur (Kanada: 220 den). Hogozik aet da get eo hag an darn vrasañ eus ar meuriad a gomz saozneg hiziv.
Posupl eo ez eo kar d'ar salicheg.
Skouer
Ar Pater Noster e koutenaieg
Katitoe naitle naite,
akiklinais zedabitskinne wilkane.
Nishalinne oshemake kapaik akaitlainam.
Inshazet luité younoamake yekakaekinaitte.
Konmakaike logenie niggenawaishne naoisaem miaitéhe.
Kekepaime nekoetjekoetleaitle ixzeai,
Iyakiakakaaike iyazeaikinawash kokaipaimenaitle.
Amatikezawês itckkestshimmekakkowêlle akatakzen.
Shaeykiakakaaike.
Gwelet ivez:
Yezhoù digenvez
Liammoù diavaez:
Languagegeek
Yezhoù Stadoù-Unanet Amerika
Yezhoù Kanada
Yezhoù digenvez |
3327 | https://br.wikipedia.org/wiki/Taiapeg | Taiapeg | An taiapeg (pe ivez goupouneg) a zo ur yezh digenvez komzet gant ur c'hant bennaket a dud Goupoun e Papoua-Ginea Nevez. O vervel emañ ar yezh-mañ dre m'emañ ar yezh kreolek Tok Pisin o kemer he flas.
Gwelet ivez:
Yezhoù digenvez
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Papoua-Ginea Nevez |
3332 | https://br.wikipedia.org/wiki/Atakapeg | Atakapeg | An atakapeg a zo ur yezh eus ar Pleg-Mor komzet gwechall gant an Atakaped, ur bobl-orin a veze o chom war arvor Pleg-mor Mec'hiko. Ur yezh varv eo hiziv.
Teir rannyezh a oa:
hini ar reter
anakokiseg
hini ar c'hornôg
Mont a reas ar yezh da get pa varvas Louison Huntington, Delilah Moss, Teet Verdine ha Armojean Reon e penn kentañ an .
Liammoù diavaez
Geriadur an Atakapeg
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Stadoù-Unanet Amerika
Yezhoù ar Pleg-Mor |
3335 | https://br.wikipedia.org/wiki/Natchezeg | Natchezeg | Ur yezh digenvez eo an natchezeg komzet gant an Natchezed, ur bobl-orin kreñv-tre pa grogas Europiz da drevadenniñ Amerika.
Aet e oa da get ar yezh da vat er bloavezhioù 1930 pa varvas Watt Sam ha Nancy Raven.
Gwelet ivez:
Yezhoù digenvez
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù ar Pleg-Mor |
3402 | https://br.wikipedia.org/wiki/13%20Gwengolo | 13 Gwengolo |
Darvoudoù
-490 : Temistokles ha Miltiades, a drec’h Darius en Marathon, Feidippides a red betek Aten evit degas keloù eus an trec’h.
1440 : harzet eo Jili Raez da-heul ur c'hlemm gant eskob Naoned.
1515 : Trec'h Fransez I en Emgann Marignano (Italia).
1923 : taol-stad ar jeneral Miguel Primo de Rivera e Spagn.
1993 : lid-sinañ Emglevioù Oslo e Washington D.C. gant Mahmoud Abbas, Shimon Peres, Warren Christopher, Andrei Kozyrev, Bill Clinton, Yitzhak Rabin ha Yasser Arafat.
Ganedigezhioù
1601 : Jan Brueghel yaouank, livour flamank.
1892 : Viktoria Luise von Preußen, priñsez alaman.
1907 : Remont ar Porzh, broadelour breton ha geriadurour.
1916 : Roald Dahl, skrivagner saoznek eus Kembre.
1923 : Édouard Boubat, luc'hskeudennour gall.
1924 : Maurice Jarre, sonaozour gall.
1940 : Óscar Arias, prezidant Costa Rica, roet Priz Nobel ar Peoc'h dezhañ.
1989 : Thomas Müller, melldroader etrebroadel alaman.
Marvioù
81 : Titus, impalaer roman.
1506 : Andrea Mantegna, livour hag engravour italian.
1592 : Michel de Montaigne, skrivagner ha prederour gall, oberour an "Essais".
1598 : Felipe II, roue Spagn.
1894 : Emmanuel Chabrier, sonaozour gall.
1971 : Lin Biao, emsaver komunour sinaat, milour ha den-Stad.
1977 : Leopold Stokowski, rener laz-seniñ breizhveuriat aet da geoded amerikan.
1987 : Mervyn LeRoy, aozour filmoù amerikan
1993 : Frederick Campion Steward, botanikour breizhveuriat.
2010 : Georges Lombard, politikour, bet maer Brest.
Lidoù
Sant an deiz : Sant Dagan
Iliz katolik roman
sant Yann Grizostomos, manac'h hag Hendad Kergustantin (✝ 407)
sant Aman, eskob Gwened, (✝ VIvet kantved)
Gwengolo 13 |
3403 | https://br.wikipedia.org/wiki/Ainoueg | Ainoueg | An ainoueg (ainoueg: アイヌ イタク, aynou itak; japaneg: アイヌ語, ainou-go) a zo ur yezh digenvez komzet gwechall gant an Ainoued war enezenn Hokkaido e hanternoz Japan. Komzet e veze gwechall ivez en Inizi Kouril, e hanternoz Honshu hag e kreisteiz Sac'halin.
Kavet e vez gerioù boutin etre an ainoueg hag an nivc'heg a deu diwar darempredoù etre an div yezh, dres evel ar gerioù boutin all etre ar japaneg hag an ainoueg.
Ur yezh en arvar da vont da get eo an ainoueg hag an darn vrasañ eus ar 150 000 a dud a disklêr bezañ ainoued ne gomzont nemet japaneg. Bez e oa 100 den barrek war ar yezh e Niboutani (Biratori, Hokkaido) met n'eus nemet 15 dioute a rae ganti bemdez er bloavezhioù 1980. En holl ez eus tro-dro da 1 000 den barrek war ar yezh e Hokkaido a-bezh, an darn vrasañ dioute ouzhpenn 30 vloaz.
War gresk a ya an niver a dud a zo o teskiñ ar yezh hiziv koulskoude ha muioc'h a dud a gomz an ainoueg da eil yezh eget da yezh kentañ.
Ez ofisiel e vez skrivet an ainoueg gant lizherennoù ar silabenneg japanek katakana, met implijet e vez ivez al lizherenneg latin.
Fonologiezh
Silabennoù an ainoueg a zo CV(C). Dre ret e teraouont gant ur gensonenn met galloud a reont echuiñ gant ur gensonenn.
Vogalennoù
Kensonennoù
Gwelet ivez:
Yezhoù digenvez
Yezhoù Japan
Liammoù diavaez
Lec'hienn diwar-benn an ainoueg (e spagnoleg)
Frazennoù e ainoueg
Kentelioù ainoueg war ar skingomz (japaneg)
Geriaoueg (japaneg)
Etnologour
Yezhoù Japan
Sevenadur Japan
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù digenvez
Ainoued |
3404 | https://br.wikipedia.org/wiki/Siouslaweg | Siouslaweg | Ar siouslaweg a zo ar yezh yezh penoutiek nemeti eus skourr ar yezhoù siouslawek komzet gwechall gant an Siouslawed, ur bobl-orin a veze o chom gwechall e mervent Oregon (Stadoù-Unanet.
Ur yezh varv eo hiziv.
Gwelet ivez:
Yezhoù siouslawek
Yezhoù penoutiek
Liammoù diavaez:
Lec'hienn diwar-benn ar Goused, an Oumpkwaed hag ar Siouslawed
Yezhoù Oregon - ar siouslaweg
Lec'hienn diwar-benn ar Goused, an Oumpkwaed hag ar Siouslawed
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Stadoù-Unanet Amerika
Yezhoù aet da get
Yezhoù siouslawek |
3405 | https://br.wikipedia.org/wiki/Tounikeg | Tounikeg | An tounikeg (pe tonikeg) a zo ur yezh digenvez komzet gwechall gant an Douniked, ur bobl-orin a veze o chom e Louisiana (Stadoù Unanet). Ur yezh varv eo hiziv.
Gwelet ivez:
Sesostrie Youchigant, yezher diwezhañ
Yezhoù digenvez
Liammoù diavaez:
Tounikeg (Rosetta Project)
Meneger yezhoù ar bed
istor Louiziana |
3406 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20youkagirek | Yezhoù youkagirek | Ur familh yezh komzet tro-dro d'ar Stêr Kolyma e Siberia (Rusia) eo ar yezhoù youkagirek
Ne van eus ar familh-se nemet div yezh hiziv:
Youkagireg an hanternoz (pe djukagireg, odouleg, , toundreg)
Youkagirek ar c'hreisteiz (pe djukagireg, kolimeg, odouleg)
Andonoù rusianeg a veneg div yezh arall hag a vefe aet da get e-pad an kantved : an Omokeg hag ar Tchouvaneg. Nebeut tre a ditourioù hon-eus diwar-o-fenn.
Diazet eo goût ez-resis hag-eñ ez eus ul liamm etre an div yezh-se hag ur familh-yezhoù all, hag abalamour da se e vezont renket peuliesañ e-touez er yezhoù digenvez. Evit lod e vefe ul liamm gant ar ar yezhoù ouralek, met n'eo ket gwall sklaer al liamm-se.
Damvarv ez eo an div yezh youkagirek. Nebeutoc'h eget 200 a dud a gomz anezho hiziv war ur boblañs a war-dro 1.300
Niverioù er yezhoù youkagirek
Gwelet ivez:
Yezhoù digenvez
Yezhoù paleo-siberiek
Yezhoù youkagirek |
3409 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20nasaek | Yezhoù nasaek | Ur familh-yezhoù komzet e Kolombia hag Ecuador eo ar yezhoù nasaek (pe páesan, paezano). N'eo ket diazezet an anvadur-se war studiadennoù gwirion ha sirius hag arvarus bras eo e vije eus ar familh yezh-se e gwirionez.
Roll ar yezhoù nasaek
Goulakaat a reer e c'hallje peder yezh mont d'ober ar yezhoù nasaek.
I. Andakieg
1. Andakieg (pe andakí) (Marv)
II. Nasaeg
2. nasaeg (pe Nasa yuwe e yezh ar vro, paez e spagnoleg)
3. Panzaleoeg (pe pansaleo, latacunga, quito) (Marv)
III. Kokonoukeg (pe coconuco, caucacc)
4. Kokonoukeg (pe kokonuko) (Marv)
N'eo ket sklaer c'hoazh penaos e tlefe bezañ renket ar yezhoù nasaek e-keñver familhoù ha yezhoù all ar bed. Ur yezh digenvez eo an nasaeg hiziv.
Yezhoù Kolombia
Yezhoù Ecuador
Yezhoù nasaek |
3410 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20mouranek | Yezhoù mouranek | Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù mouranek komzet e Brazil. Ne van eus ar familh-se nemet ar pirahaneg (pirahã) komzet gant 150 den. Renket e vez ar pirahaneg e-touez ar yezhoù digenvez neuze rak n'he deus ar yezh-se kar ebet ken.
Gwelet ivez:
Yezhoù digenvez
Liammoù diavaez:
Ethnologue
Yezhoù mouranek |
3411 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20siouek-katawbek | Yezhoù siouek-katawbek | Ar yezhoù siouek-katawbek a zo anezhe ur familh-yezhoù komzet e Norzh Amerika. Evit yezhonourion zo e vefent da vezañ kenstrollet gant ar yezhoù kaddoek hag ar yezhoù irokwoyek ha renket en ur familh-yezhoù meur dreist-siouek.
Skourroù ar familh siouek-katawbek
I. Ar yezhoù siouek
Yezhoù siouek ar c'hreiz
Mandaneg
Ioweg-Otoeg
Asiniboineg
Dakoteg
Lakoteg
Nakota (pe Stoneyeg)
Kansaeg
Omaheg-Ponkeg
Osageg
Kwapaweg
Hokakeg (pe Winnebageg)
Yezhoù siouek eus traoñienn ar Misouri
Absarokeg (pe Croweg)
Hidatseg
Yezhoù siouek ar gevred
Biloc'hieg (pe Biloxi)
Oteg
Tuteleg
II. Ar yezhoù katawbek
Katawbeg
Woconeg
Gwelet ivez
Yezhoù siouek
Yezhoù siouek-katawbek |
3412 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20sinek-tibetek | Yezhoù sinek-tibetek | Ar yezhoù sinek-ha-tibetek a zo anezhe ur familh-yezhoù enni tro-dro da 250 yezh komzet e Reter Azia. An eil familh-yezhoù muiañ komzet an hini eo a-drek ar yezhoù indez-europek.
Un darn vras eus ar yezhoù sinek-tibetek muiañ anavezet o-deus tonennoù. Buan e c'hell an tonennoù mont diwar wel, avat hag ur perzh rannvroel e vezont alies. Ne c'heller o implijout, neuze, da wiriekaat un darempred genel etre div yezh. Evit skouer, tra m'he-deus tibeteg Lhasa tonennoù, hini ebet a zo gant ar rannyezhoù arall, ha meur ag adsavadur eus ar sinaeg kozh n'o deus ket ezhomm a donennoù. War a seblant ez eo ar re-mañ aet diwar wel abalamour da goll ar c'hensonennoù dibenn.
