id
stringlengths 2
6
| url
stringlengths 31
243
| title
stringlengths 1
148
| text
stringlengths 6
119k
|
---|---|---|---|
169098 | https://br.wikipedia.org/wiki/Dawid%20Jung | Dawid Jung | Dawid Jung (ganet d'an 17 a viz Genver 1980 e Kłecko) zo kaner opera polonat, barzh, skrivagner, buruteller lennegezh ha teatr, embanner hag aozer sevenadurel, istorour, mouller ha dezigner roudoù sevenadurel.
Dreist-holl e oa rener Mirdi Polonat an Ograoù Elektronek ha pennskridaozer ar gazetenn sevenadurel polonek: "Zeszyty Poetyckie". Evit e labour arzel, skianel ha sevenadurel en deus resevet meur a c'haredon, evel da skouer :
Medalenn Juliusz Słowacki (2009), Medalenn ar Sevenadur Yaouank (ar skrivagner kentañ o resev ar garedon-se e oa Stanisław Barańczak) (2014), Medalenn Bodadeg ar Milved e Gniezno (2014), Priz ar Gazetennerien Yaouank (roet gant Kevredigezh Kazetennerien Polonia) (2016), ar Priz Magellan (2016), Medalenn Bolesław Leśmian (2017), "Dellid Sevenadur Polonia" (2018), ar Priz Lennegezh hag Istor "Identitas" (2019), Medalenn ar Varzhoniezh Yaouank (2019), Medalenn "Gward Lec'hioù ar Memor Broadel" (2020), Kroaz Sant Yann-Baol II (2021), Kroaz Ofiser ar C'hroaz Du Polonat (2021), Medalenn Kantved an Dizalc'hiezh Adtapet (2022), Dellid Kevredigezh Skrivagnerien Polonia" (2023). Abaoe 2023 ez eo eilprezidant Kevredigezh ar Skrivagnerien Bolonat e Poznań.
Oberennoù
312685 powodów (2006)
Wierszopisowie Kłecka w latach 1590–1623. Przyczynki do historii kultury staropolskiej (2012)
Gdańskie hymny Jakuba Gembickiego (2014)
Poemat o mówieniu prawdy (2014)
Glosy (2017)
Polska, ulubiona masochistka Europy (2017)
Karaoke (2018)
Legendy królewskiego miasta. Z przekazów ustnych zebrał i opracował Dawid Jung (2018)
#SPAM (2020)
Ostatni rybałci polszczyzny. Poeci ludowi XIX wieku związani z Ełkiem (2020)
To je wiôldżé. Antologia poetów kaszubskich okresu międzywojennego (2020)
Legendy zamku ełckiego (2021)
Szlak. Znani Nieznani (2021)
Szczecińskie legendy (2023)
Liammoù diavaez
Dobosz, Józef (2016). Dzieje Gniezna pierwszej stolicy Polski. Poznań: Adam Mickiewicz University in Poznań. ISBN 9788363047993
Gałuszka, Jacek, Maroszczuk, Grażyna, Nęcka, Agnieszka (2010). Leksykon. Pisma kulturalne w Polsce po 1989 roku. Katowice: University of Silesia in Katowice. ISBN 978-83-7164-634-8
Klary, Beata (2014). Rozmowy z piórami 2. Toruń: Scientific Publishing House Adam Marszałek. ISBN 9788380190023
Miazak, Monika (2003). Ponad granicami. Collegium Europaeum Gnesnense 2000-2003 (Above the Divisions. Collegium Europaeum Gnesnense 2000-2003), Gniezno: Collegium Europaeum Gnesnense. ISBN 8391877892
Woźniak, Bartosz (2021). W tym samym języku. Szkice o twórczości autorów Biblioteki Stowarzyszenia Pisarzy Polskich. Kraków: Stowarzyszenie Pisarzy Polskich. ISBN 978-83-961567-7-8
Ganedigezhioù 1980
Skrivagnerien bolonek
Skrivagnerien Polonia |
169099 | https://br.wikipedia.org/wiki/1st%20Marine%20Division | 1st Marine Division | Ar 1añ divizion Marine (1st Marine Division ha berraet en 1st MARDIV) a zo un divizion eus an United States Marine Corps diazezet er Marine Corps Base Camp Pendleton, e Kalifornia. An unvez stourm war zouar eo eus ar I Marine Expeditionary Force (I MEF). Bez eo ar c'hoshañ ha brasañ divizion er servij en United States Marine Corps. Un nerzh stourm 22 000 soudard eo. Unan eus an tri divizion oberiant en USMC eo hiziv gant rolloù lies, nerzh-kas ha stourm war zouar. Lesanvet eo "The Old Breed".
Liammoù diavaez
Lec'hienn ofisiel an USMC
United States Marine Corps |
169101 | https://br.wikipedia.org/wiki/Valfermoso | Valfermoso | Valfermoso zo un anv-lec'h e Spagn, e proviñs Guadalajara.
Valfermoso de las Monjas, kêriadenn e kumun Ledanca
Valfermoso de Tajuña, kumun
Pennadoù kar
Valfermosa
Valhermoso |
169107 | https://br.wikipedia.org/wiki/Impalaeriezh%20trevadennel%20Danmark | Impalaeriezh trevadennel Danmark | Impalaeriezh trevadennel Danmark eo an trevadennoù (De danske kolonier e daneg) he deus bet Danmark, adal 1536 betek 1953, en Afrika, Azia, Europa ha Norzhamerika.
Istor
Ar roue Christian IV Danmark, anezhañ Roue div rouantelezh Danmark ha Norge, a roas lusk d'an trevadenniñ danat er XVIvet kantved.
Iskevandir Indez
Trevadenn gentañ Danmark e-maez Europa a voe diazezet e su iskevandir Indez e Trankebar. Meur a hini all a voe digoret etre ar XVII hag an .
E 1755 e taolas Danmark he dorn war gêriadenn Serampore (Frederiksnagore), ha diwezhatoc'h war gêrioù Achne ha Pirapur, ur 25 km en hanternoz da Golkata.
E 1829 e voe digoret ur skol-veur danat e Serampore, bepred digor hiziv.
E 1845 e voe gwerzhet Trankebar hag ar c'hêrioù all da Impalaeriezh Breizh-Veur.
E 1868 e voe gwerzhet dezhi an Inizi Nikobar.
Afrika
En Afrika e talc'he Danmark un toullad kreñvlec'hioù, e Ghana (Osu, a voe adanvet Christiansborg, Takoradi). E 1850 e voent gwerzhet holl da Vreizh-Veur, ma'z ejont d'ober ar Goldcoast, un drevadenn vreizhveuriat.
Istor Danmark
Impalaeriezhioù trevadennel |
169108 | https://br.wikipedia.org/wiki/Ledanca | Ledanca | Ledanca zo ur gumun e Spagn e proviñs Guadalajara. |
169109 | https://br.wikipedia.org/wiki/Taju%C3%B1a | Tajuña | Ar stêr Tajuña (diwar an anv latin Tagonius) zo ur stêr eus Kastilha, adstêr d'ar Jarama, a zo adstêr d'an Tajo. Redek a ra dre broviñsoù Guadalajara ha Madrid.
Eieniñ a ra e Maranchón (Guadalajara), er Fuente del carro, e-kichenik kêriadenn Clares.
Pennadoù kar
Perales de Tajuña
Stêrioù Spagn |
169112 | https://br.wikipedia.org/wiki/Anguita | Anguita | Anguita zo ur gumun e proviñs Guadalajara, war lez ar stêr Tajuña. |
169113 | https://br.wikipedia.org/wiki/Smith%20%26%20Wesson%20Model%2017 | Smith & Wesson Model 17 | Ar Smith & Wesson Model 17 zo ur revolver c'hwec'h tenn kalibr .22 Long Rifle. Savet eo tro-dro da stern K Smith & Wesson, ment krenn ar merk.
Istor
Dont a ra ar Smith & Wesson 16 ha 17 eus revolverioù ar bloavezhioù 1930 ha 1940. Ar revolver K-32 Masterpiece, savet e 1935, a oa kambret e .32 S&W Long. Harzet eo bet produiñ an arm e-pad an Eil Brezel Bed. E 1947 e voe produet adarre ha lakaet e gwerzh asambles gant ur stumm kambret e .22 LR, ar K-22 Masterpiece. Hemañ zo deuet da vezañ ar Model 17 goude.
