Datasets:

ArXiv:
License:
yodas / data /br000 /text /00000000.txt
xinjianl's picture
Upload folder using huggingface_hub
941d9d6 verified
raw
history blame
15 kB
xStWIjYck70-00000-00000000-00000079 - Salud tud yaouank !
xStWIjYck70-00001-00000080-00000482 Me gav ganin eo un tamm ker ar mont-tre evit Gouel Broadel ar Brezhoneg ar bloaz-mañ
xStWIjYck70-00002-00000482-00000542 Rit ket biloù
xStWIjYck70-00003-00000544-00000817 Me zo vont da ziskouezhañ deoc'h penaos ez aer e-barzh hep paeañ !
xStWIjYck70-00004-00000819-00000993 Tuto Breizh, deomp dezhi !
xStWIjYck70-00005-00001052-00001102 Hey !
xStWIjYck70-00006-00001102-00001202 - Hey Lors !
xStWIjYck70-00007-00001220-00001343 - Hey ya, Lors Jereg !
xStWIjYck70-00008-00001346-00001446 - Deus 'ta, deus 'ta !
xStWIjYck70-00009-00001516-00001816 - Hey, dreist-kenañ, dreist kenañ !
xStWIjYck70-00010-00001855-00002089 Me zo vont 'barzh hep paeañ tudoù !
xStWIjYck70-00011-00002098-00002311 - Beh ya, rez ket bil ! Mod-se mañ kont 'ba' Gouel Broadel ar Brezhoneg !
xStWIjYck70-00012-00002316-00002436 - Hopala, hopala ! Chomit er maez !
xStWIjYck70-00013-00002512-00002638 - Met petra zo ?
xStWIjYck70-00014-00002662-00002992 - Gortoz, mat eo, me 'm eus un tiked a youl-vat...
xStWIjYck70-00015-00002996-00003226 - Me eo Lors Jereg ! LORS JEREG on ! LORS JEREG !
xStWIjYck70-00016-00003228-00003334 - Kae da sutal !
xStWIjYck70-00017-00003338-00003481 - Selfie ! Selfie !
xStWIjYck70-00018-00003578-00003881 - Nan met mat eo, tu zo mont 'barzh !
xStWIjYck70-00019-00003886-00004006 - Me eo Lors Jereg ! Oh !
xStWIjYck70-00020-00004047-00004161 - Ale, hop, da sutal !
xStWIjYck70-00021-00004170-00004270 - Oh, mat eo !
xStWIjYck70-00022-00004636-00004982 Oh puten ! Petra ne raer ket evit ar stourm...
xStWIjYck70-00023-00004984-00005254 - Puten, Lors Jereg, me 'oa barzh trankil ha dre da fazi...
xStWIjYck70-00024-00005254-00005507 - Oh mat eo ! N'ez ket da glemm bremañ ! Eh, oh !
xStWIjYck70-00025-00005524-00005830 Te 't eus paeet dija ? Boun, eh, mat eo hein !
xStWIjYck70-00026-00005840-00006193 Ale, deomp d'ober gouel broadel ar brezhoneg en ul lec'h all !
xStWIjYck70-00027-00006462-00006655 Ale, "Tuto Breizh", echu eo !
xStWIjYck70-00028-00026092-00026218 - Eh Krismenn, Krismenn !
xStWIjYck70-00029-00026227-00026541 Un tamm interview evit ma chadenn ?
xStWIjYck70-00030-00026595-00026695 'P eus ket c'hoant ?
xStWIjYck70-00031-00026724-00026794 - Petra ?
xStWIjYck70-00032-00026798-00027151 - Petra... Me 'm eus c'hoant ober un tamm interview ganeoc'h !
xStWIjYck70-00033-00027206-00027399 Evit ma chadenn, Lors Jereg !
xStWIjYck70-00034-00027410-00027703 Lors Jereg, ar chadenn e brezhoneg ! N'anavezit ket ?
xStWIjYck70-00035-00027710-00027826 - 'T eus ket aon !
xStWIjYck70-00036-00027832-00027892 - Nann, 'm eus ket aon...
xStWIjYck70-00037-00027898-00028077 - Dont a rez da welet ac'hanon mod-se...
xStWIjYck70-00038-00028139-00028403 - Ha petra zo ? Bremañ "Krismenn" ne respont 'met ken
xStWIjYck70-00039-00028408-00028838 da "Fañch Inter" ha da Antoine de Caunes, an dra-se eo an tabud ?