Rummouriezh
Yezhoù sinaek
Yezhoù tibetek-burmek
Yezhoù baiek
Yezhoù himalayek
Yezhoù mahakirantiek
Yezhoù kirantiek
Yezhoù kamek-magarek-tchepangek-sounwarek
Yezhoù newarek
Yezhoù tibetek-kinaorek
Yezhoù kanaourek
Yezhoù leptchaek
Yezhoù tibetek
Yezhoù tibetek-kinaourek direnk
Yezhoù himalayek ar c'hornôg
Yezhoù himalayek direnk
Yezhoù jingpoeg-konyakek-bodoek
Yezhoù jinpoek-louechek
Yezhoù jingpoek
Yezhoù louechek
Yezhoù konyakek-bodoek-garoek
Yezhoù bodoek-garoek
Yezhoù konyakek
Yezhoù kotchek
Yezhoù karenek
Yezhoù paoek
Yezhoù pwoek
Yezhoù sgawek-bgaiek
Yezhoù karenek direnk
Yezhoù koukiek-tchinek-nagaek
Yezhoù koukiek-tchinek
Yezhoù koukiek-tchinek ar c'hreiz
Yezhoù koukiek-tchinek an norzh
Yezhoù koukiek-tchinek ar su
Yezhoù nagaek
Yezhoù angamek-potchourek
Yezhoù aoek
Yezhoù tangkoulek
Yezhoù nagaek direnk
Yezhoù zemek
Yezhoù loloek-burmek
Yezhoù burmek
Yezhoù burmek an norzh
Yezhoù burmek ar su
Yezhoù burmek direnk
Yezhoù loloek
Yezhoù loloek an norzh
Yezhoù loloek ar su
Yezhoù loloek direnk
Yezhoù nachiek
Yezhoù loloek-burmek direnk
Yezhoù meiteiek
Yezhoù mikirek
Yezhoù mrouek
Yezhoù norzh asamek
Yezhoù dengek
Yezhoù tanek
Yezhoù noungek
Yezhoù tangoutek-tchiangek
Yezhoù tchiangek
Yezhoù gyaraongek
Yezhoù toujiaek
Yezhoù tibetek-burmek direnk
Liammoù diavaez:
Ar yezhoù sinek-burmek gant James Matisoff
Ethnologue
Yezhoù sinek-tibetek
Yezhoù Azia |
3413 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20siouek | Yezhoù siouek | Ur skourr eus ar yezhoù siouek-katawbek eo ar yezhoù siouek, kar d'ar yezhoù katawbek, komzet gant pobloù-orin e Norzh Amerika.
Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù siouek:
Listenn ar yezhoù siouek
Yezhoù siouek ar c'hreiz
Mandaneg
Ioweg-Otoeg
Asiniboineg
Dakoteg
Lakoteg
Nakota (pe Stoneyeg)
Kansaeg
Omaheg-Ponkeg
Osageg
Kwapaweg
Hokakeg (pe Winnebageg)
Yezhoù siouek eus traoñienn ar Misouri
Absarokeg (pe Croweg)
Hidatseg
Yezhoù siouek ar gevred
Biloc'hieg (pe Biloxi)
Oteg
Tuteleg
Gwelet ivez:
Yezhoù siouek-katawbek
Yezhoù siouek
nl:Siouan-Catawbantalen
nn:Sioux-catawbanske språk |
3414 | https://br.wikipedia.org/wiki/Pirahaneg | Pirahaneg | Ar pirahaneg (pirahã) a zo ur yezh digenvez komzet gant ar bobl Pirahã e Brazil. Hiziv ne van nemet ur 150 a dud barrek war ar yezh o chom en eizh kêriadenn war lennoù ar Stêr Maici. Unyezhek eo an darn vrasañ anezhe ha n'anavezont nemet toullad gerioù e portugaleg. N'emañ ket en arvar da vont da get rak evit ar Birahaned ec'h eo o yezh an hini wellañ.
N'eus niverenn ebet er pirahaneg hag ober a reont gant gerioù hag a dalvez kement ha nebeut, ur re ha kalz.
Ouzhpenn-se ec'h eo fonologiezh ar pirahaneg e-touez ar re eeunañ, rak n'eus nemet ar rotokaseg en deus nebeutoc'h a fonemennoù (10).
Pemp doare disheñvel a zo da "gaozeal" pirahaneg: dre gomz (evel boaz); dre c'hwitellat; dre fraoñval; dre youc'hal pe dre seniñ.
Gwelet ivez::
Yezhoù mouranek
Liammoù diavaez:
SIL Ethnologue
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Brazil
Yezhoù mouranek |
3415 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20moundek | Yezhoù moundek | Ar yezhoù moundek a zo anezhe ur familh-yezhoù komzet e biz ha kreiz India gant tro-dro da 9.000.000 a dud.
Hiziv, an darn vrasañ eus ar yezhoniourion a renk ar yezhoù moundek a-gevret gant ar yezhoù monek-kmerek e familh ar yezhoù aostrez-aziatek.
N'eo ket sklaer eus pelec'h e teu ar yezhoù moundek, met peurliesañ e vez kredet ez eus anezhe yezhoù orin India.
Meur a doare ez eus da isrannañ er yezhoù moundek. Setu unan eus an doareoù implijet alies:
Yezhoù moundek
Yezhoù moundek an hanternoz
Yezhoù kherwarek
Agareg
Bijoreg
Korakoueg
Yezhoù moundarek
Asureg
Birhoreg
Hoeg
Korweg
Moundareg
Yezhoù santalek
Mahaleg
Santaleg
Toureg
Korkoueg
Yezhoù moundek ar c'hreisteiz
Yezhoù khariek-djouangek
Kharieg
Djuoangeg
Yezhoù moundek korapoutek
Yezhoù goutobek-remoek-getaek
Gataeg
Bondoeg
Bodoeg-gadabaeg
Yezhoù soraek-djourayek-gorumek
Parengeg
Soraeg
Djourayek
Lodheg
Yezhoù moundek |
3416 | https://br.wikipedia.org/wiki/Santaleg | Santaleg | {{Yezh|anv=Santali language|anveyezh=Santaliᱥᱟᱱᱛᱟᱲᱤ
|broiou=India, Bangladesh, Nepal, Bhoutan
|rannved= Jharkhand, Kornôg Bengal, Odisha, Tripura, Bihar
|komzet= ~ 6 000 000
|renkadur= ?
|livfamilh=Aostrez-aziatek
|familh=Yezhoù aostrez-aziatek
Yezhoù moundek
Santali language|YezhOfisiel=
|akademiezh= hini ebet
|iso1=
|iso2= sat
|iso3=sat
|lizherennoù=SNT}}
Ur yezh voundek eo ar Santali Language' komzet gant tro-dro da c'hwec'h milion a dud en India, Bangladesh, Nepal, ha Bhoutan. Met en India emañ an darn vrasañ eus ar gomzerion o chom, dreist-holl e stadoù Jharkhand, Asam, Bihar, Odisha, Tripura ha kornôg Bengal.
Skrivet e vez gant ul lizherenneg ispisial a reer ol cemet' pe ol chiki'' outi, met izel-tre eo an niver a dud a oar lenn ha skrivañ (etre 10% ha 30%).
Gwelet ivez
Yezhoù moundek
Liammoù diavaez
Ethnologue
"Ni ar santaled"
Geriadurioù santaleg-saozneg/saozneg-santaleg
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù moundek
Yezhoù India
Yezhoù Bangladesh
Yezhoù Nepal
Yezhoù Boutan |
3417 | https://br.wikipedia.org/wiki/Lizherenneg%20santalek | Lizherenneg santalek | Daoust ha ma vez skrivet ar santaleg gant ar skriturioù oriyek, bengalek pe devanagari, he deus ar yezh-mañ ur skritur bet ijinet a-ratozh-kaer eviti, al lizherenneg santalek, a reer outi er yezh-se ol chiki pe a-wechoù ol cemet'. Implijet e oa bet al lizherenneg latinek ivez evit skrivañ ar santaleg gant ar visionerion.
Ur yezh voundek eo ar santaleg kentoc'h evit ur yezh indez-europek evel an hindeg pe ar bengaleg ha neuze ec'h eo diaezet implijout lizherennegoù ar yezhoù-se evit he skrivañ. Kentoc'h evit implijout un abugida evel an darn vrasañ eus ar yezhoù komzet en India, e oa bet savet ul wir lizherenneg evit skrivañ ar santaleg. E 1925 e voe ijinet neuze al lizherenneg santalek gant Pandit Raghunath Murmu.
30 lizherenneg ez eus en holl ha stumm pep hini a zo sañset diskwel penaos emañ distaget. Skrivet e vez a-gleiz da dehoù.
Daoust d'ar strivoù bet graet evit krouiñ ul lizherenneg evit ar santaleg e van c'hoazh izel-tre an niver a Santaled a oar lenn ha skrivañ (etre 10% ha 30%).
Gwelet ivez:
Santaleg
Yezhoù moundek
Liammoù diavaez:
Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ
Lizherenneg stantalek evit mann evit staliañ war hoc'h urzhiataer]
Ar skritur ol chiki
Santalek |
3418 | https://br.wikipedia.org/wiki/Michel%20de%20Montaigne | Michel de Montaigne | Michel Eyquem de Montaigne pe en un doare berroc'h Michel de Montaigne (bet ganet d'an 28 a viz C'hwevrer 1533, straed Rousselle e Bourdel, Gironde - bet marvet d'an 13 a viz Gwengolo 1592 en e gastell e Montaigne e Périgord) a zo ur prederour hag ur politikour gall eus mare an Azginivelezh.
Buhez
Marc'hadourien e oa tud Michel de Montaigne hag un ti-kreñv e Montaigne en doa prenet e dad-kuñv Ramon. Evel-se e oa deuet da vezañ denjentil, an Aotrou a v-Montaigne, ezel eus an noblañs, hag ar statud-se eo a vo hini e diskennidi.
Pierre Eyquem, tad Michel, a zivizas chom da vat en ti-kreñv a lakao brasaat ha mogeriañ. Dimeziñ a reas gant Antoinette de Louppes, merc'h d'ur marc'hadour eus Tolosa, hemañ eus un tiegezh a oa bet marran. Eizh krouadur o deus bet ha Michel e oa an henañ.
Desavet e voe Montaigne er c'hastell ha diwar mennoù e dad e voe kaset dezhañ tigelennerien a zeskas anezhañ hervez pennaennoù nevez ar frankizouriezh hag al lennegouriezh. Pa oa kelennerien o komz latin dezhañ e c'hellas komz er yezh-se a-vihanik. Pa voe krennard ez eas da skolaj Guien e Bourdel e-lec'h ma c'hallas deskiñ hiroc'h war ar galleg, al latin, ar gresianeg, an helavarouriezh hag ar c'hoariva. Remerket e voe evit e spered lemm hag e varregezh war ar rendaelañ.
Oberenn
Brudet-tre eo Michel de Montaigne evit e oberenn Les Essais de Michel de Montaigne.
sellout ouzh
Roll ar brederourien c'halleg
Ganedigezhioù 1533
Marvioù 1592
Meneger ar skrivagnerien
Skrivagnerien c'hall ar XVIvet kantved
Skrivagnerien c'hallek |
3420 | https://br.wikipedia.org/wiki/14%20Gwengolo | 14 Gwengolo |
Darvoudoù
786 : dont a ra Harun al-Rashid da vezañ kalif e Baghdad.
1946 : referendom war an dizalc'hiezh en enezeg Faero : 48,7% a-du gant an dizalc'hiezh, 47,2% a-enep.
1993 : gant kuzul rannvro Sardigna eo anavezet ent-ofisiel sa Die de sa Sardigna, devezh ar vro, a vez lidet bep bloaz d’an 28 a viz Ebrel, e koun emsavadeg 1774.
Ganedigezhioù
1760 : Luigi Cherubini, sonaozour italian.
1769 : Alexander von Humboldt, skiantour hag ergerzher alaman.
1785 : Louis Bizeul, istorour ha arkeologour breizhat.
1804 : John Gould, bevoniour, evnoniour ha skeudennaouer saoz.
1848 : Adolf Albin, mestrec'hoarier echedoù roumanat.
1849 : Ivan Pavlov, medisin rusian (priz Nobel e 1904).
1899 : Youenn Drezen, skrivagner brezhonek.
1926 : Michel Butor, skrivagner gall.
1956 : Kostas Karamanlis, kentañ ministr Gres.
1965 : Dmitriy Medvyedyev, prezidant ha kentañ ministr Rusia.
1969 : Gregory Serper, mestrc'hoarier echedoù ouzbek.
1983 : Amy Winehouse, kanerez saoz.
Marvioù
1321 : Dante Alighieri, barzh italian.
1821 : Heinrich Kuhl, loenoniour ha naturour alaman.
1835 : Aleksandr MacDonnell, mestrc'hoarier echedoù iwerzhonat.
1851 : James Fenimore Cooper, skrivagner stadunanat.
1853 : Hugh Edwin Strickland, skiantour saoz.
1897 : José Alberto de Oliveira Anchieta, ergerzher ha naturour portugalat.
1901 : William McKinley, prezidant Stadoù Unanet Amerika.
1919 : Jean Taubenhaus, mestrc'hoarier echedoù poloniat-gall.
1932 : Jean Cras, ofiser a vor ha sonaozour.
1937 : Tomáš Masaryk, prezidant Tchekoslovakia.
1949 : Romuald Joubé, aktour c'hoariva ha sinema gall.
1982 : Grace Kelly, aktourez stadunanat, Priñsez a Vonako.
1998 : Herve Kerrain, stourmer breizhat.
2006 : Seán Ó Tuama, lenneg ha barzh iwerzhonek.
Lidoù
Sant an deiz : Sant Maodan
Gouel ar Groaz savet, pe Gouel ar Groaz gonezet
sant Epifan, eskob an Naoned (✝ 527)
Gwengolo 14 |
3425 | https://br.wikipedia.org/wiki/Skritur%20oriyek | Skritur oriyek | Implijet e vez ar skritur oriyek evit skrivañ an oriyeg, ur yezh komzet gant 22 vilion a dud en Orissa (India).
Diorroet e voe ar skritur oriyek diwar ar skritur kalangek, diorroet d'e dro diwar ar skritur bramek. Un abugida eo ar skritur oriyek neuze, evel an darn vrasañ eus an doareoù-skrivañ implijet evit skrivañ yezhoù indezek.
Ront eo al lizherennoù evit gallout o skrivañ war delioù palmez hep o zorriñ.
Vogalennoù ar skritur oriyek
Setu stummoù distag ar vogalennoù hag ivez ar stummoù stag implijet gant ar gensonenn k :
Kensonennoù ar skritur oriyek
Setu kensonennoù ar skritur oriyek hervez an urzh hengounel :
Sifroù ar skritur oriyek
Setu ar sifroù implijet evit skrivañ an niverennoù en oriyeg :
Gwelet ivez
Abugida
Oriyeg
Liammoù diavaez
Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ
Oriyek |
3428 | https://br.wikipedia.org/wiki/Moundareg | Moundareg | Ur yezh voundek eo ar moundareg, kar d'ar santaleg. Komzet e vez e gant ar Vounded hag an Adivased e reter India, Bangladesh ha Nepal.