Dileusket eo bet ar Model 16 gant ar merk e 1983 dre ma ne oe ket poblek ken ar c'halibr .32 S&W Long. Chomet eo a-sav produiñ ar Model 17 e 1998 abalamour e felle d'ar merk produiñ nebeutoc'h a armoù enne dir glasaet.
Perzhioù
Ar Model 17 zo dezhañ ur vizerez a-dreñv a c'haller reoliañ hag ur vizerez war beg ar c'hanol mod Patridge. Soñjet eo bet evel ur revolver sport hag e c'halle bezañ prenet er bloavezhioù 1960 gant tri opsion, an "Tri T" : Target Trigger, Target Hammer ha Target Grips. Hirderioù standart ar c'hanolioù a oa 4" (101,6mm), 6" (152,4mm) ha 8 3/8" (212.7mm). Ar Model 17-6, 4" e ganol, ne weler ket alies peogwir e oa ar Model 18 tost heñvel outañ, dezhañ ur c'hanol 4" ivez.
Stummoù all
Smith & Wesson Model 18
22 Combat Masterpiece
Smith & Wesson Model 617
Smith & Wesson Model 53
Bremañ
Smith & Wesson zo adkroget da broduiñ ar revolver-mañ e 2009 dindan an anv Model 17 Masterpiece abalamour da gresk ar goulenn war revolverioù mod-kozh ar merk, evel ur pemzek arm kozh bennak savet ganto.
Daveennoù
Liammoù diavaez
Lec'hienn Smith & Wesson
Armoù-tan
Revolverioù |
169114 | https://br.wikipedia.org/wiki/Villel%20de%20Mesa | Villel de Mesa | Villel de Mesa zo ur gumun e proviñs Guadalajara, e Kastilha-La Mancha. |
169117 | https://br.wikipedia.org/wiki/Valdearenas | Valdearenas | Valdearenas zo ur gumun e proviñs Guadalajara, en Kastilha-La Mancha. |
169120 | https://br.wikipedia.org/wiki/CZ%20457 | CZ 457 | Ar garabinenn CZ 457 savet gant an embregerezh Česká Zbrojovka he deus kemeret plas ar CZ 455 e katalog ar merk e 2019. Ur garabinenn tennata dre zorn kambret e .22 Long Rifle, .22 Magnum pe .17 HMR eo.
Kanol ar CZ 457 a c'hell bezañ cheñchet aes hag erlec'hiet gant kanolioù all eus ar merk savet evit munisionoù skoet war o zro. Implijet e vez kalz er sportoù-tennañ abalamour m'eo brudet evit he resisted.
Emdroadurioù e-keñver ar CZ 455
Digoradur al loc'henn-gulasenn da 60° (e-lec'h 90°)
Kanol ha boest-kulasenn tretet war-c'horre a-enep ar mergl
Skoer savet evit gellet tennañ hep boled, hep ma vefe labezet
Surentez war ar c'hostez (mod push and shoot)
Boutoñs da ziskouez eo kambret ur munision
Kargerioù a c'haller lakaat er c'harabinennoù CZ 452 ha CZ 455
Draen a c'haller reoliañ (pouez etre 90 g ha 1500 g) ha bosennig etre 0,5 ha 5 mm
Stummoù
Daveennoù
Ar CZ 457 war lec'hienn Česká zbrojovka a.s.
Armoù-tan |
169122 | https://br.wikipedia.org/wiki/San%20Carlo%20ai%20Catinari | San Carlo ai Catinari | San Carlo ai Catinari (pe Santi Biagio e Carlo ai Catinari) zo un iliz e Roma, en Italia, e leurgêr Benedetto Cairoli, e karter Sant'Eustachio.
Skeudennoù
Ilizoù Roma |
169124 | https://br.wikipedia.org/wiki/SAKO | SAKO | SAKO, Limited (eus ar finneg Suojeluskuntain Ase- ja Konepaja Oy) zo un embregerezh finnat hag a brodu armoù-tan ha munisionoù e Riihimäki, (rannvro Kanta Häme) e su Finland. Perc'henn eo war an embregerezh armoù Tikka abaoe 1983. Perzh eo abaoe 2020 eus ar Beretta Holding.
Istor
E 1919, daou vloaz goude ma vije disklêriet dizalc'hidigezh Finland diouzh Impalaeriezh Rusia, Servij Armoù Gward Sivil ar vro (Suojeluskuntain Yliesikunnan Asepaja) a zigoras un atalier en ur vraserezh kozh e Helsinki da gempenn fuzuilhoù rusian kozh evit ma servijfent d'ar vro nevez-c'hanet. E 1921 e teuas an atalier da vezañ ur stal brevez. Servij an Armoù a zilojas e 1927 d'un uzin munisionoù e Riihimäki. Adanvet e voe SAKO e 1931.
An embregerezh nevez a grogas da ezporzhiañ munisionoù da Sveden er bloavezhioù 1930 hag e produas kartouchennoù pistolennoù-mindrailher e-pad an Eil Brezel Bed. Goude ar brezel e produas armoù-tan evit ar siviled.
E 1983 e voe prenet Tikkakoski, un embregerezh armoù finnat all, gant SAKO. Implijet e vez c'hoazh anv Tikka evit produioù zo hiziv an deiz (karabinennoù Tikka T3x ha T1x da skouer).
E 1986 en em vodas Sako gant lodenn armoù an embregerezh Stad finnat Valmet, hag e teuas an embregerezh da vezañ Sako-Valmet. Adwerzhet e voe d'ar strollad Beretta Holding e 2000.
Fuzuilhoù produet bremañ
Merk Sako
Sako S20
Sako 85
Sako A7
Sako TRG
Sako Quad
Sako Finnfire II
Merk Tikka
Tikka T3x (meur a adstumm dezhañ)
Tikka T1x MTR
Tikka T1x Hunter
Tikka T1x UPR
Produioù kozh Sako (Europa)
Daveennoù
Liammoù diavaez
Lechienn Sako
Armoù-tan
Embregerezhioù Finland
Embregerezhioù armoù-tan |
169126 | https://br.wikipedia.org/wiki/Niccol%C3%B2%20Pomarancio | Niccolò Pomarancio | Niccolò Circignani, lesanvet il Pomarancio, ganet entre 1530 ha 1535 e Pomarance, e proviñs Pisa en Toskana, ha marvet war-dro 1590, a oa ul livour italian maniérista, ha tad al livour Antonio Circignani, a oa lesanvet heñvel.
Ganedigezhioù 1530
Marvioù 1590
Livourien italian ar XVIvet kantved |
169127 | https://br.wikipedia.org/wiki/Emsavadeg%20ar%20penno%C3%B9-sardin | Emsavadeg ar pennoù-sardin | Emsavadeg ar pennoù-sardin a oa un harz-labour gant merc'hed Douarnenez evit enebiñ ouzh poaniusted o labour er friturioù sardin ha goulenn ur gopr uheloc'h.
Douarnenez
Stourmoù sokial |
169128 | https://br.wikipedia.org/wiki/Poull-neuial%20Saint-Georges | Poull-neuial Saint-Georges | Ar poull-neuial Sant Jord (piscine Saint-Georges e galleg) a zo ur poull-neuial e kreiz-kêr Roazhon, e departament Il-ha-Gwilen. Savet e voe etre 1923 ha 1926.
Monumantoù Roazhon
Poulloù-neuial |
169129 | https://br.wikipedia.org/wiki/Boued%20paket%20buan | Boued paket buan | Ar boued paket buan pe boued war ar prim (fast food e saozneg) a zo ur doare tinellerezh.