xStWIjYck70-00040-00028844-00029064 - Nann, met te zo ur genaoueg, sed aze tout !
xStWIjYck70-00041-00029070-00029210 - Me eo ar genaoueg ?
xStWIjYck70-00042-00029233-00029383 - Ben... piv all ?
xStWIjYck70-00043-00029524-00029757 - 'Bah, ouian ket, dit da respont !
xStWIjYck70-00044-00029758-00029918 - Bah respontet 'm eus !
xStWIjYck70-00045-00029962-00030142 - Ha perak on ur genaoueg ?
xStWIjYck70-00046-00030168-00030268 - Bah, gwelet 'vez, dija...
xStWIjYck70-00047-00030408-00030534 - Boun, trugarez...
xStWIjYck70-00048-00030854-00031127 - Me oar ! Te zo bet feuket gant ar video 'm eus graet !
xStWIjYck70-00049-00031148-00031268 - Oh nann, 'm eus ket gwelet !
xStWIjYck70-00050-00031277-00031414 - 'P eus ket gwelet ?
xStWIjYck70-00051-00031414-00031464 Ah ya...
xStWIjYck70-00052-00031464-00031537 - Ha piv out te ?
xStWIjYck70-00053-00031545-00031806 - Met Lors Jereg ! Lors Jereg memestra ! LORS JEREG !
xStWIjYck70-00054-00031812-00031868 Ar chadenn...
xStWIjYck70-00055-00031870-00032030 - Pfff, n'anavezan ket !
xStWIjYck70-00056-00032058-00032138 - N'anavezit ket ?
xStWIjYck70-00057-00032145-00032245 - Nann...
xStWIjYck70-00058-00032282-00032482 - Bah me a anavez ac'hanoc'h setu 'm eus c'hoant...
xStWIjYck70-00059-00032489-00032636 - Ya bah sur walc'h, ya ! Ya ya !
xStWIjYck70-00060-00032806-00032916 Bon me 'zo vont kuit.
xStWIjYck70-00061-00032960-00033002 Keno.
xStWIjYck70-00062-00033002-00033052 - Dre blec'h ?
xStWIjYck70-00063-00033200-00033380 Met Krismenn, memestra...
xStWIjYck70-00064-00033420-00033490 Ale...
xStWIjYck70-00065-00033546-00033737 - Gout a rez petra ?
xStWIjYck70-00066-00033738-00034084 - Me 'm eus... Me 'm eus un traktor 'ba'r gêr
xStWIjYck70-00067-00034094-00034144 - Ya !
xStWIjYck70-00068-00034170-00034270 - Hag ur vorc'h a zo...
xStWIjYck70-00069-00034272-00034306 - Ya !
xStWIjYck70-00070-00034306-00034836 - Daoust hag-eñ vefez bet dija toullet gant vorc'h un traktor ?
xStWIjYck70-00071-00035066-00035266 - Me 'm eus bevet traoù me !
xStWIjYck70-00072-00035268-00035501 Ne ouiez ket petra 'm eus bevet dija pa oen bihan...
xStWIjYck70-00073-00035508-00035608 - Me 'm eus ur maout 'ba'r gêr...
xStWIjYck70-00074-00035612-00035712 - Ah ya ?
xStWIjYck70-00075-00035716-00036069 - Ha 'n efe c'hoant, me gav din, da welet ac'hanout...
xStWIjYck70-00076-00036110-00036653 - Ah setu ! Setu pezh a zo ar-dreñv "barzhonegezh" Krismenn...
xStWIjYck70-00077-00036830-00036936 - Nann, nann, met traoù all zo...
xStWIjYck70-00078-00036940-00036996 - Traoù all zo ?
xStWIjYck70-00079-00037006-00037166 Hmm, bah spi 'm eus ya !
xStWIjYck70-00080-00037188-00037298 Bah kalon deoc'h !
xStWIjYck70-00081-00037306-00037926 - Nann, nann met spi 't eus, goût a ran, rag da vuhez a zo un tamm brein...
xStWIjYck70-00082-00037982-00038308 Ha ma 't eus spi, eo mat evidout...
xStWIjYck70-00083-00038310-00038756 - Te 't eus chañs 'm aomp ket 'ba un "Duty Free", a hend all, te oar petra vefe bet !