Gwelet ivez:
Yezhoù moundek
Liammoù diavaez:
Rosetta Project
Ethnologue
Yezhoù Nepal
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù moundek
Yezhoù India
Yezhoù Bangladesh |
3429 | https://br.wikipedia.org/wiki/Hoeg | Hoeg | Ur yezh voundek eo an hoeg komzet gant 1.077.000 a dud en India dreist-holl.
Gwelet ivez:
Yezhoù moundek
Liammoù diavaez:
Ethnologue
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù moundek |
3430 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20keltiek | Yezhoù keltiek | E-barzh strollad ar yezhoù indezeuropek e kaver rummad ar yezhoù keltiek (pe yezhoù keltek). Renket eo ar rummad-mañ e-barzh kevrenn ar yezhoù italek-keltek hag o deus tresoù heñvel e-giz ar pebeiladur kensonennel etre ar fonem /p/ hag ar fonem /kʷ/ <q>.
Yezhoù keltiek an Henamzer
Ar c’hengelteg (komzet gant an holl Gelted), pe kentkelteg (a-raok ar c'helteg?) hervez tud zo.
Keltieg ar C’hevandir
Ar galianeg †
Ar c’heltibereg †
Al leponteg †
An norikeg † (keltieg ar reter)
Skourr gouezelek (yezhoù q-keltiek)
An heniwerzhoneg
Ar c’hrenniwerzhoneg
An iwerzhoneg (e Bro-Iwerzhon)
Ar manaveg † (en Enez-Vanav)
Ar skoseg (e Bro-Skos) (arabat meskañ gant skoteg hag a zo yezh germanek Bro-Skos)
Skourr predenek (yezhoù p-keltiek)
E Bro-Gembre
An hengembraeg
Ar c’hrenngembraeg
Ar c’hembraeg
E Kernev-Veur
An hengerneveureg
Ar c’hrenngerneveureg
Ar c’herneveureg †
E Breizh
An henvrezhoneg
Ar c’hrennvrezhoneg
Ar brezhoneg
Keñveriadenn a yezh da yezh
Levrioù
EVEN, Arzel. Istor ar Yezhoù Keltiek . Lesneven : Hor Yezh, 1987 (levrenn 1), 1990 (levrenn 2)
ZEUSS, J. K. Grammatica celtica. Leipzig, 1853 & Paris, 1871 • En-linenn
O'Donovan, John. Zeuss's "Grammatica celtica". In : Ulster Journal of Archaeology, First Series, Vol. 7 (1859), pp. 11-32 • En-linenn
Liammoù diavaez
Un tañva klevek eus ar yezhoù keltiek war lec'hienn ar BBC
Ar yezh keltiek pe ar c'heltieg, pennad gant Léon Fleuriot, e lec'hienn KEAV.
Yezhoù keltiek |
3431 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20salichek | Yezhoù salichek | Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù salichek komzet e kornôg Kanada ha gwalarn ar Stadoù Unanet.
Yezhoù en arvar da vont da get eo an holl yezhoù er familh-se, rak komzet e vez lod anezhe gant 3 pe 4 den nemetken hag ouzhpenn 60 vloaz eo an darn vrasañ eus an dud a ra gante.
Setu penaos e vez isrannet peurliesañ an 23 yezh er familh-mañ:
Yezhoù salichek
I. Bellakouleg (Bella Coola)
1. Nuxalkeg (pe Bella Coola, Salmon River)
Kimskwiteg
Bellakouleg
Kwatneg
Tallheg
II. Yezhoù salickek an arvor
A. Yezhoù salichek an arvor-kreiz (pe Yezhoù salickek ar c'hreiz)
2. komoxeg
Komoxeg (pe Q’ómox̣ʷs)
Sliammoneg (Homalkoeg-Klahooseg-Sliammoneg) (pe ʔayʔaǰúθəm)
3. Halkomelemeg
Enezeg (pe Hul’q̱’umi’num’, həl̕q̓əmín̓əm̓)
Kowitchaneg
Nanaimoeg
Izelrivereg (pe Hunq’umʔiʔnumʔ)
Katzieg
Kwantleneg
Muskweameg
Uhelrivereg (pe Upper Stalo, Halq’əméyləm)
Tchehaliseg
Tchilliwakeg
Tait
4. Luchoutsideg (pe Salicheg Puget, Skagit-Nisqually, Dxʷləšúcid)
Yezh an norzh
Skagiteg (pe Skaǰət)
Snohomicheg (pe Sduhubš)
Yezh ar su
Douwamicheg-Soukwamicheg (pe Dxʷduʔabš)
Pouyalloupeg (a.k.a. Spuyaləpubš)
Niskwallyeg (pe Sqʷaliʔabš)
5. Nouksakeg (pe ɬə́čələsəm, ɬə́čælosəm) (†)
6. Pentlatcheg (pe Pənƛ̕áč) (†)
7. Setchelteg (pe Seshelt, Shashishalhem, šášíšáɬəm)
8. Skwamicheg (pe Sqwxwu7mish, Sḵwx̱wú7mesh, sqʷx̣ʷúʔməš)
i. Yezhoù salicheg ar strizhvor (pe Straits)
9. Klallamek (pe Clallam, Nəxʷsƛ̕áy̓emúcən)
Yezh Bae Becher
Yezh ar reter
Yezh ar c'hornôg
10. Yezh hanternoz ar strizhvor (pe Straits)
Lummieg (pe Xwlemi’chosen, xʷləmiʔčósən) (†)
Saanitcheg (pe SENĆOŦEN, sənčáθən, sénəčqən)
Samicheg (pe Siʔneməš)
Semaihmoueg (pe Tah-tu-lo) (†)
Soukeg (pe T’sou-ke, c̓awk) (†)
Songhiseg (pe Lək̓ʷəŋín̓əŋ) (†)
11. Twanaeg (pe Skokomicheg, Sqʷuqʷúʔbəšq, Tuwáduqutšad) (†)
Kwilkeneg
Skokomicheg (pe Sqʷuqʷúʔbəšq)
B. Yezhoù tsamoseg (pe olympic)
i. Yezhoù an diabarzh
12. Kowlitseg (pe cowlitz, Sƛ̕púlmš) (†)
13. Tchehaliseg uhelañ (chehalisa Q̉ʷay̓áyiɬq̉) (†)
Tchehaliseg Oakville
Satsopeg
Tchehaliseg Tenino
ii. Yezhoù an arvor
14. Tchehaliseg izelañ (pe ɬəw̓ál̕məš) (†)
Houmptoulipseg (humptulips)
Westport-Shoalwatereg
Winoucheeg
15. Kinalteg (pe quinault Kʷínayɬ)
Kwitseg (queets)
Kinalteg
C. Yezhoù tillamoukek
16. Tillamoukeg (pe tillamook, hutyéyu) (†)
Siletz
Siletseg (siletz)
Tillamoukeg
Garibaldeg-Nestoukeg (garibaldi-nestucca)
Nehalemeg
III. Interior Salish
A. Northern
17. Shuswap (a.k.a. Secwepemctsín, səxwəpməxcín)
Eastern
Kinbasket
Shuswap Lake
Western
Canim Lake
Chu Chua
Deadman's Creek-Kamloops
Fraser River
Pavilion-Bonaparte
18. St’at’imcets (a.k.a. Lillooet, Lilloet, St'át'imcets)
Lillooet-Fountain
Mount Currie-Douglas
19. Thompson River Salish (a.k.a. Nlaka’pamux, Ntlakapmuk, nɬeʔkepmxcín, Thompson River, Thompson Salish, Thompson)
Lytton
Nicola Valley
Spuzzum-Boston Bar
Thompson Canyon
B. Southern
20. Coeur d’Alene (a.k.a. Snchitsu’umshtsn, snčícuʔumšcn)
21. Columbian (a.k.a. Columbia, Nxaʔamxcín)
Chelan
Entiat
Moses Columbia
Wenatchee (a.k.a. Pesquous)
22. Colville-Okanagan (a.k.a. Okanagan, Nsilxcín, Nsíylxcən, ta nukunaqínxcən)
Northern
Head of the Lakes
Penticton
Similkameen
Vernon
Southern
Lakes-Colville-Inchelium
Methow
San Poil-Nespelem
Southern Okanogan
23. Spokane-Kalispel-Flathead (a.k.a. Kalispel)
Flathead (a.k.a. Séliš)
Kalispel (a.k.a. Qalispé)
Chewelah
Kalispel
Pend d’Oreile
Spokane (a.k.a. Npoqínišcn)
Liammoù diavaez:
Bibliography of Materials on Salishan Languages (YDLI)
University of Montana Occasional Papers in Linguistics (UMOPL) (Native languages of the Northwest)
Coast Salish Collections
International Conference on Salish and Neighboring Languages
Okanagan language resources (includes sound files)
Native Peoples, Plants & Animals: Halkomelem
Saanich (Timothy Montler's site)
Klallam (Timothy Montler's site)
Ethnologue
Yezhoù salichek |
3432 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20irokwoyek | Yezhoù irokwoyek | Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù irokwokek komzet e Norzhamerika gant pobloù-orin. Er familh-mañ e vez renket yezhoù Kevre an Irokezed hag an tsalagieg (tcherokeeg).
Setu penaos e vez isrenket an 11 yezh a zo er familh-yezhoù-mañ:
Yezhoù irokwoyek
I. Yezhoù irokwoyek an hanternoz
A. Yezhoù touskarorek-nottowayek
1. Tuscarora
2. Nottoway
B. Kent-irokwoyeg al lennoù
3. Yezhoù houronek-wyandotek
rannyezhoù:
Houroneg
Wyandoteg
4. Laurenteg
i. Irokwoyeg ar Pemp Broad)
5. Onondageg
6. Souskwehannockeg (pe andasteg, konestogeg, andastoerrhononeg, minkwaeg)
a. Yezhoù senekek-kayougek
7. Senekek
8. Kayougek
b. Yezhoù mohawkek-oneidek
9. Mohawkeg
10. Oneideg
II. Yezhoù irokwoyek ar c'hreisteiz
11. tsalagieg
yezhoù marv eo an nottowayeg, ar yezhoù houronek-wyandotek, ar souskwehannockek hag al laurenteg.
Liammoù diabarzh
Gwelet ar rannbennad yezh e pennad an Haudenosaunee.
Yezhoù irokwoyek |
3433 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20chastek | Yezhoù chastek | Ur c'herentiad yezhoù eo ar yezhoù chastek (saozneg: Shastan Languages), enni peder yezh varv a veze komzet e norzh Kalifornia ha su Oregon:
Konomihoueg
Chasteg New River Shasta
Okwanoutchoueg (okwanuchu)
Chasteg (shasta pe shastika)
Yezhoù chastek |
3473 | https://br.wikipedia.org/wiki/15%20Gwengolo | 15 Gwengolo |
Darvoudoù
1440 : lakaet eo harz war Jili Laval, baron Raez e Machikoul.
1556 : an Impalaer Karl V a guita Vlissingen en Izelvroioù da vont da Spagn.
1821 : Guatemala, El Salvador, Honduras, Nicaragua ha Costa Rica a embann ez int dizalc'h diouzh Spagn.
1873 : dibenn ar Brezl etre Bro-C'hall ha Prusia : mont a ra kuit ar soudarded prusian diwezhañ eus Bro-C'hall.
1887 : enaouet eo evit ar wech kentañ tour-tan ar Wrac'h Vras, etre Enez-Sun ha Beg ar Raz.
1912 : kentañ krogad mell-droad e Stad Hent an Oriant e Roazhon.
1932 : deroù Gouelioù ar Bleun Brug e Brest.
1935 : Lezennoù Nuremberg bet votet gant an Trede Reich.
1935 : en Alamagn eo degemeret banniel an Nazied da vanniel ar vro.
1952 : gant Aozadur ar Broadoù Unanet eo roet Eritrea da Etiopia.
1959 : beaj Nikita C'hrouchtchov da Stadoù Unanet Amerika.
1975 : rannet eo Korsika e daou zepartamant : Haute-Corse (Korsika-Uhel) ha Corse-du-Sud (Korsika-ar-Su)
2000 : digoradur ar C'hoarioù Olimpek hañv e Sydney gant William Deane, gouarnour-meur Aostralia.
2001 : ar 7vet embannadur eus ar c'hCatholicon gant Gwennole ar Menn.
Ganedigezhioù
1254 : Marco Polo, marc’hadour hag ergerzher eus Venezia.
1613 : François de La Rochefoucauld, skrivagner gallek.
1789 : James Fenimore Cooper, skrivagner amerikan.
1846 : Louis Tiercelin, barzh ha dramaour.
1858 : Charles de Foucauld, milour, ergerzher ha misioner gall.
1890 : Agatha Christie, skrivagnerez romantoù polis.
1894 : Jean Renoir, filmaozer ha saver senario gall.
1897 : William Faulkner (1897-1962), skrivagner amerikan, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh e 1949.
1941 : Flórián Albert, melldroader etrebroadel ha gourdoner hungarian.
1946 : Carlo Micheli, mestrc'hoarier echedoù italian.
Marvioù
1700 : André Le Nôtre, liorzhour gall.
1750 : Charles Theodore Pachelbel, sonaozer alaman.
1945 : André Tardieu, kentañ ministr Bro-C'hall.
1960 : Héctor Castro, melldroader etrebroadel ha gourdoner uruguayat.
1978 : Willy Messerschmitt, savour kirri-nij alaman.
1898 : Héléna Manson, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall.
1898 : Moana Pozzi, aktourez italian filmoù porno.
2006 : Oriana Fallaci, skrivagnerez italian.
2008 : Richard Wright, kaner ha soner saoz, unan eus pevar c'hrouer ar strollad Pink Floyd.