Boued |
169132 | https://br.wikipedia.org/wiki/Librilla | Librilla | Librilla zo ur gumun eus Spagn e Rannvro Murcia. |
169133 | https://br.wikipedia.org/wiki/Archena | Archena | Archena zo ur gumun eus Spagn e Rannvro Murcia. |
169134 | https://br.wikipedia.org/wiki/Abanilla | Abanilla | Abanilla (hogen Favanella e katalaneg) zo ur gumun eus Spagn e Rannvro Murcia, tost d'an harzoù gant proviñs Alacant ha Kumuniezh Valencia. E 2022 e konted 6146 a dud o chom enni. |
169135 | https://br.wikipedia.org/wiki/Beniel | Beniel | Beniel zo ur gumun eus Spagn e Rannvro Murcia. |
169136 | https://br.wikipedia.org/wiki/Ceut%C3%AD | Ceutí | Ceutí zo ur gumun eus Spagn e Rannvro Murcia. |
169137 | https://br.wikipedia.org/wiki/Bullas | Bullas | Bullas zo ur gumun eus Spagn e Rannvro Murcia. |
169138 | https://br.wikipedia.org/wiki/Blanca%20%28Murcia%29 | Blanca (Murcia) | Blanca zo ur gumun eus Spagn e Rannvro Murcia. |
169140 | https://br.wikipedia.org/wiki/Ceheg%C3%ADn | Cehegín | Cehegín zo ur gumun eus Spagn e Rannvro Murcia. |
169141 | https://br.wikipedia.org/wiki/Calasparra | Calasparra | Calasparra zo ur gumun eus Spagn e Rannvro Murcia. |
169142 | https://br.wikipedia.org/wiki/Hinojosa%20del%20Valle | Hinojosa del Valle | Hinojosa del Valle zo ur gumun eus Spagn, e proviñs Badajoz, en Extremadura.
Kumunioù Extremadura |
169143 | https://br.wikipedia.org/wiki/Don%20%C3%81lvaro | Don Álvaro | Don Álvaro zo ur gumun e proviñs Badajoz en Extremadura. |
169144 | https://br.wikipedia.org/wiki/Don%20Benito | Don Benito | Don Benito zo ur gumun e proviñs Badajoz en Extremadura. |
169146 | https://br.wikipedia.org/wiki/Kazetenner | Kazetenner | Ar gazetennerien zo tud hag a glask titouroù, keloù a-ziwar ur sujed dre ar stumm son, testennoù pe skeudennoù. Ar pal zo dont a-benn da zisplegañ ur sujed pe darvoud bennak en un doare eeun d'ar brasañ niver.
Kazetennerien
Un enklask bedel e-touez 27 500 kazetenner e 67 bro e 2012–2016 en doa roet an disoc'hoù-mañ:
57 anezho zo paotred
oad keitat : 38 vloaz
bloavezhioù skiant-prenet labour : 13
live studioù : 56% o deus un diplom lise; 29% un diplom skol-veur
80% anezho a labour leun amzer
50 % a labour evit kazetennoù paper, 23% evit ar skinwel, 17% evit ar radio, ha 16% war internet.
Skeudennoù
Kazetennerezh
Geriaoueg ar skinwel
Micherioù |
169147 | https://br.wikipedia.org/wiki/Cristina%20%28Badajoz%29 | Cristina (Badajoz) | Cristina zo ur gumun e proviñs Badajoz en Extremadura. |
169148 | https://br.wikipedia.org/wiki/Oranjestad%20%28Aruba%29 | Oranjestad (Aruba) | Oranjestad eo kêr-benn enez Aruba, un 35 000 a dud enni .
Aruba |
169149 | https://br.wikipedia.org/wiki/Departamant%20Le%C3%B3n | Departamant León | Departamant León zo unan eus departamantoù Nicaragua, e kornôg ar vro,ha kêr León eo ar pennlec'h anezhañ.
Er c'hreisteiz hag er mervent eo bevennet gant ar Meurvor Habask, er gevred gant Lenn Managua
Rummad :Departamantoù Nicaragua |
169150 | https://br.wikipedia.org/wiki/Le%C3%B3n%20%28Nicaragua%29 | León (Nicaragua) | León eo kêr-benn departamant León e Nicaragua, hag ar penn-lec'h anezhañ.
Rummad :Kêrioù Nicaragua |
169152 | https://br.wikipedia.org/wiki/Displeger%20verbo%C3%B9%20brezhoneg | Displeger verboù brezhoneg | Ar raktres Displeger verboù brezhoneg (Displeger.bzh) zo ul lec'hienn internet savet gant An Drouizig evit bodañ an holl verboù e brezhoneg.
Diorren
Al lec'hienn a zo war ziorren abaoe 2018.
Istor
D'an 25 Even 2021 e oa bet roet lañs d'al lec'hienn Displeger.bzh, dre internet hepken.
Lakaet eo bet ar gaoz war Displeger.bzh gant Brezhoweb en o c'hronikenn viziek Deiziataer ar miz d'ar 1 Gwengolo 2021.
Pal
Daou bal a zo d'ar raktres-mañ:
bodañ holl verboù ar brezhoneg en ur zeskrivañ anezho er gwellañ ma c'heller.
kinnig displegadurioù en holl rannyezhoù standardekaet ar brezhoneg.
Liammoù diavaez
Lec'hienn ofisiel Displeger.bzh
Kronikenn Brezhoweb Deiziataer ar miz ar 1añ a viz Gwengolo 2021
Tarzh an Displeger
An Drouizig
Lec'hiennoù web
ostilhoù niverel e brezhoneg |
169154 | https://br.wikipedia.org/wiki/Fatberg | Fatberg | Ur fatberg zo un dolzennad lastez bras-kenañ en ur skarzhaj. Abaoe pell zo eo kudennus ober gant an danvezioù-se, met nevesoc’h eo ar ger fatberg.
Kenaoz
An darn vrasañ eus ur fatberg zo traoù nann-biodic’hradus evel lienennigoù naetaat, ha kavout a reer ivez lard hag eoul.
Efedoù
Gallout a ra ur fatberg stankañ ur rouedad skarzhaj, evel m’eo c’hoarvezet dija e Londrez, New York, Denver, València ha Melbourne. Abalamour da se e c’hell lastez bezañ diskarget en endro hep bezañ tretet.
Danvez ur fatberg a c’hell bezañ adimplijet: diwar ur fatberg kavet e Whitechapel (Londrez) ez eus bet fardet bevdrelosk.
Daveoù
Saotradur |
169155 | https://br.wikipedia.org/wiki/Lunedenn%20%28arm-tan%29 | Lunedenn (arm-tan) | Ul lunedenn a zo ur benveg a vez montet war fuzuilhoù pe karabinennoù evit gwelet ar sibl a-bell. Implijet e vez er sportoù-tennañ, en armeoù hag evit chaseal.
Istor
Goude taolioù-esae adalek ar XVIIvet kentved e oa bet ijinet al lunedenn vodern kentañ evit ar fuzuilhoù etre 1835 ha 1840 e Stadoù-Unanet Amerika. Deskrivet e oa el levr The Improved American Rifle, skrivet e 1844. Savet e oa bet gant Morgan James, un armeurer eus Utica (stad New York), diwar soñj hag alioù un ijinour saoz hag amerikan, John R. Chapman.
E 1855 e krogas al lunedour William Malcolm eus Syracuse (stad New York) da broduiñ e lunedennoù en ur lakaat warne ostilhoù da reoliañ anezhe. E lunedennoù ha reoù graet gant ar bravigour L. M. Amidon (Vermont) a zeuas da vezañ lunedennoù standart ar snipers kentañ e-pad Brezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.
Mont en-dro
Sifroù a vez implijet da zeskrivañ he ferzhioù nesañ : ul lunedenn 6-24x50 a sinifi e c'hall brasaat an traoù etre 6 ha 24 gwech hag eo 50 mm treuzkiz he gwerenn. Nozelennoù reoliñ a gaver war ul lunedenn :
nozelenn reoliñ an driv, a-zehou alies ;
nozelenn reoliñ an uhelder, a-us alies ;
a-wechoù e kaver war al lunedennoù resisañ un nozelenn reoliñ evit an oleeunad, war an tu kleiz peurliesañ.
An nozelennoù reoliñ evit an driv hag an uhelder a zo meur a gclick dezhe. Pep click a dalv e vez diblaset ar stok war ar sibl eus ur serten hirder, eztaolet e milimetroù evit al lunedennoù MRAD (a ra gant ar sistem metrek) pe e meutadoù evit ar re MOA (a ra gant ar sistem imperial). Ul lunedenn a ranker reoliñ he "foent zero" a-raok implijout anezhi, da lavaret eo ober e doare ma vefe tennet war ar poent bizet pa lakaer kreiz ar c'hroazlin warnañ.
Kroazlin
Ur c'hroazlin a zo ur stumm a weler pa seller dre al lunedenn. Ur groaz a c'hall bezañ evit al lunedennoù simplañ. War ar re luzietañ e vez dereziet ar c'hroazlin. Talvoudus eo da chaseourien zo pe d'ar soudarded evit gouzout pegen pell emañ ar pezh a welont.