xStWIjYck70-00084-00038766-00038816 - Petra ?
xStWIjYck70-00085-00038820-00039106 - Piv eo Karis, piv eo Booba, etrezomp ? Hein ?
xStWIjYck70-00086-00039530-00039740 En da vlas, ne vefen ket gwall fier !
xStWIjYck70-00087-00039798-00039979 - N'on ket fier, me ne ran ket foutr !
xStWIjYck70-00088-00039986-00040206 Me 'm eus peadra da vezhañ fier
xStWIjYck70-00089-00040210-00040550 N'on ket ur paourkezh genaoueg
xStWIjYck70-00090-00040556-00041159 o klask kaout traoù ar re all evit bezañ brudet !
xStWIjYck70-00091-00041164-00041314 't eus ket graet mann ebet 'barzh da vuhez neuze...
xStWIjYck70-00092-00041322-00041505 - Ah... neuze 't eus gwelet !
xStWIjYck70-00093-00041510-00041630 Neuze 't eus gwelet ar video !
xStWIjYck70-00094-00041634-00041747 - Peseurt video ?
xStWIjYck70-00095-00041786-00041856 - Tristmenn !
xStWIjYck70-00096-00041864-00042070 - Ah nann 'm eus ket gwelet nann !
xStWIjYck70-00097-00042076-00042256 - Boun, bah trugarez deoc'h Krismenn...
xStWIjYck70-00098-00042266-00042469 Laouen bras bezañ graet anaoudegezh ganeoc'h...
xStWIjYck70-00099-00044158-00044294 - Hey, serc'hed 'm eus
xStWIjYck70-00100-00044304-00044690 Me zo 'vont da ziskouezañ deoc'h penaos pakañ ur banne e Gouel Broadel ar Brezhoneg
xStWIjYck70-00101-00044776-00044856 Salud !
xStWIjYck70-00102-00044862-00044942 - Mont a ra ?
xStWIjYck70-00103-00044950-00045100 - Ya, mat ar jeu ha ganit ?
xStWIjYck70-00104-00045104-00045184 - Mat !
xStWIjYck70-00105-00045186-00045286 - Ur banne D'istribilh mar-plij
xStWIjYck70-00106-00045290-00045410 - 'Z eus ket mui !
xStWIjYck70-00107-00045520-00045644 An 900 litrad zo aet kuit !
xStWIjYck70-00108-00045700-00045816 Bez eus Korev
xStWIjYck70-00109-00045836-00045898 - Korev ?
xStWIjYck70-00110-00045908-00046032 - Ya ! Hag a zo mat ivez !
xStWIjYck70-00111-00046056-00046256 - N'eo ket ken mat memestra, 'p eus ket champagn ?
xStWIjYck70-00112-00046350-00046600 - 'M eus ket. Sist ma 'p eus c'hoant, chug avaloù...
xStWIjYck70-00113-00046600-00046738 - Boun ale lak ur c'horev ha mat eo !
xStWIjYck70-00114-00046738-00046814 - Ur c'horev !
xStWIjYck70-00115-00047470-00047758 - Mezhus ! N'eo ket D'istribilh ken. 'Zoken 'vit an arzourien...
xStWIjYck70-00116-00048248-00048448 Un tamm hir eo nann ?
xStWIjYck70-00117-00049176-00049678 - Setu neuze 5 lur evit ar banne, hag ul lur ouzhpenn evit ar werenn
xStWIjYck70-00118-00049680-00049786 - 5 lur ? Nann met...
xStWIjYck70-00119-00049786-00049886 - 6 en holl !
xStWIjYck70-00120-00049914-00050090 'T eus ket komprennet, me eo Lors Jereg !
xStWIjYck70-00121-00050096-00050162 - Petra ?
xStWIjYck70-00122-00050170-00050304 - Lors Jereg !
xStWIjYck70-00123-00050388-00050506 - Goût a rez piv on ?
xStWIjYck70-00124-00050564-00050714 - Met ran ket forzh, te zo ar barman
xStWIjYck70-00125-00050714-00050814 - Me ne ran ket forzh kennebeut !
xStWIjYck70-00126-00050814-00050924 - ...ha me eo Lors Jereg
xStWIjYck70-00127-00050988-00051068 Lors Jereg, ar chadenn e brezhoneg
xStWIjYck70-00128-00051074-00051212 - Ma 'p eus ket lurioù e kemerañ endro
xStWIjYck70-00129-00051212-00051326 Ar chadenn YouTube !