Lidoù
Sant an deiz : Santez Erell
Itron Varia ar Seizh Glac'har (Nuestra Señora de los Dolores, e Bro-Spagn, Maria Addolorata pe Maria Dolorosa en Italia,
Gouel anv santel Mari
sant Lubin, manac'h hag eskob Chartrez († 560)
sant Merrin, abad iwerzhonat, († 620)
Sant Roland de' Medici, penitiour italian.
Gwengolo 15 |
3474 | https://br.wikipedia.org/wiki/R%C3%B6yksopp | Röyksopp | Röyksopp a zo ur strollad daou zen (Svein Berge ha Torbjørn Brundtland) a vro Norvegia (Tromsø) anezhañ, savet e 1998 ("Melody A.M.", o fladenn hir gentañ, a zeuas er-maez e 2001). Sonerezh elektronek blaz an disko ennañ, bugale Kraftwerk da skouer (e-touez ur yoc'h re arall) a vez graet ganto.
A-gevret e oa Berge ha Brundtland er skol e Tromsø, hag arnodenniñ binvioù elektronek o doa graet dija, e penn-kentañ ar bleadoù 1990. Neoazh, ne voe savet Röyksopp nemet e dibenn ar c'hantved, pa voe en em gavet en-dro Berge ha Brundtland àr un dro e Bergen. Startijenn ha lañs a oa er gêr-se evit pezh a sell doc'h ar sonerezh elektronek d'ar poent-se ha labourat a reas Berge ha Brundtland get sonerion ar c'hornad èl Kings of Convenience, Frost, Those Norwegian ha Drum Island hag a voe graet "lanvad Bergen (Norvegia)) " (Bergen (Norvegia)) wave) anezhe. O zi-embann pladennoù kentañ a voe Tellé ha meur a single a zeuas er-maez gete. Goude e voe savet o fladenn hir "Melody A.M." get ar label Wall of Sound (ur label breizhveuriat).
A-drugarez d'ar video e kreskaas brud ar strollad, klipoù fiskal, taolioù arnod hag "avant-garde" evel kani "Remind Me" (savet get embregerezh gall H5), aet ar maout getoñ e 2002 e MTV Europe Music Award.
Röyksopp a zo ur ger norvejek, anv ur seurt kabell-touseg (Lycoperdale genus) hag a ya kuit ur gogusenn ulfenn a-zoc'htoñ pa vez stoket doc'htoñ, da lavaret eo ur "c'habell-touseg mogedus".
O eil pladenn, "The Understanding" he zitl, a zo daet er-maez e miz Gourhelen 2005, un nebeud goude o single "Only This Moment". Dispennet eo roudoù ar bladenn gentañ a-barzh, met ar sonennoù nevez-mañ ne sankant ket ken don e penn ar selaouerion.
Pladennoù hir (albpmoù) :
2001 : Melody A.M. #9 UK (2002)
2005 : The Understanding #13 UK
Pladennoù berr (singles) :
é tonet a "vMelody A.M.":
2002 : "Remind Me / So Easy" #21 UK
2002 : "Poor Leno" #38 UK
2003 : "Eple" #16 UK
é tonet a "The Understanding" :
2005 : "Only This Moment" #33 UK
Klipoù Video :
Eple
Poor Leno
Sparks
Remind Me
Only this Moment
Strolladoù sonerezh Norvegia
Strolladoù sonerezh elektronek
Strolladoù sonerezh ar bloavezhioù 2000 |
3618 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20barbakoek | Yezhoù barbakoek | Un anvadur douaroniel kentoc'h eget yezhoniel eo an anvadur yezhoù barbakoek. Graet e vez gantañ evit renkañ yezhoù komzet e mervent Colombia (departamantoù Cauca ha Nariño) ha norzh Ecuador. N'eur ket sur c'hoazh eo kar ar yezhoù a ginniger renkañ dindan an tog-se ha, dre-se, n'eo ket soliet da vat an anvadur "yezhoù barbakoek". Implijet e vez evit renkañ mesk-ha-mesk yezhoù bev n'int ket bet deskrivet-holl c'hoazh ha yezhoù marv n'ouzer ket gwall dra diwar o fenn, estreget int bet meneget ur mare bennak e mammennoù skrivet ergerzhourien pe skriverien zo.
Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù er familh-se peurliesañ :
Yezhoù barbakoek
I. Yezhoù an hanternoz
Kwaikereg (pe cuaiquer, awaeg)
Yezhoù gwambiaek-totoroek
Gwambiaeg
Totoroeg (rannyezh wambiaek)
Mouelyameg (pe muellama ) (yezh varv)
Pasteg (yezh varv)
II. Yezhoù ar c'hreisteiz
Karankieg (pe caranqui, kareg) (yezh varv)
Kayapeg (pe cayapa, chachi, cha’palaachi)
Koloradeg (pe tsafiqui, colima, campaz)
Evit doare ez eo da vat an totoroeg, komzet e kumun Totoró ur rannyezh eus ar gwambiaeg.
Lod a renk ar gwambiaeg e-touez ar yezhoù barbakoek; lod all o deus e renket e-touez ar yezhoù nasaek. Sklaer eo bet diskouezet bremañ n'eo ket kar ar gwambiaeg d'an Nasa Yuwe (nasaeg)
Levrlennadur
Estado actual de la clasificación de las lenguas indígenas de Colombia; Instituto Caro y Cuervo; Santafé de Bogotá, 1993
Conclusiones del seminario sobre clasificación de lenguas indígenas de Colombia; Jon Landaburu, Universidad de los Andes, Bogotá, in Estado actual de la clasificación de las lenguas indígenas de Colombia; Instituto Caro y Cuervo; Santafé de Bogotá, 1993 pp.313-330.
Notennoù
Moguex a oa bet graet gantañ evel anv all evit ar gwambiaeg a-wechoù. N'eo nemet an anv roet da Wambiaiz gant ar bobl amezek avat (Nasaed pe Paezed).
Liammoù diavaez
Ethnologue
Yezhoù barbakoek
Gwambia
Yezhoù Kolombia
Yezhoù Ecuador
Cauca |
3619 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20alseek | Yezhoù alseek | Div yezh ez eus e familh ar yezhoù alseek (anvet ivez yezhoù yakonek) komzet war aodoù Oregon (Stadoù Unanet).
Yezhoù alseek
Alseeg (yezh varv)
Yakineg (pe yakwinaeg, yakoneg) (yezh varv)
E gwirionez ez eo ken tost an eil yezh d'eben ma vez komz a-wechoù eus rannyezhoù.
Yezhoù alseek
Yezhoù Amerika |
3620 | https://br.wikipedia.org/wiki/Alseeg | Alseeg | Ur yezh alseek eo an alseeg tost-tre d'ar yakineg. Ur yezh varv an hini eo, bet komzet gwechall war ribl ar ster Alsea, en Oregon (Stadoù-Unanet).
Gwelet ivez
Yezhoù alseek
Yezhoù penoutiek
Yezhoù Stadoù-Unanet Amerika
Alseiz
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Stadoù-Unanet Amerika
Yezhoù alseek |
3627 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yakineg | Yakineg | Ur yezh alseek eo ar yakineg (anvet ivez yakwineg pe yakoneg) tost-tre d'an alseeg. Ur yezh kazi marv an hini eo, komzet en Oregon (Stadoù Unanet).
Gwelet ivez
Yezhoù alseek
Yezhoù penoutiek
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Stadoù-Unanet Amerika
Yezhoù alseek |
3680 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20na-dene | Yezhoù na-dene | Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù na-dene komzet gant pobloù-orin e Norzh Amerika. An navac'hoeg eo yezh vrudetañ ar familh-mañ hag ivez an hini gant ar muiañ a dud barrek warni hiziv.
Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù er familh-mañ:
Yezhoù na-dene
Tlingiteg: komzet gant 700 den (1995)
Yezhoù athabaskek-eyakek
Eyakeg: (yezh varv: 2008)
Yezhoù atabaskek
Yezhoù an hanternoz
Yezhoù aodoù ar Meurvor Habask
Yezhoù ar c'hreisteiz
Liammoù diavaez
Ethnologue
Kreizenn evit Yezhoù Pobloù-orin Alaska
Yezhoù na-dene |
3681 | https://br.wikipedia.org/wiki/Tlingiteg | Tlingiteg | Ur skourr eus ar familh-yezhoù na-dene eo an tlingiteg komzet gant ur bobl-orin e gevred Alaska, e Yukon hag e Kolombia Breizh-Veur (Kanada) hag un nebeudig e Stad Washington (USA). Ur yezh en arvar an hini eo rak n'eus ken nemet un tammig en tu-hont da 1 000 den hag a ra ganti, an holl anezhe barrek war ar saozneg ivez.
Emeur oc'h ober strivoù bras evit reiñ lusk da yezh ha sevenadur en-dro e gevred Alaska.
Peder rannyezh pennañ a zo: hini an hanternoz (anvet yakoutateg); hini ar c'hreisteiz; hini an diabarzh komzet tro-dro da Lenn Atlin ha da Lenn Teslin (Kanada). Damvarv eo ar pevare rannyezh a reer tongaseg (taanta K̲wáan) outi.
Liammoù diavaez
Lingít Yoo X̲'atángi: an tlingiteg
Deskiñ ha kelenn tlingiteg
Geriadur tlingiteg (anvioù-kadarn)
Geriadur tlingiteg (verboù)
Kreizenn Yukon evit Yezhoù ar Pobloù-orin
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù na-dene |
3682 | https://br.wikipedia.org/wiki/Roll%20ar%20C%27hantvedo%C3%B9 | Roll ar C'hantvedoù |
Hoaladoù a-raok ar L kantved kt JK
Hoaladoù eus ar L d’an XL kantved kt JK
Hoaladoù eus an XL d’ar I kantved kt JK
Hoaladoù modern
Kantvedoù
Kronologiezh
Kantvedoù, roll ar |
3683 | https://br.wikipedia.org/wiki/Kronologiezh%20an%20hoalad%20kristen | Kronologiezh an hoalad kristen | Taolenn gronologel adal bloaz 1 an deiziadur gregorian betek ar bloaz 2099.
Gwelet ivez : Kronologiezh a-raok an hoalad kristen
Hoalad |
3690 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20karibek | Yezhoù karibek | Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù karibek, ennañ 32 yezh komzet e Su Amerika. Kavet e vezont war un dachenn ledan-tre dre hanternoz Su Amerika, eus ar Stêr Amazon betek an Andezoù e Kolombia hag eus Maracaibo (Venezuela) betek kreiz Brazil.
Heñvel-tre eo an eil yezh karibek ouzh eben ha diaezet e vez a-wechoù goût hag-eñ ez eus yezhoùoù pe rannyezhoù anezhe. Ne ouezer ket resis pet yezh karibek ez eus, etre 20 ha 40.
Brudet-tre eo ar familh-yezhoù-mañ a-drugarez d'ur yezh renket enni, an hixkaryaneg rak ar yezh nemeti bet dizoloet betek hen an hini eo hag a ra gant an urzh renadenn-verb-rener (O-V-S).
Setu penaos e vez renket ar yezhoù karibeg hervez Ethnologue ():
Yezhoù an norzh
Yezhoù an aod
Yezhoù ar reter-kornôg
Yezhoù makouchiek-kaponek
Yezhoù kaponek
Yezhoù makouchiek
Yezhoù waimiriek
Yezhoù waiwaiek
Yezhoù sikianek
Yezhoù wamaek
Yezhoù wayanek-tiriyoek
Yezhoù galbiek
Yezhoù norzh Brazil
Yezhoù kornôg Gwiana
Yezhoù ar su
Yezhoù gevred Kolombia
Yezhoù su Gwiana
Yezhoù Oglenn Xingu
Liammoù diavaez:
Ethnologue
Yezhoù karibek
Yezhoù Amerika |
3691 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20pomoek | Yezhoù pomoek | Ur skourr eus ar yezhoù hokanek eo ar yezhoù pomoek enni 7 yezh en arvar komzet e hanternoz Kalifornia (Stadoù Unanet).
Isrannet e vez ar yezhoù er skourr-mañ evel-hen:
Yezhoù Stêr Rusia hag ar reter
Yezhoù ar gevred
Daveoù
Barrett, Samuel A. (1908). The Ethno-Geography of the Pomo and Neighboring Indians. Berkeley: University of California Publications in Linguistics (Vol. 6).
Campbell, Lyle. (1997). American Indian languages: The historical linguistics of Native America. New York: Oxford University Press. ISBN 0-19-509427-1.
Goddard, Ives (Ed.). (1996). Languages. Handbook of North American Indians (W. C. Sturtevant, General Ed.) (Vol. 17). Washington, D. C.: Smithsonian Institution. ISBN 0-16-048774-9.
McLendon, Sally & Rovert L. Oswalt (1978). "Pomo: Introduction". In California, ed. Robert F. Heizer. Vol. 8 of Handbook of North American Indians, ed. William C. Sturtevant, pp. 274-88. Washington, D.C.: Smithsonian Institution.
Mithun, Marianne. (1999). The languages of Native North America. Cambridge: Cambridge University Press. ISBN 0-521-23228-7 (hbk); ISBN 0-521-29875-X.
Powell, John Wesley Powell. Indian Linguistic Families Of America, North Of Mexico, Government Printing Office, Washington, 1891, pages 1-142.
Liammoù diavaez
Ethnologue
Yezhoù pomoek |
3693 | https://br.wikipedia.org/wiki/Menn | Menn | Daou ster disheñvel zo d'ar ger menn :
1. Ar c'hoant pe ar volontez a zo gant nen a glask kas da-benn un ober bennak : menn (perzh)
2. Al loen bihan ganet diwar ur bronneg geotdebrer : menn (loen). Sellout ivez
ouzh gavr (menn-gavr),
ouzh karv (menn-karv).
no:Mann (andre betydninger) |
3694 | https://br.wikipedia.org/wiki/16%20Gwengolo | 16 Gwengolo |
Darvoudoù
1848 : dizoloet Hyperion, unan eus adplanedennoù Sadorn.
1943: bombezadegoù gant nijerezioù B-17 eus ar 1st Bombardment Division (United States Army Air Forces) e Naoned, 1 100 den nann-soudard a voe lazhet ha 400 savadur a voe distrujet razh; 80 bombezenn e Sant-Ervlan, 35 bombezenn e Reudied, 185 bombezenn e Kerwall; bombezet nijva Kervegon ivez.