Daveennoù
Armoù-tan
Chase
Gweledoniezh
Sportoù tennañ
Pezhioù armoù-tan |
169156 | https://br.wikipedia.org/wiki/International%20Shooting%20Sport%20Federation | International Shooting Sport Federation | An International Shooting Sport Federation (ISSF) a ren er bed war ar sportoù-tennañ olimpek, ha war un nebeud sportoù-tennañ nann-olimpek. Savet e oa bet e 1907 dindan an anv Union Internationale de Tir (UIT). E München (Alamagn) emañ sez an ISSF.
Kevredadoù sportoù-tennañ Breizh zo izili an ISSF dre hanterouriezh kevredad gall ar sportoù-tennañ (Fédération Française de Tir).
Gwelet ivez
lec'hienn an ISSF (saozneg)
Kevredad Sportoù-Tennañ rannvro Breizh (galleg)
Kevredad Sportoù-Tennañ Liger-Atlantel (galleg)
Sport
Armoù-tan
C'hoarioù Olimpek
Sportoù tennañ |
169158 | https://br.wikipedia.org/wiki/Valtablado%20del%20R%C3%ADo | Valtablado del Río | Valtablado del Río zo ur gumun e proviñs Guadalajara, en Kastilha-La Mancha. |
169159 | https://br.wikipedia.org/wiki/Albares | Albares | Albares zo ur gumun e proviñs Guadalajara, en Kastilha-La Mancha. |
169160 | https://br.wikipedia.org/wiki/Uceda | Uceda | Uceda zo ur gumun e proviñs Guadalajara, en Kastilha-La Mancha. 3048 a dud a oa o chom er gumun e 2022.
Teir bourc'h zo er gumun: Uceda, Caraquiz ha Peñarrubia. |
169161 | https://br.wikipedia.org/wiki/Mond%C3%A9jar | Mondéjar | Mondéjar zo ur gumun e proviñs Guadalajara, en Kastilha-La Mancha. |
169162 | https://br.wikipedia.org/wiki/Robbie%20Kay | Robbie Kay | Robert Andrew Kay zo un aktor saoz bet ganet d'an 13 Gwengolo 1995 e Hampshire, e Bro-Saoz.
Liammoù diavaez
Robbie Kay — IMDb
Ganedigezhioù 1995
Aktourien Bro-Saoz |
169163 | https://br.wikipedia.org/wiki/Kingdom%20of%20Heaven | Kingdom of Heaven | Kingdom of Heaven zo ur film istorel stadunanat embannet e 2005, filmaozet ha produet gant Ridley Scott ha skrivet gant William Monahan. An aktourien eo Orlando Bloom, Eva Green, Jeremy Irons, David Thewlis, Brendan Gleeson, Marton Csokas, ha Liam Neeson.
Ar film zo diazezet en un doare damfaltaziek war an Trede Kroaziadeg, gant ur sell spisoc'h war Balian eus Ibelin en doa stourmet da difenn Rouantelezh Jeruzalem a-enep ar Sultan ayyoubid Saladin.
Filmet eo bet ar film en Ouarzazat, e Maroko, hag e Bro-Spagn, e Loarre (Huesca), Segovia, Ávila, Palma del Río hag e Sevilla er Casa de Pilatos hag en Alcázar. Ar film a oa bet embannet d'ar 6 a viz Mae 2005 gant 20th Century Fox, degemeret eo bet etre a-fed burutelladennoù.
Rastellet en deus 218 milion $ dre ar bed. D'an 23 a viz Kerzu 2005, Scott en doa lakaet embann un stumm hir, hag a voe lesanvet gant an arvesterien evel ar stumm peurvat.
Filmoù 2005
Filmoù istorel
Filmoù oberiant
Filmoù drama SUA |
169164 | https://br.wikipedia.org/wiki/Helena%20Bonham%20Carter | Helena Bonham Carter | Helena Bonham Carter CBE, ganet d'ar 26 a viz Mae 1966, zo un aktourez saoz. Brudet eo bet gant he rolloù e filmoù "blockbuster", dreist-holl dramaoù. Enoret eo bet gant prizioù lies ha lakaet he anv evit meur a briz, evel ar British Academy Film Awards hag an International Emmy Award, ha div wech evit daou Academy Awards, pevar British Academy Television Awards, pemp Primetime Emmy Awards, ha nav Golden Globe Awards.
Bonham Carter a zo deuet war-wel o c'hoari Lucy Honeychurch en A Room with a View (1985) hag ar benndudenn en Lady Jane (1986).
Ganedigezhioù 1966
Aktourezed Bro-Saoz
Yuzevien |
169165 | https://br.wikipedia.org/wiki/Order%20of%20the%20British%20Empire | Order of the British Empire | Order of the British Empire (brezhoneg: Urzh an Impalaeriezh Vreizhveurat) eus e anv leun The Most Excellent Order of the British Empire, zo anv un urzh marc'hegiezh saoz, da enoriñ degasadennoù evit an arzoù hag ar skiantoù, labourioù gant aozadurioù a garitez, ha servijoù foran. Savet e oa bet d'ar 4 a viz Even 1917 gant ar roue George V. Pemp klasad zo, kement evit an drevourien hag evit ar soudarded ; an daou skourr pouezusañ en urzh a laka an dougerien da vezañ pe marc'heg evit ar baotred pe itron evit ar merc'hed.
Order of the British Empire
Urzhioù marc'hegiezh
Enorioù Bro-Saoz |
169167 | https://br.wikipedia.org/wiki/Villegas%20%28Burgos%29 | Villegas (Burgos) | Villegas zo ur gumun e Spagn, e Proviñs Burgos, e kumuniezh emren Kastilha ha León. 94 a dud a oa enni o chom e 2022. |
169169 | https://br.wikipedia.org/wiki/Villegas | Villegas | Villegas zo un anv-lec'h spagnolek.
Lec'hioù
en Arc'hantina
Villegas (Buenos Aires), kêr e proviñs Buenos Aires
Partido de General Villegas, partido e proviñs Buenos Aires
en Spagn
Villegas (Burgos), kumun e proviñs Burgos, e Castilla y León
Tud
Rafael Villegas (1875-1936), ofiser spagnol |
169170 | https://br.wikipedia.org/wiki/Villang%C3%B3mez | Villangómez | Villangómez zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos. |
169171 | https://br.wikipedia.org/wiki/Villamedianilla | Villamedianilla | Villamedianilla zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos. |
169172 | https://br.wikipedia.org/wiki/Tosantos | Tosantos | Tosantos zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos. |
169173 | https://br.wikipedia.org/wiki/Vile%C3%B1a | Vileña | Vileña zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos. |
169174 | https://br.wikipedia.org/wiki/Valmala%20%28Burgos%29 | Valmala (Burgos) | Valmala zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos, e komark Montes de Oca. 27 a dud a oa enni o chom e 2022. |
169175 | https://br.wikipedia.org/wiki/Valmala%20%28Italia%29 | Valmala (Italia) | Valmala a oa ur gumun eus Piemonte en Italia. Er bloaz 2007 e oa 63 a dud o chom enni. E 2019 e voe staget ouzh kumun Busca.
Kumunioù kozh Italia |
169176 | https://br.wikipedia.org/wiki/Commission%20internationale%20permanente%20pour%20l%27%C3%A9preuve%20des%20armes%20%C3%A0%20feu%20portatives | Commission internationale permanente pour l'épreuve des armes à feu portatives | Ar Commission internationale permanente pour l'épreuve des armes à feu portatives (C.I.P.) (e brezhoneg Bodad etrevroadel pad evit amprouiñ an armoù-tan hiniennel), zo un aozadur dreistbroadel savet e 1914 gant Joseph Fraikin. E gendivizad diwezhañ a zo bet sinet gant pevarzek Stad e 1969. E Belgia emañ skouerenn orin an diell-mañ.
Palioù
Ar C.I.P. a sav reolennoù evit lakaat amprouadennoù boutin etre ar broadoù war an armoù-tan hiniennel hag o munisionoù, evit ma vo kemm-ouzh-kemm o stampilhoù-amprouiñ. Gant se e vez aesaet ar c'henwerzh armoù ha munisionoù ha bihanaet ar riskl gwallzarvoudoù.