xStWIjYck70-00130-00051326-00051436 - YouTube petra ?
xStWIjYck70-00131-00051474-00051816 - Met... Me zo brudet, YouTube zo an dazont paotr !
xStWIjYck70-00132-00051816-00051879 Setu !
xStWIjYck70-00133-00051879-00051944 - Bah n'anavezañ ket !
xStWIjYck70-00134-00051946-00052200 - Me eo an dazont. Hag an dazont 'n eus c'hoant kavout ur banne !
xStWIjYck70-00135-00052222-00052491 - Bah kemer a ran endro ar banne ! Ma 'p eus ket lurioù ne roan netra !
xStWIjYck70-00136-00052508-00052667 - Met 'm eus ket da gavout lurioù me zo un arzour !
xStWIjYck70-00137-00052667-00052802 - 'Ran ket foutr !
xStWIjYck70-00138-00052826-00052902 - Ah ya mod-se mañ ?
xStWIjYck70-00139-00052905-00052955 - Ya!
xStWIjYck70-00140-00052976-00053176 - Eh bah gwarn da vanne Koreff brein
xStWIjYck70-00141-00053176-00053370 - Mat eo ! 'T eus ken met mont d'ober an istrogel war YouTube !
xStWIjYck70-00142-00053378-00053676 - Ya, setu, ha kerzh da broduañ D'istribilh c'hoazh peogwir n'eus ket mui amañ
xStWIjYck70-00143-00053676-00053776 - Mat eo !
xStWIjYck70-00144-00053776-00053828 - Ale, poent eo !
xStWIjYck70-00145-00053828-00053878 - Kenavo !
xStWIjYck70-00146-00053878-00053974 - Kenavo, ya !
xStWIjYck70-00147-00054034-00054158 Ya mat eo, hein !
xStWIjYck70-00148-00073105-00073355 Salud deoc'h, amañ 'm aont gant Elsa Corre
xStWIjYck70-00149-00073355-00073637 Elsa Corre he deus sonet war al leurenn Ñ
xStWIjYck70-00150-00073637-00073837 tuchañtig gant ar strollad PERVARLAMM
xStWIjYck70-00151-00073853-00073934 Mat ar jeu ganit ?
xStWIjYck70-00152-00073970-00074091 Ya mont a ra, mat-tre !
xStWIjYck70-00153-00074091-00074427 Penaos 't eus kavet ar sonadeg amañ e Gouel Broadel ar Brezhoneg ?
xStWIjYck70-00154-00074510-00074712 Fiskal, plijus kenañ !
xStWIjYck70-00155-00074712-00075050 Ouzhpenn ne rae ket glav setu, simpa !
xStWIjYck70-00156-00075079-00075441 Startijenn oa, an dud 'oa aketus
xStWIjYck70-00157-00075441-00076012 evit ur bern brezhonegerien ivez
xStWIjYck70-00158-00076046-00076629 kanet vez kalzig e brezhoneg neuze talvezout a ra c'hoazh muioc'h kanañ amañ, ya !
xStWIjYck70-00159-00076700-00077036 Un tamm eo "Woodstock" ar brezhonegerien a-benn ar fin...
xStWIjYck70-00160-00077074-00077777 Ouian ket ma c'hallomp lâret se, met gwir eo eo un tamm al lec'h lec'h ma vez adkavet an holl
xStWIjYck70-00161-00077777-00078077 Evel ar Redadeg marteze
xStWIjYck70-00162-00078124-00078551 Er fin ez eus bet from un tamm, peogwir ho peus kanet ar ganaouenn "Hor Bro"...
xStWIjYck70-00163-00078637-00079036 Ya, gwir eo, aze e oa anat kanañ ar ganaouenn-se amañ
xStWIjYck70-00164-00079101-00079437 Komz a ra d'an holl ha from zo bet, ya !
xStWIjYck70-00165-00079603-00080234 N'eo ket dav lâret ez eus bet glav just d'an amzer-se, ar pezh en deus digaset muioc'h a from c'hoazh a gav din...
xStWIjYck70-00166-00080234-00080613 Ya! N'eus ket bet glav d'ar mare-se met kazi an notenn diwezhañ
xStWIjYck70-00167-00080663-00080848 Ya, gwir !