1976 : digoradur ur skol-vamm gatalanek gant La Bressola e Katalonia an Norzh.
2018 : gant 9 126 poent e pil an atletour gall Kevin Mayer rekord ar bed an dekatlon e Talence (Gironde, Frañs).
Ganedigezhioù
1386 : Herri V, roue Bro-Saoz adalek 1413 betek e varv (1422).
1507 : Jiajing, Impalaer Sina.
1810 : Édouard Verreaux, dastumer, naturour hag evnoniour gall.
1835 : Howard Saunders, den a aferioù hag evnoniour breizhveuriat.
1897 : Georges Bataille, skrivagner gall.
1898 : Nicolas Borouchowitz, mestrc'hoarier echedoù belgiat.
1922 : Mouloudji, aktour, kaner-sonaozer ha livour gall.
1925 :
B.B. King, gitarour, sonaozer ha kaner blues stadunanat.
Charles Haughey (Cathal Ó hEochaidh), politikour ha den-Stad iwerzhonat.
1927 : Peter Falk, aktour.
1936 : Anne Doat, komedianez c'hall
1948 : Kenney Jones, soner taboulin saoz, bet ezel eus ar strolladoù Small Faces, Faces ha The Who.
Marvioù
1345 : Yann IV, Dug Breizh (1295-1345).
1701 : Jakez II (Bro-Saoz) (anvet Jakez VII Bro-Skos ivez), roue Bro-Saoz ha Skos.
1890 : Louis Le Prince, ijiner ha kimiour gall, bet krouet kentañ film berr mut (Roundhay Garden Scene) gantañ e 1888.
1973 : Victor Jara, barzh ha kaner chileat.
1977 : Maria Callas, kanourez c'hresian.
1980 : Jean William Fritz Piaget, psikologour suis evit ar vugale.
2009 : Mary Travers, kaner-sonaozerez, unan eus izili an triad kanerien stadunanat Peter, Paul and Mary.
2012 : François Dilasser, livour ha gwerour breizhat.
Lidoù
Sant an deiz : Sant Dider
Iliz katolik roman
Sant Korneli, pab hag eskob Roma ha sant Kiprian, eskob Kartada, merzheriet e Roma (✝ 3re kantved)
Sant Ninian, abad hag abostol kentañ e Bro-Skos, diazezer abati Whitehorn (✝ 4vet kantved)
Santez Edith, leanez saoz, merc'h ar roue Edgar a Vro-Saoz (✝ 984)
Dedi Iliz-Veur Sant-Brieg
Gwengolo 16 |
3695 | https://br.wikipedia.org/wiki/Zouloueg | Zouloueg | Ur yezh vantouek eo ar zouloueg (zouloueg: isiZulu) komzet gant 9 milion a dud o chom dreist-holl (95%) e Suafrika e kwaZulu-Natal ha Gauteng. Komzet e vez ivez e Lesotho ha Bro-Swazi.
Ar yezh komzet gant ar muiañ a dud e Suafrika eo ar zouloueg ha komprenet e vez gant an hanter eus ar boblañs. Lakaet eo bet da unan eus an 11 yezh ofisiel e Suafrika e 1994 goude ma voe bet lakaet fin d'an apartheid.
Tost-tre eo ouzh an ndebeleg komzet e Zimbabwe hag ivez d'ar yezh ngonek komzet gwechall e Malawi.
Evel ar xhosaeg e oa bet amprestet sonioù ispisial diwar ar yezhoù khoi-san gant ar zouloueg anvet klikoù na vezont kavet nemet e yezhoù Afrika. Skrivet e vezont evel-henn:
c - Dent
q - Kevig
x - A-gostez
Burev ar zouloueg a zo karget da reoliñ ar yezh skrivet.
Gwelet ivez:
Yezhoù bantouek
Liammoù diavaez.
Ethnologue
Sifunda isiZulu! (yezhadur)
geriadurioù
isiZulu.net Geriadiadur zouloueg-saozneg
Geriadiadur zouloueg-saozneg
OpenOffice e zouloueg
Mozilla e zouloueg
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Suafrika
Yezhoù Lesotho
Yezhoù Eswatini
Yezhoù bantouek |
3696 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20yenisek | Yezhoù yenisek | Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù yenisek, enni ur yezh vev ar c'heteg, komzet e kreiz Siberia.
Setu penaos e vez isrannet ar yezhoù ar familh-se:
Ar yezhoù yenisek
Arineg (yezh varv)
Asaneg (yezh varv)
Keteg
Kotteg (yezh varv)
Poumpokoleg (yezh varv)
Yougeg (yezh varv) (?)
Diouzh an holl yezhoù yenisek, ne vanas ken en 20 kantved nemet div anezhe: ar c'heteg komzet gant tro-dro da 1 000 den; hag ar yougeg, aet da get nevez 'zo. Hervez andonioù e oa ur bobl yenisek he yezh e-touez kevread meuriadel ar Xiong-Nu, a varner evel hendaoù an Huned
N'eus liamm ebet etre ar yezhoù yesinek hag an ostyakeg, hag abalamour da se ne reer ket ken gant an anv kozh yezhoù ostyakek Yenisei.
Orin
Klasket ez eus bet liammañ ar yezhoù yesinek ouzh ar bourouchaskeg pe c'hoazh ouzh ar yezhoù sinek-tibetek, hag endalc'het e vezont er familh vartezeus Dene-Kaokaziek hag hec'h eislstummoù. Evit skouer e kinnigas Edward Vajda ul liamm etre ar yezhoù yenisek hag ar yezhoù Na-Dene. Ne oa ket bet asantet gant ar gummuniezh skiantel ar vartezadenn-se, hag e tiskouez studioù genel o deus an daou strollad un orin boutin.
Yezhoù yenisek |
3697 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yougeg | Yougeg | Ar yougeg (yugh) a zo ur yezh yenisek, kar d'ar c'heteg. Ur yezh varv eo ar yougeg, bet komzet gwechall a-hed ar stêr Yenisey e kreiz Siberia.
Gwelet ivez
Keteg
Yezhoù yenisek
Liammoù diavaez
Ethnologue: Yugh
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù yenisek |
3698 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20bantouek | Yezhoù bantouek | Ur familh-yezhoù eo eus yezhoù bantouek a vez renket d'o zro e-touez ar yezhoù nijerek-kongoek.
Ar familh-yezhoù komzet war an tachenn ledanañ en Afrika a-bezh eo ar yezhoù bantouek, komzet gant tro-dro da 310 milion a dud e kreisteiz Kameroun hag e gevred Nigeria peg ouzh ar vevenn gant Kameroun, e Gabon, e Republik Kongo, Republik Demokratel Kongo, Rwanda, Burundi, Ouganda, Kenya, Tanzania, Angola, Zambia, Malawi, Mozambik, Zimbabwe, Namibia, Botswana ha Suafrika.
Ar ger bantouek a voe savet gant Wilhelm Heinrich Immanuel Bleek diwar ar ger bantouek boutin ntu (den) gant ar rakger ba- implijet e meur a yezh vantouek evit al liester.
Gant ar yezhoù bantouek e ve renket an anvioù-kadarn e meur a glas a glot gant ur rakger resis. Un tammig evel ar jener er yezhoù indezeuropek eo ar c'hlasoù-anv-se. Chench a ra an niver a glasoù a yezh da yezh, met dre vras e vez tro-dro d'un dek benanket.
Adkavet e vez an hevelep rakger a-hed ur frazenn staget ouzh pep ger a glot gant ar mmes klas-anv, da skouer e swahilieg:
Mtoto mdogo amekisoma 'E (al levr) lennet en deus ar bugel bihan'
Watoto wadogo wamekisoma 'E (al levr) lennet o deus ar vugele vihan'
Watoto wadogo wamevisoma 'O (al levrioù) lennet ar vugale vihan'
Ar swahilieg eo ar yezh vantoueg gant ar muiañ-niver a tud barrek warni en holl, dreist-holl evel eil yezh, met ar choneg hag ar zouloueg eo ar yezhoù a ra ar muiañ a dud gante evel yezh kentañ.
Setu roll ar yezhoù bantouek pennañ:
Kreiz a reter Afrika
Swahilieg (Kiswahili)
Lingaleg
Gandaeg (Luganda)
Gikouyoueg (Gĩkũyũ)
Boukousoueg (Lubukusu)
Sogaeg (Lusoga)
Kongoeg (Kikongo)
Tchitcheweg (Chichewa)
Rwandeg (Kinyarwanda)
Roundieg (Kirundi)
Kreisteiz Afrika
Choneg (chiShona)
Ndebeleg (Sindebele)
Tswaneg (Setswana)
Sothoeg (Sesotho)
Zouloueg (isiZulu)
Xhosaeg (isiXhosa)
Sothoeg an norzh (sepedi pe Sesotho sa Leboa)
Swatieg (siSwati)
Kornôg Afrika
Ngoumbeg (Ngumba) (Kameroun)
Kakoeg (Kameroun)
Basaeg (Kameroun)
E brezhoneg ez eo gwell ober dre implijout ar wrizienn hep ar rakger evit sevel anvioù ar yezhoù-se, da skouer swahilieg diwar ar wrizienn swahili, e swahilieg 'kiswahili' ma'z eo kevatal ar rakger bantouek ki- ouzh al lostger keltiek -eg eveit envel yezhoù.
Liammoù diavaez
Geriadur bantoueg keñver-ouzh-keñver (e saozneg)
Klasoù-anv er yezhoù bantouek (e galleg)
Yezhoù Afrika
Yezhoù bantouek |
3699 | https://br.wikipedia.org/wiki/Xhosaeg | Xhosaeg | Unan eus 11 yezh ofisiel Suafrika ma vez komzet gant 18% eus ar poblañs, eo ar xhosaeg (xhosaeg isiXhosa). Ur yezh vantouek eo, komzet gant tro-dro da 7,9 milion a dud.
E-touez ar yezhoù bantouek, e vez renket ar xhosaek e skourr ar yezhoù ngounek a-gevret gant ar zouloueg ha tu zo d'an dud a oar xhosaeg da dont a-benn da gompren ar zouloueg ivez.
Un nebeud rannyezhoù xhosaek ez eus, en o zouez: ngqikeg, gcalekeg, mfengoueg, themboueg, bomvaneg ha mpondomiseg.
Evel an zouloueg e oa bet amprestet sonioù ispisial diwar an yezhoù khoi-san gant ar xhosaeg anvet klikoù na vezont kavet nemet e yezhoù Afrika. Skrivet e vezont evel hen:
c - Dent
q - Kevig
x - A-gostez
Gwelet ivez
Zouloueg
Yezhoù bantouek
Liammoù diavaez
Ar xhosaeg war lec'hienn UCLA
Ethnologue
Geriadur berr xhosaeg-saozneg
Ur ganaouenn e Xhosa gant Miriam Makeba, gant un displegadenn er penn-kentañ war ar c'hlikoù
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Suafrika
Yezhoù bantouek
Pobl Xhosa
Yezhoù bantouek |
3700 | https://br.wikipedia.org/wiki/Sothoeg%20an%20norzh | Sothoeg an norzh | Unan eus 11 yezh ofisiel Suafrika eo sothoeg an norzh (sothoeg: seSotho sa Leboa). Ur yezh vantouek eo, komzet gant 4 208 980 a dud e Gauteng, Limpopo ha Mpumalanga.
Ur yezh kar eo d'ar tswaneg (setswana) ha d'ar sothoeg pe sothoeg ar su.
Gwelet ivez
Sothoeg
Yezhoù bantouek
Liammoù diavaez
Geriadir sothoeg an norzh - saoznegEnglish dictionary
OpenOffice e sothoeg an norzh
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Suafrika
Yezhoù bantouek |
3701 | https://br.wikipedia.org/wiki/Swatieg | Swatieg | Unan eus 11 yezh ofisiel Suafrika eo ar swatieg pe swazieg (swatieg siSwati), ur yezh ofisiel eo e Eswatini ivez. Ur yezh vantouek eus skourr ar yezhoù ngounek eo, komzet gant 1,5 milion a dud e Gauteng, Limpopo ha Mpumalanga.
Setu anvioù ar rannyezhoù pennañ : chiselweneg (shiselweni), hohoeg (hhoho), nandzineg.
Tost-tre eo d'ar xhosaeg, d'ar zouloueg ha d'an ndebeleg.
Gwelet ivez
Yezhoù bantouek
Liammoù diavaez
Ethnologue
Geriadur swatieg-saozneg
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Eswatini
Yezhoù Suafrika
Yezhoù bantouek |
3702 | https://br.wikipedia.org/wiki/Ndebeleg | Ndebeleg | Unan eus 11 yezh ofisiel Suafrika eo an ndebeleg (ndebeleg isiNdebele). Ur yezh vantouek eus skourr ar yezhoù ngounek an hini eo.
Div rannyezh ez eus e Suafrika: an nrebeleg komzet e Transvaal an Norzh hag hini Transvaal ar Su. Ur rannyezh all ez eus anvet matabeleg a reer ganti dreist-holl e Zimbabwe met ivez e Botswana, met tostoc'h eo an ndebeleg komzet e Zimbabwe d'ar zouloueg evit d'ar rannyezhoù ndebelek komzet e Suafrika.
Gwelet ivez
Yezhoù bantouek
Liammoù diavaez:
Liammoù evit an ndebeleg
Geriaoueg ndebeleg
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Suafrika
Yezhoù Zimbabwe
Yezhoù Botswana
Yezhoù bantouek |
3703 | https://br.wikipedia.org/wiki/Vendeg | Vendeg | Unan eus 11 yezh ofisiel Suafrika eo ar vendeg (vendeg tshiVenda). Ur yezh vantouek eo, komzet gant tro-dro da 666.000 a dud e Su Afrika en Transvaal ha gant 84.000 den all e Zimbabwe.