Mont en-dro
Bep daou vloaz en em vod ar C.I.P. en unan eus ar broioù ezel. An divizoù votet a rank bezañ peurwiriekaet gant ar broioù-mañ ha dont da vezañ lezennoù enne. Burev-pad ar bodad a zo e Brusel. Pep Stad ezel he deus ur strollad-labour enni renerien an eskemmezioù-amprouiñ ha meur a zen barrek war an armoù-tan.
Stadoù ezel
Emirelezhioù Arab Unanet
Aostria
Belgia
Chili
Tchekia
Spagn
Finland
Frañs
Rouantelezh-Unanet
Alamagn
Hungaria
Italia
Rusia
Slovakia
Stadoù-Unanet Amerika zo dezhe ur statud arsellerien. Eno eo ar SAAMI (Sporting Arms and Ammunition Manufacturers' Institute) a ra war-dro al labour amprouiñ an armoù-tan. Kenlabourat a ra ar SAAMI hag ar CIP evit ma vo doujet ouzh ar memes normoù er bed.
Liammoù diavaez
Lec'hienn ar CIP (galleg, saozneg, alamaneg, spagnoleg)
Lec'hienn ar SAAMI (saozneg)
Armoù-tan
Darempredoù etrebroadel
Aozadurioù etrebroadel |
169177 | https://br.wikipedia.org/wiki/Yann%20ar%20Gevell | Yann ar Gevell | Yann ar Gevell zo ur c'han-bale savet gant Olier Mordrel evel kanaouenn evit ar Bagadoù Stourm. Un droidigezh eo ar ganaouenn eus an hini alamanek Der gute Kamerad.
Liammoù diavaez
Yann ar Gevell war YouTube
Ar pozioù
Kanaouennoù brezhonek
Kanoù-bale
Bagadoù Stourm |
169178 | https://br.wikipedia.org/wiki/Dieubidigezh%20Bro-C%27hall | Dieubidigezh Bro-C'hall | Dieubidigezh Bro-C'hall (galleg: Libération de la France) a vez graet eus ar mare eus an Eil Brezel-bed etre Even 1940 betek Eost 1944. Ar pal e oa dieubiñ Bro-C'hall diouzh Alamagn an Trede Reich hag an holl nerzhioù a harpe Alamagn. Ur c'hemmesk eo etre obererezhioù diplomatek, politikel ha milourel gant nerzhioù ar Gevredidi, nerzhioù ar Frañs dieub e Londrez hag en Afrika, harpet gant ar Rezistañs.
Istor Bro-C'hall en XXvet kantved
Dieubidigezh Bro-C'hall
Eil Brezel-bed
Rezistañs c'hall e-pad an Eil Brezel-bed |
169179 | https://br.wikipedia.org/wiki/Jacques%20Doriot | Jacques Doriot | Jacques Doriot (ganet d'ar 26 a viz Gwengolo 1898 hag aet da Anaon d'an 22 a viz C'hwevrer 1945) a oa ur politikour gall. Komunour da gentañ, troet e oa d'ar faskouriezh goude-se betek kenlabourat gant an Trede Reich e-kerzh an Eil brezel-bed.
Marv
Mervel a reas d'an 22 a viz Meurzh 1945 pa voe tennet war e oto gant nijerezioù Kevredet (saoz war a seblant). Evit lod izili eus ar PPF e-pad o frosezioù goude Dieubidigezh Bro-C'hall e oa bet embannet e oa un taol gant an Alamanted.
Ganedigezhioù 1998
Marvioù 1945
Kenlabourerezh
Enepyuzevegezh
Parti populaire français |
169183 | https://br.wikipedia.org/wiki/Alvaro | Alvaro | Alvaro pe Álvaro, zo un anv-badez spagnolek pe portugalek, a orin germanek.
Tud
Álvaro Arbeloa, melldroader spagnol
Álvaro Cunhal, politikour portugugalat
Álvaro Cunqueiro, skrivagner galizat
Álvaro das Casas, skrivagner galizat
Álvaro de Luna, anv meur a zen
Álvaro Faria, echedour portugalat
Álvaro Morata, melldroader spagnol
Álvaro Mutis, skrivagner kolombian
Álvaro Obregón, prezidant Mec'hiko (1920-1924)
Álvaro Pino, marc'hhouarner galizat
Álvaro Siza, tisavour portugalat
Álvaro Vázquez, melldroader spagnol
Anvioù-badez spagnolek
Anvioù-badez portugalek |
169184 | https://br.wikipedia.org/wiki/Gwezenn%20Judea | Gwezenn Judea | Gwezenn Judea, Cercis siliquastrum he anv latin, zo ur wezenn vihan gouezhidik er c'herentiad Fabaceae hag a zo heverk dre ar bleunioù roz niverus a zeu warni en nevezamzer.
En Europa ar Su hag e rann gornôgel Azia e kresk.
Arbol del amor ("gwezenn ar garantez") a reer anezhi e spagnoleg.
Gwez |
169185 | https://br.wikipedia.org/wiki/Aur%C3%A9lie%20Jean | Aurélie Jean | Aurélie Jean, ganet d’ar e Clamart (Hauts-de-Seine), zo ur stlennegourez hag embregerez c’hall.
Ganedigezh ha stummadur
Ganet d’ar e Clamart, Aurélie Hélène Marie Jean zo desavet gant he zud-kozh. Ober a ra e studi e skol-veur Pierre-et-Marie-Curie (aotreegezh war ar fizik hag ar mekanik), en École Normale Supérieure de Paris-Saclay (magistère war ar mekanik), hag en École Nationale Supérieure des Mines de Paris.
Red-micher
Abaoe 2018 e vev etre ar SUA ha Bro-C'hall. Kuzuliañ, enklask, kelenn, ha skrivañ a ra diouzh e vicher.
Kendiazezerez ha renerez an embregerezh In Silico Veritas e New York, arbennikaet eo war an algoritmoù hag ar patromadur niverek.
E 2021 he deus kendiazezet DPEEX, ur startup arbennikaet war implijoù medisin an intent artifisiel a-zivout krign-bev ar vronn.
Renket eo bet gant ar gelaouenn Forbes e touesk an 40 Gallez levezonusañ er bloaz 2019.
Levrlennadurezh
De l'autre côté de la machine : voyage d'une scientifique au pays des algorithmes, Pariz, Éd. de l'Observatoire, dastumadur De facto, 2019, 205 p.,
L'apprentissage fait la force, Pariz, Éd. de l'Observatoire, dastumadur Et Après ?, 2020, 205 p.,
Les algorithmes font-ils la loi ?, Pariz, Éd. de l'Observatoire, dastumadur Essais, 2021, 224 p.,
Enorioù
2019: marc’hegerez an Ordre national du Mérite.
Daveoù
Embregerezed Bro-C'hall
Ganedigezhioù 1982
Stlennegourezed Bro-C'hall |
169191 | https://br.wikipedia.org/wiki/.300%20Winchester%20Magnum | .300 Winchester Magnum | Ar gartouchenn .300 Winchester Magnum, anvet ivez .300 Win Mag pe .300 WM (7,62 × 67 mm er stumm metrek) a zo ur munision krouet e 1963 gant an embregerezh Winchester Repeating Arms Company. Deveret eo eus an .375 H&H Magnum kemmet evit resev ur boled kalibr .30. En Europa hag e Norzhamerika e vez implijet kalz ar munision-mañ evit chaseal ar jiboez bras evel ar c'hirvi. Er bloavezhioù 1980 eo bet amprouet ha choazet ar gartouchenn-mañ evit ma vefe implijet gant Marines ar Stadoù-Unanet .
Liammoù diavaez
Taolenn ar munision .300 Win Mag war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP
Daveennoù
Armoù-tan
Kalibroù armoù-tan |
169192 | https://br.wikipedia.org/wiki/Pineda%20de%20la%20Sierra | Pineda de la Sierra | Pineda de la Sierra zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos. |
169193 | https://br.wikipedia.org/wiki/Padilla%20de%20Abajo | Padilla de Abajo | Padilla de Abajo zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos. |
169194 | https://br.wikipedia.org/wiki/Padilla%20de%20Arriba | Padilla de Arriba | Padilla de Arriba zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos. |
169195 | https://br.wikipedia.org/wiki/O%C3%B1a | Oña | Oña zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos. |
169196 | https://br.wikipedia.org/wiki/Palazuelos%20de%20la%20Sierra | Palazuelos de la Sierra | Palazuelos de la Sierra zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos. |
169197 | https://br.wikipedia.org/wiki/Palazuelos%20de%20Mu%C3%B1%C3%B3 | Palazuelos de Muñó | Palazuelos de Muñó zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos. |
169198 | https://br.wikipedia.org/wiki/Palazuelos%20de%20Eresma | Palazuelos de Eresma | Palazuelos de Eresma zo ur gumun e Spagn, e proviñs Segovia. |
169199 | https://br.wikipedia.org/wiki/Palazuelos | Palazuelos | Palazuelos zo un anv-lec'h spagnolek ha hini meur a gumun e Spagn.