xStWIjYck70-00168-00080912-00081194 Strolladoù all / raktresoù all 't eus ivez ?
xStWIjYck70-00169-00081503-00082117 Barba Loutig 'n eus ur raktres sonadeg a zo anvet "Saflikad" a zo deuet maez e miz Kerzu
xStWIjYck70-00170-00082117-00083001 A zo vont da vezañ skignet e Gouelioù Kerne hag e Gouel an Oriant (er FIL)
xStWIjYck70-00171-00083001-00083441 Klask a reomp broudañ un tamm an doare "sonadeg"
xStWIjYck70-00172-00083441-00083741 Aze on eus testennoù bet skrivet ganeomp
xStWIjYck70-00173-00083741-00083972 Ar sonerezh zo bet skrivet ganeomp ivez a-wechoù
xStWIjYck70-00174-00083972-00084272 Setu, sonerezh da selaou
xStWIjYck70-00175-00084272-00084489 Ha tonioù hengounel a zo atav
xStWIjYck70-00176-00084489-00084715 Ha mod all gant an daouad, gant "Duo Du Bas"
xStWIjYck70-00177-00084715-00085015 on eus ur raktres nevez anvet "Les Géantes"
xStWIjYck70-00178-00085015-00085246 Atav ez omp da gejañ gant tud
xStWIjYck70-00179-00085246-00085546 Maouezed HA paotred ar wech-mañ
xStWIjYck70-00180-00085546-00085722 Ha tud un tammig ispisial
xStWIjYck70-00181-00085722-00086196 Tudennoù kreñv, a zo un tammig e kichen ar gevredigezh
xStWIjYck70-00182-00086196-00086775 A zo laosket a gostez peogwir o deus un dra ouzhpenn
xStWIjYck70-00183-00086870-00087205 Hag alies ur bed dezho da vat
xStWIjYck70-00184-00087262-00087670 Hag aze e vez skrivet deomp kanaouennoù e Galleg, e Brezhoneg, e Kastianeg
xStWIjYck70-00185-00087670-00088087 Ha goulennet digant tud all da skrivañ deomp kanaouennoù e Euskareg
xStWIjYck70-00186-00088186-00088941 Hag e vo tudennoù deus Breizh, met ivez deus Bro Euskadi, ha Bro Spagn (Bro Navar)
xStWIjYck70-00187-00088941-00089187 Setu, ha dont a raio maez e miz Here !
xStWIjYck70-00188-00089205-00089410 Waw, kalzig a draoù memestra...
xStWIjYck70-00189-00089410-00089662 Ya, ya, ret eo derc'hel da vont !
xStWIjYck70-00190-00089662-00089962 Ya ! Mersi bras dit...
xStWIjYck70-00191-00098084-00098386 - Stañket ? Ret eo paeañ aotrou !
xStWIjYck70-00192-00098386-00098687 - Nann, ran ket, son a ran me...
xStWIjYck70-00193-00098784-00099139 Met 'n eus ket plas 'vit an arzourien ken war ar parklec'h "arzour"
xStWIjYck70-00194-00099139-00099441 N'importe quoi ! 'Vez ket kavet an entrée c'est le bordel ici !
xStWIjYck70-00195-00099512-00099662 - Ah, Elouan, degemer mat !
xStWIjYck70-00196-00099708-00100008 - Aaah ! Setu ur paotr mat !
xStWIjYck70-00197-00100008-00100310 - Degemer mat 'ba Gouel Broadel ar Brezhoneg
xStWIjYck70-00198-00100310-00100560 Setu ar mont-tre, an degemer zo aze...
xStWIjYck70-00199-00100574-00100855 Gall' a rez tremen, digoust eo pep tra aze ivez 'forzh penaos !
xStWIjYck70-00200-00100855-00100948 - Digoust eo pep tra, se zo mat !
xStWIjYck70-00201-00100948-00101027 - Setu gra da jeu, kudenn ebet !
xStWIjYck70-00202-00101027-00101108 - Gwir eo, digoust eo... ?
xStWIjYck70-00203-00101108-00101641 - Oh ya, tremen a rez aze, ha 'bez eus stañdoù, traoù, ar boued zo digoust, an evaj zo digoust...
xStWIjYck70-00204-00101674-00101851 Ret eo just adlakaat se memestra...