Gwelet ivez
Yezhoù bantouek
Liammoù diavaez
Ethnologue
Yezhoù Su Afrika: ar vendeg
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Suafrika
Yezhoù Zimbabwe |
3704 | https://br.wikipedia.org/wiki/Sothoeg | Sothoeg | Unan eus an 11 yezh ofisiel e Suafrika eo ar sothoeg pe sothoeg ar su (sothoeg seSotho) ma vez komzet gant tro-dro da 3.555.186 den pe 8% eus ar boblañs, hag unan eus div yezh ofisiel Lesotho, ma vez komzet gant 1.493.000 den all pe 85 % eus ar boblañs.
Ur yezh vantouek an hini eo.
Gwelet ivez
Sothoeg an norzh
Yezhoù bantouek
Liammoù diavaez
Ethnologue
Sesotho.web.za Lec'hienn dispar evit kregiñ da deskiñ sothoeg
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Suafrika
Yezhoù Lesotho
Yezhoù bantouek |
3705 | https://br.wikipedia.org/wiki/Gandaeg | Gandaeg | Ar gandaeg (gandaeg luganda) a zo ur yezh vantouek komzet dreist-holl e rannvro Bouganda en Ouganda gant ouzhpenn 3 milion a dud. Ouzhpenn-se e vez komzet gant 100.000 den all evel eil yezh. Saozneg eo yezh ofisiel Ouganda, met ar gandaeg eo an eil yezh muiañ komzet war e lerc'h ha kelennet e vez e skolioù kentañ-derez zo.
Evel en holl yezhoù bantouek e vez renket an anvioù-kadarn e klasoù hag implijet e vez rakgerioù a ziskouez e peseurt klas e rank bezañ renket ar ger-mañ-'r-ger, da skouer :
mu - den (unander); muganda = un den eus Ganda (ur gandaad)
bu - bro; buganda = bro ar C'handaed (Bro-C'handa)
lu - yezh; luganda = yezh ar C'handaed (gandaeg)
Setu perak eo gwelloc'h ober gant gandaeg e brezhoneg diwar ar ger gandaeg luganda eget ober gant ar ger lougandeg da skouer.
Gwelet ivez
Yezhoù bantouek
Liammoù diavaez
Lec'hienn dispar diwar-benn ar gandaeg
Geriadur gandaeg
Geriadur gandaeg-saozneg
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Ouganda
Yezhoù bantouek |
3706 | https://br.wikipedia.org/wiki/Tchitcheweg | Tchitcheweg | Ur yezh vantouek eo an tchitcheweg (chichewa pe chinyanja) komzet e vez dreist-holl e kreiz su-kreiz Afrika met ivez e Mozambik, Zambia hag e Zimbabwe.
Gant ar saozneg ez eo an tchitcheweg unan eus div yezh ofisiel Malawi.
Gwelet ivez:
Yezhoù bantouek
Liammoù diavaez:
Lec'hienn diwar-benn an tchitcheweg
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Mozambik
Yezhoù Zambia
Yezhoù Zimbabwe
Yezhoù Malawi
Yezhoù bantouek |
3707 | https://br.wikipedia.org/wiki/Tswaneg | Tswaneg | Unan eus 11 yezh ofisiel Suafrika eo an tswaneg (tswaneg setswana). Ur yezh vantouek eo, komzet gant tro-dro da 4 milion a dud en holl. Yezh vroadel Botswana an hini eo ivez e lec'h ma ra an darn vrasañ eus ar boblañs ganti, daoust ha m'emañ an darn vrasañ eus ar gomzerion o chom e Suafrika. Kavet e vez tud a gomz tswaneg ivez e Zimbabwe ha Namibia.
A-raok ma voe lakaet fin d'an apartheid e talveze an tswaneg da yezh ofisiel bantoustan Bophuthatswana e Suafrika.
Liammet-strizh emañ ouzh sothoeg an norzh ha sothoeg ar Su.
Gwelet ivez
Yezhoù bantouek
Liammoù diavaez
Ethnologue
OpenOffice e tswaneg
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Suafrika
Yezhoù Botswana
Yezhoù Zimbabwe
Yezhoù Namibia
Yezhoù bantouek |
3708 | https://br.wikipedia.org/wiki/Choneg | Choneg | Ur yezh vantouek eo ar choneg (choneg chiShona), komzet gant tro-dro da 6.225.000 milion a dud e Zimbabwe (80% eus ar boblañs) e-lec'h m'emañ unan eus an teir yezh ofisiel a-gevret gant ar saozneg hag an ndebeleg. Komzet e vez ivez e Mozambik, Zambia ha Botswana. En holl ez eus tro-dro da 7 milion a dud a ra gant ar choneg.
Gwelet ivez
Yezhoù bantouek
Liammoù diavaez
Ethnologue
Geriadur choneg - saozneg
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Mozambik
Yezhoù Zambia
Yezhoù Zimbabwe
Yezhoù Botswana
Yezhoù bantouek |
3709 | https://br.wikipedia.org/wiki/Tsongeg | Tsongeg | Ur yezh vantouek eo ar tsongeg, komzet gant tro-dro da 1.646.000 a dud e Suafrika e-lec'h m'emañ unan eus an 11 yezh ofisiel . Komzet e vez ivez gant 1,5 milion a dud e Mozambik, 19.000 e Bro-Swazi ha 5.000 e Zimbabwe.
Pater noster in Tsonga:
Tata wa hina la nge matilweni,
vito ra wena a ri hlawuleke;
a ku te ku fuma ka wena;
ku rhandza ka wena a ku endliwe misaveni,
tanihi loko ku endliwa tilweni.
U hi nyika namuntlha vuswa bya hina bya siku rin'wana ni rin'wana;
u hi rivalela swidyoho swa hina,
tanihi loko na hina hi rivalela lava hi dyohelaka;
u nga hi yisi emiringweni,
kambe u hi ponisa eka Lowo biha,
Amen.
Gwelet ivez
Yezhoù bantouek
Liammoù diavaez
Ethnologue
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Suafrika
Yezhoù Mozambik
Yezhoù Eswatini
Yezhoù Zimbabwe |
3710 | https://br.wikipedia.org/wiki/Gikouyoueg | Gikouyoueg | Ur yezh vantouek eo gikouyoueg (pe gĩkũyũ) komzet gant tro-dro da 6 milion a dud (22% eus ar boblañs) e Kenya etre Nyeri ha Nairobi.
Ar gikouyoueg a zo unan eus ar pemp yezh e skourr ar yezhoù tagitchouek (pe thagichu) komzet eus Kenya betek Tanzania.
Teir rannyezh gikouyouek pennañ ez eus: an ndieg e Kirinyaga, ar gitchougoueg (pe gichugu) e Muranga hag ar matireg (pe mathira) e Nyeri.
Gwelet ivez:
Yezhoù bantouek
Liammoù diavaez:
Ethnologue entry
Gĩkũyũ Mirdi ar Yezhoù
https://web.archive.org/web/20110519050831/http://lang.nalrc.wisc.edu/nalrc/resources/press/brochures/kikuyu.pdf
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Kenya
Yezhoù Tanzania
Yezhoù bantouek |
3711 | https://br.wikipedia.org/wiki/Basaeg | Basaeg | Ur yezh vantouek eo ar basaeg komzet gant 230.000 den e Kameroun e Proviñs ar C'hreiz ha Proviñs an Arvor.
Gwelet ivez:
Yezhoù bantouek
Liammoù diavaez:
Ethnologue
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Kameroun
Yezhoù bantouek |
3712 | https://br.wikipedia.org/wiki/17%20Gwengolo | 17 Gwengolo |
Darvoudoù
1789: dizoloet Mimas, unan eus adplanedennoù Sadorn, gant William Herschel.
1939: aloubet Polonia gant al Lu Ruz.
1940: e Sant-Jakez-al-Lann eo fuzuilhet Marcel Brossier, mekanikour anezhañ, evel tarver ; ar merzher kentañ en Il-ha-Gwilen an hini eo.
Ganedigezhioù
879 : Charlez III, roue Bro-C'hall.
1550 : Paol V, pab.
1743 : Nicolas de Condorcet, prederour, matematikour ha politikour gall.
1752 : Louis Coudé du Foresto, eilamiral ha politiker.
1797 : Heinrich Kuhl, loenoniour ha naturour alaman.
1871 : Edgar Maxence, livour gall.
1903 : George Koltanowski, meurc'hoarier echedoù belgiat-stadunanat.
1915 : Frañseza Kervendal, skrivagnerez vrezhonek.
1957 : Michel Jadoul, mestrc'hoarier echedoù belgiat.
1962 : Xu Jun, mestrc'hoarier echedoù sinaat.
1968 : Akhenaton (Philippe Fragione), rapper gall.
Marvioù
1665 : Fulup IV Spagn, roue Bro-Spagn.
1836 : Antoine Laurent de Jussieu, bevoniour gall.
1863 : Alfred de Vigny, barzh gall.
1936 : Henry Louis Le Chatelier, kimiour gall.
1994 : Karl Popper, prederour aostrian.
2012 : Édouard Leclerc, saver ar stalioù bras Leclerc.
2021 : Abdelaziz Bouteflika, prezidant Aljeria eus 1999 da 2019.
Lidoù
Sant an deiz : Sant Urfol
Iliz katolik roman
Sant Rodin, abad iwerzhonat e Beaulieu e-kichen Verdun (Champagn), († VIvet kantved)
Sant Lambert, eskob Maastricht (Izelvroioù) († 705)
Santez Hildegard, abadez Disibodenberg (Bro-Alamagn) ha skiantourez, († 1179)
Sant Roparzh Bellarmino, jezuist, feizoniour, kardinal hag arc'heskob, saver katekiz, († 1621)
Gwengolo 17 |
3713 | https://br.wikipedia.org/wiki/Ngoumbeg | Ngoumbeg | Ur yezh vantouek eo an ngoumbeg (ngumba) komzet gant 70.000 e su Kameroun hag a-hed an arvor war ar vevennn gant Ginea ar C'heheder.
Ur yezh gant tonennoù eo an ngoumbeg, hag evel an holl yezhoù bantouek e renk an anvioù-kadarn e klasoù. Nemet c'hwec'h klas-anv a-seurt-se van e ngoumbeg avat.
Gwelet ivez
Yezhoù bantouek
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Kameroun
Yezhoù Ginea ar C'heheder
Yezhoù bantouek |
3714 | https://br.wikipedia.org/wiki/Kongoeg | Kongoeg | Ur yezh vantouek eo ar c'hongoeg (kongoeg: kikongo) komzet gant tro-dro da 9 milion a dud (2 vilion anezhe evel eil yezh) e Republik Demokratel Kongo, Republik Kongo hag Angola.
Gwechall e veze implijet evel ul lingua franca e kalz eus kornôg Afrika. Yezh meur a sklav bet gwerzhet e Amerika an hini e oa hag abalamour da se e vez kavet c'hoazh un nebeud tud a ra ganti e San Salvador ha Kuba ha diazez ar goullaheg (gullah) ez eo ivez.
Gwelet ivez
Yezhoù bantouek
Liammoù diavaez
Geriadur kongoeg-saozneg
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Republik Demokratel Kongo
Yezhoù Republik Kongo
Yezhoù Angola
Yezhoù bantouek |
3715 | https://br.wikipedia.org/wiki/Sogaeg | Sogaeg | Ur yezh vantouek eo ar sogaeg (sogaeg: lusoga) komzet gant tro-dro da 1.500.000 den e Bousoga (Ouganda).
Gwelet ivez
Yezhoù bantouek
Liammoù diavaez
Ethnologue
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Ouganda
Yezhoù bantouek |
3716 | https://br.wikipedia.org/wiki/Boukousoueg | Boukousoueg | Ur yezh vantouek eo ar boukousoueg (boukousoueg: lubukusu) komzet e kornôg Kenya. Ur yezh luhyek an hini eo, met tostoc'h eo neoazh d'ar gisoueg (bagisu) masabeg (bamasaaba) komzet e reter Ouganda.
Teir rannyezh pennañ ez eus:
hini an norzh
hini an c'hornôg
hini ar reter
Gwelet ivez
Yezhoù bantouek
Liammoù diavaez
Ethnologue
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Kenya
Yezhoù Ouganda
Yezhoù bantouek |
3717 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20amtek-mousek | Yezhoù amtek-mousek | Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù amtek-mousek, enni div yezh komzet e Proviñs Sandaon e Papoua-Ginea Nevez, an amteg hag ar mouseg.
Daoust ma'z eus ul liamm-familh etre an div yezh-se ne c'hell ket an dud a gomz an eil kompren an dud a ra gant eben.
N'eus liamm ebet etre ar familh-yezhoù-mañ hag ar yezhoù all komzet tro-war-dro.
Yezhoù amtek-mousek |
3721 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20youmek-kotchimek | Yezhoù youmek-kotchimek | Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù youmek-kotchimek (Yuman-Cochimí) enni 11 yezh komzet Kalifornia-Izel, e hanternoz Sonora e Mec'hiko, e kreisteiz Kalifornia hag e mervent Arizona er Stadoù Unanet.
Setu penaos e vez isrannnet ar yezhoù er familh-mañ:
I. Yezhoù kotchimek
1. Kotchimeg (cochimí) (yezh varv)
II. Yezhoù youmek
A. Youmeg Delta Kalifornia
i. Diegenheg (diegueño)
2. Ipaieg (diegenheg an norzh)
3. Kumeyayeg (diegenheg ar reter)
4. Tipaieg (diegenheg ar su)
ii. Youmeg an Delta
5. Kokopeg (cocopa)
B. Youmeg ar Stêr
6. Ketcheg (quechan, kwtsan)
7. Marikopep
8. Moc'haveg (mojave, mohave)
C. Paieg
9. Paieg an norzh (youmeg an norzh)
10. Paipaieg (akwa’ala)
D. Kiliweg
11. Kiliweg
Yezhoù youmek-kotchimek |
3722 | https://br.wikipedia.org/wiki/Taolenn%20an%20izotopo%C3%B9%20%28klok%29 | Taolenn an izotopoù (klok) | En taolennoù-mañ emañ holl izotopoù anavezet an elfennoù kimiek, renket hervez o niver atomek war gresk a gleiz da zehoù, ha gant un niver a neutronoù war gresk eus an nec'h d'an traoñ. Meneget eo an hanter-vuhez gant liv diadreñv log pep izotop (sellit ouzh an alc'hwez amañ a-zehoù). Bordoù livet a ziskouez hanter-vuhez stadoù an izomer nukleel stabilañ.