Palazuelos de Eresma, e proviñs Segovia
Palazuelos de Muñó, e proviñs Burgos
Palazuelos de la Sierra, e proviñs Burgos
ranngumunioù
Palazuelos (Sigüenza), e Sigüenza, e proviñs Guadalajara, brudet e vonumantoù
Palazuelos de Villadiego, en komark Odra-Pisuerga (Burgos)
Palazuelos de Cuesta Urria, en komark Las Merindades (Burgos)
Hag ivez
Asociación Cultural Murallas de Palazuelos
Monasterio de Santa María de Palazuelos, entre Corcos del Valle ha Cabezón de Pisuerga (Valladolid)
Museo del Herraje de Palazuelos, mirdi
Pennadoù kar
Palazuelo
Palacio |
169200 | https://br.wikipedia.org/wiki/Palazuelos%20%28Sig%C3%BCenza%29 | Palazuelos (Sigüenza) | Palazuelos zo ur gêriadenn, e kumun Sigüenza, e proviñs Guadalajara, brudet e vonumantoù krennamzerel : ar mogerioù en-dro d'ar gêriadenn, al leurgêr, ar c'hastell.
Kêriadennoù Spagn
Proviñs Guadalajara |
169201 | https://br.wikipedia.org/wiki/Jarama | Jarama | Ar stêr Jarama zo ur stêr hag a red dre greiz Spagn, hag unan eus pennañ adstêrioù an Tajo.
Adstêrioù he deus :
war he lez dehoù, ar stêrioù Lozoya, Guadalix ha Manzanares;
war he lez kleiz: ar Jaramilla, an Henares hag an Tajuña.
Stêrioù Spagn |
169202 | https://br.wikipedia.org/wiki/Gabriel%20Attal | Gabriel Attal | Gabriel Attal, bet ganet d’ar e Clamart (Hauts-de-Seine), zo ur politikour gall, a orin tuniziat hag elzasat a-berzh tad, ha gall, gresian ha rusian a-berzh mamm.
Yaouankiz ha stummadur
E dad, Yves Attal, a oa alvokad ha produer sinema. E vamm, Marie de Couriss, a oa implijet en un embregerezh produiñ.
Studiet en deus e Sciences Po Pariz, diplomet eo bet e 2012.
Red-micher
Ezel eus ar Strollad Sokialour adalek 2006, harpet en deus Ségolène Royal e-kerzh he c’habalerezh evit dilennadeg prezidant ar Republik e 2007.
Adalek 2012 e labouras evit ministr ar Yec’hed Marisol Touraine, skrivañ a reas prezegennoù eviti.
E 2014 e tilezas ar Strollad Sokialour hag ec'h emezelas er strollad La République en Marche. Harpañ a reas Emmanuel Macron e-kerzh kabalerezh prezidant 2017.
E 2018 ec'h eas da zegemennour La République en Marche.
D’ar e voe anvet da sekretour Stad e ministrerezh an Deskadurezh-Stad, an den yaouankañ o tapout hevelep karg.
D’ar e voe anvet da vouezh aotreet ar gouarnamant.
D’an e voe anvet da vinistr dileuriad ar C’hontoù foran.
D’an e voe anvet da vinistr an Deskadurezh-Stad. Lañset en deus ur stourm a-enep an harellerezh er skolioù, ar pezh a oa bet graet a-enep dezhañ pa oa krennard.
D’an e voe anvet da gentañ ministr war-lerc'h Élisabeth Borne.
Buhez prevez
En ur c’houblad eo bet gant ar politikour Stéphane Séjourné etre 2017 ha 2022, un EKAG etrezo.
Pa oa krennard eo bet harellet abalamour d’e heñvelrevelezh gant e gamarad skolaj Juan Branco.
Daveoù
Ganedigezhioù 1989
Politikourien Bro-C'hall |
169203 | https://br.wikipedia.org/wiki/Lozoya | Lozoya | Lozoya zo un anv-lec'h hag un anv-stêr e Spagn.
Lec'hioù
Kumunioù e Kumuniezh Madrid
Lozoya (Madrid)
Berzosa del Lozoya
Buitrago del Lozoya
Gargantilla del Lozoya y Pinilla de Buitrago
Villavieja del Lozoya
Stêr
Río Lozoya, adstêr d'ar Jarama
Tud
Emilio Lozoya Thalmann (*1948), politiker mec'hikan
Emilio Lozoya Austin (*1974), poliker mec'hikan, mab da Emilio Lozoya Thalmann
Jesús Lozoya Solís (1910-1983), mezeg ha politiker mec'hikan
Jorge Alberto Lozoya Legorreta (*1943), diplomat mec'hikan
Xavier Lozoya Legorreta (1945-2022), mezeg mec'hikan |
169204 | https://br.wikipedia.org/wiki/Horcajo%20de%20la%20Sierra | Horcajo de la Sierra | Horcajo de la Sierra-Aoslos zo ur gumun e Spagn, hag unan eus ar 179 kumun a zo e kumuniezh Madrid. |
169205 | https://br.wikipedia.org/wiki/Horcajuelo%20de%20la%20Sierra | Horcajuelo de la Sierra | Horcajuelo de la Sierra zo ur gumun e Spagn, hag unan eus ar 179 kumun a zo e kumuniezh Madrid. |
169206 | https://br.wikipedia.org/wiki/Ruger%20Standard | Ruger Standard | Ar Ruger Standard Model zo ur bistolenn damaotomatek savet e 1949 gant William B. Ruger ha produet abaoe gant an embregerezh Sturm, Ruger & Co. Pevar adstumm nes zo bet abaoe 1949. Implijet e vez kalz e bed ar sportoù-tennañ e-lec'h m'eo brudet evit bezañ resis, marc'hadmat ha solut. Kambret eo er c'halibr .22 Long Rifle.
Istor
Goude an Eil Brezel Bed, ar c'hrouer armoù William "Bill" Ruger a brenas div bistolenn japanat Nambu digant un US Marine en doa kemeret perzh en emgannoù er meurvor Habask.
Studiañ a reas an div bistolenn ha dont a reas a-benn da eilañ anezhe en e garrdi. Pimpatrom ar bistolenn Ruger Standard kentañ a voe awenet gant stumm ha kulasenn an Nambu. Arc'hant a vanke da William Ruger evit produiñ ha gwerzhañ e bistolenn nevez. Diskouez a reas anezhi d'e gamarad Alex Sturm, a voe souezhet gant an ijinadenn. Dremmskeudenn pistolenn William Ruger a oa un tamm heñvel ouzh hini ar pistolennoù alaman Luger P08, poblek-tre er Stadoù-Unanet.
Alex Sturm a zivizas buan postañ 50.000$ da broduiñ ar bistolenn nevez-mañ. Berzh a reas diouzhtu. Produet ha gwerzhet e voe adalek fin 1949 gant an embregerezh Sturm, Ruger & Co. nevez-savet. Mervel a reas Alex Sturm e miz Du 1951 met kenderc'hel a reas ar bistolenn da vezañ produet betek bremañ. Pevar adstumm nes a gaver, dezhe is-adstummoù.
Adstummoù
Standard (1949 - 1982) hag an MK I Target (1950 - 1982) deveret anezhi
MK II (1982 - 2005), a voe produet ouzhpenn 3.000.000 skouerenn anezhi
MK III (2004 - 2016)
MK IV (2016 - bremañ)
Liammoù diavaez
Ar Ruger Standard MK IV war lec'hienn an embregerezh Ruger
Armoù-tan
Pistolennoù |
169207 | https://br.wikipedia.org/wiki/John%20Rhys-Davies | John Rhys-Davies | John Rhys-Davies, ganet d'ar 5 a viz Mae 1944, zo un aktour kembreat brudet evit rolloù Sallah er Frañchiz Indiana Jones ha Gimli en drilogiezh filmoù Aotrou ar Gwalennoù . Bet eo enoret o vezañ lakaet e anv teir gwech evit ar Screen Actors Guild Award hag enoret eo bet ur wech, ha lakaet eo bet ivez e anv evit ur Primetime Emmy Award.
Ganedigezhioù 1944
Aktourien Kembre
Aktourien skinwel
Aktourien c'hoariva |
169213 | https://br.wikipedia.org/wiki/St%C3%A9phanie%20Frappart | Stéphanie Frappart | Stéphanie Frappart, ganet d’ar e Plessis-Bouchard (Val-d'Oise), zo un dreodogez mell-droad c’hall.
Red-micher
E 2019 eo anvet gant ar FIFA tredeogez evit Kip ar maouezed. D’an eo dibabet Stéphanie Frappart evit tredeogiñ krogad ar 34 deiziad Ligue 1 etre an SC Amiens hag ar RC Strasbourg evel tredeogez kreiz, kentañ maouez da dredogiñ ur c’hrogad Ligue 1. Bet eo dija kentañ tredeogez el Ligue 2.
E miz Ebrel 2022 eo dibabet evit tredeogiñ gourfenn Kib Bro-C’hall ar baotred.
D’ar ez a Stéphanie Frappart da gentañ maouez da dredeogiñ ur c’hrogad e prantad gourfenn Kib Bed ar baotred, Costa Rica-Danmark.
Enorioù
Marc’hegez an Ordre national du Mérite (2019).
Daveoù
Ganedigezhioù 1983
Tredeogezed mell-droad Bro-C'hall |
169216 | https://br.wikipedia.org/wiki/Lozoya%20%28Madrid%29 | Lozoya (Madrid) | Lozoya zo ur gumun e Spagn, hag unan eus ar 179 kumun a zo e kumuniezh Madrid. |
169217 | https://br.wikipedia.org/wiki/Berzosa%20del%20Lozoya | Berzosa del Lozoya | Berzosa del Lozoya zo ur gumun e Spagn, hag unan eus ar 179 kumun a zo e kumuniezh Madrid. |
169218 | https://br.wikipedia.org/wiki/Buitrago%20del%20Lozoya | Buitrago del Lozoya | Buitrago del Lozoya zo ur gumun e Spagn, hag unan eus ar 179 kumun a zo e kumuniezh Madrid. |
169219 | https://br.wikipedia.org/wiki/Guadalix%20de%20la%20Sierra | Guadalix de la Sierra | Guadalix de la Sierra zo ur gumun e Spagn, hag unan eus ar 179 kumun a zo e kumuniezh Madrid. |
169220 | https://br.wikipedia.org/wiki/Coslada | Coslada | Coslada zo ur gumun e Spagn, hag unan eus ar 179 kumun a zo e kumuniezh Madrid. |
169221 | https://br.wikipedia.org/wiki/Parla | Parla | Parla zo ur gumun e Spagn, hag unan eus ar 179 kumun a zo e kumuniezh Madrid. |
169222 | https://br.wikipedia.org/wiki/Rivas-Vaciamadrid | Rivas-Vaciamadrid | Rivas-Vaciamadrid zo ur gumun e Spagn, hag unan eus ar 179 kumun a zo e kumuniezh Madrid. |
169223 | https://br.wikipedia.org/wiki/Arganda%20del%20Rey | Arganda del Rey | Arganda del Rey zo ur gumun e Spagn, hag unan eus ar 179 kumun a zo e kumuniezh Madrid. |
169224 | https://br.wikipedia.org/wiki/Boadilla%20del%20Monte | Boadilla del Monte | Boadilla del Monte zo ur gumun e Spagn, hag unan eus ar 179 kumun a zo e kumuniezh Madrid. |
169225 | https://br.wikipedia.org/wiki/Bobadilla | Bobadilla | Bobadilla zo un anv-lec'h spagnolek hag un anv-tiegezh.
Lec'hioù
Bobadilla (La Rioja), e La Rioja (Spagn)
Bobadilla del Campo, e proviñs Valladolid
kêriadennoù en Andalouzia
Bobadilla (Antequera), en Antequera, en proviñs Málaga
Bobadilla (Granada), e Granada, en proviñs Granada
Bobadilla (Jaén), en Alcaudete, en proviñs Jaén (Spagn)
Tud
Aldo Bobadilla, melldroader eus Paraguay
Francisco de Bobadilla (1448-1502), barner ha besroue Kolombia
Nicolás de Bobadilla (1509-1590), jeuist spagnol
Raúl Bobadilla, melldroader en Arc'hantina
Tomás Bobadilla (1785-1871), kentañ prezidant ar Republik Dominikan |
169226 | https://br.wikipedia.org/wiki/Antequera | Antequera | Antequera zo ur gumun eus Spagn, e proviñs Málaga en Andalouzia. |
169227 | https://br.wikipedia.org/wiki/Alpandeire | Alpandeire | Alpandeire zo ur gumun eus Spagn, e proviñs Málaga en Andalouzia. |
169228 | https://br.wikipedia.org/wiki/%C3%81rchez | Árchez | Árchez zo ur gumun eus Spagn, e proviñs Málaga en Andalouzia. |
169229 | https://br.wikipedia.org/wiki/Macharaviaya | Macharaviaya | Macharaviaya zo ur gumun eus Spagn, e proviñs Málaga en Andalouzia.
An anv
Ur machar zo ur seurt kêriadenn, un anv a gaver en ur gumun amezek, Almáchar.
Kumunioù tro-dro
En hanternoz: Almáchar hag Iznate; er reter: Iznate ha Vélez-Málaga, er c'hreisteiz : Vélez-Málaga ha Rincón de la Victoria; er c'hornôg : Moclinejo. |
169230 | https://br.wikipedia.org/wiki/Archidona | Archidona | Archidona zo ur gumun eus Spagn, e proviñs Málaga en Andalouzia. |
169231 | https://br.wikipedia.org/wiki/Montejaque | Montejaque | Montejaque zo ur gumun eus Spagn, e kornôg proviñs Málaga en Andalouzia. 938 a dud a oa enni o chom e 2022.
Er Parque natural de la Sierra de Grazalema emañ Montejaque, 138 km zo ac'hano da gêr Málaga. |
169232 | https://br.wikipedia.org/wiki/Benamocarra | Benamocarra | Benamocarra zo ur gumun eus Spagn, e proviñs Málaga en Andalouzia. |
169233 | https://br.wikipedia.org/wiki/Lezenno%C3%B9%20war%20an%20armo%C3%B9%20e%20Fra%C3%B1s | Lezennoù war an armoù e Frañs | Meur a lezenn, ordrenañs pe dekred war implij ha perc'henniezh an armoù a zo bet e Frañs abaoe ar XVIvet kantved, e-sell da izelaat an niver a dorfedoù pe da aesaat kontrol ar Stad war ar boblañs da geñver brezelioù da skouer. Hervez un istimadur graet e 2008 e oa tro 20 milion a armoù-tan er vro ha war-dro 3 milion anezho disklêriet nemetken. E 2005, diwar 2.105 den lazhet gant un arm-tan e Frañs, 36 a oa abalamour d'ur gwallzarvoud, 124 goude un dagadenn ha 1.653 goude un emlazh.
Renad Kozh
Abaoe deroù ar XVIvet kantved ez eus bet embannet lezennoù ha lakaet harzoù war berc'henniezh hag implij an armoù-tan e Rouantelezh Frañs. E 1563 e lavare ar roue Charlez IX e oa an armoù-tan abeg da veur a laeroñsi ha torfed. 85 bann a voe embannet gant rouaned Frañs etre 1516 ha 1785 war an danvez-mañ. Nac'het e oa da dud an Trede Stad kaout armoù-tan, nemet e vijent soudarded. E Breizh e c'halle an noblañs kemer divizoù lec'hel evit berzañ dougen an armoù, evel da skouer e 1560, 1563 ha 1565 e kêrioù Roazhon ha Naoned. Adalek ar XVIIvet kantved e renas Breujoù Breizh war an divizoù-se. Alies e azasae ar vodadeg he divizoù war reoù rouaned Frañs.