Evit gwelet ar memes taolenn a-dammoù aesaoc'h da lenn, sellit ouzh Taolenn an izotopoù (rannet).
Dont a ra an titouroù en taolennoù eus ar Brookhaven National Laboratory (titouroù diwar-benn ~3000 nuclid a vo kavet eno).
Kimiezh
Fizik nukleel
Rolloù a denn d'ar gimiezh |
3723 | https://br.wikipedia.org/wiki/7%20Gwengolo | 7 Gwengolo | Gwengolo 07
Darvoudoù
1191 : Trede kroaziadeg : trec’h eo soudarded Richarzh Iañ (Bro-Saoz) war armeoù Saladin en Emgann Arsuf.
1254 : Degouezhout a ra Loeiz IX (Bro-C'hall) e Pariz, distro eus ar Seizhvet kroaziadeg.
1303 : lakaet harz war ar pab Bonifas VIII en Agnani (Italia).
1341 : Barnadenn Conflans : ar roue gall Fulup VI a ziskleir eo Charlez Bleaz an hini eo gwir Zug Breizh, ha setu kroget Vrezel Hêrezh Breizh .
1646 : penn-kentañ Seziz Dukark (1646).
1757 : Emgann ar Moys (Brezel Seizh Vloaz).
1812 : Emgann ar Moskva.
1821 : savet eo Kevre Kolombia Vras en hanternoz Suamerika, gant Simón Bolívar da brezidant.
1822 : Brazil dizalc'h diouzh Portugal.
1855 : Emgann Malakoff etre al luioù gall ha rusian e-kerzh Brezel Krimea.
1863 : degouezhout a ra ar c'hentañ tren en tiez-gar Sant-Brieg, Gwengamp ha Kemper.
1886 : dilezet e c'halloudoù gant Aleksandr Iañ (Bulgaria).
1940 :
sinet eo Emglevioù Craiova etre Bulgaria ha Roumania.
krog eo ar Blitz gant al Luftwaffe (aerlu alaman) ouzh ar Rouantelezh Unanet.
1953 : aet Nikita Khrouchtchev da gentañ sekretour Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel.
Ganedigezhioù
1533 : Elesbed Iañ (Bro-Saoz), rouanez Bro-Saoz hag Iwerzhon adalaek 1558 betek he marv.
1703 : Augustin-Marie Poullain-Duparc, gwiraour arbennikaet war ar Gwir breizhek.
1707 : Georges-Louis Leclerc, comte de Buffon, bevoniour ha jedoniour gall.
1726 : François Philidor, sonaozour ha mestrc'hoarier echedoù gall.
1842 : Johannes Zukertort, mestrc'hoarier echedoù poloniat.
1866 : Tristan Bernard, skrivagner gall.
1875 : Tangi Malmanche, skrivagner breizhat.
1895 : Jacques Vaché, mignon da André Breton, skrivagner gall.
1901 : Yann Sohier, skolaer ha difenner ar brezhoneg er skol.
1909 : Elia Kazan, filmaozer, leurenner c'hoariva ha skrivagner stadunanat.
1930 : Baldoen Iañ, Roue Belgiz.
1936 : Buddy Holly, gitarour ha kaner-sonaozer Rock 'n' roll stadunanat.
1949 : Gloria Gaynor, kanourez stadunanat.
1963 : Joël Bruneau, politikour norman.
Marvioù
1151 : Jafrez V (Geoffroy le Juste ha Geoffroy Plantagenêt e lesanvioù), kont Anjev, diazezer tierniezh ar Plantagenêts.
1559 : Robert Estienne, mouller gall.
1566 : Suleiman ar Meurdezus, 9 sultan an Impalaeriezh otoman.
1873 : Jules Verreaux, evnoniour ha louzawour gall.
1962 : Karen Blixen, skrivagnerez dan
1984 : Liam O'Flaherty pe Liam Ó Flaitheartaigh en iwerzhoneg, skrivagner iwerzhonat.
1997 : Mobutu Sese Seko, eil prezidant Republik Demokratel Kongo.
1978 : Keith Moon, soner taboulin saoz, ezel eus ar strollad The Who.
Lidoù
er Relijion gatolik :
Sant Gorun ;
Brazil : Devezh an dizalc'hiezh (1822).
Gwengolo 07 |
3724 | https://br.wikipedia.org/wiki/6%20Gwengolo | 6 Gwengolo |
Darvoudoù
1522 : ar Victoria, unan eus listri Fernão de Magalhães, a erru e Sanlúcar de Barrameda e Spagn, goude bezañ graet tro ar bed.
1620 : loc'het al lestr Mayflower gant e drevadennerien saoz diouzh porzh Plymouth (Bro-Saoz).
1778 : Aloubadeg Dominika gant ar morlu gall e-kerzh Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet.
1793 : deroù Emgann Hondschote etre luioù ar Republik C'hall ha reoù ar C'hentañ Kengevreadur.
1911 : eil treizhadenn Mor Breizh (etre Bro-Saoz ha Bro-C'hall) kaset da benn gant ar neuñver saoz Thomas William Burgess.
1944 : lakaet harz war Youenn Drezen.
1966 : penn-kentañ filmañ How I Won the War gant ar filmaozer amerikan Richard Lester ha John Lennon evel aktour.
1968 : Swaziland dizalc’h diouzh ar Rouantelezh Unanet.
1991 : gant an Unaniezh Soviedel eo anavezet dizalc’hiezh Estonia, Latvia ha Lituania.
1991 : an anv Sant Petersbourg a roer en-dro d’ar gêr eus Rusia a oa bet anvet Leningrad e 1924.
1997 : obidoù Priñsez Kembre Diana Spencer en Abati Westminster.
Ganedigezhioù
1757 : Markiz La Fayette, milour ha den-stad gall.
1787 : Salvatore Viale, barzh, reizhaouer ha skrivagner korsek.
1802 : Alcide Dessalines d'Orbigny, blodegour, ergerzher, naturour ha paleontologour gall.
1808 : Abd al-Qadir (Aljeria) pe Abd el-Kader, brogarour ha den-Stad eus Aljeria.
1813 : John Cassin, evnoniour stadunanat.
1874 : Walter Edmond Clyde Todd, evnoniour stadunanat.
1884 : Julien Lahaut, kannad komunour ha kadoriad Strollad Komunour Belgia.
1900 : Julien Green, skrivagner stadunanat gallek.
1913 : Leônidas, melldroader etrebroadel ha gourdoner brazilian.
1923 : Pêr II (Yougoslavia), roue diwezhañ Yougoslavia.
1943 : Roger Waters, kaner-sonaozer ha soner gitar-boud saoz, unan eus pevar c'hrouer ar strollad Pink Floyd.
1957 : José Sócrates, kentañ ministr Portugal.
1963 : Geert Wilders, politiker izelvroat.
1965 : Christopher Nolan, skrivagner saoznek eus Iwerzhon.
1971 : Dolores O'Riordan, kanerez ha sonerez eus Iwerzhon.
Marvioù
1683 : Jean-Baptiste Colbert, politikour ha maodiern gall.
1783 : Carlo Antonio Bertinazzi (Carlin e anv-teatr), dramaour ha komedian italian.
1907 : Sully Prudhomme, barzh gall, tapet Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1901.
1976 : Clarice Benini, mestrc'hoarierez echedoù italian.
1998 : Akira Kurosawa, filmaozer japanat.
2007 : Luciano Pavarotti, tenor italian.
2019 : Robert Mugabe, prezidant Zimbabwe.
2021 : Jean-Paul Belmondo, aktor gall.
Lidoù
er Relijion gatolik :
Sant Dogvael
Swaziland : Devezh an dizalc'hiezh (1968)
Gwengolo 06 |
3725 | https://br.wikipedia.org/wiki/5%20Gwengolo | 5 Gwengolo |
Darvoudoù
1379 : penn-kentañ Emsavadeg ar c'hebell gwenn e Gent.
1634 : penn-kentañ Emgann Nördlingen (1634) (Brezel Tregont Vloaz).
1661 : lakaet ez eus harz war Nicolas Fouquet gant D'Artagnan.
1666 : dibenn Tan-gwall bras Londrez goude tri devezh. Distrujet ez eus 10 000 savadur e kêr-benn Bro-Saoz.
1695 : kodianañ a ra ar C'hallaoued e Seziz Namur (1695) (Brezel an Nav Bloaz).
1698 : savet ez eus tailhoù war ar re varvek gant Pêr Iañ (Rusia) !
1725 : eured Loeiz XV (Bro-C'hall) ha Maria Leszczyńska e Fontainebleau.
1774 : penn-kentañ ar C'hentañ Kendalc'h kevandirel e Philadelphia.
1781 : Emgann bae Chesapeake.
1798 : deuet eo ar c'hoñje da vezañ ret dre al Lezenn Jourdan-Delbrel.
1800 : kouezhañ a ra Malta etre daouarn morlu Breizh-Veur, goude bezañ bet aloubet ur pennadig gant soudarded c’hall Napoleon Iañ.
1903 : dalc'het eo c'hwec'hvet kendalc'h Kevredigez Broadel Breiz e Lesneven : dibabet eo ar vBro goz ma zadou evel kan broadel Breizh d'an degouezh-mañ.
1915 : Emgann Kefken war ar Mor Du.
1915 : penn-kentañ Kuzuliadeg Zimmerwald (Suis).
1940 : eured Jean-Louis Barrault ha Madeleine Renaud.
1946 : Emglev Gruber-De Gasperi etre Aostria hag Italia, war statud emrenerezh Su Tirol.
1967 : skignet eo ar stirad skinwel saoznek The Prisoner war CTV Television Network evit ar wech kentañ.
1972 : drouklazhet ez eus izili eus skipailh olimpek Israel e München (Alamagn) da-geñver C'hoarioù olimpek hañv 1972.
1997 : dilennet eo Aten gant Poellgor etrebroadel olimpek bodet e Lausanne evit degemer an C'hoarioù Olimpek hañv e 2004.
Ganedigezhioù
1187 : Loeiz VIII (Bro-C'hall), roue Bro-C'hall.
1638 : Loeiz XIV (Bro-C'hall), roue bro-C'hall ha Navarra adalek 1643 betek e varv.
1704 : Maurice Quentin De La Tour, poltredour gall.
1731 : Charles Cornic du Chesne, marc'hadour ha kourser breizhat.
1735 : Johann Christian Bach, ograour ha sonaozer alaman.
1774 : Caspar David Friedrich, kentañ livour romantel alaman.
1791 : Giacomo Meyerbeer, sonaozour alaman.
1886 : Joseph Cadic, maer Noal-Pondi ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed e Noal-Pondi.
1905 : Maurice Challe, nijer ha jeneral gall hag en devoa kemeret perzh e putsch ar jeneraled en Aljer e 1961.
1927 : Pierre-Yves Moign, sonaozour ha kelenner sonerezh breizhat.
1942 : Werner Herzog, aktour ha filmaozer alaman.
1946 : Freddie Mercury, kaner-sonaozer saoz, ezel eus ar strollad Queen.
1978 : Zhang Zhong, mestrc'hoarier echedoù sinaat.
Marvioù
1201 : Konstanza, Dugez Breizh.
1803 : Pierre Choderlos de Laclos, milour ha skrivagner gall.
1838 : Charles Percier, kinklour ha tisavour gall.
1857 : Auguste Comte, prederour gall.
1914 : Charles Péguy, barzh, skridarnodour ha skrivagner gall.
1970 : Jochen Rindt, blenier kirri-tan redek aostrian.
1983 : Bernard Lancret, aktour (c'hoariva ha sinema) gall.
1997 : Mamm Tereza, leanez katolik.
Lidoù
Sant an deiz : Sant Koneg
Iliz katolik roman
Sant Bertin, manac'h e Luxeuil hag eil abad abati Sant-Omer († 709)
Notennoù ha daveennoù
Gwengolo 05 |
3726 | https://br.wikipedia.org/wiki/4%20Gwengolo | 4 Gwengolo |
Darvoudoù
1346 : penn-kentañ Seziz Calais (1346) (Brezel Kant Vloaz).
1774 : kavet eo Kaledonia-Nevez gant an ergerzher saoz James Cook.
1781 : krouidigezh Los Angeles e Kalifornia, gant ur strollad trevadennerien spagnol.
1797 : Taol-stad Fructidor.
1843 : beuzadenn Léopoldine Hugo (merc'h Victor Hugo) ha Charles Vaquerie (he gwaz) e Villequier (Seine-Maritime a-vremañ).
1870 : embannet eo an Trede Republik c'hall e Pariz.
1886 : daskor Geronimo, penn an Apacheed.
1911 : tapet rekord ar bed an uhelder (3 950 m) gant ar nijer gall Roland Garros goude dibradañ diouzh traezhenn Kankaven.
1914 : penn-kentañ Emgann Grand Couronné (Meurthe-et-Moselle).
1943 : lazhet eo Yann Bricler gant an Harzerezh e Kemper.
1972 : tapet eo e 7 medalenn aour gant ar neuñver amerikan Mark Spitz en ur ober ar memes olimpiadenn ( C'hoarioù olimpek hañv 1972 e München.
2012 : digoret ez eus teir skol Diwan nevez e Naoned, Pornizh ha Landivizio.
Ganedigezhioù
1241 : Alesant III (Bro-Skos), roue Skos adalek 1249 betek e varv.
1563 : Wanli, 13 Impalaer Sina Tierniezh Ming.
1768 : François-René de Chateaubriand, skrivagner gallek.
1775 : Yann-Frañsez ar Gonideg, yezhour ha geriadurour brezhonek.
1824 : Anton Bruckner, ograour ha sonaozour aostrian.
1861 : Erwan Vertou, skrivagner ha drouiz.
1891 : Fritz Todt, ijinour alaman nazi.
1892 : Darius Milhaud, aozour sonerezh klasel gall.
1896 : Antonin Artaud, aktour ha barzh gallek.
1908 : Dita Parlo, aktourez sinema alaman.
1912 : Bernard Lancret, aktour (c'hoariva ha sinema) gall.
1928 : Dominique Colonna, melldroader etrebroadel gall.
1981 : Beyoncé Knowles, kanerez stadunanat.
Marvioù
1709 : Jean-François Regnard, skrivagner ha dramaour gall.
1784 : César-François Cassini, steredoniour ka kartennour gall.
1907 : Edvard Grieg, sonaozer norvegiat.
1946 : Régis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache, kannad mirelour ar Mor-Bihan, saver Kevredigezh Broadel Breizh.
1963 : Robert Schuman, politikour gall.
1965 : Albert Schweitzer, mezeg ha misioner eus Elzas, tapet gantañ Priz Nobel ar Peoc'h.
1989 : Georges Simenon, skrivagner gallek eus Belgia.
1995 : Edmond Jouhaud, jeneral en aerlu gall hag unan eus pennoù putsch ar jeneraled en Aljer.
2020 : Annie Cordy, kanerez c'hallek eus Belgia.
Lidoù
Sant an deiz : Sant Berin
Iliz katolik roman
An Uheldad Moizez a embann an Dek Gourc'hemenn war Menez Sinai
Sant Marino, bener-mein ha diagon italiat, penitiour war al lec'h ma voe savet ar gêr ha republik San Marino, (m. IVvet kantvet)
Gwengolo 04 |
3728 | https://br.wikipedia.org/wiki/Giga | Giga | Giga (aroueziet G) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 109, da lavarout eo ur milmilion.
Kadarnaet e voe gant 11 Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù (CGPM) e 1960.
Dont a ra eus ar gresianeg γίγας "ramz".
En urzhiataerezh e talv ar Ge (e saozneg GB, evit gigabyte; e galleg Go evit gigaoctet) ent direizh 10243 eizhad pe c'hoazh 1 073 741 824 ha n'eo ket ur miliard. Sellit ouzh ar pennad rakger binarel.
Lieskement unanenn vuzuliañ |
3729 | https://br.wikipedia.org/wiki/Mega | Mega | Mega (aroueziet M) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 106, da lavarout eo ur milion.
Kadarnaet e voe gant 11 Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù (CGPM) e 1960.
Dont a ra eus ar gresianeg μέγας bras.
En urzhiataerezh e talv ar Me (e saozneg MB, evit megabyte; e galleg Mo evit megaoctet) ent direizh 10242 eizhad pe c'hoazh 1 048 576 ha n'eo ket ur milion. Sellit ouzh ar pennad rakger binarel.
Lieskement unanenn vuzuliañ |
3730 | https://br.wikipedia.org/wiki/Kilo | Kilo | Kilo (aroueziet k) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 103, da lavarout eo mil. Dre se e talv ar c'hilometr 1 000 metr, ar c'hilovolt 1 000 volt, hag all.
Kinniget e oa bet gant Académie des Sciences ha lakaet da ofisiel e Bro-C'hall gant lezenn ar 7 a viz Ebrel 1795.
Dont a ra eus ar gresianeg χίλιοι mil.
Er yezh pemdez e vez graet gant kilo e-lec'h kilogram.
En urzhiataerezh e talv ar Ke (e saozneg kb, a-wezhioù kB, kb pe KB, evit kilobyte; e galleg ko pe Ko evit kilooctet) ent direizh 1 024 (pe 210) eizhad ha n'eo ket mil. Pa dalv kilo 1024 ez eus kustum da skrivañ K e-lec'h k. Ne vez ket graet ar c'hemm-se evit al lieskementoù all eus mil.
Evit reizhañ ar gudenn-se ez eus bet kinniget gant Bodad etrebroadel an Elektronek ober gant ar rakger binarel kibi ha gant ar c'hibieizhad (kibioctet, kibibyte).
Lieskement unanenn vuzuliañ |
3731 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20aymarek | Yezhoù aymarek | Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù aymarek, komzet e Su Amerika. Isrannet e vez ar yezhoù renket er familh-mañ etre re ar c'hreiz (pe aymareg), komzet gant tro-dro da 2,2 vilion a dud en holl (1,7 milion e Bolivia, 350 000 e Perou hag ar peurrest e Chile hag Arc'hantina) ha re ar c'hreisteiz pe c'hakaroueg (jaqaru), komzet gant 2 000 den e su Perou, hag a vefe ur yezh en hec'h-unan evit tud zo.
Yezhoù aymarek |
3732 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20komekrudek | Yezhoù komekrudek | Implijet e vez an termen yezhoù komekrudek evit ober dave d'un nebeud yezhoù a greder emaint liammet kenetreze, ha komzet gwechall e kreisteiz Teksas hag e hanternoz Mec'hiko a-hed ar stêr Rio Grande.
Marv eo an holl yezhoù er familh-mañ hiziv ha n'anaouer ket re vat nag ar yezhoù o-unan nag an dud a rae gante.
Setu an teir yezh komekrudek:
Komekrudeg (comecrudo, mulato, carrizo)
Garzeg
Mamoulikeg (mamulique)
Yezhoù komekrudek |
3733 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9%20kousek | Yezhoù kousek | Ur familh-yezhoù ar yezhoù kousek (saozneg Coosan) enni div yezh komzet e kreisteiz aodoù Oregon (Stadoù Unanet). Marv int o-div hiziv, tost-tre an eil d'eben:
1. Haniseg
2. Miloukeg (Lower Coquille)
Mervel a reas komzerez diwezhañ an haniseg, Martha Johnson, e 1972 hag hini an miloukeg, Annie Miner Peterson, e 1939.
Liammoù diavaez
Lec'hienn ar meuriadoù Kous, Oumpkwa Uhel ha Siouslaw
Yezhoù Oregon - ar c'houseg
Yezhoù kousek
Yezhoù Amerika |
3734 | https://br.wikipedia.org/wiki/Hekto | Hekto | Hekto (aroueziet h) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 102, da lavarout eo kant. Dre se e talv an hektometr 100 metr, an hektolitr 100 litr, hag all.
An hektar (evit hekto-ar) eo an unanenn nemeti a laka an o dibenn da steuziañ.
Degemeret e voe ent ofisiel e Bro-C'hall gant lezenn ar 7 a viz Ebrel 1795.
Dont a ra eus ar gresianeg έκατόν kant.
Lieskement unanenn vuzuliañ |
3735 | https://br.wikipedia.org/wiki/Aymareg | Aymareg |
An aymareg zo ur yezh komzet gant ouzhpenn ur milion a dud e Bolivia (1,2 milion a dud), e Perou (300 000 a dud), e Chile (50 000 a dud) hag en Arc'hantina (10 000 a dud).
Unan eus yezhoù ofisiel Bolivia ha Perou eo.
Meur a yezhonour a gav dezhañ emañ liammet an aymareg ouzh ur yezh amezek, ar c'hetchwaeg (quechua pe runa simi), met n'eo ket gwall sklaer al liamm-familh-se.
Lizherenneg
Mellad kentañ Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den en aymareg
Taqpach jaqejh khuskat uñjatatäpjhewa munañapansa, lurañapansa, amuyasiñapansa, ukatwa jilani sullkanípjhaspas ukham uñjasipjhañapawa.
Dieub ha par en o dellezegezh hag o gwirioù eo ganet an holl dud. Poell ha skiant zo dezho ha dleout a reont bevañ an eil gant egile en ur spered a genvreudeuriezh.
Liammoù diavaez
Ethnologue
Aymara.org
Geriadurioù aymareg-saozneg, aymareg-spagnoleg
Notennoù
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Perou
Yezhoù Chile
Yezhoù Arc'hantina
Yezhoù Bolivia
Yezhoù aymarek |
3736 | https://br.wikipedia.org/wiki/Deka | Deka | Deka (aroueziet da) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 101, da lavarout eo dek.
Degemeret e voe ent ofisiel e Bro-C'hall gant lezenn ar 7 a viz Ebrel 1795.
Dont a ra eus ar gresianeg δέκα a sinifi dek.
An dekametr a veze implijet alies gwezhall gant ar vuzulierien douar.
Lieskement unanenn vuzuliañ |
3737 | https://br.wikipedia.org/wiki/Peta | Peta | Peta (aroueziet P) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 1015, dalavarout eo ur milion a vilvilionoù.
Degemeret e voe e 1975
Dont a ra eus ar gresianeg πέντε "pemp", peogwir eo kevatal da 10005.
En urzhiataerezh e talv ar Pe pe petaeizhad (e saozneg Pb, a-wezhioù PB evit petabyte; e galleg Po evit petaoctet) ent direizh 10245 eizhad ha n'eo ket ur milion a viliardoù. Sellit ouzh ar pennad rakgerioù binarel.
Lieskement unanenn vuzuliañ |
3738 | https://br.wikipedia.org/wiki/Egza | Egza | Egza (aroueziet E) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 1018.
Degemeret e voe e 1991.
Dont a ra eus ar gresianeg ἕξ "'c'hwec'h", peogwir eo kevatal da 10006.
Lieskement unanenn vuzuliañ |
3739 | https://br.wikipedia.org/wiki/Zeta | Zeta | Zeta (aroueziet Z) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 1021.
Degemeret e voe e 1991.
Dont a ra eus ar gresianeg ζῆτά, "seizh" (pa vez ul lizherenn niver), peogwir eo kevatal da 10007.
Nebeut a gementadoù a ra gant ar rakger-mañ. Ar zeta-rannigoù evelkent a vez muzuliet o energiezh e ZeV (zeta-elektron-volt).
Lieskement unanenn vuzuliañ |
3740 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yota | Yota | Yota (aroueziet Y) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 1024.
Degemeret e voe e 1991.
Dont a ra eus ar gresianeg όχτώ "eizh", peogwir eo kevatal da 10008.
Lieskement unanenn vuzuliañ |
3742 | https://br.wikipedia.org/wiki/Kechuaeg | Kechuaeg | Ur yezh komzet e Suamerika eo ar c'hechuaeg (kechuaeg: runa simi; runa, "pobl" + simi, "genoù; komz"). Peurliesañ e vez renket e-touez ar yezhoù aymarek met n'eo ket ken sklaer-se al liamm-familh-se.
Gwechall-kozh e veze anezhi yezh Impalaeriezh an Inkaed hag hiziv e vez komzet c'hoazh e meur a doare tost pe dostoc'h gant tro-dro da 9.6 milion a vammyezherien ha 4 milion a dud all e su Kolombia hag Ecuador, e Perou hag e Bolivia a-bezh, e gwalarn Arc'hantina hag e norzh Chile. E-touez an holl yezhoù komzet gant pobloù orin Amerika eo ar c'hechuaeg an hini gant ar muiañ a dud a ra ganti.
Div rannyezh pennañ zo :
Kechuaeg I pe waywacheg (waywash) komzet e kreiz Perou. Disheñvel-tre e c'hell bezañ pep yezh er skourr-mañ an eil diouzh eben.
Kechuaeg II pe wanpouneg (wanp'una), isrannet d'he zro e tri skourr: Kechuaeg younkayek (lec'hioù zo eus Perou); Kechuaeg an norzh (quichua pe runa shimi) (dreist-holl e Kolombia hag Ecuador); Kechuaeg ar su (Perou, Bolivia, Arc'hantina ha Chile). Homañ eo an doare-yezh pouezusañ dre m'emañ komzet gant ar muiañ a dud hag a-drugarez da live sevenadurel an dud a ra gantañ.
Tost da 30% eus an holl c'herioù implijet er c'hechuaeg a-vremañ a zeu eus ar spagnoleg ha ken don eo bet levezon ar yezh-se warni ma'z eo bet degemeret ganti fonemennoù estren ( f, b, d, g).
Gwelet ivez
Yezhoù aymarek
Liammoù diavaez
Geriadur kechuaeg
Kentelioù kechuaeg
Kentelioù kechuaeg
Geriadur kechuaeg-saozneg
Geriadur kechuaeg Ecuador - saozneg
Meneger yezhoù ar bed
Yezhoù Perou
Yezhoù Chile
Yezhoù Arc'hantina
Yezhoù Bolivia
Yezhoù Ecuador
Yezhoù Kolombia
Kechuaeg |
3743 | https://br.wikipedia.org/wiki/Kanti%20%28rakger%29 | Kanti (rakger) | Kanti (aroueziet gant c) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 10-2, da lavarout eo ur gantvedenn.
Da skouer e talv ur c'hantilitr (cl) kement hag ur gantvedenn litr. Heñvel eo gant ar c'hantiar (ca).
Kinniget e oa bet gant Académie des Sciences ha lakaet da ofisiel e Bro-C'hall gant lezenn ar 7 a viz Ebrel 1795.
Dont a ra eus al latin centum a dalvez kant.
Lieskement unanenn vuzuliañ |
3744 | https://br.wikipedia.org/wiki/Zepto | Zepto | Zepto (aroueziet z) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 10-21 pe c'hoazh ur vilvedenn eus ur vilvilionvedenn eus ur vilionvedenn.
Degemeret e voe e 1991.
Dont a ra eus al latin septem "seizh", peogwir eo kevatal da 1/10007.
Lieskement unanenn vuzuliañ |
3745 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yokto | Yokto | Yokto (aroueziet y) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 10-24, da lavarout eo ur vilionvedenn eus ur vilvilonvedenn eus ur vilvilonvedenn.
Degemeret e voe e 1991.
Dont a ra eus ar gresianeg όχτώ "eizh", peogwir eo kevatal da 1/10008.
Lieskement unanenn vuzuliañ |
3746 | https://br.wikipedia.org/wiki/Femto | Femto | Femto (arouezenn f) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 10-15 pe c'hoazh ur vilionvedenn eus ur vilvilionvedenn.
Da skouer e vez graet gant ar femtoeilenn pe ar femtometr.
Degemeret e voe e 1964.
Dont a ra eus ar ger danek femten "pemzek".
Lieskement unanenn vuzuliañ |
3747 | https://br.wikipedia.org/wiki/Piko | Piko | Piko (aroueziet p) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 10-12.
Ar pikofarad eo an unanenn da vuzuliañ bec'hiad dougelloù bihan a vez implijet stank en elektronek.
Kadarnaet e voe gant 11 Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù (CGPM) e 1960.
Dont a ra eus ar ger italianek piccolo "bihan".
Lieskement unanenn vuzuliañ |