Dispac'h Gall
Gant an Dispac'h Gall e voe torret privilajoù an noblañs. Forzh piv en doe droad da chaseal ha da gaout armoù. Pa voe anv da sevel ur Vonreizh evit Frañs e kinnigas Mirabeau enbarzhiñ enni ur pennad 10 a embanne en doa pep hini gwir da gaout un arm, betek-gouzout e vije bet un dañjer evit buhez pe frankiz ur sitoaian pe meur a hini. Ne voe ket skrivet er Vonreizh a-benn ar fin, ken anat e seblante da izili ar bodad-labour war an destenn.
Brezel Bed Kentañ
Ar Stad a Seziz embannet d'an 2 a viz Eost 1914 a redie an dud da reiñ d'ar Stad o armoù ha munisionoù hag a roe aotre d'an arme, archerien hag all, klask ha tapout anezho. Echuiñ a reas ar stad a seziz d'an 12 a viz Here 1919.
Dekred-lezenn an 18 a viz Ebrel 1939
Goude trubuilhoù politikel eil hanter ar bloavezhioù 1930 hag evit prientiñ ur brezel e voe embannet d'an 18 a viz 1939 un dekred-lezenn a renke an armoù e 8 rummad :
1añ rummad : armoù-tan hag o munisionoù savet evit brezeliñ war zouar, mor pe en aer ;
2vet rummad : dafar da zougen pe implijout an armoù-tan er brezel ;
3de rummad : dafar evit en em wareziñ a-enep d'ar gazoù-emgann;
4re rummad : armoù-tan d'en em zifenn hag o munisionoù ;
5vet rummad : armoù gwenn ;
6vet rummad : armoù-chase hag o munisionoù ;
7vet rummad : armoù tennañ, armoù foarioù, saloñs hag o munisionoù ;
8vet rummad : armoù ha munisionoù istorel ha dastumadegoù.
Kemmet e voe an dekred-se meur a wech betek bezañ torret gant pennad 5 ordrenañs an 20 a viz Kerzu 2004.
Eil Brezel Bed
Daou ordrenañs a verzhas perc'henniezh an armoù e Frañs en Eil Brezel Bed : an hini gentañ d'an 10 a viz Mae 1940 pa voe aloubet ar vro gant an arme alaman, an eil d'ar 5 a viz Meurzh 1942. Rediet e voe an dud da reiñ o armoù en tier-kêr, e tier an archerien hag er c'hKommandanturioù. Hervez un istimadur eus fin ar bloavezh 1941 e voe roet tro 700.000 arm d'ar poent-se. 100.000 anezho a voe kaset d'an Alamagn.
Goude an Eil Brezel Bed
Goude ar brezel e voe torret ordrenañsoù renad Vichy hag adembannet dekred-lezenn 1939 gant un nebeud cheñchamantoù :
difennet e oa d'ar siviled kaout armoù eus ar rummadoù 1 da 4, nemet e vijent tennerien sport ha gant ma implijjent o armoù e standoù-tennañ ar Fédération Française de Tir ;
savet e voe ur fichennaoueg e pep departamant da renabliñ an dud perc'henn war armoù ar rummadoù 1 da 4.
Hervez an endro e voe cheñchet an dekred-se, da c'hortoz a-wechoù, da vare Brezel Aljeria pe darvoudoù Aleria (Korsika) e 1975 da skouer.
Hiziv an deiz
Abaoe ar 6 a viz Gwengolo 2013 e vez renket an armoù e pevar rummad evit doujañ ouzh emglevioù Schengen hag an normoù european. Ne vez kemeret e kont ken ar mod da implijout an arm-mañ-arm evel e dekred 1939, met e live dañjerusted gwir.
Rummad A : armoù difennet d'ar siviled
Armoù-skoaz < 60 cm (lamm pleget)
Armoù aotomatek (memes ar re gemmet e damaotomatek)
Munisionoù < 20 mm (obuzioù)
Kanolioù flour gant munisionoù < 8 mm
Armoù kuzhet (e bizhier-bale, gourizoù, ha kement zo)
Kargerioù armoù-dorn > 20 tenn
Kargerioù armoù gant munisionoù skoet en o c'hreiz > 10 tenn
Kargerioù armoù gant munisionoù skoet war o zro > 30 tenn
Rummad B : armoù a ranker goulenn an aotre da gaout anezho, implijet er sportoù tennañ
Armoù-skoaz etre 60 ha 80 cm (lamm pleget)
Armoù-skoaz dezho ur c'hanol < 60 cm
Armoù-skoaz a c'haller plegañ o lamm
Karabinennoù damaotomatek dezho ur c'harger a c'haller tennañ
Armoù tennata dre zorn > 11 tenn
Revolverioù ha pistolennoù
Munisionoù zo : 7,62 x 39 mm M43, 5,45 x 39 mm M74, 5,56 x 45 mm NATO, 12,7 x 99 mm NATO, 14,5 x 114 mm
Fuzuilhoù-pomp dezho ul lamm a c'haller plegañ pe > 5 tenn (4 + 1 kambret)
Rummad C : armoù a ranker diskleriañ
Armoù-skoaz > 80 cm (lamm pleget)
Armoù-skoaz dezho ur c'hanol > 60 cm
Karabinennoù damaotomatek ≤ 3 zenn
Armoù tennata dre zorn < 11 tenn
Armoù un tenn dre ganol (dezho ur c'hanol da wintañ da skouer)
Fuzuilhoù-pomp n'haller ket plegañ o lamm ha dezho un dalc'had ≤ 5 tenn (4 + 1 kambret)
Munisionoù dezho ur vannadell hep metal
Armoù nann-biroteknikel > 20 joul
Armoù disoudardet
Rummad D : armoù a ranker lakaat da enrollañ pe a c'haller gwerzhañ ha kaout en ur mod dieub
Sistemoù entanañ ijinet a-raok 1900
Armoù gant poultr du
Armoù-tennañ-gwenn, gaz, alarm
An holl armoù etre 2 hag 20 joul
Fichennaouegoù nevez
Adalek 2011 e vez implijet ar fichennaoueg FINIADA (Fichier national des personnes interdites d'acquisition et de détention d'armes), enni renablet an holl dud difennet dezho kaout un arm dre abegoù justis, melestradurezh pe medisinourezh.
D'an 28 a viz Ebrel 2020 e voe divizet lakaat e plas an SIA (Système d'Information sur les Armes) e-lec'h ma ranko bezañ renablet tamm-ha-tamm an holl armoù eus ar rummadoù A, B ha C gant o ferc'henned.
Dougen ha treuzdougen armoù-tan
Alies e vez mesket dougen an armoù, da lavaret eo kaout un arm warnañ prest da vezañ implijet, en ul lec'h publik, renket en un holster da skouer, ha treuzdougen an armoù, da lavaret kas anezho eus an eil lec'h d'egile.
An dougen armoù e Frañs zo aotreet d'un nebeud rummadoù tud a ra ur vicher stag ouzh ar surentez (polis, archerien) pe d'ar chaseourien pa jiboesaont. An treuzdougen armoù zo aotreet d'an holl dud o deus un arm-tan (chaseourien gante un aotre da chase, tennerien sport gante ul lisañs) en ur zoujañ ouzh reolennoù zo : pa vezont treuzdouget e rank an armoù bezañ diskarget, dibosupl da implijout war ar prim (o tivontañ o c'hulasenn pe o lakaat ur morailh-pontig warno da skouer) ha renket en ur gwisk pe ur voest. Ret eo gellet abegiñ treuzdougen un arm : aotreet eo etre ti un tenner sport hag ar stand-tennañ pe stal un armeurer da skouer.
Daveennoù
Armoù-tan
Lezennoù
Gwir an hiniennoù
Gwir gall |
169236 | https://br.wikipedia.org/wiki/Parque%20natural%20de%20la%20Sierra%20de%20Grazalema | Parque natural de la Sierra de Grazalema | Ar Parque natural de la Sierra de Grazalema zo un dachenn naturel e kreisteiz Spagn, hanter e proviñs Cádiz ha hanter e proviñs Málaga en Andalouzia.
Proviñs Cádiz
Proviñs Málaga
Parkoù natur |
169237 | https://br.wikipedia.org/wiki/Benahav%C3%ADs | Benahavís | Benahavís zo ur gumun eus Spagn, e kornôg proviñs Málaga en Andalouzia. |
169238 | https://br.wikipedia.org/wiki/Ardales | Ardales | Ardales zo ur gumun eus Spagn, e kornôg proviñs Málaga en Andalouzia. |